Mont d’an endalc’had

Tapet gant an aotrou person

Eus Wikimammenn




TAPET GANT AN AOTROU PERSON


Gant LOEIZ AR FLOC’H.


————


Er bloavez 1879, e miz gouere, eur yaouvez goude kreisteiz, va zad a lavaras d’in mont da vesa ar zaoud da foenneg Kroaz-ar-Zant, pemp minutenn vale eus ar vourc’h. Mont a ris, gannen eul levr brezonek da lenn, eul levr Kantikou.

Edon o kana evel eun alc’houeder, en disheol dindan an haleg, pa zigouezas va c’hoar Perrin, ganti Herve ha Mari, Kenderv ha Keniderv d’in, peb a forc’h koat ganto, da ficha ar foen, ha d’o bernia pa deuje an abardaez.

Redek ha diredek, gourvez ha dic’hourvez a reemp er foenneg. Zoken e livirin hon devoa graet e-kreiz ar foenneg eur bern foen, evit galloud lampat dreist, en eur gemer eun tamm penn-herr, c’hoant o oa savet ganeomp da c’hoari Tourig-ar-Prad, ha da c’hoari gounit hor c’herc’h war ar foen leun a c’houez-vat. Va Doue ! petra rajemp ken, e-keit ha ma oa ar zaoud o peuri hag an heol grill o vennout terri e c’houzoug ! Hag ouspenn, n’oamp hor pevar nemet bugale : bugale dinec’h ha dizoursi kaer o veva laouena ma c’hellemp dindan bolz c’hlas an Envou.

Edomp eta hor pevar o lampat an eil goude egile dreist ar bern foen, c’hoarz a yoa er Prad, ar c’houezenn a ruille diwar hon tal war hon daoulagad, pa c’hoarvezas gant Mari, va c’heniderv, ober eul lamm-treuz dreist ar bern, ha mont war gwenn he c’hroc’hen en tu all. Pignat a eure eun tamm re uhel he broz pe he lostenn betek he fenn, ha setu ma kreskas ar c’hoarz emesk ar c’hanfarded.

A-vec’h ma voe savet Mari en he zav, ma oa an aotrou Person er foenneg, e vaz gantan prest da lopa !

N’oa ket chomet, tra, ar pevar labous er foenneg da dorta na da zigemer taoliou baz teo ar beleg. Me, sonj am eus, a lampas war an hent bras hep stoka na gar na troad er c’hleuz, n’ouzon ket avat penaos o devoa an tri all sachet ganto o skasou, pẹp hini dre e riboul, ar riboul a gavas da genta.

Pemp minuten goude, pell diouz ar bazadou, oamp hor pevar o sellout ouz an aotrou Person o viza d’eomp e vaz hag o konta d’eomp petra a vije graet ouzomp gantan.

Mont a eure raktal d’ar Bugn, da lavarout d’ar vamm petra en devoa gwelet he bugale oc’h ober er foenneg, dirak Kroaz hor Zalver a oa dek paz diouto !

Me, d’ar c’houlz-se, am oa unnek vloaz hanter, va c’hoar dek vloaz, va c’henderv dek vloaz hanter, ha Mari daouzek vloaz. « Hag adalek hirio, Chaned, ho mab polison Louis, a zo torret eus e garg a gurust en iliz Bodiliz », a lavaras d’am mamm an aotrou. R. neuze Person er barrez.

Ha va c’hez mamm da ouela ha da glask gwenna va zae zu ! Allaz ! Kaer he devoa bet kunudi ha klask sanka e penn ar beleg n’oamp hor pevar nemet bugale ker glân hag ar bugel a zo en e gavel, ne reas vân ouz he c’hlevout, he daerou ne denerajont ket e galon, ha me a c’hellas chom goudeze da ober va c’housk mintin e strad eun armel goz er zolier vras, er Bugn.

N’oa ket bet nemeur a zroug em zad, rak gouzout a rae ne raemp nemet c’hoariou bugale, hep sonjal e droug ebet !… Allaz ! d’ar zul war-lerc’h, pignat a eure an aotrou Person er gador, ha diouz al lein anezi, ne reas ket a c’henou bihan evit lavarout d’e barrezioniz an darvoud skrijus c’hoarvezet d’ar yaou a-raok e foenneg Kroaz-ar-Zant ! Me n’oan nemed eun haillon, eur fripon, hag a oa va flas en ti a gorreksion !…

Er bloavez 1883, e miz mezeven, oa hanvet an aotrou R da berson en eur barrez eus goueled-Leon, ha tri miz goude, me a oa adarre kurust e Bodiliz, hag er bloavez-se e krogis da zeski al Latin, goude beza bet pôtr saoud en Inistien.


————