Mont d’an endalc’had

Soazik ar bleo arc’hant

Eus Wikimammenn
Soazik ar bleo arc’hant (Breiziz 1810-1910)
Moullërez ar BOBL, 1911  (p. 152-156)



Soazik ar bleo arc’hant


————


Guechall, etre Guiniventer hag ar Roc’h, e zoa eur c’hoat braz. Ennhan, — n’euz gellet gouzout morse e pe gorn, — e veve eur plac’h iaouank, koant evel an deiz. N’e doa mui na mamm na tad, na breur na c’hoar, ha bemdez, var he zreid noaz, e zea a zor da zor, da glask he zammik bara. Ober a reat Soazik anezhi.

Devot oa, dreist oll d’ar Verc’hez. He japelet a vije, atao, en he dorn ha ne dremene devez ebed eb lakaat bokedou dirag imaj mamm Doue, oa en eun derven, var bord ar c’hoat.

Eur vintinvez, e kutuille bleuniou adarre, e giz kustum, evit an Intron-Varia, pa ziguezaz var he hent eul lastez aotrou. Iaouank oa, livet brao ive. He vouez a oa flour ha n’oun petra a lakeaz Soazik da gemeret plijadur o kozeal ganthan.

Er gozeaden-ze, Soazik he doa desket kalz traou. Desket he devoa e kavet, dre ar bed, plijaduriou ha n’he doa bet tanveat morse : desket he doa ive, oa tud pinvidik ha paour. Evit ar vech kenta, e teuaz da huanadi o velet he zammou dillad hag he zreid noaz.

Evelkent, e plegaz adarre da zastum bleuniou.

— Sodez, eme an den iaouank. Lez ’ta ar bleuniou-ze. An tam koat a zo en derven du-ze, ne dalv ket ar boan : hag an Aotrou Krist a bedez, n’eo netra nemet eur sorc’hen bet invantet.

— Ia, emezhi : petra ’meuz da ober neuze ?

— Dond d’am heul. Me roio d’id kalz danvez ha plijaduriou eleiz.

— Mad, emezhi, mond a rin d’oc’h heul : roït d’in danvez ha plijadur.

Hag hi teuler he bleuniou.

— Ia, eme an den iaouank, me ho roïo d’id. Mez araog, e rankez rei d’in da ene.

— Va ene ? eme ar plac’h iaouank. Mez piou oc’h-hu ’ta neuze ? C’hui eo Satan !

— Eo, emezhan.

— Oh ! iit neuze gant hoc’h hent : ne d’in biken d’oc’h heul.

Ha da blega, da zastum a-nevez he bleuniou.

— Assa, eme an diaoul, na te zo sot ! Na velez ket e c’hellez hez aoun rei d’in da ene. Epad da vuez te a gemero plijadur, ha pa vezi o vond da vervel, te c’halvo eur belek, te vo nouennet…

— Ah ! ia avad, emezhi.

Hag hi touellet a-nevez, teuler he bleuniou adarre.

— Mad a rez, eme an diaoul. Ha me, sell, ne vin ket trubard en da gever. Beza ’peuz eur pennad bleo melen deuz ar re gaera. Mad, hiviziken pa denni unan deuz ar bleo-ze, e kuezo kant skoued en da zorn. En he leac’h e savo eur vleven arc’hant. Da bennad bleo a dalo er giz-se, millionou. Mez avad, pa vo arc’hantet oll bleo da benn, me deuio d’az kerc’hat.

Dek vloak goude, Soazik oa ar brinsez vrasa deuz Pariz. Dre ar vro, he doa eun ugent maner benag. Ha n’euz forz e peleac’h e zea, e vije atao en dro d’ezhi, eur bern mevellien ha plac’hezed. Mignouned ha mignounezed he doa ive eleiz. Bemdez en eur maner pe vaner, e roe leinou braz. Ar Roue a deue avechou d’he guelet. Ha dre ma tremene gant he fennad bleo arc’hant, an oll a oa jalous anezhi.

Evelkent, meur a hini he c’have eun tammik drol. He japelet a vije atao ouz he breac’h. Morse, ne lezaz drouk-prezek dirazhi, hag eur vech e lakeaz troc’ha he deod d’eur mevel, abalamour hen doa gwall-gozeet divar benn mamm Doue. Troet oa gant ar plijaduriou hag an traou kaer. Mez morse en he zi, n’oa gwelet netra fall ebed.

Koulskoude, oa deuet da veza koz-koz. Dija he fenn oa arc’hantet oll. Deuz he fennad bleo melen ne jome mui ganthi nemet eun ugent bleven benag.

— Va Doue, a zounjaz, nemet ugent, netra ken ! bremaik e ma echu va buez !

Divar neuze, ec’h en em lakeaz da drei kein d’ar plijaduriou. Guerza reaz an eil goude egile he maneriou. Ar priz anezho a roaz d’he feorien. Da bep hini deuz he mitizien, e roaz eur vourzad arc’hant, hag a hini da hini, e lezaz anezho da vond kuit.

Pelloc’h rannet ganthi he oll danvez, e teue varzu koat ar Roc’h, eleac’h ma doa tremenet he iaouankis.

Edo e Landerne pa velaz eur vaouez koz o klask an aluzen. He anaout a reaz. Hounnez oa bet guechall, ar binvidika deuz Plouedern. Meur a vech he doa bet an aluzen diganthi : tenna ’reaz pemp bleven deuz he fenn da rei dezhi pemp kant skoued.

E Traon-Elorn oa eur paour keaz dall, azezet var eur mean, e kichen dor he di. He ziou voc’h toullet, he varo hir hag he dillad truillok a ziskueze oa trist he zoare.

— « Sell, eme Soazik, an hini a c’hisse guechall ar chas var ma lerc’h ! »

Hag hi tenna pemp bleven deuz he fenn, c’hoaz, ha lakaat pemp kant skoued etre daouarn ar paour-keaz dall.

Goude e tremenaz dre Bont-Krist. Mond a reaz en iliz, hag e lakeaz pemp kant skoued all, e kef ar Verc’hez.

Ne jome mui ganthi nemet pemp bleven.

Hag hi, tristik oll, o vond varzu an derven e peleac’h guechall e karie dond da bedi.

Netra ne oa chenchet. An derven oa eno c’hoaz. Imaj an Itroun-Varia ive, a oa atao stag outhi. Hag hi kueza d’an daoulin en eur lenva hag harpa he fenn er vezen.

N’oar dare den, pegeit e chomaz evelse.

Mez, pa zavaz he daoulagad, e velaz daou zen, unan e peb tu d’an derven, bep a vouc’hal gantho.

— Va Doue ! emezhi, d’ober petra ’zit ?

— Da droc’ha an derven, emezho.

— Hounnez eo derven an Itroun-Varia ! En han’ Doue, n’he zroc’hit ket !

— Houn-ma, a lavarjont, a vo guerzet pemp kant skoued e Landerne. Ma kirit rei d’eomp pemp kant skoued ni a lezo anezhi.

— Pemp kant skoued ! a lavaraz Soazik, — hag e velaz an diaoul o tond en eur c’hoarzin, — pemp kant skoued ! mad, d’ar Verc’hez-Vari va blevennou diveza !

Hag e tennaz deuz he fenn ar bleo melen a jome c’hoaz.

Kerkent, an daou zen oa bouc’hili gantho, a deuaz da veza daou eal. Soazik a varvaz. Hag an daou eal, en despet d’an diaoul, a zougaz he ene d’ar baradoz.

Ar voien d’en em asuri
Eveuz hor zilvidigez
Eo beza d’ar Verc’hez-Vari
Devot epad hor buez.


Pajennou 57 da 62 euz Kountadennou.


————