Télen Arvor/a-bezh

Eus Wikimammenn
Alphonse Lemerre, éditeur, Hep meneg
Skrid a-bezh


TÉLEN ARVOR


————


LA HARPE D’ARMORIQUE


TÉLEN ARVOR

————

Ann Délen

Dilézed war gherreg ar môr,
Tével a rê an délen aour,

Hé c’horfik hanter zigoret,
Hag hé c’herdinigou torret.

O wélet eunn dizeûr kén brâz
Va c’halon ivez a rannaz ;

Mé gavaz enn han eun nerven,
Hag hi stagaz ouc’h ann délen,

Eur gordennig a garantez ;
Ar ré all a staghîz ivez.

Evit péb oad, évit pép stad,
Bréma zon ar zonérez vâd. —

Sonit, délen ! — Ar Vrétoned
Kalz konfort, allaz ! n’hô deûz ked.

————


Barzonek


KANAOUEN AR BRÉTONED

War don : Ann hani gôz.

I

Ni zô bépred
Brétoned,
Brétoned tûd kaled.

II

O ia ! d’ar brézel paotred ter,
Paotred vâd ha séven er gher.
Ni zô bépred
Brétoned,
Brétoned tûd kaled.
 

III

Téc’het a ra Saôz penn-da-benn
Pa lévéromp ni : « Tor hé benn ! »
Ni zô bépred
Brétoned,
Brétoned tûd kaled.


IV

Hoghen, klevid enn eûreûjou
Kanaouen skiltr ar biniou.
Ni zô bépred
Brétoned,
Brétoned tûd kaled.
 

V

O Breiz-Izel ! ô kaéra brô !
Koad enn hé c’hreiz, môr enn hé zrô !
Ni zô bépred
Brétoned,
Brétoned tûd kaled.
 

VI

Allas ! mar tléann Breiz kuitât,
Mé wélô leiz ma daou-lagad.
Ni zô bépred
Brétoned,
Brétoned tûd kaled.
 

VII

Mirit, breûdeûr kez, hô pen-baz.
Hô pléô hîr, hô pragou-brâz.
Ni zô bépred
Brétoned,
Brétoned tûd kaled.


VIII

Gourennit mâd ! Eur gourenner
En deûz kalon ar merc’hed kaer.
Ni zô bépred
Brétoned,
Brétoned tûd kaled.

IX

Mé drouc’hô ma zéôd em beck
Kent diziski ar brézonek.
Ni zô bépred
Brétoned,
Brétoned tûd kaled.

X

Karantez d’id, brô karadek !
Breiz-Arvorik, douar dervek.
Ni zô bépred
Brétoned,
Brétoned tûd kaled.

XI

Koulskoudé, dreist ann holl vadou ;
Karomb ar C’hrist, Doué hon tadou.
Ni zô bépred
Brétoned,
Brétoned tûd kaled.

miz Gouhéré 1836.

————


Son Ann Névez-Amzer

Da Jeromik, Euz à Gher-Véghien


EUNN TRÉMÉNIAD.

Sétu ann névez-amzer,
Pé-trâ ganit-hu, mézer ?
Méserik kez, pé-trâ gan
Al labousik war al lan ?
 

AR MÉZERIK.

Al labous gand lévénez
Gan ha gan hé vignonez ;
El lan, ével péb labous,
Péb mézer a gan hé zous.
 

ANN TRÉMÉNIAD.

Gwell-a-zé ! Kanid ataô !
Né kéd hîr ann amzer vraô.
Karid mâd ha kanid stank,
Laboused ha tûd iaouank.

————


Ar Bleun Lann

War don : Evnig a gan er c’hoat huel.


AR PLAC’H.

Hag é pé amser évid on,
Dén iaouang, é verv hô kalon ?
Klévit : pa ém’ar bleûn el lann,
Pé ar bleûn mélen er balan ?
 

ANN DÉN IAOUANK.

Hô daou, vâd ! hô deûz bleûn mélen,
Lan ha balan, koantik Elen ;
Hoghen el lann éma, em c’hîz,
Bleûn karet gand ar iaouankiz.

AR PLAC’H.

Ha pérak, va mignonik kez,
Lan en deuz bleûn a garantez ?

ANN DÉN IAOUANK.

Sétu pérak, mignonez ker :
Lann en deuz bleûn é peb amser.

É miz Even.

————


Péden al Labourérien

War don : Santez Mari.


I

O sand Alan, sant brô Skaer, stéréden Breiz-Izel,
Lévénez ann élez kaer didan hô diou-askel,
Diouc’h hô kador alaouret ha saved dreist al loar,
Reid eur zell garantézuz d’é-omb oar ann douar.
 

II

Allas! ni a zô tûd paour, tûd paour dioar ar mez !
Gouskoudé d’hô tî santel é-teûomb aliez ;
Ia ! dre ar fallâ henchou, han-goan, é teûomp holl,
Skornet béb sûl gand ann erc’h, dévet gand ann héol.
 

III

Eunn difenner a glaskomp : krîz eo hor buhez ;
Oar-n-omb al labour atô, atô ar baourentez ;
Bemdez kalon ann douar a doullomp gand ann houarn,
Ré all a zebr ar guiniz hadet gand hon douarn.


IV

Hoghen, sellomb uhelloc’h ! Eur béd all a vézo,
Péb-unan diouc’hé ober neûzé en dévézô :
Fall labourer ann hini a gav hé véc’h ré vrâz,
Ha fall gristen ann hini ne oar doughen hé groaz.

V

Evel bugaligou kéz tostêd enn drô d’hô zâd,
Sétu ni holl daoulined enn drô d’é-hoc’h, sant mâd :
Kalz ac’hanomb er vrô-man, kalz ho deûz hoc’h hanô,
Er béd-man hag er béd all bézit gan omb atô.

VI

O sand Alan, sant brô Skaer, stéréden Breiz-Izel,
Lévénez ann élez kaer didan hô diou-askel,
Diouc’h hô kador alaouret ha saved dreist al loar,
Reid eur zell garantézuz d’é-omb oar ann douar,
 
Da gonforti ar Vrétoned
Ar béden-man em eûz saved,
 
Skaer, é miz Eost 1843.

————


Paotred Plo-Meur

Gwerz


I

Tud iaouank, tûd glac’hared da guitaad ar vrô,
Kasit gan é-hoc’h, kasid ann espéranz atô :
Skédi a rai war hô hend ével eur stéren gaer,
Ha dirag hô taou-lagad pa sistrofod d’ar gher.
 

II

— Béz’ ez oé eunn amzer, eunn amzer zû ha kriz,
Ann holl dûd iaouang a roé malloz d’hô iaouankiz,
A rummadou da Vrô-C’hall mond a réant ped bloaz.
Allaz ! né zistroent mui da Vreiz-Izel biskoaz !
 

III

Nann ! énep lec’h eûz a Vreiz né wélet ô valé
Néméd ar ré vac’haigned, ré gôz, ha bugalé ;
Né oa gour da labourât na da vlénia ann hel ;
Ar graghez a éhanaz enn divez da c’henel,

. IV

Napoléon oa ar roué, ar gwîr vleiz a vrézel
Héb truez d’ar mammou paour a skrapé hô bughel :
Lavaret rér er béd all éma enn eul lennad,
Ema béteg hé c’hénou enn eur poull leûn a wâd.


V

Pa oé hanvet ré Plô-Meûr d’al lazérez vrâz-zé :
« Ar bleiz zô gand ann denved, émé-z-ind-hi neûzé !
Ia! ann droug a zô war-n-omp ! Dougomb éta hon droug
Ha d’al loen gouez ha férô astennomb hor gouzoug. »
 

VI

D’ar béleg é léverzont : « Sétu deiz ann ankenn,
Gwiskid ar stoll wenn ha dû évid hor binnighen ; »
D’hô c’herent : « Gwiskid ivez hô tillad kanv ha dû ; »
D’ar c’halvez : « Grid évid omp, grid eunn arched diouc’h-tû

VII

Tra spountuz ! dré ar parkou hag al lann gwéled
Ar zoudarded iaouank-zé ô toughen hô arched :
Réna a réand-d’hô béz ha dira-z-hô ar c’haoun,
O kana gand ar bélek péden ann anaoun.
 

VIII

Meûr a zén garantézuz eûz ann hol dréviou
Oa deûet gant goulou-koar, ar c’hloc’h hag ar c’hroaziou
Daoulinet war léz ann hent eunn darn a lavaré :
« It, kristénien ! Evid hoc’h pédi a raimp Doué. »
 

IX

E kreiz lan vrâz ar Gôz-ker, war lézen ar barrez,
Choum a réàz tûd ar c’haoun ; énô oé ann enkrez :
Enn arched é oa taoled hô bléô, hô gouriz,
Hag ar c’haoun holl a ganaz neûzé : De profundis !


X

Ann tadou a hirvoudé, allaz ! hag ar mammou
A strinké ô tifronka hô éné d’ann envou ;
Ann holl étré hô divrec’h a c’halvé hô mipien
Hî, êvel pa vent marô, né lavarent mui kén.

XI

Enn eur zioulded gristen, hag hep selled adré,
Kuîd ézond ô tilézel hô buhez gand Doué ;
A-héd ar wénojénou éz-éend daou-ha-daou,
Ken trist hag ann anaoun, tristoc’h hep lâret gaou.

XII

Gand Doué é m’int, siouaz ! ha didân enn douar
Hô eskern e zô gwennoc’h ar goulou-koar,
Ar ghérent nec’hed ivez er béz zô diskenned :
Ann tadou hag ar mipien, holl ez int tréméned !
 

XIII

— Tûd iaouank, tûd glac’hared da guittaad ar vrô,
Ar péoc’h a zô er béd hag ar béd a zô braô,
Id éta a galoun vâd é-pâd hô iaouankiz !
C’houi a lavarô eunn deiz : « Gwéled em euz Paris ! »

É miz Ébrel 1839.

————


Al Liorz

D’ ann otrou Iann ar Bek, kèlenner

War don : Théofilus.

 
Léz eul liorz dudiuz a oa hanter zigor,
Eur c’hroac’h a lavaré ghîz-zé war doull ann ôr :
« Bokédou zô aman, va doué ! ha frouez !
Ha traou mâd da zibri ha da c’houésa ivez !

« Eul liorz all anavann, allaz ! eul liorzik zû :
Ann aotrou, pa zeûinn, a zigorô diouc’h-tu ;
Evid kousket didrouz eul lec’h don em bézô,
Eunn dén pinvig em harz martézé c’hourvézô. »

— Hoghen eunn dén fur brâz oa ô valé el liorz :
« Da bétra, va mamm gôz, é chomit-hu er porz !
Deuid em liorz, deuit ! me éo ann aotrou.
Mamm gôz, dibrit frouez, c’houésaid bokédou. »

É miz Dû 1837.

————


Son ann Tacher

Er vourc’h abaoué ma chomann
Morzol ann tacher a glévann.

Hed ann deiz, héd ann nôz ez skô !
Skoei a ra hé vorzol atô !

Sellid hé zivrec’h noaz ha dû
O tistrei ann houarn a bêp-tû.

Héd ann deiz, héd ann nôz ez skô !
Skoei a ra hé vorzol atô !

Ann heol kaer morse na well,
Bépred glaou ha tan rû er c’hoell.

Héd ann deiz, héd ann nôz ez skô !
Skoei a ra hé vorzol atô !

Da vaga hé vugalé kez
Kant a kant tach a ra bemdez.
 
Héd ann deiz, héd ann nôz ez skô !
Skoei a ra hé vorzol atô !

Ré all a ia d’ar Pardonou,
Hén a chom da ober tachou.


Héd ann deiz, héd ann nôz ez skô !
Skoei a ra hé vorzol atô !

Tachouigou, tachou pennek,
Hag a houarn évid eur gwennek !

Hed ann deiz, héd ann nôz ez skô !
Skoei a ra hé vorzol atô !

Ehan a ra pép sûl hép-kén
Evit kléved ann oféren.

Héd ann deiz, héd ann nôz ez skô !
Skoei a ra hé vorzol atô !

Dibod a wech ann tavarnier
A well enn hé dî ann tacher.

Héd ann deiz, héd ann nôz ez skô !
Skoei a ra hé vorzol atô !

Bennoz sand Alar ha Doué,
Ia, Bennoz d’ann obérour-zé !
 
Héd ann deiz, héd ann nôz ez skô !
Skoei a ra hé vorzol atô !

É miz Kerzû 1842.

————


Otrou Flammik

War don : Ar vamm Mikéla.

Sétu Otrou Flammik, gwisked flamm, gwisked kaer,
Né kéd mui eur mésiad, né kéd c’hoaz eur pôtr ker.

Sellid hé ben toused, toused gant ar c’hrévier :
N’en deuz kéd bléô hir, n’en deûz kéd bléô berr.

Dond a ra eûz ar skôl, klévomb holl brések :
Né kéd mui brézonek ha né kéd c’hoaz gallek.

Foughéer ha direiz, war béb drâ grog hé zent :
Goab a ra war ann diaoul, goab a ra war ar zent.

Hanter-wâd, hanter fall, sétu Otrou Flammik.
Allas ! ann oanig gwenn a zô deûd eul louarnik.

Sétu Otrou Flammik, gwisked flamm, gwisked kaer,
Né kéd mui eur mésiad, né kéd c’hoaz eur pôtr ker.
 
É miz Meurs 1843.

————


Mari

War don : Kont a Jaffré.

Pa zeûann ken trist dré hô ker,
Na spountit kéd, tûd ar Vouster,
Mé glask va c’hoant, n’ounn kéd eul laer.

Dré-man mé heûliaz aliez
Em iaouankiz eur plac’hik kéz,
Evel eul labous hé farez.

Pélec’h éma ar plac’hik kaer ?
Na spountit kéd, tûd ar Vouster,
Mé glask va douz, n’ounn kéd eul laer.

Gand hé c’hoef digor d’ann avel,
Hî oa é-ghîz eunn durzunel,
Pa’nem zispleg hé diou askel.

Kolled é ann durzunel gher !
Na spountit kéd, tûd ar Vouster,
Mé glask va c’hoant, n’ounn kéd eul laer.


Er vourc’h, goudé ar gousperô,
Ann holl a lâré, trô-var-drô :
« Houn-nez éo flouren ar vrô ! »

O iaouankiz flour ha ré verr ! —
Na spountit kéd, tûd ar Vouster,
Me oel va douz, n’ounn kéd eul laer.
 
É miz Gwenn-Golô…

————


Ann Dero

Barzonek

War don : Klévomp, kôz ha iouank.

I

Kanomb holl and dero, roué ar c’hoajou brâz !
Kanomb holl, tûd iaouank, ha kanomb ar gwé glâz !
Krîz éo ann hini a drouc’h ann dervenned :
Allas! kémént a wé é Breiz zô diskarret !
 

II

Ar gwé a zô santel ! Ar Gorriked, bemnoz,
A zeu da gorolli war drô ann derô kôz ;
Hag ann Anaoun kéz, da sklerder al loar,
A skuill eno daélou, daélou war ann douar.
 

III

Gant hé zéliou stank brâz eunn derô kant bloasiad,
Ha gant hé vléô hîr war hé choug eur Breiziad
A zô ével daou vreûr : hep laret gaou,
Leun a nerz, a vuhé, krén ha kaled hô daou.


IV

Gwéled em euz, é Skaer, eun dérô kenn huel
A zavé enn évou hé vek dreist ann avel ;
Eur gourenner ivé kenn stard em euz kavet
En doa oc’h ann douar hé dreid gozik staghet.
 

V

Ma vé gand ar gurun d’ann douar diskarret,
Eul lestr gand hé gorf dôn, eul lestr brâz a vô gret :
Labourit’ta, kalvé ! ha deûit, tûd-a-vôr !
Roué ar ménésiou zô c’hoaz roué ar môr.
 

VI

C’houi ivez, mésiaded, deûit ! ha gant peb bar
Grit peûliou ha freillou, gand ar c’hef eunn alar !
Mes savomp da-ghentâ é kornig ann henchou
Lamm-groaz wer bé-hini oé staghed Hon-Aotrou.

VII

Tal va béz, tûd iaouank, c’houi lakai eunn derven,
Hag ann estik klemmuz a ganô war hé fen :
« Brizeuk, barz bléo mélen, aman a zô bésiet,
« Hen-nez a wir galon garé ar Vrétoned. »

É miz Even 1837.

————


Rimou bihan


KIMIADOU.

Allaz ! Sétu ann dé da guitaat hô prô :
Kénavô, Kernéviz ! ia, tûd vâd, kénavô !
— Kénavô, dén iaouank ! Mes deûet c’hoaz, deûet !
Pérak mont kuit pa ver gand ann holl dût karet ?

DA JESMI
Barz Gwaskonn.

Barzik kéz, évid hon diwall,
Lévéromp d’ar C’hallaoued fall :
O kana Doué war ar mez
Peb labousig en deuz hé voez.

DA HERSART.

Amzer gôz, ô amzer zantel !
Neûzé ’kléved, é Breiz-Izel,
É pep koat kana ann eined,
E pep ker kana ar varzed !


DA GAOURINTIN.

Barz iaouank disket gan in-mé,
Kaner mâd, mérour mâd ivé,
Ta gorf a vaghez gand ann éd,
Ha gand ar wersou ta spéret.

AR RUSKEN.

Plac’hik, hô kalon zô henvel
Ouc’h eur ruskennik leûn a vel ;
Hag enn hoc’h, ével ar wenan,
A vond hô sonjennou bihan.

AR RIMOUIGOU.

Kan ar penn-glaouig a zô berr,
Hoghen enn han péghen douster !
Né kéd hîr ivé ar Bater.

IANN DOUSSALL HAC HÉ GHÉMÉNER

Doussall gand hé vragou-brâz a oa eunn dén ! — Doussal
Bremâ gand hé vragou-hîr en deuz mann eur pesk sall :
Kéméner ! kéménerik !
Té a zô eunn traitourik !

GWERSOU SKRIVET WAR ZOR EUR MANER KOZ

Eur C’horrigan, é-pâd eunn nôz,
En deûz me gret gand hé nadoz.


WAR VEZ ANN AOTROU AR-GONIDEK

Peûlvan, diskid d’ann holl hanô Ar-Gonidek,
Dén gwisiek ha dén fur, tâd ar gwir brézonek.

WAR DI ANN OTROU MALO KORRET.
(La Tour d’Auvergne.)

Klézé dîr er brézel ;
Lévrig aour em c’hastell.


Komsiou

DISHENVEL ENN EUL LEC’H BENNAK.

Arvôr, — Brô é-harz ar môr, pé Breiz-Izel.
Barz, — Kaner, pé ann hini a ra Kanaouennou.
Barzonek, — Kanaouen vrâz.
Breiziad, — Dén ghinidig eûz a Vreiz, pé Bréton.
Karadek, — Karuz, kéz.
Ker, — Kéz.
Korolli, — Dansal.
Krévier, — Ann hini a douz ann denved.
Eined, — Laboused.
HélHéal, — Gaol ann alar.
Meser, Meserik, — Pôtr ar zaoud.
Mesiad, — Dén divar ar mez.
PinvikPinvidik.
SkoeiSkei.
Télen, — Benvek gant kerdin var bé-hini é gané ar Vrétoned kôz.
Trémeniad. — Baléer-brô.

————