Son ar goucouc

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Emile Bouillon, 1890  (Levrenn II, p. 216-218)



SON AR GOUCOUC
____


Me ’zo ma hano ar goucouc,
Brawa lapous a zo partout,
A zo noz ha de o canan,
D’ann dut da nem divertissan,
Couls d’ann ezec’h’ vel d’ar groage :
Hol am be soign dimeuz an-hè.

Da beder heur, canan bepred,
D’ar mewel da dorchan ’r c’hezec,
Ha da garzan ar marchossi,
Da c’hortoz ficha dijuni,
Ewit ma vô prest, mintinn mad,
Da vont d’ar parc da labourad.

Da bemp heur, e canan ’darre,
Da evertissan ar groage
D’ober zevel pront ar vatès,
Da c’horo ’r zaout, d’ho c’hass e-mès,
Ha da ruskellad ar bugel,
A ve o oelan ’n he gawel.

Da c’huec’h heur, e canan ’darre,
Da zevel ar re didalve,
Da nem scrappad, nem dic’huennan,
Da glasq keuneud ewit tomman,
Ha da ruskellad ar bugel,
A ve o oelan ’n he gawel.

Da nao heur, e canan bepred,
Da zevel ann dimezelled
Da nem benta, da nem ficha,
Wit monet d’ar bal da dansa,
Da zevel pront deuz ho guele,
Gant aon ver o c’hortoz an-hè.

Da dec heur, e canan ’darrè,
Da evertissan ar groage
Da lacad ar iod er billic,

Ha da ruskellad bihanic ;
C’hoas a lâran : « Depechez-vous ! »
Rac ann ozac’h a scandalou.

Da greiz-de, e canan bepred
D’ar werzed da vont da gousket,
’Dalec ho leïnn, bete merenn,
Ha, ma keront, a rant ouspenn :
Pep hini rei he volontè,
Na zoursian ken euz an-hè.


Mac’harit Grenès,
Guenezan.


____________