Tan war c’horre Kemenez

Eus Wikimammenn


Tan war c’horre Kemenez


skrivet gant Jakez Riou


Gwalarn Nn 132, 1941


TAN WAR C’HORRE KEMENEZ


Eun ugent vloaz bennak abaoe ma rede mor etre Konk-Leon hag ar Garreg Du evit kas ha degas gedourien an tour-tan, biskoaz n’en doa ar C’herfriden kavet da enebi, kement hag an devez-se, ouz an amzer fall. Hag ouspenn, gant eur vorenn Kerzu o tiskenn, e nozas gwall abred, ha ret e oa d’ar moraer teurel ar brasa evez evit loveal dizroug etre ar sklosennou ha sklerijenn an taniou.

Setu ma ne c’hellas ket, daoust ma savas c’hoant d’ezañ, distrei diouz e hent war an distro, ha lakaat penn war enezenn Gemenez a save diwar he gorre en noz o tont, evel ruzelennou eun tan-gwall.

Ne c’houlennas ket digant e vab, gourvezet war eur fard kerdin e diaraog ar vag, petra ’ dalveze an tan war c’horre an enezenn, rak ne ouie ket hiroc’h egetañ, na digant ar gedour a zegase da Gonk, rak ouz e welout alvaonet, e oa aes d’ar sturier gouzout e oa hini anezo o-zri evit ober d’eur goulenn eur respont dereat.

Sellout a rejont an eil ouz egile, souezet, ha pa ne gomze den, hini ebet ne c’houlennas tra.

Kerfriden, evelato, a oa heskinet e spered ha, panevet an houlenn o stlakal ouz beg-araok ar vag hag ar vag o vont war he c’hant gant bountadennou avel er goueliou, e vije bet moredet e zourn war loc’h ar stur.

Goude ma voe aet a-ziwar weled enezenn Gemenez, evel eul lestr, an tangwall enni, o c’houeledi er mor, ar gedour a lavaras :

— N’emañ ket enaouet gwall-bell ’zo an tangwall, rak ar mintin-mañ e oa sklaer an amzer, hag eus lein an tour-tan, de hol luned, n’hon eus-ni merzet tra.

Ne ouie ket muioc’h an dud war-lerc’h ar c’homzou-se.

Kerkent ha ma erruas ar vag e porz Konk, Kerfriden a gemennas d’e vab eoria anezi tost d’ar c’hal ha kemer al levneged, pesketaet e-tal an tour-tan, — eno e vez kavet al levneged ar saourusa, — evit o c’has d’ar gêr ; hag heñ a yeas war-eeun da di an archerien.

Eus an tornaod, an archerien a glaskas en aner gwelout tan du-hont er mor. Edo an noz o kloza hag a-boan ma wele al lagad pelloc’hik eget tan-difiñv Kermorvan. Soñjal a rejont e oa eun tangwall.

Antronoz vintin e teuzas ar vorenn, hag enezenn Gemenez a darzas en dremmwel, izel ha noaz, evel eur pesk o neui war c’horre an dour. Na tan na mogedenn war he gorre. Kerfriden a soñjas neuze, evel m’o doa soñjet an archerien, e oa bet neizeur eun tangwall hag e oa bet devet spis ha raz ti an itron Foll.

Teuzet ar vorenn ha reiz ar mor.

Hogen war-dro kreisteiz, pesketaerien o tiskenn er porz evit mont da lakaat en dour kevell kranked, a welas eur vogedenn war c’horre Kemenez hag e-kreiz ar vogedenn flammouigou par da elfennou, a-bell.

Gwall nec’het en em gavas an archerien. Hep mar ebet, e oa c’hoarvezet darvoud e Kemenez, rak tan war c’horre an inizi, a zo evel ar banniel du war lein an touriou-tan, hag a ro da c’houzout eo c’hoarvezet eur gwall zarvoud bennak. Mestr an archerien, ar wech kenta d’ezañ klevout ano eus seurt tra, ne ouie ket gwall vat petra ober, mont da Gemenez pe chom hep mont, pa voe gwelet eur vagig he goueliou digor o tont eus tu an enezenn.

Bag ar Foll an hini oa.

An itron Foll brudet en holl inizi, a veve gant eur mab nemetañ, e Kemenez, gant eun ugent beziner bennak, lakepoded ha forbaned deut di da labourat pell diouz archer ha barner.


JAKEZ RIOU.