Son an neerez

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Kroaz ar Vretoned, 1913



SON AN NEEREZ


————


Ne glevet ket e toull ar forn (Diou wech)
Tud o vrêat gant o daou dorn ?
E rou, e rou lan lire
Tud o vrêat gant o daou dorn ?
E rou lan la.

Og eo ar c’hanab hag al lin (Diou wech)
Ar bloa-man e vo lian fin,
E rou, e rou lan lire
Ar bloa-man e vo lian fin,
E rou lan la.

Pa deuy nozveziou hir ar gouanv (Diou wech)
E tiskourin ma c’harr-nean,
E rou, e rou lan lire
E tiskourin ma c’harr-nean,
E rou lan la.

Pa vo kousket ar vugale (Diou wech)
Hag aet ar bôtred d’o gwele,
E rou, e rou lan lire
Hag aet ar bôtred d’o gwele,
E rou lan la.

Ma-unanik war an oaled (Diou wech)
Me a gano gant ar skrilhed,
E rou, e rou lan lire
Me a gano gant ar skrilhed,
E rou lan la.

Me ’boanio start ha diweat, (Diou wech)
Sur da vean digollet mat,
E rou, e rou lan lire
Sur da vean digollet mat,
E rou lan la.

Pa deuy miz ebrel ha miz mae, (Diou wech)
Me a zammo ma hankene,
E rou, e rou lan lire
Me a zammo ma hankene,
E rou lan la.

… « Allo, gwiader war ar stern, (Diou wech)
Aman ’peus labour en espern,
E rou, e rou lan lire
Aman ’peus labour en espern,
E rou lan la.

« Kaset ho pulzun prim en-dro, (Diou wech)
Ha stennet mat ho kanvio,
E rou, e rou lan lire
Ha stennet mat ho kanvio,
E rou lan la.

« Ma vo ma fresou gwarniset, (Diou wech)
Gwell ’vit re Katou ha Janned,
E rou, e rou lan lire
Gwell ’vit re Katou ha Janned,
E rou lan la.

« Ha pa deint du-man da vale, (Diou wech)
Me o digoro dirake,
E rou, e rou lan lire
Me o digoro dirake,
E rou lan la.

Skoet, pôtred, skoet buhan, (Diou wech)
Krejou neve ’po ’vit ho poan,
E rou, e rou lan lire
Krejou neve ’po ’vit ho poan,
E rou lan la.

Krejou neve bep a dousen, (Diou wech)
Fenoz eur podad jistr melen,
E rou, e rou lan lire
Fenoz eur podad jistr melen,
E rou lan la.

KOULMIG ARVOR.