Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ, 1897/An Aviel hervez S. Lucas

Eus Wikimammenn
troet gant John Jenkins.
Société biblique britannique et étrangère, 1897  (p. 104-171)
◄  S. Marc S. Lucas S. Ian  ►



AN AVIEL HERVEZ SANT LUCAS.
————
CHABISTR I.


O VEZA ma ho deuz kalz a dud en em lakeat da scriva histor an traou c’hoarvezet, hag anavezet mad evit beza gwir en hon touez ; (2) hervez ma’z int bet digasset beteg enomp gant ar re ho deuz ho-unan gwelet anezhe adaleg ar pen-kenta, hag a zo bet ministred ar Ger ; (3) em euz kavet mad ive, goude beza examinet tost an holl draou-ze adaleg ar pen-kenta, scriva anezhe d’id gant reiz, O Theofil, den meurbed mad ; (4) evit ma c’hanavezi ar wirionez divarben an traou a zo bet desket d’id.

(5) Bez’ e oa en amzer Herodes, roue ar Jude, eur beleg hanvet Zakarias, euz a renk Abia ; he vreg a oa euz a lignez Aaron, hag he hano oa Elizabet. (6) Just e oant ho daou dirag Doue, hag ec’h heullient holl gourc’hemenou hag ordrenansou an Aotrou, en eun doare divlam. (7) N’ho doa ket a vugale, dre ma oa Elizabet heb frouez, hag e oant ho daou avanset en oad.

(8) Hogen, c’hoarvezoud a reaz en amzer ma rea Zakarias ar garg a veleg dirag Doue, pa oa deuet he dro en he renk, (9) ma tigouezaz dezhan, dre ar zort, hervez ma oa ar c’hiz e-touez ar veleien, mond en templ an Aotrou, evit offr an ezans. (10) Hag ar bobl holl a oa er meaz o pidi, d’ar mare ma oat o tevi an ezans.

(11) Neuze eun eal euz an Aotrou en em ziskouezaz dezhan, en he za en tu deo euz a aoter an ezans. (12) Ha Zakariaz o velet anezhan, a oe troublet, hag e crogaz ar spount enhan. (13) Mes an eal a lavaraz dezhan : N’az pe ket a aoun, Zakarias ; rag da beden a zo bet selaouet, hag Elizabet, da vreg, a c’hano d’id eur mab, hag e c’halvi he hano Ian. (14) Eur sujet a joa hag a laouenedigez e vezo evidoud, ha kalz en em rejouisso euz he c’hinivelez. (15) Rag braz e vezo dirag an Aotrou ; na evo na gwin nag evach da vezvi e-bed, hag e vezo leun euz ar Spered-Santel, adaleg kov he vam ; (16) convertissa a rai kalz euz a vugale Israel d’an Aotrou ho Doue ; (17) hag e valeo dirazhan en spered ha gant nerz Elias, evit trei calonou an tadou ouz ar vugale, hag ar re na zentont ket da furnez ar re just, evit prepari d’an Aotrou eur bobl disposet mad.

(18) Ha Zakarias a lavaraz d’an eal : Euz a betra ec’h anavezin-me kement-se ? Rag koz oun, ha va greg a zo avanset en oad ? (19) Hag an eal a respontaz dezhan : Me eo Gabriel pehini a choum dirag Doue ; hag ez oun bet digasset da gomz ouzid ha da annonsi d’id ar c’helou mad-man. (20) Ha setu, te a ia da veza mud, ha na helli ket komz beteg an deiz ma c’hoarvezo kement-se, abalamour n’ec’h euz ket credet d’am c’homzou, pere a vezo accomplisset en ho amzer.

(22) E-pad an amzer-ze, ar bobl a oa o c’hortoz Zakarias, a oa souezet, o velet ma talee ker pell en templ. (22) Ha pa zeuaz er meaz, na helle ket komz outhe, hag ec’h anavezjont penaos hen doa bet eur vision en templ, rag rei a rea kement-se da anaoud dezhe dre zin ; hag e choumaz mud.

(23) Ha pa oe echuet deiziou he garg, e tistroaz d’he di. (24) Eun neubeud deiziou goude, Elizabet he vreg a goncevaz ; en em guzad a reaz e-pad pemp miz, hag e lavare : (25) Evel-se eo hen deuz great an Aotrou em c’henver, en dervez ma hen deuz taolet he zaou-lagad varnoun, evit lemmel an dismegans a oa varnoun dirag an dud.

(26) Hogen, er c’houec’hved miz, an eal Gabriel a oe kasset gant Doue en eur gear euz a C’halile, hanvet Nazaret, (27) da eur verc’hez pehini a dlie dimezi da eur goaz hanvet Josef, euz a di David ; hag ar verc’hez-ze a oa hanvet Mari. (28) Hag an eal, o veza antreet el leac’h ma edo-hi, a lavaraz dezhi : Me a zalud ac’hanoud, te pehini a zo bet recevet en gras ; an Aotrou a zo ganez ; benniget oud e-touez ar gragez. (29) Hag hi, pa velaz an eal, a oe troublet gant he gomzou, hag e sonje enhi he-unan petra sinifie eur salud evel hennes. (30) Hag an eal a lavaraz dezhi : N’az pe ket a aoun, Mari, rag kavet ec’h euz gras dirag Doue. (31) Ha setu, te a goncevo, hag e c’hani eur mab, hag e roi dezhan an hano a JESUS. (32) Hennes a vezo braz, hag a vezo galvet Mab an Holl-C’halloudec, hag an Aotrou Doue a roio dezhan tron David he dad. (33) Ren a rai da viken var di Jacob, hag he rouantelez n’he devezo fin ebed.

(34) Neuze Mari a lavaraz d’an eal : Penaos e c’hoarvezo kement-se, pa na anavezan goaz e-bed ? (35) Hag an eal a respontaz dezhi : Ar Spered-Santel a zeui varnoud, ha nerz an Holl-C’halloudec a c’holoio ac’hanoud gant he skeud ; dre-ze ar bugel santel a vezo ganet ac’hanoud, a vezo galvet Mab Doue. (36) Ha setu aze Elizabet, da geninterv, he deuz ive concevet eur mab en he c’hozni ; hag he-man eo ar c’houec’hved miz d’an hini a oa galvet difrouez. (37) Rag n’euz netra impossubl da Zoue. (38) Ha Mari a lavaraz : Setu aman servicheres an Aotrou ; ra vezo great d’in hervez da lavar. Hag an eal a ieaz kuit diouthi.

(39) Neuze Mari a zavaz, hag a ieaz buhan da vro ar meneziou, en eur gear euz a Juda. (40) Hag o veza antreet en ti Zakarias, e saludaz Elizabet. (41) Ha kerkent ha ma klevaz Elizabet salud Mari, ar bugel a dridaz en he c’hov, hag Elizabet a oe karget euz ar Spered-Santel. (42) Hag o sevel he mouez, e criaz : Te a zo benniget e-touez ar gragez, ha benniget eo ar frouez euz da gov. (43) Hag a be-leac’h e teu kement-man d’in, ma teu mam va Aotrou d’am bizita ? (44) Rag kerkent ha ma c’hantreaz mouez da zalud em diou-skouarn, ar bugel biban hen deuz tridet gant ar joa em c’hov. (45) Hag eürus an hini he deuz credet ; rag accomplisset e vezo an traou a zo bet lavaret dezhi euz a-berz an Aotrou.

(46) Neuze Mari a lavaraz : Va ene a veul an Aotrou, (47) ha va spered a zo rejouisset en Doue, va Zalver ; (48) dre m’hen deuz sellet ouz stad izel he zervicheres. Ha setu divar-vreman e vezin galvet eürus gant an holl generationou. (49) Rag an Holl-C’halloudec hen deuz great traou braz d’in ; he hano a zo santel ; (50) hag he drugarez en em astenn euz an eil generation d’eben var ar re a zouj anezhan. (51) Diskouezet hen deuz an nerz euz he vrec’h ; disperset hen deuz ar sonjezonou euz a galon ar re ourgouillus ; (52) diskaret hen deuz ar re c’halloudec divar ho zron, hag hen deuz savet ar re dister ; (53) ar re ho doa naoun hen deuz karget a vadou, hag ar re binvidic hen deuz kasset kuit en goullo. (54) Sicouret hen deuz Israel he zervicher, (55) o kaout memor, hervez m’hen doa lavaret d’hon tadou, euz he drugarez e-kenver Abraham hag he lignez da viken.

(56) Ha Mari a choumaz ganthi var-dro tri miz ; hag a zistroaz neuze d’he zi.

(57) Hogen, termen Elizabet o veza erruet, e c’hanaz eur mab. (58) Hag he amezeien hag he c’herent, o veza klevet penaos hen doa an Aotrou diskouezet he drugarez en he c’henver, en em rejouisse ganthi.

(59) Hag o veza deuet d’an eizved devez da circonciza ar bugel bihan e c’halvent anezhan Zakarias, deuz hano he dad. (60) Mes he vam a gomzaz hag a lavaraz : Nann, mes Ian e vezo galvet. (61) Int a lavaraz dezhi : N’euz den etouez da gerent hag a zo galvet euz an hano-ze. (62) Neuze e c’houlenjont dre zin digant he dad penaos e felle dezhan e vije galvet. (63) Ha Zakarias a c’houlennaz eun daolennic, hag a scrivaz ar c’homzou-man : Ian eo he hano ; hag holl e oent souezet. (64) Rag-tal he c’henou a zigoraz, hag he deod a zistagaz, hag e komze en eur veuli Doue.

(65) Hag e teuaz aoun braz d’ho holl amezeien, hag an holl draou-ze a oe brudet dre holl vro meneziou ar Jude. (66) Hag ar re holl a glevaz anezhe, ho dalc’haz en ho c’halon, hag e lavarent : Petra a vezo ar bugel-ze eta ? Ha dorn an Aotrou a oa varnezhan.

(67) Neuze Zakarias he dad a oe karget euz ar Spered-Santel, hag e profetisaz, o lavaret :

(68) Benniget ra vezo an Aotrou, Doue Israel, dre ma hen deuz bizitet ha prenet he bobl, (69) ha ma hen deuz savet evidomp eur Zalver galloudus, euz a di David he zervicher ; (70) hervez ma hen doa komzet, abaoe pell-amzer, dre c’henou he brofeted santel ; (71) dre ma hen deuz delivret ac’hanomp euz hon inimied, hag euz a zorn ar re holl ho deuz kassoni ouzomp, (72) evit diskouel he drugarez e-kenver hon tadou, ha kaout memor euz he allians santel, (73) da lavaret eo, euz al le a reaz da Abraham hon tad, ec’h accordje deomp, (74) goude hon delivra euz a zorn hon inimied, ar c’hras da zervicha anezhan heb aoun, (75) er zantelez hag er justis, en he brezans, e-pad an holl deiziou euz hor buez. (76) Ha te, bugel bihan, e vezi galvet profet an Holl-C’halloudec ; rag kerzet a ri dirag faç an Aotrou, evit prepari he hentchou, (77) evit rei d’he bobl an anaoudegez euz ar zilvidigez, er remission euz ho fec’hejou, (78) dre an antraillou euz a drugarez hon Doue, dre behini an heol, o sevel, hen deuz hor bizitet euz an neac’h, (79) evit sclerijenna ar re a zo azezet en devalijen hag en skeud ar maro, hag evit bleina hon zreid dre an hent euz ar peoc’h.

(80) Hag ar bugel a greske hag a grenvae er spered ; hag e choumaz en dezertchou beteg an deiz ma tlie beza diskouezet da Israel.


CHABISTR II.


EN amzer-ze, e oe embannet eun urz aberz Cezar-Augustus, evit ma vije countet an niver euz an dud a oa var ar bed holl. (2) An denombramant kenta-ze a oe great pa oa Kurenus gouarner ar Siri. (3) An holl eta a iea da lakaad ho hano, pep hini en he gear he-unan. (4) Josef ive a bignaz euz a C’halile, euz a gear Nazaret, d’ar Jude, da gear David, a c’halver Bethlehem, dre ma oa euz a di hag euz a famil David, (5) evit lakaad he hano gant Mari, he bried, pehini a oa dougeres.

(6) Hag e-pad ma oant eno, ec’h erruaz an amzer ma tlie gwillioudi. (7) Hag e c’hanaz he mab kenta-ganet, hag e vailluraz anezhan, hag hen lekeaz en eur manjouer, rag ne oa ket a blas evithe en hostaliri.

(8) Hogen, bez’ e oa er vro-ze pastored pere a choume er meziou, o tiwall ho loened e-pad beilladennou an noz. (9) Ha setu, eun eal a-berz an Aotrou en em brezantaz dezhe, ha gloar an Aotrou a lugernaz en-dro dezhe, hag e oant spouronet-holl. (10) Neuze an eal a lavaraz dezhe : N’ho pezet ket a aoun ; rag digas a ran deoc’h eur c’helou mad, pehini a vezo eur sujet a joa vraz evit ar bobl holl ; (11) rag ganet eo hirio deoc’h, en kear David, eur Zalver, pehini eo ar C’hrist, an Aotrou. (12) Ha setu aman eur sin deoc’h evit hen anaoud : Kavoud a reot ar bugel bihan mailluret, ha gourvezet en eur manjouer.

(13) Ha kerkent en em gavaz gant an eal eun niver braz euz a arme an env, o veuli Doue hag o lavaret : (14) Gloar da Zoue, en huella euz an envou ; peoc’h var an douar, bolontez vad e-kenver an dud !

(15) Ha goude ma ho doe an elez kuiteet diouthe hag en em dennet en env, ar bastored a lavaraz an eil d’egile : Deomp eta bete Bethlehem, ha gwelomp ar pez a zo c’hoarvezet, hag a zo roet deomp da anaoud gant an Aotrou. (16) Mond a rejont eta gant hast, hag e kavjont Mari, ha Josef, hag ar bugel bihan gourvezet er manjouer. (17) Ha pa ho doa gwelet anezhan, e tisclerjont ar pez a oa bet lavaret dezhe divarben ar bugel-ze.

(18) Hag ar re holl a glevaz kement-se, a oa souezet braz euz ar pez a lavare ar bastored dezhe. (19) Ha Mari a zalc’he sonj euz an holl draou-ze, hag a vedite anezhe ebarz en he c’halon. (20) Hag ar bastored a zistroaz, en eur c’hlorifia hag en eur veuli Doue euz an holl draou ho doa gwelet ha klevet, hervez ma oa bet lavaret dezhe.

(22) Pa oe deuet an eizved devez evit circonciza ar bugel, e oe hanvet JESUS, an hano a oa bet roet dezhan gant an eal, araog ma oa concevet en kov he vam.

(22) Ha pa oe accomplisset deiziou ho furification, hervez lezen Moises, e tougjont ar bugel da Jerusalem, evit hen prezanti d’an Aotrou, (23) hervez ma’z eo scrivet el lezen an Aotrou : Pep bugel mal kenta-ganet a vezo consacret d’an Aotrou ; (24) hag evit offr en sacrifis, hervez ma’z eo gourc’hemenet el lezen an Aotrou, eur c’houblad turzuneled, pe diou goulmic.

(25) Bez’e oa en Jerusalem unan hanvet Simeon, eun den just hag a zoujans Doue ; heman a c’hortoze consolation Israel, hag ar Spered-Santel a oa varnezhan. (26) Discleriet e oa bet dezhan gant ar Spered-Santel, ne varvje ket, ken hen divije gwelet ar C’hrist euz an Aotrou. (27) Dond a reaz d’an templ renet gant ar Spered-Santel ; hag evel ma oa he dad hag he vam o tigas ar bugel Jesus, evit ober dezhan ar pez e oat custum hervez al lezen, (28) e kemeraz anezhan etre he zivrec’h, hag e veulaz Doue, en eur lavaret :

(29) Breman, Aotrou, e laoskez da zervicher da guitaad en peoc’h, hervez da c’her ; (30) rag va daou-lagad ho deuz gwelet da zilvidigez, (31) ar zilvidigez ec’h euz preparet dirag faç an holl boblou, (32) ar goulou a dle sclerijenna an nationou, hag ar gloar euz da bobl Israel.

(33) Ha Josef hag he vam a oa souezet euz an traou a lavaret divar he ben. (34) Ha Simeon a vennigaz anezhe, hag a lavaraz da Vari he vam : Setu, ar bugel-man a zo lakeat evit beza occasion a scandal hag a zilvidigez da galz en Israel, hag evit gouzanv controliach a-berz an dud, (35) en hevelep doare ma vezo dizoloet ar zonjezonou euz calon meur a hini ; ha da ene-te a vezo treuzet gant eur c’hleze.

(36) Bez’ e oa ive Anna ar brofetes, merc’h da Phanuel, euz a dribu Ascer ; oajet braz e oa, hag he doa bevet seiz vloaz gant he goaz, adaleg he gwerc’hted. (37) Intanvez e oa, ha oajet a bevar bloaz ha pevar-ugent, pe var dro, ha na zortie ket euz an templ, mes servicha a rea Doue er iun hag er beden noz deiz. (38) Houman, o veza en em gavet eno en heur-ze, a veule ive an Aotrou, hag a gomze divarben Jesus d’an holl dud euz a Jerusalem, pere a oa o c’hortoz delivrans Israel.

(39) Ha goude m’ho doe great pep tra hervez lezen an Aotrou, e tistrojont en Galile, d’ho c’hear Nazaret.

(40) Hag ar bugel a greske hag a grenvae en spered, o veza leun a furnez ; ha gras Doue a oa vamezhan.

(41) Hogen, he dad hag he vam a iea bep bloaz da Jerusalem, da c’houel ar Pask. (42) Ha pa hen doe daouzec vloaz, e savjont da Jerusalem, evel ma oa giz ar gouel. (43) Goude ma oe tremenet deiziou ar gouel, pa oant o tistrei, ar bugel Jesus a choumaz en Jerusalem ; ha Josef hag he vam na ouient ket kement-se. (44) Mes, o sonjal e oa assambles gant ho c’hen-veajourien, e valejont e-pad eun dervez, ha goude e klaskjont anezhan e-touez ho c’herent hag ho anaoudegez ; (45) hag o veza n’her c’havent ket, e tistrojont da Jerusalem da glask anezhan. (46) Hag a-ben tri devez, e kavjont anezhan en templ, azezet e-kreiz an doctored, o selaou hag oc’h interroji anezhe. (47) Hag ar re holl a gleve anezhan, a oa souezet euz he furnez hag euz he respontchou. (48) Pa velaz he dad hag he vam anezhan, e oent souezet ; hag he vam a lavaraz dezhan : Va bugel, perag ec’h euz-te great kement-man deomp ? Setu da dad ha me hon euz da glasket gant kalz a nec’hamant. (49) Hag hen a lavaraz dezhe : Perag e klaskec’h-hu ac’hanoun ? Ha na ouiec’h-hu ket penaos eo red d’in beza occupet gant afferou va Zad ? (50) Mes int na gomprenjont ket ar pez a lavare dezhe.

(51) Goude-ze e tiskennaz ganthe, hag e teuaz da Nazaret, hag e oa sentus outhe. Hag he vam a vire an holl draou-ze en he c’halon.

(52) Ha Jesus a greske en furnez, en ment hag en gras, dirag Doue ha dirag an dud.


CHABISTR III.


ER pempzecved bloavez euz a amzer an impelaer Tiberius Cezar, pa oa Pons Pilat gouarner ar Jude, hag Herodes tetrark euz a C’halile, Philip he vreur, tetrark euz a Iturea hag euz a vro Trakonitis, ha Lusanias tetrark euz a Abilene, (2) pa oa Annas ha Caïphas beleien vraz, ger Doue a oe adresset da Ian, mab Zakarias, ebarz an dezert.

(3) Hag hen a zeuaz en holl vro var-dro d’ar Jourdan, en eur brezeg badiziant ar gonversion, evit remission ar pec’hejou ; (4) evel ma’z eo scrivet e levr komzou ar profet Izaias : Mouez an hini a gri en dezert : Preparit hent an Aotrou, grit eün he wenojennou. (5) Pep traonien a vezo leuniet, ha pep menez ha krec’hien a vezo izelleet, an hentchou kam a vezo lakeat, eün ; hag an hentchou garo a vezo great kompez ; (6) ha pep kig a velo silvidigez Doue.

(7) Ian eta a lavare d’ar bobl a zeue evit beza badezet ganthan : Raç an aered-viber, piou hen deuz desket deoc’h tec’hel rag ar goler da zond ? (8) Rentit eta frouez hag a gonven d’ar gonversion ; ha n’ed it ket da lavaret enoc’h hoc’h-unan : Ni hon euz evit tad Abraham ; rag me a lavar deoc’h ec’h hell Doue sevel euz ar vein-ze bugale da Abraham. (9) Hogen, ema dija ar vouc’hal var grizien ar gwez. Pep gwezen eta ha na zoug ket a frouez mad, a ia da veza troc’het ha taolet en tan.

(10) Neuze ar bobl a c’houlennaz diganthan : Petra eta a raimp-ni ? (11) Hen a respontaz dezhe : An neb hen deuz diou zae, ra roio d’an neb n’hen deuz hini, hag an neb hen deuz boued, ra zeui da ober ar memeus tra.

(12) Dond a reaz ive publicaned evit beza badezet ; hag e leverjont dezhan : Mestr, petra a raimp-ni ? (13) Hag hen a lavaraz dezhe : Na c’houlennit netra en tu-hont d’ar pez a zo bet gourc’hemenet deoc’h.

(14) Ar zoudarded ive a c’houlennaz diganthan : Ha ni, petra a raimp-ni ? Hag hen a lavaraz dezhe : Na wall-dretit den, na dromplit den, mes bezit contant euz ho pae.

(15) Hag evel ma oa ar bobl en gortoz, ha ma rezone an holl en ho c’halonou divarben Ian daoust ha ne oa ket hen ar C’hrist, (16) Ian a gomzaz hag a lavaraz d’an holl : Evidoun-me a vadez ac’hanoc’h en dour ; mes dond a ra unan all muioc’h galloudec eged’oun ; ha n’oun ket dign da zilassa dezhan correou he voutou ; hennes ho padezo er Spered-Santel hag en tan. (17) He groe a zo ganthan en he zorn, netaad a rai mad he leur, hag e tastumo ar gwiniz en he c’hreuniel ; mes ar pell a lako da zevi en eun tan ha ne vougo biken.

(18) Ober a rea c’hoas meur a exhortation all d’ar bobl, en eur brezeg dezhe an Aviel.

(19) Mes Herodes an tetrark, o veza m’hen doa bet rebechou digant Ian, divarben Herodias, greg Philip he vreur, ha divarben an holl fallagriez hen doa great, (20) goude an holl draou fall hen doa great, a reaz c’hoas hou-man, lakaad a reaz teurel Ian er prizon.

(22) Hogen, evel ma tostae ar bobl holl evit beza badezet, Jesus a oe badezet ive ; hag e-pad ma oa o pedi, an env a zigoraz, (22) hag ar Spered-Santel a ziskennaz varnezhan gant eur c’horf henvel ouz eur goulm ; hag e teuaz eur vouez euz an env, hag a lavaraz : Te eo va Mab muia-karet, en pehini ema va holl flijadur.

(23) Ha Jesus a oa var-dro tregont vloaz pa gommansaz da brezeg, hag e oa evel ma credet, mab da Josef, da Heli, (24) da Vatthat, da Levi, da Velchi, da Janna, da Josef, (25) da Vattathias, da Amos, da Nahum, da Heli, da Nagge, (26) da Vaaht, da Tattathias, da Semeï, (27) da Josef, da Juda, da Johanna, da Rhesa, da Zorobabel, da Salathiel, da Neri, (28) da Velchi, da Addi, da Gosam, da Elmodam, da Her, (29) da Jose, da Eliezer, da Jorim, (30) da Vatthat, da Levi, da Simeon, da Juda, da Josef, da Jonan, (31) da Eliakim, da Velea, da Vaïnan, da Vattatha, da Nathan, (32) da Zavid, da Jesse, da Obed, da Vooz, da Salmon, da Naason, (33) da Aminadab, da Aram, da Esrom, da Pharez, da Juda, (34) da Jacob, da Isaac, da Abraham, da Dare, da Nachor, (35) da Saruch, da Ragaü, da Phaleg, da Heber, da Sala, (36) da Gaïnan, da Arphaxad, da Sem, (37) da Noe, da Lamech, da Vathusala, da Henoch, da Jared, da Valaleel, da Gaïnan, da Enos, da Seth, (38) da Adam, mab da Zoue.


CHABISTR IV.


JESUS, o veza leun euz ar Spered-Santel, a zistroaz euz ar Jourdan, hag a oe kasset gant ar Spered ebarz an dezert ; (2) eno e oe tentet gant an diaoul daou-ugent devez, ha na zebraz netra e-pad an deiziou-ze ; mes pa oant tremenet, hen doe naoun. (3) Neuze an diaoul a lavaraz dezhan : Mar d’oud Mab Doue, lavar d’ar mean-man trei en bara. (4) Ha Jesus a respontaz dezhan : Scrivet eo : An den na vevo ket gant bara hep-ken, mes gant pep ger euz a Zoue. (5) Neuze an diaoul hen kassaz var eur menez huel, hag a ziskouezaz dezhan en eur momant holl rouanteleziou ar hed ; (6) hag an diaoul a lavaraz dezhan : Kei a rin d’id an holl buissans-ze ha gloar ar rouanteleziou-ze ; rag roet eo bet d’in, ha me a ro anezhan d’an neb a fell d’in. (7) Rag-se mar en em brosternez dirazoun, kement-se holl a vezo d’id. (8) Mes Jesus a respontaz dezhan : Tec’h kuit diouzin, Satan ; rag scrivet eo : An Aotrou da Zoue a adori, hag hen hep-ken a zervichi. (9) Kas a reaz anezhan ive da Jerusalem, hag e lekeaz anezhan var lein an templ, hag e lavaraz dezhan : Mar d’oud Mab Doue, en em daol ac’hann d’an traon ; (10) rag scrivet eo e c’hourc’hemeno d’he elez divar da ben, evit ma tiwallint ac’hanoud, (11) ha ma tougint ac’hanoud etre ho daouarn, gant aoun na stokfe da droad ouz eur mean-benag. (12) Mes Jesus a respontaz dezhan : Lavaret eo : Na denti ket an Aotrou da Zoue.

(13) Hag an diaoul, o veza achuet an holl dentation, a guitaaz anezhan evit eun amzer.

(14) Ha Jesus a zistroaz dre c’halloud ar Spered en Galile, hag ar vrud anezhan a redaz dre ar vro holl tro-var-dro. (15) Rag kelen a rea en ho zinagogou, hag e oa henoret gant an holl.

(16) Ha Jesus a zeuaz da Nazaret, en pe leac’h e oa bet savet, hag evel ma oa he gustum, ec’h antreaz da zeiz ar sabbat er sinagog, hag e savaz evit lenn. (17) Hag e oe roet dezhan levr ar profet Izaias, hag o veza digoret al levr, e kavaz al leac’h e pehini e oa scrivet : (18) Spered an Aotrou a zo varnoun, abalamour da ze hen deuz va eoliet evit prezeg an Aviel d’ar beorien ; va c’hasset hen deuz evit iac’haad ar re a zo mantret ho c’halon ; (19) evit annonsan delivrans d’ar gaptived, hag an distro euz ar gwelet d’ar re dall ; evit lakaad en liberte ar re a zo opprimet, hag evit embann bloavez favorabl an Aotrou.

(20) Ha goude beza serret al levr, ha roet anezhan d’ar ministr, ec’h azezaz ; ha daoulagad kement a oa er sinagog a oa batet varnezhan.

(21) Neuze e commansaz lavaret dezhe : Hirio eo accomplisset ar gomz-ze euz ar Scritur, hag her c’hlevet a rit. (22) An holl a roe testeni dezhan, hag a oa souezet euz ar c’homzou a c’hras a zeue euz he c’henou, hag e lavarent : Ha n’eo ket hennes mab Josef ? (23) Hag hen a lavaraz dezhe : Hep mar c’houi a lavaro d’in ar proverb-man : Medeusin, en em iac’ha da-unan ; gra ive aman en da vro, kement ha m’hon euz klevet ec’h euz great en Capernaüm. (24) Mes lavaret a reaz : E gwirionez hen lavaran deoc’h, profet e-bed n’ed eo digemeret mad en he vro he-unan. (25) E gwirionez hen lavaran deoc’h : Bez’ e oa kalz a intanvezed en Israel en amzer Elias, pa oe serret an env e-pad tri bloaz ha c’houec’h miz, en hevelep doare ma c’hoarvezaz eur gernez vraz dre ar vro holl. (26) Koulskoude Elias na oe kasset etrezeg hini anezhe, nemed etrezeg eur vreg intanvez euz a Sarepta, en Sidon. (27) Bez’ e oa ive kalz a dud lor en Israel en amzer ar profet Elizeüs ; mes hini anezhe na oe neteet, nemed Naaman, ar Siread.

(28) Hag ar re a oa er sinagog, o klevet kement-se, a oe holl leun a goler. (29) Hag o sevel ac’hane, e vountjont anezhan er meaz euz ho c’hear, hag e kasjont anezhan ganthe beteg beg ar menez var behini e oa savet ho c’hear, evit hen stlapa d’an traon. (30) Mes hen a dremenaz dre ho c’hreiz, hag a ieaz kuit.

(31) Hag e tiskennaz da Capernaüm, kear euz a C’halile, hag e kelenne anezhe deiziou ar sabbat. (32) Hag e oent souezet gant he gelennadurez ; rag komz a rea gant otorite.

(33) Hogen, bez’ e oa er sinagog eun den dalc’het gant eur spered impur, pehini a griaz gant eur vouez huel : (34) Ha ! petra a zo etre te ha ni, Jesus a Nazaret ? Ha deuet oud-de evit koll ac’hanomp ? Gouzoud a ran piou oud : Ar Zant a Zoue. (35) Ha Jesus a c’hourdrouzaz anezhan, en eur lavaret : Tav, ha kea er meaz euz an den-ze. Hag an drouk-spered, o veza hen taolet e-kreiz an assamble, a ieaz er meaz euz anezhan, heb ober droug e-bed dezhan. (36) Hag e oent holl spountet braz, hag e lavarent etrezhe : Petra eo an dra-man ? Gourc’hemen a ra gant otorite ha gant galloud d’ar sperejou louz, hag e sortiont ! (37) Hag ar vrud anezhan a ieaz en pep leac’h er vro tro-var-dro.

(38) Jesus, o veza eat er meaz euz ar sinagog, a ieaz en ti Simon. Hogen, mam-gaer Simon a oa klanv gant eur gwall derzien, hag e pedjont anezhan evithi. (39) Hen eta, o veza en he za a-uz dezhi, a c’hourc’hemenaz d’an derzien, hag an derzien a guitaaz anezhi ; hag hi a zavaz kerkent, hag a zervichaz anezhe.

(40) Pa oe kuzet an heol, kement hini hen doa tud klanv gant meur a seurt klenved, ho c’hassaz dezhan ; hag hen ho fareaz en eur astenn he zaouarn var bep hini anezhe. (41) An drouk-sperejou ive a zortie euz a veur a hini, en eur grial, hag en eur lavaret : Te eo ar C’hrist, Mab Doue ; mes hen ho reprene, ha na bermete ket dezhe lavaret e ouient e oa hen ar Christ.

(42) Kerkent ha ma oa tarzet an deiz, ez eaz er meaz, da eul leac’h dezert, hag eur bobl vraz, a oa ouz he glask, a zeuaz beteg enhan, hag ho doa c’hoant derc’hel anezhan, evit na’z aje ket kuit diouthe. (43) Mes hen a lavaraz dezhe : Red eo d’in prezeg ive rouantelez Doue d’ar c’heariou all ; rag evit se eo ez oun bet digasset.

(44) Hag e prezege e sinagogou ar Galile.


CHABISTR V.


EVEL ma oa Jesus var bord lenn vraz Genezaret, ar bobl en em daole varnezhan evit klevet ger Doue. (2) Hag o veza gwelet diou vag var bord al lenn, euz a bere ar besketerien a oa diskennet da walc’hi ho rouejou, e pignaz en unan euz ar bagou-ze, pehini a oa da Simon, (3) hag e pcdaz anezhan da bellaad eun neubeud euz an douar ; hag o veza azezet, e kelenne ar bobl divar ar vag.

(4) Pa hen doe ehanet da gomz, e lavaraz da Simon : Kea larkoc’h en dour doun, ha taolit ho rouejou evit pesketa. (5) Simon a respontaz dezhan : Mestr, labouret hon euz hed an noz, ha n’hon euz tapet netra ; kouiskoude, var da c’her e taolin ar roued. (6) Hag o veza great kement-se, e tapjont eun niver braz a besked ; hag o veza ma tore ho roued, (7) e rejont sin d’ho c’hen-sorted, pere a oa er vag all, da zond d’ho zicour ; dond a rejont, hag e leunjont an diou vag, en hevelep doare ma oant prest da anfonci. (8) Simon Per, o veza gwelet kement-se en em daolaz da dreid Jesus, hag a lavaraz : Aotrou, pella diouzin ; rag me a zo eur pec’her. (9) Rag ar spount a oa croget enhan, hag er re holl a oa assambles ganthan, abalamour d’ar besketerez ho doa great ; hag ive en Jakes ha Ian, mibien Zebede, pere a oa kensorted da Simon. (10) Ha Jesus a lavaraz da Simon : N’az pe ket a aoun ; divar-vreman e vezi pesketer tud beo. (11) Hag o veza digasset ar bagou d’an douar, e kuitejont pep tra hag ec’h heuljont anezhan.

(12) Pa oa Jesus en eur gear euz ar Galile, eun den goloet a lorgnez, o veza gwelet anezhan, en em daolaz d’an douar var he vizach, hag hen pedaz, o lavaret : Aotrou, mar fell d’id, ec’h hellez va netaad. (13) Ha Jesus a astennaz he zorn, hag a douchaz outhan, en eur lavaret : Felloud a ra d’in, bez net. Ha rag-tal, al lorgnez a guitaaz anezhan. (14) Ha Jesus a c’hourc’hemenaz dezhan diwall da lavaret kement-se da zen e-bed ; mes kea, emezhan, en em ziskouez d’ar beleg, hag offr evit da burification ar pez a zo bet gourc’hemenet gant Moises, evit ma servicho kement-se da desteni dezhe.

(15) Hag ar vrud anezhan a rede mui-oc’h-mui, hag eur bobl vraz a dud en em zastume evit klevet anezhan, hag evit beza iac’heet ganthan euz ho c’hlenvejou. (16) Mes hen en em denne ebarz an dezert, hag e pede.

(17) Hogen, eun devez ma oa o kelen, e c’hoarvezaz ma oa azezet eno Farizianed ha doctored euz al lezen, pere a oa deuet euz a holl vourkou Galile, euz ar Jude, hag euz a Jerusalem, ha galloud an Aotrou a oa eno evit iac’haad ar re glanv. (18) Neuze e teuaz tud pere a zouge var eur gwele eun den hag a oa paralitic, hag e klaskent mond ganthan ebarz an ti, hag hen lakaad dirazhan. (19) Hag, evel ne ouient dre be leac’h mond ebarz, abalamour d’ar bobl, e pignjont var c’horre an ti, hag e tiskenjont anezhan dre an teol gant he vele, e-kreiz an dud, dirag Jesus, (20) pehini, o velet ho feiz, a lavaraz dezhan : O den, da bec’hejou a zo pardonet d’id. (22) Neuze ar Scribed hag ar Farizianed a gommansaz da rezoni ha da lavaret : Piou eo he-man pehini a lavar blasphemou ? Piou a hell pardoni ar pec’hejou, nemed Doue hep-ken ? (22) Mes Jesus, oc’h anaoud ho zonjezonou, a gomzaz outhe hag a lavaraz : Petra a rezonit-hu en ho calonou ? (23) Pehini eo an ezeta, pe lavaret : Da bec’hejou a zo pardonet d’id ; pe lavaret : Sav alese ha kerz ? (24) Hogen, evit ma ouezot penaos Mab an den hen deuz ar galloud var an douar da bardoni ar pec’hejou : Sav, emezhan d’ar paralitic, me hen lavar d’id, doug da vele, ha kea d’ar gear. (25) Hag e savaz ragtal dirazhe ; hag o tougen ar gwele var behini e oa gourvezet, ez eaz d’he di, en eur veuli Doue. (26) Hag holl e oent souezet braz, hag e veulent Doue ; hag e teuaz aoun dezhe, hag e lavarent : Traou burzudus hon euz gwelet hirio.

(27) Goude-ze ez eaz er meaz, hag e velaz eur publican hanvet Levi, azezet en bureo ar c’hargou ; hag e lavaraz dezhan : Deuz d’am heuil. (28) Hag hen, o kuitaad pep tra, a zavaz hag a heulliaz anezhan.

(29) Ha Levi a reaz dezhan eur fest braz en he di, ha bez’ e oa eun niver braz a bublicaned hag a re all azezet ouz taol ganthe. (30) Hag ar re anezhe a oa Scribed ha Farizianed a vurmure hag a lavare d’he ziskibien : Perag e tebrit-hu hag ec’h evit-hu gant publicaned ha tud a vuez fall ? (31) Ha Jesus, o komz outhe, a lavaraz : N’e ket ar re iac’h ho deuz ezom a vedeusin ; mes ar re glanv eo. (32) N’oun ket deuet evit gervel ar re just d’ar gonversion, mes ar bec’herien.

(33) Neuze e leverjont dezhan : Perag e iun alies diskibien Ian hag e reont pedennou evel diskibien ar Farizianed, e-leac’h da re-te a zebr hag a ev ? (34) Hag hen a lavaraz dezhe : Daoust ha c’houi a hell lakaad mignoned ar pried da iun, e-pad ma ema ar pried ganthe ? (35) Mes dond a rai an deiziou ma vezo lammet ar pried diganthe ; a-neuze e iunint en deiziou-ze.

(36) Lavaret a eure ive eur barabolen dezhe : Den na laka eun tam euz a eur zae nevez ouz eur zae goz ; anez, an tam nevez a rogfe an hini koz, hag an tam kemeret euz an hini nevez na vezfe ket deread deuz an hini koz. (37) Den ken neubeud na laka gwin nevez en barikennou koz ; anez, ar gwin nevez a dorfe ar barikennou, hag e vezfe skulliet, hag ar barikennou a vezfe kollet. (38) Mes red eo lakaad ar gwin nevez en barikennou nevez ; hag evel-se e virer an eil hag egile.

(39) Ha den goude eva gwin koz, na c’houlen rag-tal an hini nevez ; rag, emezhan, ar gwin koz a zo gwelloc’h.


CHABISTR VI.


C’HOARVEZOUD a reaz, deiz ar Sabbat a c’halver an eil-kenta, ma tremene Jesus dre an ed, hag he ziskibien a denne tamoezennou, ha goude ho frika en ho daouarn, e tebrent anezhe. (2) Hag hinienou euz ar Farizianed a lavaraz dezhe : Perag e rit-hu ar pez n’eo ket permetet da ober en deiziou ar sabbat ? (3) Neuze Jesus, o komz, a lavaraz dezhe : Ha n’hoc’h euz-hu ket lennet petra a reaz David, pa hen devoe naoun hen hag ar re a oa assambles ganthan ? (4) Penaos ec’h antreaz en ti Doue, e kemeraz hag e tebraz ar baraou consacret, hag e roaz ive d’ar re a oa ganthan, petra-benag n’eo permetet ho dibri nemed d’ar veleien hepken ? (5) Hag e lavaraz dezhe : Mab an den a zo Mestr, memeus var ar sabbat.

(6) C’hoarvezoud a eure c’hoas, da zeiz eur sabbat all, ma’z eaz er sinagog, ha ma kelenne ; hag e oa eno eun den hag a oa dizec’het he zorn deo. (7) Hogen, ar Scribed hag ar Farizianed a zelle piz outhan, evit gwelet hag hen a iac’haje da zeiz ar sabbat, evit kaout leac’h d’hen tamal ; (8) mes, o veza ma c’hanaveze ho zonjezonou, e lavaraz d’an den pehini hen doa eun dorn dizec’het : Sav, ha choum aze er c’hreiz. Hag he-man, o veza savet, a choumaz en he za. (9) Neuze Jesus a lavaraz dezhe : Me a c’houlenno eun dra diganeoc’h : Ha permetet eo, da zeiziou ar sabbat, ober vad, pe ober drouk, savetaad eun den, pe hen lezel da berissa ? (10) Hag o veza sellet ouz ar re holl a oa en dro dezhan, e lavaraz d’an den-ze : Astenn da zorn. Ober a reaz kement-se, hag he zorn a zeuaz iac’h evel egile. (11) Hag e oent leun a fulor, hag e komzent etrezhe da c’houzout petra a heljent ober da Jesus.

(12) En amzer-ze, Jesus a zavaz var eur menez evit pedi ; hag e tremenaz an noz o pidi Doue.

(13) Ha pa oe deuet an deiz, e c’halvaz he ziskibien, hag e choazaz daouzec anezhe, pere ive a hanvaz ebestel ; (14) Simon, pehini a hanvaz Per, hag Andre he vreur, Jakes ha Ian, Philip ha Bartelemi, (15) Maze ha Thomas, Jakes, mab Alfe, ha Simon, hanvet Zelot, (16) Jud, breur Jakes, ha Judas Iscariot, an hini a drahissaz anezhan.

(17) Neuze o veza diskennet ganthe, e choumaz en eur blenen gant he vanden diskibien, hag eur bobl vraz a dud euz ar Jude holl, euz a Jerusalem, hag euz ar vro arvorec a Dir hag a Sidon, pere a oa deuet evit hen klevet hag evit beza iac’heet euz ho c’hlenvejou. (18) Hag ar re a oa tourmantet gant sperejou impur a oa ive iac’heet. (19) Hag ar bobl holl a glaske touch diouthan, rag dond a rea euz anezhan eur vertuz hag a iac’hae anezhe holl.

(20) Neuze Jesus, o veza savet he zaou-lagad var he ziskibien, a lavaraz :

Eürus oc’h, c’houi pere a zo paour, rag rouantelez Doue a zo deoc’h. (21) Eürus oc’h, c’houi pere hoc’h euz naoun breman, rag leuniet e veot. Eürus oc’h, c’houi pere a wel breman, rag karget e veot a joa. (22) Eürus e veot pa ho devezo an dud kassoni ouzoc’h, pa veot chasseet, hag outrajet ganthe, ha pa lakint hoc’h hano da dremen evit eun hano fall, abalamour da Vab an den. (23) Bezit leun a laouenedigez en deiz-ze, ha tridit gant ar joa ; rag ho recompans a vezo braz en env. Rag evelse ive eo ho deuz ho zadou tretet ar brofeted. (24) Mes malheur deoc’h-hu, tud pinvidic, rag recevet hoc’h euz ho consolation. (25) Malheur deoc’h-hu pere a zo rassaziet, rag naoun ho pezo. Malheur deoc’h-hu pere a c’hoarz breman ; rag c’houi a welo hag a huanado. (26) Malheur deoc’h-hu, pa lavaro an holl dud vad divar ho pen ; rag evel-se eo ho deuz great ho zadou e-kenver ar fals-profeted.

(27) Mes me a lavar deoc’h-hu pere a zelaou ac’hanoun : Karit hoc’h enebourien ; grit vad d’ar re ho deuz kassoni ouzoc’h ; (28) roit ho pennoz d’ar re a ro malloz deoc’h ha pedit evit ar re a wall-gomz ouzoc’h ; (29) d’an hini a sko ac’hanoud var eur jod, tro outhan da jod all ; hag an hini a lam da vantel diganez, lez anezhan da gemeret ive da zae. (30) Ro da gement hini a c’houlen diganez, ha mar teu unan-benag da lemmel diganez da dra, na c’houlen ket anezhan diganthan. (31) Kement tra e karfec’h gwelet an dud all oc’h ober deoc’h, grit-han ive dezhe. (32) Rag ma na girit nemed ar re a gar ac’hanoc’h, pe seurt anaoudegez-vad a dleer deoc’h ? rag an dud a vuez fall a gar ive ar re ho c’har. (33) Ha ma na rit vad nemed d’ar re a ra vad deoc’h, pe seurt anaoudegez-vad a dleer deoc’h ? rag an dud a vuez fall a ra ar memeus tra. (34) Ha ma na brestit nemed d’ar re digant pere emoc’h en gortoz da receo, pe seurt anaoudegez-vad a dleer deoc’h ? rag an dud a vuez fall a brest ive d’an dud a vuez fall, evit receo kemend-all. (35) Mes karit hoc’h enebourien, grit vad, ha prestit hep gortoz netra, hag ho recompans a vezo braz, hag e veot bugale an Holl-C’halloudec, rag hen a zo mad e-kenver ar re ingrat hag ar re fall. (36) Bezit eta trugarezus, evel ma’z eo ive ho Tad leun a drugarez.

(37) Na varnit ket, ha na veot ket barnet ; na gondaonit ket, ha na veot ket condaonet : pardonit, hag e veot pardonet ; (38) roit, hag e vezo roet deoc’h ; roet e vezo deoc’h en ho parlen eur muzur mad, moustret, hag hijet, ken a rullio dreist ar bord ; rag diouz ar memeus muzur gant pehini e vuzurit e vezo muzuret deoc’h.

(39) Lavaret a rea ive dezhe eur barabolen : Daoust hag eun den dall a hell ren eun den dall ? Ha na gwezint-hi ket ho daou er poull ? (40) An diskibl n’ed eo ket huelloc’h eged he vestr ; mes pep diskibl mad a dle beza henvel ouz he vestr.

(41) Ha perag e sellez-te ouz eur blouzen a zo e lagad da vreur, ha na velez-te ket an treust a zo en da lagad daunan ? (42) Pe c’hoas, penaos ec’h hellez-te lavaret d’az preur : Va breur, lez ac’hanoun da denna ar blouzen a zo en da lagad, ha te ne velez ket an treust a zo en da lagad da-unan ? Hipocrit ma’z oud, tenn da genta an treust euz da lagad da-unan, ha neuze e veli penaos tenna ar blouzen euz lagad da vreur.

(43) Gwezen vad e-bed na ro frouez fall, ha gwezen fall e-bed na ro frouez mad. (44) Rag pep gwezen a vez anavezet diouz he frouez. Na vez ket dastumet a fiez divar ar spern, na rezin divar ar bod-drez. (45) An den mad a denn traou mad euz a denzor mad he galon, hag an den fall a denn traou fall euz a denzor fall he galon ; rag euz a abondans ar galon eo e komz ar genou.

(46) Hogen, perag e c’halvit-hu ac’hanoun Aotrou, Aotrou, pa na rit ket ar pez a lavaran ? (47) Me a ziskouezo deoc’h ouz piou eo henvel kement hini a zeu d’am c’havout, a zelaou va c’homzou, hag ho laka en pratic. (48) Henvel eo ouz eun den hag a zav eun ti, ha pehini, goude beza toullet ha kleuzet doun, hen deuz diazezet ar fondamant var ar roc’h ; hag an dour braz a zo deuet, hag a zo en em daolet gant fulor ouz an ti-ze, mes n’hen deuz ket gallet hen finva, abalamour ma oa fontet var ar roc’h. (49) Mes an hini a zelaou, ha na laka ket en pratic, a zo henvel ouz eun den hag hen deuz savet he di var an douar, hep fondamant ; an dour braz a zo en em daolet gant fulor ouz an ti-ze, ha kerkent ez eo kwezet, ha spountus eo bet rivin an ti-ze.


CHABISTR VII.


PA hen doe Jesus peur-lavaret an holl gomzou-ze dirag ar bobl a oa ouz hen selaou, ec’h antreaz en Capernaüm.

(2) Ha mevel eur c’hantener, karet meurbed gant he vestr, a oa klanv, ha prest da vervel. (3) Ar c’hantener, o veza klevet komz euz a Jesus, a gassaz d’he gavout lod euz ar re Ancien a-douez ar Judevien, evit pedi anezhan da zond da iac’haad he vevel. (4) Ar reman, o veza deuet da gavout Jesus, a bedaz anezhan stard, en eur lavaret : Dign eo ma rafez kement-se evithan ; (5) rag karantez hen deuz evit hon fobl, hag hen eo hen deuz savet deomp ar sinagog. (6) Jesus eta a ieaz ganthe.

Ha pa ne oa mui pell euz an ti, ar c’hantener a gassaz unan-benag euz he vignoned etrezeg enhan, da lavaret dezhan : Aotrou, na gemer ket ar boan-ze, rag n’oun ket dign ec’h antrefez dindan va zoen. (7) Dre-ze n’oun ket en em gavet dign va-unan da vond beteg enoud ; mes lavar eur ger hep-ken, ha va mevel a vezo rentet pare. (8) Rag evidoun-me, petra-benag ma’z oun dindan otorite tud-all, em euz dindan-oun soudarded ; hag e lavaran da unan : Kea, hag ez a ; ha da eun all : Deuz, hag e teu ; ha d’am mevel : Gra an dra-man, hag her gra. (9) Pa glevaz Jesus kement-se ec’h admiraz ar c’hantener, hag o veza distroet, e lavaraz d’ar bobl a oa oc’h heuil anezhan : Me a lavar deoc’h n’em euz ket kavet, memeus en Israel, eur feiz ker braz. (10) Ha pa oe distroet d’ar gear ar re a oa bet kasset etrezeg Jesus, e kavjont iac’h mad ar mevel a oa bet klanv.

(11) An deiz varlerc’h, Jesus a oa o vond da eur gear hanvet Naïn, hag ez ea ganthan kalz euz he ziskibien hag eur bobl vraz. (12) Ha pa oa o tostaad ouz dor kear, e velaz dougen d’ar vered eun den maro, mab unic eun intanvez, hag e oa ganthi kalz a dud euz a gear. (13) Hag an Aotrou, pa velaz anezhi, hen doe truez outhi, hag e lavaraz dezhi : Na wel ket. (14) Hag o veza tosteet, e touchaz ouz an archet, hag an dougerien a choumaz en ho za ; hag e lavaraz : Den yaouank, me eo hen lavar d’id : Sav alese. (15) Hag an den maro a zavaz en he gouaze, hag a gommansaz da gomz. Ha Jesus a roaz anezhan d’he vam. (16) Hag e oent holl spountet, hag e rentjont gloar da Zoue, en eur lavaret : Eur profet braz a zo savet en hon touez, ha Doue hen deuz bizitet he bobl. (17) Hag ar gomz-man ho doa lavaret divar he ben, a redaz dre ar Jude holl ha dre ar broiou tro-var-dro.

(18) Hogen, diskibien Ian a gontaz an holl draou-ze dezhan.

(19) Ha Ian a c’halvaz daou euz he ziskibien, hag ho c’hassaz da gavout Jesus, evit lavaret dezhan : Ha te eo an hini a dlie dont, pe unan all a dleomp-ni da c’hortoz ? (20) An dud-se eta, o veza deuet da gavout Jesus, a lavaraz dezhan : Ian ar Badezour hen deuz hon digasset d’az kavoud, da lavaret d’id : Ha te eo an hini a dlie dont, pe unan all a dleomp-ni da c’hortoz ? (22) Hogen, en heur-ze memeus, Jesus a iac’heaz kalz a dud euz ho c’hlenvejou, euz ho gwall-boaniou, hag euz an drouk-sperejou, hag e roaz ar gwelet da veur a zen dall. (22) Neuze, en eur respont, e lavaraz dezhe : It, ha lavarit da Ian kement hoc’h euz gwelet ha klevet : penaos ar re dall ho deuz ar gwelet, ar re gam a vale eün, an dud lor a zo neteet, ar re vouzar a glev, ar re varo a zistro d’ar vuez, an aviel a zo prezeget d’ar beorien ; (23) hag eürus eo an hini na vezo ket scandalizet abalamour d’in.

(24) Pa oe eat kuit kannaded Ian, Jesus a gommansaz da gomz d’ar bobl divarben Ian : Da velet petra oc’h-hu eat en dezert ? Eur gorzen hijet gant an avel ? (25) Mes da velet petra oc’h-hu eat ? Eun den gwisket gant dillad kaer ? Setu, ar re a zo gwisket kaer, hag a vev e-kreiz ar plijudarezou, a zo en tiez ar rouane. (26) Mes da velet petra oc’h-hu eat ? Eur profet ? Ia, hen lavaret a ran deoc’h, ha kalz muioc’h eged eur profet. (27) Hennes eo an hini divarben pehini eo scrivet : Setu ma kassan va c’hannad dirag da faç, da brepari an hent diraz’oud. (28) Rag hen lavaret a ran deoc’h, e-touez ar re a zo ganet divar gragez, n’euz ket eur profet brassoc’h eged Ian ar Badezour ; ha koulskoude an distera en rouantelez Doue a zo brassoch egethan.

(29) Hag ar bobl holl hen deuz selaouet anezhan, hag ar bublicaned, ho deuz justifiet Doue, o veza bet badezet gant badiziant Ian. (30) Mes ar Farizianed ha doctored al lezen, o veza n’int ket bet badezet gant Ian, ho deuz taoiet diouthe, evit ho brassa koll, ar volontez-vad a Zoue en ho c’henver.

(31) Neuze an Aotrou a lavaraz : Ouz petra eta e comparajin-me an dud euz an amzer-man, hag ouz piou int-hi henvel ? (32) Henvel int ouz bugale azezet var ar blasen public pere a gri an eil d’egile, hag a lavar : Sonet hon euz deoc’h gant ar fleüt, ha n’hoc’h euz ket danset, canet hon euz deoc’h canouennou hirvoudus, ha n’hoc’h euz ket skulliet a zaelou. (33) Rag Ian ar Badezour a zo deuet, hep debri bara, nag eva gwin ; hag e livirit : Eun drouk spered a zo enhan. (34) Mab an den a zo deuet, o tibri hag oc’h eva, hag e livirit : Setu aze eun deber hag eun ever, eur mignon d’ar bublicaned ha d’ar bec’herien. (35) Mes ar furnez a zo bet justifiet gant he holl vugale.

(36) Eur Farizian, o veza pedet Jesus da zond d’he di da zibri assambles ganthan, ez eaz en ti ar Farizian-ze, hag en em lekeaz ouz taol.

(37) Hag eur vaouez euz a gear, pehini a oa eur plac’h a vuez fall, o veza klevet e oa ouz taol, en ti ar Farizian, a zigassaz eur bessel alabastr, leun a eol a c’houez-vad. (38) Hag oc’h en em zerc’hel adre ouz treid Jesus, o wela, e commansaz da c’hlebia he dreid gant he daelou, hag e sec’he anezhe goude gant he bleo, o pokad d’he dreid, hag oc’h eolia anezhe gant an eol a c’houez-vad. (39) Ar Farizian pehini hen doa pedet anezhan, pa velaz kement-se, a lavaraz enhan he-unan : Ma vije an den-man eur profet, ec’h ouvezje piou eo ar vaouez a douch outhan, ha penaos ez eo eur plac’h a vuez fall.

(40) Neuze Jesus, o komz, a lavaraz dezhan : Simon, eun dra em euz da lavaret d’id. Hag hen a respontaz : Lavar eta, Mestr. (41) Eun den hen doa daou all hag a dlie arc’hant dezhan, unan anezhe a dlie pemp kant diner, hag egile hanter-kant. (42) Hag, o veza n’ho doa ket peadra da baea, e tiskargaz anezhe ho daou euz ho dle. Lavar d’in eta, pehini anezhe ho daou a garo anezhan ar muia ? (43) Simon a respontaz : Me a gav d’in ez eo an hini hen deuz bet ar brassa diskarg. Jesus a lavaraz dezhan : Barnet mad ec’h euz.

(44) Neuze, o veza troet ouz ar vaouez, e lavaraz da Simon : Ha gwelet a rez-te ar vaouez-ze ? Deuet oun en da di, ha n’ec’h euz ket roet a zour d’in evit gwalc’hi va zreid ; mes hou-man he deuz gwalc’het va zreid gant he daelou, hag he deuz ho zec’het gant he bleo. (45) Te n’ec’h euz roet pok e-bed d’in ; mes hou-man, abaoe ma’z oun deuet en ti, n’he deuz ket ehanet da bokad d’am zreid. (46) Te n’ec’h euz ket skulliet a eol var va fen ; mes hou-man he deuz skuliet eol a c’houez-vad var va zreid. (47) Rag-se hen lavaran d’id, he fec’hejou pere a zo eun niver braz anezhe, a zo bet pardonet dezhi ; rag karet he deuz kalz ; mes an hini da behini e pardoner neubeud, a gar neubeud. (48) Neuze e lavaraz dezhi : Da bec’hejou a zo pardonnet d’id. (49) Hag ar re a oa ouz taol ganthan a gommansaz da lavaret enhe ho-unan : Piou eo heman, pehini memeus a bardon ar pec’hejou ? (50) Mes hen a lavaraz d’ar vaouez ; Da feiz hen deuz da zaveteet ; kea en peoc’h.


CHABISTR VIII.


GOUDE-ZE, Jesus a iea euz an eil kear hag euz an eil bourgaden d’eben, en eur brezeg hag en eur annons ar c’helou mad euz a rouantelez Doue ; (2) hag an daouzec a oa ganthan, hag ive eun neubeud merc’hed pere a oa bet delivret euz a zrouk-sperejou hag euz a glenvejou ; Mari, galvet Magdalen, euz a behini e oa sortiet seiz drouk-spered ; (3) ha Janned, greg Chouza, ministr Herodes, Suzanna, ha meur a hini all, pere a zicoure anezhan gant ho madou.

(4) Hogen, evel ma en em dastume eur bobl vraz, ha ma teue d’he gavout kalz a dud euz an holl geariou, e lavaraz dezhe ar barabolen-man : (5) Eun hader a ieaz er meaz evit hada he had, hag en eur hada, lod a gwezaz a-hed an hent, hag a oe mac’het, hag al lapoused euz an env a zebraz anezhan hoil. (6) Ha lod all a gwezaz var douar meinec ; ha pa oe diwanet, e sec’haz, o veza ne oa ket a zaour en douar. (7) Lod all a gwezaz e-touez ar spern, hag ar spern a greskaz assambles gant ar greun, hag a vougaz anezhan. (8) Lod all a gwezaz en douar mad, hag a zavaz hag a roaz frouez, kant evit unan. O lavaret kement-man, e crie : Ra zelaouo an neb hen deuz diou-skouarn evit klevet !

(9) He ziskibien a c’houlennaz diganthan petra a zinifie ar barabolen-ze. (10) Hag hen a respontaz : Deoc’h-hu eo bet roet da anaoud ar mysteriou euz a rouantelez Doue ; mes d’ar re all ne gomzer a gement-se nemed dre barabolennou, en hevelep doare ma velint heb gwelet, ha ma klevint heb compren. (11) Setu aman eta ar pez a zinifi ar barabolen-ze.

(12) An had eo ger Doue ; ar re a receo anezhan a-hed an hent eo ar re hen selaou ; mes an diaoul a zeu, hag a denn ar ger-ze euz ho c’halonou, gant aoun ne deufent da gredi ha da veza salvet ; (13) ar re a receo anezhan var douar meinec eo an dud pere, o veza klevet ar ger, a receo anezhan gant joa, mes n’ho deuz ket a c’hrizien, ha na gredont nemed evit eun neubeud amzer ; ha pa deu an dentation, e tec’hont kuit ; (14) hag ar pez a zo kwezet e-touez ar spern, eo ar re ho deuz klevet ar ger ; ha pere en eur vond kuit, a lez ar ger da veza mouget gant ar sourciou, gant ar pinvidigeziou, hag ar plijadurezou euz ar vuez-man, en hevelep doare ma na zougont ket ho frouez beteg beza dare ; (15) mes ar pez a zo kwezet en douar mad, eo ar re pere, o veza klevet ar ger gant eur galon bur ha mad, a vir anezhan hag a gendalc’h da zougen frouez.

(16) Den e-bed, goude beza alumet eur c’houlaouen, na c’holo anezhi gant eur bessel, ha ne laka anezhi dindan ar gwele ; mes hel lakaad a ra var eur c’hantoleur, evit ma c’hello ar re a zeu en ti gwelet ar sclerijen. (17) Rag n’euz netra kuzet ha na dle beza discleriet, na netra goloet ha na dle beza dizoloet, ha dond da veza anat. (18) Rag-se likit evez penaos e selaouit ; rag d’an neb hen deuz e vezo roet, mes an neb n’hen deuz ket, a vezo lammet diganthan memeus ar pez a zonj dezhan hen deuz.

(19) Neuze he vam hag he vreudeur a zeuaz d’he gavout ; mes na hellent ket tostaad outhan abalamour d’ar bobl. (20) Hag e teujont da lavaret dezhan : Da vam ha da vreudeur a zo aze er meaz, hag ho deuz c’hoant da velet ac’hanoud. (21) Mes hen a respontaz : Ar re a zelaou ger Doue, hag hen laka en pratic, ar re-ze eo va mam ha va breudeur.

(22) Eun devez e c’hoarvezaz ma pignaz en eur vag gant he ziskibien, hag e lavaraz dezhe : Tremenomp en tu all d’ar mor, hag ez ejont. (23) Hag e-pad ma navigent, Jesus a choumaz kousket ; hag eur barrad avel a zavaz var ar mor, ar vag a oa erru leun a zour, hag e oant en danjer braz. (24) Neuze e teujont d’hen kavoud, hag e tihunjont anezhan, en eur lavaret : Mestr, Mestr, emomp o vond da goll. Mes hen, o veza dihunet, a gomzaz gant otorite d’an avel ha d’ar mor, hag ar re-man a davaz, hag an amzer a zeuaz da veza sioul braz. (25) Neuze e lavaraz dezhe : Pe leac’h ema ho feiz ? Hag int, spountet ha souezet braz, a lavare an eil d’egile : Piou eta eo heman, pa gommand memeus d’an avelou ha d’an dour, hag e sentont outhan ?

(26) Neuze e teujont var bord bro ar Gadarened, pehini a zo dirag ar Galile. (27) Ha pa oe diskennet Jesus d’an douar, eun den euz ar gear-ze, hag a oa possedet abaoe peli amzer gant drouk-sperejou, a zeuaz d’he zialben. Ne oa ket a zillad varnezhan, ha ne choume ket er gear, mes er beziou. (28) Kerkent ha ma velaz Jesus, e commansaz da grial hag, oc’h en em deurel e c’harz he dreid, e lavaraz a vouez huel : Petra a zo etre me ha te, Jesus, Mab an Doue Holl-C’halloudec ’ Me az ped, na dourmant ket ac’hanoun. (29) Rag Jesus a gommande d’ar spered hudur mond er meaz euz an den-ze, en pehini e oa crog stard abaoe pell amzer ; kaer e oa staga anezhan gant chadennou hag hen derc’hel gant hualou, terri a rea he ereou, hag an drouk-spered a gasse anezhan ganthan el leac’hiou dezert. (30) Ha Jesus a c’houlennaz diganthan : Pe hano ec’h euz ? Heman a respontaz : Lejion ; rag kalz a zrouk-sperejou a oa antreet enhan. (31) Hag e pedent anezhan ne gommandje ket dezhe mond e punz an abim. (32) Hogen, bez’ e oa eno eur vanden vraz a voc’h o peuri var ar menez ; hag e pedent anezhan d’ho lezel da antren er moc’h-se, ha Jesus hen permetaz dezhe. (33) An drouk-sperejou eta, o veza eat er meaz euz an den-ze, a antreaz er moc’h, hag ar vanden en em daolaz euz ar plas huel-ze er mor, hag e oent beuzet. (34) Hag ar re a oa ouz ho diwall, pa veljont ar pez a oa c’hoarvezet, a redaz kuit hag a gontaz kement-se en kear ha var ar meaz. (35) Neuze an dud a zeuaz er meaz evit gwelet petra a oa c’hoarvezet ; hag o veza deuet da gavout Jesus, e kavjont an den euz a behini e oa eat kuit an drouk-sperejou, azezet e c’harz treid Jesus, gwisket hag en he skiant-vad ; hag e oent leun a spount. (36) Hag ar re ho doa gwelet kement-se a gontaz dezhe penaos e oa bet delivret an den possedet.

(37) Neuze an holl dud euz a vro ar Gadarened hen pedaz da guitaad ho bro ; rag croget e oa eur spount vraz enhe. Pignad a reaz eta var ar vag evit dond var he c’hiz.

(38) Hag an den euz a behini e oa eat kuit an drouk-sperejou, hen pede da lezel anezhan da choum ganthan ; mes Jesus a gassaz anezhan kuit, en eur lavaret : (39) Distro d’ar gear, ha lavar d’an holl ar burzudou hen deuz great Doue en da genver. Mond a reaz kuit eta, en eur embann dre ar gear holl kement hen doa great Jesus en he genver.

(40) Pa oe distro Jesus, eur bobl vraz a zeuaz d’hen digemer ; rag an holl a oa en gortoz anezhan.

(41) Ha setu ma teuaz eun den hanvet Jaïrus, pehini a oa chef euz ar sinagog, hag oc’h en em deurel da dreid Jesus, e pedaz anezhan da zond d’he di ; (42) rag beza hen doa eur verc’h pen-heres, oajet a zaouzec vloaz, pe var dro, hag a oa o vond da vervel.

Ha pa oa Jesus o vond di, e oa gwasket gant ar bobl. (43) Neuze eur vreg, pehini a oa klanv gant an dioada abaoe daouzec vloaz, hag he doa dispiniet he holl vadou gant medeusinet, hep gallout beza pareet gant hini e-bed, (44) a dostaaz outban a-dreg he gein, a douchaz ar bord euz he zae ; ha kerkent ec’h ehanaz he dioada. (45) Ha Jesus a lavaraz : Piou hen deuz touchet ouzin ? Hag evel ma nac’he an holl, Per hag ar re a oa ganthan a lavaraz : Mestr, ar bobl a zo en-dro d’id hag a wask ac’hanoud ; hag e leverez : Piou hen deuz touchet ouzin ? (46) Mes Jesus a lavaraz : Unan-benag hen deuz touchet ouzin ; rag anavezet em euz ez euz eat eur vertuz e meaz ac’hanoun. (47) Ar vreg-se, o velet ne oa ket bet kuzet kement-man diouthan, a zeuaz en eur grena, hag oc’h eh em deurel d’he dreid, e tiscleriaz dirag an holl, perag he doa touchet diouthan, ha penaos e oa bet pareet dioc’h-tu. (48) Ha Jesus a lavaraz dezhi : Va merc’h, kemer courach, da feiz hen deuz da iac’heet ; kea en peoc’h.

(49) E-pad ma oa c’hoas o komz, e teuaz unan euz a di chef ar sinagog, hag a lavaraz dezhan : Da verc’h a zo maro ; na choum ken da skuiza ar Mestr. (50) Mes Jesus, o veza klevet kement-se, a lavaraz da Jaïrus : N’az pe ket a aoun ; n’ec’h euz nemed credi, ha da verc’h a vezo iac’heet. (51) Ha pa oe deuet en ti, na lezaz den da antren nemed Per, Jakes ha Ian, ha tad ha mam ar plac’h yaouank. (52) Hag an holl a wele hag a hirvoude abalamour dezhi ; mes Jesus a lavaraz : Na welit ket ; n’ed eo ket maro, mes kousket hepken. (53) Hag e reant goab anezhan, o veza ma ouient e oa maro. (54) Mes, goude m’hen doa kasset anezhe holl er meaz, e crogaz en he dorn, hag e lavaraz a vouez huel : Bugel, sav alese. (55) Hag he ene a zeuaz a-nevez enhi ; sevel a reaz rag-tal, ha Jesus a c’hourc’hemenaz rei boued dezhi. (56) Hag he zad hag he mam a oe souezet meurbed ; mes hen a zifennaz outhe lavaret da zen ar pez a oa c’hoarvezet.


CHABISTR IX.


OVEZA galvet assambles he zaouzec diskibl, Jesus a roaz dezhe galloud hag otorite var an holl drouk-sperejou, hag ar galloud da iac’haad ar c’hlenvejou. (2) Hag e kassaz anezhe da brezeg rouantelez Doue, ha da iac’haad ar re glanv. (3) Hag e lavaraz dezhe : Na gemerit netra evit an hent, na baz, na bissac’h, na bara, nag arc’hant, ha n’ho pezet ket diou wiskamant. (4) Hag en peseurt ti-benag ma c’hantreot, choumit eno bete ma’z eot kuit. (5) Ha piou-benag na recevo ket ac’hanoc’h, pa’z eot kuit euz ho c’hear, hijit ar boultren euz ho treid, evit testeni en ho enep.

(6) O veza eta partiet, ez ejont euz an eil bourk d’egile, o prezeg an aviel, hag o iac’haad en peb leac’h ar re glanv.

(7) Herodes an tetrark a glevaz etretant ar vrud euz a gement a rea Jesus ; ha na ouie petra da zonjal, rag lod a lavare e oa resussitet Ian a-douez ar re varo ; (8) ha lod all, e oa en em ziskouezet Elias ; ha darn all, e oa resussitet unan euz ar brofeted koz. (9) Hag e lavare Herodes : Lakeat em euz dibenna Ian ; mes piou eo he-man, divarben pehini e klevan traou ker burzudus ? Hag hen hen doa c’hoant d’hen gwelet.

(10) Pa oa distro an ebestel, e lavarjont da Jesus kement ho doa great. Hag hen ho c’hemeraz ganthan, hag en em dennaz a-gostez, en eul leac’h dezert, e-kichen eur gear galvet Bethsaïda. (11) Ar bobl, o veza klevet kement-man, az eaz var he lerc’h, ha Jesus ho recevaz, hag a gomzaz dezhe euz a rouantelez Doue, hag e paree ar re ho doa ezom da veza pareet.

(12) Pa oa an deiz o commans da izellaad, an daouzec a dostaaz outhan, hag e leverjont dezhan : Kas kuit ar bobl-ze, evit ma’z aint er c’heariou ha var ar meziou tro-var-dro, da loja ha da gavoud boued ; rag en eul leac’h dezert emaomp aman.

(13) Mes hen a lavaraz dezhe : Roit boued dezhe hoc’h-unan. Hag int a respontaz : N’hon euz ken nemed pemp bara ha daou besk ; nemed mond a rafemp da brena boued evit an holl bobl-man ; (14) rag bez’ e oant var-dro pemp mil den. Neuze e lavaraz d’he ziskibien : Iikit anezhe da azeza a vandennou a hanter-kant den. (15) Hag e rejont evel-se, hag e lekejont an holl da azeza. (16) Neuze Jesus a gemeraz ar pemp bara hag an daou besk, hag o sevel he zaou-lagad varzu an env, e vennigaz anezhe, hag ho zoraz, hag ho roaz d’he ziskibien, evit ho lakaad dirag ar bobl. (17) Dibri a rejont holl, gwalc’h ho c’halon, hag e oe dastumet an tammou choumet en ho dileac’h, hag e oe daouzec panerad anezhe.

(18) C’hoarvezoud a reaz, pa oa o pedi a-gostez, ha ma oa an diskibien ganthan, ma c’houlennaz diganthe : Piou a lavar an dud ez oun-me ? (19) Ar re-man, o respont, a lavaraz : Lod a lavar Ian ar Badezour ; lod all, Elias ; ha darn all a lavar ez eo resussitet unan-benag euz ar brofeted koz. (20) Ha c’houi, emezhan, piou a livirit-hu ez oun-me ? Ha Per a respontaz : Te eo ar C’hrist a Zoue. (21) Mes hen a zifennaz stard outhe na lavarjent kement-se da zen, (22) hag e lavaraz c’hoas : Red eo da Vab an den souffr kalz, ha beza nac’het gant ar re Ancien, gant prinsed ar veleien ha gant ar Scribed, ha beza lakeat d’ar maro, ha goude resussita an trede deiz.

(23) Hogen, lavaret a rea d’an holl : Mar fell da unan-benag dond var va lerc’h, ra zeui da renons dezhan he-unan, ra zougo he groaz bemdez, ha ra heullio ac’hanoun. (24) Rag piou-benag a fello dezhan savetei he vuez he c’hollo ; mes piou-benag a gollo he vuez abalamour d’in, hennes a zaveteo anezhi. (25) Ha petra a dalfe da eun den gounid ar bed holl, mar en em zistrujfe, pe ma teufe d’en em goll he-unan ? (26) Rag piou-benag hen devezo mêz ouzin-me hag ouz va c’homzou, Mab an den hen devezo mêz anezhan pa zeuio en he c’hloar he-unan, hag en gloar an Tad hag an elez santel. (27) Hogen e gwirionez hen lavaran deoc’h : Beza ez euz hinienou euz ar re a zo aman prezant, ha na varvrnt ket, araog m’ho devezo gwelet rouantelez Doue.

(28) Var-dro eiz devez goude ar c’homzou-ze, Jesus a gemeraz ganthan Per, Ian ha Jakes, hag e pignaz var eur menez evit pedi. (29) Hag e-pad ma oa o pedi, he vizach a chenchaz, hag he zillad a zeuaz da veza gwenn ha lugernus evel eul luc’heden. (30) Ha setu daou zen o komz ganthan ; ar re-man a oa Moises hag Elias, (31) pere o parissa gant gloar, a gomze ganthan euz he varo pehini a dlie da zouffr en Jerusalem. (32) Hogen Per hag ar re a oa ganthan a oa maro gant ar c’hoant-kousket, ha pa oent dihunet, e veljont he c’hloar hag an daou zen a oa ganthan.

(33) Ha pa oa ar re-man o vond kuit diouthan, Per a lavaraz da Jesus : Mestr, aman e vez mad deomp choum ; greomp teir danten, unan evidoud, unan evit Moises hag unan evit Elias ; rag na ouie ket mad petra a lavare. (34) Pa oa c’hoas o lavaret kement-se, e teuaz eur goabren hag a c’holoaz anezhe ; hag evel ma oa tro-var-dro dezhe, an diskibien a oe spountet. (35) Hag e teuaz eur vouez euz ar goabren, hag a lavaraz : He-man eo va Mab muia-karet ; selaouit anezhan. (36) Ha pa oa c’hoas ar vouez-ze o komz, Jesus en em gavaz he-unan ; hag he ziskibien a choumaz sioul var gement-se, ha na leverjont ger e-bed da zen divarben an traou ho doa gwelet.

(37) An deiz varlerc’h, pa oant o tisken divar ar menez, eur bobl a zeuaz da zialben Jesus. (38) Hag eun den a-douez an dud-se en em lakeaz da grial ha da lavaret : Mestr, da bedi a ran, sell ouz va mab ; rag n’em euz bugel e-bed nemethan. (39) Eur spered a grog enhan, ha kerkent en em laka da scrijal. Neuze ar spered a wall-hij anezhan, oc’h hen lakaad da eonenni, hag a boan e laosk anezhan goude beza hen brevet holl. (40) Hag em euz pedet da ziskibien d’hen kas kuit ; mes n’ho deuz ket gallet. (41) Ha Jesus, en eur respont, a lavaraz : O raç difeiz ha fallagr, pegeit e choumin-me ganeoc’h, hag e c’houzanvin-me ac’hanoc’h ? Digas aman da vab. (42) Ha pa oa o tostaad, an drouk-spered a stlapaz anezhan d’an douar, hag hen gwall-hijaz ; mes Jesus a reprenaz stard ar spered impur, hag a iac’heaz ar bugel, hag a rentaz anezhan d’he dad. (43) Hag e oent holl souezet o velet ar galloud braz euz a Zoue.

Hag evel ma oant holl souezet gant kement a rea Jesus, hen a lavaraz d’he ziskibien : (44) Evidoc’h-c’houi, selaouit mad ar c’homzou-man : Mab an den a dle beza livret etre daouarn an dud. (45) Mes na gomprenent ket ar gomz-ze ; ken teval e oa evithe, ken ne oant ket evit he gompren ; ha ne gredent ket hen interroji var gement-se.

(46) Neuze e savaz eur gestion etrezhe, da c’houzout piou anezhe a vije ar brassa. (47) Mes Jesus, o velet sonjezonou ho c’halon, a gemeraz eur bugel, hag a lekeaz anezhan en he gichen, (48) hag a lavaraz dezhe : Piou-benag a receo ar bugel-man em hano, a receo ac’hanoun ; ha piou-benag a receo ac’hanoun, a receo an hini hen deuz va digasset. Rag an hini a zo ar bihana en ho touez holl, hennes eo a vezo braz.

(49) Ha Ian, o komz, a lavaraz : Mestr, gwelet hon euz eun den hag a gasse kuit an drouk-sperejou en da hano ; hag hon euz difennet outhan kement-se, abalamour na heuil ket ac’hanoud assambles ganeomp. (50) Ha Jesus a lavaraz dezhan : Na zifennit ket outhan kement-se ; rag an neb n’ema ket a-enep deomp a zo evidomp.

(51) Evel ma tostae an amzer ma tlie beza savet divar an douar, en em lekeaz en hent, decidet mad da vond da Jerusalem. (52) Hag e kassaz tud araog dezhan, pere, o veza eat, a antreaz en eur bourg euz ar Samaritaned, evit prepari dezhan he lojeiz. (53) Mes ar re-man ne fellaz ket dezhe hen digemer, abalamour ma oa o vond var-zu Jerusalem. (54) Ha Jakes ha Ian, he ziskibien, o velet kernent-se, a lavaraz dezhan : Aotrou, mar kerez ni a lavaro d’an tan disken euz an env evit ho devi holl, evel ma reaz ive Elias ? (55) Mes Jesus, o tistrei outhe, a reprenaz anezhe, hag a lavaraz : Na ouzoc’h ket gant pe seurt spered ez oc’h animet ; (56) rag Mab an den n’eo ket deuet evit koll an dud, mes evit ho zavetei. Hag ez ejont kuit da eur bourg all.

(57) Pa edont o vond en hent, eun den a lavaraz dezhan : Aotrou, me a heullio ac’hanoud en pe leac’h benag ma’zi. (58) Mes Jesus a lavaraz dezhan : Al lern ho deuz toullou, ha lapoused an env neiziou ; mes Mab an den n’hen deuz leac’h e-bed evit reposi he ben.

(59) Lavaret a reaz da unan all : Heuil ac’hanoun. Mes heman a respontaz : Aotrou, lez ac’hanoun da vond da genta da enterri va zad. (60) Jesus a lavaraz dezhan : Lez ar re varo da enterri ho re varo, mes te, kea da brezeg rouantelez Doue.

(61) Eun all a lavaraz ive dezhan : Heuil a rin ac’hanoud, Aotrou, mes lez ac’hanoun da genta da vond da gimiada euz ar re a zo em zi. (62) Mes Jesus a respontaz dezhan : An hini a grog en arar, hag a zell var he lerc’b, n’eo ket mad evit rouantelez Doue.

CHABISTR X.


GOUDE kement-se, an Aotrou a choazaz c’hoas deg ha tri-ugent diskibl all ; hag e kassaz anezhe daou ha daou araog dezhan, en holl geariou hag en holl broiou ma tlie mond.

(2) Hag e lavare dezhe : An eost a zo braz ; mes neubeud a labourerien a zo ; pedit eta Mestr an eost da gas labourerien en he eost. (3) It, kas a ran ac’hanoc’h evel oanedigou e-touez ar bleizi. (4) Na gassit ganeoc’h na ialc’h, na bissac’h, na boutou ; ha na zaludit den e-bed en hent.

(5) Hag en pe seurt ti-benag ma c’hantreot, livirit en eur vond ebarz : Ra vezo ar peoc’h var an ti-man. (6) Mar be eno eur bugel a beoc’h, ho peoc’h a choumo varnezhan ; mar n’euz hini e-bed, ho peoc’h a zistroio deoc’h. (7) Ha choumit en ti-ze, o tibri hag oc’h eva ar pez a vezo roet deoc’h ; rag al labourer a zo dign euz he baeamant. N’it ket euz an eil ti d’egile.

(8) Hag en pe seurt kear-benag ma c’hantreot, mar bezit digemeret, debrit ar pez a vezo lakeat dirazoc’h. (9) Iac’hait ar re glanv a vezo eno, ha livirit dezhe : Rouantelez Doue a zo deuet beteg enoc’h. (10) Mes pa antreot en eur gear, ma ne vezit ket digemeret, it er meaz var ar ruiou, ha livirit : (11) Hija a reomp ouzoc’h ar boultren a zo staget ouzomp en ho kear ; gouvezit koulskoude penaos ez eo deuet rouantelez Doue beteg enoc’h. (12) Me hen lavar deoc’h, eassoc’h e vezo da Sodom en devez-ze eged d’ar gear-ze.

(13) Malheur d’id, Korazin ; malheur d’id, Bethsaïda ; rag ma vije bet great en Tir hag en Sidon ar burzudou a zo bet great enoc’h, pell zo e vijent distroet ouz Doue, en eur gemeret ar zac’h hag al ludu.

(14) Rag-se, deiz ar Varn, e vezo eassoc’h da Dir ha da Sidon eged deoc’h-hu. (15) Ha te, Capernaüm, pehini a zo bet savet beteg an env, diskaret e vezi beteg an ifern.

(16) An neb ho selaou-c’houi am zelaou-me ; hag an neb ho tisprij-c’houi am disprij-me ; hag an neb am disprij-me, a zisprij an hini hen deuz va digasset.

(17) Hogen, an deg ha tri-ugent diskibl a zistroaz gant joa, o lavaret : Aotrou, an drouk- sperejou ho unan a bleg deomp en da hano. (18) Hag hen a lavaraz dezhe : Me a vele Satan o kweza euz an env evel eul luc’heden. (19) Setu, e roan deoc’h ar galloud da vale var ar serpanted, var ar scorpioned, ha var holl nerz an enebour ; ha netra na hello noazout deoc’h. (20) Koulskoude n’en em rejouissit ket abalamour ma pleg deoc’h ar sperejou ; mes kemerit levenez kentoc’h abalamour ma eo scrivet hoc’h hanoiou ebarz an envou.

(21) En heur-ze, Jesus a dridaz gant ar joa en he spered hag a lavaraz : Da veuli a ran, o Tad, Aotrou an env hag an douar, dre ma ec’h euz kuzet an traou-man ouz ar re fur hag an dud a skiant, ha ma ec’h euz ho disclerïet d’ar vugaligou ! Ia, o Tad, c’hoarvezet eo bet kement-se, dre ma ec’h euz hen kavet mad ! (22) Pep tra a zo bet roet d’in gant va Zad ; ha den na oar piou eo ar Mab, nemed an Tad, na piou eo an Tad, nemed ar Mab, hag an hini ma plijo d’ar Mab hen rei dezhan da anaoud.

(23) Neuze, o veza troet ouz he ziskibien, e lavaraz dezhe ho-unan : Eürus an daou-lagad a vel ar pez a velit-c’houi ! (24) Rag me hen lavar deoc’h, kalz a brofeted hag a rouane ho deuz c’hoanteet gwelet ar pez a velit, ha n’ho deuz ket hen gwelet ; ha klevet ar pez a glevit, ha n’ho deuz ket hen klevet.

(25) Neuze eun doctor euz al lezen a zavaz hag a lavaraz da Jesus, evit hen amprouv : Mestr, petra a rankan-me da ober evit herita euz ar vuez eternel ? (26) Jesus a lavaraz dezhan : Petra a zo scrivet el lezen, ha petra a lennez-te enhi ? (27) He-man a respontaz : Karoud a ri an Aotrou da Zoue euz da holl galon, euz da holl ene, euz da holl nerz hag euz da holl spered ; ha da nessa evel-doud da-unan. (28) Ha Jesus a lavaraz dezhan : Respontet mad ec’h euz ; gra kement-se, hag e vevi. (29) Mes an den-man, o c’hoantaad tremen evit eun den just, a lavaraz da Jesus : Ha piou eo va nessa ?

(30) Ha Jesus, o komz c’hoas outhan, a lavaraz : Eun den, hag a oa o tisken euz a Jerusalem da Jerico, a gwezaz etre daouarn al laeron, pere a ziframmaz he zillad divar-n’ezhan ; ha goude beza he wall-vlesset ez ejont kuit, o lezel anezhan hanter-varo. (31) Hogen, dond a reaz eur beleg da zisken dre an hent-se, hag o veza gwelet an den-ze, e tremenaz a-biou. (32) Eul Levit, o veza deuet ive el leac’h-se, hag o veza gwelet anezhan, a dremenaz a-biou. (33) Mes eur Samaritan, en eur vond gant he hent, en em gavaz eno, ha pa velaz anezhan, e kemeraz truez outhan. (34) Hag o tostaad outhan, e lekeaz lien en dro d’he c’houliou, hag e skulliaz varnezhe eol ha gwin ; neuze e sammaz anezhan var he loen he-unan, hag hen kassaz da eun hostaliri, hag e soagnaz anezhan. (35) An deiz varlerc’h, en eur vond kuit, e tennaz daou ziner arc’hant, hag ho roaz d’an hostiz, hag e lavaraz dezhan : Kemer soagn euz an den-ze, ha pa zistroin, me a rento d’id ar pez a zispigni ouz-pen. (36) Pehini eta euz an tri-ze, a zonj d’id, eo bet an nessa d’an hini a oa kwezet etre daouarn al laeron ? (37) An doctor a lavaraz : An hini a zo bet trugarezus en he genver. Jesus a lavaraz dezhan : Kea eta, ha gra ive evel-se.

(38) Pa oant en hent, ec’h antreaz en eur bourg, hag eur plac’h hanvet Martha, a zigemeraz anezhan en he zi. (39) Houman he doa eur c’hoar hanvet Mari, hag en em zalc’he azezet e c’harz treid Jesus, o selaou he gomzou. (40) Mes Martha a oa occupet gant al labour en ti. O veza deuet da gavout Jesus, hou-man a lavaraz dezhan : Aotrou, ha na velez-te ket e lez va c’hoar ac’hanoun da zervicha va-unan ? Lavar eta dezhi dond d’am zicour. (41) Ha Jesus a respontaz dezhi : Martha, Martha, te en em laka en poan hag a gemer sourci gant kalz a draou ; (42) mes eun dra hep-ken a zo necesser ; ha Mari he deuz choazet al loden vad, ha na vezo ket lammet diganthi.


CHABISTR XI.


EUN devez ma oa Jesus o pedi en eul leac’h, goude ma oa echuet he beden, unan euz he ziskibien a lavaraz dezhan : Aotrou, desk deomp pedi, evel ma hen deuz Ian desket ive d’he ziskibien.

(2) Ha Jesus a lavaraz dezhe : Pa bedot, livirit : Hon tad pehini a zo en envou ; da hano bezet santifiet ; ra zeui da rouantelez ; da volontez bezet great var an douar evel en env ; (3) ro deomp bemdez hor bara pemdeziec ; (4) pardon deomp hor pec’hejou ; rag ni a bardon ive d’ar re holl ho deuz hon offanset ; ha n’hon lez ket da gweza en dentation ; mes delivr ac’hanomp diouz an drouk.

(5) Neuze e lavaraz dezhe : Mar hen dije unan ac’hanoc’h eur mignon hag a deuje d’hen kavout da hanter-noz, da lavaret dezhan : Va mignon, prest d’in tri bara ; (6) rag unan euz va mignoned, o veaji, a zo deuet du-man, ha n’em euz netra da rei dezhan ; (7) ha mar teuje hennes a zo en he di da respont : Ro peoc’h d’in, va dor a zo serret, ha va bugale a zo ganen em gwele ; ne hallan ket sevel evit rei bara d’id. (8) Me a lavar deoc’h penaos, ma na zavfe ket evit rei bara dezhan abalamour ma’z eo he vignon, e savfe o veza skuiz ouz hen klevet, hag e rofe dezhan kement ha m’hen defe ezom. (9) Me ive a lavar deoc’h : Goulennit, hag e vezo roet deoc’h ; klaskit, hag e kavfot ; skoit, hag e vezo digoret deoc’h. (10) Rag an hini a c’houlen, a receo, hag an hini a glask, a gav ; hag an hini a sko, e vezo digoret dezhan.

(11) Piou ac’hanoc’h-hu eo an tad, ma c’houlenfe he vab diganthan eun tam bara, a rofe dezhan eur mean ? Pe, ma c’houlenfe diganthan eur pesk, daoust hag hen a rofe dezhan eur serpant e leac’h eur pesk ? (12) Pe otramant c’hoas, mar goulen diganthan eur vi, daoust hag hen a rofe dezhan eur scorpion ? (13) Mar gouzoc’h eta c’houi, pere a zo fall, rei traou mad d’ho pugale, pegement muioc’h e roio ho Tad celestiel ar Spered-Santel d’ar re her goulen diganthan ?

(14) Jesus a gassaz ive kuit eun drouk-spered hag a oa mud ; ha pa oe sortiet an drouk-spered, an den mud a gomzaz ; hag ar bobl a oe leun a admiration. (15) Hag unan-benag anezhe a lavaraz : Dre Veelzebul, prins an drouk-sperejou, eo e kas kuit an drouk-sperejou. (16) Mes darn all, evit hen amprouv, a c’houlenne diganthan eur miracl euz an env. (17) Mes Jesus, oc’h anaoud ho zonjezonou, a lavaraz dezhe : Pep rouantelez divizet a-enep dezhi he-unan a vezo troet en eun dezert ; hag eun ti divizet a-enep dezhan he-unan a gwezo. (18) Mar d’eo eta Satan divizet a-enep dezhan he-unan, penaos ec’h hallo he rouantelez choum en he za ? pa’z eo gwir e livirit eo dre Veelzebul e kassan kuit an drouk-sperejou. (19) Mar d’eo dre Veelzebul e kassan kuit an drouk-sperejou, dre biou eta ho pugale-hu ho c’hassont-hi kuit ? Int ho-unan eta a vezo ho parnerien. (20) Mes mar d’eo dre viz Doue e kassan kuit an drouk-sperejou, a dra sur rouantelez Doue a zo deuet beteg enoc’h. (21) Pa vez eun den krenv hag armet mad o tiwall he di, kement hen deuz a zo diwallet mad. (22) Mes pa zeu unan krenvoc’h egethan, he-man hen taol d’an douar, a lam diganthan he holl armou var bere e oa he fizians, hag e ra partach var he vadou. (23) An neb n’ema ket ganen, a zo a-enep d’in, hag an hini na zastum ket ganen, a sklabez.

(24) Pa vez eat eur spered impur er meaz euz a eun den, ez a dre leac’biou seac’h, o klask repos, hag evel na gav ket, e lavar : Distrei a rin d’am zi euz a behini oun sortiet. (25) Ha pa zeu d’he di, e kav anezhan skubet ha kempennet. (26) Neuze ez a, hag e kemer ganthan seiz spered all gwassoc’h egethan, hag ec’h antreont, hag e choumont eno ; ha stad diveza an den-ze a zeu da veza gwassoc’h eged ar c’henta.

(27) Pa oa o lavaret an traou-ze, eur plac’h euz a-greiz ar bobl a zavaz he mouez, hag a lavaraz dezhan : Eürus ar c’hov hen deuz da zouget, hag an diou-vron ho deuz da vaget ! (28) Eürus kentoc’h, eme Jesus, ar re a zelaou ger Doue, hag a vir anezhan !

(29) Evel ma en em dastume ar bobl en eur vanden vraz, Jesus a gommansaz da lavaret : Ar raç tud-man a zo fall, goulen a reont eur miracl, ha na vezo roet dezhe hini e-bed nemed hini ar profet Jonas. (30) Rag, evel ma oe Jonas eur miracl evit an dud euz a Niniv, evel-se ive e vezo Mab an den eur miracl evit ar generation-man. (31) Rouanez ar C’hreiz-teiz a zavo, deiz ar varn, a-enep tud ar generation-man, hag ho c’hondaono, rag hou-man a zeuaz euz ar pen pella euz an douar da zelaou furnez Salomon ; ha setu, ez euz aman brassoc’h eged Salomon. (32) Tud Niniv a zavo, deiz ar varn, a-enep ar generation-man, hag he c’hondaono, rag ar re-man en em gonvertissaz gant predication Jonas ; ha setu, ez euz aman brassoch eged Jonas.

(33) Den e-bed na allum eur c’houlaouen evit he lakaad en eul leac’h kuzet, pe dindan eur boezel, mes he lakaad a ra var eur c’hantoleur, evit ma c’hallo ar re a zeu en ti gwelet ar sclerijen. (34) Al lagad eo sclerijen ar c’horf ; rag-se mar d’eo iac’h da lagad, da gorf holl a vezo sclerijennet ; mes mar d’eo fail, da gorf ive a vezo en devalijen. (35) Diwall eta na vez tevalijen ar sclerijen a zo enoud. (36) Mar d’eo eta da gorf holl sclerijennet, ha mar n’euz loden e-bed anezhan en devalijen, neuze e vezo sclerijennet holl, evel pa deu eur c’houlaouen da sclerijenna ac’hanoud gant he sclerijen.

(37) E oa c’hoas o komz, pa deuaz eur Farizian d’hen pedi da vond d’he lein ganthan ; ha Jesus a antreaz hag en em lekeaz ouz taol. (38) Hogen ar Farizian a oa souezet o velet n’hen doa ket en em walc’het araog he lein. (39) Hag an Aotrou a lavaraz dezhan : C’houi etrezoc’h Farizianed, a neta an diaveaz euz an tass hag euz ar plad ; mes en diabarz ac’hanoc’h ez oc’h leun a laeronsiou hag a fallagriez. (40) Tud diskiant ma’z oc’h ! daoust hag an hini hen deuz great an diaveaz n’hen deuz ket great ive an diabarz ? (41) Mes kentoc’h, roit en aluzen ar pez hoc’h euz, ha pep tra a vezo net evidoc’h. (42) Mes malheur deoc’h, Farizianed, pere a bae an deog var ar manth, var ar ru, ha var bep seurt louzou, hag e lezit a-gostez ar justis hag ar garantez a Zoue. An traou-man a oa dleet da bratica, heb lezel ar re all. (43) Malheur deoc’h, Farizianed, pere a gar kemer ar plasou kenta er sinagogou, ha beza saludet er plasennou public. (44) Malheur deoc’h, Scribed ha Farizianed hipocrit, rag henvel oc’h ouz beziou kuzet en douar, var bere e vale an dud heb gouzoud emaint eno.

(45) Neuze unan euz an doctored euz al lezen a gommansaz da gomz hag a lavaraz dezhan : Mestr, en eur gomz evel-se, ec’h outrajez ive ac’hanomp-ni. (46) Ha Jesus a lavaraz : Malheur ive deoc’h-hu doctored euz al lezen, rag c’houi a zam an dud gant beac’hiou re bounner evithe, hag hoc’h-unan ne stokfac’h ket enhe gant ho piz. (47) Malheur deoc’h, rag sevel a rit beziou d’ar brofeted a zo bet lakeat d’ar maro gant ho tadou. (48) Beza ez oc’h eta testou ha lodennec euz ar pez ho deuz great ho tadou ; rag lakeat ho deuz ar brofeted d’ar maro, ha c’houi a zav ho beziou. (49) Rag-se ive ar furnez a Zoue hen deuz lavaret : Kas a rin dezhe profeted ha kannaded ; lakaad a raint lod anezhe d’ar maro ha persecuti a raint lod all : (50) evit ma vezo goulennet digant ar generation-man goad an holl brofeted hag a zo bet skulliet abaoe commansamant ar bed, (51) adaleg goad Abel bete goad Zakarias, pehini a oe lazet etre an aoter hag an templ ; ia, hen lavaret a ran deoc’h, ar goad-se a vezo goulennet digant ar generationman. (52) Malheur deoc’h, doctored euz al lezen, rag, o veza kemeret an alc’houez euz an anaoudegez, n’ed oc’h ket antreet hoc’h-unan, hag ar re ho doa c’hoant da antren oc’h euz harzet anezhe.

(53) Ha pa oa o lavaret kement-se dezhe, ar Scribed hag ar Farizianed a gommansaz hen gwaska stard, evit ober dezhan komz var meur a dra, (54) o stigna pechou dezhan, hag o klask tenna eun dra-benag euz he c’henou evit galloud accusi anezhan.


CHABISTR XII.


EN amzer-ze, ar bobl o veza en em zastumet a villierou, ken a valeent an eil var egile, Jesus a gommansaz da lavaret d’he ziskibien : Diwallit dreist-holl ouz goell ar Farizianed, pehini eo an hipocrizi. (2) Rag n’euz netra kuzet ha na dle beza dizoloet, ha netra secret da na dle beza anavezet. (3) Rag-se kement ho pezo lavaret en devalijen a vezo klevet er sclerijen ; hag ar pez ho pezo lavaret er skouarn, en diabarz ar c’hampchou, a vezo prezeget var lein an tiez.

(4) Ha me a lavar deoc’h-hu, pere a zo va mignoned : N’ho pezet ket a aoun rag ar re a laz ar c’horf, ha pere goudeze na hellont ober netra en tu-all. (5) Mes me a ziskouezo deoc’h rag piou e tleit kaoud aoun ; ho pezet aoun rag an hini pehini, goude m’hen deuz lazet, hen deuz ar galloud da deurel en ifern ; ia, me hen lavar deoc’h, rag hennes eo e tleit kaoud aoun. (6) Ha na vez ket roet pemp kolvan evit daou liard ? Koulskoude hini anezhe n’eo ankounac’heet gant Doue. (7) Bleo ho pen zoken a zo countet holl ; n’ho pezet ket eta a aoun, c’houi a dalv muioc’h eged kalz a c’holvaned.

(8) Hogen, lavaret a ran deoc’h : Piou-benag a anzavo ac’hanoun dirag an dud, Mab an den a anzavo ive anezhan dirag elez Doue ; (9) Mes an hini am nac’ho dirag an dud, a vezo nac’het dirag elez Doue.

(10) Ha piou-benag hen devezo komzet a-enep Mab an den, e vezo pardonet dezhan ; mes an hini hen devezo gwallgomzet a-enep ar Spered-Santel, na vezo ket pardonet dezhan.

(11) Pa veot kasset er sinagogou, dirag ar barnerien, hag an dud a c’halloud, n’en em lakit ket en poan da c’houzout penaos respont evit en em difen, na petra ho pezo da lavaret ; (12) rag ar Spered-Santel a zesko deoc’h en heur-ze ar pez a dleot da lavaret.

(13) Neuze unan euz ar bobl a lavaraz dezhan : Mestr lavar d’am breur lodenni ganen hon heritach. (14) Mes Jesus a respontaz dezhan : O den, piou hen deuz lakeat ac’hanoun-me da varner, pe da lodenner varnoc’h ? (15) Neuze e lavaraz dezhe : Diwallit mad euz an avaristed; rag evit eun den da gaout kalz a vadou, n’hen deuz ket ar vuez dreizhe.

(16) Hag e lavaraz dezhe ar barabolen-man : Douar eun den pinvidic hen doa rapportet gant abondans ; (17) hag an den-man a rezone enhan he-unan, hag a lavare: Petra a rin-me ? rag n’em euz ket a blas awalc’h evit dastum va eost. (18) Setu aman, eme-z’han, petra a rin : diskar a rin va c’hreunielou, ha sevel a rin re vrassoc’h, hag e tastumin eno va holl eost ha va madou. (19) Neuze e livirin d’am ene : Va ene, te ec’h euz kalz a vadou dastumet a-gostez evit meur a vloaz ; choum en da repos, debr, ev ha bez laouen. (20) Mes Doue a lavaraz dezhan : Den diskiant, en noz-man memeus, e vezo goulennet da ene diganez ; hag an traou ec’h euz dastumet, da biou e vezint ? (21) Evel-se e c’hoarvez evit an hini a zastum tenzoriou evithan he-unan, ha n’eo ket pinvidic dirag Doue.

(22) Neuze e lavaraz d’he zizkibien : Rag-se, me a lavar deoc’h : Na vezit ket en sourci evit ho puez, petra ho pezo da zebri ; nag evit ho corf, petra ho pezo da wiska. (23) Ar vuez a dalv muioc’h eged ar boued, hag ar c’horf muioc’h eged an dillad. (24) Considerit ar brini ; ne hadont ha ne vedont ket, n’ho deuz na kao na greuniel, koulskoude Doue a vag anezhe ; pegement n’oc’h-hu ket talvoudussoc’h eged lapoused ! (25) Ha pehini ac’hanoc’h a hell, gant he zourci, creski he vent euz a eun ilinad hep-ken? (26) Ma ne hellit ket eta ober an distera tra hoc’h-unan, perag ez oc’h-hu en sourci gant ar rest ? (27) Sellit penaos e cresk al lili ; n’ho gweler nag o labourat nag o neza ; koulskoude, me a lavar deoc’h penaos Salomon he-unan, en he holl c’hloar, n’eo ket bet gwisket evel unan anezhe. (28) Mar gwisk eta Doue er giz-ze al louzaouen a zo hirio er park, hag a vezo taolet varc’hoas er forn, pegement mui na wisko-hen ket ac’hanoc’h-hu, o tud a neubeud a feiz ! (29) Ha na vezit ket en poan da c’houzout petra ho pezo da zebri, ha da eva, ha na vezit ket nec’het divarben kement-se. (30) Rag tud ar bed eo a glask an holl draou-ze ; hag ho Tad a oar hoc’h euz ezom euz an traou-ze ; (31) klaskit kentoc’h rouantelez Doue, ha kement-se holl a vezo roet deoc’h ouz-pen.

(32) N’ho pezet ket a aoun, banden vihan ; rag plijet eo bet gant ho Tad rei deoc’h ar rouantelez. (33) Gwerzit ar pez hoc’h euz, ha roit-han en aluzen ; grit evidoc’h ialc’hou ha ne gossaont ket, dastumit eun tenzor en envou ha na vanko biken, euz a beleac’h ne dosta ket al laeron, hag en peleac’h ar preon ne ra droug e-bed. (34) Rag el leac^h ma ema ho tenzor, eno ive e vezo ho calon. (35) Ra vezo ho kouriz stardet en-dro d’ho tiou-groazel, hag ho lampou allumet. (36) Ha bezit evel tud hag a zo o c’hortoz ma tistroio ho Aotrou euz an eured ; evit ma viot prest da zigeri dezhan, pa zistroio ha pa deui da skei var an nor. (37) Eürus ar zervicherien-ze a vezo kavet gant ho Aotrou, o veilla pa erruo er gear ! E gwirionez hen lavaran deoc’h, lakaad a rai he c’houriz en-dro dezhan, ober a rai dezhe azeza ouz taol, hag e teuio he-unan d’ho zervicha. (38) Ha mar teu d’an eil veilliaden, pe mar teu d’an drede, ha mar kav anezhe er stad-se, eürus ar zervicherien-ze ! (39) Gouzoud a rit ervad penaos ma c’houvezfe ar pen-tiegez da bed heur e tle al laer dond, e choumfe da veilla ha na lezfe ket toulla he di. (40) Rag-se c’houi ive, en em zalc’hit prest, rag Mab an den a zeuio d’an heur ma na viot ket e gortoz anezhan.

(41) Neuze Per a lavaraz dezhan : Aotrou, pe deomp-ni, pe ive d’an holl e leverez-te ar barabolen-ze ? (42) Hag an Aotrou a lavaraz : Piou eta eo ar servicher fidel ha fur, lakeat gant he vestr da gommandi var he zomestiket, evit rei dezhe, pa vez ar poent, ho muzurat ed ? (43) Eürus ar servicher a vezo kavet oc’h ober kement-se, pa zeuio he vestr ! (44) E gwirionez hen lavaran deoc’h, lakaad a raio anezhan da c’houarn kement hen deuz. (45) Mes mar lavar ar servicher-ze en he galon : Dale a ra va Aotrou da zond ; ha mar commans da skei gant ar mevelien ha gant ar mitizien, da zibri, da eva, ha d’en em vezvi ; (46) mestr ar servicher-ze a zeuio en deiz ne vezo ket en gortoz anezhan, ha d’an heur na ouezo ket, hag e tispartio anezhan, hag e roio dezhan he lod gant an dud infidel. (47) Ar servicher hen deuz anavezet bolontez he vestr, ha n’eo ket en em zalc’het prest ha n’hen deuz ket great ar volontez-ze, a vezo skoet varnezhan kalz a daoliou. (48) Mes an hini n’hen deuz ket anavezet bolontez he vestr, hag hen deuz great traou da veritout beza punisset, a vezo skoet varnezhan neubeutoc’h a daoliou. Ha kalz a vezo goulennet digant an hini hen deuz bet kalz ; ha muioc’h a vezo goulenhet digant an hini a vezo bet fiziet kalz enhan.

(49) Me a zo deuet da lakaad an tan var an douar ; ha petra a hellan-me da zeziroud mar d’eo allumet dija !

(50) Mes me a dle beza badezet gant eur vadiziant ; ha pegement a hast em euz-me ma vezo peur-achuet ! (51) Ha sonjal a ra deoc’h ez oun-me deuet da zigas ar peoc’h var an douar ? Nann, a lavaran deoc’h ; mes kentoc’h an dispac’h ; (52) rag divar-vreman, ebarz en eun ti, e vezint pemp dizunanet, tri a-enep daou, ha daou a-enep tri. (53) An tad a vezo a-enep ar mab, hag ar mab a-enep an tad ; ar vam a-enep ar verc’h, hag ar verc’h a-enep ar vam ; ar vam-gaer a-enep he merc’h-kaer, hag ar verc’h-kaer a-enep he mam-gaer.

(54) Lavaret a rea c’hoas d’ar bobl : Pa velit eur goabren o sevel euz ar C’huz-heol, e livirit rag-tal : Dond a-rai glao ; (55) hag e c’hoarvez evel-se ; Ha pa deu avel ar C’hreiz-teiz da c’houeza, e livirit : Tom e vezo, hag e c’hoarvez evel-se. (56) Hipocrited m’az oc’h ! gouzoud a rit anaoud diouz doare an oabl hag an douar ; penaos eta ne anavezit-hu ket an amzer-man ?

(57) Ha perag ive ne anavezit-hu ket dreizoc’h hoc’h-unan, ar pez a zo just ? (58) Hogen, pa’z ez gant da enebour da gavout ar gouarner, e-pad ma’z oud o vond, klask kaoud da ziskarg diganthan, gant aoun na gasfe ac’hanoud dirag ar barner, ha na zeufe ar barner da lakaad ac’hanoud etre daouarn ministr ar justis, ha na vez taolet er prizon. (59) Hen lavaret a ran d’id, na zeui ket er meaz ac’hane, ken az pezo paeet an diveza diner.


CHABISTR XIII.


EN amzer-ze, eur re-benag euz an dud a oa eno, a gontaz da Jesus petra a oa erruet gant tud euz ar Galile, penaos hen doa Pilat mesket ho goad gant goad ho zacrifisou. (2) Ha Jesus, o respont, a lavaraz dezhe : Ha sonjal a ra deoc’h-hu e tle ar Galileed-se beza bet brassoc’h pec’herien eged an holl Galileed all, abalamour ma’z eo arruet kement-man ganthe ? (3) Nann, a lavaran deoc’h ; mes mar n’en em gonvertissit ket, c’houi a berisso holl er memeus doare. (4) Pe c’hoas, ha sonjal a ra deoc’h-hu e tle an triouec’h den-ze var bere e kwezaz tour Siloe, hag a oe lazet dindan-han, beza bet brassoc’h pec’herien eged an holl habitanded euz a Jerusalem ? (5) Nann, a lavaran deoc’h ; mes mar n’en em gonvertissit ket, c’houi a berisso holl er memeus doare.

(6) Lavaret a reaz ive ar barabolen-man : Eun den hen doa eur vezen-fiez plantet en he winien, hag e teuaz da glask frouez enhi, ha ne gavaz hini e-bed. (7) Neuze e lavaraz d’an hini a laboure ar winien : Setu, tri bloaz zo dija ma teuan da glask frouez er vezen-fiez-man, heb kavoud hini e-bed : troc’h anezhi eta, perag e choumfe aman da goll douar ? (8) Al labourer a respontaz : Aotrou, lez anezhi c’hoas ar bloaz-man, ken am bezo toullet endro dezhi, ha lakeat teil ganthi. (9) Marteze e teui da zougen frouez, ha ma ne ra ket, neuze e troc’hi anezhi.

(10) E-pad ma oa Jeaus o kelen en eur sinagog, da zeiz ar sabbat, (11) setu ma en em gavaz eno eur plac’h hag a oa possedet gant eur spered a zalc’he anezhi klanv abaoe triouec’h vloaz ; daou-bleget e oa, ha ne oa ket evit en em eüna. (12) Jesus, o velet anezhi, he galvaz, hag a lavaraz dezhi : Plac’h, delivret oud euz da glenved. (13) Hag ec’h astennaz he zaouarn varnezhi ; ha kerkent e savaz soun en he za, hag e rentaz gloar da Zoue.

(14) Mes chef ar sinagog, o veza droug enhan abalamour m’hen doa Jesus iac’heet eun den da zeiz ar sabbat, a zavaz he vouez hag a lavaraz d’ar bobl : Beza ez euz c’houec’h devez en pere e tleer labourat ; deuit eta en deiziou-ze evit beza iac’heet, ha na deuit ket da zeiz ar sabbat. (15) Mes an Aotrou a respontaz dezhan : Hipocrit ma’z oud, daoust ha pep hini ac’hanoc’h-hu ne zistag ket he eujen pe he azen euz ho c’hraou, deiz ar sabbat, evit ho c’has d’an dour ? (16) Daoust ha ne oa ket deread ive, deiz ar sabbat, delivra euz he chaden ar verc’h-man da Abraham, pehini a oa dalc’het stag gant Satan, abaoe triouec’h vloaz ?

(17) E-pad ma oa o komz evel-se, he holl enebourien a zeue mêz dezhe, hag ar bobl holl a oa er joa abalamour d’an traou kaer a rea.

(18) Neuze e lavaraz : Ouz petra eo henvel rouantelez Doue, hag ouz petra e comparachin-me anezhi ? (19) Henvel eo ouz eur c’hreunen moutard a vez kemeret gant eun den hag hadet ganthan en he jardin ; sevel a ra, hag e teu da veza eur vezen vraz, en hevelep doare ma teu al lapoused euz an env da ober ho demeurans e-touez he brancou.

(20) Lavaret a reaz c’hoas : Ouz petra e comparachin-me rouantelez Doue ? (21) Henvel eo eun tam goell a vez kemeret gant eur vaouez, ha lakeat ganthi en tri muzurad bleud, ken a vez go an toaz holl.

(22) Ha Jesus a iea dre ar c’heariou hag ar villajennou, en eur gelen hag o terc’hel da vond etrezeg Jerusalem.

(23) Hag unan-benag a lavaraz dezhan : Aotrou, ha gwir eo ne vezo salvet nemed neubeud a dud ? (24) Hag hen a lavaraz dezhe : Lakit hoc’h holl boan da antren dre an nor striz ; rag me eo hen lavar deoc’h, kalz a glasko mond ebarz, heb gallout dond a-ben. (25) Pa vezo antreet an tad a famill, ha pa hen devezo serret an nor var he lerc’h, ha pa deuot c’houi, tapet er meaz, da skei var an nor ha da lavaret : Aotrou, Aotrou, digor deomp ; hen a responto : N’ouzon ket euz a beleac’h ez oc’h. (26) C’houi a lavaro neuze : Debri hag eva hon euz great diraz’oud, ha prezeget ec’h euz var hor plasennou public. (27) Hag hen a responto : N’ouzon ket a beleac’h ez oc’h, a lavaran deoc’h ; tec’hit kuit diouzin c’houi holl pere en em ro d’ar fallentez. (28) Eno e vezo gwelvan ha skrign-dent, pa velot Abraham, Isaac, ha Jacob hag an holl brofeted ha pe viot c’houi taolet er meaz. (29) Hag e teuio tud euz ar Sao-heol hag euz ar C’huz-heol, hag euz an Hanter-noz, hag euz ar C’hreiz-deiz, pere a vezo diouc’h taol en rouantelez Doae. (30) Ha setu aman : lod euz ar re diveza a vezo da genta, ha lod euz ar re genta a vezo da ziveza.

(31) Er memeus devez, unan benag euz ar Farizianed a zeuaz da lavaret dezban : En em denn ac’bann, ha kea kuit ; rag Herodes a glask da lakaad d’ar maro. (32) Hag e lavaraz dezhe : It ha livirit d’al louarn-ze : Setu aman, kas a ran kuit an drouk-sperejou, hirio ha varc’hoas ec’h achuan da barea ar re glanv, hag an trede dervez e vezo peur-achu d’in. (33) Koulskoude, red eo d’in bale hirio, varc’hoas hag an deiz varlerc’h, rag ne c’hoarvez gant profet e-bed mervel er meaz euz a Jerusalem. (34) Jerusalem, Jerusalem, te pehini a laka ar brofeted d’ar maro, hag a laz a daoliou mein ar re a vez digasset d’id, na ped gwech em euz-me c’hoanteet dastum da vugale, evel ma tastum ar iar he lapousedigou dindan he diou-askel, ha n’eo ket bet falvezet deoc’h ! (35) Setu breman ho ti o vond da choum goullo, ha me hen lavar deoc’h en gwirionez, n’em gwelfoc’h mui a-viziken, ken a lavarfoc’h : Benniget ra vezo an hini a zeu en hano an Aotrou.


CHABISTR XIV.


J ESUS o veza antreet, eun devez a zabbat, en ti unan euz ar re genta e-touez ar Farizianed, evit debri ganthan, ar Farizianed a zelle piz outhan.

(2) Hogen, beza e oa diraz’han eun den hydropic. (3) Ha Jesus, o commans da gomz, a lavaraz d’an doctored euz al lezen ha d’ar Farizianed : Ha permetet eo iac’haad eun den da zeiz ar sabbat ? (4) Hag ar re-man na respontjont ger e-bed. Neuze, o kemeret an den klanv, e iac’heaz anezhan hag hen kassaz kuit. (5) Neuze e lavaraz dezhe : Pehini ac’hanoc’h, mar teufe he azen pe he eujen da gweza en eur punz, n’hen tennfe ket kerkent ac’hane devez ar sabbat ? (6) Ha ne helljont ket respont dezhan var gement-se.

(7) Lavaret a reaz ive eur barabolen d’ar re a oa pedet, o velet anezhe o choaz ar plasou kenta ; (8) hag e lavaraz dezhe : Pa vezi pedet gant unan-benag da eun eured, diwall da gemer ar plas kenta, gant aoun n’en em gavfe en touez an dud pedet unan-benag muioc’h a galite eged’oud ; (9) ha na deufe an hini hen deuz pedet ac’hanoc’h ho taou, da lavaret d’id : Ro plas da he-man ; ha na pefe neuze ar vêz da veza lakeat er plas diveza. (10) Mes, pa vezi pedet, kea da azeza er plas diveza, ha pa zeui an hini hen deuz da bedet, e lavaro d’id : Va mignon, sav huelloc’h. Neuze kement-se a rai henor d’id dirag ar re a vezo ouz taol ganez. (11) Rag piou-benag en em huella, a vezo izelleet, ha piou-benag en em izella, a vezo huelleet.

(12) Ha Jesus a lavare d’an hini hen doa he bedet : Pa ri eul lein pe eur goan, na bed na da vignoned, na da vreudeur, na da gerent, na da amezeien pinvidic, gant aoun na bedfent ac’hanoud d’ho zro, ha na vez rentet d’id kement-all. (13) Mes, pa ri eur fest, ped ar beoren, ar re vac’haniet, ar re gam hag ar re dall ; (14) hag e vezi eürus dre n’ho deuz netra da renta d’id ; rag rentet e vezo d’id e resurrection ar re just.

(15) Unan euz ar re a oa ouz taol ganthan, o veza klevet kement-se, a lavaraz dezhan : Eürus an hini a zebro bara en rouantelez Doue !

(16) Jesus a lavaraz dezhan : Eun den a reaz eur goan vraz, hag a bedaz kalz a dud ; ha pa oa poent koan, (17) e kassaz he zervicher da lavaret d’ar re a oa pedet : Deuit, rag prest eo pep tra. (18) Neuze en em lekejont holl a-unan da ober digareziou. Ar c’henta a lavaraz dezhan : Me em euz prenet douar hag a rank mond d’he velet ; da bedi a ran d’am escuzi. (19) Hag eun all a lavaraz : Me em euz prenet pemp coublad eujened, hag ez an d’ho amprouvi ; da bedi a ran d’am escuzi. (20) Hag eun all a lavaraz : Me a zo nevez dimezet, hag evel-se ne hellan ket mond. (21) Hag ar servicher, o veza distro, a ziscleriaz kement-se d’he vestr. Neuze ar pen-tiegez, droug enhan, a lavaraz d’he zervicher : Kea buhan ac’halese var ar plasennou ha dre ruiou kear, ha digas aman ar beorien, an dud afflijet, ar re gam, hag ar re dall. (22) Goude-ze ar servicher a lavaraz dezhan : Aotrou, ar pez ec’h euz gourc’hemenet a zo great, hag ez euz c’hoas plas. (23) Hag an Aotrou a lavaraz d’ar servicher : Kea dre an hentchou, hag a-hed ar girzier, ha gra d’ar re a vezo eno antren, evit ma vezo tud leiz an ti. (24) Rag me hen lavar deoc’h, hini euz an dud a oa bet pedet na danvai euz va c’hoan.

(25) O veza ma oa eur bobl vraz o vond ganthan, e tistroaz hag e lavaraz dezhe : (26) Mar teu unan-benag d’am c’havout, ha ma ne deu da gasaad he dad, he vam, he vreg, he vugale, he vreudeur, he c’hoarezed, ha zoken he vuez he-unan, na hell ket beza diskibl d’in. (27) Ha piou-benag na zoug ket he groaz, ha na heul ket ac’hanoun na hell ket beza diskibl d’in. (28) Rag pehini ac’hanoc’h, mar hen deuz c’hoant da zevel eun tour, n’ec’h a ket da genta da azeza, ha ne ra ket he gount, evit gouzoud hag hen hen deuz awalc’h evit peur-ober anezhan ? (29) Gant aoun, goude m’hen devezo poset ar fondamant, ha n’hen devezo ket gallet echui, na deufe ar re holl a velo kement-se, da ober goab anezhan, (30) ha da lavaret : An den-ze hen deuz commanset da vatissa, ha n’hen deuz ket gallet peur-achui. (31) Pe c’hoas, pehini eo ar roue a ia da ober brezel ouz eur roue all, ha n’ec’h a ket da azeza da genta, ha ne gemer ket cuzul evit gouzoud hag hen a hallo mond gant deg mil den, a-enep an hini a zeu var-n’ezhan gant ugent mil. (32) Anez kement-se, e-keit ma ema c’hoas pell egile, e kas d’hen kavout kannaded, evit goulen ar peoc’h. (33) Evel-se eta piou-benag en ho touez ha na zilez ket kement hen deuz, na hell ket beza diskibl d’in.

(34) Eun dra vad eo an holen ; mes mar teu an holen da goll he vlaz, gant petra ec’h hallo-hen beza sallet ? (35) N’eo mad, nag evit an douar, nag evit an teil ; hen teurel a rer er meaz. Ra zelaouo an neb hen deuz diou-skouarn da glevet.


CHABISTR XV.


AN holl bublicaned hag ar bec’herien a dostae ouz Jesus evit selaou anezhan. (2) Hag ar Farizianed hag ar Scribed a vurmure hag a lavare : An den-man a zigemer ar bec’herien, hag a zebr assambles ganthe.

(3) Mes hen a lavaraz dezhe ar barabolen-man : (4) Pehini eo an den en ho touez, hag hen deuz kant danvad, mar teu da goll unan anezhe, na lez ket an naonteg ha pevarugent all en dezert, ha n’ez a da glask an hini a zo dianket, ken hen deve her c’havet ; (5) hag o veza her c’havet, n’hen laka ket gant joa var he ziou-skoaz ; (6) hag o veza erruet er gear, ne c’halv he vignoned hag he amezeien, ha ne lavar dezhe : En em rejouissit ganen, rag kavet em euz va danvad pehini a oa dianket ? (7) Me a lavar deoc’h e vezo evel-se muioc’h a joa en env evit eur pec’her hep-ken hag a zistro, eged evit naonteg ha pevar-ugent den just pere n’ho deuz ket ezom a gonversion.

(8) Pe c’hoas, piou eo ar vaouez, pehini he deuz dek pez arc’hant, mar teu da goll unan anezhe, na allum ket eur c’houlaouen, na skub ket an ti ha na glask ket piz, ken he deve hen kavet ; (9) ha pa deve hen kavet, ne c’halv he mignonezed hag he amezeien, ha ne lavar dezhe : En em rejouissit ganen, rag kavet em euz ar pez arc’hant em boa kollet ? (10) Evel-se, e lavaran deoc’h, ez euz joa dirag elez Doue evit eur pec’her hepken hag a zistro.

(11) Lavaret a reaz c’hoas : Eun den hen doa daou vab. (12) Hag ar yaouanka a lavaraz d’he dad : Va zad, ro d’in al loden euz ar madou a dle digouezoud d’in. Hag an tad a bartajaz he vadou etrezhe. (13) Hag eun neubeud deveziou goude, ar mab yaouanka-ze, o veza dastumet kement a oa dezhan, a ieaz kuit da eur vro bell, hag e tispignaz eno he beadra o veva en dizurz. (14) Pa hen doe dispignet kement hen devoa, e c’hoarvezaz eur gernez vraz er vro-ze ; hag e commansaz beza en dienez. (15) Hag o veza eat ac’hane, en em lakeaz da vevel gant unan euz a dud ar vro-ze, hag heman a gassaz anezhan d’he zouarou da ziwall ar moc’h. (16) C’hoant hen divije bet da derri he naoun gant ar boued a zebre ar moc’h ; mes den na roe dezhan. (17) O veza eta antreet enhan he-unan, e lavaraz : Pegement a vevelien a zo en ti va zad, hag ho deuz bara ar pez a geront, ha me a zo o vervel gant an naon ! (18) Sevel a rin, hag ez in da gavout va zad, hag e livirin dezhan : Va zad, pec’het em euz a-enep an env hag a-enep d’id ; (19) ha n’ed oun ken dign da veza galvet da vab ; gra d’in evel da unan euz da vevelien. (20) En em lakaad a reaz eta en hent hag e teuaz etrezeg he dad. Hogen, pa oa c’hoas pell, he dad a velaz anezhan, hag hen doe truez outhan, ha g o tiredec d’he gavout, e lammaz ganthan hag e pokaz dezhan. (21) Hag he vab a lavaraz dezhan : Va zad, pec’het em euz a-enep an env hag a-enep d’id, ha n’ed oun ket dign mui da veza galvet da vab. (22) Mes an tad a lavaraz d’he zervicherien : Digassit ar zae gaera, ha gwiskit-hi dezhan, ha likit dezhan eur walen var he viz hag eur boutou en he dreid ; (23) ha digassit al leue lard, ha lazit anezhan ; ha debromp hag en em rejouissomp ; (24) rag ar mab-man d’in a oa maro, hag ez eo deuet d’ar vuez ; kollet e oa, ha setu hen kavet. Hag int a gommansaz d’en em rejouissa. (25) Hogen, he vab hena pehini a oa var ar meaz, a zistroaz, ha pa oe tost ouz an ti, e klevaz ar ganaouen hag an dansou. (26) Hag e c’halvaz unan euz ar servicherien, hag e c’houlennaz diganthan petra a oa anevez. (27) Hag ar servicher a lavaraz dezhan : Da vreur a zo distro d’ar gear, ha da dad hen deuz lazet al leue lard, abalamour m’hen deuz hen kavet a-nevez leun a iec’hed. (28) Mes he-man a zavaz droug en-han, ha na felle ket dezhan mond en ti. He dad a zeuaz eta hag a bedaz anezhan da antreal. (29) Mes hen a respontaz d’he dad : Setu, me a zo o servicha ac’hanoud abaoe ken lies a vloaveziou, heb beza biskoas torret da c’hourc’hemenou, ha koulskoude n’ec’h euz biskoas roet d’in eur c’havric evit gallout en em rejouissa assambles gant va mignoned. (30) Mes kerkent ha ma’z eo distroet ar mab-se d’id, goude beza debret he vadou gant merc’hed fall, ec’h euz lakeat laza al leue lard evithan. (31) Hag he dad a lavaraz dezhan : Va mab ! te a zo bepred ganen, ha kement em euz a zo d’id. (32) Mes red-mad e oa en em rei d’ar joa ha d’al levenez, rag ar breurman d’id a oa maro hag ez eo deuet d’ar vuez ; kollet e oa, ha setu hen kavet.


CHABISTR XVI.


J ESUS a lavare ive d’he ziskibien : Eun den pinvidic hen doa eur mevel hag a oa tamallet diraz’han da veza gwall implijet he vadou. (2) He Aotrou hen galvaz eta hag a lavaraz dezhan : Petra a glevan-me lavaret divar da ben ? Rent count d’in euz an implij ec’h euz great euz va danvez ; rag ne halli ken a-viziken gouarn va madou. (3) Neuze ar mevel a lavaraz enhan he-unan : Petra a rin-me, pa’z eo gwir va mestr a lam va c’harg diganen ? Na hellan ket labourat an douar, ha mêz em befe o vond da glask an aluzen. (4) Me a oar petra a rin, evit gallout, pa vezo lammet va c’harg diganen, kaout tud d’am digemer en ho ziez. (5) Neuze e c’halvaz, an eil goude egile, kement hini a dlie eun dra-benag d’he Aotrou, hag e lavaraz d’ar c’henta : Pegement a dleez-te d’am Aotrou ? (6) He-man a respontaz : Kant muzurat eol. Hag ar mevel a lavaraz dezhan : Setu aze da villet ; azez aman, ha scriv rag-tal eur billet a hanterkant. (7) Goude-ze e lavaraz da unan all : Ha te, pegement a dleez-te ? He-man a lavaraz : Kant muzurat gwiniz. Hag ar mevel a lavaraz dezhan : Kemer da villet, ha gra d’in eur billet a bevar-ugent. (8) Hag ar mestr a roaz meulodi d’ar mevel disleal-ze dre ma oa bet habil en kement-se ; rag bugale ar bed-man a zo finnoc’h en ho generation, eged bugale ar sclerijen.

(9) Ha me a lavar deoc’h : Gounezit mignoned gant ar madou injust, evit gallout, pa zigwezo deoc’h mervel, beza recevet ganthe en tabernaclou eternel. (10) An hini a zo fidel en traou dister a vezo ive fidel en traou braz ; hag an hini a zo disleal en traou dister a vezo disleal ive er re vraz. (11) Evel-se ma n’ed oc’h ket bet fidel er madou injust, piou a fizio enoc’h ar madou gwirion ? (12) Ha ma n’ed oc’h ket bet fidel gant ar pez a zo d’ar re all, piou a roio deoc’h ar pez a zo deoc’h ?

(13) Servicher e-bed na hell servicha daou vestr ; rag, pe e kasaio unan, hag e karo egile ; pe otraraant hen devezo attachamant ouz unan, hag e tisprijo egile. Na hellit ket servicha Doue ha Mammon.

(14) Ar Farizianed, pere a oa tud avarisius, a zelaoue kement-se holl, hag a rea goab anezhan.

(15) Hag hen a lavaraz dezhe : Evidoc’h-hu, c’houi a glask tremen evit tud just dirag an dud ; mes Doue a anavez ho calonou ; rag ar pez a zo huel dirag an dud a zo eun abomination dirag Doue. (16) Al lezen hag ar brofeted a ia bete Ian ; abaoe an amzer-ze rouantelez Doue a zo prezeget, ha pep hini a ia ebarz dre fors. (17) Mes kentoc’h e tremeno an env hag an douar eged na vanko an distera lizeren euz al lezen. (18) Piou-benag a gas kuit he vreg, hag a zimez da unan all, a ra avoultriach, hag an neb a zimez d’an hini a zo bet kasset kuit gant he fried, a ra avoultriach.

(19) Bez’ e oa eun den pinvidic hag a oa gwisket gant pourpr ha gant lien moan, hag a veve bemdez e-kreiz an abondans hag al lorc’haj. (20) Bez’ e oa ive eun den paour, hanvet Lazar, hag a oa gourvezet e-tal he zor, goloet a c’houliou ; (21) ha karet hen dije gallout terri he naoun gant ar bruzun a gweze divar daol an den pinvidic ; hag ar chass zo-ken a zeue, hag a lippe he c’houliou. (22) Hogen digwezoud a reaz d’an den paour mervel, hag e oe douget gant an elez var galon Abraham ; an den pinvidic a varvaz ive, hag e oe sebeliet. (23) Hag o veza en ifern, e-kreiz an tourmanchou, e savaz he zaou-lagad, hag e velaz Abraham a-ziabell, ha Lazar var he galon ; (24) hag hen o crial, a lavaraz : Abraham, va zad, kemer truez ouzin, ha digas Lazar, evit ma lakai pen he viz en dour, da freskaad d’in va zeod : rag gwall dourmantet oun e-kreiz an tan-man. (25) Mes Abraham a respontaz : Va mab, dalc’h sonj penaos ec’h euz bet da vadou e-pad da vuez, pa hen deuz bet Lazar he boaniou ; breman ez eo consolet, ha te a zo en tourmanchou. (26) Ouzpen-ze, eun abim braz a zo etre c’houi ha ni, en hevelep doare ar re a fellfe dezhe mond ac’halen beteg enoc’h, na halfent ket ; na ken neubeud ar re a fellfe dezhe dond ac’halese beteg enomp. (27) Neuze an den pinvidic a lavaraz : Da bedi a ran eta Abraham, va zad, da gas Lazar da di va zad, (28) (rag bez’ em euz pemp breur), evit ma vezo test dezhe var gement-man, gant aoun na zeufent ive ho-unan el leac’h-man a dourmant. (29) Abraham a respontaz dezhan : Bez’ ho deuz Moises hag ar brofeted ; ra zelaouint anezhe. (30) An den pinvidic a lavaraz : Nann, Abraham, va zad ; mes mar d’a unan-benag euz ar re varo d’ho c’havout, en em gonvertissint. (31) Hag Abraham a lavaraz dezhan : Ma na zelaouont ket Moises hag ar brofeted, na gredint ket ken neubeud, ha pa zavfe unan euz a-douez ar re varo.


CHABISTR XVII.


J ESUS a lavaraz ive d’he ziskibien : Red eo e c’hoarvezfe skoueriou fall ; koulskoude malheur d’an hini a ro skouer fall. (2) Gwelloc’h e vez dezhan ma vez staget ouz he c’houzoug eur mean milin, hag ma vez taolet er mor, eged ma rofe skouer fall da hini euz ar re vihan-man. (3) Likit evez ouzoc’h hoc’h-unan. Mar hen deuz pec’het da vreur en da enep, repren anezhan ; ha mar hen deuz keuz, pardon dezhan. (4) Ha mar hen deuz pec’het enep d’id seiz gwech en deiz ha mar teu seiz gwech en deiz-ze da zistrei ouzid, ha da lavaret : Keuz em euz ; pardon dezhan.

(5) Hag an ebestel a lavaraz d’an Aotrou : Cresk enomp ar feiz. (6) Hag an Aotrou a lavaraz : Mar ho pije eur feiz ker braz hag eur c’hreunen sezo, e lavarjac’h d’ar vezen zicomor-man : En em difram ac’halen ha kea d’en em blanta er mor ; ar vezen a zentfe ouzoc’h.

(7) Piou ac’hanoc’h, hag hen deuz eur mevel oc’h arat, pe o vessa, a lavar dezhan kerkent ha ma vez distro euz ar park : Tosta aman, hag en em laka ouz taol ? (8) Daoust ha ne lavarfe ket dezhan kentoc’h : Aoz d’in va c’hoan, stard da c’houriz en-dro d’id, ha servich ac’hanoun, ken am bezo debret hag evet ; ha goude-ze e tebri hag ec’h evi. (9) Daoust hag hen hen devezo anaoudegez-vad d’ar mevel-ze, evit beza great ar pez a oa bet gourc’hemenet dezhan ? Ne gav ket d’in. (10) Evel-se ive c’houi, pa ho pezo great kement a zo gourc’hemenet deoc’h, livirit : Servicherien didalvoudec ez omp, rag n’hon euz great nemed ar pez a oa dleet deomp da ober.

(11) Digwezoud a reaz dezhan, en eur vond da Jerusalem, tremen dre greiz ar Samari hag ar Galile. (12) Ha pa oa oc’h antren en eur bourg, e teuaz d’hen dialben deg den lor, pere en em zalc’he pell diouthan ; (13) hag int, o sevel ho mouez, a lavaraz : Jesus, Mestr, bez truez ouzimp ! (14) Jesus pa velaz anezhe, a lavaraz dezhe : It, hag en em ziskouezit d’ar veleien. Hag e c’hoarvezaz pa oant o vond, ma oent neteet euz ko lorgnez. (15) Hag unan anezhe, o velet e oa rentet pare, a zistroaz var he c’hiz en eur veuli Doue a vouez huel ; (16) hag en em daolaz e c’harz treid Jesus, he visach ouz an douar, o renta grasou dezhan. Hogen he-man a oa eur Samaritan. (17) Jesus o komz outhan, a lavaraz : Ha n’int-hi ket bet pareet ho dek ? Peleac’h eta eo choumet an nao all ? (18) N’euz nemed an estranjour-man hag a zo distroet evit renta gloar da Zoue. (19) Neuze e lavaraz dezhan : Sav alese, kea, da feiz hen deuz da zaveteet.

(20) Ar Farizianed, o veza goulennet diganthan peur e teuje rouantelez Doue, e respontaz dezhe : Rouantelez Doue na zeuio ket gant apparans ; (21) ha ne vezo ket lavaret : Setu-hen aman, pe : Setu-hen a-hont ; rag setu, ema rouantelez Doue en ho kreiz.

(22) Hag e lavaraz d’an diskibien : Dond a rai an deiziou ma ho pezo c’hoant da velet unan euz deiziou Mab an den, ha n’her gwelot ket. (23) Hag e vezo lavaret deoc’h : Setu-hen aman, pe : Setu-hen a-hont ; n’ez it ket, ha n’ho heullit ket. (24) Rag e-c’hiz ma lugern al luc’heden euz an eil pen an oabl beteg egile, evel-se ive ec’h apparisso Mab an den pa zeuio he zeiz. (25) Mes red eo dezhan da genta gouzanv kalz ha beza nac’het gant ar generation-man. (26) Hag ar pez a c’hoarvezaz en deiziou Noe, a c’hoarvezo ive en amzer Mab an den : (27) an dud a zebre, a eve, a zimeze, hag a roe en priedelez, beteg an deiz ma c’hantreaz Noe ebarz an arc’h ; hag an diluch a zeuaz hag ho distrujaz holl. (28) Kement-se ive a c’hoarvezaz en amzer Lot ; an dud a zebre, a eve, a brene, a verze, a blante hag a zave tiez ; (29) mes en deiz ma sortiaz Lot euz a Sodom, eur glao tan ha soufr a gwezaz euz an env, hag ho distrujaz holl ; (30) evel-se e c’hoarvezo ive en devez ma c’happarisso Mab an den. (31) En deiz-ze, an neb a vezo var an doen, hag hen devezo he veubl ebarz an ti, diwallo da zisken evit ho c’has ganthan ; hag er memeus doare, an neb a vezo er meziou, diwallo da zistrei var he c’hiz. (32) Dalc’hit sonj euz a vreg Lot. (33) Piou-benag a glasko savetei he vuez, he c’hollo ; ha piou-benag a gollo anezhi, he c’havo. (34) Lavaret a ran deoc’h, penaos en noz-ze e vezo daou assambles en eur gwele ; unan a vezo kemeret hag egile lezet ; (35) diou a vezo o vala assambles, unan a vezo kemeret hag eben lezet ; (36) daou a vezo er park, unan a vezo kemeret, hag egile lezet.

(37) Hag o respont, e leverjont dezhan : E pe leac’h, Aotrou, e c’hoarvezo kement-se ? Hag hen a lavaraz dezhe : E pe leac’h-benag ma vezo ar c’horf maro, eno en em zastumo an egled.


CHABISTR XVIII.


J ESUS a lavaraz ive ar barabolen-man, evit diskouez ez eo red pedi bepred, hag hep skuiza :

(2) En eur gear e oa eur barner pehini na zouje ket Doue, ha n’hen doa respet e-bed evit den. (3) Bez’ e oa ive er gear-ze eun intanvez hag a zeue d’hen kavout hag a lavare dezhan : Rent justis d’in a-enep va adversour. (4) E-pad pell-amzer na fellaz dezhan ober netra evithi. Goude-ze evel-kent e lavaraz enhan he-unan : Petra-benag ma na zoujan ket Doue, ha ma n’em euz respet e-bed evit den, (5) koulskoude, o veza ne ehan ket an intanvez-ze d’am inoui, e rin justis dezhi, gant aoun ne gendalc’hfe atao da zond da derri va fen d’in. (6) Hag an Aotrou a lavaraz : Selaouit mad ar pez a lavar ar barner injust-se. (7) Ha Doue, daoust hag hen na venjo ket ar re hen deuz choazet, pere a gri var-zu enhan noz deiz, petra-benag ma tale da zond d’ho venji ? (8) Hen lavaret a ran deoc’h, hep-dale e venjo anezhe. Mes pa deui Mab an den, daoust hag hen a gavo feiz var an douar ?

(9) Lavaret a reaz ive ar barabolen-man, divarben tud pere a grede enhe ho-unan e oant tud just, hag a zisprije ar re all :

(10) Daou zen a bignaz en templ evit pidi ; unan a oa Farizian, hag egile publican. (11) Ar Farizian, oc’h en em zerc’hel en he za, a bede evel-hen enhan he-unan : O Doue, da drugarekaad a ran o veza n’oun ket evel an dud all pere a zo scraperien, injust, avoultrerien, na zo-ken evel ar publican-ze ; (12) iun aran diou wech ar sizun, hag e roan an deog var gement em euz. (13) Mes ar publican, oc’h en em zerc’hel a-ziabell, na grede ket zo-ken sevel he zaou-lagad var-zu an env ; mes skei a rea var boull he galon, en eur lavaret : O Doue, kemer truez ouzin-me rag n’ed oun nemed eur pec’her ! (14) Hen lavaret a ran deoc’h, he-man a ziskennaz d’he di justifiet kentoc’h eged egile ; rag kement hini en em huella a vezo izelleet ; ha kement hini en em izella, a vezo huelleet.

(15) Digas a rent ive bugaligou dezhan da douch. An diskibien o velet kement-se, a reprene ar re ho digasse. (16) Mes Jesus, o c’hervel anezhe d’he gavoud, a lavaraz : List ar vugaligou da zond d’am c’havoud ha na virit ket outhe ; rag rouantelez Doue a zo evit ar re a zo henvel outhe. (17) E gwirionez hen lavaran deoc’h, piou-benag na recevo ket rouantelez Doue evel eur bugel bihan, na antreo ket enhi.

(18) Neuze eur chef euz ar c’hontre a c’houlennaz digant Jesus : Mestr mad, petra a dlean-me da ober evit kaoud ar vuez eternel ? (19) Jesus a lavaraz dezhan : Perag e c’halvez-te ac’hanoun mad ? N’euz hini mad e-bed, nemed Doue hep-ken. (20) Anaoud a rez ar gourc’hemenou : Na ri ket a avoultriach ; na lazi ket ; na laeri ket ; na liviri ket a falz testeni ; henor da dad ha da vam. (21) Hen a lavaraz : Miret em euz kement-se holl adaleg va yaouankiz. (22) Jesus, o klevet kement-se, a lavaraz dezhan : Mankoud a ra d’id eun dra c’hoas ; gwerz kement ec’h euz, ha ro-hen d’ar beorien, hag e pezo eun tenzor en env ; ha neuze deuz, hag heuil ac’hanoun. (23) Mes hen, pa hen doe klevet kement-se, a zeuaz da veza gwall drist ; rag pinvidic braz e oa.

(24) Jesus, o velet e oa deuet gwall drist, a lavaraz : Na pegen diez eo d’ar re ho deuz madou antren en rouantelez Doue ! (25) Eassoc’h eo da eur c’hanval tremen dre graouen eun nadoz, eged da eun den pinvidic antren en rouantelez Doue. (26) Hag ar re a gleve anezhan a lavaraz : Piou eta a hell beza salvet ? (27) Ha Jesus a lavaraz dezhe : Ar pez a zo impossubl d’an dud a zo possubl da Zoue.

(28) Ha Per a lavaraz : Setu, ni hon euz dilezet pep-tra, hag hon euz heulliet ac’hanoud. (29) Hag hen a lavaraz dezhe : E gwirionez hen lavaran deoc’h, n’euz hini hag hen deuz dilezet ti, pe dad ha mam, pe vreudeur, pe vreg, pe vugale, abalamour da rouantelez Doue, (30) ha na recevo kalz muioc’h er bed-man, hag er bed da zond, ar vuez eternel.

(31) Jesus a gemeraz neuze an daouzec a-gostez ganthan hag a lavaraz dezhe : Setu, emaomp o pignad da Jerusalem, ha kement tra a zo bet scrivet gant ar brofeted divarben Mab an den a ia da veza accomplisset. (32) Rag livret e vezo d’ar Jentiled, goapeat ha gwall-dretet e vezo, ha cranchet e vezo outhan ; (33) ha goude ma vezo bet skourjezet, e vezo lakeat d’ar maro, hag an trede devez e resussito. (34) Mes ne gomprenjont netra a gement-se ; ar c’homzou-ze a oa goloet evithe, ha ne gomprenent ket ar pez a lavare dezhe.

(35) Pa oa o tostaad da Jerico, eun den dall, azezet var bord an hent o c’houlen an aluzen, (36) pa glevaz ar bobl o vond a-biou, a c’houlennaz petra e oa kement-se ; (37) ha e oe roet dezhan da anaoud e oa Jesus a Nazaret o tremen. (38) Neuze e commansaz da grial : Jesus, Mab David, kemer truez ouzin ! (39) Hag ar re a iea araog a c^hourdrouze anezhan, evit hen lakaad da rei peoc’h ; mes hen a grie c’hoas krenvoc’h : Mab David, kemer truez ouzin !

(40) Ha Jesus, o choum en he za, a c’hourc’hemenaz hen digas dezhan, ha pa oe deuet an den dall beteg enhan, e c’houlennaz diganthan : (41) Petra a fell d’id a rafen evidoud ? Hag hen a respontaz : Aotrou, ma kavin ar gwelet. (42) Ha Jesus a lavaraz dezhan : Receo ar gwelet ; da feiz hen deuz da iac’heet. (43) Ha rag-tal e kavaz ar gwelet, hag ec’h heullie anezhan, o renta gloar da Zoue. Hag ar bobl holl, o velet kement-se, a veulaz Doue.


CHABISTR XIX.


JESUS o veza antreet en Jerico, a dremene dre gear. (2) Ha setu eun den hanvet Zakeus, pehini a oa chef var ar bublicaned, hag a oa pinvidic, (3) a glaske gwelet piou e oa Jesus ; mes dre ma oa bihan a vent, ar bobl a vire outhan d’hen gwelet. (4) Redec a reaz eta araog, hag e pignaz var eur vezen sicomor evit gwelet anezhan, rag dre eno e tlie tremen. (5) Pa oe erruet Jesus eno, e savaz he zaoulagad, hag o velet Zakeus, e lavaraz dezhan : Zakeus, disken buhan ; rag red eo d’in loja en da di hirio. (6) He-man a ziskennaz eta buhan, hag a zigemeraz anezhan gant joa.

(7) Hag ar re holl a velaz kement-se a vurmure, o lavaret e oa eat en ti eur pec’her da loja.

(8) Hogen Zakeus a zavaz, hag a lavaraz d’an Aotrou : Aotrou, an hanter euz va madou a roan d’ar beorien, ha mar em euz great gaou ouz unan-benag, n’euz fors en pe seurt doare, e rentan dezhan peder gwech kemend all. (9) Ha Jesus a lavaraz dezhan : Ar zilvidigez a zo deuet hirio en ti-man, rag he-man a zo ive bugel da Abraham. (10) Rag Mab an den a zo deuet evit klask ha savetei ar pez a oa kollet.

(11) Hag evel ma selaouent an traou-ze, Jesus a gendalc’baz da gomz, hag a lavaraz eur barabolen, abalamour ma oa tost da Jerusalem, ha ma sonjent ez ea rouantelez Doue da veza diskouezet dizale.

(12) Lavaret a reaz eta : Eun den a lignez huel a ieaz en eur vro bell evit kemer evithan he-unan eur rouantelez, ha distrei goude. (13) Hag o veza galvet dec euz he zervicherien, e roaz dezhe deg pez arc’hant, hag e lavaraz dezhe : Likit anezhe da dalvoud ken a zistroin. (14) Mes tud he vro ho doa kassoni outhan ; hag e kasjont kannaded var he lerc’h, da lavaret : Na fell ket deomp e teufe he-man da ren varnomp. (15) C’hoarvezoud a reaz eta, pa oe distro, goude beza recevet ar rouantelez, ma c’hourc’hemenaz gervel d’he gavoud ar zervicherien da bere hen doa roet an arc’hant, evit gwelet pegement hen doa gounezet pep hini. (16) Neuze ar c’henta a zeuaz hag a lavaraz : Aotrou, da bez arc’hant hen deuz gounezet dec pez all. (17) Hag hen a lavaraz dezhan : Mad, servicher mad ; pa’z oud bet fidel en neubeud a dra, e pezo ar gouarnamant var deg kear. (18) Hag an eil a zeuaz, hag a lavaraz : Aotrou da bez arc’hant hen deuz gounezet pemp pez all. (19) Hag hen a lavaraz ive da he-man : Ha te, gouarn var bemp kear. (20) Hag unan all a zeuaz, hag a lavaraz : Aotrou, setu aman da bez arc’hant em euz dalc’het paket en eul lienen ; (21) rag aoun em boa araz’oud abalamour ma’z oud eun den garo, kemeret a rez el leac’h n’ec’h euz lakeat netra, ha medi a rez el leac’h n’ec’h euz ket hadet. (22) Hag he vestr a lavaraz dezhan : Servicher fall, dre da gomzou da-unan eo e varnin ac’hanoud ; te a ouie ez oun eun den garo, hag a gemer el leac’h ma n’em euz lakeat netra, hag a ved el leac’h ma n’em euz ket hadet ; (23) perag eta n’ec’h euz-te ket lakeat va arc’hant er bank ; ha pa vijen distro, em bije hen tennet gant an interest ? (24) Hag e lavaraz d’ar re a oa eno : Lammit diganthan ar pez arc’hant, ha roit-hen d’an hini hen deuz deg. (25) Hag e leverjont dezhan : Aotrou, hennes hen deuz deg pez dija. (26) Hen lavaret a ran deoc’h, roet e vezo d’an hini hen deuz ; mes an hini n’hen deuz ket a vezo zo-ken lammet diganthan ar pez hen deuz. (27) Evit va enebourien, pere n’eo ket fellet dezhe va c’haoud da roue, digassit anezhe aman, ha lazit anezhe diraz’oun.

(28) Ha goude beza lavaret kement-se, Jesus a ieaz pelloc’h, o pignad da Jerusalem.

(29) Hag, o veza erruet tost da Vethfaje ha da Vethani, e-kichen ar menez hanvet menez Olived, e kassaz daou euz he ziskibien, (30) en eur lavaret : It d’ar bourg a zo diraz’oc’h, ha pa viot erru eno, c’houi a gavo eun azen yaouank stag, ha n’euz bet c’hoas den var he gein ; distagit anezhan, hag hen digassit d’in. (31) Ha mar goulen unan-benag perag e tistagit anezhan, e leverot dezhan : Abalamour ma hen deuz an Aotrou ezom anezhan.

(32) Ar re a oe kasset a ieaz, hag a gavaz pep tra evel m’hen doa lavaret dezhe. (33) Ha pa oant o tistaga an azen yaouank, ar perc’hened a lavaraz dezhe : Perag e tistagit-hu an azen yaouank-se ? (34) Hag e lavarjont : An Aotrou hen deuz ezom anezhan. (35) Hag e tigasjont anezhan da Jesus ; ha goude beza taolet ho dillad var an azen yaouank, e lekejont Jesus da pignad varnezhan. (36) Hag evel ma tremene, kalz a astenne ho dillad var an hent.

(37) Ha pa oa o tostaad d’an disken euz Menez Olived, ar foul euz an diskibien, karget a levenez, a gommansaz meuli Doue a vouez huel evit an holl burzudou ho doa gwelet. (38) Hag e lavarent : Ra vezo benniget ar Roue a zeu en hano an Aotrou ! Peoc’h en env, ha gloar en huella euz an envou !

(39) Neuze darn euz ar Farizianed a oa e-touez ar bobl a lavaraz dezhan : Mestr, gourdrouz da ziskibien. (40) Hag hen o respont a lavaraz dezhe : Hen lavaret a ran deoc’h, mar deu ar re-man da devel, ar vein a grio.

(41) Ha pa oe en em gavet tost da gear, o velet anezhi, e commansaz da wela varnezhi, hag e lavaraz : (42) Oh ! ma’z pije anavezet, da vihana en deiz-man a zo d’id, an traou a zell ouz da beoc’h ! mes breman emaint kuzet ouz da zaoulagad. (43) Rag dond a rai varnoud eun amzer ma teui da enebourien da zevel kleuziou en-dro d’id, hag e vezi kelc’hiet, ha gwasket ganthe a bep tu ; (44) ha distruja a raint ac’hanoud te ha da vugale a zo o choum enoud, ha ne lezint ket enoud an eil mean var egile abalamour n’ec’h euz ket anavezet an amzer m’az oud bet bizitet.

(45) Goude-ze, o veza eat en templ, e commansaz da gas er meaz ar re a oa eno o verza hag o prena, (46) en eur lavaret dezhe : Scrivet eo : Va zi a zo eun ti a beden ; mes c’houi hoc’h euz great ganthan eur c’havern laeron.

(47) Hag e kelenne bemdez en templ. Ha prinsed ar veleien, ar Scribed ha chefou ar bobl a glaske hen lakaad d’ar maro. (48) Mes ne ouient petra da ober, rag ar bobl holl a zalc’he tost dezhan evit klevet he gomzou.


CHABISTR XX.


EUN devez ma oa Jesus o kelen ar bobl en templ, ha ma oa o prezeg an Aviel, prinsed ar veleien hag ar Scribed, gant ar re Ancien, o veza erruet eno, (2) a gomzaz outhan hag a lavaraz : Lavar deomp dre be seurt otorite e rez-te an traou-ze, ha piou hen deuz roet d’id an otorite-ze ? (3) Hen a respontaz hag a lavaraz dezhe : Me a c’houlenno ive eun dra diganeoc’h ; respontit d’in : (4) Pe euz an env, pe a-berz an dud eo e teue badiziant Ian ? (5) Hogen, evel-hen e rezonent enhe ho-unan : Mar leveromp : Euz an env, hen a lavaro : Perag eta n’hoc’h euz-hu ket credet dezhan ? (6) Ha mar leveromp : A-berz an dud, e vezimp meinet gant ar bobl holl ; rag ar bobl a gred mad ez eo Ian eur profet. (7) Rag-se e respontjont ne ouient ket euz a beleac’h e teue. (8) Ha Jesus a lavaraz dezhe : Na me ken neubeud na livirin ket deoc’h dre be seurt otorite e ran an traou-man.

(9) Neuze e commansaz lavaret d’ar bobl ar barabolen-man : Eun den a blantaz eur winien, hag a roaz anezhi e feurm da labourerien, hag ez eaz euz he vro evit pell amzer. (10) Ha pa oa deuet an amzer da zastum, e kassaz eur servicher etrezeg al labourerien evit kaout diganthe frouez euz ar winien ; mes al labourerien goude beza skoet varnezhan, a gassaz anezhan kuit en goullo. (11) Kas a reaz c’hoas eur servicher all ; mes goude beza kannet ha gwall-dretet beman ive, e kasjont anezhan kuit en goullo. (12) Kas a eure c’hoas unan all evit an trede gwech ; mes he vlessa a rejont ive, hag e taoljont anezban er meaz. (13) Mestr ar winien a lavaraz neuze : Petra a rin-me ? Kas a rin va mab muia-karet ; marteze, pa her gwelint, e toujint dezhan. (14) Mes pa velaz al labourerien anezhan, e commansjont da rezoni evel-hen etreze : He-man eo an heritour ; deuit, lazomp anezhan, evit ma vezo he heritach deomp-ni. (15) Hag, o veza taolet anezhan er meaz euz ar winien, hen lazjont. Petra a rai eta mestr ar winien ? (16) Dond a rai, hag e lako al labourerein-ze d’ar maro, hag e roio he winien da labourerien all.

Ar Judevien, pa glevjont kement-se, a lavaraz : Doue ra viro na c’hoarvezfe kement-se ! (17) Neuze Jesus, o sellet piz outhe, a lavaraz : Petra a zinifi eta an dra-man a zo scrivet : Ar mean a zo bet taolet a-gostez gant ar re a oa o vatissa, hennes a zo deuet da veza ar c’henta mean-corn ? (18) Piou-benag a gwezo var ar mean-ze a vezo brevet, hag an hini a gwezo ar mean-ze varnezhan a vezo flastret.

(19) Neuze prinsed ar veleien hag ar Scribed a glaskaz, hep dale pelloc’h, lakaad ho daouarn varnezhan ; rag anavezet ho doa hen doa lavaret ar barabolen-ze a-eneb dezhe ; mes aoun ho doa rag ar bobl.

(20) Rag-se, o teurel evez mad outhan, e kasjont tud hag a rea seblant da veza tud just, evit hen surpren en he gomzou, ha gallout evel-se hen livra d’ar barner hag hen lakaad etre daouarn ar gouarner. (21) An dud-se a c’houlennaz diganthan an dra-man ; Mestr, gouzoud a reomp e komzez hag e kelennez gant eünder, hag e teskez hent Doue hervez ar wirionez, heb sellet ouz apparans an dud. (22) Ha permetet eo deomp paea an tribut da Cezar pe n’eo ket ? (23) Mes Jesus, oc’h anaoud ho finessa, a lavaraz dezhe : Perag e tentit-hu ac’hanoun ? (24) Diskouezit d’in eun diner. Euz piou eo an imach hag an hano a zo var he-man ? Respont a rejont : Euz a Cezar. (25) Hag hen a lavaraz dezhe : Rentit eta da Cezar ar pez a zo da Cezar, ha da Zoue ar pez a zo da Zoue.

(26) Ha na heljont ket hen surpren en he gomzou dirag ar bobl ; mes souezet gant ar respont hen doa great, e tavjont.

(27) Neuze eur re-benag a-douez ar Saduceed, pere a nac’h ar resurrection, a dostaaz, hag a c’houlennaz evel-hen diganthan : (28) Mestr, Moises hen deuz gourc’hemenet deomp, pa zigouez da eun den-benag kaoud eur breur dimezet hag a varv heb bugale, e tle hennes kemeret ar vreg, ha sevel lignez d’he vreur. (29) Hogen, bez’ e oa seiz breur. Ar c’henta, o veza dimezet, a varvaz heb bugale. (30) An eil a zimezaz d’he vreg, hag a varvaz heb bugale. (31) Neuze an trede a zimezaz dezhi ive, hag ho seiz e rejont ar memeus tra, hag e varvjont heb lezel bugale. (32) Var lerc’h ar re-man holl ar vreg a varvaz ive. (33) Da behini anezhe eta e vezo hi greg pa resussito ar re varo ? Rag ho zeiz ez int bet dimezet dezhi. (34) Jesus a respontaz dezhe : Bugale ar bed-man a zimez, hag a ro da zimezi. (35) Mes ar re a vezo kavet dign da gaout lod er bed da zond hag en resurrection ar re varo, na zimezint ket ha ne roint ket da zimezi. (36) Rag ne hellint ket ken neubeud mervel, rag henvel e vezint ouz an elez, hag e vezint bugale da Zoue, o veza bugale a resurrection. (37) Hogen Moises he-unan a ziskouez deomp ive e teu ar re varo da resussita, pa deu, o komz divarben ar bod-spern, da c’hervel an Aotrou, Doue Abraham, Doue Isaac ha Doue Jacob. (38) Hogen, Doue n’eo ket Doue ar re varo, mes Doue ar re veo ; rag holl e vevont dezhan. (39) Neuze darn euz ar Scribed, o komz, a lavaraz : Mestr, komzet mad ec’h euz. (40) Ha ne gredent ken goulen netra diganthan.

(41) Neuze e lavaraz dezhe : Penaos ec’h heller lavaret ez eo ar C’hrist Mab da Zavid ? (42) Pa lavar David he-unan en levr ar Salmou : An Aotrou hen deuz lavaret d’am Aotrou : (43) Azez a-zeo d’in, ken am bezo lakeat da inimied da scabel dindan da dreid. (44) Mar deu eta David d’hen gervel Aotrou, penaos ec’h hell hen beza he vab ?

(45) Hag, o veza ma oa ar bobl holl o selaou, e lavaraz d’he ziskibien : (46) Diwallit ouz ar Scribed pere a blij dezhe pourmen gant saeou hir, hag a gar beza saludet var ar blasennou public ha kaoud ar c’hadoriou kenta er sinagogou, hag ar plasou kenta er festou ; (47) ha pere a zevor tiez an intanvezed var digarez ober pedennou hir ; beza ho devezo eur gondaonation vrassoc’h.


CHABISTR XXI.


O VEZA savet he zaoulagad, Jesus a velaz tud pinvidic hag a lake ho offransou en tenzor an templ. (2) Gwelet a reaz ive eun intanvez paour hag a lake enhan daou liard ; hag e lavaraz : (3) E gwirionez hen lavaran deoc’h, an intanvez paour-ze he deuz lakeat muioc’h eged an holl. (4) Rag ar re-ze holl ho deuz lakeat en offransou Doue ar pez a re ho devoa, mes houman he deuz lakeat euz ar pez a oa necesser dezhi, kement he doa evit beva.

(5) Hag evel ma lavare darn e oa ornet an templ gant mein kaer ha gant offransou, Jesus a lavaraz : (6) Hag e sellit euz an traou-ze ! Dond a rai an deiziou ma ne vezo ket lezet enhan an eil mean var egile heb beza diskaret.

(7) Hag e c’houlenjont diganthan : Mestr, peur eta e c’hoarvezo an traou-ze, ha dre be seurt sin e vezo anavezet emaint tost da c’hoarvezout ?

(8) Hag hen a lavaraz : Diwallit da veza tromplet ; rag meur a hini a zeuio em hano, en eur lavaret : Me eo ar C’hrist, hag an amzer a dosta. (9) N’ho heullit ket. Hogen, pa glevot komz euz a vrezeliou hag euz a drouz e-touez ar boblou, na spountit ket ; rag red eo d’an traou-ze c’hoarvezoud da genta ; mes ar fin na vezo ket c’hoas.

(10) Lavaret a reaz ive dezhe : Eur bobl a zavo a-eneb eur bobl all, hag eur rouantelez a-eneb eur rouantelez all ; (11) ha bez’ e vezo krenamanchou douar heuzuz e meur a leac’h, ha kernes ha bosen, hag e vezo gwelet traou spountus ha siniou braz ebarz an env.

(12) Mes, araog ma c’hoarvezo kement-se holl, e lakaint ho daouarn varnoc’h hag e persecutint ac’hanoc’h ouz ho livra d’ar sinagogou, hag ouz ho lakaad er prizon, hag o stleja ac’hanoc’h dirag ar rouane hag ar gouarnerien, abalamour d’am hano. (13) Hag en kement-se e kavfot leac’h da renta testeni. (14) Likit eta en ho spered na dleit ket sonjal araog en ho tifen. (15) Rag me a roio deoc’h eur genou hag eur furnez ha ne hallo ket hoc’h enebourien ho dislavaret na stourm outhe. (16) Livret a viot memeus gant ho tud, gant ho preudeur, gant ho kerent ha gant ho mignoned ; hag e vezint pen-caoz da veur a hini ac’hanoc’h da vervel. (17) Ha c’houi a vezo kaseet gant an holl abalamour d’am hano. (18) Mes na vezo ket kollet eur vleven hep-ken euz ho pen. (19) Gounezit hoc’h eneou gant ho patianted.

(20) Ha pa velot Jerusalem kelc’hiet gant armeou, gouezit neuze ema tost an deiz euz he dezolation. (21) Ra dec’ho neuze var ar meneziou ar re a vezo er Jude ; ra zeuio er meaz anezhi an dud a vezo en Jerusalem ; ha diwallo da antren enhi ar re a vezo var ar meaz. (22) Rag ar re-ze a vezo deiziou a gastiz evit ma vezo great kement holl a zo scrivet. (23) Malheur d’ar gragez o tougen frouez, ha d’ar magerezed en deiziou-ze ; rag eur walen vraz a vezo var ar vro-man, ha coler a vezo a-enep d’ar bobl-man. (24) Kweza a raint dindan lem ar c’hleze, hag e vezint kasset en captivite e-touez an holl nationou ; ha Jerusalem a vezo mac’het gant ar Jentiled, ken a vezo peurleuniet amzeriou ar Jentiled.

(25) Siniou a vezo ebarz an heol, el loar hag er stered ; ha var an douar ar boblou a vezo en anken hag en nec’hamant, rag ar mor hag an tarzou mor a rai eun drouz spontus. (26) An dud a vezo evel prest da renta ho ene gant ar spount, o c’hortoz an traou a dle c’hoarvezout var an douar ; rag puissansou an envou a vezo brallet. (27) Ha neuze e velint Mab an den o tond var eur goabren, gant eur galloud hag eur gloar vraz. (28) Hogen, pa gommanso an traou-ze da c’hoarvezout, sellit d’an neac’h, ha savit ho pen, rag ho telivrans a dosta.

(29) Hag e lavaraz dezhe eur barabolen : Sellit ouz ar vezen-fiez hag an holl gwez all ; (30) pa gommansont dispaka, ec’h ouzoc’h hoc’h-unan en eur velet anezhe ema tost an hanv. (31) Evel-se ive c’houi, pa velot an traou-ze o c’hoarvezout, gouezit ema tost rouantelez Doue. (32) E gwirionez e lavaran deoc’h penaos na dremeno ket ar generation-man ken na vezo c’hoarvezet an holl draou-ze. (33) An env hag an douar a dremeno, mes va c’homzou na dremenint ket.

(34) Likit eta evez ouzoc’h hoc’h-unan, gant aoun na zeufe an debauch, ar vezventi ha sourciou ar vuez-man da bouneraad ho calon, ha na gwezfe an devez-se varnoc’h heb gouzoud deoc’h. (35) Rag evel eur roued e teuio var gement hini a zo o choum var c’horre an douar. (36) Beillit eta ha pedit e pep amzer, evit ma veot kavet dign da dec’het diouz an holl draou-ze a dle c’hoarvezoud, ha da choum dirag Mab an den.

(37) Hogen, Jesus a gelenne e-pad an deiz ebarz an templ, ha diouz an noz ez ea er meaz hag en em zalc’he var ar menez hanvet menez olived. (38) Ha da c’houlou deiz, ar bobl holl a deue d’hen kavoud en templ, evit selaou anezhan.


CHABISTR XXII.


TOSTAAD a rea gouel ar bara heb goell hanvet ar Pask. (2) Ha prinsed ar veleien hag ar Scribed a glaske an tu da lakaad Jesus d’ar maro ; rag aoun ho doa rag ar bobl.

(3) Hogen an Diaoul a antreaz en calon Judas, les-hanvet Iscariot, pehini a oa unan euz an daouzec. (4) Mond a reaz eta hag e komzaz gant prinsed ar veleien ha gant chefou ar re a ziwalle an templ, var an doare d’hen livra dezhe. (5) Ar re-man ho doe joa ouz kement-se, hag ec’h accordjont rei arc’hant dezhan. (6) Ha Judas a roaz he c’her. Hag e klaske eun occasion vad d’hen livra dezhe heb trouz.

(7) Koulskoude devez ar bara heb goell a erruaz en pehini e oa red laza an oan Pask. (8) Ha Jesus a gassaz Per ha Ian, en eur lavaret dezhe : It da brepari ar Pask evit m’hen debrimp. (9) Int a lavaraz dezhan : En pe leac’h e fell d’id e preparfemp anezhan ? (10) Hag e lavaraz dezhe : Pa antreot en kear, en em gavo ganeoc’h eun den o tougen eur podad dour ; it var he lerc’h en ti ma c’hantreo ; (11) ha livirit da berc’hen an ti : Ar mestr a lavar d’id : Pe leac’h ema ar zal en pehini e tebrin ar Pask gant va diskibien ? (12) Hag hen a ziskouezo deoc’h eur zal vraz d’an neac’h, meublet mad ; preparit eno ar Pask. (13) Ar re-man eta, o veza eat kuit, a gavaz pep-tra evel m’hen doa lavaret dezhe, hag e preparjont ar Pask.

(14) Ha pa oe deuet an heur, hen en em lekeaz ouz taol, hag an daouzec abostol ganthan. (15) Hag e lavaraz dezhe : Eur c’hoant vraz em boa da zibri ar Pask-man ganeoc’h araog souffr. (16) Rag me a lavar deoc’h n’hen debrin mui, ken a vezo accomplisset en rouantelez Doue. (17) Hag o veza kemeret ar c’halir ha rentet grasou, e lavaraz : Kemerit anezhan, hag hen distribuit etrezoc’h. (18) Rag me a lavar deoc’h, ne evin mui euz a frouez ar winien, ken a vezo deuet rouantelez Doue.

(19) Neuze e kemeraz bara, hag o veza rentet grasou, hen toraz hag hen roaz dezhe, en eur lavaret : He-man eo va c’horf, pehini a zo roet evidoc’h ; grit kement-man en memor ac’hanoun. (20) Er memeus doare, goude beza koaniet, e roaz dezhe ar c’halir, en eur lavaret : Ar c’halir-man eo an allians nevez em goad, pehini a zo skuliet evidoc’h. (2l) Hogen, setu, dorn an hini a drahis ac’hanoun a zo ouz an daol-man ganen. (22) Evit ar pez a zell Mab an den, mond a ra kuit, hervez ar pez a zo bet merket ; mes malheur d’an den-ze gant pehini eo trahisset. (23) Hag e commansjont da c’houlen an eil digant egile pehini anezhe a dlie ober an dra-ze ?

(24) Sevel a reaz ive eun disput etrezhe da c’houzout pehini anezhe a vije kemeret evit ar brassa. (25) Mes Jesus a lavaraz dezhe : Rouane an nationou a zo mistri varnezhe, hag ar re a exers otorite varnezhe a zo galvet mad-oberourien. (26) Mes c’houi, na rit ket evelse ; ha ra vezo ar brassa en ho touez evel an distera ; hag an hini a c’houarn evel an hini a zo o servicha. (27) Rag pehini eo ar brassa, pe an hini a zo ouz taol, pe an hini a zo o servicha ? ha n’eo ket an hini a zo ouz taol eo ? ha koulskoude me a zo en ho touez, evel an hini a zo o servicha. (28) Hogen, evidoc’h-c’houi, oc’h euz kendalc’het ganen em zentationou ; (29) ha me a ro deoc’h ar rouantelez, evel ma’z eo bet roet d’in gant va Zad ; (30) evit ma hellot debri hag eva ouz va zaol em rouantelez, ha beza azezet var droniou, o varna an daouzec tribu a Israel.

(31) An Aotrou a lavaraz c’hoas : Simon, Simon, setu ma hen deuz goulennet Satan tremen ac’hanoc’h dre eur c’hroe evel gwiniz. (32) Mes me em euz pedet evidoud, evit na deuio ket da feiz da zemplaad. Te eta pa vezi convertisset, krenva da vreudeur. (33) Ha Per a lavaraz dezhan : Aotrou, me a zo prest da vond ganez, ha d’ar prizon ha d’ar maro. (34) Mes Jesus a lavaraz dezhan : Me hen lavar d’id, Per, araog ma cano ar c’hilloc hirio, e pezo nac’het teir gwech ec’h anavezez ac’hanoun.

(35) Neuze e lavaraz dezhe : Pa gassiz ac’hanoc’h hep na ialc’h, na bissac’h, na boutou, daoust hag eun dra-benag a zo bet manket deoc’h ? N’euz bet manket netra, eme-z’he. (36) Mes breman, eme-z’han, an hini hen deuz eur ialc’h, ra gemero anezhi ; hag ive an hini hen deuz eur sac’h ; an hini n’hen deuz kleze e-bed, ra verzo he vantel da brena unan. (37) Rag hen lavaret a ran deoc’h, red eo d’ar gomz-man a zo bet scrivet beza accomplisset enoun : Lakeat eo bet e renk an torfetourien. Ha kement a zo bet scrivet divar va fen a zo prest da c’hoarvezout. (38) Hag e leverjont : Aotrou, setu aman daou gleze. Hag hen a lavaraz dezhe : Awalc’h eo kement-se.

(39) Neuze Jesus, o veza eat er meaz, a ieaz hervez he gustum var ar Menez Olived ; hag he ziskibien a ieaz var he lerc’h. (40) Ha pa oe erruet eno, e lavaraz dezhe : Pedit gant aoun na gwezfec’h en tentation.

(41) Neuze e pellaaz diouthe var hed eun taol mean ; hag o veza eat var he zaoulin, e pede, en eur lavaret : (42) Va zad, pella ar c’halir-ze diouzin, mar plij ganez ! koulskoude, ra vezo great n’e ket va bolontez-me mes da hini. (43) Hag eun eal euz an env en em ziskouezaz dezhan evit he grenvaad. (44) Hag o veza en agoni, e pede c’hoas krenvoc’h ; hag e teuaz varnezhan eur c’houezen henvel ouz beradennou goad hag a zivere var an douar.

(45) Hag o veza savet euz he beden, e teuaz etrezeg he ziskibien, hag ho c’havaz kousket gant an dristidigez, hag e lavaraz dezhe : (46) Perag e kouskit-hu ? Savit ha pedit, gant aoun da gweza, pa zeui an dentation.

(47) Pa oe c’hoas o komz, setu ma c’herruaz eur vanden, hag an hini a oa hanvet Judas, unan euz an daouzec, a gerze araog dezhe ; hag e tostaaz etrezeg Jesus evit pokat dezhan. (48) Mes Jesus a lavaraz dezhan : Judas, gant eur pok eta e trahissez Mab an den ?

(49) Hag ar re a oa var-dro Jesus, o velet ar pez a iea da c’hoarvezoud, a lavaraz dezhan : Aotrou, ha skei a raimp-ni gant ar c’hleze ? (50) Hag unan anezhe a skoaz mevel ar beleg-braz, hag a droc’haz dezhan he skouarn deo. (51) Mes Jesus, o komz, a lavaraz : Paouezit. Hag o veza touchet ouz skouarn ar mevel, e pareaz anezhan.

(52) Neuze Jesus a lavaraz da brinsed ar veleien, da gabitaned an templ, ha d’ar re Ancien a oa deuet da gemer anezhan : C’houi a zo deuet gant klezeier ha gant bizier, evel var lerc’h eun torfetour. (53) Bemdez e oann en templ assambles ganeoc’h, ha n’hoc’h euz ket lekeet ho taouarn varnoun. Mes breman ema hoc’h heur ha galloud an devalijen.

(54) Neuze e crogjont enhan, hag hen kasjont ganthe, hag e rejont dezhan mond en ti ar beleg braz. Ha Per a heullie a-ziabell.

(55) Ha pa bo doe great tan en kreiz ar porz, ha pa oent azezet assambles, Per a azezaz en ho zouez. (56) Hag eur plac’h ouz he velet azezet e-tal an tan, hag o sellet piz outhan, a lavaraz : He-man a oa ive gant an den-ze. (57) Mes Per a nac’haz Jesus, en eur lavaret : Maouez, n’hen anavezan ket. (58) Hag eur pennadic goude, eun all, o velet anezhan, a lavaraz : Te a zo ive deuz an dud-se. Mes Per a lavaraz : O va den, n’ed oun ket. (59) Var-dro eun heur goude, unan all a zeuaz hag a lavaraz : Sur awalc’h, hennes a oa ive ganthan ; rag Galilead eo ive. (60) Ha Per a lavaraz : O va den, na ouzon ket petra a leverez. Ha rag-tal, pa oa c’hoas o komz, ar c’hilloc a ganaz. (61) An Aotrou, o veza distroet, a reaz eur zell ouz Per ; ha Per a deuaz da zonj dezhan euz a gomz an Aotrou, ha penaos hen doa lavaret dezhan : Abarz ma hen devezo kanet ar c’hilloc, e pezo nac’het ac’hanoun teir gwech. (62) Ha Per, o veza eat er meaz, a welaz c’houero.

(63) Hogen, an dud a oa crog en Jesus, a rea goab anezhan, hag a skoe ganthan ; (64) hag o veza he c’holoet gant eur voal, e skoent var he vizach, hag e lavarent dezhan : Difin piou hen deuz da skoet ? (65) Ha kalz a draou all a lavarent a-enep dezhan, oc’h insulti anezhan.

(66) Ha kerkent ha ma oa deuet an deiz, conseil ar re Ancien euz ar bobl, prinsed ar veleien hag ar Scribed en em assamblaz, hag a lakaz digas Jesus en ho lez-varn ; hag e leverjont dezhan : (67) Mar d’oud ar C’hrist, lavar deomp. Hag hen a respontaz dezhe : Mar hen lavaran deoc’h n’her c’hredfot ket ; (68) ha ma c’hinterrojan ac’hanoc’h, na respontot ket d’in, ha na laoskot ket ac’hanoun da vond kuit. (69) Divar-vreman Mab an den a vezo azezet en tu-deo da c’halloud Doue. (70) Hag e leverjont holl : Neuze eta ez oud Mab Doue ? Hag hen a respontaz dezhe : Hoc’h-unan hen lavarit ; bez’ ez oun. (71) Neuze e leverjont : Da betra hon euz-ni c’hoas ezom a desteni, pa’z eo gwir hon euz her c’hlevet hon-unan deuz he c’henou ?


CHABISTR XXIII.


NEUZE an assamble holl, o veza savet, a gassaz anezhan da Bilat.

(2) Hag int a gommansaz tamal anezhan, en eur lavaret : Kavet hon euz an den-man o trompla ar bobl hag o tifen paea an tribut da Cezar, hag o lavaret ez eo hen he-unan ar C’hrist, ar roue. (3) Neuze Pilat a c’houlennaz diganthan : Ha te eo roue ar Judevien ? Ha Jesus a respontaz dezhan : Hen lavaret a rez.

(4) Ha Pilat a lavaraz da brinsed ar veleien ha d’ar bobl : Ne gavan netra da damal en den-man. (5) Mes int a zalc’he muioc’h-mui varnezhan, en eur lavaret : Lakaad a ra ar hobl d’en em zevel, en eur brezeg dre ar Jude holl, adaleg ar Galile beteg aman.

(6) Pa glevaz Pilat komz euz ar Galiie, e c’houlennaz hag an den-ze a oa Galilead. (7) Hag o veza klevet e oa euz a c’houarnamant Herodes, e kassaz anezhan da gavoud Herodes, pehini a oa ive en Jerusalem en deiziou-ze.

(8) Pa velaz Herodes Jesus, hen devoe eur joa vraz, rag abaoe pell amzer hen doa c’hoant d’he velet, o veza m’hen doa klevet lavaret kalz a draou divar he ben ; hag e oa en gortoz d’he velet oc’h ober eur miracl-benag. (9) Goulen a reaz eta meur a dra diganthan ; mes Jesus na respontaz netra dezhan. (10) Ha prinsed ar veleien hag ar Scribed a oa eno, hag e tamallent anezhan gant coler. (11) Mes Herodes koulz hag he zoudarded hen tretaz gant disprijans ; hag evit ober goab anezhan, e lekeaz hen gwiska gant eur zae gaer, hag hen kassaz da gavout Pilat. (12) En deiz-ze ive Pilat hag Herodes a zeuaz da veza mignoned ; rag araog e oa droug etrezhe.

(13) Neuze Pilat, o veza assamblet prinsed ar veleien, ar barnerien, hag ar bobl, a lavaraz dezhe : (14) Digasset hoc’h euz an den-man d’in, tamallet ganeoc’h da lakaad ar bobl d’en em zevel ; ha koulskoude, pa em euz hen interrojet dirazoc’h, n’em euz kavet anezhan coupabl a hini euz an torfedou a damallit dezhan ; (15) nag Herodes ken neubeud ; rag kasset em euz ac’hanoc’h d’hen kavout ; ha setu n’hen deuz great netra da veritout ar maro. (16) Rag-se, goude beza hen castizet, e laoskin anezhan.

(17) Hogen, bep gouel e tlie accordi dezhe liberte eur prizonnier. (18) En em lakaad a rejont eta da grial holl assambles : Laka he-man d’ar maro, ha laosk ganeomp Barabbas. (19) Hogen, Barabbas a oa bet lakeat er prizon abalamour da eur revolt a oa o’hoarvezet en kear, hag abalamour da eur muntrerez.

(20) Pilat a gomzaz a-nevez outhe, gant ar c’hoant hen doa da leuskel Jesus. (21) Mes int a gommansaz da grial, en eur lavaret : Crucifi, Crucifi, anezhan. (22) Hag e lavaraz dezhe an trede gwech : Pe seurt droug eta hen deuz hen great ? n’am euz kavet netra enhan hag a verit ar maro. Me eta a bunisso anezhan, ha neuze e laoskin anezhan. (23) Mes int a zalc’he muioc’h-mui da c’houlen, en eur grial var bouez ho fen ma vije crucifiet ; hag ho c’hri-fors hag hini prinsed ar veleien a greske bepred. (24) Neuze Pilat a c’hourc’hemenaz ma vije great ar pez a c’houlennent. (25) Hag e laoskaz ganthe an hini a oa bet lakeat er prizon evit eur revolt hag evit eur muntr, pa her goulennent ; hag e laoskaz Jesus en ho bolontez.

(26) Ha pa oant ouz hen kas ganthe, e kemerjont eun den euz a Zyren, hanvet Simon, pehini a oa o tond divar ar meaz, hag e lekejont ar groaz varnezhan, evit he dougen var lerc’h Jesus.

(27) Hag eur foul vraz a bobl hag a c’hragez a iea var he lerc’h, hag a skoe var boull ho c’halon hag a hirvoude divar he ben. (28) Mes Jesus o tistrei outhe, a lavaraz : Merc’hed Jerusalem, na welit ket varnoun-me, mes gwelit varnoc’h hoc’h-unan ha var ho pugale ; (29) rag dond a rai an deiziou ma vezo lavaret : Eürus ar gragez difrouez, ar c’hovou n’ho deuz ket douget, hag ar bronou n’ho deuz ket roet da zena ! (30) Neuze en em lakaint da lavaret d’ar meneziou : Kwezit varnomp, ha d’an tossennou : Goloit ac’hanomp. (31) Rag mar greont kement-se d’ar c’hoat glaz, petra a raint-hi d’ar c’hoat sec’h ?

(32) Digas a rent ive ganthe daou dorfetour all, evit ho lakaad d’ar maro assambles ganthan.

(33) Ha pa oent erruet el leac’h hanvet Calvar (pen-maro), e crucifijont anezhan eno, hag an dorfetourien, unan a-zeo, hag egile a-gleiz. (34) Mes Jesus a lavare : Va Zad, pardon dezhe, rag na ouzont ket petra a reont.

Neuze, e lodenjont he zillad, hag e tenjont d’ar zort varnezhe.

(35) Ar bobl a choume eno hag a zelle. Hag ar chefou a rea goab assambles gant ar bobl, en eur lavaret : Saveteet hen deuz ar re all, ra en em zavetao eta he-unan, mar d’eo ar C’hrist, an hini choazet gant Doue. (36) Ar zoudarded ive, o tostaad evit kinnig dezhan gwin-egr, a rea goab anezhan, hag a lavare : (37) Mar d’oud roue ar Judevien, en em zaveta da-unan.

(38) Ha bez’ e oa ive a-uz d’he ben ar c’homzou-man scrivet en gregach, en latin hag en hebrach : He-man eo Roue ar JUDEVIEN.

(39) Unan euz an dorfetourien a oa crucifiet a insulte anezhan ive, en eur lavaret : Mar d’oud ar C’hrist, en em zaveta da-unan ha ni ive. (40) Mes egile, ouz he repren, a lavaraz dezhan : N’ec’h euz eta doujans e-bed evit Doue, rag condaonet oud d’ar memeus maro ? (41) Evidomp-ni, gant justis eo e souffromp, rag souffr a reomp ar pez a zo dleet d’hon gwall oberou ; mes he-man n’hen deuz great droug e-bed. (42) Hag e lavare da Jesus : Aotrou, bez sonj ac’hanoun, pa vezi antreet en da rouantelez. (43) Ha Jesus a lavaraz dezhan : E gwirionez hen lavaran d’id, hirio e vezi ganen er barados.

(44) Hogen ar c’houec’hved heur e oa, pe var-dro, hag e teuaz tevalijen var an douar holl beteg an naoved heur. (45) An heol a devalaaz, hag ar voal euz an templ a freuzaz dre he greiz.

(46) Ha Jesus, en eur grial gant eur vouez krenv, a lavaraz : Va Zad, etre da zaouarn e rentan va spered. Hag o veza lavaret kement-se e varvaz.

(47) Ar c’hantener, o velet ar pez a oa c’hoarvezet, a rentaz gloar da Zoue, en eur lavaret : E gwiriohez, an den-ze a oa eun den just.

(48) Hag ar bobl holl a oa en em dastumet da velet kement-man, o velet an traou a oa c’hoarvezet, a zistroe d’ar gear en eur skei var boull ho c’halon. (49) Hag ar re holl euz he anaoudegez, hag ar groagez ho doa heulUet anezhan adaleg ar C’halile, en em zalc’he a-ziabell, o sellet ouz an traou-ze.

(50) Hogen eun den, hanvet Josef, hag a oa eur senatour, eun den mad ha just ; (51) pehini n’hen doa ket consantet d’ho c’huzul na d’ho oberou, hag a oa euz a Arimathe, eur gear euz ar Jude, hag a oa o c’hortoz ive rouantelez Doue, (52) o veza deuet da gavout Pilat, a c’houlennaz diganthan corf Jesus. (53) Hag o veza hen diskennet euz ar groaz, hen lienaz gant eul linsel, hag hen lakeaz en eur bez toullet er roc’h, ha ne oa bet c’hoas lakeat den e-bed enhan. (54) An deiz-ze a oa deiz ar breparation, hag ar sabbat a iea da gommans.

(55) Hag ar gragez a oa deuet gant Jesus euz a C’halile, o veza eat var lerc’h Josef, a velaz e pe leac’h e oa ar bez, ha penaos e oa bet lekeat ar c’horf enhan. (56) Hag o veza distroet var ho c’hiz, e preparjont essanzou ha louzou a c’houez-vad, hag e kemerjont ho repos deiz ar sabbat, hervez al lezen.

CHABISTR XXIV.


MES an deiz kenta euz ar sizun, e teujont mintin mad d’ar bez, o tigas ganthe al louzou a c’houez-vad ho doa preparet ; ha bez’ e oa unan-benag all assambles ganthe. (2) Hag e kavjont e oa bet lammet kuit ar mean a oa o c’holo ar bez. (3) Hag o veza eat ebarz, ne gavjont ket corf an Aotrou Jesus. (4) Hag evel ne ouient petra da zonjal var gement-se, daou den gwisket gant dillad lugernus en em diskouezaz dezhe. (5) Hag evel ma oant spountet holl, ha ma plegent ho fen var-zu an douar, ar re-man a lavaraz dezhe : Perag e klaskit-hu etouez ar re varo an hini a zo beo ? (6) N’ema ket aman, mes resussitet eo. Ho pezit memor e pe doare hen deuz komzet ouzoc’h pa edo c’hoas er Galile, pa lavare : (7) Red eo da Vab an den beza livret etre daouarn an dud fall, ha beza crucifiet, ha resussita an trede deiz. (8) Hag e teuaz sonj dezhe euz he gomzou.

(9) Ha pa oant distro euz ar bez, e contjont an traou-ze holl d’an unnec, ha da bep hini deuz ar re all. (10) Ar re a lavaraz an traou-ze d’an ebestel a oa Mari Magdalen, Jeanned, ha Mari, mam Jakes, hag ar re all a oa assambles ganthe. (11) Mes kemer a rejont ho c’homzou evit hunvreou, ha n’ho c’hredjont ket.

(12) Koulskoude Per a zavaz hag a redaz d’ar bez, hag o veza pleget da zellet, na velaz nemed al lienenou a oa var an douar ; hag ez eaz ac’hane, souezet braz enhan he-unan gant ar pez a oa c’hoarvezet.

(13) Er memeus devez, daou anezhe a oa o vond da eur bourg hanvet Emmaüs, var hed tri-ugent staden diouz Jerusalem. (14) Hag e tivizent assambles divarben ar pez a oa c’hoarvezet. (15) Hag e-pad ma oant o komz, hag o rezoni etrezhe, Jesus he-unan a dostaaz outhe hag en em lekeaz da vale assambles ganthe. (16) Mes ho daou-lagad a oa dallet, en hevelep doare ne anavezjont ket anezhan.

(17) Hag e lavaraz dezhe : Divarben petra e komzit-hu evel-se assambles, en eur vond dre an herit, ha petra a zo caoz ma’z oc’h trist ? (18) Unan anezhe, hanvet Cleopas, a respontaz dezhan : Daoust hag en Jerusalem ez euz eun estranjour-benag nemed’oud, ha na anavezfe ket an traou a zo bet c’hoarvezet eno, an deiziou-man ? (19) Hag e lavaraz dezhe : Pe seurt traou ? Ar re-man a respontaz : Ar pez a zo c’hoarvezet gant Jesus a Nazaret, pehini a oa eur profet galloudec en he oberou hag en he gomzou dirag Doue ha dirag ar bobl holl ; (20) ha penaos ho deuz prinsed ar veleien hag hon otoriteou livret anezhan da veza condaonet d’ar maro, hag ho deuz hen crucifiet. (21) Evidomp-ni a oa en gortoz e vije hennes an hini a dlie delivra Israel, ha koulskoude, setu aman dija an trede deiz abaoe ma’z eo c’hoarvezet an traou-ze. (22) Gwir eo ez omp bet estonet braz gant ar pez a zo bet lavaret deomp gant gragez euz hon touez ; rag o veza eat abred diouz ar mintin d’ar bez, (23) hag, o veza n’ho doa ket kavet he gorf eno, ez int deuet en eur lavaret ho doa gwelet elez hag ho deuz lavaret dezhe ez eo beo. (24) Ha darn euz ar re a zo ganeomp a zo bet beteg ar bez, hag ho deuz kavet pep tra evel m’ho doa lavaret ar gragez ; mes evithan, n’ho deuz ket hen gwelet. (25) Neuze e lavaraz dezhe : O tud diskiant, ha tud a galon diegus da gredi ar pez a zo bet lavaret gant ar brofeted ! (26) Daoust ha ne oa ket red d’ar C’hrist souffr an traou-ze, hag antren en he c’hloar ? (27) Neuze, en eur gommans dre Voises, ha dre an holl brofeted, e tisclerie dezhe en holl Scrituriou kement a zelle anezhan.

(28) Evel-se en em gavjont tost d’ar bourg da behini e oant o vond ; mes Jesus a rea van da vond pelloc’h. (29) Mes int a reaz dezhan choum, en eur lavaret dezhan : Choum ganeomp ; rag an noz a dosta, hag erru eo izel an deiz. Antren a reaz eta evit choum assambles ganthe.

(30) Ha pa edo ganthe ouz taol, e kemeraz bara, hag e rentaz grasou ; hag, o veza torret anezhan, hen roaz dezhe. (31) Neuze ho daou-lagad a zigoraz, hag ec’h anavezjont anezhan ; mes hen a zisparissaz a-zirazhe. (32) Hag e leverjont an eil d’egile : Ha na verve ket hor c’halon enomp, e-pad ma komze ouzimp en hent, ha ma tisclerie deomp ar Scrituriou ?

(33) Hag o veza savet kerkent, e tistrojont da Jerusalem ; hag e kavjont an unnec, hag ar re a oa ganthe, dastumet assambles, o lavaret : (34) An Aotrou en gwirionez a zo resussitet, hag en em ziskouezet eo bet da Simon. (35) Ar re-man, d’ho zro, a gontaz ar pez a oa c’hoarvezet ganthe en hent, ha penaos ho doa anavezet anezhan pa oa o terri ar bara.

(36) E-pad ma oant o komz evelse, Jesus he-unan en em ziskouezaz en ho c’hreiz, hag a lavaraz dezhe : Ra vezo ar peoc’h ganeoc’h. (37) Mes int, spouronet ha spountet holl, a grede dezhe e velent eur spered. (38) Hag e lavaraz dezhe : Perag oc’h-hu trubuillet, ha perag e sav sonjezonou control en ho calonou ? (39) Sellit ouz va daouarn hag ouz va zreid, rag me va-unan eo. Touchit ouzin ha sellit ouzin ; rag eur spered n’hen deuz na kig nag eskern, evel ma velit em euz-me. (40) En eur lavaret kement-se, e tiskouezaz dezhe he zaouarn hag he dreid. (41) Mes evel na gredent ket c’hoas, gant ar joa a oa enhe, hag evel ma oant souezet, hen a lavaraz dezhe : Ha beza oc’h euz-hu aman eun dra-benag da zebri ? (42) Hag int a ginnigaz dezhan eun tam euz eur pesk rostet hag euz eur follen vel. (43) Hag o veza ho c’hemeret, e tebraz diouthe dirazhe.

(44) Neuze e lavaraz dezhe : Setu aze ar pez a lavaren deoc’h, pa oann c’hoas assambles ganeoc’h, e oa red ma vije accomplisset kement a zo bet scrivet divar va fen e lezen Moises, er brofeted, hag er Salmou. (45) Neuze e tigoraz dezhe ho spered, evit ma c’heljent compren ar Scrituriou. (46) Hag e lavaraz dezhe : Evel-se eo scrivet, hag evelse ive e oa red d’ar C’hrist souffr, ha resussita an trede deiz a-douez ar re varo, (47) ha ma vije prezeget en he hano ar gonversion hag ar remission euz ar pec’hejou, e-touez an holl nationou, o commans dre Jerusalem. (48) Hogen, c’houi a zo testou a gement-man holl ; ha setu, ez an da zigas deoc’h ar pez hen deuz prometet va Zad. (49) Evidoc’h-c’houi, choumit er gear a Jerusalem, ken a veot gwisket gant ar galloud euz an neac’h.

(50) Goude-ze e tigassaz anezhe er meaz, bete Bethani ; ha neuze, o sevel he zaouarn e vennigaz anezhe. (51) Ha pa oa ouz ho benniga, e c’hoarvezaz ma tispartiaz outhe, ha ma oe savet en env. (52) Hag int, goude beza adoret anezhan, a zistroaz da Jerusalem leun a joa. (53) Hag e vijent dalc’hmad en templ, o veuli hag o venniga Doue. Amen.