Sketla Segobrani vol2/Rann 45

Eus Wikimammenn
Prud'homme, 1924  (Eil Kevrenn, p. 85-87)


An ergerzadenn da nevedennou ar C’hreisteiz.


En diskar-amzer-ze e kuiteas Vindosêtlos enez Abalos a-gevret gant Belenos. Heulia a reas an doue-ze en e drôad bloaziek dre e nevedennou eus ar C’hreisteiz[1]. An hent a rejont o vont a-dreuz d’an aer a-c’haoliad war gein an elerc’h[2]. Eus an ergerzadenn-ze eo e teuas en-dro gant Vindosêtlos da vro an Hanternoz daouzek rod aour al Lezenn, a zo bet miret abaoe e nevedenn Abalos. Rodou aour al Lezenn a reer anezo dre ma’z int en aour fetis ha ma ’z eo enskrivet warno an holl Lezenn el lizerennou a veze neuze e boaz er C’hreisteiz[3]. Ar rôad ez oa a rae mibien Vanos en em ziazezet war glann mor ar C’hreisteiz d’o breudeur savet ganto o annez war glann mor an Hanternoz.

War o distro, evel m’edo Belenos ha Vindosêtlos o paouez treuzi menez Alba[4], e tiskennas an elerc’h m’edont war o c’hein en eur prad war hed eur stêr vras. War riblenn ar stêr-ze e welas an daou ergerzour eun den yaouank o sanka eur penn ejen en eun higenn vras en arem. Stag ez oa an higenn ouz eur chadenn[5] ha penn ar chadenn skoulmet en-dro da nao gwezenn. Taolet an higenn en dour gand ar paotr, setu e krogas enni eun naer-zour vras-divent. He zenna d’an douar a reas an den yaouank ha faouta d’ezi he fenn a-daoliou bouc’hal. War a zanevellas an den yaouank d’an doue ha d’e geneil, p’edo war e dremen en draonienn-ze, ez oa bet truezet o welout pegen mantret ez oa an dud eno. Gwastet ez oa o holl eostou gand an naer hag e lakae an anal flêrius anezi ar vugaligou da vervel[6]. Graet gantan e venoz, eta, d’o dieubi diouz ar walenn-ze ! Rênos, mab Liros, eo a raed eus ar paotr-ze ha dre anaoudegez-vat d’ezan ez eus bet rôet gand an dud e ano d’ar stêr[7]. Vindosêtlos a lavaras d’ezan mont en Hanternoz, da di e dad, hag en dije eno degemer-mat. Di e lavaras ez aje d’e gaout.

Kerkent ha ma voe aet an daou ergerzour en o raog, e stlejas ar paotr yaouank korf maro an naer en eur c’hoad gwez pin leun a grugellou merien. Ez verr e voe debret an naer gand ar merien na lezas diouti nemed an eskern. Lavarout a reas neuze ar paotr yaouank d’ar Skaled, ma teuje d’ar sec’hor lakaat o eostou en argoll, n’o dije ken d'ober nemet teurel dour war eskern an naer hag e kouezje glao raktal war o farkou[8].


  1. Herodotos, IV, 35 ; Diodôros, II, 47. Diwar-benn an darempredou reizet-mat etre nevedennou an Europ er ragistorvez, Rev. des Et. anc. 1919, p. 110, not. 2.
  2. Déchelette, Manuel, kevrenn genta, oadvez an arem, p. 421-2.
  3. Kenveria kantenn Phaistos e-mesk Kretiz ar rann-amzer minoad (Dussaud, Civilis. préhel. eil mouladur, p. 425) hag an Dharma-çakra « Rod al Lezenn » gand Arianed an Indez (ar skridou-testenia meneget gant Gaidoz, Dieu gaulois du soleil et symbolisme de la roue, p. 10-1). Kranenn al Lezenn gand ar C’hresianed, Rev. arch. 1910, p. 18-9 ; Ploutarkhos, Buhez Solon, 33, Enskrivaduriou e lizerennou gresiek e-mesk an Huperboreaned, Diodôros, II, 47.
  4. Alb de Souabe, Kiepert-Ernault, Man. de Géogr. anc., p. 300-1.
  5. Kenveria Notennou, XII, kenta kevrenn, p. 22.
  6. Naered-dour o anal flerius ha bosennus, war an douar-bras, Rev. celt. V, p. 423 ; Rosualt Iwerzon, Joyce, Social History, II, p. 515.
  7. Rênos a vefe aet e brezoneg da *Roen, *Roan pe *Rouan. En iwerzoneg eo aet da rian « mor », tro-c’henidik rein (=*rêni).
  8. Frazer, I, pp. 112-3, 126.