Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ, 1897/An Aviel hervez S. Ian

Eus Wikimammenn
troet gant John Jenkins.
Société biblique britannique et étrangère, 1897  (p. 172-224)



AN AVIEL HERVEZ SANT IAN.
————
CHABISTR I.


E pen-kenta e oa ar Ger, hag ar Ger a oa gant Doue, hag ar Ger a oa Doue. (2) Er pen-kenta e oa gant Doue. (3) Pep tra a zo bet great ganthan, ha netra a gement a zo bet great, n’ed eo bet great hep-han. (4) Enhan e oa ar vuez, hag ar vuez a oa sclerijen an dud. (5) Hag ar sclerijen he deuz lugernet e-kreiz an devalijen, hag an devalijen n’he deuz ket he digemeret.

(6) Bez’ e oe eun den, hanvet Ian, hag a oe digasset a-berz Doue. (7) Dond a reaz evit beza test, evit renta testeni d’ar sclerijen, evit ma credje an holl dre enhan. (8) N’e ket hen a oa ar sclerijen, mes digasset e oa da renta testeni d’ar sclerijen.

(9) Ar gwir sclerijen, hag a sclera pep den, a oa o tond er bed. (10) Er bed e oa, hag ar bed a zo bet great ganthan ; mes ar bed n’hen deuz ket he anavezet. (11) Deuet eo e-touez he dud he-unan ; hag he dud he-unan n’ho deuz ket digemeret anezhan. (12) Mes d’ar re holl ho deuz hen digemeret, hen deuz roet ar galloud da veza bugale da Zoue, da lavaret eo, d’ar re a gred en he hano, (13) pere n’int ket ganet euz ar goad, nag euz a volontez ar c’hig, nag euz a volontez an den, mes euz a Zoue.

(14) Hag ar Ger a zo bet great kig, hag hen deuz great he zemeurans en hon touez, leun a c’hras hag a wirionez, ha gwelet hon euz he c’hloar, eur gloar henvel ouz hini ar Mab unic euz an Tad.

(15) Ian a desteniaz divar he ben, pa zavaz he vouez en eur lavaret : Setu aman an hini divarben pehini e lavaren ar c’homzou-man : An hini a zeu var va lerc’h a zo huelloc’h eged’oun, rag araog d’in e oa.

(16) Hag holl hon euz bet deuz he leunder, ha gras evit gras. (17) Rag al lezen a zo bet roet dre Voises, mes ar c’hras hag ar wirionez a zo deuet dre Jesus-Christ. (18) Den e-bed n’hen deuz biskoas gwelet Doue ; ar Mab unic, pehini a zo en askre an Tad, eo an hini hen deuz hen roet da anaoud.

(19) He-man eo an desteni a roaz Ian, pa gassaz ar Judevien euz a Jerusalem beleien ha servicherien an templ da c’houlen diganthan : Piou oud-te ? (20) Hen anzav a reaz, ha n’hen nac’haz ket ; hen anzav a reaz, en eur lavaret : N’e ket me eo ar C’hrist. (21) Piou oud-te eta, a c’houlenjont diganthan ? Ha te eo Elias ? Hag e lavaraz : N’e ket me eo. Ha te eo ar profet ? Hag e respontaz : Nann. (22) Lavaret a rejont eta dezhan : Piou oud-te ? evit ma c’hellimp renta respont d’ar re ho deuz hon digasset. Petra a leverez-te ac’hanoud da-unan ? (23) Hen a lavaraz : Me eo mouez an hini a gri ebarz an dezert : Plenait hent an Aotrou, evel ma hen deuz lavaret ar profet Isaias.

(24) Hogen, ar re a oa bet kasset d’he gavoud a oa Farizianed. (25) Goulen a rejont diganthan : Perag eta e vadezez-te, ma n’oud nag ar C’hrist, nag Elias, nag ar profet ? (26) Ian a respontaz dezhe hag a lavaraz : Evidoun, me a vadez en dour ; mes bez’ ez euz unan en ho touez, ha na anavezit ket. (27) Hennes eo an hini a zeu var va lerc’h hag a zo dreist-oun-me, ha n’ed oun ket dign da zilassa dezhan ar c’horreou euz he voutou. (28) Kement-man a c’hoarvezaz en Bethabara, en tu all d’ar Jourdan, el leac’h ma oa Ian o vadezi.

(29) An deiz varlerc’h, Ian a velaz Jesus o tond d’he gavoud, hag e lavaraz : Setu aman Oan Doue, pehini a lam kuit pec’hed ar bed. (30) He-man eo an hini euz a behini e lavaren : Dond a ra var va lerc’h eun den hag a zo huelloc’h eged’oun, rag araog d’in e oa. (31) Evidoun-me n’hen anavezen ket ; mes deuet oun da vadezi en dour, evit ma vezo diskouezet da Israel.

(32) Ian a roaz c’hoas an desteni-man, en eur lavaret : Gwelet em euz ar Spered o tisken euz an env evel eur goulm, hag o choum varnezhan. (33) Evidoun-me, n’hen anavezen ket ; mes an hini hen deuz va digasset da vadezi en dour, hen deuz lavaret d’in : An hini var behini e veli ar Spered o tisken, hag o choum, hennes eo an hini a vadez er Spered-Santel. (34) Hag em euz gwelet, hag em euz testeniet eo hennes Mab Doue.

(35) An deiz varlerc’h, Ian a oa c’hoas eno, gant daou euz he ziskibien, (36) hag o velet Jesus o vale, e lavaraz : Setu aze Oan Doue. (37) Hag an daou diskibl, o veza klevet anezhan o komz evel-se, a heulliaz Jesus. (38) Jesus, o veza distroet, hag o velet ec’h heullient anezhan, a lavaraz dezhe : Petra a glaskit-hu ? Ar re-man a respontaz : Rabbi, (da lavaret eo, mestr,) peleac’h emoud o choum ? (39) Hen a lavaraz dezhe : Deuit ha gwelit. Mond a rejont, hag e veljont en pe leac’h e oa o loja, hag e choumjont ganthan an deiz-ze, rag var-dro an decved heur e oa.

(40) Andre, breur Simon Per, a oa unan euz an daou ho doa klevet ar pez a lavare Ian, hag ho doa heulliet Jesus. (41) Andre a gavaz da genta he vreur Simon, hag a lavaraz dezhan : Kavet hon euz ar Messi (da lavaret eo, ar C’hrist). (42) Hag e tigassaz anezhan da gavout Jesus. Jesus, o veza sellet outhan, a lavaraz dezhan : Te eo Simon, mab da Jona ; te a vezo galvet Cephas (da lavaret eo, Per).

(43) An deiz varlerc’h, Jesus a fellaz dezhan mond d’ar Galile, hag e kavaz Philip, hag e lavaraz dezhan : Heuil ac’hanoun. (44) Hogen, Philip a oa euz a Vethsaida, kear Andre ha Per.

(45) Philip a gavaz Nathanael hag a lavaraz dezhan : Kavet hon euz an hini a zo bet scrivet divar he ben gant Moises el lezen, hag a zo bet annonset gant ar brofeted, Jesus, mab Josef, euz a Nazaret. (46) Nathanael a lavaraz dezhan : Daoust hag euz a Nazaret ec’h hell dond eun dra-benag a vad ? Philip a lavaraz dezhan : Deuz ha gwel. (47) Jesus, o velet Nathanael o tond d’hen kavoud, a lavaraz divar he ben : Setu aman eur gwir Israelit, ha n’euz ket a dromplerez enhan. (48) Nathanael a lavaraz dezhan : A be leac’h ec’h anavezez-te ac’hanoun ? Jesus a respontaz dezhan : Araog ma oaz bet galvet gant Philip, pa oaz dindan ar vezen-fiez, e velen ac’hanoud. (49) Nathanael a respontaz dezhan : Mestr, te eo Mab Doue, te eo roue Israel. (50) Jesus, a respontaz dezhan : Credi a rez, abalamour ma em euz lavaret d’id em boa da velet dindan ar vezen-fiez ; gwelet a ri traou brassoc’h eged ar re-man. (51) Lavaret a reaz ive dezhan : E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h : A-viziken e velot an env digor, hag elez Doue o pignad hag o tisken var Mab an den.


CHABISTR II.


TRI deiz goude, e oa eun eured en Cana, en bro Galile, ha mam Jesus a oa eno. (2) Ha Jesus a oa ive pedet d’an eured gant he ziskibien. (3) Ar gwin o veza deuet da vankout, mam Jesus a lavaraz dezhan : N’ho deuz ken a win. (4) Jesus a lavaraz dezhi : Maouez, petra a zo etre te ha me ? N’e ket deuet c’hoas va heur. (5) He vam a lavaraz d’ar re a oa o servicha : Grit kement a lavaro deoc’h. (6) Hogen, bez’ e oa eno c’houec’h laouer vean a zerviche da burification ar Judevien, hag a iea en pep hini anezhe daou pe dri muzurad. (7) Jesus a lavaraz dezhe : Kargit al laouerou-ze a zour ; hag int ho c’hargaz leun-bar. (8) Hag e lavaraz dezhe : Tennit diouthe breman, ha kassit da vestr ar fest. Hag e rejont kement-se. (9) Pa hen doe tanveet mestr ar fest an dour troet e gwin (hogen, ne ouie ket a beleac’h e teue ar gwin-ze, mes ar zervicherien ho doa tennet an dour her gouie), e c’halvaz an ozac’h yaouank, hag e lavaraz dezhan : (10) An holl a zervich da genta ar gwin mad, ha pa ho deve an dud evet kalz, neuze e servichont an hini falloc’h ; mes te ec’h euz miret ar gwin mad bete vreman.

(11) Jesus a reaz ar c’henta miracl-man en Cana kear a C’halile, hag e tiskouezaz he c’hloar ; hag he ziskibien a gredaz enhan.

(12) Goude-ze, e tiskennaz da Gapernaüm gant he vam, he vreudeur hag he ziskibien ; ha na choumjont eno nemed eun neubeud deiziou ; (13) ha Pask ar Judevien a oa tost, ha Jesus a bignaz da Jerusalem. (14) Hag e kavaz en templ ar re a verze coleou, denved ha coulmed, gant ar chenchourien arc’hant a oa azezet eno. (15) Hag o veza great eur skourjez gant kerdin, e chasseaz anezhe holl er meaz euz an templ, gant an denved hag ar c’holeou ; hag e strafuillaz arc’hant ar chenchourien, hag e tiskaraz ho zaoliou. (16) Hag e lavaraz d’ar re a verze coulmed : Kassit an traou-man ac’halen, ha na rit ket euz a di va Zad eun ti a varc’had. (17) Neuze e teuaz sonj d’he ziskibien penaos ez eo scrivet : Ar zel euz da di hen deuz devoret ac’hanoun.

(18) Ar Judevien, o komz outhan, a lavaraz : Dre be seurt sin e tiskouezez deomp ec’h euz otorite da ober kement-se ? (19) Jesus a respontaz hag a lavaraz dezhe : Diskarit an templ-man, ha me hen savo a-nevez en tri devez. (20) Ar Judevien a lavaraz dezhan : C’houec’h bloaz ha daou ugent e oar bet o sevel an templ-man, ha te a adzavo anezhan en tri devez ? (21) Mes euz a dempl he gorf eo e komze. (22) Goude eta ma oe resussitet a-douez ar re varo, he ziskibien a zeuaz sonj dezhe hen doa lavaret dezhe kement-se ; hag e credjont d’ar Scritur ha d’ar gomz-ze hen doa lavaret Jesus dezhe.

(23) E-pad ma edo en Jerusalem, da c’houel Pask, kalz a gredaz en he hano, o velet ar miraclou a rea. (24) Mes Jesus na fizie ket enhe, rag ho anaoud a rea holl, (25) ha n’hen doa ket ezom e vije rentet dezhan testeni divarben an den, rag he-unan e ouie petra a oa ebarz an den.


CHABISTR III.


HOGEN e-touez ar Farizianed e oa eun den hanvet Nicodem, unan euz ar re huella e-touez ar Judevien. (2) An den-ze a zeuaz, e-pad an noz, da gavout Jesus hag a lavaraz dezhan : Mestr, gouzoud a reomp ez oud eun doctor deuet a-berz Doue ; rag den na hell ober ar miraclou a rez ma n’ema ket Doue ganthan. (3) Jesus a respontaz dezhan : E gwirionez, e gwirionez hen lavaran d’id, ma ne deu eun den da c’henel a-nevez, na hell ket gwelet rouantelez Doue.

(4) Nicodem a lavaraz dezhan : Penaos ec’h hell eun den genel, hag hen koz ? Daoust hag hen a hell mond adare e kov he vam, ha beza ganet eun eil gwech ?

(5) Jesus a respontaz : E gwirionez, e gwirionez hen lavaran d’id, ma ne deu eun den da c’henel euz an dour hag euz ar Spered, na hell ket antreal en rouantelez Doue. (6) Ar pez a zo ganet euz ar c’hig a zo kig, hag ar pez a zo ganet euz ar Spered a zo spered. (7) Na vez ket souezet abalamour m’em euz lavaret d’id : Red eo deoc’h genel a-nevez. (8) An avel a c’houez el leac’h ma fell dezhan ; hag e klevez an drouz anezhan ; mes na ouzez nag a be leac’h e teu, na da be leac’h ez a. Evel-se ive e c’hoarvez gant kement den a zo ganet euz ar Spered.

(9) Nicodem a lavaraz dezhan : Penaos ec’h hell an traou-ze c’hoarvezoud.

(10) Jesus a respontaz dezhan : Te a zo doctor euz a Israel, ha na anavezez ket an traou-ze ? (11) E gwirionez, e gwirionez, hen lavaran d’id, ni a lavar ar pez a ouzomp, hag a ro testeni euz ar pez hon euz gwelet ; mes c’houi na recevit ket hon testeni. (12) Ma ne gredit ket, pa em euz komzet deoc’h euz traou an douar, penaos e credot-hu mar komzan deoc’h euz traou an env ? (13) Hogen den e-bed n’eo bet pignet en env, nemed an hini a zo diskennet euz an env, da lavaret eo, Mab an den pehini a zo en env. (14) Hag evel ma savaz Moises ar serpant ebarz an dezert, evel-se eo red da Vab an den beza savet, (15) evit na berisso ket piou-benag a gred enhan, mes ma hen devezo ar vuez eternel. (16) Rag Doue hen deuz karet kement ar bed, ma hen deuz roet he Vab unic, evit na vezo ket kollet piou-benag a gred enhan, mes ma hen devezo ar vuez eternel. (17) Rag Doue n’hen deuz ket digasset he Vab er bed, evit barna ar bed, mes evit ma vezo salvet ar bed dreizhan. (18) An neb a gred enhan n’eo ket barnet, mes an neb na gred ket a zo dija barnet, abalamour n’hen deuz ket credet en hano Mab unic Doue. (19) Hag ar pez a zo caoz d’ar varnedigez-ze eo ma’z eo deuet ar sclerijen er bed, ha ma ho deuz an dud karet muioc’h an devalijen eged ar sclerijen, rag ho oberou a oa fall. (20) Rag kement hini a ra an droug hen deuz kaz euz ar sclerijen, ha ne dosta ket ouz ar sclerijen gant aoun na vez discleriet he oberou. (21) Mes an hini a ra he oberou hervez ar wirionez a dosta ouz ar sclerijen, evit ma vezo gwelet he oberou, rag en Doue ez int great.

(22) Goude-ze, Jesus a ieaz gant he ziskibien var douar Jude, hag e choumaz eno ganthe, hag e vadeze. (23) Ha Ian a vadeze ive en Enon, tost da Zalim, rag kalz a zour a oa eno, ha di e teue an dud evit beza badezet. (24) Rag Ian ne oa ket bet c’hoas lakeat er prizon. (25) Hogen, eun disput a zavaz etre diskibien Ian hag ar Judevien, divarben ar burification. (26) Hag e teujont da gavoud Ian, hag e leverjont dezhan : Mestr, an hini a oa ganez en tu all d’ar Jourdan, ha da behini ec’h euz roet testeni, setu hen o vadezi, hag ez eont holl d’he gavout.

(27) Ian a respontaz : Den na hell pretanti kaout tra e-bed, nemed roet a ve bet dezhan euz an env. (28) C’houi hoc’h-unan a zo testou d’in penaos em euz lavaret : N’e ket me eo ar C’hrist, mes digasset oun bet en he raog. (29) An hini a zo ar vreg yaouank dezhan eo ar pried ; mes mignon ar pried a zo en he gichen hag a zelaou anezhan, a zo leun a joa o klevet mouez ar pried ; hag al laouenedigez-ze, pehini eo va hini-me, a zo parfet. (30) Red eo dezhan creski, ha d’in-me bihanaad. (31) An hini a zeu euz an neac’h, a zo dreist an holl ; an hini a zeu euz an douar a zo euz an douar, hag a gomz euz an douar ; an hini a zo deuet euz an env a zo dreist an holl. (32) Ha testeni a ro euz a gement hen deuz gwelet ha klevet ; mes den na receo he desteni. (33) An hini hen deuz recevet he desteni hen deuz siellet penaos Doue a zo gwirion. (34) Rag an hini a zo bet digasset gant Doue, a lavar komzou Doue, rag Doue na ro ket dezhan ar Spered dre vuzur. (35) An Tad a gar ar Mab, hag hen deuz lakeat pep tra etre he zaouarn. (36) An hini a gred er Mab hen deuz ar vuez eternel ; mes an hini na zent ket ouz ar Mab na velo ket ar vuez, mes coler Doue a choum varnezhan.


CHABISTR IV.


PA ouvezaz eta an Aotrou, penaos ar Farizianed ho doa klevet e rea hag e vadeze muioc’h a ziskibien eged Ian, (2) (koulskoude n’e ket Jesus he-unan a vadeze, mes he ziskibien), (3) e kuiteaz ar Jude, hag e tistroaz er Galile. (4) Hogen red e oa dezhan tremen dre ar Samari.

(5) En em gavoud a eure eta en eur gear euz ar Samari, hanvet Sikar, tost d’an douar a oa bet roet gant Jacob d’he vab Josef. (6) Eno e oa punz Jacob. Jesus eta skuiz gant an hent, a azezaz e-kichen ar punz ; e oa var-dro ar c’houec’hved heur. (7) Eur vaouez euz a Samari o veza deuet da denna dour, Jesus a lavaraz dezhi : Ro d’in da eva. (8) Rag he ziskibien a oa eat en kear da brena boued. (9) Ar vreg-se a Samari a respontaz dezhan : Penaos, te pehini a zo Judeo, e c’houlennez-te da eva diganen-me eur zamaritanes ? (Rag ar Judevien na zarempredont ket ar Samaritaned).

(10) Jesus a respontaz hag a lavaraz dezhi : Ma c’hanavezjez donezon Doue, ha piou eo an hini a lavar d’id : Ro da eva d’in, e c’houlenjez diganthan da-unan, hag e roche d’id dour beo. (11) Ar vaouez a lavaraz dezhan : Aotrou, n’ec’h euz netra evit tenna dour, hag ar punz a zo doun ; a be leac’h eta e pefe-te an dour beo-ze ? (12) Daoust ha te a zo brassoc’h eget Jacob hon tad, pehini hen deuz roet deomp ar punz-man, hag hen deuz evet he-unan diouthan, hag ive he vugale hag he loened ? (13) Jesus a respontaz dezhi : Piou-benag a ev euz an dour-ze hen devezo sec’hed adare ; (14) mes piou-benag a evo euz an dour a roin-me dezhan, n’hen devezo biken mui a zec’hed, mes an dour a roin dezhan a deuio da veza enhan eur vammen dour hag a zavo evit ar vuez eternel. (15) Ar vaouez a lavaraz dezhan : Aotrou, ro d’in euz an dour-ze, evit n’am bezo mui a zec’hed, ha na zeuin mui aman da denna dour.

(16) Jesus a lavaraz dezhi : Kea, galv da bried, ha deuz aman. (17) Ar vaouez a respontaz dezhan : N’em euz pried e-bed. Jesus a lavaraz dezhi : Lavaret mad ec’h euz : (18) N’em euz pried e-bed ; rag pemp pried ec’h euz bet ; hag an hini ec’h euz breman n’eo ket pried d’id ; ar wirionez ec’h euz lavaret var gement-se.

(19) Ar vaouez a lavaraz dezhan : Aotrou, gwelet a ran ez oud eur profet. (20) Hon tadou ho deuz adoret var ar menez-man, ha c’houi a lavar penaos al leac’h e pehini ez eo red adori a zo en Jerusalem. (21) Jesus a lavaraz dezhi : Maouez, cred ac’hanoun ; an amzer a dosta ne adorfot mui an Tad na var ar menez-man, nag en Jerusalem. (22) C’houi a ador ar pez na anavezit ket ; ni a ador ar pez a anavezomp ; rag ar zilvidigez a zeu euz ar Judevien. (23) Mes dond a ra an heur, ha deuet eo dija, ma teuio ar gwir adorerien da adori an Tad en spered hag en gwirionez, rag an Tad a c’houlen ar seurt adorerien-ze. (24) Doue a zo Spered, ha red eo d’ar re a ador anezhan, hen adori en Spered hag en gwirionez.

(25) Ar vaouez-se a respontaz dezhan : Gouzoud a ran e tle dond ar Messi, an hini a c’halver ar C’hrist ; pa vezo deuet, e tisclerio deomp pep tra. (26) Jesus a lavaraz dezhi : Me, pehini a gomz ouzid, eo hennes.

(27) Var gement-se e teuaz he ziskibien, hag e oant souezet o velet ma komze gant eur vaouez ; koulskoude hini anezhe na lavaraz dezhan : Petra a c’houlennez-te ? pe : Perag e komzez-te ganthi ?

(28) Neuze ar vaouez a lezaz he fod-dour, hag a ieaz en kear, hag a lavaraz d’an dud : (29) Deuit da velet eun den hag hen deuz lavaret d’in-me kement tra em euz great ; daoust ha na vez ket hennes ar C’hrist ? (30) Sortial a rejont eta euz kear, hag e teujont etrezeg enhan.

(31) Koulskoude, he ziskibien ouz he bedi, a lavare dezhan : Mestr, debr eta. (32) Mes hen a lavaraz dezhe : Bez’ em euz da zibri eur boued ha na anavezit ket. (33) An diskibien a lavare eta etrezhe an eil d’egile : Daoust hag unan-benag hen defe digasset dezhan boued da zebri ?

(34) Jesus a lavaraz dezhe : Va boued-me eo ober bolontez an hini hen deuz va digasset, ha peur-ober he oeuvr. (35) Ha na livirit-hu ket ez euz c’hoas pevar miz a-ben ma teuio an eost ? Setu, me hen lavar deoc’h : Savit ho taoulagad, ha sellit ouz ar meziou a zo dija o venna evit an eost. (36) An hini a zastum an eost a receo he bae hag a zastum frouez evit ar vuez eternel, evit ma c’hello an hini a had en em rejouissa ive gant an hini a zastum. (37) Rag en kement-man, ar gomz-man a zo gwir : Unan a had, hag eun all a ved. (38) Me em euz ho kasset da eosti el leac’h ma n’oc’h euz ket labouret ; re all ho deuz labouret, ha c’houi a zo eat var ho labour.

(39) Hogen, kalz a Zamaritaned euz ar gear-ze a gredaz enhan, abalamour da gomz ar vaouez pehini he doa rentet an desteni-man : Hennes hen deuz lavaret d’in-me kement tra em euz great. 40) Ar Samaritaned eta, o veza deuet d’hen kavout, hen pedaz da choum ganthe ; hag e choumaz eno daou devez. (41) Ha kalz muioc’h a zeuaz da gredi o klevet he gomz he-unan. (42) Hag e lavarent d’ar vaouez : N’e ket abalamour d’ar pez ec’h euz lavaret deomp e credomp breman ; rag klevet hon euz hon-unan, hag ec’h ouzomp ez eo he-man en gwirionez ar C’hrist, Salver ar bed.

(43) Daou devez goude, ez eaz kuit ac’hane, hag ez eaz d’ar Galile, (44) rag Jesus hen doa lavaret he-unan penaos eur profet n’eo ket henoret en he vro he-unan. (45) Pa oe eta erruet er Galile, ar C’halileed hen digemeraz mad, o veza m’ho doa gwelet an holl draou hen doa great en Jerusalem e-pad ar gouel ; rag int ive a oa eat d’ar gouel. (46) Jesus a zeuaz eta adare da Gana en Galile, el leac’h m’hen doa troet an dour en gwin.

Hogen en Capernaüm e oa eun Aotrou euz a balez ar roue, hag hen doa eur mab klanv. (47) An den-ze, o veza klevet e oa deuet Jesus euz ar Jude er Galile, a ieaz d’hen kavout, hag a bedaz anezhan da zisken evit iac’haad he vab, rag prest e oa da vervel. (48) Jesus a lavaraz dezhan : C’houi na gredit ket, nemed gwelet a rafec’h siniou ha miraclou. (49) An Aotrou-ze euz ar palez a lavaraz dezhan : Aotrou disken, araog ma varvo va bugel. (50) Jesus a lavaraz dezhan : Kea, da vab a vev. An den-ze a gredaz ar pez hen doa lavaret dezhan hag ez eaz ac’hane. (51) Ha, pa oa o tisken, he zervicherien a zeuaz d’hen dialben hag a annonsaz dezhan ar c’helou-man : Da vab a vev. (52) Goulen a reaz diganthe da bed heur e oa en em gavet gwelloc,h. Hag e leverjont dezhan : Deac’h, d’ar seizved heur ez eaz an derzien diganthan. (53) Hag an tad a anavezaz e oa d’an heur-ze ive hen doa lavaret Jesus dezhan : Da vab a vev ; hag e credaz, hen hag he holl diegez.

(54) Jesus a reaz an eil miracl-man pa oa deuet euz a Jude d’ar Galile.


CHABISTR V.


GOUDE-ZE en em gave eur gouel euz ar Judevien, ha Jesus a zavaz da Jerusalem. (2) Hogen, en Jerusalem, tost da zor an Denved ez euz eul lenn, galvet en hebrach Bethesda, hag he doa pemp porched. (3) Eno e oa gourvezet eun niver braz a dud klanv, tud dall, tud kam ha tud paralizet a oa o c’hortoz ma vije mesket an dour. (4) Rag eun eal a ziskenne, da eur poent a vije, ebarz al lenn, hag a veske an dour. Ar c’henta a iea ebarz pa vije bet mesket an dour, a vije eta pareet, n’euz fors gant pe seurt klenved e vije dalc’het.

(5) Hogen, bez’ e oa eno eun den hag a oa klanv abaoe eiz vloaz ha tregont ; (6) Jesus, o velet anezhan gourvezet, hag o c’houzoud e oa klanv abaoe pell amzer, a lavaraz dezhan : Ha te a fell d’id beza pareet ? (7) Ar c’hlanvour a respontaz dezhan : Aotrou, n’em euz den evit va zeurel ebarz el lenn, pa vez mesket an dour ; hag e-pad ma ven o vond, unan all a zisken araog d’in. (8) Jesus a lavaraz dezhan : Sav, kemer da vele, ha kerz. (9) Ha rag-tal an den a oe rentet pare ; hag e kemeraz he vele, hag e kerzaz. Hogen, an deiz-ze a oa deiz ar sabbat.

(10) Ar Judevien eta a lavare d’an hini a oa bet pareet : Hirio ema ar sabbat ; n’eo ket permetet d’id kas ganez davele. (11) He-man a respontaz dezhe : An hini hen deuz va iac’heet, hen deuz lavaret d’in : Kas ganez da vele ha kerz. (12) Hag e c’houlenjont diganthan : Piou eo an den-ze hen deuz lavaret d’id : Kas ganez da vele ha kerz ? (13) Mes an hini a oa bet iac’heet na ouie ket piou e oa hennes ; rag Jesus a oa en em dennet en kuz, rag kalz a dud a oa eno.

(14) Eur pennad goude, Jesus a gavaz anezhan en templ, hag a lavaraz dezhan : Setu te bet pareet ; na bec’h mui, gant aoun na c’hoarvezfe ganez eun dra-benag gwassoc’h. (15) An den-ze a ieaz kuit, hag a ziscleriaz d’ar Judevien e oa Jesus hen doa iac’heet anezhan.

(16) Abalamour da ze, ar Judevien a zalc’he da heuil Jesus, hag a glaske hen lakaad d’ar maro, abalamour m’hen doa great kement-se deiz ar sabbat. (17) Mes Jesus a lavaraz dezhe : Va Zad a labour bete vreman, ha me a ra ive. (18) Dre-ze ar Judevien a glaske c’hoas muioc’h-mui hen lakaad d’ar maro, n’e ket hep-ken abalamour ma tore ar sabbat, mes c’hoas abalamour ma lavare e oa Doue he Dad, oc’h en em ober he-unan par da Zoue.

(19) Jesus, o komz outhe, a lavaraz : E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h : Ar Mab na hell ober netra anezhan he-unan nemed gwelet a rafe an Tad ouz hen ober ; rag kement a ra an Tad ar Mab hen gra ive. (20) Rag an Tad a gar ar Mab, hag a ziskouez dezhan kement a ra. Hag e tiskouezo dezhan oberou brassoc’h eged ar re-man, evit ma viot souezet. (21) Rag, evel ma teu an Tad da resussita ar re varo ha da rei ar vuez dezhe, evel-se ive ar Mab a ro ar vuez d’ar re a fell dezhan. (22) An Tad na varn den e-bed, mes roet hen deuz peb barn d’ar Mab. (23) Evit ma teui an holl da henori ar Mab, evel ma c’henoront an Tad. An hini na henor ket ar Mab, na henor ket an Tad hen deuz digasset anezhan.

(24) E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h : An hini a zelaou va c’homz, hag a gred en hini hen deuz va digasset, hen deuz ar vuez eternel, ha na zeu ket dindan ar varnedigez, mes tremenet eo euz ar maro d’ar vuez. (25) E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h : Dond a ra an amzer, ha deuet eo dija, ma klevo ar re varo mouez Mab Doue, hag ar re ho devezo he c’hlevet a vevo. (26) Rag, evel ma hen deuz an Tad ar vuez enhan he-unan, evel-se hen deuz roet ive d’ar Mab da gaoud ar vuez enhan he-unan. (27) Ha roet hen deuz dezhan ar galloud da varn, abalamour ma’z eo Mab an den. (28) Na vezit ket souezet euz a gement-se ; rag tostaad a ra an heur ma teuio ar re holl a zo er beziou da glevet he vouez, ha da zond er meaz ; (29) ar re ho devezo great mad, a resussito evit ar vuez, hag ar re ho devezo great fall, a resussito evit ar varnedigez.

(30) Na hellan ober netra ac’hanoun va-unan, diouz ma klevan e varnan, ha va barnedigez a zo just, rag na glaskan ket va bolontez va-unan, mes bolontez an Tad pehini hen deuz va digasset. (31) Mar rentan testeni ac’hanoun va-unan, va zesteni n’eo ket dign da veza credet. (32) Beza ez euz unan all hag a rent testeni d’in, ha gouzoud a ran ez eo dign da veza credet an desteni a ro d’in. (33) Kasset hoc’h euz tud da gavoud Ian, hag hen hen deuz rentet testeni d’ar wirionez. (34) Evidoun-me ne glaskan ket testeni an den, mes lavaret a ran an traou-man evit ma viot salvet. (35) Ian a oa eur c’houlaouen o tevi hag o rei sclerijen, ha c’houi a zo bet fellet deoc’h, evit eur pennad, en em rejouissa ouz he sclerijen.

(36) Mes me em euz eun testeni brassoc’h eged hini Ian ; rag an oberou hen deuz roet va Zad d’in da ober, an oberou-ze a ran, a rent testeni ac’hanoun, penaos ez oun bet digasset gant va Zad. (37) Hag an Tad pehini hen deuz va digasset, hen deuz he-unan roet testeni ac’hanoun. C’houi n’hoc’h euz biskoas na klevet he vouez, na gwelet anezhan. (38) Hag he gomz na choum ket enoc’h ; pa’z eo gwir ne gredit ket d’an hini hen deuz digasset deoc’h. (39) Furchal a rit ar Scrituriou, rag enhe e sonjit kaoud ar vuez eternel ; hag int eo a rent testeni ac’hanoun ; (40) ha na fell ket deoc’h dond d’am c’havoud evit kaoud ar vuez. (41) Me na recevan ket va gloar euz aberz an dud ; (42) mes anaoud a ran n’hoc’h euz ket karantez Doue enoc’h hoc’h-unan. (43) Deuet oun en hano va Zad, ha c’houi na recevit ket ac’hanoun ; mar deu unan all en he hano he-unan, c’houi hen recevo. (44) Penaos ec’h hellit-hu credi, pa dennit ho kloar an eil euz egile, ha na glaskit ket ar gloar a zeu euz a Zoue hep-ken ?

(45) N’it ket da zonjal ez eo me ho tamallo dirag an Tad ; Moises, en pehini ec’h esperit, hennes eo an hini a damallo ac’hanoc’h. (46) Rag ma credjec’h en Moises e credjec’h ive enoun-me ; rag scrivet hen deuz divar va fen. (47) Mes ma na gredit ket he scridou, penaos ec’h hallot-hu credi va c’homzou-me ?


CHABISTR VI.


GOUDE-ZE, Jesus a dremenaz en tu all da vor Galile, a c’halver ive mor Tiberiad.

(2) Hag eur foul braz a dud a heullie anezhan, rag gwelet a rent ar miraclou a rea var ar re glanv. (3) Ha Jesus a bignaz var ar menez, hag ec’h azezaz eno gant he ziskibien.

(4) Hogen, ar Pask, gouel ar Judevien, a oa tost.

(5) Jesus eta, o veza savet he zaou-lagad, hag o velet ar bobl vraz a zeue d’hen kavoud, a lavaraz da Philip : A be leac’h e prenimp ni bara, evit m’ho devezo an dud-man da zebri ? (6) Hogen, lavaret a rea kement-se evit hen amprouv, rag gouzoud a rea petra a dlie da ober. (7) Philip a respontaz dezhan : Daou c’hant dinerad bara na vez ket awalc’h evit rei eun tam da bep hini anezhe.

(8) Unan euz he ziskibien, Andre, breur da Simon Per, a lavaraz dezhan : (9) Bez’ ez euz aman eur c’hrennard hag a zo ganthan pemp bara heiz ha daou besk ; mes petra eo an dra-ze evit kement a dud ?

(10) Neuze Jesus a lavaraz : Lakit an dud-ze da azeza. Hogen bez’ e oa kalz a yeot eno. An dud eta a azezaz, en niver a bemp mil den pe var-dro. (11) Ha Jesus a gemeraz ar baraou, ha goude beza rentet grasou, e tistribuaz anezhe d’an diskibien, hag an diskibien ho distribuaz d’ar re a oa azezet ; ober a rejont kement all gant ar pesked, hag ho doe kement ha ma karient. (12) Goude ma ho doe bet ho gwalc’h, e lavaraz d’he ziskibien : Dastumit an tammou a zo choumet evit na ielo netra da goll. (13) Ho dastum a rejont eta, hag e oe karget daouzec paner gant an tammou euz ar pemp bara heiz a oa choumet en dilerc’h ar re ho doa debret.

(14) Hag an dud, o velet ar miracl hen doa great Jesus, a lavare : He-man eo en gwirionez ar profet a dlie dond er bed. (15) Jesus eta oc’h anaoud e tlient dond d’he gemeret, evit hen lakaad da roue, en em dennaz adare he-unan var ar menez.

(16) Pa oe deuet an abardaez, he ziskibien a ziskennaz etrezeg ar mor, (17) hag, o veza antreet er vag, e felle dezhe mond en tu all d’ar mor da Gapernaüm ; tenval e oa dija, ha Jesus ne oa ket deuet c’hoas d’ho c’havout. (18) Dre ma oa krenv an avel, ar mor a zave he darzou. (19) Mes goude m’ho doe ranviet var-dro pemp var-n’ugent pe tregont stad, e veljont Jesus o vale var ar mor, hag o tostaad d’ar vag ; hag e oent spountet. (20) Mes hen a lavaraz dezhe : Me eo, n’ho pezit ket a aoun. (21) Digemer a rejont eta anezhan gant plijadur er vag, ha kerkent, ar vag en em gavaz ouz an douar da behini ez eent.

(22) An deiz varlerc’h, ar bobl a oa choumet en tu all d’ar mor, a velaz ne oa bet bag all e-bed eno nemed an hini en pehini e oa eat he ziskibien, ha penaos Jesus ne oa ket eat ebarz ar vag ganthe, mes e oant eat kuit ho-unan (23) (koulskoude bagou all a oa erruet euz a Diberiad, tost d’al leac’h en pehini ho doa debret bara, goude m’hen doe an Aotrou rentet grasou) ; (24) pa velaz eta ar bobl penaos Jesus ne oa ket eno, nag he ziskibien ken neubeud, ez ejont er bagou, hag e teujont da Gapernaüm da glask Jesus.

(25) Hag o veza hen kavet en tu all d’ar mor, e leverjont deshan : Mestr, peur oud-te en em gavet aman ? (26) Jesus a respontaz hag a lavaraz dezhe : E gwirionez, e gwirionez, hen lavaran deoc’h, c’houi a glask ac’hanoun, n’e ket abalamour ma hoc’h euz gwelet miraclou, mes abalamour ma hoc’h euz debret euz ar bara, ha ma’z oc’h bet rassaziet. (27) Labourit, nann evit ar boued a beris, mes evit an hini a bad beteg er vuez eternel, hag a vezo roet deoc’h gant Mab an den ; rag Doue, an Tad, hen deuz merket he-man gant he ziel.

(28) Lavaret a rejont eta dezhan : Petra a raimp-ni evit accomplissa oeuvrou Doue ? (29) Jesus a respontaz dezhe : OEuvr Doue eo, ma credfac’h en hini a zo bet digasset ganthan.

(30) Neuze e leverjont dezhan : Pe seurt miracl a rez-te eta evit ma her gwelimp, ha ma credimp enoud ? Pe seurt oeuvr a rez-te ? (31) Hon tadou ho deuz debret ar mann en dezert, hervez ma’z eo scrivet : Roet hen deuz dezhe da zebri ar bara euz an env.

(32) Ha Jesus a lavaraz dezhe : E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h : Moises n’hen deuz ket roet deoc’h bara an env ; mes va Zad a ro deoc’h ar gwir vara euz an env. (33) Rag bara Doue eo an hini a zo diskennet euz an env, hag a ro ar vuez d’ar bed.

(34) Lavaret a rejont dezhan : Aotrou, ro deomp bepred euz ar bara-ze.

(35) Ha Jesus a respontaz dezhe : Me eo ar bara a vuez ; an hini a zeu d’am c’havout, n’hen devezo biken naoun, hag an hini a gred enoun n’hen devezo biken sec’hed. (36) Mes hen lavaret em euz deoc’h, gwelet oc’h euz ac’hanoun, ha na gredit ket. (37) Kement a ro an Tad d’in a zeuio d’am c’havoud, hag an hini a zeu d’am c’havoud na daolin ket anezhan er meaz. (38) Rag me a zo diskennet euz an env, n’e ket evit ober va bolontez va-unan, mes bolontez an hini hen deuz va digasset. (39) Hogen setu aman bolontez an Tad pehini hen deuz va digasset, ma ne gollin hini euz ar re hen deuz roet d’in, mes ma resussitin anezhe en deiz diveza. (40) Houman eo bolontez an hini hen deuz va digasset, ma teui kement hini a zell ouz ar Mab hag a gred enhan, da gaoud ar vuez eternel ; ha me hen resussito en deiz diveza.

(41) Ar Judevien eta a vurmure a-enep dezhan abalamour ma lavare : Me eo ar bara diskennet euz an env. (42) Hag e lavarent : Ha n’e ket hennes eo Jesus, mab Josef, a behini ec’h anavezomp an tad hag ar vam ? Penaos eta ec’h hell lavaret : Me a zo diskennet euz an env ?

(43) Jesus a respontaz hag a lavaraz dezhe : Na vurmurit ket evel-se etrezoc’h. (44) Den ebed na hell dond d’am c’havout, ma ne zeu an Tad pehini hen deuz va digasset d’hen lakaad da zond ; ha me a resussito anezhan en deiz diveza. (45) Scrivet eo er brofeted : Holl e vezint disket gant Doue. Kement hini hen deuz selaouet an Tad hag a zo bet disket ganthan, a zeu d’am c’havout. (46) N’e ket m’hen defe den gwelet an Tad, nemed an hini a zeu euz a Zoue ; hennes hen deuz gwelet an Tad. (47) E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h : An hini a gred enoun hen deuz ar vuez eternel. (48) Me eo ar bara a vuez. (49) Ho tadou ho deuz debret ar mann en dezert, hag ez int marvet. (50) Heman eo ar bara a zo diskennet euz an env, evit na varvo ket an hini a zebro euz anezhan. (51) Me eo ar bara beo a zo diskennet euz an env ; mar deu unan-benag da zebri euz ar bara-man, e vevo da viken ; hag ar bara a roin-me, eo va c’hig. Hen rei a rin evit buez ar bed.

(52) Ar Judevien a zispute eta etrezhe, en eur lavaret : Penaos ec’h hell an den-ze rei deomp he gig da zebri ? (53) Jesus a lavaraz dezhe : E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h : Ma na zebrit ket kig Mab an den, ha ma na efit ket he voad, n’ho pezo ket ar vuez enoc’h hoc’h-unan. (54) An hini a zebr va c’hig hag a ev va goad, hen deuz ar vuez eternel ; ha me hen resussito en deiz diveza. (55) Rag va c’hig a zo en gwirionez eur vagadurez, ha va goad a zo en gwirionez eun evach. (56) An hini a zebr va c’hig hag a ev va goad, a choum enoun, ha me enhan. (57) Evel ma hen deuz an Tad, pehini a zo beo, va digasset, hag evel ma vevan dre an Tad ; evel-se ive an hini a zebr ac’hanoun, hennes a vevo dreizoun. (58) He-man eo ar bara diskennet euz an env. N’e ket evel ho tadou pere ho deuz debret ar mann, hag a zo marvet ; an hini a zebro ar bara-man a vevo da viken.

(59) Jesus a lavaraz an traou-ze, pa oa o kelen er sinagog a Gapernaüm.

(60) Kalz euz he ziskibien, o veza klevet anezhan, a lavaraz : Ar gomz-se a zo kaled, piou a hell selaou anezhi ? (61) Mes Jesus, o c’houzoud enhan he-unan e vurmure he ziskibien var gement-se, a lavaraz dezhe : Scandalizet oc’h-hu gant an dra-man ? (62) Petra eta a lavarot-hu mar gwelit Mab an den o pignad el leac’h ma oa diagent ? (63) Ar spered eo a ro buez ; ar c’hig na zervich da netra. Ar c’homzou a lavaran a zo spered ha buez. (64) Mes bez’ ez euz en ho touez lod ha ne gredont ket. Rag Jesus a ouie adaleg ar pen-kenta piou a oa ar re ne gredent ket, ha piou a oa an hini a dlie hen trahissa. (65) Hag e lavare : Abalamour da ze em euz lavaret deoc’h, den e-bed na hell dond d’am c’havout, ma n’eo ket bet roet kement-se dezhan gant va Zad.

(66) Divar neuze, meur a hini euz he ziskibien a dec’haz kuit, ha n’ez eent mui assambles ganthan.

(67) Jesus a lavaraz eta d’an daouzec : Ha na fell ket deoc’h-hu ive mond kuit ? (68) Simon Per a respontaz dezhan : Aotrou, da gavoud piou ez afemp-ni ? Ganez ema komzou ar vuez eternel ; (69) ha ni hon euz credet, hag hon euz anavezet ez oud ar C’hrist, Mab an Doue beo. (70) Jesus a respontaz dezhan : Ha n’em euz-me ket ho choazet ho taouzec ? hag unan ac’hanoc’h a zo eun diaoul. (71) Hogen, euz a Judas Iscariot, mab Simon, eo e komze ; rag hennes eo a dlie hen trahissa, evit-han da veza unan euz an daouzec.


CHABISTR VII.


GOUDE an traou-ze, Jesus a valee dre ar Galile, rag ne felle ket dezhan choum er Jude, abalamour ma klaske ar Judevien hen lakaad d’ar maro.

(2) Hogen, gouel ar Judevien, hanvet gouel an Tabernaclou a dostae. (3) Hag he vreudeur a lavaraz dezhan : Kea kuit ac’halen, ha kea er Jude, evit ma velo ive da ziskibien an oberou a rez. (4) Rag den na ra netra en kuz, pa vez o klask beza anavezet. Mar grez an traou-ze, en em ziskouez da-unan d’ar bed. (5) Rag he vreudeur ho-unan na gredent ket enhan. (6) Jesus a lavaraz dezhe : Va amzer n’eo ket deuet c’hoas ; mes hoc’h amzer c’houi a vez da bep koulz. (7) Ar bed na hell ket ho kasaad ; mes kasaad a ra ac’hanoun-me, abalamour ma roan testeni divar he ben penaos eo fall he oberou. (8) It c’houi d’ar gouel-ze ; evidoun-me, n’ed an ket c’hoas, rag n’eo ket erru c’hoas va amzer.

(9) Hag o veza lavaret kement-se dezhe, e choumaz er Galile.

(10) Mes, pa oe eat he vreudeur kuit, ez eaz ive d’ar gouel ; n’ez eaz ket publicamant, mes evel en kuz. (11) Ar Judevien eta a glaske anezhan e-pad ar gouel, hag a lavare : E pe leac’h ema ? (12) Ha kalz a drouz a oa divar he ben e-touez ar bobl. Darn a lavare : Eun den mad eo ; ha darn all a lavare : N’eo ket, mes trompla a ra ar bobl. (13) Koulskoude, den e-bed na gomze freaz divar he ben, gant aoun rag ar Judevien.

(14) Var-dro hanter ar gouel, Jesus a bignaz d’an templ, hag en em lakaz da gelen. (15) Hag ar Judevien a oa souezet braz, hag a lavare : Penaos ec’h hell an den-ze anavezoud ar Scrituriou, pa n’hen deuz biskoas ho disket ?

(16) Jesus a respontaz dezhe : Va c’helenadurez na zeu ket ac’hanoun-me, mes euz an hini hen deuz va digasset. (17) Mar fell da unan-benag ober bolontez Doue, ec’h anavezo pe euz a Zoue eo va c’helenadurez, pe ac’hanoun va-unan eo e komzan. (18) An hini a gomz anezhan he-unan a glask he c’hloar he-unan ; mes an hini a glask gloar an hini hen deuz kasset anezhan, a zo dign da veza credet, ha n’euz ket a injustis enhan. (19) Moises ha n’euz-hen ket roet deoc’h al lezen ? ha koulskoude hini ac’hanoc’h na vir al lezen. Perag e klaskit-hu va lakaad d’ar maro ?

(20) Ar bobl a respontaz dezhan : Eun drouk-spered a zo enoud ; piou a glask lakaad ac’hanoud d’ar maro ?

(21) Jesus a respontaz hag a lavaraz dezhe : Eun dra em euz great, hag ho laka holl souezet.

(22) Moises hen deuz gourc’hemenet deoc’h ar circoncision (n’eo ket ma teufe euz a Voises, mes euz an tadou), hag e circoncisit eun den deiz ar sabbat. (23) Mar bez circonciset eun den deiz ar sabbat, evit miret lezen Moises, perag oc’h euz-hu droug ouzin-me, abalamour ma’m euz roet ar iec’hed da eun den deiz ar sabbat ? (24) Na varnit ket hervez an apparans, mes barnit hervez ar justis.

(25) Hag unan-benag a dud Jerusalem a lavare : N’e ket he-man eo an hini a oar o klask anezhan da lakaad d’ar maro ? (26) Ha setu hen o komz dirag an holl, ha ne leverer netra dezhan. Daoust hag ar chefou ho defe anavezet ez eo en gwirionez ar C’hrist ? (27) Mes ni a oar a be leac’h e teu heman ; e leac’h pa zeuio ar C’hrist, ne ouezo den euz a be leac’h eo.

(28) Jesus eta a grie en templ, en eur gelen, hag en eur lavaret : Anaoud a rit ac’hanoun, hag ec’h ouzoc’h a be leac’h ez oun. N’ed oun ket deuet ac’hanoun va-unan, mes an hini hen deuz va digasset a zo gwirion, ha c’houi na anavezit ket anezhan. (29) Hogen, me hen anavez ; rag euz he berz eo e teuan, hag hen eo hen deuz va digasset.

(30) Klask a rent eta an tu da gregi enhan ; mes den na lekeaz he zorn varnezhan, rag ne oa ket c’hoas deuet he heur. (31) Koulskoude kalz a-douez ar bobl a gredaz enhan, hag a lavare : Pa zeui ar C’hrist, daoust hag hen a rai muioc’h a viraclou eged na ra he-man ?

(32) Ar Farizianed, o veza klevet ar pez a lavare ar bobl e-kuz divar he ben, en em glevaz gant prinsed ar veleien, evit kas serjanted da gregi enhan. (33) Setu perag Jesus a lavaraz dezhe : Evit eun neubeud amzer emoun c’hoas ganeoc’h ; hag ez an goude da gavoud an hini hen deuz va digasset. (34) Va c’hlask a reot, ha n’em c’havot ket, hag el leac’h ma emoun, c’houi na hellit ket dont. (35) Ar Judevien eta a lavaraz etrezhe : Da be leac’h ez ai ma n’her c’havimp ket ? Ha mond a rai etrezeg ar re a zo disperset e-touez ar Greked, evit kelen ar Greked ? (36) Petra a zinifi ar gomz-man, hen deuz lavaret : Va c’hlask a reot, ha n’am c’havot ket, hag el leac’h ma emoun, c’houi na hellit ket dont ?

(37) D’an deiz diveza, devez braz ar gouel, Jesus a oa eno, hag a lavare, en eur grial : Mar deuz unan-benag hag hen deuz sec’hed, ra zeui d’am c’havoud, ha ra evo. (38) An hini a gred enoun, e tiredo euz anezhan steriou a zour beo, hervez ma lavar ar Scritur. (39) (Hogen, lavaret a reaz kement-se divarben ar Spered a dlie ar re a gredje enhan da receo ; rag ne oa ket bet roet c’hoas ar Spered-Santel, abalamour na oa ket bet c’hoas glorifiet Jesus.)

(40) Kalz euz ar bobl, o veza klevet ar c’homzou-ze, a lavare : He-man eo en gwirionez ar profet. (41) Darn all a lavare : He-man eo ar C’hrist. Mes darn all a lavare : Daoust ha deuz ar C’halile e tle dond ar C’hrist ? (42) Ha na lavar ket ar Scritur e teu ar C’hrist euz a lignez David, hag euz a gear Bethlehem, a be leac’h e oa David ? (43) Bez’ e oa eta division e-touez ar bobl divar he ben. (44) Ha darn anezhe a felle dezhe cregi enhan ; koulskoude den e-bed na lakeaz he zorn varnezhan.

(45) Ar serjanted eta a zistroaz etrezeg prinsed ar veleien hag ar Farizianed, hag ar re-man a lavaraz dezhe : Perag n’hoc’h euz-hu ket digasset anezhan ? (46) Ar serjanted a respontaz : Biskoas den n’hen deuz komzet evel an den-ze ! (47) Ar Farizianed a lavaraz dezhe : Daoust ha c’houi a zo bet ive gounezet ? (48) Ha bez’ a zo unan-benag euz ar chefou pe euz ar Farizianed hag hen defe credet enhan ? (49) Mes ar bobl-ze, pehini na anavez ket al lezen, a zo milliget.

(50) Nicodem (an hini a oa deuet en noz da gavout Jesus, hag a oa unan anezhe), a lavaraz dezhe : (51) Hon lezen, daoust hag hi a varn eun den heb beza hen klevet araog, hag heb gouzout petra hen deuz great ? (52) Respont a rejont dezhan : Hag eur Galilead oud-te ive ? Klask, ha gwel ha profet e-bed a zo bet biskoas savet euz a C’halile.

(53) Ha pep hini anezhe a ieaz d’ar gear.


CHABISTR VIII.


MES Jesus a ieaz var ar menez Olived.

(2) Ha da c’houlou-deiz e teuaz adare en templ, hag ar bobl holl a zeuaz d’hen kavout ; hag, o veza azezet, e kelenne anezhe.

(3) Neuze ar Scribed hag ar Farizianed a zigassaz dezhan eur vaouez a oa bet kavet en avoultriach, hag o veza lakeat anezhi en ho c’hreiz, (4) e leverjont dezhan : Mestr, ar vaouez-man a zo bet kavet o pec’hi dre avoultriach. (5) Hogen, Moises, el lezen, hen deuz gourc’hemenet deomp laza a daoliou mein ar seurt tud-ze ; ha te, petra a leverez-te var gement-se ? (6) Kement-se a lavarent evit hen amprouv, evit gallout hen tamal. Mes Jesus, o veza en em bleget, a scrive gant he viz var an douar. (7) Hag evel ma talc’hent d’hen interroji, e savaz en he za, hag e lavaraz dezhe : An hini ac’hanoc’h a zo dibec’h ra sklapo ganthi ar mean kenta. (8) Hag o veza en em bleget adare, e scrive var an douar. (9) Pa glevjont kement-se, o santout ho c’houstians o rebech dezhe, ez ejont kuit an eil goude egile, en eur gommans dre ar re gossa beteg ar re diveza ; ha Jesus a oe lezet he-unan gant ar vaouez a oa eno er c’hreiz. (10) Neuze Jesus, o veza savet en he za, hag evel na vele den nemed ar vaouez, a lavaraz dezhi : Maouez peleac’h ema ar re a oa ouz da damal ? N’ed oud bet condaonet gant hini anezhe ? (11) Hou-man a lavaraz : Gant hini, Aotrou. Jesus a lavaraz dezhi : Me na gondaonan ket ac’hanoud ken neubeud ; kea ha na bec’h mui.

(12) Jesus a gomzaz c’hoas d’ar bobl, hag a lavaraz : Me eo sclerijen ar bed ; an hini a heul ac’hanoun, na valeo ket en devalijen, mes bez’ hen devezo sclerijen ar vuez.

(13) Ar Farizianed a lavaraz dezhan : Te a ro testeni ac’hanoud da-unan ; da desteni n’eo ket gwirion. (14) Jesus a respontaz dezhe : Petra-benag ma roan testeni ac’hanoun, va zesteni a zo gwirion, rag me a oar a be leac’h ez oun deuet, ha da be leac’h ez an ; mes c’houi, na ouzoc’h nag a be leac’h e teuan, na da be leac’h ez an. (15) C’houi a varn hervez ar c’hig ; me na varnan den e-bed. (16) Ha mar barnan, va barnedigez a zo dign da veza credet ; rag me n’emoun ket va-unan, rag ganen ema an Tad hen deuz va digasset. (17) Scrivet eo en ho lezen penaos testeni daou zen a zo dign da veza credet. (18) Me eo a rent testeni ac’hanoun va-unan ; an Tad hen deuz va digasset a rent ive testeni ac’hanoun. (19) Lavaret a rent eta dezhan : E pe leac’h ema da Dad ? Jesus a respontaz : Na anavezit na me na va Zad. Ma c’hanavezjec’h ac’hanoun, ec’h anavezjec’h ive va Zad.

(20) Jesus a lavaraz ar c’homzou-ze el leac’h ma oa an tenzor, en eur gelen en templ ; ha den na grogaz enhan, rag he heur ne oa ket deuet c’hoas.

(21) Jesus a lavaraz c’hoas dezhe : Mond a ran kuit, ha c’houi am c’hlasko, hag e varvot en ho pec’hed ; ne hallit ket dond el leac’h ma’z an. (22) Ar Judevien a lavare eta : Daoust hag hen en em lazo he-unan, pa’z eo gwir e lavar : Ne hallit ket dond el leac’h ma’z an ? (23) Hag e lavaraz dezhe : C’houi a zo euz an traon ; ha me a zo euz an neac’h. C’houi a zo euz ar bed-man, ha me, n’oun ket euz ar bed-man. (24) Abalamour da ze em euz lavaret deoc’h e varvot en ho pec’hejou ; rag mar na gredit ket ar pez ma’z oun, c’houi a varvo en ho pec’hejou.

(25) Lavaret a rent eta dezhan : Piou oud-te ? Ha Jesus a lavaraz dezhe : Ar pez a lavaran deoc’h adaleg ar pen kenta. (26) Bez’ em euz kalz a draou da lavaret divar ho pen ha da varn enoc’h ; mes an hini hen deuz digasset ac’hanoun a zo gwirion, hag ar pez em euz klevet diganthan, hen lavaran er bed. (27) Ne gomprenjont ket e komze dezhe euz an Tad.

(28) Ha Jesus a lavaraz dezhe : Pa ho pezo savet Mab an den, neuze ec’h anavezot piou ez oun, ha penaos na ran netra ac’hanoun va-unan, mes e lavaran an traou evel ma’z int bet desket d’in gant va Zad. (29) An hini hen deuz va digasset a zo ganen. Hag an Tad n’hen deuz ket va lezet va-unan, rag ober a ran bepred ar pez a blij dezhan.

(30) Pa oa Jesus o lavaret an traou-ze, kalz a dud a gredaz enhan.

(31) Jesus a lavaraz eta d’ar Judevien ho doa credet enhan : Mar kendalc’hit em c’homzou ez oc’h en gwirionez va diskibien. (32) Hag ec’h anavezot ar wirionez, hag ar wirionez ho rento libr.

(33) Hag e respontjont dezhan : Ni a zo lignez Abrabam, ha biskoas n’omp bet esclaved dindan den ; perag eta e leverez-te : C’houi a vezo rentet libr. (34) Jesus a respontaz dezhe : E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h, piou-benag en em ro d’ar pec’hed, a zo esclav d’ar pec’hed. (35) Hogen, an esclav na choum ket atao en ti ; mes ar mab a choum atao enhan. (36) Mar deu eta ar Mab d’ho renta libr, e vezoc’h libr en gwirionez. (37) Gouzoud a ran ez oc’h lignez Abraham, mes c’houi a glask va lakaad d’ar maro, abalamour n’ho deuz ket va c’homzou a zigemer enoc’h. (38) Me a lavar ar pez em euz gwelet em Zad ; ha c’houi a ra ive ar pez hoc’h euz gwelet en ho tad. (39) Int a respontaz dezhan Abraham eo hon tad. Jesus a lavaraz dezhe : Ma vijec’h bugale Abraham, e rajec’h oberou Abraham. (40) Mes breman e klaskit va lakaad d’ar maro, me, eun den hag hen deuz lavaret deoc’h ar wirionez em euz klevet gant Doue ; Abraham n’hen deuz ket great kement-se. (41) C’houi a ra oberou ho tad.

Rag-se e leverjont dezhan : Ni n’omp ket ganet euz an avoultrerez ; n’hon euz nemed eun Tad, pehini eo Doue. (42) Jesus a lavaraz dezhe : Ma vije Doue ho tad, e karjec’h ac’hanoun, rag euz a Zoue eo ez oun, hag a-beurz Doue e teuan ; rag n’oun ket deuet ac’hanoun va-unan, mes hen eo hen deuz va digasset. (43) Perag na intentit-hu ket ar pez a lavaran deoc’h ? Abalamour na hellit ket selaou va c’homzou. (44) An tad euz a behini ez oc’h ganet eo an diaoul, hag e fell deoc’h ober ar pez a blij d’ho tad. Muntrer eo bet adaleg ar pen kenta ha n’hen deuz ket kendalc’het er wirionez, rag n’euz ket a wirionez enhan. Pa lavar ar gaou e komz euz ar pez a zo dezhan he-unan ; rag gaouiad eo, ha tad ar gaou. (45) Mes c’houi n’am c’hredit ket abalamour ma lavaran deoc’h ar wirionez. (46) Pe hini ac’hanoc’h a damallo ac’hanoun da veza pec’het ? Ha mar lavaran ar wirionez, perag na gredit-hu ket ac’hanoun ? (47) An hini a zo euz a Zoue a zelaou komzou Doue ; dre-ze eo n’ho zelaouit ket, abalamour n’oc’h ket euz a Zoue.

(48) Ar Judevien a respontaz dezhan : Ha n’hon euz-ni ket a leac’h da lavaret ez oud eur Samaritan, hag ez euz eun diaoul enoud ? (49) Jesus a respontaz : N’euz diaoul e-bed ganen, mes henori a ran va Zad, ha c’houi a zizhenor ac’hanoun. (50) Ne glaskan ket va gloar va-unan, beza ez euz unan hag he c’hlask, hag a varn. (51) E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h : Mar deu unan-benag da viret vâ c’homzou, ne velo biken ar maro. (52) Ar Judevien a lavaraz dezhan : Breman ec’h anavezomp ez euz eun diaoul enoud ; Abraham a zo maro hag ar brofeted ive, ha te a lavar : Mar deu eun den benag da viret va c’homzou, ne velo biken ar maro. (53) Daoust ha te a zo brassoc’h eged hon tad Abraham, a zo maro ? Ar brofeted ive a zo maro ; piou e bretantez-te beza ? (54) Jesus a respontaz : Mar en em c’hlorifian va-unan, va gloar n’eo netra ; an hini a c’hlorifi ac’hanoun eo va Zad, an hini a c’halvit ho Toue. (55) Koulskoude n’hoch euz ket hen anavezet ; mes me a anavez anezhan : ha ma lavarfen n’hen anavezan ket, e vefen eur gaouiad evel-d’oc’h ; mes hen anaoud a ran, ha miret a ran he gomzou. (56) Abraham ho tad hen deuz tridet gant ar joa, o sonjal e tlie gwelet va dervez ; hen gwelet hen deuz hag ez eo bet leun a joa.

(57) Ar Judevien a lavaraz dezhan : N’ec’h euz ket c’hoas hanter kant vloaz, hag ec’h euz gwelet Abraham ! (58) Jesus a lavaraz dezhe : E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h : Me a zo, araog ma oa deuet Abraham.

(59) Neuze e kemerjont mein evit ho zeurel ganthan ; mes Jesus en em guzaz hag ez eaz er meaz euz an templ, o trement dre ho c’hreiz, hag evel-se ez eaz kuit.


CHABISTR IX.


EVEL ma oa Jesus o tremen, e velaz eun den hag a oa dall abaoe he c’hinivelez. (2) Hag he ziskibien a c’houlennaz diganthan : Mestr, piou hen deuz pec’het, pe an den-man, pe he dad, pe he vam, pa’z eo deuet dall var an douar ? (3) Jesus a respontaz : N’eo ket ma hen defe he-man pec’het ; nag he dad nag he vam ken neubeud ; mes kement-se a zo c’hoarvezet evit ma vezo diskouezet oberou Doue enhan. (4) Red eo d’in, e-pad ma’z eo deiz, ober oeuvrou an hini hen deuz va digasset ; an noz a zeu, en pehini na hell den labourat. (5) E-pad ma’z oun er bed, ez oun goulou ar bed.

(6) Goude beza lavaret kement-se, e cranchaz d’an douar, hag e reaz fank gant he granch, hag e frotaz daoulagad an den dall gant ar fank-se, (7) hag e lavaraz dezhan : Kea, hag en em walc’h e lenn Siloe (ar pez a zinifi Kasset). Mond a reaz eta hag en em walc’haz, hag ez eaz ac’hane o velet sclear. (8) Hogen, an amezeien hag ar re ho doe gwelet diagent penaos e oa dall, a lavare : Ha n’e ket he-man eo an hini a oa azezet, hag a c’houlenne an aluzen ? (9) Darn a lavare : Hennes eo ; darn all : Henvel eo outhan ; hen he-unan a lavare : Me eo. (10) Lavaret a rejont eta dezhan : Penaos eo bet digoret d’id da zaou-lagad ? (11) Hen a respontaz : Eun den a c’halver Jesus hen deuz great fank, hag hen deuz frotet va daou-lagad, hag hen deuz lavaret d’in : Kea da lenn Siloe, hag en em walc’h enhi. Eat oun bet eta hag ez oun en em walc’het, hag e velan sclear. (12) Ar re-man a lavaraz dezhan : Pe leac’h ema an den-ze ? Hen a lavaraz : Na ouzon ket.

(13) Kas a rejont d’ar Farizianed an hini a oa bet dall. (14) Hogen, deiz ar sabbat e oa, pa hen doa Jesus great ar fank, ha pa hen doa digoret he zaou-lagad dezhan. (15) Ar Farizianed eta a c’houlenne ive diganthan penaos hen doa kavet ar gwelet. Hag hen a lavaraz dezhe : Lakeat hen deuz fank var va daou-lagad, hag ez oun en em walc’het, hag e velan. (16) Neuze darn euz ar Farizianed a lavare : An den-ze n’eo ket a-beurz Doue, pa’z eo gwir na vir ket ar sabbat. Darn all a lavare : Penaos ec’h helfe eun den fall ober eur seurt burzudou ? Ha n’en em glevent ket etrezhe. (17) Lavaret a rejont eta adare d’an dall : Ha te, petra a leverez-te euz anezhan, pa hen deuz digoret d’id da zaou-lagad ? Hen a respontaz : Eur prof et eo.

(18) Mes ar Judevien na gredjont ket e oa bet dall an den-ze, hag hen doa kavet ar gwelet, ken ho doe galvet he dad hag he vam. (19) Hag e c’houlenjont diganthe evelhen : Hag he-man eo ho mab, pehini a livirit a zo deuet dall var an douar ? Penaos eta ez eo deuet da velet breman ? (20) He dad hag he vam a respontaz : Gouzoud a reomp ez eo hor mab, hag ez eo ganet dall ; (21) mes ne ouzomp ket penaos e vel breman, na piou hen deuz digoret he zaoulagad dezhan. En oad ema, goulennit diganthan, komz a rai evithan he-unan.

(22) He dad hag he vam a lavaraz kement-se, abalamour m’ho doa aoun rag ar Judevien ; rag ar Judevien ho doa dija decidet, mar teuje unan-benag da anzav e oa Jesus ar C’hrist, e vije taolet er meaz euz ar sinagog. (23) Abalamour da ze eo e lavaraz he dad hag he vam : En oad ema, goulennit diganthan.

(24) Gervel a rejont eta evit an eil gwech an den a oa bet dall, hag e leverjont dezhan : Rent gloar da Zoue, ni a oar penaos an den-ze a zo eur pec’her. (25) Hen a respontaz : Ne ouzon ket hag hen a zo eur pec’her ; gouzoud a ran eun dra ; penaos e oann dall, hag e velan breman. (26) Lavaret a rejont c’hoas : Petra hen deuz-hen great d’id ? Penaos hen deuz-hen digoret da zaoulagad d’id ? (27) Hen a respontaz dezhe : Hen lavaret em euz deoc’h dija, ha n’hoc’h euz-hu ket selaouet ? Perag e fell deoc’h klevet a-nevez ? Ha c’hoant hoc’h euz-hu ive da zond da veza diskibien dezhan ?

(28) Neuze e troug-komzjont diouthan, hag e leverjont : Te eo a zo diskibl dezhan, evidomp-ni a zo diskibien Moises. (29) Ni a oar hen deuz komzet Doue ouz Moises ; mes, evit he-man, na ouzomp ket a be leac’h eo. (30) An den a respontaz : Eun dra souezus braz eo ne ouefec’h ket a be leac’h ez eo ; hag hen hen deuz digoret d’in va daoulagad ! (31) Hogen, gouzoud a reomp penaos Doue na zelaou ket an dud fall ; mes mar deu unan-benag da henori Doue, ha da ober he volontez, Doue a zelaou anezhan. (32) Biskoas n’eo bet klevet hen defe den digoret he zaou-lagad da eun den ganet dall. (33) Ma na vije ket hennes a-beurz Doue, na hellje ober netra. (34) Respont a rejont dezhan : Te a zo ganet holl er pec’hed, hag e teuez d’hor c’helen ! Hag e taoljont anezhan er meaz.

(35) Jesus a glevaz ho doa hen taolet er meaz, hag o veza en em gavet ganthan, e lavaraz dezhan : Ha credi a rez-te en Mab Doue ? (36) Hen a respontaz : Piou eo-hen, Aotrou, evit ma credin enhan ? (37) Ha Jesus a lavaraz dezhan : Gwelet ec’h euz anezhan, hag hen eo a zo o komz ouzid. (38) Neuze e lavaraz : Aotrou, credi a ran, hag en em brosternaz dirazhan.

(39) Ha Jesus a lavaraz : Deuet oun er bed-man evit eur varnedigez ; evit ma velo ar re na velont ket, ha ma teuio ar re a vel da veza dall. (40) Hag hinienou euz ar Farizianed a oa ganthan, a glevaz kement-se hag a lavaraz dezhan : Ha ni, ha dall omp-ni ive ? (41) Jesus a lavaraz dezhe : Ma vijec’h dall, n’ho pije ket a bec’hed ; mes c’houi a lavar breman : Ni a vel ; hag abalamour da ze ho pec’hed a choum.

CHABISTR X.


EGWIRIONEZ, e gwirionez hen lavaran deoc’h : An hini na antre ket dre an nor e kraou an denved, mes a ia dre eul leac’h all, a zo eul laer hag eun torfetour. (2) Mes an hini a antre dre an nor eo mesaer an denved. (3) Ar porzier a zigor dezhan, hag an denved a glev he vouez ; gervel a ra he zenved he-unan dre ho hano, hag e kas anezhe er meaz. (4) Ha pa hen deve digasset er meaz he zenved he-unan, e vale araog dezhe, hag an denved a heul anezhan, rag anaoud a reont he vouez. (5) Mes na heullint ket eun estranjour ; er c’hontrol, pellaad a raint diouthan, rag ne anavezont ket mouez an estranjourien.

(6) Jesus a lavaraz dezhe ar barabolen-ze ; mes na gomprenjont ket euz a betra e komze dezhe.

(7) Jesus eta a lavaraz dezhe c’hoas : E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h : Me eo dor an denved. (8) Ar re holl a zo bet deuet araog d’in, a zo laeron ha torfetourien, mes an denved n’ho deuz ket ho zelaouet. (9) Me eo an nor ; mar deu unan-benag da antren dreizoun-me, e vezo salvet ; antren a rai, ha mond a rai er meaz, hag e kavo peuri. (10) Al laer na zeu nemed da laerez, da laza ha da zistruja ; me a zo deuet, evit ma kavo va denved ar vuez, ha ma vezint e-kreiz an abondans. (11) Me eo ar mesaer mad ; ar mesaer mad a ro he vuez evit he zenved. (12) Mes ar mevel, pehini n’ed eo ket ar mesaer, ha n’eo ket an denved dezhan, a vel ar bleiz o tond, a lez eno an denved hag a dec’h kuit ; hag ar bleiz a gas ganthan an denved, hag ho disparti holl. (13) Ar mevel a dec’h kuit, abalamour ma’z eo mevel, ha ma n’hen deuz ket a zourci euz an denved. (14) Me eo ar mesaer mad ; anaoud a ran va denved, hag anavezet oun ganthe, (15) evel ma c’hanavez va Zad ac’hanoun, hag evel ma c’hanavezan va Zad ; hag e roan va buez evit va denved. (16) Bez’ em euz denved all ha n’emaint ket er vanden-man ; red eo d’in ho c’herc’hat ive ; hag e selaouint va mouez, ha ne vezo nemed eur vanden hag eur mesaer hep-ken. (17) Setu perag e kar va Zad ac’hanoun ; abalamour ma roan va buez, evit he c’hemeret a-nevez. (18) Den na lam anezhi diganen, mes me a ro anezhi ac’hanoun va-unan ; ar galloud em euz d’he c’huitaad, hag ar galloud d’he c’hemeret a-nevez ; an urz-man em euz bet digant va Zad.

(19) Neuze e savaz a-nevez eun disput e-touez ar Judevien, abalamour d’ar c’homzou-ze. (20) Ha kalz anezhe a lavare : Eun diaoul a zo ganthan, ha n’ema ket en he skiant vad ; perag e selaouit-hu anezhan ? (21) Darn all a lavare : Ar re-ze n’int ket komzou eun den possedet gant eun diaoul. Daoust hag eun diaoul a hell digeri daou-lagad ar re dall ?

(22) Hogen, en amzer-ze e oat o celebri e Jerusalem gouel an Dedi, hag ar goanv a oa o ren.

(23) Evel ma oa Jesus o vale en templ, e porched Salomon, (24) ar Judevien en em zastumaz en dro dezhan, hag a lavaraz dezhan : Pegeit e talc’hi-te hor spered en douetans ? Mar d’oud ar C’hrist hen lavar freaz deomp.

(25) Jesus a respontaz dezhe : Hen lavaret em euz deoc’h, ha na gredit ket ; an oberou a ran en hano va Zad a rent testeni ac’hanoun. (26) Mes c’houi na gredit ket, rag n’oc’h ket euz va denved, evel ma em euz lavaret deoc’h. (27) Va denved a glev va mouez, ha me a anavez anezhe, hag int a heul ac’hanoun. (28) Rei a ran dezhe ar vuez eternel, ha biken ne vezint kollet, ha den n’ho dilammo euz va dorn. (29) Va Zad, pehini hen deuz ho roet d’in, a zo brassoc’h eged an holl ; ha den na hell ho dilemmel euz dorn va Zad. (30) Me hag an Tad a zo unan.

(31) Neuze ar Judevien a gemeraz adare mein evit meina anezhan. (32) Ha Jesus a lavaraz dezhe : Meur a ober mad em euz great dirazoc’h a-beurz va Zad ; evit pehini anezhe e veinit-hu ac’hanoun ? (33) Ar Judevien a respontaz dezhan : N’e ket evit eun ober mad eo e veinomp ac’hanoud, mes evit eur blasphem, hag abalamour, o veza eun den, en em rez Doue. (34) Jesus a respontaz dezhe : Ha n’eo ket scrivet en ho lezen : Lavaret em euz : C’houi a zo doueou ? (35) Mar he deuz galvet doueou ar re da bere e teue ger Doue (hag ar Scritur na hell ket beza dianzavet), (36) ha lavaret a rit-hu e vlaspheman, ha me bet santifiet gant va Zad ha digasset er bed, abalamour ma em euz lavaret : Me eo Mab Doue ? (37) Ma na ran ket oberou va Zad, na gredit ket ac’hanonn. (38) Mes mar gran anezhe, ha pa na gredfec’h ket ac’hanoun, credit d’am oberou, evit ma c’hanavezot ha ma credot ema an Tad enoun ha me enhan.

(39) Klask a rent eta c’hoas cregi enhan ; mes mond a reaz euz tre ho daouarn.

(40) Hag ez eaz a-nevez en tu all d’ar Jourdan, el leac’h ma oa Ian o vadezi da genta ; hag e choumaz eno. (41) Ha kalz a zeuaz d’he gavoud, hag e lavarent : Ian, evit gwir, n’hen deuz great miracl e-bed ; mes kement hen deuz lavaret Ian divarben he-man a zo gwir. (42) Ha kalz a gredaz enhan eno.


CHABISTR XI.


BEZ’ e oa eun den klanv hanvet Lazar, euz a Vethani, bourg Mari ha Martha he c’hoar. (2) (Mari eo an hini a eoliaz an Aotrou gant eun eol a c’houez-vad, hag a zec’haz he dreid dezhan gant he bleo ; ha Lazar, he breur, eo a oa klanv.) (3) He c’hoarezed eta a gassaz tud da lavaret da Jesus : Aotrou, an hini a gerez a zo klanv.

(4) Pa glevaz Jesus kement-se, e lavaraz : Ar c’hlenved-ze n’eo ket d’ar maro, mes evit gloar Doue, evit ma vezo glorifiet Mab Doue dreizhan.

(5) Hogen, Jesus a gare Martha, hag he c’hoar ha Lazar. (6) Koulskoude, pa hen doa klevet penaos e oa klanv, e choumaz daou devez c’hoas el leac’h ma oa. (7) Neuze e lavaraz d’he ziskibien : Deomp adare en Jude. (8) An diskibien a lavaraz dezhan : Mestr n’euz ket pell ar Judevien a glaske meina ac’hanoud, hag ez ez c’hoas di ! (9) Jesus a respontaz : Ha n’euz ket daouzec heur en deiz ? Mar deu unan-benag da vale pa vez sclear an deiz, ne gwezo ket, rag gwelet a ra sclerijen ar bed-man. (10) Mes, mar bale e-pad an noz, e teu da gweza, abalamour n’hen deuz ket a sclerijen.

(11) Evel-se e komzaz, ha goude e lavaraz dezhe : Lazar hor mignon a zo kousket ; mes me a ia d’hen dihuna. (12) He ziskibien a lavaraz dezhan : Aotrou, mar d’eo kousket, e vezo rentet d’ar iec’hed. (13) Hogen, Jesus hen doa komzet euz a varo Lazar ; mes int a grede e komze euz a repos ar c’housk. (14) Neuze Jesus a lavaraz dezhe freaz : Lazar a zo maro. (15) Hag ez oun contant abalamour deoc’h ne oann ket eno, evit ma credot ; mes deomp d’he gavout. (16) Thomas, a c’halver Didimus, a lavaraz d’an diskibien all : Deomp ive ni, evit ma varvimp assambles ganthan.

(17) Pa oe erruet Jesus, e kavaz Lazar a oa er bez abaoe pevar devez dija.

(18) Hogen Bethani a oa vardro pemzec stad euz a Jerusalem. (19) Ha kalz a Judevien a oa deuet da gavout Martha ha Mari, evit ho c’honsoli divarben ho breur. (20) Pa glevaz eta Martha e oa Jesus o tond, ez eaz d’he zialben ; mes Mari a choume azezet en ti.

(21) Ha Martha a lavaraz da Jesus : Aotrou, ma vijez bet aman, va breur na vije ket marvet ; (22) mes gouzoud a ran penaos, breman memeus, kement tra a c’houlenni digant Doue, Doue hen roio d’id. (23) Jesus a lavaraz dezhi : Da vreur a resussito. (24) Martha a lavaraz dezhan : Gouzoud a ran e resussito d’ar resurrection, en deiz diveza. (25) Jesus a lavaraz dezhi : Me eo ar resurrection hag ar vuez ; an hini a gred enoun, ha pa ve maro, a vevo. (26) Ha piou-benag a vev hag a gred enoun, na varvo biken. Ha credi a rez-te an dra-ze ? (27) Hi a lavaraz dezhan : Ia, Aotrou, me a gred ez oud ar C’hrist, Mab Doue, pehini a dlie dond er bed.

(28) Goude ma he doe lavaret kement-se, ez eaz kuit hag e c’halvaz e-kuz, Mari, he c’hoar, hag e lavaraz dezhi : Ar mestr a zo aman, hag e c’halv ac’hanoud. (29) Kerkent ha ma klevaz hou-man kement-se, e savaz diouc’h-tu, hag e teuaz d’he gavoud. (30) Hogen, Jesus ne oa ket c’hoas antreet er bourg, mes e oa c’hoas el leac’h ma oa deuet Martha d’hen kavout. (31) Neuze ar Judevien a oa gant Mari en ti, hag a gonsole anezhi, pa veljont e oa savet ker buhan, hag eat er meaz, a ieaz var he lerc’h en eur lavaret : Mond a ra d’ar bez da wela eno.

(32) Pa oe erru Mari el leac’h ma oa Jesus, ha pa velaz anezhan, hi en em daolaz d’he dreid hag a lavaraz dezhan : Aotrou, ma vijez bet aman, va breur na vije ket marvet. (33) Pa velaz Jesus anezhi o wela, hag ar Judevien a oa deuet assambles ganthi o wela ive, e oe trubuillet en he spered, hag e oe glac’haret ; hag e lavaraz : (34) Pe leac’h hoc’h euz-hu hen lekeet ? Bespont a rejont dezhan : Aotrou, deuz da velet. (35) Ha Jesus a welaz. (36) Var-ze ar Judevien a lavare : Gwelit pegement e karie anezhan. (37) Mes darn anezhe a lavaraz : Pa hen deuz digoret daou-lagad an dall, ha na helle ket ive miret ouz he-man da vervel ?

(38) Neuze Jesus, o veza adare troublet enhan he-unan, a zeuaz d’ar bez ; ar bez a oa eur c’bao, ha lakeat e pa bet eur mean varnezhan. (39) Jesus a lavaraz : Lammit ar mean. Martha, c’hoar an hini a oa maro, a lavaraz dezhan : Aotrou, c’houez fall a zo dija ganthan, rag pevar devez zo ema aze. (40) Jesus a respontaz dezhi ? Ha n’em euz ket lavaret d’id, penaos mar credez, e veli gloar Doue ? (41) Lemmel a rejont eta ar mean euz al leac’h ma oa gourvezet an hini maro. Ha Jesus, o sevel he zaou-lagad var-zu an env, a lavaraz : Va Zad, da drugarekaad a ran, abalamour ma ec’h euz va zelaouet. (42) Gouzoud a ren e selaouez atao ac’hanoun, mes kement-man em euz lavaret abalamour d’ar bobl a zo en-dro d’in, evit ma credint ec’h euz va digasset. (43) Goude beza lavaret kement-se, e criaz a vouez huel : Lazar, deuz er meaz ! (44) Hag an hini maro a zeuaz er meaz, he dreid hag he zaouarn ereet gant liammou-lien, hag he vizach paket gant eul lien. Jesus a lavaraz dezhe : Dizereit anezhan, ha lezit-han da vond.

(45) Rag-se kalz euz ar Judevien hag a oa deuet da velet Mari, hag ho doa gwelet ar pez hen doa great Jesus, a gredaz enhan. (46) Mes lod anezhe a ieaz da gavoud ar Farizianed, hag a lavaraz dezhe petra hen doa great Jesus.

(47) Neuze prinsed ar veleien hag ar Farizianed a assamblaz ar Sanhedrin, hag a lavaraz : Fetra a raimp-ni ? rag an den-ze a ra kalz a viraclou ? (48) Mar lezomp anezhan en he roll, an holl a gredo enhan ; hag ar Bomaned a zeuio hag a zistrujo al leac’h-man hag ive hor bro. (49) Mes unan anezhe, Caïphas, hag a oa beleg-braz er bloaz-ze, a lavaraz dezhe : C’houi na gomprenit netra ; (50) ha na gonsiderit ket penaos eo talvoudussoc’h evidomp e varfe eun den hep-ken evit ar bobl, eged na vez kollet ar bobl holl. (51) Hogen, n’e ket anezhan he-unan e lavaraz kement-man, mes o veza beleg-braz er bloaz-ze, e profetizaz e tlie Jesus mervel evit ar bobl ; (52) ha n’e ket evit ar bobl hep-ken, mes ive evit dastum assambles, er memeus corf, bugale Doue pere a zo disperset.

(53) Adaleg an deiz-ze eta en em guzuljont assambles evit hen lakaad d’ar maro. (54) Rag-se Jesus n’en em ziskoueze mui dirag an holl e-touez ar Judevïen, mes mond a reaz ac’hane da eur vro tost d’an dezert, da eur gear galvet Ephraïm ; hag e choumaz eno gant he ziskibien.

(55) Hogen, Pask ar Judevien a oa tost, ha kalz a dud euz ar vro-ze a ieaz da Jerusalem araog ar Pask, evit en em burifia. (56) Klask a reant eta Jesus, hag e lavarent an eil d’egile, o choum ebarz an templ : Petra a zonj deoc’h ? daoust hag hen na zeuio ket d’ar gouel ? (57) Mes prinsed ar veleien hag ar Farizianed ho doa roet urz, mar gouie unan-benag pe leac’h e oa, hen roje da c’houzoud dezhe, evit ma heljent cregi enhan.


CHABISTR XII.


C’HOUEC’H devez araog ar Pask, Jesus a zeuaz da Vethani, el leac’h ma oa Lazar pehini a oa bet maro, hag a oa bet resussitet ganthan. (2) Eno e oe great eur goan dezhan, ha Martha a oa o servicha, ha Lazar a oa unan euz ar re a oa ouz taol ganthan.

(3) Neuze Mari, o veza kemeret eul lur eol pur a c’houez-vad, hag a briz huel, a eoliaz treid Jesus, hag ho zec’haz gant he bleo ; hag an ti a oe karget gant ar c’houez-vad euz an eol-ze.

(4) Neuze unan euz he ziskibien, Judas Iscariot, mab Simon, (5) an hini a dlie hen trahissa, a lavaraz : Perag n’eo ket bet gwerzet an eol-ze tri c’hant diner, (6) ha roet an arc’hant d’ar beorien ? Mar lavare an dra-ze, ne oa ket abalamour m’hen doa sourci ouz ar beorien, mes dre ma oa laer, ha ma talc’he ar ialc’h, (7) ha ma touge ar pez a vije lakeat enhi. Jesus a lavaraz eta dezhan : Lez anezhi ; miret he deuz anezhan evit an deiz ma vezin sebeliet. (8) Rag c’houi ho pezo peorien bepred ganeoc’h ; mes n’ho pezo ket atao ac’hanoun-me.

(9) Neuze eur foul braz a Judevien, o veza gouezet e oa Jesus eno, a zeuaz di, n’e ket hep-ken abalamour da Jesus, mes ive evit gwelet Lazar, a oa bet resussitet ganthan a-douez ar re varo. (10) Ha prinsed ar veleien en em guzuliaz evit lakaad ive Lazar d’ar maro, (11) rag kalz euz ar Judevien a iea, abalamour dezhan, hag a grede en Jesus.

(12) An deiz varlerc’h, eur foul braz a dud pere a oa deuet d’ar gouel, o klevet e teue Jesus da Jerusalem, (13) a gemeraz brancou palmez, hag a zeuaz d’he zialben, en eur grial : Hosanna ! benniget ra vezo roue Israel, pehini a zeu en hano an Aotrou !

(14) Ha Jesus, o veza kavet eun azenic, a azezaz varnezhan, evel ma’z eo scrivet : (15) Na pe ket a aoun, merc’h Sion ; setu da roue o tond, azezet var eubeul eun azenez. (16) He ziskibien na gomprenjont ket kement-se da genta ; mes pa oe glorifiet Jesus, neuze e teuaz memor dezhe penaos e oa scrivet an traou-man divar he ben, hag e oant bet c’hoarvezet ganthan.

(17) Hag ar bobl a oa ganthan pa hen doa galvet Lazar euz ar bez, ha pa hen doa resussitet anezhan a-douez ar re varo, a rente testeni dezhan. (18) Hag ar bobl a oa eat ive d’he zialben, abalamour m’ho doa klevet hen doa great ar miracl-ze. (19) Ar Farizianed a lavaraz eta etrezhe : Gwelet a rit, na c’hounezit netra ; setu an holl o vond var he lerc’h.

(20) Hogen, bez’ e oa eur Grek-benag e-touez ar re a oa pignet evit adori e-pad ar gouel. (21) Ar re-man a zeuaz da gavout Philip, hag a oa euz a Vethsaïda en Galile ; (22) hag e pedjont anezhan, en eur lavaret : Aotrou, ni a garfe gwelet Jesus. Philip a zeuaz hag a lavaraz kement-se da Andre, hag Andre ha Philip hen lavaraz da Jesus ; (23) ha Jesus a respontaz dezhe : Deuet eo an heur ma tle beza glorifiet Mab an den. (24) E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h : Ma na varv ket ar c’hreunen winiz, goude ma vez taolet en douar, e choum he-unan ; mes mar marv, e toug kalz a frouez. (25) An hini a gar he vuez he c’hollo ; hag an hini a gassa he vuez er bed-man, a gonservo anezhi evit ar vuez eternel. (26) Mar deu unan-benag d’am zervicha, ra heullio ac’hanoun ; hag el leac’h ma vezin, eno e vezo ive va servicher ; ha mar servich unan-benag ac’hanoun, an Tad a henoro anezhan. (27) Breman va ene a zo troublet ; ha petra a livirin-me ? . . . . Va Zad, delivr ac’hanoun euz an heur-man ! mes evit se eo ez oun deuet en heur-man.

(28) Va Zad, glorifi da hano. Neuze e teuaz eur vouez euz an env, hag a lavaraz : He c’hlorifiet em euz, hag he c’hlorifia a rin c’hoas. (29) Hag ar bobl a oa eno, hag ho doa klevet, a lavare e rea kurun ; re all a lavare : Eun eal hen deuz komzet outhan. (30) Jesus a gomzaz hag a lavaraz : N’e ket evidoun-me eo deuet ar vouez-ze, mes evidoc’h-hu. (31) Breman eo ema barnedigez ar bed-man ; ha prins ar bed-man a ia da veza breman taolet er meaz. (32) Ha me, pa vezin bet savet euz an douar, a denno an holl d’am c’havout. (33) Hogen, kement-se a lavare evit diskouez a be seurt maro e tlie mervel.

(34) Ar bobl a respontaz dezhan : Ni hon euz desket dre al lezen e tle ar C’hrist choum da viken ; penaos eta e leverez-te ez eo red e vez savet Mab an den ? Piou eo ar Mab-an-den-ze ?

(35) Jesus a lavaraz dezhe : Ar sclerijen a zo c’hoas ganeoc’h evit eun neubeud amzer ; baleit e-pad ma hoc’h euz ar sclerijen, gant aoun ne gouezfe an devalijen a-daol varnoc’h ; rag an hini a vale en devalijen na oar ket pe leac’h ez a. (36) E-pad ma hoc’h euz ar sclerijen, credit er sclerijen, evit ma viot bugale ar sclerijen. Jesus a lavaraz an traou-ze, ha goude ez eaz kuit hag en em guzaz outhe.

(37) Mes evithan da veza great kement a viraclou dirazhe, ne gredjont ket enhan. (38) Evit ma vije accomplisset ger ar profet Izaias, pehini hen doa lavaret : Aotrou, piou hen deuz credet d’ar pez hon euz prezeget, ha da biou eo bet discleriet breac’h an Aotrou ?

(39) Dre-ze na hellent ket credi, rag Izaias hen deuz lavaret c’hoas : (40) Dallet hen deuz ho daou-lagad, ha kaledet hen deuz ho c’halon, evit na velint ket gant ho daou-lagad, ha na gomprenint ket gant ho c’halon, ha na zistroint ket, ha na iac’hein ket anezbe. (41) Izaias a lavaraz an traou-ze, pa velaz he c’hloar, ha pa gomzaz euz anezhan.

(42) Koulskoude kalz, memeus euz ar re vrassa, a gredaz enhan ; mes ne anzavent ket anezhan, gant aoun rag ar Farizianed, ha da veza taolet er meaz euz ar sinagog. (43) Rag gwelloc’h e oa ganthe ar gloar a zeu euz an dud, eged gloar Doue.

(44) Hogen, Jesus a griaz hag a lavaraz : An hini a gred enoun, n’e ket enoun eo e cred, mes en hini hen deuz va digasset. (45) Hag an neb a vel ac’hanoun, a vel an hini hen deuz va digasset. (46) Me a zo deuet er bed, me pehini a zo ar sclerijen, evit na choumo ket en devalijen an neb a gred enoun. (47) Mar d’euz unan-benag hag a glev va c’bomzou ha na gred ket, na varnan ket anezhan, rag n’oun ket deuet evit barna ar bed, mes evit savetei ar bed. (48) An hini am disprij ha na zigemer ket va c’homzou, hen deuz unan hag a varn anezhan ; ar gomz em euz lavaret, honnes eo a varno anezhan en deiz diveza. (49) Rag n’e ket ac’hanoun va-unan em euz komzet ; mes an Tad, pehini hen deuz va digasset, hen deuz gourc’hemenet d’in petra a dleen da lavaret ha da gelen. (50) Ha me a oar penaos he c’hourc’hemen eo ar vuez eternel. Rag-se eta an traou a lavaran, ho lavaret a ran evel ma hen deuz an Tad ho lavaret d’in.


CHABISTR XIII.


ARAOG gouel ar Pask, Jesus, o c’houzoud e oa deuet he heur evit tremen euz ar bed-man d’he Dad, evel m’hen doa karet he re pere a oa er bed, ho c’haraz beteg ar fin.

(2) Ha pa oe deuet koan (an Diaoul o veza lakeat dija e calon Judas Iscariot, mab Simon, ar sonj da drahissa anezhan), (3) Jesus, o c’houzoud hen doa an Tad lakeat pep tra etre he zaouarn, hag e oa deuet euz a Zoue, hag e tistroe da Zoue, (4) a zavaz diouz koan, hag a lammaz he vantel ; hag o veza kemeret eul lienen, hen lekeaz en dro dezhan. (5) Goude-ze e lekeaz dour en eur vasin, hag en em lekeaz da walc’hi treid he ziskibien, ha d’ho zec’ha gant al lienen a oa en dro dezhan.

(6) Dond a reaz eta da Simon Per, hag he-man a lavaraz dezhan : Penaos, Aotrou, te a walc’hfe d’in-me va zreid ! (7) Jesus a respontaz hag a lavaraz dezhan : Na ouzoud ket breman petra a ran ; mes gouzoud a ri divezatoc’h. (8) Per a lavaraz dezhan : Biken na walc’hi va zreid d’in. Jesus a respontaz dezhan : Ma na walc’han ket ac’hanoud, n’ez pezo ket a lod ganen. (9) Neuze Simon Per a lavaraz dezhan : Aotrou, n’e ket hep-ken va zreid, mes ive va daouarn ha va fen. (10) Jesus a lavaraz dezhan : An hini a zo bet en dour, n’hen deuz mui ezom e vez gwalc’het dezhan nemed he dreid ; ha goude ez eo net holl. Hogen, c’houi a zo net, mes n’oc’h ket holl. (11) Rag gouzoud a rea piou e oa an hini a drahisse anezhan ; hag evit se eo e lavaraz : N’oc’h ket holl net.

(12) Pa hen doe eta gwalc’het ho zreid dezhe, ha m’hen doe kemeret he vantel, o veza en em lakeat adare ouz taol, e lavaraz dezhe : Ha gouzoud a rit-hu petra em euz great deoc’h ? (13) Va gervel a rit Mestr hag Aotrou, ha mad a livirit ; rag beza ez oun. (14) Rag-se mar em euz-me, me pehini eo an Aotrou hag ar Mestr, gwalc’het deoc’h ho treid, c’houi a dle ive gwalc’hi ho treid an eil d’egile. (15) Rag roet em euz deoc’h eur skouer, evit ma reot evel ma em euz great deoc’h. (16) E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h : Ar mevel n’e ket brassoc’h eged he vestr, nag ar c’hannad brassoc’h eged an hini hen deuz hen digasset. (17) Mar gouzoc’h an traou-ze, ez oc’h eürus, gant m’ho lakeot en pratic. (18) Ne gomzan ket ac’hanoc’h holl ; gouzoud a ran pere em euz choazet ; mes red eo e vez accomplisset ar Scritur : An hini a zebr bara ganen, hen deuz savet he droad a-enep d’in. (19) A-vreman hen lavaran deoc’h, araog ma c’hoarvezo an dra-ze ; evit pa c’hoarvezo, ma c’hanavezot ac’hanoun evit ar pez ma’z oun. (20) E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h : An neb a zigemer an hini a vezo kasset ganen, a zigemer ac’hanoun ; hag an hini a zigemer ac’hanoun, a zigemer an hini hen deuz va digasset.

(21) Pa hen doe Jesus lavaret kement-se, e oe troublet en he spered, hag e roaz an desteni-man : E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h, unan ac’hanoc’h am zrahisso. (22) Hag an diskibien a zelle an eil ouz egile, o veza ne ouient ket divarben piou e komze. (23) Hogen, unan anezhe, an hini a oa karet gant Jesus, a oa ouz taol, harp ouz calon Jesus. (24) Simon Per a reaz sin da he-man da c’houlen diganthan divarben piou e komze. (25) Hag hen, o c’harpa he ben var galon Jesus, a lavaraz dezhan : Aotrou, piou eo ? (26) Jesus a respontaz : An hini a roin dezhan eun tam trempet ganen, hennes eo. Hag o veza trempet eun tam, e roaz anezhan da Judas Iscariot, mab Simon. (27) Ha goude m’hen doe kemeret Judas an tam, Satan a antreaz enhan. Jesus eta a lavaraz dezhan : Hast buhan ober ar pez ec’h euz da ober. (28) Mes hini euz ar re a oa ouz taol na gomprenaz perag hen doa lavaret dezhan kement-se. (29) Rag darn a zonje, abalamour ma oa ar ialc’h gant Judas, e lavare Jesus dezhan : Pren an traou a zo red deomp da gaoud evit ar gouel ; pe : Ro eun dra-benag d’ar beorien.

(30) Judas eta, o veza kemeret an tam, a ieaz er meaz rag-tal. Hogen deuet e oa an noz.

(31) Pa oe eat er meaz, Jesus a lavaraz : Breman eo glorifiet Mab an den, ha Doue a zo glorifiet enhan. (32) Mar d’eo Doue glorifiet enhan, Doue ive a c’hlorifio anezhan enhan he-unan, hag heb dale hen glorifio. (33) Va bugale vihan, evit eun neubeud amzer em oun c’hoas ganeoc’h ; c’houi a glasko ac’hanoun, hag, evel ma em euz hen lavaret d’ar Judevien, hen lavaran deoc’h ive breman : Na hellit ket dond el leac’h ma’z an. (34) Eur gourc’hemen nevez a roan deoc’h ; Ma en em garot an eil egile ; ma en em garot an eil egile, evel ma em euz-me ho karet. (35) Dre an dra-man e c’hanavezo an holl ez oc’h va diskibien, mar hoc’h euz karantez an eil evit egile.

(36) Simon Per a lavaraz dezhan : Aotrou, pe leac’h ez ez-te ? Jesus a respontaz dezhan : Na hellez ket breman va heullia el leac’h ma’z an ; mes va heullia a ri divezatoc’h. (37) Per a lavaraz dezhan : Aotrou, perag na hellan-me ket da heullia breman ? Rei a rin va buez evidoud. (38) Jesus a respontaz dezhan : Ha te a roi da vuez evidoun-me ! E gwirionez, e gwirionez hen lavaran d’id, na gano ket ar c’hilloc, ken n’az pezo va nac’het teir gwech.


CHABISTR XIV.


NA lezit ket ho calon da veza troublet ; credi a rit en Doue, credit ive enoun-me. (2) Bez’ ez euz meur a choumach en ti va Zad ; ma na vije ket, em bije hen lavaret deoc’h. Me a ia da brepari eur plas deoc’h. (3) Ha pa vezin eat ac’halen, ha pa em bezo preparet eur plas deoc’h, me a zeuio adare d’ho kerc’had, evit ma viot c’houi el leac’h ma vezin-me. (4) Ha gouzoud a rit pe leac’h ez an, hag anaoud a rit an hent.

(5) Thomas a lavaraz dezhan : Aotrou, na ouzomp ket pe leac’h ez ez ; ha penaos e c’hellomp-ni gouzoud an hent ? (6) Jesus a lavaraz dezhan : Me eo an hent, ar wirionez hag ar vuez ; den na zeu d’an Tad nemed dreizoun. (7) Mar ho pije va anavezet, ho pije ive anavezet va Zad ; hag a-vreman ec’h anavezit anezhan, hag hoc’h euz hen gwelet.

(8) Philip a lavaraz dezhan : Aotrou, diskouez deomp an Tad, ha kement-se a vezo awalc’h deomp. (9) Jesus a lavaraz dezhan : Keit all a zo emoun ganeoc’h, ha n’ec’h euz ket c’hoas anavezet ac’hanoun, Philip ! An hini hen deuz gwelet ac’hanoun, hen deuz gwelet an Tad. Penaos eta e leverez-te : Diskouez deomp an Tad ! (10) Ha na gredez-te ket penaos emoun en Tad, hag ema an Tad enoun ? Ar c’homzou a lavaran deoc’h, na lavaran ket anezhe ac’hanoun va-unan, mes an Tad pehini a choum enoun, a ra an oberou a ran. (11) Credit ac’hanoun, pa lavaran emoun en Tad, hag ema va Zad enoun ; pe da vihana, credit ac’hanoun abalamour d’an oberou-ze ho-unan. (12) E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h : An hini a gred enoun a rai ive an oberou a ran, hag e rai re vrassoc’h eged ar re-man, dre ma’z an da gavoud va Zad. (13) Ha petra-benag a c’houlennot em hano, me hen graio, evit ma vezo glorifiet an Tad er Mab. (14) Mar goulennit eun dra-benag em hano, me a raio anezhan.

(15) Mar karit ac’hanoun, mirit va gourc’hemenou. (16) Ha me a bedo an Tad, hag hen a roio deoc’h eur C’honsolator all, evit choum ganeoc’h da viken, (17) ar Spered a wirionez, ha na hell ket ar bed hen receo, abalamour ne vel ket anezhan ha ne anavez ket anezhan ; mes c’houi a anavez anezhan, rag hen a choum ganeoc’h, hag e vezo enoc’h. (18) Na lezin ket ac’hanoc’h emzivad ; dond a ran d’ho kavout. (19) C’hoas eun neubeud amzer, hag ar bed n’am gwelo mui, mes c’houi a velo ac’hanoun ; abalamour ma vevan, c’houi a vevo ive. (20) En deiz-ze ec’h anavezot emoun em Zad, ha c’houi enoun, ha me enoc’h. (21) An hini hen deuz va gourc’hemenou hag a vir anezhe, hennes eo a gar ac’hanoun ; hag an hini a gar ac’hanoun a vezo karet gant va Zad, ha me a garo anezhan, hag en em roin da anaoud dezhan.

(22) Judas, (n’e ket an Iscariot eo,) a lavaraz dezhan : Aotrou, a be leac’h e teu ma en em ziskouezi deomp-ni, ha nann d’ar bed ? (23) Jesus a respontaz dezhan : Mar kar unan-benag ac’hanoun, e viro va c’homzou, ha va Zad a garo anezhan, hag e teuimp d’he gavoud, hag e raimp hon demeurans ganthan. (24) An hini na gar ket ac’hanoun, na vir ket va c’homzou ; hag ar c’homzou hoc’h euz klevet n’int ket va re-me, mes re an Tad pehini hen deuz va digasset. (25) An traou-man a lavaran deoc’h, e-pad ma emoun o choum ganeoc’h. (26) Mes ar C’honsolator, ar Spered-Santel, a vezo digasset gant an Tad em hano, hennes a zesko deoc’h pep tra, hag a rai deoc’h kaoud memor euz an holl draou em euz lavaret deoc’h.

(27) Lezel a ran ar peoc’h ganeoc’h ; rei a ran deoc’h va feoc’h ; n’hen roan ket deoc’h evel ma ro ar bed. Na vezit ket troublet ho calon, ha bezit heb aoun. (28) Klevet hoc’h euz em euz lavaret deoc’h : Mond a ran kuit, hag e teuan d’ho kavoud adare. Mar karjec’h ac’hanoun, c’houi a vije joaüs abalamour ma em euz lavaret : Mond a ran da gavoud an Tad ; rag va Zad a zo brassoc’h eged’oun. (29) Ha breman me em euz hen lavaret deoc’h, araog ma c’hoarvezo an dra-ze, evit ma credot pa vezo c’hoarvezet. (30) Na gomzin mui nemeur ganeoc’h, rag erru eo prins ar bed-man ; mes n’hen deuz netra enoun. (31) Mes evit ma c’hanavezo ar bed e karan an Tad, hag e ran ar pez a zo bet gourc’hemenet d’in gant an Tad, savit, ha deomp ac’halen.


CHABISTR XV.


ME eo ar gwir winien, ha va Zad eo ar gwinienour. (2) Hen a lam kuit kement branc a zo enoun ha na zoug ket a frouez ; hag a neta kement hini a zoug frouez, evit ma tougo c’hoas muioc’h a frouez. (3) C’houi a zo dija net, abalamour d’ar Ger em euz prezeget deoc’h. (4) Choumit enoun, ha me a choumo enoc’h. Evel na hell ket ar branc dougen frouez anezhan he-unan, ma na choum ket stag ouz ar c’hef, evel-se c’houi na hellit ket ken neubeud, ma na choumit ket enoun. (5) Me eo ar winien, c’houi eo ar brancou. An hini a choum enoun, ha me enhan, hennes a zoug kalz a frouez ; rag distag diouzin, na hellit ober netra. (6) Mar d’euz unan-benag ha na choum ket enoun, taolet a vez er meaz evel eur branc, hag e teu da zizec’ha ; ha goude e vezont dastumet ha taolet en tan, hag e tevont. (7) Mar choumit enoun, ha mar choum va c’homzou enoc’h, goulennit ar pez a garot, hag e vezo roet deoc’h. (8) Mar deuit da zougen kalz a frouez, neuze e vezo va Zad glorifiet, hag e viot va diskibien.

(9) Evel ma hen deuz va Zad karet ac’hanoun, em euz ive ho karet ; choumit em c’harantez. (10) Mar mirit va gourc’hemenou, e choumot em c’harantez ; evel ma em euz miret gourc’hemenou va Zad, hag e chouman en he garantez. (11) An traou-man em euz lavaret deoc’h, evit ma choumo va joa enoc’h, ha ma vezo peur-leuniet ho choa.

(12) He-man eo va gourc’hemen, ma en em garot an eil egile, evel ma em euz ho karet. (13) Den e-bed n’hen deuz brassoc’h karantez eged an hini a ro he vuez evit he vignoned. (14) Va mignoned e viot, mar grit kement em euz gourc’hemenet deoc’h. (15) A-vreman n’ho kalvan ken servicherien, rag ar servicher na oar ket petra a ra he vestr, mes ho kalvet em euz mignoned, abalamour ma em euz roet da anaoud deoc’h an holl draou am euz klevet gant va Zad. (16) N’e ket c’houi hoc’h euz choazet ac’hanoun, mes me eo em euz ho choazet, hag em euz ho lakeat, evit ma’z eot, ha ma tougot frouez, ha ma vezo ho frouez paduz ; hag evit ma roio va Zad deoc’h kement a c’houlennot em hano diganthan. (17) Ar pez a c’hourc’hemenan deoc’h, eo en em garet an eil egile.

(18) Mar hen deuz ar bed kassoni ouzoc’h, gouezit penaos hen deuz bet ive kassoni ouzin-me araog. (19) Ma vijec’h euz ar bed, ar bed a garje ar pez a zo dezhan ; mes dre n’ez oc’h ket euz ar bed, mes ma em euz ho choazet a-douez ar bed, dre-ze ar bed a deu d’ho kasaad. (20) Ho pezet memor euz ar gomz-man em euz lavaret deoc’h : Ar servicher n’eo ket brassoc’h eged he vestr. Mar ho deuz persecutet ac’hanoun-me, e persecutint ac’hanoc’h ive ; mar ho deuz miret va c’houmzou, e virint ive ho re-c’houi. (21) Mes kement-se holl a raint deoc’h abalamour d’am hano, rag na anavezont ket an hini hen deuz va digasset.

(22) Ma na vijen ket deuet, ha ma n’em bije ket komzet outhe, n’ho divije ket a bec’hed ; mes breman n’ho deuz excus e-bed evit ho fec’hed. (23) An hini hen deuz kaz ouzin, hen deuz kaz ive ouz va Zad. (24) Ma n’am bije ket great en ho zouez an oberou n’int bet great gant hini all e-bed, n’ho divije ket a bec’hed ; mes breman ho deuz gwelet anezhe, hag ho deuz kaseet ac’hanoun ha va Zad ive. (25) Mes kement-se a zo c’hoarvezet, evit ma vezo accomplisset ar gomz a zo scrivet en ho lezen : Va c’haseet ho deuz heb rezon.

(26) Pa vezo deuet ar C’honsolator a gassin deoc’h a-beurz an Tad, ar Spered a wirionez, pehini a zeu euz an Tad, hen a roio testeni ac’hanoun. (27) Ha c’houi ive a roio testeni, rag ganen emoc’h adaleg ar pen-kenta.


CHABISTR XVI.


AN traou-man em euz lavaret deoc’h, evit na viot ket scandalizet. (2) Ho teurel a raint er meaz euz ar sinagogou ; ha dond a ra memeus an heur ma credo renta servich da Zoue piou-benag ho lakai d’ar maro. (3) Kement-se a raint deoc’h, abalamour n’ho deuz anavezet na va Zad, na me. (4) Mes lavaret em euz deoc’h an traou-man, evit, pa vezo deuet an amzer, m’ho pezo sonj em euz ho lavaret deoc’h. N’em euz ket ho lavaret deoc’h adaleg ar pen-kenta, abalamour ma oann assambles ganeoc’h.

(5) Mes mond a ran breman da gavoud an hini hen deuz va digasset, hag hini ac’hanoc’h na c’houlen diganen : Da be leac’h ez ez ? (6) Mes, abalamour ma em euz lavaret an traou-man deoc’h, ho calon a zo deuet da veza leun a dristidigez.

(7) Koulskoude, ar wirionez a lavaran deoc’h, talvoudec eo deoc’h ma’z afen kuit ; rag ma n’ez an ket kuit, ar C’honsolator na zeuio ket d’ho kavout ; mes mar d’an kuit, me hen digasso deoc’h. (8) Ha pa vezo deuet, hen a ziskouezo ez eo ar bed coupabl er pez a zell euz ar pec’hed, ar justis hag ar varnedigez : (9) euz ar pec’hed, abalamour ne gredont ket enoun ; (10) euz ar justis abalamour m’az an da gavout va Zad, ha n’am gwelot mui ; (11) euz ar varnedigez, rag prins ar bed-man a zo dija barnet.

(12) Beza em euz c’hoas kalz a draou da lavaret deoc’h ; mes n’oc’h ket c’hoas evit ho zouten. (13) Mes pa vezo deuet hennes, ar Spered a wirionez, e cunduo ac’hanoc’h en holl wirionez, rag n’eo ket anezhan he-unan e komzo, mes lavaret a rai kement hen devezo klevet, hag e tisclerio deoc’h an traou da zond. (14) Hen eo a c’hlorifio ac’hanoun, rag kemeret a rai euz ar pez a zo d’in, hag hen annonso deoc’h.

(15) Kement hen deuz va Zad, a zo d’in-me ; abalamour da ze eo em euz lavaret e kemero ar pez a zo d’in, hag hen annonso deoc’h.

(16) C’hoas eur pennadic amzer, ha n’am gwelot mui ; ha c’hoas eur pennadic goude, hag e velot ac’hanoun adare, rag mond a ran da gavoud an Tad.

(17) Ha lod euz he ziskibien a lavaraz an eil d’egile : Petra a lavar deomp : A-ben eun neubeud amzer n’am gwelot mui, ha : C’hoas eun neubeud amzer goude, e velot ac’hanoun adare ; hag an dra-man : Abalamour ma’z an da gavoud an Tad ? (18) Lavaret a rent eta : Petra a lavar : A-ben eun neubeud amzer ? Na ouzomp ket petra a lavar.

(19) Jesus eta, o c’houzoud ho doa c’hoant d’hen interroji, a lavaraz dezhe : Goulen a rit an eil digant egile petra eo ar pez em euz lavaret : Abarz eun neubeud amzer n’am gwelot mui ; ha c’hoas, eun neubeud amzer goude, am gwelot adare. (20) E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h, c’houi a welo, hag a huanado, hag ar bed a vezo er joa ; c’houi a vezo en dristidigez ; mes ho tristidigez a vezo troet en joa. (21) Pa vez eur vreg o c’henel eur bugel, he deuz poaniou braz, rag deuet eo he amzer ; mes kerkent ha ma he deuz ganet eur bugel, n’he deuz mui a zonj euz he foan, gant ar joa he deuz da veza ganet eun den er bed. (22) Evel-se, c’houi a zo breman en dristidigez ; mes ho kwelet a rin a-nevez, hag ho calon a vezo karget a levenez, ha den ne hallo lemmel ho levenez diganeoc’h. (23) Hag en deïz-ze na c’houlennot ken netra diganen.

E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h, kement a c’houlennot digant an Tad em hano, hen roio deoc’h. (24) Bete vreman n’hoc’h euz goulennet netra em hano; goulennit, hag e recevot, evit ma vezo peurleuniet ho choa.

(25) Dre barabolennou em euz lavaret deoc’h an traou-man ; mes dond a ra an amzer ma ne gomzin mui ouzoc’h dre barabolennou, mes ma komzin deoc’h sclear divarben an Tad. (26) En deiz-ze e c’houlennot em hano, ha ne lavaran ket deoc’h e pedin an Tad evidoc’h, (27) rag an Tad he-unan a gar ac’hanoc’h, abalamour ma hoc’h euz va c’haret, ha ma hoc’h euz credet ez oun deuet euz a Zoue. (28) Me a zo deuet euz an Tad, hag ez oun deuet er bed ; kuitaad a ran adare ar bed, hag ez an da gavoud an Tad.

(29) He ziskibien a lavaraz dezhan : Setu, breman e komzez sclear, ha na leverez mui a barabolennou. (30) Breman ec’h ouzomp ec’h anavezez pep tra, ha n’ec’h euz ket ezom e teufe den d’az interroji ; abalamour da ze eo e credomp ez oud deuet euz a Zoue.

(31) Jesus a respontaz dezhe : Ha credi a rit-hu breman ? (32) Setu, dond a ra an heur, ha deuet eo dija, ma viot dispartiet pep hini d’he gostez, ha ma lezot ac’hanoun va-unan ; mes n’emoun ket va-unan, rag an Tad a zo ganen. (33) An traou-man em euz lavaret deoc’h, evit ma ho pezo ar peoc’h enoun ; afflictionou ho pezo er bed ; mes kemerit courach, me em euz trec’het ar bed.


CHABISTR XVII.


JESUS a lavaraz an traou-ze ; ha neuze, o sevel he zaou-lagad var-zu an env, e lavaraz : Va Zad, deuet eo an heur, glorifi da Vab, evit ma c’hlorifio da Vab ac’hanoud ; (2) hervez ma ec’h euz roet dezhan galloud var bep kig, evit ma roio ar vuez eternel da gement hini ec’h euz roet dezhan. (3) Hogen, ar vuez eternel eo, ma c’hanavezint ac’hanoud, te pehini eo ar gwir Doue, ha Jesus-Christ pehini ec’h euz digasset. (4) Me em euz da c’hlorifiet var an douar ; peur-c’hreat eo ganen an oeuvr ez poa roet d’in da ober. (5) Ha breman, Va Zad, glorifi ac’hanoun, ganez da-unan, euz ar gloar em boa ganez, araog commansamant ar bed.

(6) Discleriet em euz da hano d’an dud euz ar bed ec’h euz roet d’in ; d’id e oant, hag ec’h euz ho roet d’in, hag ho deuz miret da c’her. (7) Breman ho deuz anavezet eo diganez e teu kement tra ec’h euz roet d’in. (8) Rag roet em euz dezhe ar c’homzou ec’h euz roet d’in, hag int ho deuz recevet anezhe, hag ho deuz anavezet e gwirionez ez oun deuet ac’hanoud, hag ho deuz credet ez eo te ec’h euz va digasset. (9) Pedi a ran evithe ; na bedan ket evit ar bed, mes evit ar re ec’h euz roet d’in, rag d’id ez int. (10) Ha kement a zo d’in a zo d’id, hag ar pez a zo d’id a zo d’in-me, hag ez oun glorifiet enhe. (11) Ha me n’ed oun mui er bed, mes ar re-man a zo er bed, ha me a ia d’az kavout. Tad santel, mir en da hano ar re ec’h euz roet d’in, evit ma vezint unan, evel-domp-ni. (12) E-pad ma oann ganthe er bed, e tiwallen anezhe en da hano. Miret em euz ar re ec’h euz roet d’in, ha n’euz bet kollet hini anezhe, nemed mab ar gollidigez, evit ma vije accomplisset ar Scritur. (13) Ha breman ez an d’az kavout, hag e lavaran an traou-man er bed, evit m’ho devezo va joa peur-leuniet enhe. (14) Roet em euz dezhe da c’her, hag ar bed hen deuz ho c’haseet, abalamour n’int ket euz ar bed, evel n’emoun ket va-unan euz ar bed. (15) Na bedan ket ac’hanoud d’ho lemmel euz ar bed, mes d’ho diwall euz an drouk. (16) N’int ket euz ar bed, evel n’ed oun ket va-unan euz ar bed. (17) Santifi anezhe dre da wirionez ; da c’her eo ar wirionez. (18) Evel ma ec’h euz va digasset er bed, em euz ive ho c’hasset er bed. (19) Hag en em zantifia a ran va-unan evithe, evit ma vezint ive santifiet dre ar wirionez.

(20) Hogen, n’e ket evithe hep-ken e pedan ; mes ive evit ar re a gredo enoun dre ho c’homz ; (21) evit ma vezint holl unan, evel ma’z oud enoun, o va Zad, hag evel ma’z oun enoud ; evit ma vezint ive unan enomp-ni ; evit ma credo ar bed eo te ec’h euz digasset ac’hanoun. (22) Roet em euz dezhe ar gloar ec’h euz roet d’in, evit ma vezint unan, evel ma’z omp-ni unan, (me enhe, ha te enoun,) (23) evit ma vezint peur-c’hreat en unan, hag evit ma c’hanavezo ar bed ec’h euz va digasset, hag e karez anezhe, evel ma ec’h euz va c’haret.

(24) O va Zad, deziroud a ran ma vezo ganen, el leac’h ma vezin, ar re ec’h euz roet d’in, evit ma velint ar gloar ec’h euz roet d’in, rag te ec’h euz va c’haret araog ma oa crouet ar bed. (25) Tad just, ar bed n’hen deuz ket anavezet ac’hanoud ; mes me, em euz da anavezet, hag ar re-man ho deuz anavezet eo te ec’h euz va digasset. (26) Ha me em euz great dezhe anaoud da hano, hag hen rei a rin da anaoud dezhe, evit ma vezo enhe ar garantez gant pehini ec’h euz va c’haret, ha ma vezin me va-unan enhe.


CHABISTR XVIII.


GOUDE m’hen doe lavaret Jesus an traou-ze, ez eaz gant he ziskibien en tu all da ster Cedron. Eno e oa eur jardin, hag ec’h antreaz ebarz gant he ziskibien.

(2) Judas, an hini a drahisse anezhan, a anaveze ive al leac’h-ze, rag Jesus a oa bet eno alies assambles gant he ziskibien. (3) Judas eta, o veza kemeret ar vanden soudarded hag ar serjanted euz a-berz prinsed ar veleien hag ar Farizianed, a zeuaz di gant leternou, gant torchadou-goulou ha gant armou. (4) Ha Jesus, o c’houzout kement a dlie c’hoarvezout ganthan, a ieaz etrezeg enhe, hag a lavaraz dezhe : Piou a glaskit-hu ? (5) Respont a rejont dezhan : Jesua a Nazaret. Jesus a lavaraz dezhe : Me eo. Ha Judas, an hini a drahisse anezhan, a oa ive ganthe. (6) Hogen, kerkent ha m’hen doe lavaret dezhe: Me eo, ez ejont a-dre hag e kouezjont d’an douar. (7) Goulen a reaz diganthe c’hoas eur vech all : Piou a glaskit-hu ? Hag int a lavaraz adare : Jesus a Nazaret. (8) Jesus a respontaz : Hen lavaret em euz deoc’h: Me eo ; mar d’eo me eta a glaskit, list ar re-man da vond kuit. (9) Kement-man a c’hoarvezaz, evit ma vije accomplisset ar gomz-man hen doa lavaret : N’em euz kollet hini euz ar re ec’h euz roet d’in.

(10) Neuze Simon Per, a oa ganthan eur c’hleze, a dennaz anezhan, hag a skoaz ganthan mevel ar beleg-braz, hag a droc’haz dezhan he skouarn deo ; hag hano ar mevel-ze a oa Malchus. (11) Mes Jesus a lavaraz da Ber : Laka da gleze en he foureo ; daoust ha na evin-me ket ar c’halir hen deuz roet an Tad d’in da eva ?

(12) Neuze ar vanden soudarded, ar c’habiten ha serjanted ar Judevien a gemeraz Jesus hag a ereaz anezhan, (13) hag e kasjont anezhan da genta da di Annas, rag Annas a oa tad-kaer da Gaïphas, pehini a oa beleg-braz er bloaz-ze. (14) Hogen, Caïphas a oa an hini hen doa roet an ali-man d’ar Judevien : Talvoudec eo e varvfe eun den evit ar bobl.

(15) Hogen Simon Per, hag eun diskibl all, ho doa heulliet Jesus. Hag an diskibl-ze a oa anavezet gant ar beleg-braz ; hag ec’h antreaz gant Jesus e palez ar beleg-braz. (16) Mes Per a oa choumet er meaz e-tal an nor. An diskibl all, pehini a oa anavezet gant ar beleg-braz, a ieaz eta er meaz, a gomzaz gant ar borzierez, hag a lekeaz Per da antren. (17) Hag ar plac’h a oa porzierez, a lavaraz da Ber : Ha n’oud-de ket ive euz a ziskibien an den-ze ? Hen a lavaraz : N’ed oun ket. (18) Hag ar servicherien hag ar serjanted a oa eno, ho doa great tan da domma, rag ien e oa an amzer, hag e tomment. Ha Per a oa ganthe, o tomma ive.

(19) Hag ar beleg-braz a interrojaz Jesus divarben he ziskibien, ha divarben he zoctrin. (20) Jesus a respontaz dezhan : Komzet em euz sclear d’ar bed ; kelennet em euz bepred er sinagog hag en templ, el leac’h m’en em zastum ar Judevien holl euz a bep leac’h, ha n’em euz lavaret netra en-kuz. (21) Perag ec’h interrojez-te ac’hanoun ? Goulen digant ar re ho deuz klevet ac’hanoun, petra em euz lavaret dezhe ; ar re-ze a oar petra em euz lavaret.

(22) Pa hen doe lavaret kement-se, unan euz ar serjanted a roaz eur javedad da Jesus, en eur lavaret dezhan : Hag evel-se eo e respontez-te d’ar beleg-braz ? (23) Jesus a respontaz dezhan : Mar em euz gwall-gomzet, diskouez petra a fall em euz lavaret ; mes mar em euz komzet mad, perag e skoez-te ac’hanoun ? (24) Hag Annas a gassaz anezhan ereet da Gaïphas, ar beleg-braz.

(25) Ha Simon Per a oa eno, o tomma ; hag e leverjont dezhan : Ha n’oud-de ket ive euz he ziskibien ? Hen nac’h a reaz, hag e lavaraz : N’oun ket. (26) Hag unan euz a zervicherien ar beleg-braz, a oa euz kerent an hini a oa bet troc’het he skouarn dezhan gant Per, a lavaraz dezhan : Ha n’em euz-me ket gwelet ac’hanoud ganthan er jardin ? (27) Neuze Per a nac’haz adare ; ha rag-tal ar c’hilloc a ganaz.

(28) Neuze e kasjont Jesus euz a di Gaïphas d’ar pretouar ; an dra-man a oa deuz ar beure, ha na antrejont ket er pretouar, gant aoun d’en em souilla hag evit gallout debri ar Pask.

(29) Pilat eta a zeuaz er meaz d’ho c’havoud, hag a lavaraz dezhe : Petra a damallit-hu d’an den-man ? (30) Respont a rejont dezhan : Ma na vije ket hennes eun torfetour, n’hor bije ket livret anezhan d’id. (31) Pilat a lavaraz dezhe : Kemerit-hen hoc’h-unan, ha barnit-hen hervez ho lezen. Ar Judevien a lavaraz dezhan : N’eo ket permetet deomp lakaad eun den d’ar maro. (32) Kement-man a c’hoarvezaz, evit ma vije accomplisset ar gomz hen doa lavaret Jesus, o tiscleria dre be seurt maro e tlie mervel.

(33) Neuze Pilat a antreaz adare er pretouar, hag o veza lakeat gervel Jesus, e lavaraz dezhan : Ha te eo roue ar Judevien ? (34) Jesus a respontaz dezhan : Hag ac’hanoud da-unan eo e leverez-te kement-se ac’hanoun, pe re all ho deuz hen lavaret d’id ? (35) Pilat a respontaz : Hag eur Judeo oun-me ! Tud da vro da-unan ha prinsed ar veleien ho deuz da livret d’in ; petra ec’h euz-te great ? (36) Jesus a respontaz : Va rouantelez n’eo ket euz ar bed-man ; ma vije va rouantelez euz ar bed-man, va zervicherien a gombatje evit na vijen ket livret d’ar Judevien ; mes breman va rouantelez n’ema ket euz ar bed-man. (37) Neuze Pilat a lavaraz dezhan : Roue oud eta ? Jesus a respontaz : Te hen lavar ; roue oun, evit an dra-ze eo ez oun ganet, ha deuet oun er bed evit renta testeni d’ar wirionez. Kement hini a zo euz ar wirionez a zelaou va mouez. (38) Pilat a lavaraz dezhan : Petra eo ar wirionez ?

Ha goude beza lavaret kement-se, ez eaz er meaz adare da gavoud ar Judevien, hag e lavaraz dezhe : Ne gavan crim e-bed en den-ze. (39) Hogen, evel ma ema ar c’hiz en ho touez e laoskfen en liberte eur prizonier- benag en amzer ar Pask, ha c^houi a fell deoc’h e laoskfen deoc’h roue ar Judevien ? (40) Neuze e crijont holl adare : Nann, n’e ket he-man ; mes Barabbas : Hogen Barabbas a oa eun torfetour.


CHABISTR XIX.


PILAT eta a lakeaz kemeret Jesus, hag hen skourjeza. (2) Hag ar zoudarded o veza great eur gurunen spern, a lakeaz anezhi var he ben, hag e lekejont en-dro dezhan eur vantel bourpr. (3) Hag e lavarent dezhan : Salud, roue ar Judevien ; hag e roent crabanadou dezhan.

(4) Pilat a ieaz adare er meaz, hag e lavaraz dezhe : Setu, hen digas a ran er meaz deoc’h, evit ma ouezot n’em euz kavet crim e-bed enhan. (5) Jesus eta a zeuaz er meaz, en eur zougen ar gurunen spern hag ar vantel bourpr. Ha Pilat a lavaraz dezhe : Setu aman an den. (6) Mes pa velaz prinsed ar veleien hag ar serjanted anezhan, e crijont a-bouez ho fen : Crucifi, crucifi anezhan ! Pilat a lavaraz dezhe : Kemerit anezhan hoc’h-unan ha crucifiit anezhan ; rag me na gavan crim e-bed enhan. (7) Ar Judevien a respontaz dezhan : Bez’ hon euz eul lezen, hag hervez hon lezen e tle mervel, abalamour ma’z eo en em c’hreat Mab Doue.

(8) Pa glevaz Pilat ar gomz-ze, hen doe c’hoas mui a aoun. (9) Mond a reaz eta adare er pretouar, hag e lavaraz da Jesus : A be leac’h oud-de ? Mes Jesus na roaz respont e-bed dezhan. (10) Neuze Pilat a lavaraz dezhan: Ne leverez netra d’in ? Ha na ouzoud-te ket penaos em euz ar galloud da grucifia ac’hanoud, hag ar galloud d’az telivra ? (11) Jesus a respontaz dezhan : Te n’az pije galloud e-bed var-n’oun, ma na vije bet roet d’id euz an neac’h ; dre-ze an hini hen deuz va livret d’id hen deuz brassoc’h pec’hed.

(12) Divar-neuze Pilat a glaske an tu d’hen delivra ; mes ar Judevien a grie : Mar leuskez an den-ze, n’oud ket mignon da Cezar ; rag piou-benag en em c’hra roue en em laka a-enep Cezar. (13) Pa glevaz Pilat ar gomz-ze, e kassaz Jesus er meaz, hag ec’h azezaz var he dribunal, el leac’h hanvet ar Pave, hag en hebrach Gabbatha.

(14) (Hogen, deiz preparation ar Pask e oa, ha var-dro ar c’houec’hved heur); hag hen a lavaraz d’ar Judevien: Setu aze ho roue. (15) Mes int a grie : Tenn, tenn anezhan euz hon touez, crucifi anezhan ! Pilat a lavaraz dezhe : Ha crucifia a rin-me ho roue ? Prinsed ar veleien a respontaz : N’hon euz roue e-bed nemed Cezar. (16) Neuze e livraz anezhan dezhe evit beza crucifiet. Kemer a rejont eta Jesus, hag her c’hasjont ganthe.

(17) Ha Jesus, o tougen he groaz, a zeuaz d’al leac’h a zo galvet leac’h ar Pen-maro, hag a zo galvet en hebrach Golgotha ; (18) eno e crucifijont anezhan, ha daou all ganthan, unan a bep tu, ha Jesus er c’hreiz.

(19) Pilat a reaz ive eur scrid hag hen lekeaz var ar groaz ; hag e oa scrivet varnezhan : Jesus a nazaret, roue ar judevien. (20) Kalz eta euz ar Judevien a lennaz ar scrid-ze, rag al leac’h en pehini e oa crucifiet Jesus a oa tost da gear ; hag e oa scrivet en hebrach, en gregach hag en latin. (21) Ha prinsed ar veleien euz ar Judevien a lavaraz da Bilat : Na scriv ket : Roue ar Judevien ; mes scriv penaos hen deuz lavaret : Me eo roue ar Judevien. (22) Pilat a respontaz : Ar pez em euz scrivet, em euz scrivet.

(23) Neuze ar zoudarded, goude m’ho doe crucifiet Jesus, a gemeraz he zillad, hag e rejont peder loden, unan evit pep hini anezhe; kemeret a rejont ive ar zae ; mes ar zae ne oa gri e-bed enhi, hag e oa euz ar memeus gwiad, adaleg an neac’h beteg an traon. (24) Lavaret a rejont eta an eil d’egile : Na rogomp ket anezhi, mes tennomp d’ar sort da biou e vezo ; evit ma vije accomplisset ar gomz-man euz ar Scritur : Partajet ho deuz va dillad etrezhe, hag ho deuz taolet va zae d’ar sort. Evel-se e reaz ar zoudarded.

(25) Hogen, mam Jesus, ha c’hoar he vam, Mari, greg Cleopas, ha Mari Madalen, en em dalc’he en kichen croaz Jesus. (26) Jesus eta, o velet he vam hag en he c’hichen an diskibl karet ganthan, a lavaraz d’he vam : Greg, setu aze da vab. (27) Neuze e lavaraz d’an diskibl : Setu aze da vam. Hag adaleg an heur-ze, an diskibl-ze he c’hemeraz en he di.

(28) Goude-ze, Jesus, o velet e oa peur-c’hreat pep tra, evit ma vije accomplisset ar Scritur, a lavaraz : Sec’hed em euz. (29) Hogen bez’ e oa eno eur vessel leun a win-egr. Karga a rejont eta eur sponj gant gwin-egr, hag o veza hen lakeat var ben eur gorzen hisop, e lakejont anezhan ouz he c’henou. (30) Ha pa hen doe Jesus kemeret ar gwin-egr, e lavaraz : Peur-c’hreat eo pep tra. Hag o veza pleget he ben, e rentaz ar spered.

(31) Hogen, ar Judevien, evit na choumje ket ar c’horfou var ar groaz e-pad deiz ar sabbat (rag devez ar breparation e oa, hag ar sabbat-se a oa eun devez braz meurbed), a c’houlennaz digant Pilat ma vije torret dezhe ho diou-esker, ha ma vijent lammet ac’hane. (32) Ar zoudarded a zeuaz eta hag a dorraz ho diou-esker d’ar c’henta, ha d’egile a oa bet cruciñet ganthan. (33) Mes, o veza deuet da gichen Jesus, pa veljont penaos e oa dija maro, na dorjont ket he ziou-esker dezhan. (34) Mes unan euz ar zoudarded a doullaz he gostez dezhan gant eul lanç, ha rag-tal e teuaz anezhan goad ha dour. (35) Hag an hini hen deuz gwelet kement-se, hen deuz roet testeni euz an dra-ze (hag he desteni a zo gwir, hag hen a oar ez eo gwir ar pez a lavar), evit ma credot. (36) Hogen, an traoù-ze a c’hoarvezaz, evit ma vije accomplisset ar Scritur: Askorn e-bed dezban na vezo torret. (37) Hag el leac’h all ar Scritur a lavar c’hoas : Gwelet a raint an hini ho deuz toullet.

(38) Goude-ze, Josef a Arimathe, pehini a oa eun diskibl da Jesus, mes en kuz, gant aoun rag ar Judevien, a bedaz Pilat d’hen lezel da lemmel ac’hane corf Jesus ; ha Pilat a bermetaz dezhan. Dond a eure eta, hag e kemeraz corf Jesus. (39) Nicodem, pehini a oa deuet da genta da gavout Jesus en noz, a zeuaz ive, ha ganthan var-dro kant lur aloez ha mirrh mesket assambles. (40) Kemeret a rejont eta corf Jesus, hag e lienjont anezhan gant linennou, o lakaad louzou a c’houez-vad, evel ma’z eo custum ar Judevien da sebelia.

(41) Hogen, el leac’h ma oa bet crucifiet e oa eur jardin, hag ebarz ar jardin-ze e oa eur bez nevez, en pehini ne oa bet c’hoaz lakeat den e-bed. (42) Lakaad a rejont eta Jesus eno, abalamour da breparation ar Judevien, hag ive dre ma oa tost ar bez.


CHABISTR XX.


AN deiz kenta euz ar sizun, Mari Madalen a zeuaz etrezeg ar bez beure mad, pa oa c’hoas teval ; hag e velaz ar mean lammet kuit divar ar bez. (2) Diredec a reaz eta da gavout Simon Per hag an diskibl all a oa karet gant Jesus ; hag e lavaraz dezhe : Tennet ho deuz an Aotrou euz ar bez, hag hen douget kuit ha ne ouzomp ket e pe leac’h ho deuz lakeat anezhan.

(3) Neuze Per a ieaz er meaz gant an diskibl all, hag ez ejont d’ar bez. (4) Hag e redent ho daou assambles ; mes an diskibl all-ze a redaz buhannoc’h eged Per, hag a erruaz da genta e kichen ar bez. (5) Hag o veza daou-bleget evit sellet, e velaz al lienennou var an douar ; mes n’ez eaz ket ebarz. (6) Mes Simon Per, pehini a zeue var he lerc’h, a erruaz, hag a ieaz er bez, hag a velaz al lienennou a oa var an douar, (7) hag al linsel a oa bet var he ben, pehini ne oa ket lakeat assambles gant al linselliou all ; mes a oa pleget en eul leac’h a-gostez. (8) An diskibl all, pèhini a oa deuet da genta d’ar bez, a ieaz ive ebarz, hag e velaz, hag e credaz. (9) Rag n’ho doa ket c’hoas comprenet ar Scritur a lavar e ranke Jesus resussita a-douez ar re varo. (10) Neuze an diskibien a zistroaz d’ar gear.

(11) Koulskoude Mari a choume er meaz, e-tal ar bez, o wela ; hag evel ma wele, e plegaz evit sellet er bez, (12) hag e velaz daou eal gwisket en gwenn, azezet unan ouz ar pen, hag egile ouz an treid, el leac’h ma oa bet gourvezet corf Jesus. (13) Hag an elez a lavaraz dezhe : Greg, perag e welez-te ? Hi a lavaraz dezhe : Abalamour ma ho deuz douget kuit va Aotrou, ha na ouzon ket pe leac’h ho deuz lakeet anezhan. (14) Ha goude beza lavaret kement-se, e tistroaz hag e velaz Jesus en he za ; mes na ouie ket e oa Jesus hennes. (15) Jesus a lavaraz dezhi : Greg, perag e welez-te ? Piou a glaskez ? Hi, o credi e oa hennes ar jardiner, a lavaraz dezhan : Aotrou, mar d’eo te ec’h euz hen douget kuit, lavar d’in pe leac’h ec’h euz hen lakeat, hag e kemerin anezhan. (16) Jesus a lavaraz dezhi : Mari ! Hag hi, o veza distroet, a lavaraz dezhan : Rabbouni ! da lavaret eo, va Mestr ! (17) Jesus a lavaraz dezhi : Na douch ket ouzin, rag n’oun ket c’hoas pignet etrezeg va Zad ; mes kea da gavoud va breudeur, ha lavar dezhe e pignan etrezeg va Zad hag ho Tad, va Doue hag ho Toue. (18) Ha Mari Madalen a zeuaz da annonsi d’an diskibien penaos he doa gwelet an Aotrou, hag hen doa lavaret an traou-ze dezhi.

(19) Var ar pardaez euz an deiz-ze, a oa ar c’henta euz ar sizun, an norojou euz al leac’h ma oa assamblet enhan an diskibien, o veza serret, gant aoun rag ar Judevien, Jesus a zeuaz, hag en em brezantaz en ho c’hreiz, hag a lavaraz dezhe : Ar peoc’h ra vezo ganeoc’h ! (20) Ha goude beza lavaret an dra-ze dezhe, e tiskouezaz dezhe he zaouarn hag he gostez. An diskibien eta, o velet an Aotrou, ho doe eur joa vraz. (21) Ha Jesus a lavaraz adare dezhe : Ar peoc’h ra vezo ganeoc’h ! Evel ma hen deuz an Tad digasset ac’hanoun, evel-se ive me a gas ac’hanoc’h. (22) Ha pa hen doe lavaret kement-se, e c’hwezaz varnezhe hag e lavaraz dezhe : Recevit ar Spered-Santel. (23) Da biou-benag e pardonot ar pec’hejou, e vezint pardonet dezhe ; hag ar re da bere ho dalc’hot, e vezint dalc’het dezhe.

(24) Hogen, Thomas, unan euz an daouzec, galvet Didimus, ne oa ket ganthe pa zeuaz Jesus. (25) An diskibien all eta a lavaraz dezhan : Ni hon euz gwelet an Aotrou. Mes hen a lavaraz dezhe : Ma na velan en he zaouarn merk an tachou, ha ma na lakaan va biz en merk an tachou, ha ma na lakaan va dorn en he gostez, me na gredin ket.

(26) Eiz deiz goude, he ziskibien a oa adare en ti, ha Thomas a oa ganthe. Jesus a zeuaz, an norojou o veza serret, hag en em zalc’haz en ho c’hreiz hag a lavaraz : Ar peoc’h ra vezo ganeoc’h ! (27) Neuze e lavaraz da Dhomas : Laka da viz aman, ha sell ouz va daouarn ; astenn ive da zorn, ha laka-hen em c’hostez, ha na vez ket eun den difeiz, mes eun den hag a gred. (28) Thomas a respontaz hag a lavaraz dezhan : Va Aotrou ha va Doue ! (29) Jesus a lavaraz dezhan : Abalamour ma ec’h euz va gwelet, Thomas, ec’h euz credet ! Eürus ar re n’ho deuz ket gwelet, hag ho deuz credet !

(30) Jesus a reaz c’hoas dirag he ziskibien kalz a viraclou all, pere n’int ket scrivet el levr-man. (31) Mes an traou-man a zo scrivet, evit ma credot penaos Jesus eo ar C’hrist, Mab Doue, hag o credi ma ho pezo ar vuez en he hano.


CHABISTR XXI.


GOUDE-ZE, Jesus en em ziskouezaz adare d’an diskibien tost da vor Tiberiad, ha setu penaos en em ziskouezaz : (2) Simon Per, ha Thomas, hanvet Didimus, Nathanael, pehini a oa euz a Gana en Galile, mipien Zebede ha daou all euz he ziskibien a oa assambles. (3) Simon Per a lavaraz dezhe : Mond a ran da besketa. Hag e leverjont dezhan : Ni a ia ive ganez. Hag ez ejont, hag e pignjont rag-tal er vag ; mes en noz-ze ne dapjont netra.

(4) Pa pa deuet ar mintin, Jesus en em gavaz var an aod ; mes an diskibien na ouient ket e oa hen Jesus. (5) Jesus a lavaraz dezhe : Bugale ha n’hoc’h euz-hu netra da zebri ? Int a respontaz dezhan : Nann. (6) Hag e lavaraz dezhe : Taolit ar roued en tu deo euz ar vag, hag e kavot. He deurel a rejont eta, ha na hellent mui hen tenna er meaz gant ar bern pesked a oa enhan. (7) Rag-se an diskibl a oa karet gant Jesus, a lavaraz da Ber : An Aotrou eo ! Pa glevaz Simon Per e oa hennes an Aotrou, e lekeaz he zae var-c’horre (rag en noaz e oa), hag en em daolaz er mor. (8) Mes an diskibien all a deuaz gant ar vag, o stleja ar roued leun a besked, rag ne oant diouz an douar nemed var-dro daou c’hant ilinad.

(9) Pa oent diskennet d’an douar, e veljont eno glaou beo, ha pesked varnezhe, ha bara. (10) Jesus a lavaraz dezhe : Digassit euz ar pesked emoc’h o paouez kemeret. (11) Simon Per a bignaz a-nevez, hag a dennaz ar roued d’an douar, hag hen leun a gant tri hag hanter kant pesk braz, ha petra-benag ma oa kement-se, na doraz ket ar roued. (12) Jesus a lavaraz dezhe : Deuit da leina. Hogen hini euz an diskibien na grede goulen diganthan : Piou oud-de ? o c’houzoud e oa hen an Aotrou. (13) Jesus eta a dostaaz, hag a gemeraz bara, hag e roaz dezhe, ha pesked ive.

(14) Hou-man oa dija an deirved gwech m’hen em ziskoueze Jesus d’he ziskibien, goude ma oe resussitet a-douez ar re varo.

(15) Goude eta m’ho doe leinet, Jesus a lavaraz da Simon Per : Simon, mab Jona, ha karoud a rez-te ac’hanoun muioc’h eged ar re-man ? Per a respontaz : Ia, Aotrou, gouzoud a rez e karan ac’hanoud. Jesus a lavaraz dezhan : Messaa va oaned. (16) Lavaret a reaz dezhan eun eil gwech : Simon, mab Jona, ha karoud a rez-te ac’hanoun ? Per a lavaraz dezhan : Ia, Aotrou, gouzoud a rez e karan ac’hanoud. Jesus a lavaraz dezhan : Messaa va denved. (17) Lavaret a reaz dezhan an deirved gwech : Simon, mab Jona, ha karoud a rez-te ac’hanoun ? Per a oe glac’haret abalamour m’hen doa lavaret evit an deirved gwech : Ha karoud a rez-te ac’hanoun ? Hag e lavaraz dezhan : Aotrou, te a oar pep tra, gouzoud a rez e karan ac’hanoud. Jesus a lavaraz dezhan: Messaa va denved. (18) E gwirionez, e gwirionez hen lavaran d’id : Pa oaz yaouankoc’h, te a lake da c’houriz da-unan, hag ez eez el leac’h ma felle d’id ; mes pa vezi koz, ec’h astenni da zaouarn, hag eun all a lako da c’houriz d’id, hag a gasso ac’hanoud el leac’h na fello ket d’id mond. (19) Hogen, hen a lavaraz an dra-ze evit rei da anaoud dre be seurt maro e tlie Per glorifia Doue.

Ha goude beza komzet evel-se, e lavaraz dezhan : Heuil ac’hanoun. (20) Ha Per, o veza distroet, a velaz o tond var he lerc’h an diskibl a oa karet gant Jesus, an hini a oa harpet var galon Jesus, e-pad ar goan, hag hen doa lavaret dezhan : Aotrou, piou eo an hini a drahis ac’hanoud ? (21) Per eta, o veza gwelet anezhan, a lavaraz da Jesus : Aotrou, hag he-man, petra c’hoarvezo ganthan ? (22) Jesus a lavaraz dezhan : Mar fell d’in e choumfe ken a deuin, petra a ra an dra-ze d’id ? Evidoud-te, heuil ac’hanoun. (23) Ar brud a redaz eta e-touez ar breudeur, penaos an diskibl-ze na varvje ket. Koulskoude Jesus n’hen doa ket lavaret dezhan : Na varvo ket ; mes : Mar fell d’in e choumfe ken a deuin, petra a ra ze d’id ?

(24) He-man eo an diskibl-ze pebini a ro testeni divarben an traou-man, hag hen deuz ho scrivet ; ha gouzoud a reomp penaos he desteni a zo gwirion.

(25) Bez’ ez euz c’hoas kalz a draou all great gant Jesus, ha ma vije scrivet pep hini anezhe, ne gav ket d’in e vije plas awalc’h er bed holl zo-ken d’al levriou a halfe an den da scriva divarben an traou-ze. Amen.

————