Rimadellou brezonek/a-bezh

Eus Wikimammenn
Ti moulerez Sant-Gwilherm, 1911
Skrid a-bezh



BREIZ DA VIRVIKEN !


RIMADELLOU
BREZONEK


Trede levr Marvailhou evit ar Vretoned


GANT


Klaoda AR PRAT « Pluenzir »


Da genta Doue !
Breiz-Izel goude,
Hag he Yez ive !



TI MOULEREZ SANT-GUILHERM, SANT-BRIEG
_
1911

OBEROU KLAODA AR PRAT (PLUENZIR)


————


1. 
Mouez Reier Plougastell, gwerzet gwechal 
 1 50
  
roet brema, hep frejou-all 
 0 95
3. 
Buez Arzur Breiz (Kurunet gant K. B. B.), darvoud e pemp arvest tennet eus istor Breiz ; goulen anezan e ti ar « Pays Breton », en Oriant, hep frejou-all 
 1 25
4. 
Nosveziou an Arvor, eil levr Marvailhou brezonek, Goulen anezan e bureo Moullerez Sant-Guilherm pe e Lanndi, hep frejou-all 
 1 75
5. 
Trubuilhou an Ao. Gargam (Kurunet gant K. B. B.), pe Torrou-penn an deiz kenta’r bloaz, pezig-c’hoari, franco 
 0 30
6. 
An Teir C’had hag ar Mevel laer, daou bez-c’hoari eus ar fentusa, goulen anezo e Sant-Brieg pe e Lanndi, hep frejou-all 
 0 30
7. 
E ber gomzou, petra eo Trede-Urs Sant Franses, goulen anezan e Skol-gristen Lanndi, franco 
 0 15
8. 
Deuit holl daved Sant Fransez, paperen, 4 eneben, an 50 paperen, franco (goulen anezo e Skol gristen Lanndi) 
 0 50
9. 
Kentoc’h mervel, darvoud e tri arvest, tennet eus istor an Dispac’h en hor bro Breiz (Kurunet gant K. B. B.) hag a vezo c’hoariet e Lesneven e miz even 1911. (Er wask).
10. 
Kanaouen ar Skolaer, ne jom mui diouti.
11. 
Kanaouen ar Vran, ne jom mui diouti.
12. 
Kanaouen nevez da Janed Ark, goulen anezi e Lanndi.
13. 
Son Paotred Lanndi (Landivisiau) goulen anezi e Lanndi.
14. 
Rimadellou Brezonek, Trede Levr Marvailhou ; goulen anezan e ti Moullerez Sant Guilherm pe e Skol gristen Lanndi.


WAR AR STERN :


15. 
Difennour bihan ar Relijion, an doare da gas da netra an darn vrasa eus al lavarou-treuz enep ar relijion.
16. 
Levrig-dourn Breudeur ha C’hoarezed Trede-Urz Sant Fransez.


TRI HENT AR BED-ALL


————


Eur vamm baour a yoa war he zremenvan. Teir merc’h he devoa, ar gosa a c’helle kaout seitek vloaz. Gervel a reas anezo e-tal he gwele a varo, hag e komzas outo evel-hen :

— « Va bugaligou ger, emezi, echu eo va amzer ganen, hag e vezo red bremaik dispartia diouzoc’h. Doue am galv da vont da gavout ho tad. Ar pez a ra ar muia poan d’in eo dilezel ac’hanoc’h pa ’z hoc’h c’hoaz ker yaouank, ha lezel ac’hanoc’h paour glez, hep harp na difen war an douar-ma. An hini a ro o magadurez d’al lapoused hag al liou d’ar bleun er prajeier, n’ho tilezo morse, mar chomit fur. Digas a rai eun eal da ziskouez d’eoc’h an hent. Pedit Doue eta kalonek pa vezin eat eus ar bed-ma ; ya, pedit anezan alies, hag evit ma sello ouzoc’h gant madelez, dalc’hit sonj mat euz aliou ho mamm. N’em beus mui a-walc’h a nerz evit chom pell da goms ouzoc’h ; setu ama eta e ber gomzou va aliou diveza. En em garit atao etrezoc’h, ha grit dalc’hmat d’ar re all ar pez a garfac’h a ve great d’eoc’h hoc’h-unan. Hounnez eo an doare wella, an doare hep hini-all da blijout da Zoue, hon Tad d’eomp holl… Ha brema, va bugaligou, tostait ama an tri bara diveza-ze am eus aozet evidoc’h. Ya, ar re diveza int. Kemerit pep hini ac’hanoc’h unan anezo, ha grit implij vat gantan. Bezit piz warnan, arabat e vezo d’eoc’h avat chom hep roi d’ar paour ouz e naon. Ar paour a zo ho preur : ar paour eo Jezuz-Krist e-unan. Ranna a rai ganeoc’h e rouantelez mar rannit hoc’h-unan ho para gant ar paour. D’ar rouantelez-se eo ez an, va bugale ; eno e vezin oc’h ho kedal. Arabat e vezo d’eoc’h ankounac’haat an dra-ze pa ho pezo da c’houlen hoc’h hent evit dont betek ennon. »

Ar vamm gristen a roas he bennoz d’he merc’hed hag a varvas goude beza erbedet anezo eur wech c’hoaz ouz an Aotrou Doue.

Ar vugale a jomas penn-da-benn an deiz e-bars gwele ar maro. An hini gosa a zeblante beza lakeat nec’het gant maro he mamm, an eil a zec’he he daelou, ar yaouanka a ouele hag a bede.

Antronoz, a-boan m’oa diskennet ar c’horf er bez, setu perc’hen an ti o tont da c’houlen e c’houel-mikel.

— « N’hellit ket chom ama, emezan d’ar merc’hed ; ho mamm n’he deus ket paeet he gouel-mikel. Red e vezo d’eoc’h eta mont er meaz. »

Ha setu ar merc’hedigou lakeat nec’het bras, n’ouient da beleac’h mont.

— « Deomp atao, eme ar yaouanka ; ni a c’houlenno hent ar bed all, hag ez aimp da gaout hor mamm. »

En em glevet a rejont etrezo evit ober evel-se, hag hi da zastum ar pezig o devoa.

Ar bara roet gant ar vamm a yoa chomet war an daol. An tri bara n’oant ket ker bras ha ker bras.

Ar gosa eus ar merc’hed he devoa great eur zell korn hag he devoa gwelet ment an tri bara ; kemeret a reas dijipot an hini brasa.

An eil a yoa o vont da ober ar memes tra ; kas a rea he dourn d’an dorzig vrasa a jome ; hogen, sevel a reas evel mez ganti, hag e kredas hebken ober warnan eur jachaden, evel pa vije dizeblant.

Al loden lezet gant ar yaouanka n’oa ket tre henvel oc’h an hini a roas Joseph d’e vreurig Benjamin ; hogen, ar bugel na daolas ket nemeur a evez hag a gemeras ar pez a jome.

O veza sammet ar pez o doa gallet kaout evit o beach, setu an teir baotrez o vont er meaz eus an ti.

Hag ez eant, pep hini evel ma’z oa tuet, buhanoc’h an eil evit eben. Ar gosa a yoa he spered ganti he-unan, mall bras he devoa da danva pelloc’h ar frankiz ; an eil n’oa ket nec’hetoc’h gant he c’hoarezed, hag an drede a yoa gant he mamm hag an aliou fur he devoa roet araok kimiada diouto. Hag evel-se, hep taoler evez a-benn eur pennadig ez oant eat pell an eil diouz eben ; ar gosa a ya da genta, an eil gosa da c’houde, hag ar yaouanka da ziveza. Evel ma ’z oa kalz tro gant an hent, ar c’hoarezed a rea ar memes hent hep en em welet.

E penn an hent-se ez oa eur groaz vras astennet ganti he divreac’h evel evit lavaret d’an tremeniad : Chomit a-zav. Pelloc’hig ez oa tri hent : unan a ziskenne a-gleiz, egile a yea kompes a-zeou, hag an trede a yoa sav gantan ; an diveza-ma a yoa war-eün adre kein ar groaz.

Hag ez oa eun den, eun den koz bras, azezet e kichen an hent a rea ar merc’hed ; pelloc’h, ez oa eun den yaouank e-hars troad ar groaz, e penn an tri-hent,

Pa zigouezas ar plac’h yaouank betek ennan, ar paour koz a zavas hag a lavaras d’ezi war eun ton meurbed truezus :

— « Eun draig bennak d’ar paour kez koz ! N’hellan mui labourat, naon am beus ha n’em beus ket eur gwenneg da brena bara. »

Ar plac’h faro na zelaouas ket hag a yeas ebiou o sailha gant he bara. »

— « Va merc’h, eme ar paour adarre, koz oun, ha naon du am eus ! »

Hi avat na rea van ebet.

— « En hano Jezuz Krist ! eme ar c’hoziad ; en hano Jezuz Krist, a bed ac’hanoc’h dre va ginou da rei d’in eun aluzennig ! »

— « Goulennit skoazel digantan, va den mat, evidon-me n’em beus netra da roi !… »

Hag e kendalc’he da vont gant he hent o chaokat he bara. An den yaouank a yoa e-hars ar groaz en doa gwelet ha klevet pep tra.

Nec’het oa ar plac’h o tigouezout en e gichen, e penn an tri hent.

— « Hent ar bed-all, mar plij ! » emezi d’an d’en yaouank flamm.

— « Tri a zo anezo, eme an den yaouank gant eur vouez rust. An hini kleiz a gemerot, kredabl eo, abalamour m’eo an easa ; n’eo ket hennez koulskoude an hini a gemeras ho mamm. »

N’en doa ket peur echuet e gomz hag edo ar plac’h o tisken dizoursi gant an hent kleiz, hent ledan ha fichet brao gant ar bokedou hag ar frouez a yoa a-bep tu d’ezan. Ya, disken a rea hep taoler an disterra evez oc’h ali an den yaouank.

E keit se, an eil blac’hig a zigoueze i ve gant an den koz. Hema a lavaras d’ezi evel d’eben :

— « Ho pezet truez ouzin, rak koz oun, n’hellan mui labourat ha n’em beus gwenneg ebet da brena bara. »

Koulz hag he c’hoar hena, houma he divije karet pellaat, hogen ar paour a gendalc’he da bedi :

— « Eun draig bennak, va bugel ker ! koz bras oun, ha naon am beus ! »

Ar baotrez a yoa etre daou.

— « En hano Doue ! eme ar paour, en hano Doue ! talvezout a rai d’eoc’h ! »

Dont a reas sonj d’ezi eus he mamm hag he devoe evel morc’hed ; tenna a reas a-zindan he zavancher ar bara he devoa c’hoanteet kuzat ; terri a reas eun tammig hag hen roas d’ar paour.

Daoust da gement-se, ar plac’h n’oa ket laouen pa zigouezas d’he zro gant an den yaouank a yoa en e zav e-hars ar groaz ; gwelet ha klevet en doa adarre pep tra.

Evel he c’hoar e oe nec’het o kaout tri hent dirazi.

— « Livirit d’in, mar plij, Aotrou, pehini eus an tri-ma eo hent ar bed-all. »

— « O zri e kasont d’ar bed-all, eme an den yaouank gant tristidigez. Kemerit an hini a zo a zeou, n’ho pefe ket a-walc’h a nerz-kalon evit mont gant an hent stris. Kaout a reot dor wer ar bed-all e penn an hent a ziskouezan d’eoc’h. »

Hag ar plac’h yaouank a yeas a-zeou ; eun tammig muioc’h a zisken a yoa, hag an hent n’oa ket ker koant hag hini an tu kleiz, n’oa ket re zieas evelato.

D’he zro, ar c’hoar yaouanka a yoa digouezet gant ar paour koz azezet.

— « Ho pezet truez ouzin ! a lavaras-hen ; koz oun ha kabac’h, hag ouspen-ze naon am beus ! »

N’en doe ket ezom da lavaret diou wech. Ar verc’hig vat a grogas er bara a yoa ganti dindan he c’hazel hag a ginnigas anezan en e bez d’ar paour.

— « Re eo an dra-ze, va merc’hig, eme an den koz, eun tammig bihan hebken, n’em beus ket ezom muioc’h. »

— « Nan, emezi, kemerit an hanter. O roi anezan d’in, va mamm he deus lavaret ranna gant ar paour abalamour, emezi, ar paour eo hor breur, abalamour m’ema Jezuz-Krist o chom dindan truilhou ar paour. »

Hag e torras an tammig bara e daou, o roi goude al loden vrasa d’ar paour koz.

An den yaouank a yoa e kichen ar groaz en doa gwelet ha klevet pep tra.

An hini vihan a oe ken nec’het hag he c’hoarezed o welet tri hent dirazi ; hag e c’houlennas digant an den yaouank :

— « Livirit d’in ’ta, mar deo ho madelez, pehini eus an tri hent-ma eo a gas d’ar bed-all. »

An den yaouank a vousc’hoarzas hag a lavaras :

— « An tri hent-se, va bugel, a gas d’ar bed-all. Hogen, kemerit an hini kreiz, an hini a zo eün gant ar groaz. Er penn pella anezan e kavot dor wenn ar bed-all. »

— « Eno eo ema va mamm, n’eo ket gwir ? Emezi ; c’hoant bras am eus da vont d’he c’haout. »

— « Ya, va bugel ker, eno ema ho mamm, hag ive ho tad hag an Aotrou Doue. Eno emaint o c’hedal ac’hanomp. »

— « O ! mont a ran buan neuze, emezi… Na tenn e oar zav ! na stris, na meinek eo an hent ! Aon am eus da goueza o vont dre ama. »

— « N’ho pezet nep aon, a lavaras an den yaouank koant ; me ho tougo etre va divreac’h, en aoun ne deufe, ho treid da steki ouz ar vein. »

— « Ha me, pa ho pezo naon, me a roio d’eoc’h eus va bara. »

An eal (an den yaouank a yoa eun eal) a gemeras anezi etre e zivreac’h, hag e pignjont gant an hent stris ha meinek betek m’errujont dizale gant dor wenn rouantelez ar bed-all. Jezuz-Krist e-unan eo a deuas da zigeri, tad ha mamm ar verc’hig vat gantan. An nor-ze oa dor ar baradoz.

An eil c’hoar a zigouezas ive prestik goude e kichen eun nor. An nor-ma na zigore ket war al leac’h m’edo ar bugel karantezus o tanva eul levenez hep he far, gant he zad hag he mamm. Kas a rea di ive, gwir eo, hogen, na tenn oa brema an hent he devoa da ober a-dreuz an drez, ar spern, ar vein, hag an tan ! An nor ze oa dor ar purkator.

Hag ar c’hoar gosa, an hini he devoa eur galon ken kalet, an hini na fellas ket d’ezi roi eun tamm bara d’ar paour a c’houlenne en hano Jezus-Krist, n’em beus ket ezom da lavaret d’eoc’h e peleac’h edo pa zigoras eviti ha pa zerras warni dor rus-glaou ar bed-all.


————


Al Leanezed !… Petra reont ?…


————


Ar pez a reont

Kalz Leanezed a yoa en hor bro, ha n’oa den a gement na ouiche petra reant. N’heller ket beza hep her gouzout, rak m’ho c’havet e pep leac’h.

Ar merc’hed santel ze, kutuilhet gant Doue e unan er gwella tiegeziou kristen, a yoa en em westlet da dremen ho buez wardro kement seurt poaniou a zo war an tamm douar ma ouspen ma roent d’an holl ar skouer euz ho vertuziou dispar.


Ho c’haout a reer e kichen kavel ar bugel, e-tal gwele ar c’hlanvour, en tiez soul, er broiou gouez; n’eus netra ziez gwest da harza anezo ; loustoni ebet war gorf an den, poan ebet n’eus fors peger bras eo, hag a rafe d’ezo heugi… Mont a reont da glask ar skuizder, ha bemdez e kavont eur stum nevez bennak da zervicha Doue hag… an nesa.

Biskoaz marteze ne welas ar bed netra gaëroc’h, biskoaz ar wreg kristen na luchas eus eun hevelep sked.

C’hoarezed vihan ar beorien

C’hoarezed vihan ar beorien a zastum war an hent an holl gozidi a gavont, gwazed ha merc’hed, a zo red d’ezo gortoz re bell e kichen hospitaliou ar c’houarnamant, pe abalamour n’o deus kavet den da goms evito.

Dastum a reont anezo evel m’emaint, lod goloet a c’houliou heuzus, lod-all deuet da veza dishenvel diouto o-unan pe gant an diouer eus an traou muia red d’an den evit beva, pe gant an dizurz. Digemeret a reont anezo en ho ziez, el leac’h ma vezont kempennet, maget ha gwisket gant ar pez a vez bet roet d’ar C’hoarezed o klask an aluzen evito a-zor da zor. Ho-unan e tebront eus ar memes boued kestet evit ho feorien, ha setu ar baëamant hep hini-all a c’houlennont digant an dud evit ho labour poanius.

Pa deu eur paour nevez da skoi war an nor, ma n’eus gweel ebet evitan, unan eus ar C’hoarezed a raio an dilez euz he hini hag hen roi d’ar paour ; hag e kousko war ar planken da c’hedal ma vo digaset eur gwele d’an ti.

D’hor peorien koz, mar plij !…

Daoust ha n’hoc’h eus ket bet gwelet e-hars doriou an hostaliriou bras diou leanez sarret kloz en ho mantellou zu, eur mousc’hoarz leun a vadelez o tarza war ho dremmou hag ho zelhou troet d’an douar ? Eun dervez edont o c’hedal evel-se, pa deuas eun den dizoue da dremen. Unan anezo a dostaas outan hag a lavaras oc’h asten he dourn evit goulen an aluzen : « Evit hor c’hozidi, mar plij, Aotrou ! » An den difeiz a yeas eur sac’had kounnar ennan. Dont a reas eur ger mezus eus e c’henou, hag o tizrei war-zu enni e kraenchas outi. Ar c’hoar gez na ziskouezas netra a-ziaveaz eus ar pez a dremene en he diabarz. Kredabl e teuas en he spered skouer H. Z. Jezuz-Krist en doa lezet ive ar Yuzevien da ober d’ezan a bep seurt dismeganzou, hag ar C’hoar vihan a yeas dres dirak ar reuzeudig evit lavaret d’ezan : « An dra-ze, Aotrou, a yoa evidon ; evit hon re goz brema, mar plij ! »

Chom a rea c’hoaz ’velkent eun tamm kalon bennak e kreiz an den divezet, rak koueza ’reas d’an daoulin da c’houlen trugarez.

C’hoant a zo da lakaat re-all en ho leac’h

Setu ma klever mitisien o vont hag o tont e sâl vras ar c’hlanv-di (hospital).

Digas a reont eur c’hravaz goloet gant eul lienen wenn ha glaz. Ar mestr louzaouer a zo war c’hed, kals medisined bodet endro d’ezan. Setu ma tizoloer ar c’hravaz, hag e weler astennet warni eur c’hlanvour kez digaset da « operi ». Eun den yaouank eo, hag a c’hell kaout 25 vloaz d’an hirra. Dioc’h e welet eo eaz gouzout n’eo ket deus Pariz, rake ziouskoaz a zo ledan, e zremm melenet gwechall er parkeier a dro brema war ar gwenn-erc’h roet d’ezhan gant ar c’hlenved, sklear eo, mez ivez kredabl, gant ear bounner ar c’heariou. O ya, eur Breizad eo deuet da Bariz da glask an eürusded ha n’en deus, siouaz ! bet nemet poan ha tristidigez.

Gant kals poan e teu ar c’hlanvour da c’hellout ’n ’em lakaat en e goaze, hag e c’houlen gant spont hag hen e vezo hir an abaden.

— « Nan, va mab » eme an doktor.

— « Penaos e kav d’eoc’h emaon ? »

— « Me lavar ez out eur paotr mat hag am lezi da ober… ar pez a zo red. »

N’en deus ket amzer da rei respont, rak unan eus ar vedisined yaouank a laka didan e fri eur mouchouar bet soubet en eul « louzou », hag a zo c’houez krenv gantan. Ar c’hlanvour na zaleo ket d’en em rai da gousket. Koll a ra ar gwel eus an doktor, eus e vitisien, eus ar bobl a zo endro d’ezan o teski o micher, ar c’houtilli begou moan, ar sizailhou renket brao war an daol, ar spoue, al lien gwenn ; ne glev mui nemet an duellennou digor o rei dour ; hag an dour-ze o koueza er veol hir a zo evitan evel ar c’harbon o vouskana e prajeier an Dre, pell pell du-ze, e Bro-Breiz… a-dre ti e dad… hag eur pennad goude… mui netra… echu eo… kousket mat eo… An doktor a c’hell kemeret koutilli ha sizailhou.

Ha neuze, hep krena tamm ebet, an den gwiziek a ra eun ero ledan ; ar gwad da genta a zeu da bizenna, evel nec’het eo, ha goude e tilamm evel eur gouer.

Trouz ebet mui er zâl nemet urziou ar mestr roet hep ma trofe zoken e benn.

— « Eur spoue ?… Unan-all ? Eur sizailh da starda ?… Unan-all… Houma na stard ket awalc’h… Eur rastel ?… »

Epad eun nebeut munutou, hir evel kanvejou, e kaser evel-se d’an Aotrou doktor bep seurt benviou a gigerez tud a ya pep hini anezo da ober e labour hag a zizro leun-wad !

Eur pennadig c’hoaz hag eo echu. An doktor en deus roet urz da lammet an tavancher ; ar vedisined yaouank a zo mall ganto prenna an ero beo great e kof ar paour keaz Breizad evit mont goude da walc’hi o daouarn. Goude ze e krogont adarre er c’hravaz evit e zigas endro da zal ar c’hlanvourien.

Eur zal vras enni diou renkennad gweleou gwenn ; eur c’houez krenv, c’houez ear bet evet meur a wech ha c’houez al louzoueier dispak e kichen pep klanvour.

Distrei a reer ar Breizad d’e wele, ha pep hini eus e amezeien a lavar e c’her pa dremen dirazo :

— « Ne yelo ket a-bell, ar paour keaz ! »

— « Marteze, krenv eo, gwella zo evitan. »

— « Perak ive dont e kear d’en em c’hrevi ? N’edo ket gwelloc’h en e Vreiz-Izel, war ar meaz ?… »

— « Piou eo ? » a c’houlen unann-all.

— « Ar 17 o tizrei, bet « operet. »

Ar c’heaz den a zo en em roet adarre da gousket. Falloc’h falla eo livet, e zremm a zo distronket holl, e zaoulagad eat doun doun en o zoullou du gant an dersien, bep eur mare e tilamm en eun taol ; e gorf paour eo a zo o stourm ouz ar maro.

Ar c’hlanvour a zo aze astennet war e wele a boan, e-unan brema p’eo gwir eo eat kuit ar re-holl a zo wardro ar re glanv ; an noz a deu gant he zevalijen : poent ankenius a spount ar c’hlanvourien dre ma tosta an noz. Hir ha poanius eo d’ar re ne gouskont ket, d’ar re o deus tersien.

An den yaouank a zo bepred morgousket, hag ez eus war e vuzellou dislivet eun dra bennak evel eur mousc’hoarz.

Ya, kousket a c’hellez, paour keaz diskaret gant ar gear vras ! Seblantout a ra d’it marteze gwelet adarre kement tra ac’h eus dilezet, mont a rez dre armeaziou, ken anavezet ganez, klevet a rez, er pellder, kloc’h bras da barrez, eva rez leiz da galon c’houez dudius al lann hag ar balan e bleun war douar Breiz. Sell, setu ama ar wenojennig leun a heol hag a ganaouennou, a gas d’an iliz ; a-ze ema ar feunteun leac’h ma teu bep mintin ar merc’hed yaouank da wit dour… Pelloc’hik, du ze, setu ar moged o sevel eus eur siminal, eur prenestrig gant eur stalaf koat, aze eo out ganet ; aze eo he deus da vamm lakeat ac’hanout ken aliez war he barlen evit deski d’it da Bater ; atao ema-hi aze, hogen abaoue m’he d’eus bet da lizer diveza, n’he deus ket ehanet kalz da skuilha daelou c’hoero.

Ya, ya, kousk, asten bepred da huvreou a eürusted, azez war an oaled-se leac’h ma pije great gwelloc’h chom bepred, kemer adarre al labourou a reas gwechall ; keagant da dad da welet an hed melen o plega o fennou dindan an avelig, hag, en eur dremen, arabad e vezo d’it ankounac’haat mont da welet ar « Seur » Madalen, koz koz brema, a zavas da vamm hag a zeskas d’ezi beza dous ha madelezus ; kea da ziskouez d’az preudeur penaos e vez great eun ero…

— « O va Doue ! sec’hed am eus !… » Gleb dour gant ar c’houezen a zivere dioutan, ar Breizad a yoa dihunet, gant eur waskaden boan e kreiz e huvre ; hage laoskas eur glemmaden hir, hogen, evel da hini hor Zalver Jezuz, den na reas van, den na dostaas da druezi warnan.

Asten a reas e ziwreac’h evel evit klask eun dra bennak da starda…

— « Na poan am eus !… Eur bannac’h dour !… Mamm !… Va mamm !… Koulskoude, du ze, er penn-all d’ar zâl, ez eus eun toull prenestr sklerijennet ; gwelet a reer a-dreuz ar gwer demezelled faro o vont hag o tont, o lammet, o c’hournijal ; gwechou, zoken, e weler anezo oc’h eva eun dra bennak… Douetanz ebet, an demezelled skanv deuet warlerc’h al leanezed a zo o frikota, ha n’ho deus ket amzer da veza wardro ar re glanv fiziet enno…

— « Aotrou Doue ! petra c’hoarvez ganen ?… Biskoaz n’em boa c’hoaz santet an dra-ze… Daoust hag erru eo ar maro ?… hep ma ve eur beleg… eur c’hristen em c’hichen… Mervel a rankin eta evel eur c’hi !!!… »

Hag e chach al linser dindan e ching, e tistaol anezi eur pennad goude, evit he chacha a-nevez gant e zaouarn glebiet holl a c’houezen.

E zaoulagad a zo o vont da veza goloet a goabren ; gwelet a raio prestik an eternite dre an nor a zo kornzigor dirazan ; hag e karfe gwelet eur beleg, e vamm pe eur mignon o starda kroaz Hor Zalver war e vuzellou prest da veza klozet evit atao. D’an ampoent koulskoude ar prenestig am eus komzet anezan a zigor eun nebeut hag e weler eun tammig demezel a zaou pe dri bloaz war ’n ugent, diskabel, dizolo he bruched, oc’h astenn he fenn dre an toull.

— … « O netra ! n’eo netra. Me gred eo ar 17 a zo o storlokat ! »

Hag e serras ar prenestr !

Dioc’h henvelidigez Per an Ermid.


————


Potius mori, quam fœdari !
Kentoc’h mervel eget beza kailharet !


Hekleo eus invantor an Ilizou e Breiz-Izel


————


Meren a yoa peur zebret. An intron a gasas ar zervicherien er meaz eus ar zal, o lavaret d’ezo teurel evez war ar vugaligou. Ha neuze, p’en em gavas he-unan gant he fried, e lavaras d’ezan krak ha ber :

— « Ildut, va mignon, poan-spered ac’h eus, anken a zo war da galon. Petra c’hoarvez ? O lavar d’in ’ta petra zo, rak gouzout a rez ez oun dare da zaouhanteri ganez. Ildut ! Ildut ! Arabat eo d’it kuzat netra ouzin !… »

— « Lez ac’hanon, Mari gez, lez ac’hanon. Ya, ankeniet oun, kalz enkrez em eus. Mes peanos ec’h en em gemerin-me evit lavaret an dra-ze d’it ? Gouzout a ran ec’h eus kalon vat ! aon am eus koulskoude ne vefes ket krenv a-walc’h evit dougen ar beac’h a zo lakeat war va c’hein. Kreski a rafe va melkoni ha va anken o welet ac’hanout glac’haret. Evidon-me a ranko hirio kaout eun tamm brao a nerz-kalon. »

— « O ! Ildut, pebeus dismegans a rez d’in ! Daoust hag ar pez a zell ouzit-te ne zell ket kement ouzin-me? Daoust ha ne lamm ket va c’halon harp oc’h da hini ? Daoust ha n’eo ket da gleze eo a reas d’in ar muia enor en hon dimezi ? »

— « Lavar d’in ’ta, Mari, ha gouzout a c’hellez petra dremen e kalon eur zoudard roet d’ezan da zibab etre ursiou e vistri ha re e goustians ?… »

— « … Ursiou mistri… ? re e goustians ?… Daoust ha pe seurt tabud a zo savet etrezo ? »

— « En abardaez-ma e vezo great an invantor e iliz parrez Sant-Armel ; ha me, Mari, ya, me eo a zo han vet da rei skor d’an archerien ha d’ar galeourien a dle divarc’ha an doriou ! » — « Petra glevan ?… Te, en deün, Ildut ?… N’ez i ket evelato !… klask eun digarez bennak ; red e vezo d’it kaout tro da bellaat diouzit eul labour ken mezus ha ken dismegansus evit an arme. »

— « Re zivezat eo brema, siouaz ! Roet ez eus urz d’in er mintin-ma. Red eo d’in bale pe stourm. Bale ! n’hellan ket ! Stourm !… piou a lavaro petra e talvezo d’in ?… »

Chom a reas ar gaoz eur pannad a-zav, ha gwreg ar c’homandant a lavaras adarre :

— « Dieas eo senti ouz eun hevelep urz, ha me a lavar eo torfetourien ar re a zo digalon a-walc’h evit hen dougen. E Sant Armel eo ez omp bet eureujet ; eno eo ivez e oe badezet hor mab Erwan ; eno eo e karan chom eur pennad da ziskuiza pa ’z an gant ar vugale da ober eur bale dioc’h an tu-ze. Sant-Armel ! O ! ankounac’heat ec’h eus ar bobl tud a strake d’eomp o daouarn pa deujomp er meaz euz an iliz goude hon eured ? Ankounac’heat ec’h eus ar zoudarded vat a yoa kel laouen ha ken eürus o welet dimezi o c’habiten ? »

— « Tra ! tra !… ya ! sonj mat !… Sonj em eus dreist-oll eus ar garantez, eus ar vignoniaj a ziskouezed d’am muia-karet, eus an testeniou a zoujans hag eus ar veuleudi a yoa war an holl muzellou eviti. O ! nag eurus oun-me d’he c’haout tost d’am c’halon en eun deiz trubuilhus evel eo hema !… Mes, n’eo ket an dra-ze eo ; lavaret a rankan ya pe nan, klevet a ran ennon va-unan mouez ar zoudard o rei d’in aliou fur, hervez ar bed ; va c’houstians avat a chou anezo ; lavaret a ra dreist ar vouez all : « Gra da zever, kousto pe gousto. » Ha me a lavar a-unan ganti : « Gwelloc’h e kavan senti ouz Doue eget ouz an dud ! »

— « N’ema ket em mennoz mont da deurel va ali kreiz etre da zeveriou a zoudard hag a gristen, pell ac’hano zoken ; hag evelato, lez ac’hanon da lavaret va ger. Daoust ha te eo a zo penn kaoz d’ar pez a c’hoarvez ? Ha piou a gredo morse samma war da ziouskoaz al lezennou a zo bet douget en uhel ? N’ec’h eus ket great anezo, hag an oll a oar ez eo red mat d’ar zoudard senti oc’h e vistri.

Enebi ?… O ya, kaer eo an dra-ze ! Dudius em eus kavet gwelet meur a ofiser gwelloc’h ganto terri o c’hleze kentoc’h eget en em zervichout anezi evit lakaat leaned ha leanezed er meaz eus hor Breiz-Izel garet. Hogen, Ildut, taol evez mat, an euriou-ze a fouge hag a nerz-kalon a dremen buan a-walc’h, ha goude ec’h en em gaver adarre kenver-oc’h-kenver gant buez an den war an douar, red mat d’ezan kaout bara evitan hag evit e diegez !

Ildut kez, gwel nag a ezom o deus hor bugale ac’hanout ! Daoust ha goude ma plegfes d’eun urz didruez, douget enep da feiz ha da goustians, kred ac’hanon, hor bugale a zougo eun hano karet ha doujet !… »

« O Mari, ehan pelloc’h da veza an diaoul evidon. Mont a ran d’al leac’h m’eo red d’in mont ; hogen, ma c’houlenner diganen beza trubard d’am Doue e livirin : « Nan biken !… Tad oun, gwir eo, mes Breizad oun ivez. N’eo ket en aner ez eo bet desket d’in gwechall lavar va bro, pa ’z oan bibannik, war barlen va mamm :

Kentoc’h mervel eget beza kailharet !


Diw heur goude.

Gwisket gantan e zilhad grana, ar c’hommandant a deuas er meaz eus e gambr o teurel c’hoaz eur zellig war ar renkennad poltrejou eus e dadou koz, a zeblante holl lavaret d’ezan e kavent mat sur e vennoz hag e rajent eveltan.

Setu hen e penn ar zoudarded bodet tro-war dro d’an Iliz. An dud brema a zo war-c’hed eus ar pez a zo o vont da dremen dizale. An holl galonou a zo gwasket, me lavar.

Eur bern sellerien ha sellerezed a zo du-ze, en tu-all d’ar zoudarded, Bretoned ba Bretonezed dispont, lemm o daoulagad, dare da zifen o Doue.

Hag e kaner :

Ni gar Doue, ô tud digreden
A c’hoanta hen diskar er vro !
Ni lavaro gant hor feiz kristen :
Kentoc’h mervel ivez d’hon tro !…


Ar wazed o-unan a gan gant eur vouez nerzus a laka da dregerni ar meziou er pellder :

Holl da Zoue… ! E pred ar maro
Doue d’e dro na nac’ho ket
Kement kristen mat a lavaro :
Biskoaz Doue n’em beus nac’het !!!…


Ar c’homandant a glev ar poz kaër-ma, hag ar c’homzou dudius a zo d’e gloza a ya eün betek goueled e galon.

Evel eun avel a feiz, Feiz ar Vretoned, kalet evel o douarou, a dremen uz d’ar bobl tud-se. Kana reont o feiz, o devosion evit Doue, ha n’o deus, anat eo da gement den a zo eno, mennoz fall ebet enep gouarnamant ar vro. N’eo ket ouz ar Republik eo o deus kasoni, ouz ar re a ra lezennou milliget eo. Difen a reont o Doue, o iliz, o gwir, ouz ar re a glask o lammet diganto.

Eur vouez a zav uhelloc’h, war drouz ar c’hantikou :

— « En hano al lezen, digorit ! »

Den avat na ra an disterra van, hag ar c’halonou a lamm betek mennout frailha. Ar re a zo klozet en iliz na blegint ken na vint trec’het. Setu ma roer urz da ziwarc’ha an dorojou.

Neuze, a bep tu, e sav eun trouz, eur safar, gant ar Vretoned, ar Vretonezed, o tilammet da ober eur voger eus o c’horfou evit difen ti o Doue.

An urz koulskoude a zo douget evit an eil gwech :

— « En hano al lezen, digorit ! »

Hag en dro-ma e komzed ouz ar c’homandant.

Kalon ar zoudard a ya en egar, ene ar c’hristen a zizav gant euz o klevet kement-all.

Eur pennadig amzer, ankenius meurbed, a dremen. Petra raio ?… Respont ebet ato.

Ma’z eo red d’an ofiser sevel e vouez eun deirved gwech da roi urz da zivarc’ha dorojou an iliz. Ar c’hommandant neuze a ra eur gammed bennak war-zu an hini en deus komzet en hano al lezen.

Drouk-livet eo evel eur c’horf-maro ; dastum a ra e holl nerz evit lavaret gant eur vouez da veza klevet a-bell :

— « Ma rofed urz d’in da zivarc’ha dor ti va zad, me lavar ne rafen ket eur gammed evit senti… Hen ober a rin nebeutoc’h c’hoaz evit ti santel va Doue ! Ra gaso va mistri ac’hanon war dachen ar brezel, ar muia risklus, ha me a yelo ; hogen, arabat eo d’ezo rei urz d’in da ober eur zakrilach, rak n’hen heuilhin ket, p’eo gwir ema enep d’am c’houstians ! »

Evel eun trouz kurun a ra neuze ar Vretoned gant o strakadegou daouarn. N’eus nemet eur vouez evit hopal meuleudi d’ar zoudard kalonek ; (bez ez eus c’hoaz anezo, en arme, a drugare Doue) !

Hag ar c’homiser nec’het bras gant an darvoud nevez ; hag hen ha lavaret d’ar c’hommandant :

— « Ho kleze a zo bet roet d’eoc’h evit servicha ar Frans ! »

— « Fiziet eo bet ennon, eme ar zoudard mat, evit ma trec’hin ganti enebourien va bro, ha nan evit m’he zennin enep mignoned va Doue… he bruzuna rafen kentoc’h !!!… »

En abardaez-se, Ildut a oe lakeat er bac’h[1], hag ar vistri uhella a roas urz da ober eun enklask en e enep.

E wreg na derme mui, pell ac’hano ; savet oa he c’halon e resed hini he fried.

— « Ildut, emezi, o lammat d’her briata, ankounac’ha ar c’homzou a zifizians am eus lavaret dirazout… Mat ec’h eus great ! Fouge a zo ennon ganez… Doue n’hon dilezo ket !!!… » Hag e kendalc’has da lavaret c’hoaz meur a dra-all evel-se evit kalonekaat muioc’h-mui tad he bugale…

Ar « c’honseil de guerre », lez-varn ar zouđarded, a yoa dalc’hmat brema dirak e spered, gant kement a dlie dont da heul.

Setu torret evitan ar vicher a garie, hag a dlie rei bara d’e diegez. Hag an dra-ze, a dra zur, a yoa eur gwall daol evitan.

Hogen, eur vouez dous ha nerzus a lavare d’e ene komz hor Zalver benniget en Aviel :

« Eürus ar re a zo gwall-gaset abalamour d’in-me ! »


————

Yann ar C’hloc’her


————


Marvailh evit pardaez an Holl Zent


E-unan ema en e doullig ti, ar paour keaz Yann, trouz an nor hebken o storlokat gant an avel, trouz-all ebet na glever brema peo deuet an noz. E-unan ema, azezet en eur gador bet, kredi ran, e touez arrebeuri kaëra e dad kunv. Astennet gantan e zivesker hanter zounnet e kas e dreid da domma betek el ludu klouarig, ha neuze ec’h en em ro da huvreal. Ar paour keaz Yann ! n’eo mui yaouank, hag e gorf a zo deuet da skuiza dindan samm ar bloaveziou. Ya, koz eo, koz bras zoken. Ankounac’heat e rank beza bet gant an Aotrou Doue war an douar warlerc’h tud e amzer. Eus kement a zo bet o c’hoari gantan, ped a jom ? Hini ebet, siouaz ! Skubet int bet holl an eil warlerc’h egile ; Yann e-unan en-deün eo en deus diskennet anezo en o gwele douar da ober o c’housk diveza. Ha brema Yann a zo e-unan, o ya, e-unan, paour keaz ! e-touez eur rum dud tamm ebet henvel ouz an hini en deus anavezet ; kustumou ha gwiskamanchou e genvroiz, o frezeg zoken, n’int mui e re d’ezan. Setu perak eo skuiz, skuiz kenan war an douar, hag e kar muioc’h-mui en em denna a-gostez evit beza e-unan, en e doullig ti kuzet harp ouz an iliz goz, e tal an tour.

E iliz, e dour, setu e wella mignoned ; n’eus mui nemeto a gement a c’houfe koms d’ezan dereat eus an amzer goz ; setu perak ez int deuet da veza evel e draou. Ha piou eta a anavez ar barrez eveld’han ?

Tost da bevar ugent vloas zo ma wiskas evit ar wech genta saë rus ar gurusded, hag abaoue ema wardro an iliz ; n’eo ket souez eta ec’h oufe diouti. Setu perak e kred a-wechou sevel e vouez da lavaret d’an aotrou person : « An dra ze, aotrou person, a zo bet great atao evel-se ! »

Ha pa fell d’an Ao. person rei digemer d’eur c’hiz nevez kavet mat gantan evit ar barrez, eo red d’ezan stourm ouz Yann ar C’hloc’her atao krog gant he zaou zourn er c’hiziou koz.

Red eo d’in ama lavaret eo Yann sakrist, kloc’her ha bezier war eun dro ; an holl labourou-ze avat a zo deuet da veza re bounner evitan. O n’eo ket hen a anzavo ; evel droug a ya ennan zoken pa vez hano gant an aot. person da rei skor d’ezan.

Hizio koulskoude, e-unanig gantan e-unan, eo red mat d’ezan anzav ema e nerz o vont digantan ; en em gaout a ra skuiz en abardaez-ma eus gouel an Holl Zent, skuiz evel an deliou melenet a zistag eus ar gwez, a dro hag a zistro, kaset ha digaset gant avel an Diskar.

Eur pez labour en doa bet da ober en derc’hent o lakaat pep tra en urz a-benn ar gouel ; hag ar gouel e-unan gant e lidou hir en deus taolet anezan er gador vourret, el leac’h ma chomo, hervez ar seblant, hep gellout zoken sevel da aoza e dammig koan.

Sellet a ra gant tristidigez ouz ar skourrou moan a zo o peurzevi en oaled, bet dastumet gantan hini da hini ; dont a ra zoken en e spered ar zonj eus ar boan en devoe o samma e hordennadig keuneud seac’h, hag o tigas anezi betek ar gear. Ma, red eo e ve deuet da veza kabac’h, mat mui da netra, hag eo erru tost evitan dervez an diskuiz bras. Ha mar ne deu ket an aotrou person da gas anezan diwar e dro n’eo ken nemet gant aon da ober poan d’ezan ; hen, Yann, ne fell mui d’ezan laërez pelloc’h an arc’hant a lakaer etre e zaouarn : e zilez a roio eta ; bez ez eus eun toulladig arc’hant en e bodig-espern, peadra da c’hedal ar maro.

A zo eas da lavaret !… mes… hag ar gwel eus unan-all oc’h ober e labour !… Gwelet unan-all o lakaat bokedou war an aoter, o skuba an iliz, o lakaat bole er c’hleier !… Daoust ha gellout a rai chom reiz da zellet ober an traou-ze ?… Mes, ne c’hello mui mont d’an oferen, gant aon ne zigouesfe d’ezhan lammat da c’houzoug ar c’hloc’her nevez da lavaret d’ezhan : « Ro d’in adarre ! N’ouzout ket diouto ! »

Ouspenn-ze a zo koulskoude, siouaz ! Penaos a rai evit mont eus an ti-soul a gar eun tamm brao muioc’h eget na gar an Aotrou e vaner ! Penaos a rai evit dilezel park ar maro, e bark hennez, da vihana ! ar park el leac’h ma kar ober baleadennou, war e bouezig, o chom a-zav bep eun amzer da zistaga hanoiou hanter walc’het gant an amzer ! Hag e teu d’ezan sonj eus an hini a zo eno, hag e koms outan, hag e teu en e spered hini pe hini euz an troiou a reas, pe eus ar farserez a veze gantan !

Hag e kendalc’h da vale dre douez ar beziou, o c’helver dre o hano kement hini a zo gourvezet dindan ar glasvez. Ha neuze, sellit, kaout a ra d’ezan ema tostoc’h d’ar re-ze eget d’ar re veo, ar c’heaz koz ! chomet warlerc’h kement a reou-all eus e oad ! Hag e rankfe dilezelanezo brema ? Ober eur vuez egiz-all goude kement ha kement all a vloaveziou henvel ?

Tra ! tra ! n’eo ket d’an oad-ze eo e teuer da gemeret plegou nevez ! Mes neuze, petra deuio eta da veza ?… Hag ar paour kez koz a zave zellou nec’het etrezek ar C’hrist mogedet a asten e ziwreac’h war mantel ar siminal.

— « O Aotrou ! Aotrou ! emezan, kemerit ac’hanon. N’emaon mui em bro war an douar ! Kemerit ac’hanon ganeoc’h ! Labouret am eus keit ha m’am beus gellet, ha brema me a c’houlen ouzoc’h gopra ac’hanon. Ho pezet truez ouz Yann goza ranno e galon gant ar c’hlac’har mar bez red d’ezan chom da zellet ouz re-all oc’h ober e labour ; ô lezit ac’hanon da vont da gaout va mignoned koz ! Den n’en deus mui ezom ac’hanon-me war an douar-ma p’eo gwir n’hellan ken na bezia ar re varo, na kempen an aoteriou, na lakaat ar meaziou da dregern gant bole ar c’hleier…

Ha setu en eun taol Yann o chom krenn a-zav gant e gaoz ; deuet oa sonj d’ezan ez oa ’r mare da vont da zini glazou an Anaon. Dont a reas ive en e spered ar c’homzou en doa lavaret d’ezan an aotrou person goude gousperou, oc’h e welet ker feaz : — « It da c’hourvez, Yann, unan-all a raio ho labour fenoz. » Unan-all da zini ar c’hleier evitan ? O nan avat, an dra-ze biken, evit keit ha ma vezo eur veraden wad en e wazied ! Biken ne lezo unan-all da gregi er gorden a laka bole er chloc’h bras hag er c’hloc’h bihan. E gleier ! o c’haret a rea muioc’h zoken eget e iliz, e wered ! Daoust ha n’oant ket beo ? ha n’o doa-hi ket eur vouez, koulz lavaret eun ene, hag a gemere perz e levenez hag e tristidigez an holl ?… Dieas e vije bet d’ezan lavaret pehini anezo o daou e karie ar muia, pe ar c’hloc’h bras, ar c’hloc’h kaër-ze a oe badezet warlene gant lidou kel laouen ! Gwisket oa bet d’ezan eur zaë dantelez gwenn eus ar fina, ar pez a rea d’ezan beza henvel en eun doare bennak ouz eur vagaden ; hag an dra-ma, klevit, a roas tro d’ar zakrist koz da c’hoarzin e walc’h. O pegement e kare Yann e zon arc’hantet, henvel ouz c’hoarz eur bugelig. Evitan, Yann en doa eur garantez a dad koz, karantez leun a deneridigez. Ar c’hloc’h bihan a yoa evitan eur mignon koz ; digas a rea sonj d’ezan eus e bask kenta, p’edo en e wasa bole evit prosesion ar vugale ; hema eo ivez an hini a skoas evit tremenvan e holl dud ; setu perak oa e vouez evitan evel eun hekleo eus an amzer gwechall. Ha neuze, sellit, Yann a gomze ouz e gleier evel pa vijent bet speredet d’e zelaou ; evit gwir, ar wirionez a rank beza lavaret, gouzout a rea lakaat anezo da gana evel ma karie, evel ma c’hoantea ; e wiziegez war-gement-se a yoa dispar. Ha setu perak morse ne vije bet fellet dezan lezel unan-all da ober e labour.

Ha neuze, piou oar ? Marteze o divije nac’het senti ouz daouarn estren ! Kustum evel ma’z oant abaoue kement a vloaveziou da zenti ouz an hevelep mestr, ouz Yann goz ar C’hloc’her…

Erru oa an noz ; ha setu eun tammig nerz o tont d’ezan adarre en eun taol ; lijer oa e dreid zoken o treuzi ar vered deuet da veza evel eul liorz leun a vokedou ; plijadur a rea d’ezan gwelet n’oa ket ankounac’heat ar « re goz. » Mont a eure en iliz leun a denvalijen serr-noz. Goulaouen ebet war elum en iliz, nemet stereden nig rus an tabernakl. Mont a reas tre d’an neac’h, betek korden ar c’hleier ; kraenchat a reas en e zaouarn, hag e seblantas d’ezan beza yaouankeat evel eur paotr a ugent vloaz.

— « Alo, keaz koz, emezan d’ezan e-unan, setu e vezo red labourat ; kalet eo kement-se d’hon oad, mes petra dalv klemm ? » Hag e lavaras o farsal :

— « Te avat, va faotr, emezan d’ar c’hloc’h, ne c’houlennez nemet nijal, n’eo ket gwir, pennig skanv ? »

Ar c’heaz koz a reas eur jachaden war ar gorden, a zaoublegas war e voutou, hag ar c’hleier da zenti kerkent ouz ar vouez anavezet hag o kana en o neiz.

Nag e kanent brao en noz-se ! Pegement e vijed douget da anzav o doa eun ene ! Hag e gwirionez, eun ene o doa, ene Yann a-bez a yoa eat enno. A-wechou e seblantent beza evel mouez eur vamm o luskellat he c’hrouadur ; a wechou-all ar vouez a grenvae betek dont da veza evel eur c’hlemm garo ; hag ar vouez a zave, a zave atao uhelloc’h uhella, betek an nenv, nan mui evit koms a dristidigez hag a varo, mes evit kana ar vuez, ar fizianz kristen, an eürusted peurbadus hag ar weladen da viken. Hag ar vouez en em stleje, a nije war ar meaz, a gear da gear, betek ar penn pella eus ar barrez, o kas d’an holl ar zonj eus an Anaon kez o c’hedal zikour pedennou ar re veo evit beza diboaniet.

Koulskoude Yann a jache atao war gorden e gleier, ar c’houezen o pizenna war e dal ; skrijadennou skournet a rede dre e wazied paour ; hogen, eun nerz nevez a deue d’ezan, ha ne zante nep skouisder.

E zaoulagad a yoa d’an uhel o para war neiz ar c’hleier, ha Yann a wele brema e holl gerent, e vignoned koz, ar re holl o doa roet o c’horf d’ar vered da ziskouiza e skeud an iliz. Tremen a reant dirazan oc’h hen alia da vont ganto. Digor frank gantan e vrennikennou, Yann a zelle outo o vont e-biou d’ezan, dre an denvalijen. Krog mat oa er gorden, ker krog zoken ma’z ea e ivinou er c’hanabr ; hag ar c’hleier a yea atao endro, hep ma ouie Yann petra na penaos e rea ; henvel oa ouz eur mekanik.

Stered an nenv a varve en oabl, an denvalijen a yea da guzat, hag an diveza eus Anaon ar vered koz a yea a-ziwar-wel. Klevet e oe neuze en iliz didrouz eur vouez skiltrus o c’hopal : « Gedit ac’hanon ! »

Ha kerkent Yann a glevas eun dra bennak o strakal en e ziabarz : eun huanaden a darzas war e vuzellou, e zaouarn a ziskrogas hag a ziruilhas hed-a-hed ar gorden ; ha neuze, endra ma koueze e gorf maro war leuren an iliz, ene Yann dizammet a nije d’an nenv douget war ganaouennou kanvus ar c’hleier.

Ar c’hloc’her koz a yoa maro war an dachen, maro oc’h ober e labour.

En uhel koulskoude ar c’hleier a zone bepred. Hep ma vije den o lakaat bole enno, an daou gloc’h eur pennad mat c’hoaz a jomas da zon glaz da Yann ar C’hloc’her.


————

LAOUIG-AR-GERNEVEZ [2]


————


Setu ama eur gaoz
Ha n’eus enni gaou
Nemet eur ger pe daou.


I


Penaos e teuas Laouig da anzav e felle d’ezan deski pep tra


Er bloavez-se, — pell pell bras a zo abaoue, — er Gernevez, war douarou eskobti Leon, demdost da Log-Maze-Penn-ar-Bed, eun ti-soul hepken a yoa sklerijennet gant luc’hed mogedus eur c’houlaouen rousin ; ar re-all holl a yoa tenval en noz-se, derc’hent Nedeleg, ha setu ama perak.

Tud an tri pe bevar diegez a yoa en em vodet e ti Fanch-Koz, gward Koat-Meur a berz aotrou Kereven, pell a yoa o c’haloupat Bro-C’hall.

An dud-ma a c’hede ar poent da vont d’ar. Pelgent d’an iliz parrez a yoa war hed eun hanter leo ac’hano.

D’an amzer m’oa renet Breiz gant he Duked, gwazien an aotrou madelezus en em vode e maner Kereven.

Hogen, pell a yoa he doa an dukez Anna roet leveou Nomenoë da Vro-C’hall, ha lavaret ar gomz vrudet: « Piou a gav abeg ? » Holl dijentiled an Arvor a gave abeg hag a c’hrosmole, daoust ne gredent ket sevel re uhel o moueziou.

Touellet gant ar pez a gleved diwar benn ebaton lez ar roue, unan bennak anezo a zilezas o maneriou, ha ne zistrojont morse, rak m’o doa ranket gwerza o douarou evit kaout dilhad kaër par da da re ar C’hallaoued.

Evel-se ’ta, en noz-se, da c’houde an Angelus e tiredas eur maread tud laouen da di Fanch-Koz.

En oaled ez oa eun eteo (eur c’hef) bras ha teo, bet benniget araok lakaat an tan ennan. Gwreg an ti a yoa azezet brao en eur gador great gant pevar blanken rabotet kempen ; tost d’ezi, azezet hi ivez war eur skaonig, Barbaig, he merc’h hep hini-all, a skoache he fenn goloet a vleo melen flour war barlen he mamm.

Dirazi, ar Floc’h, bombarder dispar, a gase hag a zigase e zourn war e venveg. Hanvet oa an tortig koant, rak, siouaz ! daoust m’en doa eur penn a zoare, e gein a yoa tort, bihan e vent, hag e izili treut o divije marteze lakaet ar vugale da c’hoarzin. — ar vugale a zo didruez ! — hogen, eur vouez dudius en doa da gana gwerziou ha soniou Breiz-Izel.

Edo en-deün o paouez rima poz kenta gwerz ar vinorez vihan :

Ar vinorez a Draon-al-Lann
’Deus goulennet gwelet he mamm,
Gwelet he mamm ha koms outi
Gant ar c’heuz bras he doa d’ezi.

Hogen, pedet e oe da harza, rak na zeree ket implija noz Nedeleg da zevel soniou. Hennez oa da vihana ali Yvona, ar stamerez, Marianna hag Anna-Mari, ar vesaerezed, koulz hag hini Tugdual, an dioualler houidi. Kaboseg, ar fagoder, Herveou, archer koz an duk, aotrounez Kerpetradime ha Kerdaonched, skouederien nobl, lorc’h bras enno o kaout eur K barrennet en o hano, na lavarent netra : hag an drazo a yoa eun anzav e kavent mat mennoz ar re o doa komzet.

An dud enorus-ma a laze an amzer o tebri kistin poazet el ludu, ha kement-se n’ea ket hep eva bep eur mare chopinadou chistr mat, a yoa eun daouzeg pe drizeg podad dioutan war an daol.

Laouig hepken a yoa dilavar.

En nozvez-se memes edo o vont da gregi en e c’houezek vloaz ; chom a rea bepred war e dal mellezour ar glanded, a gaver ken dudius er yaouankizou, ha koulskoude, e lagad glas evel ar mor a lugerne, a verve, santout a read ez oa er paotr eur youl nerzus, eur c’hoant souezus bennak. Bouchadou teo a vleo du voulouzet a goueze a ispilh war e ividigou, o c’hoari en dro d’e ziou voc’h rus evel diou rozen.

Beza en doa eun doare dous kenan kemmesket marteze gant eun tammig melkoni evel a vez kavet war bennou ar re a vez dalc’hmad o spered e bro an huvreou.

Laouig a yoa eur minorig savet e ti Fanch-Koz evit bennoz Doue. Ne rea ket nemeur a dra evit c’hoaz, dre n’oa ket krenv a-walc’h e izili evit mont d’ar parkeier gant ar re all, na da fagodi er c’hoajou, na da vanea ar waskell da vare an avalou.

En diskar-amzer e kutuilhe ar c’hraon hag ar c’histin ; d’an nevez-amzer e kase an denved da beuri oc’h ar c’hleuziou, ha d’an hanv e kase o meren vihan d’an eosterien.

Ar skoueder Kerpetradime, pa deue ar goanv, a zeske dezan kement a c’houie diwar-benn ar skouejou hag an « ardameziou » [3], hag e vignon Kerdaonched a ziskoueze an doare da c’hourin gant ar gwaf, pe ar c’hleze ; Herveou koz en doa gouezet lenn gwechall, n’en doa ket ankounac’haet e holl lizerennou : hag e poanie gwella ma c’helle da zeski da Laouig penaos en em gemeret gant pazennou kenta ar wiziegez-se ken dieas da dapout.

Evel-se ’ta, d’e bemzek vloaz Laouig a yoa eur c’hrennard a-zoare, diwiziek, fur avat, ter da zeski, huvreer a-wechou, c’hoantek atao ; fellout a rea dont da veza… eun dra bennak.

— « N’ouzoc’h ket, a lavaras neuze eur c’houeriad evit sevel ar gaoz kouezet abaoue kanaouen ar Floc’h ha krosmol ar merc’hed ; n’ouzoc’h ket eo eat Jakez ar Ber da jom da Blouvorn ? Bez’ e vez teir foar vras dre eno : Landivizio, Berven hag ar Merver, e vez gwerzet enno tremen tri mil marc’h… »

Eur c’houeriad-all a zavas buan e vouez war hini an daneveller [4] :

— « D’az yec’hed, hor mestr, emezan, o rei ar rod edo o nevez eva ennan. Ar chistr a zo c’hoero er bloaz-ma, hag an erc’h a gouez drus er meaz… Piou a zisplego d’eomp eur rimadel evit laouennaat nozvez ar Pelgent, p’eo gwir n’eo ket bet kavet mat son ar Floc’h ? »

— « Kana eur werz neuze, » a lavaras Herveou.

— « Kontit d’eomp, Mac’harid, istor kannerezed-noz lenn ar Wrac’hed ! »

— « Yvona, gwerz sant Tangi benniget ! »

— « Barbaig, va c’harantez, koms d’eomp eus Lutun Trebabu ! »

— « Kerdaonched, eus karrigel an Ankou war henchou Lokournan ! »

— « Paotred ar Zabat, Yann ! »

— « Cheun eo, da vihana a dlefe konta d’eomp buez e zant paëron, Eozen, pe Erwan, ganet e Landreger, a oe alvokad, ha na laeras ket, hag a yeas d’ar baradoz, el leac’h eo chomet abalamour n’en deuz an aotrou sant Per kavet hucher ebet d’e vouta er-meaz. »

An holl goulennou-ma a oe skoet an eil war lerc’h egile, endra ma tizec’he ar wazed picheradou chistr. Anzav a-walc’h a reant ker brao ha tra :

— « Na c’hoero eo ar chistrer bloaz-ma !… Hogen, setu erc’h o koueza, ha marteze e vezo avalou !…

Barbaig a reaseur zell korn ouz Laouig ; hema ive a zelle outi bep eur mare dre ma kase e zourn war gerden eun delen dare da goueza e poultren :

— « Laouig, emezi gant he mouezig flour, d’it eo displega d’eomp eur gontaden Nedeleg, p’eo gwir ez out desket bras ! »

— « Me desket, Barbaig !… Ha kredi a rez an dra-ze ? Ne doun, siouaz ! nemet eun azen, ha koulskoude e karfen gouzout pep tra ! »

— « Hum !… Kenteliou war an doara d’en em ganna a blijfe d’it, kredabl, muioc’h eget kentelliou fastus an tad Gwenole, a zesk d’it al lizerennou ? » a lavaras neuze Kerpetradime.

— « Ha me, eme Kerdaonched, me a zesko d’it kement a zell oc’h skouedou an noblans koz ! »

— « Mat, eme Fanch-koz gant tristidigez, spered an den n’eo ket ledan a-walc’h evit gouzout pep tra ; ar c’hoant gouzout eo a ziskaras hon tad hag hor mamm genta. »

— « Barbaig, daoust ha roet ez eus diou wech muioc’h d’ar chatal ? Red eo d’eomp hizio renta da vignoned kenta an aotrou Jezuz !… »

— Ya, va mamm ; zoken hon deuz aozet gant deliou eur pallen da c’holo an azen a yelo ganeomp d’an oferen. »

Dek pe daouzek bugel, leuna vuez, a zaoulamme en eur c’horn eus ar zal vras, a gane, dres d’ar mare kanaouen nedeleg an azen.

— « Marvat, eme Vac’harid, e vezo lakaet er siminal holl vouteier ar vugaligou, hag e vezo eun dra bennak evit pep hini… »

— « Evit sur, mamm ger ; pourchaset hon deus pep tra, zoken eun hordennadig gwialennou da Yannig, a vez dalc’hmad o c’haloupat al lanneier, eleac’h mont da skol an Tad Gwenole… Da bep unan ar pez a zo dleet d’ezan, hag an holl a vezo eürus ! »

— « E bro Vrabant, a lavare Herveou, e vez debret d’ar poent-ma yod benniget, hag e Limbourg, mez dous. Bet oun oc’h ober brezel dre eno, hag em beus c’hoaz sonj mat a gement se… »

Selaou a read anezan gant plijadur, hogen, ar picherou-pri a yoa leun ; Laou, Jakez, ha Maturun, hag an daou skoueder a jache varno pa heane ar safarerien.

— « Ha te, Barbaig, a lavaras Mac’harid, n’out ket eat da welet gant eur piled koar pe seurt dremm en deus da bried du-ze e strad ar puns ? ».

Ar baotrez a rusias, hag a roas eun taol lagad da Laouig, eat e spered marvat da vro ar stered ; goude-ze e lavaras a vouez izel :

— « Eo, va mamm, bet oun, hag e welet e meus. »

— « Ac’hanta, peseurt liou o deus e vleo ? Melen ? du ? brun ? rus ? eme Yvona, eun tammig berboell… Me n’in ket d’an oferen. Red eo d’in chom ama, abalamour da gerc’hat, pa skoo an hanter-noz, an dour a bare an dersien. »

Tan unan eus ar goulaouennou rousin a zaoulamme :

— « Arabat e vezo d’eoc’h lezel goulaouen ebet da vervel, a lavaras Fanch koz ; hini pe hini ac’hanomp a varvfe dizale. »

— « Daoust hag holl dud kear a zo ama ? » a c’houlennas Mariannig, o neza gant ar c’har eus an deiz kenta ’r bloaz betek an diveza, nemet da zul ha da c’houel, hag an dra-ze abaoue ouspenn hanter kant vloaz a yoa.

Gant he biz e niveras kement hini a yoa en ti, hag e kendalc’has gant he c’haoz :

— « Kata, ar zorserez goz n’ema ket. Mirit n’ez afe da ober tro kear gant he c’har-neza ; kement-se a virfe oc’h hor gwez da roi frouez ! »

Primel n’en doa c’hoaz lavaret netra : setu hen o troi war zu Laouig. Hema a yoa o koms gant ar Floc’h, ar bombarder.

— « Petra c’hoarvez ganez, Laouig ? emezan. Ganet out pemzek vloaz a zo, dres da genver an deiz-ma ; ha da dad e-unan eo a gasas ac’hanout d’an iliz evit beza badezet. Ma, lavaret a rafed ez out deuet er bed er falla dervez pe nozvez eus miz du !… »

An den yaouank a hejas e benn hag a lavaras didroidel :

— « Petra c’hoarvez ganen, kamalad Primel, emezan. Sonjal a ran ez eus dre ar bed kalz tud eürus, o deus kement a c’hoantaont ; hag ez eus ivez kalz tud paour nemet re vec’hiet dindan ar poaniou a bep seurt, hag a zo red mat d’ezo dioueret kalz traou ezom bras anezo koulskoude.

— « Eus petra ec’h eus-te da glemm ? »

— « Gwir eo, eme Laouig o plega e benn, eus petra e klemfen ? Daoust ha nem eus ket tud, ti, bara, madou hag amzer da zont dirazon, me, emzivad, savet diwar ar garantez ?… me hag a c’hede… »

— « A c’hede petra, Laouig ? »

— « Netra evidon, pep tra evit ar re all ! Me garfe lenn mat e pep seurt yezou, lenn koulz hag an Tad Gwenole ; eveltan, me garfe gellout skriva e lizerennou aour Aviel hon Ao. Jezuz-Krist… Me garfe gouzout kement tra a zesk ar venec’h er c’heariou d’eun niver bras a vugaligou eus va oad… En eur ger, aotronez Primel Herveou, Kerdaonched, ha c’houi, Kerpetradime, me garfe beza desket ! »

— « O Gwerc’hez Vari ! a lavaras Mariannig sebezet ; eno ema da c’hoant, mignon Laouig ?… Mar deo evel-se ema kont ganez, eleac’h dont d’ar Pelgent ganeompni, kea da abati koz Sant-Tangi… Bep bloaz, pa sko an hanter-noz, eur manac’h a zav eus e vez ; ar manac’h-se en doa great pec’hejou bras epad e vuez. Elez-varn an nenv e eal mata ziskouezas eur maread levriou Aviel bet skrivet hag adskrivet gant ar manac’h-se penn-da-benn e vuez. Lavaret e oe d’an eal e vije paet eur pec’hed gant pep lizeren skrivet. — Ha setu ma oe muioc’h a lizerennou eget a bec’hejou, hag ar manac’h paour a oe kaset d’ar purkator. Eno e chomo betek ma teuio eur c’hristen bennak, war e ali, da wiska saë ar venec’h. »

— « Me, eme Laouig, ne vezin ket beleg, p’eo gwir e fell d’in dimezi da Varbaig. »

An holl a zirollas da c’hoarzin, ha Barbaig, savet eun tamm mez d’ezi, a guzas he fenn war barlen he mamm.

— « Ya, ya, va faotr, eme Fanch-Koz, mes da c’houzout eo c’hoaz ha plijout a ri da Varbaig ! »

Ar paotr-saout a lavaras dichek :

— « Hizio, nan ; hogen, pa vezin savet uhel, pa vezin desket bras ha pinvidik !… Livirit d’in, Mariannig, ar manac’h-se a vez gwelet… »

— « O va mab, hag ez pefe ar galon da vont ? Ar manac’h gwenn neuze a rofe d’it da anaout ar pez a zo da ober evit dont da veza pinvidik, desket bras ha savet uhel, evel a leverez. »

— « Emaon o vont ! » eme Laouig o sevel.

— « Diwall gant ar pez a ri ! a hopas d’ezan Kerdaonched ; arabad eo ober gwap eus an Aotrou Doue ! »

Fanch a zigasas sonj d’an holl eus ar c’hrenn-lavar koz :

— Nep a vev e doujans Doue
A varvo en e garante.

— « Douja ’ran Doue, hag an diaoul ive, eme Laouig oc’h ober sin ar groaz. Mont a ran da welet àr manac’h gwenn, hep ma ve mennoz fall ebet ennon… Ma ro d’in an enor, ar ouiziegez hag ar binvidigez, d’am dous Barbaig me o chinnigo… »

— « Re a fizians en deus ennan e-unan ! » eme Dugdual an diwaller houidi.

— « Kalz nerz-kalon a reketan d’it ! » a lavaras ive Kerpetradime. »

Ar merc’hed a unanas o moueziou evit huanadi war eun ton truezus :

— « Paotr kez ! ez a da goll, sklear eo ! »

Ar wazed a gendalc’has : — « Paotr kez !… N’eus forz, krenv eo zur ar chistr er bloaz-ma. »

Ha meur a hini a youc’has :

— « Ya, krenv eo, e gwirionez !… Mes Doue ra viro Laouig koant dioc’h lasou an « hini fall ! »

Laouig koant koulskoude n’oa ket ken nec’het hage vignoned. Teuler a reas e groc’hen maout war e gein, ar chap displeget war e benn ; hag, o veza sammet e delen ouz e skoaz, e kemeras e benn-baz.

Ober a reas neuze eur zell faeüs war ar zal sklerijennet gant tan an oaled ha gant an torchadou goulou rousin a daole sked rus war an arrebeuri. Laouig a dostaas ouz Barbaig.

Drouk-livet eun tammig, fougeüs ha dichek evelato, Barbaig a astennas d’ezan he dourn :

— « Laouig, emezi gant he mouez sklear, pa c’helli e tigasi d’in gwalen ar promesaou ; da c’hedal, setu ama unan d’it e tes teni eus va ger. »

Kemeret a reas goude ar zizailh a yoa en ispilh oc’h he zavancher hag e troc’has eur bouchadig eus he bleo ; hag, o veza kordennet ar bleo-ze, e skoulmas anezo endro da arzourn Laouig.

Kement-ma ne blijas ket d’an holl, ha Fanch-Koz a lavaras d’ar paotr :

— « Va merc’h a ra he fenn he-unan hizio ; mes me a raio va hini ive d’am zro. Me gred e rafes gwelloc’h dont d’an oferen ganeomp-ni eget mont da ober troiou kamm evel-se, hep gouzout mat petra gavi war da hent ! »

— « Mont a rin, va zad, da oferen goulou deiz, ha d’an oferen-bred ive ; Barbaig a bedo evidon epad ma vezin du-ze etre mogeriou koz abati Log-Maze-Penn-ar-Bed. »

Hag o veza komzet evel-se, Laouig-ar-Gernevez a zaludas an holl, a vousc’hoarzas da Varbaig, hag a yeas ac’hano.


II


Penaos e Temenas laouig dek vloaz eus e vuez o teski pep tra


Epad m’edo Kerdaonched ha Kerpetradime, skouederien a ouenn uhel, Tugdual, an diwaller yer, ha Primel, an troc’her koad, o trinka laouen gant an archer Herveou ; epad mac’h eve ar bastored hag al labourerien douar picheradou chistr eun tam mig c’houero, mat evelato, evit doare ; epad m’edo ar Floc’h, bombarder, o teski eun nouel iverzonek d’ar vugale, Laouig ar-Gernevez a c’haloupe war-lerc’h e chans, evel m’he devoa lavaret Marianna goz.

Tremenet oa ebiou an tí-soul dirapar edo ennan deac’h c’hoaz o krena gant ar riou ar baourez kez Marianna, digaset gant Laouig da di Fanch-Koz, hag a yoa du-ze brema o vousc’hoarzin oc’h sklerijen dom an oaled, eürus betek he dervez diveza gant ar Breizad kalonek en doa roet digemer vat d’ezi.

Laouig a reas eur zell dreist e skoaz war an doen distres. ar mogeriou faoutet, an drez hag al linard o sevel founnus e gwask ar vein.

— « Ema goullo an ti-ma evit atao, emezan. Marianna an Nezerez n’he devo mui da c’houzanv ama an naon hag ar riou. Eun ober a drugarez a ra vad, velkent ! Laouenneet oll eo va c’halon !

Bale a rea dre eun hent meinek, klozet eus an daou du gant kleuziou sounn, a yoa warno trojou mat a lann. Dizale e tigouezas e penn al lanneg ; en tu-all d’ezi eo edo abati Log-Maze.

Nag hi oe enkrezus an nozvez ten val Nedeleg-se ! Eleac’h ar volz steredennet a weler ken alies er goanv pa vez yen ha seac’h an amzer, an nenvou a yoa goloet gant koabrennou teo ha du, a goueze anezo eur glao erc’h spontus.

E kreiz ar blenen ez oa unan eus an traou koz-se n’ouzer oad ebet d’ezo, a deu, hervez lod, eus amzer an Drouized ; kosoc’h int koulskoude, hervez lavar tud desket bras : eun daol-vean vras meurbet a yoa eno kelc’het gant an ilio hag ar c’hinvi.

An erc’h, tra iskis ! ne jome ket war ar mean. Teuzi a rea, chenchet e beradennou dour, kerkent ha m’o divije stoket outan ar steredennou gwenn ; ha neuze deliou an ilio ha tachadennou eus ar mean a lugerne a-zioc’h ar mor gwenn divent a c’holoe pep tra nemet an aoter zantel.

Tud ar vro a gonte ez oa sperejou o chom dre eno ; ar re-ma a zaoulamme endro d’ar roc’h hag a laze en enor d’an doueou diskaret gant ar C’hrist an dud reuzeudik dianket e kreiz an noz. Spontus oa, war o meno, ar goueliou-noz lidet eno. Eul leac’h milliget oa.

Pellaat a read dioutan en deiz ; den avat, en noz, n’en divije kredet mont dre an douarou tosta d’an daol-vean. Laouig e-unan a zavas aon gantan pa welas a-bell ar mell tra-ze savet uhel a zioc’h al lanneg.

Tostaat a eure difizius, n’eo ket dont a raje al lutuned daonet-se da c’hoari eun dro zivalo bennak d’ezan, evel ma reant re alies d’ar veajourien o tansal dirazo, dre o ardou kasaüs, ha da echui, o terri o gouzoug d’ezo.

A drugare Doue, Laouig ne welas netra, netra nemet skeud divent an daol-vean stlejet war an erc’h, azalek kreiz ar blenen betek harzou eur c’hoad dero, red dezan tremen a-benn digouezout gant abati sant Tangi.

Ama, an denvalijen a yoa c’hoaz tevoc’h hag ar paotr en doa aon, nan rak ar viltansou, Paotred ar Zabat, Hoperien-noz, Korred, Kannerezed-noz, Gwrac’hed, pe me oar-me? Aon en doa rak ar bleizi naonek o rodellat a-drenv ar gwez bras, o c’hedal eur preiz founnus da ziskolpa.

Ar Breizad yaouank a stardas ar penn-baz en e zourn hag a yeas dillooc’h gant e hent.

O veza great sin ar groaz o tremen ebiou d’an daol-vean, setu hen o troi e benn meur a wech dioustu, evel pen divije bet c’hoant da lavaret d’ar viltansou: « N’em eus aon ebet razoc’h, krouadurien mallozet, a zo o chom el leac’h daonet-ma ! » Hag ez eas dindan ar c’hoad.

Setu ma teu e dreid da steki oc’h trojen eur wezen astennet a-dreuz ar wenoden ; an delen a huanadas, ar gorden vrasa a roas eur zon pounner, hag ar re vihan a skrignas.

Ha kement-se a oe evel youc’haden glemmus eur paour kez den kouezet en eur riskl bras.

Ha Laouig da c’haloupat.

An avelig o tont eus ar pellder a zigase neuze betek ennan trouz ar c’hleier e bole evit lavaret edo oferen an hanter-noz o wiska ; ha setu, en eun taol, eur c’hloc’hig-all tostoc’h o respont ouz ar re-all.

Mouez hema n’oa ket ker sklear, ken skiltr na ken nerzus ha bole laouen ar re genta, evel eur vouez raouliet oa, klemmus ha leun a velkoni ; ne gleved ket ken nebeut an hekleoiou o respont outan.

Laouig a oe mantret e galon.

Piou eta a grede, d’an heur-ze, en eun hevelep nozvez, dont di da zon kleier mut abaoue eun niver bras a vloaveziou ? Piou a laka bole er c’hloc’h-se lezet e beg tour an abati ? Den ebet n’en doa chachet war ar gorden abaoue an deiz milliget m’oa bet lakeat ar venec’h er meaz eus o zi !

Laouig koulskoude a yoa digouezet e penn e veaj.

Dirazan ez oa berniou traou du, dieaz kenan gouzout mat petra oant.

Setu ed eun taol an erc’h o paouez da goueza.

Eun taol avel krenv evel eur gorventen a rogas ar c’houm moul, ha dre an toull great er goabren e teuas eus bann loar, peadra da ziskouez da Laouig kement a jomę eus abati brudet Log-Maze.

Ar spont a grogas er mesiad.

Lakaat a eure adarre sin ar groaz en e gerc’hen hag e taolas eur zell pisoc’h war al leac’h.

N’oa eno nemet mogeriou kouezet, , duet gant an avel-vor, berniou mein goloet a zrez hag a linard, prenestrou uhel hep o gwereier livet kaër gwechall, patromou sent dibennet ha stlejet n’eus fors penaos ama hag a-hont, en eur ger, peadra da vantri.

Ar c’haouenned a c’hournije eus eur c’horn d’egile, evel droug enno abalamour m’oant dihunet e kreiz o c’housk gant trouz bouteier.

Hag ar c’hloc’h a yoa atao e bole.

Droug-livet oll, e vleo e pign war e benn evel nadoziou da ober stamm, ar paour kez Laouig en doe eur zonj vat.

Setu hen o kemeret e delen, hag o lakaat ar c’herdin da zon evit kas kuit ar spont a lakae eur c’houezen zrus da bizenna war e dall.

Kregi a ra gant poziou kenta ar Magnificat :

« Va ene a gan meuleudi da Zoue,
» Dre m’en deus taolet e zellou war he zervicherez dister »

Skoet e galon gant an traou burzudus a gane, Laouig a deuas nebeut-a-nebeut da hardisaat, ha neuze e vouez kavet ganti he holl nerz a gasas betek penn kantik kaër ar Werc’hez.

Hag ar peoc’h, ar zioulded a blafas a-nevez war ar mogeriou du.

Ar c’haouenned, al lapoused-noz a daveo ; an askelled-kroc’hen a jome difinv a ispilh evel hedou gwenan oc’h pennou uhella ar pilierou.

An avel neuze a zigase betek ennan notennou dudius kleier Nedeleg o son e Log-Krist ginivelez ar Mabig Jezuz.

Laouig a deuas sonj d’ezan eus Marc’harid ha Barbaig, a yoa o pedi devot en iliz, kredabl, hag eus Marianna, o neza a spered e kichen an tan, keit ha ma taole evez war ar pod-houarn.

Setu hanter-noz o skei.

Laouig a skrijas ; klevet a reas eun trouz dister. Hag e welas kerkent eur manac’h gwisket gwenn, gant eur skapular du war e zae, ar c’hap displeget war e benn. Eur baro gwenn arc’hantet a ziskenne stank war e beultrin ; e zaoulagad a yoa meurbet sklear dindan e valvennou touffek ; eun ear ankeniet kenan a yoa war e zremm, mes an ear-ze ne sponte ket Laouig, doujans eo en doa ouz ar weledigez.

O veza great eur zell war ar manac’h, Laouig a lakaas sin ar groaz en e gerc’hen, hag e oe en e eaz, o veza ne dea ket ar wele digez e moged, rak merk ar c’hristen ne gas kuit nemet ar sperejou fall.

— « Den Doue, emezan neuze o tenna e galabousen, a beleac’h e teuit, ha petra c’hedit diganen ? »

Ar manac’h a jomas dilavar.

— « Den Doue, hag ezom hoc’h eus-hu eus va fedennou ? » Netra adarre.

— « En noz-ma, den Doue, eo ganet hor Zalver benniget ; mar gell eur pec’her paour roi d’eoc’h eun tammig skoazel evit peoc’h hoc’h ene, me her graio. »

Eur vouez c’hroz a respontas en dro-ma ; seblantout a rea dont, nan eus genou eur manac’h, mes eus dounder eur bez.

— « Ya, emezan, ezom am eus e c’houlenfe ar gristenien trugarez evidon digant an Aotrou Doue… Laouig-ar-Gernevez, sevel a ri uhel e-touez an dud ; gouiziek ha pinvidik e vezi… An noblans a zo ez kalon hag ar binvidigez ez tourn. Labour ha gra da zlead, hag an holl draou-ze a vezo roet d’it war ar marc’had… »

— « Hag ar ouiziegez ? » a c’houlennas Laouig evel en despet d’ezan, poan gantan sonjal ne zeuje e vennoz da zeveni betek penn.

— « C’hoant ac’h eus da zeski ?… Siouaz ! paotr paour, gouiziegez ar bed ne deo nemet moged pa ne zervich ket da enori hano santel an Aotrou Doue ! »

— « Me a gar Doue hag a fell d’in e zervicha atao, » eme ar paotr, souezet oc’h en em gaout kement en e eaz.

— « N’ez eus netra hep poan, eme c’hoaz ar manac’h gwenn. Roet eo bet d’it donezonou ar Spered-Santel, laka anezo da dalvezout. Mes, abalamour ma’z out bet trugarezus, ha ma ’c’h eus roet skoazel en hano Doue, eur c’hras az pezo evidout da unan… Dizav ar mean-bez-se a zo aze e skeud ar groaz ; kaout a ri eur pez aour, unan hepken. Kemer anezan. Ne vanko ket ez yalc’h keit ha ma chomi fur, leal hag e doujans Doue… Kea dioc’htu, hep sellet war da lerc’h ; er barrez tosta e klevi teir oferen ar C’hinivelez… E « Bourges » en em gavi a-benn dek dervez bale ; eno e krogi gant da Vuez nevez, skolaër e vezi, hag ez i eus an eil skolach d’eben, betek ma vezi gouiziek a-walc’h. Mar n’ec’h eus ket kavet an eürusded, e tizroi d’ar gear pinvidik, mar ’peus gouezet lakaat da dalvezout kenteliou da vistri… »

— « Daoust hag eürus e vezin ? » a c’houlennas Laouig trec’het gant ar velkoni a yoa kroget ennan o klevet edo e huvreou o vont da zeveni.

— « Deski a ri diwar da goust hag-en e ro ar ouiziegez an eürusded ! »

Ar vouez, a-nebeudou, a golle eus he nerz, hag ar weledigez a yea da deuzi. Ne oe mui dizale nemet eun dra dishano, eur goabren, eur vogeden disliv, ha netra ken prestik goude.

Laouig a zizavas ar mean bez. Eur pez aour a lugernas er boultren. E gemeret a reas.

Eur spont heuzus en e gerc’hen, Laouig a lezas e delen war ar bez edo o paouez digeri, hag hen ac’hano, mar gouie.

Da c’houeliou Pask, er bloavez-se, n’oa ken kaoz e skoliou meur Bourges nemet eus eur skolaër nevez digouezet, brudet evel eur spered kaër dic’hiz, ha dreist oll eur skouer a furnez.

Han vet oa Laouig ; aliesoc’h avat e veze great « ar Breiad ». anezan. Gwelet e veze bep mintin o selaou an oferen gant feiz e iliz Sant-Per. Tostik ac’hano edo o chom, e ti eur vaouez goz, he hano… E feiz, ankounac’haet eo ganen ; mes, petra ra ze ?

Laouig ne dea morse d’an tavarniou. Ne heulie ket ar vigno ned a vuez laosk a veze dalc’hmat o c’haloupat an dansou, an ebatou-noz, ar festou, traou komun etouez yaouankizou ar skolachou.

Gwisket e veze bepred gant ar zaë c’hlas blevek, ha ne rea implij ebet eus ar braoigou, ar rubanou, an dilhad ampezet, an dantelez, traou prizet kenan gant ar re-all evit en em ficha.

Ober a rea aluzen, evel eur c’hristen mat ma’z oa ; a zor da zor ez ea zoken da welet ar re baour hag ar re glanv ; roi a rea d’ezo, nan hepken e beziou arc’hant, mes c’hoaz eur gomzig vat bennak da zevel ar spered hag ar galon ha da lakaat enno eun elven levenez ha frealz.

Ne oe klevet biskoaz o wall goms a zen, nag o lavaret komzou risklus pe goloet, gouest da lakaat da rusia.

Labourat a rea endra c’helle, bepred evesiant da zelaou kenteliou e vistri, eus ar penn kenta d’an diveza ; ouspenn ze, alies betek đîvezat noz e veze gwelet ar sklerijen en e doull kambr, a yoa warni eleac’h gwer stalafiou stanket gant paper.

Ar vuez kalet a rene Laouig-ar-Gernevez ne blije tamm ebet d’ar skolaerien, e genvreudeur.

An den ne gar ket eun doare beva hag a zo eur rebech evit e hini.

Klasket e oe dizrei ar Breizad dioc’h e labourou tenn hag enouüs ; falvezout a reas da veur a hini e dreina ganto d’an ebatou, hag o veza ma ’c’h enebe start, meur a benn fall a reas an heg outan. Koustout a reas d’ezo avat.

Fur, sioul ha dous evel eun oan pa veze lezet didrous, ar paotr a zantas e galon o virvi.

Evel m’oa bet gwall-heskinet, eun dervez, e zaouarn hag e benn-baz a c’hoarias kement ma talc’has penn e-unan da zaouzek paotr divergont. Lezet e oe e peoc’h p’o doa desket diwar o c’houst o-unan ez oa izili dir kuzet dindan kroc’hen wenn ar Breizad.

Gant ar filozofi Laouig a zeskas e Bourges pazennou kenta gwir ar Romaned [5] , hag ive kustumou ha gwir al Latined.

Deski a rea war eun dro ar varzoniez ha doare koms Horas, Sofokl, Siseron ha Demosten.

Abarz mont da beur-ober e studi da Bariz, Laouig a fellas d’ezan mont da welet skoliou brasa Bro-C’hall.

Goude beza skedet en eur maread ardamezou [6] e Bourges, Laouig a yeas da Doulouz, kosa skol-veur Bro-C’hall war lerc’h hini Pariz ; ac’hano ez eas da Vontpellie.

E-touez an traou dichiz desket gantan er skolachou, Laouig a goms eus ar c’housk hir ha kalet [7] pareet krenn dre staga eur wiz e gwele ar c’hlanvour ; klevet a reas ive e c’hell kig gad mesket gant viou merien hag heol krug roi an dersien d’an dud skoet gant eun taol gwad.

Re hir e ve henvel ama an holl geariou hag an holl skoliou a welas Laouig. Eur sked ne vez a roe dezan e pep leac’h e ouiziegez hag e spered lemm. Brud ar Breizad fur ha desket a yea bemdez war gresk dre ar bed.

Hen avat ne ziskoueze kaout tamm fouge na tamm lorc’h ebet.

En em vesvi a rea en deskadurez, evel ma teu an ever da glask e eürusded e strad ar gwer. N’en doa morse leiz e c’hoant ; diskolpa ha saouri a rea kement leor a deue eus ar wask, ha ne zileze ar studi nemet ken evit pedi ha kousket ha c’hoaz ne roe d’an diskuiza nemet teir heur bep noz.

Seulvui e teske, seulvui e wele gwelloc’h-gwella n’eo ar pez a c’heller gouzout nemet eul loden zister eus ar pez a jom da zeski, hag e sonje e lavar Sokrat :

« Ar pez ouzon gwella eo n’ouzon netra ! »

Ha koulskoude, petra n’ouie ket Laouig-ar-Gernevez ?

Emzivad bihan Koad-Meur, en eskopti Leon, gwaz paour aotrou Kergarello, ar bugel savet dre garantez Fanch-Koz, difennour Marianna, goz a yoa deut da veza eun doktor, ar muia brudet hag ar muia gouest eus e amzer ; e izelded a galon eo a viras outan da skedi morse er renk, er c’hargou uhella.

Hogen, eur vintivez, Laouig ar-Gernevez a zisparisas eus kear Veniz goude beza dre e gomzougouiziek hag helavar dalc’het penn da holl doktored ar gear vrudet.

III


Penaos e tizroas laouig d’ar gear goude beza desket pep tra


Kement-ma a dremene e pardaez eun dervez kaër eus an diskar-amzer. An heol a ziskenne, echu gantan tro ar bed, hag e vannou diveza a entane bolz an nenv en drem wel, e leac’h ma ’z eont da guzat a-drenv ar meneziou.

Eur beachour a yoa d’an ampoent o tizout krec’hen an duchen.

Ac’hano e wele e geriaden dastumet, kuzet en deliou dero, gant he zoennou plouz, glas ive gant ar man hag al louzeier, an iliz gant he zour nevez savet uhel dreist ar gwez hag a ziskoueze d’an nenv eur c’hilhog melen evel an aour.

An den-ma a yoa yaouank, hag evelato war e zremme lenned ez oa eun den a boan hag a labour. Treut, eun tammig daoubleget, evitan da gaout doare da veza krenv, anat oa e veze dalc’hmat azezet oc’h eun daol o studia.

E touez e vleo du hir meurbed e welet dija meur a hini o kemeret liou an arc’hant.

War droad edo, skuiz bras dioc’h an doare, rak poueza rea kenan war e benn-baz.

Laouennaat a reas pa welas tiez-soul ar Gernevez ; hage sellas ouz al lanneg rostet a rea eur gurunen velen d’ar c’hoajou bras. Gwelet a rea i ve an daol-vean evel eun tach du e kreiz ar bokedou aour, ha pelloc’h abati Sant-Tangi.

Ar beachour neuze a dennas e dok evit saludi douar e vro c’hanedik, hag a gouezas d’an daoulin evit lavaret eur beden ver.

Disken a eure dre eur wenoden, etre diou c’harz bleuniet gant roz gouez ha spern-gwenn. Dizale e welas o tont a-benn d’ezan eun den bleo hir d’ezan, hag a gerze o c’hoari gant eur vombard.

Ar beachour a jomas a-zav hag a vousc’hoarzas a-nevez.

— « Doue d’az pennigo, ar Floc’h ! » emezan d’ar bombarder, meurbed souezet gant salud an diaveziad.

Respont a reas o vralla e benn :

— « Bennoz d’it, va den, n’eus forz piou out ! Kea buan da eva eur chopinad chistr ; eun tammig e troc’h er bloaz-ma hogen mat eo evelato !… Da dreid a zo gwenn gant ar boultren, eus pell e teuez, red eo ? »

— « Ya, ar Floc’h, eus pell bras, p’eo gwir n’am anavezez ken. Kenavo varc’hoaz eta, ha neuze me a baeo d’it ar grana eus da werziou. »

An divroad a gendalc’has gent e hent, hag ar bombarder a jomas mantret.

Daou zen, e traon ar grec’hen, a gerze kazel oc’h kazel, gwisket nan gant saroiou ha brageier bras, mes gant livitennou ha lageier hir ha striz, tokou pluennet war o fenn.

An den yaouank a dostaas outo hag a astennas e zourn deou epad ma lame e dok gant an hini kleiz.

— « Deiz mat d’eoc’h, Kerdaonched, skoueder an noblans, a lavaras-hen da unan. Deiz mat, Kerpetradime, skoueder an noblans, emezan d’egile. Klaoustre n’edoc’h ket war c’hed ac’hanon me ! E peleac’h e vezo great ar veilhadeg fenoz ! »

— « Va den, emezo war eun dro, n’emaomp ket kalz e poan da veza harzet gant kement hini a gavomp war hon hent, hag hon hano n’eo ket eus ar re a gouez a c’hinou al lamponidi hep ma lakafent « aotrou » dirazan. It eün gant hoc’h hent, da di Varianna, an ti kenta e kleiz, du ze dindan ar wezen graon koz, plantet en amzer an duk Per : hor c’homerez a roio d’eoc’h eur chopinad hag a raio vad d’eoc’h, hep mar ! Eun tammig e troc’h er bloaz-ma, n’eo ket fall evelato ! »

Mont a rejont adarre gant o hent, lorc’h enno, o skoulma a-nevez daou benn neuden ar gaozeaden torret gant an den diavis !

Ar beachour a droas kein oc’h huanadi.

Eun troc’her koad a deuas da dremen, kroumet oll dindan eur beac’h keuneud munut.

— « C’houi eo, Rio, a zo aze ? Mar kirit me a zo o vont da roi dourn d’eoc’h da zougen ho samm ? Pounner int an trojou fao-ze ! »

— « Pounner a-walc’h, va mestr, evit ho taouarnigou gwenn. Hogen, Rio n’en deus ket c’hoaz e zek vloaz ha tri-ugent ; va diskoaz a zo c’hoaz kalet, c’houi welo ! Deuit ganen betek va zi, hag ec’h evimp bep a vannac’h chistr ; krenv eo eun tammig er bloaz-ma, mat eo evelato ! »

— « Eun tammig krenv ? » a lavaras ive ar beachour.

— « Krenv ! Piou en deus lavaret an dra-ze d’eoc’h ?… O ! eun tammig bihan hepken ! Deuit atao, ni a evo d’hor yec’hedou »

Digouezet oant,

Daouzek paotrig bihan a gemere o ebat tost da foz an hent bras. Diskabel oant ha diarc’hen ; unan bennak anezo zoken a yea an avel dre o bragezeier hag eun tammig eus o roched fank. An heol o skei war o fenn a rea d’o bleo lugerni evel an aour.

Pa weljont eun « aotrou » o tont, ar vugale a lammas war an hent, a reas eun dresa d’o bragezeier hag a lavaras gant o moueziou lirzin :

— « Doue roho pennigo hag hoc’h hencho ! »

— « Deiz mat d’eoc’h, bihannigou ha d’hoc’h elez ! »

Gervel a reas gant e viz an hini a zeblante beza ar c’hosa eus ar vugale, eur paotrig a zek vloaz, lagadigou glas d’ezan, dihun ha dispont.

— « Pe hano ac’h eus-te, va faotr ? » emezan.

— « Tangi eo va hano, dre c’hras Doue, » eme ar paotr, dichek.

— « Ha da dad ? »

— « Tugdual. »

— « A ! Tugdual… an diwaller yer. Ac’hanta, bihannig, dont a rafez da zigas ac’hanon betek ti Fanch-Koz ? »

— « Fanch-Koz, aotrou ? Beziet eo bet da c’houel Nedeleg, bloaz a vezo bremaik. Ra vo Doue gant e ene ! »

Ar beachour a dennas e dok evit ober sin ar groaz.

— « Eun den mat oa, emezan gant tristidigez, hag eur c’hristen eus an dibab, madelezus e kenver ar paour. Ra blijo gant Doue hen loja en e varadoz santel ! »

Sec’ha reas an daelou a deue eus e zaoulagad, hag e lavaras adarre :

— « Kas ac’hanon da di Barbaig… »

— « Barbaig ? eme ar paotr o trouc’ha e gomz d’an den, n’anavezan nemet eur vaouez er Gernevez a gement a vije filhorez da zantez Barba ! »

— « Ya, mat ! d’he zi eo e fell d’in mont. »

— « Du-ma eo neuze, eme ar paotr, laouen e benn, rak Barbaig eo va mamm ! »

An diaveziad a bokas c’houek d’ar bugel hag a yeas war e lerc’h.

Ar paotr, dre ma kerze, n’ehane da zellet ouz an « aotrou » ; e gamaraded, evel just, a deue warlerc’h hep lavaret grik, hag a rea eveltan.

Digouezout a rejont dizale dirak eun tisoul nevez-flamm, plouz melen warnezan. Eur c’hardi azoare a yoa stag outan. Eun toullad yer a glaske o zamm boued war eur bern teil savet dindan ar gwez ; ha dindan ar c’hardi eun tri pe bevar gaz a rede an eil warlerc’h egile e-touez eur guchen goad lakeat eno da zec’ha da c’hedal ar goanv.

Eur vogeden c’hlas a zave eus ar siminal.

Dirak an nor ez oa eur c’houeriad o tizamma eul loen eus ar sac’hadou greun a zouge ; ha war an treuzou, eur wreg yaouanka yoa en he zav, eur bugelig etre he divreac’h, unan-all o chacha war he zavancher. Ar goueriadez a vousc’hoarze d’he gwaz a deue eus marc’had Lokournan.

Digouezet gant skalier al liorz, an diaveziad a lavaras :

— « Salud d’eoc’h, Barbaig, ha d’eoc’h, Tugdual, ha d’ar gompagnunez a-bez ! »

Barbaig a reas eur zell :

— « Laouig eo ! » emezi.

— « A ! eme Laouig, n’eus bet nemetoc’h oc’h anaout ac’hanon. Barbaig kez ! »

Hag e poke d’ar vugale, endra ma rekete Tugdual donedigez vat d’ezan.

Diezamant ebet etre an dud vat-ma.

Pep-hini en doa dibabet e lod, ha ne jome ganto nep seurt keuz, nak an disterra kasoni oc’h den.

P’o doe komzet eur pennad, Tugdual a ziskennas d’ar c’hao da gerc’hat eur podad chistr, hag a leunias teir gweren ; hag o veza stoket e weren ouz hini Laouig e lavaras :

— « Ev, mignon Laouig ; krenv eo eun tammig, n’eo ket fall evelato ! »

— « Hag eürus oc’h, Laouig ? » a c’houlennas Barbaig.

— « Gouiziek, ya ; ne don na nobl na pinvidik avat. Ar mean a ya hag a deu ne wisko ket a van. Studiet em eus kement a vez desket d’an dud, ha n’ouzon ket hirroc’h evit ho paotr Tangi ha na oar nemet e gatekiz. Ha c’houi, Barbaig hag eürus oc’h ? »

— « Ya, Laouig. Gedet em eus ac’hanoc’h epad eur bloaz, ha pa welen ne zizroec’h ket, em eus rentet va fromesa en dro war aoter ar Werc’hez Vari. Hag evit senti oc’h vazad Fanch-Koz hag oc’h va mamm Mac’harid, — ra vezint e peoc’h gant Doue ! — ez oun dimezet da Dugdual. Nao bloaz a zo abaoue. Eur pried mat eo… »

— « Ha c’houi, Barbaig, a zo eur wreg vat, eur vamm vat… »

— « Hep beza pinvidik hon deus evelato kement a zo red. An Ao. Doue en deus digaset d’eomp eur bugel bep bloaz ha, seul-vui e tigaso, seulvui e rei hon eürusded ! »

— « Arabat e vezo d’eoc’h ober tud ouiziek diouto, va mignoned. Ra jomint kentoc’h da labourat an douar, o karet, o veuli hag o servicha Doue ! »

Eur miz goude Laouig-ar-Gernevez a c’houlenne beza digemeret e kouent vras Log-Maze-Penn-ar-Bed, savet adarre eus he foull. Beva reas eno eun niver bras a vloaveziou o skriva levriou evit gloar Doue. O veza deuet koz, e varvas hep beza gwelet diou wech ar manac’h gwenn, tennet d’ezan e ene gantan eus tan ar Purkator.


————

Merc’h ar Barz
(TENNET EUZ ISTOR BREIZ)


————
I


An Normaned


Dourn Doue a skoe war Breiz-Izel.

O c’houzout pegement a zizunvaniez a yoa etre bugale vihan Nomenoë ha Riwallon, an Normaned a ziredas a-nevez da wasta hor bro baour.

Lan-ar-Meur n’edo mui evit stourm. Sturiou ar vro a yoa kouezet etre daouarn prinsed tamm ebet e tu d’he miret oc’h he enebourien.

Ar re n’o deus ket a nerz a-walc’h evit gouarn a gred, re alies, siouaz ! dont a benn eus o zaoliou dre grisder, hag el leac’h ma vije ezom hepken da veza nerzus ec’h eskinont hag e tarc’hoont taoliou disleal. Dre o c’homzou kasaüs, o oberou yud, an tri brins a gomzomp anezo a yoa deuet a benn da lakaat tec’het diouz o bro tuchentilou hag a viche bet eur skor vat evito eneb an dud gouez. Ha setu penaos e teuas an Normaned da gemeret an Naoned ha da gelc’ha Guerand, goude beza heuliet hep tamm diezamant ebet ster al « Loire » en he hed.

Eno e kavchont da stourm, en enep d’ar pez o doa sonjet. Hon skrivagnerien goz a lavar : « Sant Albin eo paëron Guerand ; gwelet eo bet war mogeriou kear, gwisket evel eur brezelekaēr ; stourm area e penn ar re gelc’het hag e promete d’ezo an treac’h. » [8]

Guerandiz a gred start hizio c’hoaz ez int dleourien da zant Albin eus gounid o zud koz.

Daoust m’oant bet trec’het e Guerand, an Normaned ne oe ket darbet d’ezo mont dioc’htu eus Breiz.

Eun dijentil yaouank, Juhaël-Béranger, mab da gont Roazon, mantret e galon o welet ar reuziou a stleje an dud gouez-se dre-oll, a douas kas betek an diveza anezo eus ar vro.

E nerz-kalon a jachas davetan eun niver bras a genvroiz, hag an eur-vad o devoe da drec’hi eun darn eus an enebourien griz.

Ar re a jome, siouaz ! a yoa c’hoaz kalz re niverus, hag a c’helle kas hor Breiz-Izel gez d’an traon.

Hogen, Doue a yoa o vont da zigas d’ezi eur zalver.

Daoust pegen dinerzet oa klemmou hor bro baour, daoust pegen izel bennak oa kouezet dindan beac’h he reuziou, betek ma n’helle mui nemet sevel he zellou nec’het etrezek an nenv evit goulen skoazel Doue, ar c’hlemmou ze a oe klevet gant unan eus ho bugale.

E lez roue Bro-Zaoz ez oa d’ar poent-se eur paotr yaouank a drioueac’h pe naontek vloaz meurbet karet gant Adelskand.

N’oa ket Saoz koulskoude. E dad, Mathued Porhoët, a dec’he dirag an Normaned pa oe kinniget d’ezan eur goudor war an douar estren. Eno e save e vab Lan o sonjal e c’hellje eun deiz marteze rei dourn d’ar Vretoned, e vreudeur.

Al Lan yaouank-ma a yoa mab bihan da Lan-ar-Meur. Ar pez a vezo lennet pelloc’h a ziskouezo pegement e tlie, evel e dad koz, beza enor e vro, e ouenn hag e hano.

Ober a reas eur c’halvaden d’an holl Vretoned eveltan en harlu war douar Bro-Zaoz ; ar re ma a ziredas dioc’ntu d’en em lakaat dindan banniel ar prins yaouank.

Daoust n’en doa ket nemeur a fizians da welet anezo o tont a-benn eus o zaol Adelskand a roas d’ezo eun toullad listri, fardet gantan e unan evito.

Ha setu ar Vretoned en hent warzu o bro.


II


War ar mor


Lan a Vreiz e-unan eo a zo e penn al lestr kenta. En e zav ema e-touez e dud, dare da denna e dok da aochou e vro kerkent ha ma o gwelo.

Mes, setu en eun taol an avel o krenvaat ; an nenv a deu da veza goloet a goummoul, hag e klever ar mor o krozal. Daoust ha mont a raint da goll pa’z int erru ken tost d’ar gear ?

Eur plac’h yaouank a deu gant tiz eus eur c’horn tro : n’eus ken nemet eun neuden aour o skoulma he bleo flour war he fenn, hag ez eont a vouchadou kaset ha digaset gant an avel eus eur skoaz d’eben. Dougen a ra eur zaë c’hloan ha n’eus braoig ebet outi. Daoust hag ezom he deus ar wir gened eus ar ficherezou-ze evit plijout ?

Eun dudi oa gwelet ar plac’h yaouank.

— « Odila ! Odila ! a leverjod, merc’h ar barz eo ! » A-veac’h ma kemer ar verc’h yaouank amzer a-walc’h da ober eur zell war eur paour kez koz gwenn e vleo, hag ez a war-eün da gaout Lan.

— « Prins ar Vretoned ! emezi gant eur vouez ken dijipot ha pa vije o koms a berz Doue, hag he dourn astennet ganti war an tarsiou ; ema da dud ha da listri o vont da goll, hag e chomez aze mut. Perak ne c’halvez ket d’az sikour an Hini a zo han vet Stereden ar mor ! »

— « Ya, eme Lan, Rouanez an Nenv ! Bennoz Doue d’it, Odila, da veza digaset sonj d’in ez oun kristen ! »

Lan a Vreiz a gouez d’an daoulin, hag e holl Vretoned a ra eveltan. Sevel a reas e vouez da bedi kalounek Itron-Varia-Wir-Zikour.

O burzud ! kerkent ar mor a dav hag a deu da veza kompez, an avel a gouez : Mari he deus saveteat he Bretoned !

Ha setu an heol o para e leac’h ar c’houmoul du, ar pennou ken tenval bremaïk deuet da veza laouen ; ar c’halonou dare da fallaat a zo kennerzet oll, hag e weler ar vrezelourien oc’h en em vriata. Emaint o vont da welet adarre o bro !

Hag ar prins a hopas :

— « Odila ! Odila ! e peleac’h emaout ’ta ? »

Odila a yoa etre divreac’h he zad a lenve gant al levenez, ar paour kez barz ! rak, hep mar, da zonj vad Odila eo dleourien an dremenidi eus o zilvidigez ; ha setu m’ema, hen, paour kez koz, o vont da welet e goajou, e lanneier, e aochou muia karet. Koz eo, ar barz. Hoëlig, koz bras ; c’hoant en deus koulskoude e tregernfe c’hoaz Bro-Arvor gant e ganaouennou nerzus, e re ziveza.

– « Kanit d’eomp ’ta, Hoëlig, eur werz eus Breiz-Izel ! » a lavaras Lan oc’h harpa e vreac’h war skoaz koulz ha pa vije bet eur mignon d’ezan.

Hoëlig a vousc’hoarzas hag a reas eur zell korn ouz e verc’h. Houma a glevas hag a yeas a-gostez eur pennadig. Dizrei a reas prestik goude gant eun delen.

N’eo mui skanv bizied ar barz ; e vouez avat a zo c’hoaz nerzus. Endra ma kan he zad, Odila a c’hoari gant telen he zud koz. Hoëlig a gan, a gan pell amzer troiou kaer Arzur ha re ar Barz Morvan, ken brudet o daou e touez ar Vretoned.

Ar prins Lan a zo azezet war eur c’hroc’hen leon e harz treid ar barz, hag ar Vretoned a ra ar c’helc’h. Selaou a reont gant dudi ar c’han-ze a goms d’ezo a galon, nerz ha vailhantiz. Dont a ra daelou e daoulagad an holl. Lan e-unan a zo tenereet e galon.

— « An douar ! An douar ! » eme unan bennak.

Ar barz koz a dav ; Odila a lez he zelen, ha Lan a zao en e zav, e galon e virvi.

— « An douar ! emezan ive. Setu Breiz Izel ! D’an daoulin, va zud vat, da drugarekaat Mari eur wech c’hoaz ! » Hag ar Vretoned a oe mall ganto senti ouz an urz-se. E kichen Dol eo e touaras ar Vretoned harluet, hep diezamant-all ebet.


III


An treac’h kenta


Evel holl geariou Breiz-Izel, Dol a yoa dan Normaned ; hogen, ne gaved ket eno an dristidigez a dlie Lan kaout war e hent dre ma ’z ache.

Roue ar Franz, evel aouezer, en doa roet douarou Dol da Rollon ; hema a ingalas e genvroīz dre ar vro-ze. Tremen a reant o amzer o c’hoari, o tibri hag oc’h eva gwella ma c’hellent, hep m’o devije an disterra anaoudegez eus ar barr-arne a yoa o vont da darza warno.

— « Breiz ! Breiz ! » en doa lavaret Lan o lakaat e dreid war douar ar vro garet ; « Breiz ! » emezan adarre o vont e kear Dol, hag an dud kez harluet, ganet eno meur a hini anezo, a lavare ive da heul o mestr ker : « Breiz ! Breiz ! »

Evel hon deus lavaret, an Normaned n’edont ket war c’hed a gement-se. Edont gant o flijadur pa glevchont youc’hadennou ar Vretoned, hag e oent lakeat nec’het. Dont a rejont hep urz ebet d’en em deuler etre divreac’h o enebourien.

Neuze avat e oe eur c’hrogad, eur c’hemmesk, e leac’h ma redas ar gwad. Ar Vretoned koulskoude o devoe an treac’h, hag an Normaned a c’hellas difenn o buez a oe mall ganto tec’het.

Treac’het ganto o enebourien, ar Vretoned a zistroaz d’o bagou.

Hogen, ar re a yoa da dosta da Lan a welas e benn kel laouen eur pennad diaraok o tont enn eun taol da denvallaat, evel an heol skedus deuet da veza goloet gant eur goumoulen. Daoust ha ker prim-ze oa nijet al levenez en doa bet o kaout ar gounid ?

Lan a dro war-zu e dud hag a lavar d’ezo :

— « E peleac’h ema Odila ?… E peleac’h ema Hoëlig ?… Daoust ha n’int ket chomet e Dol, glazet marteze, dare da vervel ? Ha ne welit-hu ket a dreuz linen nou ar zoudarded telen Odila ha bleo hir ar barz? Ha n’o gwelit-huket e-touez hon tud pistiget ? »

— « Odila ! Hoëlig ! eme ar vrezelourien, war eun dro, e peleac’h vefent chomet ? »

Hag ez oant mantret. Kement oa karet ar barz hag e verc’h m’o divije kredet ar Vretoned paea gwall-ger o gounid kenta, i kollet.

Lan e-unan a grede kennent-se ; lavaret a reas ennan e-unan :

— « Ne deuimp ket a-benn hepdo ! »

Sevel a reas e benn da lavaret uhelloc’h o vousc’hoarzin :

— « Skor bresk koulskoude ! »

— « Skor bresk ? eme eur Breizad, evel o rebech d’ezan e gomz. Kanaouennou Hoëlig a vag ennomp an tan santel, hag ar gwel hepken eus Odila a zo evidomp eun nerz nevez. »

Lan a droas e zaoulagad war-zu an hini en doa komzet hag a zeblantas fellout lenn betek e goueled kalon an den ze. Ar zoudard ive a gendalc’has da zellet outan. Lan a astennas d’ezan e zourn.

— « Distroomp da Dol, Eummaël, emezan, hag o digasimp ganeomp. »

Roi a eure e ursiou d’an eil vistri evit ambarki ar zoudarded, hag ez eas gant Eummaël da gear Dol dre an hent o doa great nebeut amzer diaraok.

Digouezet e kear ez ejont dre veur a stread hep kaout kristen ebet war o hent. Kaout a-walc’h a reant, ama hag a-hont, eun Norman bennak astennet, gant dilhad mastaret a wad hag a bri, ha kement-se a rea heuz d’an daou veachour.

Lan a Vreiz a grog e breac’h e genbeachour hag a ra d’ezan chom a-zav :

— « Daoust, emezan, ha n’eo ket mouez Hoëlig eo a glevan ?… Selaou !… »

Hag i da zelaou ; mes ne glevont grig ebet.

— « Faziet oc’h a dra-zur, aotrou ! » a lavaras Eummaël.

Hep respont, Lan a gendalc’has gant e hent, hogen ennan e-unan eun dra bennak a lavare n’oa ket faziet.

Eur pennad goude e weljont evel eur skeud o tremen difre ebiou d’ezo.

— « Odila eo !… Mar fazie va diskouarn bremaik, evit brema va daoulagad ne faziont ket. Hi eo. Ya, Odila eo… Odila ! Odila ! »

— « Odila ! » eme ive Eummaël, ha gant kement a nerz ma ’z oa peadra da lakaat Dol a-bez da dregerni gant an hekleo.

— « Lan a Vreiz ! » a lavaras kerkent eur vouez laouen.

— « Anavezet he deus ac’hanon ive, a lavaras Lan o trei war-zu e gamalad, ha koulskoude n’em eusket hopet eveldout ! »

Hema en em gavas dies.

Odila a gouezas d’an daoulin e-harz treid mestr ar Vretoned.

— « A ! Aotrou ! emezi, dizro oc’h ? »

— « A dra zur, Odila : ha penaos em bije-me gellet, hep beza digalon, dilezel an hini a dremen evit beza hor Providans d’eomp holl ? Penaos em bije-me gellet dilezel ho tad koz ? N’omp ket evit tremen, hep kanaouennou Hoëlig ; n’omp ket evit beza hepdout, hep da vousc’hoarzou ha da aliou. Petra zo bet abeg d’it da jom ama war hon lerc’h, Odila ? Daoust ha fellout a ra d’it trei kein d’eomp ? »

— « Aotrou, emezi gant nerz, penaos e c’hellit lavaret an dra-ze ? »

— « Dies am eus kavet sur, Odila ! »

— « Lan a Vreiz, eme ar plac’h yaouank gant eur vouez hag a dreuzas e galon, kaset hoc’h eus ganeoc’h ar re vac’hagnet, ha mat hoc’h eus great, rak eun dever oa evidoc’h ; mes ouspenn a yoa da ober ; hag eno ho servicherien o deus great evidoc’h ! »

Lan a Vreiz eun tammig mezek a zellas outi hep lavaret ger. Ne zeblanteket beza klevet mat a-walc’h rebech ar plac’h yaouank. Houma a lavaras adarre :

— « Ha ne dliemp-ni ket sebelia ar re varo ? »

— « Gwir eo, eme Lan goustat ; savet oa keuz gantan da veza kavet abeg er plac’h vat. Gwir eo ! »

Lakaat a eure dourn ar plac’h yaouank en e hini d’hen starda gant nerz.

— « Odila ger, bennoz Doue d’it. Ha n’eo ket gwir, Eummaël, ez eo Odila eun eil Brovidans evidomp ? »

Eummaël a yoa chomet sioul en distro, tenval e benn, nec’het e spered ; Odila n’he doa ket c’hoaz great eur zell outan.

— « Muioc’h e kar ar prins, emezan outan e-unan, ar pennig skanv zo anezi ! »

N’anaie ket Odila. Eviti brezelourien Breiz a yoa holl breudeur er boan hag en harlu, breudeur hag a garie gant eun hevelep karantez. Eviti, Lan oa roue Breiz an amzer da zont ha muioc’h c’hoaz salver he bro.

Ar plac’h yaouanka gasas Lan hag Eummaël da gaout he zad.

— « Va zad, emezi, setu Lan a Vreiz dizroet d’hor c’hlask. »

Hoëlig a yoa azezet war eur bern atrejou, telen Odila gantan etre e dreid.

Eul lanneg vras a yoa dirazan ; hag e selle dalc’hmad etrezek eno, daelou o tiredek eus e zaoulagad. Tri pe bevar den a yoa er park-se, eur manac’h unan anezo, eas oa da anaout dioc’h e wiskamant.

— « Yann Landevenneg neo ket maro ! a lavaras Lan laouen bras. Ne gredi ket ac’hanon, Hoëlig, barz koz enoret, ma lavaran d’it em eus gouelet evel eur bugel, me an dispont, ar c’hrenv, an didrec’hus, evel a leverez, o kredi edo hon abad kez astennet maro aze e-touez ar gouezidi-ze. »

— « Eo da, Lan, kredi a ran ac’hanout, rak me ive am eus gouelet, ha gouela ran c’hoaz end-eůn, pa zellan ouz ar park paour-ze e leac’h ma kousko hor breudeur betek an deiz ma teuio korn boud an elez d’o dihuna evit ar varnedigez vras. »

Hag ar barz a blegas adarre e benn evit kuzat an daelou a zirede puilhoc’h a hed e zivoc’h dislivet.

E keit-se Odila a yoa eat betek ar manac’h hag ar zoudarded. Ar re-ma a yoa o vezia ar re varo, hag Odila daoulinet dirak an toull bras a bede a vouez uhel evit he c’henvroïz eat da Anaon.

— « Pedit a-unan gant ho merc’h, a lavaras unan bennak a-drenv kein Odila. Eummaël ha Lan a Vreiz a ya da roi dourn da vezia o breudeur. »

Hoëlig a zaoulinas e kichenik e verc’h. Lan hag Eummaël a yeas ebiou d’ezo.

— « C’houi dre ama, aotrou ! » a lavaras abad Landevenneg.

— « D’in-me oa kentoc’h d’ober d’eoc’h ar goulen-ze, abad paour, me grede d’in oac’h maro ive ! »

Stoui a reas a-zioc’h ar foz, hag e c’houlennas :

— « Daoust ha kalz a zo anezo ? »

— « Nan, a drugare Doue : ezom hoc’h eus, aotrou, eus ho Pretoned kalonek. »

Lan a huanadas : « Va Bretoned kez, emezan, daoust ha red e vezo d’in lezel kalz anezo a-hed an hent dre ma ’z in ? »

— « Arabat eo d’eoc’h falgaloni, Lan a Vreiz, a lavaras kerkent abad Landevenneg ; ar re a varv evit o bro a vez atao digemeret mat gant Doue ! »

Ha pa oe sebeliet an holl Vretonet varo, e oe sanket war c’horre an douar eur groaz great gant skourrou gwez. Ar manac’h a lavaras ar pedennou diveza, ha pep-hini en em dennas ac’hano.

Noz oa pa en em gavas an dud gant o listri.

N’oad ket dienkrez gant Lan hag Eummaël. Ne dalv ket d’in esa roi d’eoc’h da glevet pebez levenez a oe e-touez ar re harluet pa weljont ar prins hag ar barz o tizrei yac’h ha dibistik, kelc’het gant Odila, Eummaël hag abad Landevenneg.

N’oa ket bet muioc’h a levenez goude kemeret Dol.

— « Doue ra ’z pennigo, Lann a Vreiz ! eme ar zoudarded war eun dro, endra ma teuent da ober kelc’h en dro d’o frins. Bez atao hor mestr ; bepred e trec’himp o vale war da roudou ! »


IV


Roue Breiz-Izel


O kuitaat bro Dol, Lan a yeas war zu Sant-Brieg. An Normaned a dec’he dirak ar Vretoned ; ar re a jomas, n’oa ket nemeur anezo, — a oe flastret holl.

Lan a yoa treac’h evit an eil gwech !

Araok mont larkoc’h e fellas d’ezan roi eun tamm diskuiz d’e dud ; setu perak e roas urz da jom a zav er gear edont o paouez kemeret.

El leac’h-se end-eün eo o doa stourmet. Lenn a read an nerz hag al levenez war dal ar prins ; e zilhad a yoa saotret gant ar gwad hag ar boultren hag a embanne uhel n’edo ket dibreder na dilabour e kichen e zoudarded : e zourn a gase dalc’h-mad da ward e gleze. Ar Vretoned a zelle outan gant plijadur hag a eve kouls lavaret e gomzou, evel pa vijent o selaou anezo evit ar wech diveza.

P’an doa ehanet da goms e teujont holl d’en em deuler e harz e dreid.

— « Hor mestr oas, emezo, te hag az peus digaset ac’hanomp adarre d’hor bro garet, te hag ac’h eus pellaet ar re a veve gant hon danvez, en hon ziez-soul. Bez eta hon Roue ! Ne jom mui nemedout eus gouenn Lan-ar-Meur, hor mestr galloudus. Lan, hor mestr, ra vezi hon Roue ! Toui a reomp d’it karantez ha stagedigez betek mervel. »

Lan a dostaas ouz ar re a yoa en e gichen hag a reas d’ezo sevel. D’ar re all a yoa larkoc’h e roas ar memes urz gant e zourn ; hag e komzas evel-hen :

— « Evel-se ’ta, Bretoned ker, atao feal, ec’h anzavit anaout ac’hanon evit ho roue, me Lan, mab Mathued Porc’hoëd hag Huelina a Vreiz ! »

Goloet e oe e vouez gant re ar Vretoned a roe d’ezan mil meuleudi hag a youc’he a levenez.

— « Mat, eme Lan. d’am zro me a dou beza mat evidoc’h, me a dou e tifennin ac’hanoc’h. Mar ne deuan ket a benn da lakaat an Normaned e-meaz ar vro e rentin d’eoc’h en-dro ar gurunen a roit d’in hizio, hag e root anezi da unan bennak-all gouestoc’h egedon. »

« Hag e peleac’h e kavfemp-ni hennez ? » a lavaras eur vouez lent a-drenv kein Lan.

— « Te eo, Odila ? Deus ’ta, te ive, da gemeret perz em eūrusted ! Kemer da delen ha galv da dad ! »

— « Emaon ama », a lavaras ar barz koz o sevel e benn uz da hini e verc’h.

— « Lan, va mestr madelezus, emezan, Hoëlig, da zervicher, en deus savet d’it eur werz nevez. Daoust ha plijout a rafe d’it he c’hlevet ama ? Ne lavaran ket ne vo ket an hini ziveza a deuio eus va spered erru warnan ten valijen ar gozni ! »

— « Ya, plijout a raio d’in. Krog ganti eta. Selaou a ran ac’hanout. »

Odila a zresas kerden he zelen. Mouez flour Hoëlig yaouankaet a zavas da gana, da veuli vertuziou ha taoliou kaer ar roue nevez.

Ar vrezelourien a c’helle pellaat evit o flijadur ; hogen, hini ebet ne loc’he. Ne zantent mui o skuisder o klevet eur ganaouen vrezonek war douar Breiz, evit ar wech genta abaoue ma ’z oant eat d’an harlu. A veac’h m’en doa ar barz kanet ar poz diveza, a veac’h he doa an delen kaset he diveza huanadennou d’an hekleo ma oe klevet adarre ar Vretoned oc’h huchal a bouez penn :

— « Buez hir d’hor Mestr galloudus ! Buez hir da Hoëlig ar C’hloareg, a oar kana ker kaer e yez an Arvor oberou kalonek hor prinsed muia karet ! »

Savet e oe en deiz war-lerc’h eun delten war dachen ar brezel, hag e kreiz an delten eur gador da Lan ; hag e teuas an duchentilou, ar vrezelourien, tud ar bobl hervez ar c’hustum miret e Breiz, da ginnig o doujans, da doui sentidigez ha fealded d’ar roue nevez. Ne roent ket dezan an hano kont pe duk bet douget gant Lan-ar-Meur ha prinsed Breiz-Izel ; adsevel a reant evitan rouantelez Breiz ; hag an dra-ze a zigase sonj eus ar mare koz ma ’z oa Breiz digabestr.

Ar Vretoned ne jomchont ket pell e Sant-Brieg ; c’hoant o doa da vrouda an dud kriz betek en o zoullou krenva.

Ar c’helou eus distro Lan hag e Vretoned a yoa eat buan dre Vreiz-Izel ; dont a reas bandennadou soudarded, tuchentilou, gwizien, a bep tu, da glask goudor dindan banniel ar prins ha da ginnig sikour d’ezan.

Lan a glevas o doa c’hoant an Normaned d’en em zastum ha d’en em gloza en Naoned da c’hedal ma teuje skoazel vat d’ezo eus o bro.

— « Ar skoazel ze a deuio re zivezat, eme Lan pa oe digaset d’ezan ar c’helou. Kerzomp dan Naoned. Ne zaleo ket da veza d’eomp. »

Ha setu int en hent adarre. O nerz-kalon ne vennas morse mankout d’ezo ; morse an disterra klemmaden ne darzas war o muzellou. Ar gounid a veze ouz o heul, gwir eo, mes nag a skuisder ive ! Nag a ziouer a galz traou !

Ha neuze, pa vezent feaz, elez an Ao. Doue a yea hag a deue en o zouez. Pan deveze Lan hag abad Landevenneg komzet pep hini en e zoare, unan eus enor ar re a vije treac’h, egile eus eürusted ar baradoz a vije lod ar re a gouez war an dachen, pan deveze Hoëlig hag e verc’h great eur bale en o zouez, ar re zinerz a zante eur vuez nevez o sevel enno, ar re feaz a rea eun tamm chach d’o c’halon. hag holl adarre a felle d’ezo bale ha treac’hi. Piou eta en doa savet e vouez evit lavaret ehana ar brezel ? Eun trubard oa hennez, eun digalon ! Dizale, ya, dizale an Normaned a dec’hche dirazo, ha birviken mui n’o gweljed o tizrei…

Lan en doa aon ne deuje Odila hag he zad da vankout en hent treac’het gant ar skuisder, ha setu perak e kinnigas d’ezo o lezel en eun tiegez breizad, dizroet an dud ennan pa oa eat an Normaned gant o hent. Odila avat ne fellas ket d’ezi klevet hano eus traou evel-se.

— « Va zad, emezi, en deus touet heulia ar Vretoned betek penn, ha me a yelo gant va zad e kement leac’h ma’z ay. En han’ Doue, lezit ac’hanomp da vont ganeoc’h. »

— « O ! a greiz kalon, Odila ! N’eus ket, m’hen tou ! unan eus va zoudarded ha n’en divije keuz d’eoc’h ho taou, ha n’eo ket hep anken em bije dilezet ac’hanout abarz digouezout e penn hor beaj, el leac’h ma vezimp dizale, sur oun. »

— « Perak eta dont da goms d’in a zisparti ? »

— « Abalamour, Odila, e lakaan da genta ha dreist pep tra eürusted ar re a garan… »

— « Daoust ha gellout a rafen beza eürus pell diouzoc’h ha dioc’h va breudeur ? »

— « Plac’h gez, da vuez da vihana ne vije ket kement e riskl evel m’ema brema. Daoust ha n’ec’h eusket digemeret eun dervez eun taol hag a yoa skoet evidon me ? Da nerz-kalon a zinerzas breac’h va enebour a oe mall gantan tec’het. Dleour oun d’it eus va buez. Ya, Odila, ha n’hen ankounac’hain biken ! »

Hag ar brezelour yaouank a reas eur zell tener war merc’h ar barz. Odila a rusias hag a blegas he fenn.

— « Dever pep Breizad, emezi, eo lakaat e vuez e riskl pa ’z eo red evit savetei hini e brins. »

Sevel a reas he fenn da lavaret :

— « Livirit d’in, Aotrou meurbed madelezus, n’hor lezot ket war ho lerc’h ? »

— « Nan, Odila, p’eo gwir e rafe ze kement a boan d’it. Ha neuze, sell, eun dra bennak a lavar d’in hon devezo ezom ac’hanout en hon touez. »


V


Eul lommig dour !


Digouezet oa ar Vretoned tostik dan Naoned : edont oc’h ober eun ehan e foenneier Nian.

An Normaned a zirollas da c’hoarzin gwap pa weljont an arme vihan o tostaat da lakaat seziz war ar gear ez oant lojet ker brao enni.

Ar Vretoned a yoa holl war varc’h. Kement se a vije bet mat sur evit eur c’hrogad war ar plean ; evit ober eur seziz avat ne dalveze ket nemeur. Dizale e oe red d’ezo pellaat eun tammig, dont war o chiz, « evit tenna o halan, » a lavar ar paperou koz.

An dra-ma a yoa e kreiz an hanv, pa ’z oa ar muia gor gant an amzer ; ar paour kez Bretoned a varve gant ar zec’hed.

Chom a rejont a-zav oc’h kostez eur grec’hen tost da gear. Lan, ker kalonek betek neuze, a zantas e nerz-kalon o vankout d’ezan ; fallgaloni a rea. Ar c’houezen a zivere eus e dal, hag eur zec’hed vras a rea d’ezan dizec’ha war e dreid. Setu hen o koueza d’an douar, skuis maro, dare da dremen.

— « Dre druez ! emezan, eul lommig dour ! »

— « Eul lommig dour ! eul lommig dour ! » a lavare ive pep hini eus ar zoudarded d’e dro ; ha den ne c’helle roi d’e nesa ar pez n’en doa ket d’ezan e-unan… « Kentoc’h gouzanv dek gwech an naon eget ar zec’hed !… Mervel gant ar zec’hed pa ’z omp ken tost d’an treac’h diveza !… Mervel, pa vijemp saveteet gant eul lommig dour ! »

Ar c’homzou ze a yea eün betek kalon Lan ; en eur mare-all o divije great d’ezan sevel en eul lamm en e zav, ha koulskoude ne reas van ebet, ken nebeut ha pa n’en divije klevet netra. Chom a rea eno astennet war an douar, hag e tenne dalc’h-mat huanadennou truezus.

Odila a lezas eur pennadig he zad evit dont da gaout Lan.

— « Odila ! » emezan ken izel ma’z oa poan e glevet. Ar plac’h yaouank a zizavas d’ezan e benn er gwel d’hen diboania eun tamm bennak.

— « Sec’hed am eus, Odila ! Mervel a ran gant ar zec’hed ! Dre druez, Odila, eur bannac’hig dour ! eul lommig dour hepken ! »

— « N’hellan ket siouaz ! roi d’eoc’h ho koulen, a lavaras Odila mantret. Mes, en han Doue, va frins, n’en em lezit ket da vont da fall evel-se ; kemerit kalon. Gellout a reomp c’hoaz kaout an treac’h. Abalamour m’ho kwelont o fallgaloni ho soudarded a ra eveldoc’h ; n’hoc’h eus ken da ober nemet sevel hag e savint ive. »

— « N’ouzout ket, Odila, pegement a boan am eus me !… C’hoaz ma vijen va-unan o c’houzanv ! Mes te… ha va zoudarded !… A ! perak n’oun me ket chomet e Bro-Zaoz ?… »

— « Arabat eo d’eoc’h lavaret traou evel se, Lan a Vreiz, eme Odila gant eur vouez dous mes rebechus evelato ; ober a rit dismegans da Zoue o tiskouez difizians. Galvit-hen kentoc’h d’ho skoazia pa ho peus kement ezom anezan. Pedit Mari, skoazel ar gristenien. Daoust ha n’he deus ket bet truez ouzoc’h war ar mor ? Ankounac’haet ho peus ar veaj hon deus great eus Londrez da Dol ? »

Lan a rea gwella ma c’helle evit en em gennerzi o klevet komzou Odila. Klask a reas sevel, hogen, ken dinerzet oa, ken dizec’het, ma oe red d’ar plac’h yaouank roi harp d’ezan.

— « Mezus eo evidomp, Odila, ni gwazed, beza treac’het gant eur vaouez ! »

— « Deoc’h hu eo roet nerz ar c’horf, d’eomp ni an nerz-kalon, emezi. An hini kenta a ya buan da netra pa deu da steki ouz an dienez pe ar boan ; an eil avat a zalc’h penn da bep tra, ne varv nemet da heul an elfen a han vomp ar Feiz. »

— « Koms d’in c’hoaz en doare-ze, Odila, ema va nerz-kalon o tizrei. A ! ma teufe brema eul lommig dour da zistana va zeod ha va gouzoug e rafemp o stal d’an Normaned-se, Odila ; ya, an Naoned a vije d’eomp a-raok kuz-heol ember. »

— « War ho taoulin, Lan a Vreiz, ha pedit ganen ! »

Lan a reas eun dastum eus ar pez a nerz a jome gantan, hag a hopas :

— « D’an daoulin, holl ! »

Odila a lavaras c’hoaz :

– « Goulennomp evit an eil gwech skoazel an Itron Varia, Rouanez c’halloudus an Nenv. N’eus nemeti a gement a c’hellfe hon tenna eus ar stad reuzeudik-ma. »

Odila a zavas buan eur beden c’houek da Vari. He lavaret a reas meur a wech. Da genta n’oa nemeti o pedi, mes a nebeudou e teuas he mouez da veza goloet gant re ar Vretoned, dre ma kreske o feiz hag o fizians.

Edont gant o feden pa oe klevet eur youc’haden laouen.

Eur vammen zour a yoa diwanet etre Lan hag Odila ; an dour ze, sklear evel dour roc’h, a lintre dindan bannou an heol hag a zirede hed-a-hed ar grec’hen[9].

Ar Vretoned a ziląmmas da eva eus an dour burzudus-se.

Mes Lan kavet gantan e nerz hag e c’halloud a harzas anezo gant eur zin eus e zourn.

— « An hini, emezan, he deus dre he feiz beo saveteet ac’hanomp a evo da genta ! »

Lan a gemeras dour en e dok soudard hag a ginnigas da eva d’ar plac’h yaouank.

Odila a gemeras an dour, mes ne evas ket ; kas a reas anezan dioc’htu d’he zad.

Ar paour kez koz a zelle ouz an nenv hag a c’hede gant fizians ma teuje Doue da derri ar boan a rea d’ezan e zec’hed.

— « Doue en deus bet truez ouzomp, va zad, emezi ; evit ! » Hoëlig a grogas er skudel (giz nevez) hag a evas e walc’h. Odila a evas d’he zro hag a deuas goude da zigas e dok da Lan.

N’en doa ket evet c’hoaz ; gedal a rea ken n’o divije evet e holl zoudarded a-raok tostaat ouz ar feunteun a reant an dro d’ezi. N’eo ket sec’hed a vanke d’ezan koulskoude.

— Brema e c’hellomp lavaret eo great gant an Normaned ! » a lavaras mestr ar Vretoned o lakaat e dok war e benn.

Hag e reas war zu ar gear vras eur zell leun a hardiziegez hag a fizians.


VI


Naoned er bloaz 938


Kemeret eo, kemeret eo kear goz ar Vretoned !

N’o deus ket gellet en dro-ma an Normaned herzel ouz ar Vreiziz : kilet o deus d’o zro ; mont a reont difrea ma c’hellont da gaout o bagou chomet war ar ster ; ar Vretoned avat a red war o lerc’h gant o c’hlezeier noaz savet da skei. Mall eo gant an dud kriz sevel en o bagou, taget ma’z int dre bep tu… Hag ez eont ac’hano. Pell a vezo abarz ma tizroint.

An dra-ma a yoa er bloaz 938.

Chomet mestr war an dachen, Lan a c’hoantaas mont e kear da drugarekaat Doue evit ar gounid kaer en doa roet d’ezan.

Lan a yea da genta. Ober a reas eul lamm en a drenv, mantret o welet ar gearze ker pinvidik, ken kaer gwechall ; sonj en doa da veza bet en Naoned pa ’z oa krennard. Ne dalie ketar boan klask an ilizou, ne weled dre-oll nemet berniou atred. Ar re anezo a yoa c’hoaz en o zav a yoa duet gant moged an tan-gwall ha frailhed o mogeriou, lakeat en hevelep stad ma n’helle mui Naoniz o unan o anaout.

Kement a vuez a yoa er gear-ze gwechall ! Brema grig ebet dre ar ruiou ! kristen ebet ken dre eno ! Dilezet eo ar gouelec’h gant an holl. Aryeot a zav dre wask ar vein, an drez a ra garz oc’h ar mogeriou ; ama hag a-hont e weler c’hoaz eun tamm moged o sevel eus eur siminal da lavaret ez eus c’hoaz eun den beo bennak ankounac’heat eno.

Mes nan, an dud-ma n’int eus an Naoned, rak holl kouls lavaret int bet lazet gant an Normaned ; nebeut zo a gement o defe gellet tec’het da glaskeur goudor en eur vro estren.

Hag an holl reuziou all a zo nebeut a dra e kichen ar re a gaver e ti an Aotrou Doue.

N’oa mui hent ebet da vont da iliz-veur Sant-Per.

Gant e gleze rus c’hoaz gant goad an dud gouez, Lan a droc’he an drez hag ar spern dre ma’z ea evit ober hent d’ar Vretoned a deue war e lerc’h.[10]

Ha ne welit-bu ket du-ze an iliz kaër dispar savet gant sant Félix er vid kan ved ? Ha ne welit-hu ket an iliz-se kaëroc’h ha pinvidikoc’h eget holl ilizou Breiz ha Bro-C’hall a bez ?

Ha c’hoaz, eus pell he deus eun doare bennak, mes a dost, pebeus dismantr !

Ama ive e kaver roudou an houarn hag an tan. Bep eur mare e klever eur mean, eur post-mean, eun treust, o koueza. Neus mui dor dal ebet, hag eus ar meaz e weler betek gorre an iliz saotret.

An tabernakl santel hag an aoter a zo d’an douar, e kichen skeudennou ar zent hag an elez faoutet gant benviou dizakr an Normaned dizoue. Petra eo deuet da veza ar groaz a yoa outi eur Christ bras alaouret? N’ouzoun ket, ar pez a ouzoun eo, tra spontus ! o deus distaget unan dioc’h ar voger ha great tammou munut eus skeuden hor Zalver benniget d’ho stleja goude dre an iliz.

Tud a zoujans Doue o deus great fae war ar riskl a yoa evit o buez hag a zo deuet epad an noz da zastum bruzun ar c’hoad sakr da c’horren gant respet. Ar c’haluriou sakr, ar c’hantoloriou, ar chroaziou, a zo eat gant al laëron hep m’o divije aon an disterra e teufe Doue, skuizet o welet kement a dorfejou heuzus, da zigas eun den dibabet gantan da gastiza evel m’eo dleet ar re o deus saotret e di hag e aoteriou.

An eskop a c’hellas sayetei e vuez war bouez tec’het. Mont a eure da Zant-Donatien. An ilizig a zouge hanoiou an daou vreur merzerien a yoa chomet en he zav.

Dont a reas an daelou eus daoulagad ar Vretoned kristen, o welet kement a freuz hag a zismantr. N’edont ket war c’hed eus kement a zroug. Mont a rejont dan daoulin e kreiz an atrejou, ha Lan a roaz e cher da Zoue e savje a-nevez kear hag an ilizou evit e drugarekaat eus ar skoazel en doa digaset d’ezan.


VII


Lan hag Odila


Naoned a blije da Lan a Vreiz abalamour m’edo en eul leac’h a zoare, abalamour ive m’en doa eur porz-mor eas, ha setu perak ne zaleas ket da zeveni al le en devoa great da Zoue war atrejou an iliz-veur.

E Vretoned a gargas da gloza kear gant mogeriou uhel ha ledan evit ma c’hellje hiviziken derc’hell penn d’an enebourien a deuje da glask he c’hemeret. Lakaat a reas kempenn ar c’hastel hag ez eas da jom ennan ; gervel a eure an Naoniz o doa tec’het, dizrei a rejont kerkent hag e oe mall ganto kinnig o doujans d’ar prins a yoa meulet e Breiz a-bez abalamour d’e daoliou kaër ha d’e vadelez.

An eskob a deuas da vervel ; Lan a c’halvas Octra, eskob Kastel-Paol, d’an Naoned, hag a roas d’ezan peadra da adsevel an iliz-veur.

Hogen, endra ma poanie Lan da renevezi kear, d’he renta ker bras, ker brao ha ken pinvidik ha biskoaz, Octra a zrese an aoteriou, konted Breiz a rea eus o zu kement a c’hellent evit rapari ar c’hollou great en o c’harter. Breiz a zave adarre he fenn.

Mes, e keit-se, petra oa deuet Hoëlig hag Odila da veza ?

War hano Odila eo e lakea Lan ar grasou kaër en doa bet eus an nenv, ha setu perak ne felle ket d’ezan he divije ti-all ebet nemet e hini e-unan.

E kastel an Naoned eta eo e kavomp ar barz hag e verc’h eur vintivez a viz maë 942.

Pevar bloaz a zo eo eat ar Vretoned e kear. Odila he deus brema ugent vloaz hag e lakaër eo c’hoaz brasoc’h he gened eget pa he gweljomp d’an dro genta, war al lestr, o tont eus Bro-Zaoz da Vreiz-Izel.

Hoëlig avat a zo kosaet kalz. Chouket eo, ne wel mui kouls lavaret, hag ar pez a zo gwasoc’h c’hoaz, n’eo mui evit kana soniou Breiz-Izel : kollet en deus e vouez. Neo ket hepken an oad a reas an distrujse : eun anken bennak a zo e kalon ar barz oc’h e grinat, hep ma c’houfe den petra eo.

— « Petra c’hoarvez ganeoc’h, va zad ? » a c’houlen alies Odila.

— « Netra, netra, va merc’h, n’em eus netra ! a lavar hen d’ezi oc’h esa beza laouen ha war eun ton distres : koz oun, n’eus ken oc’h ober diez d’in. »

Koll a ra e amzer o klask digareziou : Odila a wel mat ez eus ouspenn an oad o waska he zad : ouspenn ugent gwech bemdez e c’houlen digantan perak eo tenval e benn en eur c’hastel evel hini Lan, el leac’h ne vank netra d’ezan, perak e wenna ker buan e vleo gris, perak ne gan mui…

Er vintinvez-se eta, Odila he doa gwisket dilhad kaëroc’h eget kustum, abalamour m’oa digaset kelou d’ezi da vont da gaout Lan a Vreiz.

Pa oe kaset dirak ar prins, hema a yoa e-unan ; seblantout a rea edo e spered o labourat eun draa-bouez, hag ar plac’h yaouank, chomet war dreujou ar gambr, na grede ket mont larkoc’h gant aon da reustla sonjou ar prins. Ac’hano e selle ouz an hini a yoa bet ganti er boan, hag en em gave dies he-unan o welet ez oa tenval e benn.

Lan a yoa e kreiz e vrud d’ar poent-se. Daoust noa ket chomet da ehana epad ar pevar bloaz, n’oa chomet rouden ebet war e dal da lavaret oa bet skuis gant ar bale hag ar brezel ; chomet oa warnan hepken evel eur skeuden eus e hardiziegez gwechall, ha kement-se n’oa ket da zisplijout, pell ac’hano.

Gwisket kran oa, evel e teree ouz eur roue Breiz, ha kement-se a roe luc’h d’e vent, ha pa veze gantan e gurunen war e benn, ar Vretoned oa kustum da lavaret oa hen ar c’haëra roue a yoa bet war an douar.

E varo a yoa hir ; lezel a rea anezi da asten. An Normaned a rea amezan Lan-ar-Barofrizet. Ne gave ket kasaüs al leshanv, rak ma krede start et vije miret hag enoret gant ar Vretoned pell, pell, war e lerc’h.

Lan a zavas e benn, dont a reas zoken da veza laouen pa welas merc’h ar barz.

— « A ! te eo, Odila ? emezan o vousc’hoarzin. Tosta ’ta, eur bern traou am eus da lavaret d’it. Asa, merc’h paour, deuet ez eus aon d’it rak da vestr abaoue m’eo eürus ? Seblantout a ra d’in ez peus c’hoant tec’het ! »

— « Ar gwir vignoned a jom en distro epad m’eo eürus ar re a garont, tostaat a reont pa emaint en dienez. Fazia rit, va frins, rak n’em eusket a c’hoant tec’het dirazoc’h : nemet an nebeuta c’hellan e lezan va zad e unan, n’ema ket mat evel ouzoc’h. »

— « Kozi a ra hor barz kez ! »

Hag e krogas e breac’h Odila.

— « Bugel ker, emezan gant karantez, ha sonjet ez peus te e vanko da dad d’it, dizale marteze ? »

— « O va frins, arabat eo d’eoc’h koms d’in eus an dra ze, me ho ped ! eme ar plac’h o vont da ouela. Pa deu ar zonj-se em spered, va c’halon a venn mankout d’in. Nema ket c’hoaz an Ao. Doue, fizians em eus, o vont da c’houlen ar sakrifis-se diganen. »

— « Fizians am eus ive, Odila. Hag evelato em befe c’hoant da roi d’it eun dioualler, n’eo ket dont a rafe ar maro d’az tad. Digemeret a ri anezan eus va dourn, hep mar, ha n’eo ket gwir, va merc’h ker ? Karout a ra ac’hanout pell zo, ha te ive, marvat, az peus karantez evitan. Unan eo eus hon mignoned koz. »

Lan a reas eur zell war ar plac’h yaouank hag a lavaras evel o krena eun tammig :

— « Eummaël eo ! »

— « Karout a ran Eummaël evel ma karan va holl breudeur, ar Vretoned, bet ganen er boan. Hel lavaret am eus d’eoc’h, ne garan ket muioc’h an eil eget egile. N’em eus ken youl nemet chom gant va zad betek e varo : ne fell ket d’in dimezi ! »

Epad eur pennadig an daou zivizour a davas. Lan a stourme ouz e galon a lamme direiz ennan.

— « Ha n’ec’h eus dibabet nikun, Odila, eus kement a duchentil a zarempred va lez ? »

— « Hini ebet ! » eme Odila hep termat.

— « Hag e nac’hfez da zourn d’ezo holl, Odila ? »

— « Ya, Aotrou, d’ezo holl ! »

Lan a davas : sonjal a rea. Tenereet oa, ha kaër en doa, her gwelet a read dre e gomzou.

— « Ha ma teufe Lan a Vreiz da ginnig d’it beza daou-hanter gantan war gador Breiz, asanti a rafez, Odila ? »

Lan na denne kete zaoulagad divar dremm ar plac’h yaouank, merc’h Hoëlig ar Barz ; kement a reou-all a vije eat eur c’horfad lorc’h enno o klevet eur seurt goulen ! Odila na ziskouezas na diezamant na plijadur.

— « Ankounac’haat a rit, Lan a Vreiz, piou oc’h ha piou oun ; n’oun nemet eur baourez kez, pinvidikeat, evel ouzoc’h, gant ho madoberou ; c’houi avat a zo eun aotrou bras savet da roue e Breiz-Izel abalamour d’ho ouenn ha d’ho labourou talvoudus evit ar vro. O timezi da eur plac’h a ouenn uhel eveldoc’h e reot douja hoc’h hano hag ho karg. »

— « Ankounac’haat a rez ive d’az tro, Odila, ez eo dre va galloud ha va oberou kaër e fell d’in lakaat douja va hano ! a lavaras Lan o sevel e benn sounnoc’h. Va Bretoned a gar ac’hanout, o deus doujans evidout, a blijo d’ezo kaout ac’hanout da rouanez. Ha d’in-me, Odila, nak a vad a rafez ! »

Odila a hejas he fenn evit lavaret nan. Stouet d’an douar dirak ar prins e lavaras :

— « Pardonit d’in, Aotrou bras ha galloudus, n’eo ket d’eur roue eus an douar e fell d’in dimezi, da Roue an nenv eo ! A-raok dont eus Bro-Zaoz e ris al le d’en em westla da Zoue ma ’zaje an traou hervez mennoz ar Vretoned. Pa varvo va zad ker, m’en em denno en eur gouent eus kear da dremen an nemorant eus va buez. Da c’hedal e rankan soursial eus va zad. »

— « Ha ne dleez ket i ve d’ar prins eun tammig bennak eus da vuez, Odila ? »

— « Diskouezet em eus d’eoc’h, Aotrou, karantez ha stagedigez, great am eus meur a draig evidoc’h, pa ’z oa ezom. Mes brema, petra rafen ?… Livirit d’in, me ho ped, n’am mirot ket da zenti ouz mouez va c’houstians ? »

— « Nan, Odila, ne virin ket ouzit, daoust d’ar boan a ra ze d’in. »

— « Dare oac’h, eme Odila o vousc’hoarzin, d’am dimezi da Eummaël, gellout a reot eta ken eas-all am roi da Zoue ? »

— « Me grede e kariez Eummaël, a lavaras Lan gant tristidigez ; muioc’h e klaskan da eürusded eget va hini va unan. »

Lan en doa great d’ar plac’h yaouank sevel, hogen, kouezet oa a-nevez d’an daoulin.

— « Eur c’hras-all, Aotrou, am eus da c’houlen diganeoc’h, evit va zad en dro-ma. »

— « Da c’houlen a vezo roet d’it… Lavar petra eo »

— « N’eo ket ar gozni a laz vazad, emezi gant anken, ar boan spered eo, Aotrou. Ar c’hastel-ma a zo kaer ha brao eo beva ennan ; kear an Naoned ive a zo savet eus he foull kaeroc’h eget biskoaz. Va zad koulskoude a zo ama evel eun den harluet pell dioc’h e vro. C’hoant en deus da welet he aochou, e vrugegou, e lanneier, e goajou, e vein-hir. C’hoant en deus d’o gwelet a-raok mervel. Hag aotrei a rafec’h lezel ac’hanomp da zistrei d’an Arvor ? »

Lan a oe meurbet gwasket e galon o klevet ar c’helou-ze.

N’eo ket eta goude maro Hoëlig, mes dioc’htu, a-benn eun nebeut derveziou, antronoz marteze e rankje dispartia dioc’h Odila, ha dispartia da viken !…

Hogen, Lan en doa eur galon ken eün, ken leal, ken na deuas morse d’ezan ar zonj da glaske blijadur di war goust hini e nesa. Lavaret a reas eta hep marc’hata, daoust pegement bennak e kouste dezan :

— « Ya, ya, it ha bezit eürus ! »

Mont a reas buan d’eur zal-all da guzat e zaëlou.

— « Prins paour ! ha c’houi ive bezit eürus ! » a lavaras Odila o sec’ha an daëlou a zirede puilh eus he daoulagad.

D’abardaez an dervez-se Hoëlig a gavas e vouez da gana unan eus ar c’haëra gwerziou a ouie. Gouzout a rea en doa ar prins aotreet d’ezan distrei d’ar gear, ha ne bade ket gant ar vall en doa da vont en hent.

Tri dervez goude, Hoëlig hag Odila a lavare kenavo da gastel an Naoned.

Lan a yoa eat d’e gambr, hag eno, prennet gantan e zor e c’hellas ouela e walc’h. Ya, ouela rea, hen kan kalet ouz ar boan, ken dispont, ken kalonek en emgann, ouela rea o sonjal e Odila.

— « Va zalvoudegez a ya ganti, a lavaras-hen en eur c’haouad poan-spered. Va breac’h, siouaz ! a vo dinerz ma tizro an Normaned. Bretoned paour, ema eat hor Providans diganeomp !… »


VIII


Maro ar Barz


N’oa ket tremenet mat an daou vloaz e teue adarre Odila da zaoulina e-harz treid ar prins.

Troket he doa he dilhad liou sklear oc’h dilhad du, liou kanv. Evel se zoken Odila n’he doa kollet netra eus he gened, er c’hontrol eo.

Lan a yoa koseet : ar preder, an anken hag ar boan-spered o doa roudennet e dal d’ezan abret, hag oc’h e hividigou ez oa meur a vleven arc’hantet etouez ar bouchadou re zu.

Lan a yoa galloud us ha pinvidik ; doujet ha karet oa ive gant ar Vretoned, ha koulskoude n’oa ket eürus.

Dimezet oa dre rezon, ha nan dre garantez, da verc’h kont Anjou, eur vaouez war an oad, seac’h en he doareou. N’he c’harie ket, hag ar vuez evito o daou a yoa trenk kenan.

— « Paour kez Odila ; oc’h da welet e teu sonj d’in eus an amzer dremenet ! » — Hag e lakeas anezi da azeza en e gichen. — « A ! pegement a vall em bije da droka va buez brema oc’h an hini a renen c’hoec’h vloaz a zo !… Gwel, Odila, pegen chenchet oun !… ha me yaouank c’hoaz koulskoude ! »

— « Re a boan spered a gemerit, Aotrou. Red e vije d’eoc’h goulen skoazel an Hini a zo konfort ar re c’hlac’haret !… Ankounac’haat a rit ar beden… Diou wech koulskoude, sonj vat am eus, ho poa lavaret start d’in e pedjec’h anezi bemdez ! »

— « Gwir eo an dra-ze, Odila ; ankounac’heat em boa va fromesa, ha setu perak ez eus kouezet truez ouzin… A ! Odila, va Frovidans meurbet dous, perak ive ec’h eus dilezet ac’hanon ?… Mes, a-walc’h am eus lavaret ac’hanon va-unan. Dizroet out, Odila, eun dra bennak ez peus da c’houlen diganen. Koms eta hep aon ebet ; gouzout mat a rez n’ez eus netra na rofen a galon vat d’ar re a zo bet ganen o stourm evit’ Breiz Izel, dit-te dreist-oll Odila, a zavetaas d’in va buez hag ez peus, dre da bedennou santel, saveteet va arme ! »

Lintra reas an daëlou e daoulagad Odila : hag hi da ziskouez he dilhad kanv.

— « Va zad a zo maro ! emezi ankeniet. Hen divinet ho poa ! »

— « Paour kez Barz koz ! da ganaouennou a laouennaas meur a wech va derveziou en harlu !… Ha setu ez out minorėz, Odila… »

Hag ec’h astennas d’ezi e zourn ; Odila a ouele dourek.

— « Maro eo, Aotrou, evel en doa bevet, da lavaret eo e karantez Doue ha Breiz-Izel. Kavet en doa e vouez, hag ez eamp hon daou bep pardaez da azeza e korn al lanneg pe war reier an aod. Me gemere va zelen ha va zad a gane kaëra kanaouennou an Arvor. Eun dervez n’hellas ket mont er meaz euz hon lochen, hag e lavaras d’in :

— « Ar C’hloareg koz a vezo varc’hoaz o kana en nenvou gant sent ar baradoz ! »

Odila a davas, he c’halon he gwaske.

— « Hag ez eus deuet sonj d’it ac’hanoun, Odila !… O na mat ec’h eus great ! »

— « Deuet ez eus sonj d’in eus ar bromesa a ris da Zoue, a lavaras Odila goustadig. Ha plijout a rafe ganeoc’h goulen ma vezin digemeret e kouent ar gear-ma ? »

— « Atao e fell d’it mont da leanez Odila ? »

— « Eun dever eo atao seveni ar gwestlou a reer da Zoue. Bugel oan c’hoaz pa deuas ar Werc’hez, en eun huvre, da gregi em dourn ha d’am c’has betek dor eur gouent. Maro va zad, m’en em ro da Zoue.»

Lan a davas eur pennad. Brao, dudius, e kave ar pez a rea ar grouadurez yaouank, he doa kement a zo red evit plijout, a c’helle ober eur fortun gaër, hag a droe kein a galon vat d’an traou-ze holl.

— « Kea, va merc’h, emezan, benniget out bet gant Doue azalek da vugaleaj. »

Prestik goude Odila a wele dor kouent an Naoned o tigeri evit he digemeret. Hanvet e vezo hi viziken ar c’hoar Hoëlia.


IX


Bez Lan-ar-Baro-frizet


Emaomp er bloaz 959. Ugent vloaz a zo abaoue en deus Lan lakeat an Normaned e meaz ar vro vreton, ugent vloaz ive abaoue ma teuas da jom d’an Naoned ha mema o labourat da adsevel ar vro.

N’eo ket evit chom da ehana, rak aveac’h ma vez echu eun dra gantan ma krog en unan-all.

Lan-ar-Baro-frizet a yoa doujet abalamour d’e c’halloud ha d’e nerz, karet oa i ve abalamour d’e lealded ha d’e vadelezou.

Ha goude beza great kement a c’helle evit mad e bobl, petra en deus goulennet Lan ?

Bodet en deus e zujidi hag en deus diskouezet d’ezo e vab c’hoaz en e gavel.

— « Sujidi feal, en deus lavaret, goulen a ran ma reno ar bugel-ma warnoc’h divezatoc’h pa vezo deuet en oad. Em derveziou diveza, me ho ped, touit d’in ne glaskot hini-all ebet da azeza war va c’hador a roue ! »

An eskibien hag an duchentilou a douas dirak Lan chom fidel de vab Drogon ha d’e gulator, Thibaud, kont Blois. Lan koulskoude n’en doa ket kalz ouspenn daou-ugent vloaz d’ar poent-se, hag e zujidi o doa fizians d’e welet c’hoaz o ren warno epad eur maread bloaveziou. Ha Lan e-unan, petra ra d’ezan sonjal ken abret er maro ?

Siouaz ! siouaz ! Naoned holl a zo e kanv, ha Breiz-Izel a-bez a ouel d’he bleiner karet.

Ha ne glevit-hu ket kleier an iliz-veur o son hep ehan ar glazou bras ? Ha ne welit-hu ket ar bobl tud-se o vont dre ruiou kear, kalz anezo o ouela hag holl e kanv? Klemmou truezus ar c’hleier a lavar eo deuet ar poent da vezia ar prins, hag an dud-ma a zo o vont d’al lidou.

Eus pennou pella Breiz-Izel ez eus deuet tud. Hag arabat e ve kredi e teuont gant ar c’hoant da welet traou nevez ! Ar re o deus gwelet ar prins galloudus ha doujet a fell d’ezo e welet eur wech diveza a-raok ma’z aio diwar wel evit atao, hag ar re n’o deus ket e welet morse a fell d’ezo e welet eur wech da vihana.

Beziet e oe e iliz Sant-Donatien ha Sant Rogatien. Kement hini a c’hoantae gwelet ar bez digor a oe lezet da dostaat.

Ar veleien hag an duchentilou a yeas ac’hano pa oe lavaret ar pedennou diveza. Daou zen a yoa chomet warlerc’h ar re-all da bedi evit ar prins ; en em gaout a rejont an eil gant egile war dreujou an iliz. Unan a yoa soudard, eben leanez.

— « Eummaël ! »

— « Odila ! »

Daou hano lavaret war eun dro.

— « C’hoar Hoélia eo a reer ac’hanon brema, a lavaras al leanez. Lezet oun bet da zont da welet eur wech c’hoaz an hini a oe ker mat evidon. »

— « An dro genta eo d’in da drei kein d’ezan abaoue ouspenn ugent vloazzo, eme ar zoudard leun e zaoulagad a zaelou hag e galon a anken. Siouaz ! Siouaz ! aon am eus, Odila, ne deufe re vuhan ar Vretoned da welet eo kouezet ar peul a zifenne ster al « Loire » ouz an Normaned ! »

Ar re a deuas antronoz da bedi war bez ar prins a oe meurbet strafuilhet o kaout ar c’horf astennet war an douar e meaz ar bez.

Dont a rejor d’hen sevel gant kalz enor ha d’her bezia a nevez. Lakeat e oe mein bras da c’holo, hag, e kichen, goardou da deuler evez nos-deiz.

Poan gollet. Ar burzud a oe renevezet en deiz warlerc’h, ha dont a reas eur maread tud da zellet, evit beza test eus an darvoud a zo hano anezan e Istor Breiz. Ar vein a yoa distaolet ama hag ahont ; ar goardou a yoa hanter varo gant ar spont o doa bet, ha korf ar prins gant e zilhad kaëra a yoa astennet war leuren an iliz.

An eskob en em gave nec’het, pa deuas eul leanez de gaout ; eun dra a bouez, emezi, he doa da ziskuilh d’ezan. ’

— « Komzit, va merc’h ! » a lavaras an eskob d’ezi gant madelez.

— « Eus an dud a zo aze, emezi, ez eus meur a hini hag a c’hellfe rei testeni ganen eus ar pez ez an da ziskleria d’eoc’h. »

Al leanez a astennaz he dourn war-zu eun toulladig tud a vrezel. Ar re-ma a yoa e kompagnunez Lan pa deuas eus Bro-Zaoz.

Konta reas penaos oant deuet ac’hano.

— « Diou wech, emezi, e oe darbet d’eomp mervel er veaj-se ken hir ha ker risklus ; diou wech e pedas Lan an Intron-Varia da zont d’hor zikour, ha diou wech e teuas d’eomp sikour ar Vamm vat. Her gouzout a rit, Aotrou ’n Eskob, ha kement hini a zo ama a oar kouls ha me peger bras oa devosion Lan a Vreiz evit an Intron-Varia, dreist oll er bloaveziou diveza-ma eus e vuez. Roet en deuz d’ezi e testeni eus e garantez eun-iliz eus ar re gaëra hag a vezo echu hep dale. Ar pez n’ouzer ket ker kouls eo en doa c’hoant ar prins da veza beziet en iliz savet gantan d’ar Werc’hez. N’eo ket lavaret e ve hini-all ebet nemedon o c’houzout kement-se… »

— « Mennoz hor prins ker a vezo sevenet, va merc’h, a lavaras an eskob ; it e peoc’h. »

Korf Lan a oe digaset da genta d’an iliz-veur, hag ac’hano da iliz an Intron-Varia. Eno e chomas.

Merc’h ar barz a zistroas d’he c’houent, ha ne oe mui gwelet nemeur dre ruiou an Naoned.

Pell, pell goude, Eummaēl a gase d’e vignoned koz ar c’helou eus maro Odila, o Frovidans, evel ma lavarent.

Bet oa en Naoned eur c’hlenved spegus ; an dud a varve a druilhadou. Odila a c’houlennas mont wardro ar re glanv ; eno eo e kavas he maro.

Meur a hini eus ar Vretoned koz a ouelas pa glevjont oa maro, hogen ar gristenien a gav frealz en o feiz.

— « Odila a zo santez en nenv, emezo ; eno e pedo evidomp, hag eun dervez e vezimp unanet da viken ! »


Breiz da virviken !


————


Ifern Plogo


————


Eun diaoul kouezet eus lost ar c’har ha savet c’hoant gantan beza deuet mat d’e vestr Lusifer, a yeas eur vintin vez a viz kerzu, derc’hent eur gouel bras bennag, da gemeret leac’h aotrou person Plogô er gador-govez. Heman a yoa eat da rei dourn d’e genvreur a Gleden nevez kouezet klanv.

Evit doare, Paolig a gavas eur goz soutanen e arbeliou an ifern. Eno e kaver bep seurt truilhou.

N’oa ket bet hir a walc’h e fri evelato, p’eo gwir e oa ar zae zu eun tammig ber dioc’h e vent, ha n’oa ket frank a walc’h ar boned korniek evit kuzat e dal hag e gerniel, ma oa red d’ezan e doulla, ha dastum e lost, n’eo ket gwelet e vije o treina a-dren e zae.

Pebez plijadur en doa o selaou an devodezed ! Nag a blijadur, dreist-oll o sonjal en dreuflezen a rea d’ezo ! Kel laouen oa, zoken, ma teuas e lost hir da zilammat eus e gougn, da vont a ruzou dre zindan dor ar gador-govez ; eno e filbouche, evel hini eur c’haz o paterat. Al lost a yea hag a deue, o skuba leur an iliz tro-war-dro. Me lavar d’eoc’h ez oe eun dra iskis da welet.

Gwreg ar zakrist, a yoa o c’hedal he zro da vont ebarz, a oe nec’het a-walc’h gant an darvoud ; biskoaz n’he doa gwelet kemend-all. Mall he doa da welet he zro o tont, hag ez eas da zaoulina er gador kerkent ha ma c’hellas. Kregi a eure gant he c’hovesion, hag e selle piz a-dreuz an norig, endra ma tibune he c’huden ; kaer he doa, avat, sellet tost, ne deue ket a-benn da anaout he ferson. Hag ouspen-ze, eun dra-all a lakae anezi nec’het. Bep tro mac’h anzave eur pec’hed dister, ar c’hovesour a lavare :

— Ya ! alo, mat !

Ha pa veze grevusoc’h ar pec’hed, e lavare :

— Mat tre, va merc’h, mat ! mat !…

Ar pez koulskoude a reas d’ezi beza ar muia souezet eo pa deuas d’ezan lavaret komzou an absolven : sin ar groaz ebet !

Ar vaouez man n’oa ket lent, (aonik, abof) pell ac’hano. (Daoust ha gwelet hoc’h eus morse eun dastumerez arc’hant ar c’hadoriou hag a vije lent ?)

Ha hi ha lavaret goustadik :

— Eun dra bennak a ankounac’haït, va zad.

Livirit d’in ’ta, va merc’h, petra ’m eus ankounac’haet, eme an diaoul.

— Sin ar groaz, va zad.

— Her great am eus va merc’h.

— N’em eus ket gwelet, va zad.

— Pa lavaran d’eoc’h !

— Pa lavaran d’eoc’h ive, va zad, n’hoc’h eusket great !

— Roït peoc’h d’in ! eme an diaoul, oc’h ober eur finvaden dichek ; evelevit lavaret d’ar vaouez mont da vale.

Ar finvaden a oe great ken treuz, ma teuas e gerniel da steki ouz barrinier an dorikel, ha ma oe klevet eun taolig seac’h ; unan eus ar c’herniel, zoken, a deuas ermeaz dre ar wasg.

Setu lakeat nec’het an diaoul.

Ha keit ha mac’h en em zifrete, gwreg ar zakrist he doa bet amzer da ober anaoudegez gant he aotrou. Gouzout a rea breman petra oa al lost.

Dont a reas eus ar gador-govez, evel ma teu ar gristenien, koulz ha pa ne vije bet netra nevez ebet. Ha hi sioulik ermeaz da glask ge gwaz.

Ar gorventen ne ra ket muioc’h a drouz evit na reas o vont en he zi.

Kled ! Kled ! e peleac’h emaout? Kled, disken, buhan, buhan !

— Nag a drouz, santez Anna ! Daoust hag an tân a zo en ti ?

— A ! Kled ! A ! Jezuz, va Doue !

— Lavar ’ta buhan petra zo ?

— A ! Jezus, va Doue !… Kled ! Kled !

— Ac’hanta, Katell !… Ac’hanta, petra zo ?

— A ! Kled paour, lez ac’hanon da halani ! Pebez tra vantrus !…

— Dre ar sparf, gwreg kez, hast afo lavaret d’in petra ra d’it beza ker strafilhet !

— An diaoul eo, Kled !… An diaoul a zo er gador-govez eleac’h an aotrou Person !…

— Asa, Katell baour, daoust ha koll a rez da benn ?

— Nan, ne gollan ket va fenn. Pa lavaran d’it, an diaoul eo, her gwelet em eus. O kovez oun bet gantan, zoken. Gwelet em eus e lost ; henvel a-walc’h eo ouz hini eur vioc’h ; ha zoken, darbet eo bet d’ezan borna d’in eul lagad gant unan eus e gerniel.

— Asa, Katell, e rank beza troet da spered, n’eus ket da lavaret nan !

— Me, troet va spered ? Ma, deus ganen, kredi start a ran ema eno c’hoaz. Deus, pa lavaran d’it, gwelet a ri.

Hag o veza kroget e breac’h he den, e chache warnan evit hen tenna d’he heul.

Ha setu ar zakrist o vont, koulz lavaret, en despet d’ezan, hag evit senti ouz e wreg.

Kalz muioc’h a dud a yoa breman o c’hedal o zro da govez.

An diaoul, dioc’h an doare, a yoa lorc’h ennan, rak e lost a fistoule kenan. Daoust hag-en vije abalamour mac’h anzave ar vaouez he holl daoliou teod, pe marteze, abalamour mac’h en em blije o tale da lakaat bole en he c’hloc’h ? Ar pez a zo gwir eo e lamme lost an diaoul, ez ee hag e teue a-gleiz hag a-zeou.

Digouezet tre e kichen, Kled a anavezas al lost evit beza e welet gant eun diaoul great d’ezan gant an aotrou person dont er-meaz eus korf eur perc’hennet eus ar barrez, Ac’hano ez oa eat da jom en eun ti paour dilezet, e kichenik ar vourc’h, evit gellout teuler evez war ar barrez, ha klask an tu d’en em zigoll eus an droug hag an dismegans a yoa bet great d’ezan.

Ar zakrist a ouie mat da beleac’h oa eat an aotrou person. Eat oa abred kaer, hep doueti e teuje ar bleiz da ober eur weladen d’e zenved.

Ha p’eo gwir n’edo ket ar perc’hen er gear, Kled na ouie ket kaer ouz pe zant en em erbedi evit kas al laer ermeaz. Daoust hag ober a raje labour ar c’hi-gward ? Daoust ha diskouez a raje e zent ? Ha taga a raje ar bleiz ?

Karet en divije ober an traou-ze holl, red eo lavaret ar wirionez ; hogen, n’oa ket hardis a-walc’h evit an dra-ze. Ganet oa gant eur galon gizidik.

Harzal a c’helle, gwir eo, neo ket ker gwaz ha sailha ; hogen, didrabasoc’h oa c’hoaz roi peoc’h Asa, livirit ama d’in, petra eo eur c’hi paour e kichen eur bleiz naonek ? Petra eo eur sakrist e-kichen an diaoul ?

Marvat oa an dro genta da Gled kaout santimanchou ken izel anezan e-unan, hen hag a yea dre douez an dud en iliz, sounn e benn evel eur pabor, hen hag a zeblante sellet ouz an dudigou dreist e skoaz, evel pa falvezfe dezan lavaret d’ar gristenien : « D’eoc’h-hu eo dereat kaout doujanz evit al leac’h-ma, pa n’oc’h ket eus an ti ; me, avat, a zo kenderv d’an Aotrou Doue ! »

Ha petra en divije gounezet o trouzal ? Netra, kredit anezan. Lakeat en divije, avat, ober gwap ouz ar veleien, sponta ar gristenien, ha rei digarez da baotred ar « bod-ilio » da lavaret d’o gwragez : « Chomit er gear hiviziken ! » evel pa ne vije ket an hini a zo er gear, re alies, siouaz ! ar gwasa eus an diaoulou !

Hag ouspenn-ze, e vije e riskl bras da goll e vara, ma teuje enebourien an iliz da skigna ar greden eman an diaoul er gador-govez.

Hag o veza pouezet mat pep tra, ar zakrist a reas e zonj da jom sioul. Ha peo gwir, tra souezus ! n’oa ken nemet e wreg hag hen o welet al lost hir, reiz brao, zoken, breman, gwella en doa an diaoul da ober oa kenderc’hel gant e labour ; e feiz, gwell a ze d’an dudou ma rea eur vad bennak d’ezo an absolven o deze !

Hag evelato, ar zakrist a gave kalet lezel an abostol da ober labour e vestr hep goulen eun tamm-gwerz butun, kustum evel ma ’z oa da gaout e lod e pep tra war dro an iliz. Ha peogwir ne grede ket diskleria brezel, mar gellje, da vihana, c’hoari d’ezan eun dreuflezen !

N’oa ket Kled eur paotr sot, pell ac’hano ! Meur a wech en doa kavet tro da welet, dre ar gloued, bioc’h ruz-glaou ifern an diaoul o peuri dirak e di, pe o taskriniat en he c’hraou.

Morse n’en doa sonjet laerez an disterra tra diwar goust den ; Kled a zouje Doue dreist pep tra, hag an archerien, eun tamm bennak ive. Hogen, eur wech n’eo ket atao, hag eur wech e vije brao tapa an diaoul en e lasou e-unan.

Ti ar zakrist ha ti an diaoul n’edont ket pell an eil diouz egile, ar pez a rea da Gled lavaret e weler bep seurt traou dre ar bed. Mont a read eus an eil d’egile, dre eur stread moan kaeet eus an daou du gant spern. N’ea, koulz lavaret, den dre eno morse. Ne vije eta den ebet war an hent, ha neuze, ouspen eun heur noz a yoa c’hoaz dirazan, ar pez a yoa kalz.

Hag evit dont gwelloc’h a ze abenn eus e daol, ar zakrist a ya d’an ti, a gemer eun tamm truilhou bennak eus eur c’houfr hag a aka war e benn eur vaoutennad bleo gwenn bet douget gwechall gant e dad koz. Hag ez a warzu ti an diaoul, sur mat ne vezo anavezet gant den.

Ar gloued n’oa ket prennet : ar bleizi en em anavez ken etrezo, hag an diaoul n’en doa aon ebet rak al laeron. Ha setu Kled oc’h oker eur vuntaden d’an tamm kloued ; treuzi a ra ar porz evit mont d’ar c’hraou, el leac’h ma kav ar vioc’h ruz-tan-ifern gourvezet, gant ar gorden endro d’he gouzoug.

Sellet a reas ouz Kled gant brennikennou ker bras ma seblante goulen outan : « Na petra glaskez te dre aman, pez divalo ? » Ar zakrist a gasas d’ezi, dijipot, eun taol botez, evit he lakaat da zevel, a grogas er gorden hag a reas eur jachaden evit ober d’ezi dont d’e heul.

Digouezout a rejont prestik goude en eun tammig kardi a yoa harp ouz e di. Hag o veza great kement-se, ec’h hastas dizrei d’an iliz. Lavaret mat en doa de wreg chom sioul keit ha ma vije oc’h ober e dro. N’em beus ket ezom da lavaret pegen nec’het oa ouz e c’hedal ; ober a reas sin d’ezan da vont er gador-govez.

— Ho pennoz d’in, va zad, emezan, abalamour m’am eus pec’het.

— Mat ! mat ! eme an diaoul gant ardou.

— Ne gredan ket anzav, va zad, eme ar zakrist ; dieas e kavot klevet ar pez am eus da lavaret.

— Kea atao, eme an diaoul.

— P’eo gwir eta e rankan anzav, va zad, m’em eus laeret. — Mat ! Mat kenan ! en doa c’hoant an diaoul da lavaret ; hogen, miret a reas ar goms en e c’henou.

— Ha petra eo hoc’h eus laeret, va mab ?

— Eur gorden, va zad, eur c’hoz tamm korden vrein ha n’oa ket eur walennad anezi, kavet ganen e foz an hent bras. An diaoul n’eo ket eun azen ; anaout mat a ra finesaou eun niver bras a dud er govezion, p’eo gwir hen e-unan eo a vez o c’houeza anezo en dud.

Santout a reas ez oa eun dra bennak e penn ar gorden ; hogen, evel men doa, hen, laer eneou, kalz teneridigez evit al laeron, hag o veza n’edo ket e poan e raje ar zakrist eur govezion vat, e c’houlennas outan, evit heulia ar c’hiz, ha netra ken :

— N’oa netra e penn ar gorden, n’eo ket ’ta, va mab ?

— Eun tammig bleo bioc’h, va zad, edon o vont d’hen lavaret d’eoc’h.

— Mat sur. Gwelet a ran breman petra eo, eme an diaoul. C’houi a roio ar gorden d’he ferc’hen, va mab ; ar bleo avat, ha goude ma vije c’hoaz eun tammig bennak ouz ho pizied, an dra-ze na dalv ket eun A ve evit pinijen. It da…

Chom a reas e gomz a-zav.

N’en doe ezom ebet da lavaret diou wech ; ar zakrist a deuas laouen eus ar gador-govez gant ar peoc’h en e ene, da vihana, hervez lavar an diaoul. Klevet mat en doa ez oa eur vioc’h e penn ar gorden, hag ar vioc’h-se, Kled en doa bet urz d’he derc’hel gantan ; an diaoul n’en doa ket bet an disterra douetans oa ar vioc’h-se e hini. Setu, da vihana, ar pez a c’helled kredi o welet e lost o steki ouz al leuren. Ar zakrist, koulskoude, en doa da restaol ar pennad korden, hag, evit ne vije ket broudet e goustians gant ar morc’hed, ez eas, en eur redaden, da zistaga anezi evit he stlepel goude e porz an diaoul, ’lec’h m’en doa he c’havet. Pa oe great gantan al labour-ze, ec’h en em gavas e peoc’h, hag hen adarre d’an iliz da gaout e wreg, atao ouz her gedal. An diaoul a

govesee bepred. Deuet gantan e daol da vad, Kled a yoa laouen da veza great eun dreuflezen da Baolig ha da veza, hep pec’hi tapet eun tamm pinvidigez diwar e goust. Deuet oa d’ezan hardiziegez.

Kaout a reas Katell en eur c’horn-tro eus an iliz, hag e lavaras d’ezi eun nebeut komzou e pleg he skouarn. Hag hen adarre war-zu ar gador govez. Goulen a reas, digant an hini a yoa da dosta, lezel añezan da vont e-barz adarre, eur pennadig hepken, eun netra, evit anzav eur pec’hedig ankounac’haet. Ha setu hen a-nevez da gaout Paolig.

An diaoul, spered an denvalijen, n’edo ket e poan da veza kavet e-touez an dud pa vije tarzet sklerijen an deiz, ha setu perak en doa lakeat e « vontr » e kichenig ar prenestr koad, dres en toullig great evit lakaat ar metalennou, chapeledou ha kroaziou a a zigas a-wechou an dud ganto da vennigen.

Epad mac’h anzave e laeronsi, Kled en doa gwelet ar « montr » aour o skedi ; meurbed en doa kavet brao anezan. ha zoken, panefe m’oa eun den a zoujanz Doue, en divije tapet krog ennan buhan a walc’h. Goude, hepken, eo e teuas d’ezan ar zonj.

Edo eta war e zaoulin ; boulc’het en doa eur « Gonfiteor » ha n’echue ket, Neo ket souezus. Kemeret a rea holl zent ha zentezed ar baradoz da destou eus e « Vea culpa » ; hag an diaoul, nec’hetoc’h eget n’oufed da lavaret, a leze e lost difistoul da gousket war leuren an iliz.

Katell a yoa deuet adarre wardro ar gador ; hag hi ha tostaat eun tammig muioc’h da lakaat he botez war lost an eal fall, hag o poueza warnan kement ha mac’h helle. E ranke beza pounner, dioc’h an doare. An diaoul a reas eun tamm brao a skrijaden, eur skrijaden ker stronsus ma vennas diskar ar paour keaz Katell ; ha setu al lost dishual adarre. Evit ar c’herniel, siouaz ! ne oe ket henvel. Ar re-ma a yeas da dourta golo peuz brein ar gador-govez hag a zankas ennan ken don ma n’hellas ket, kaer en doa, e jachaz gantan endro. Kled a yoa war c’hed a gement-se, ha ne gollas ket e amzer.

O welet evel-se tapet eur pez labour gant an diaoul, ar zakrist a dapas krog kempenn er montr alaouret hag a roas lojeiz d’ezan en e c’hodel. Hag ar govesion a yea atao war-raok, endra m’edo ar paotr en eur stad ken divalo. O ! me lavar d’eoc’h, n’edo ket e tu da farsal. Egari eo a rea.

— Me zo eur pec’her bras ; m’em beus laeret eur montr !

— Restaol anezan, eme an diaoul, droug ennan.

— Delit, va zad, setu hen ama.

An diaoul m’helle ket gouzout eus pe vontr ez oa hano, peo gwir edo e fri d’an neac’h.

Daoust hag oc’h ober gwap emaout, a lavaras hen, e kounnar rus, endra ma klaske chacha gantan e gerniel. Petra fell d’it a rafen gant ar montr se ?

— Ma, eme ar zakrist, c’hoant am beus d’hen rei d’e berc’hen, mes peo gwir ne fell ket d’ezan e gemeret endro, petra rin-me ?

— Delc’her anezan ganez, na petra ta ! diskiant keaz, ha ro peoc’h d’in me pelloc’h !

An diaoul a eonenne, kement a boan a gemere.

Kled, e c’hellit kredi, n’edo ket nemeur e poan da jom eno pelloc’h. Mont a reas gant e wreg eus an iliz, o lezel an diaoul d’en em denna, e-giz ma c’hellje.

Lavaret a zo eas ; ober, avat, a zo dieasoc’h ; hag ar pez vil na c’houlle ket ober trouz. Evit ne vije ket gwelet, Paol gornek a zerras draf ar govesion, hag a jachadennou bihan, a glaske gant e zaouarn ha gant e dreid displanta e gerniel eus ar c’hoad. Ar c’hoad-se a yoa benniget, ha, daoust ma koueze e poultren, an diaoul a gave peadra da ober gantan.

An dud a yoa a bep tu en em gave nec’het. Kaer o doa gedal, an nor na zigore ket ; hag a hend-all, eun tammig strons a veze bep eur mare ; ar gador-govez a horjelle. Meur a wech, an hini a yoa a-gleiz, koulz hag an hini a yoa a-zeou, en doa great tok ! tok ! o c’hervel :

— Aotrou person !

An aotrou person, avat, a yoa deuet da veza dilavar, pe, ma lavare eun dra bennak, oa evit skrignal e zent ha sakreal goustat.

A-benn ar fin, skuiz o klevet hopal hag o welet ne deue ket a-benn da gaout e gerniel, setu hen oc’h ober eur frapad krenvoc’h. Ar gador-govez a horjellas betek mennout koueza, hag e c’hellit kredi, ar re a yoa ebarz a hastas skara ac’hano. An trouz a yoa bet klevet gant an holl.

— N’hoc’h eus ket klevet ? eme unan.

— N’hoc’h eus ket gwelet ? eme unan all.

— Petra eo kement-man ? eme eun trede.

— An aotrou person eo a rank beza klanvet, eme eur pevare.

— Red e ve sellet.

— E peleac’h eman ar zakrist ?

Ar paotr, a yoa eat da guzat, red eo ma vefe. Gwelloc’h e kave lezel ar re-all d’en em denna, evel ma karfent, hag ez oa pignet d’an ograou evit gellout gwelet gwelloc’h a ze petra en em gavche. Teuler a reas e zilhad dic’hiz hag ec’h azezas.

Goude beza termet eur pennad, setu eur vaouez garantezus o vont da zigeri dor ar gador-govez. Hogen, heugi a reas ha dont war he c’hiz, pa welas an hini o doa kemeret evit o ferson, hanter en e zav, penn uhella e gorf pleget war an a drenv ; seblantout a rea beza taget gant eur c’hlenved nervennou.

— Buhan ! Buhan ! tud ama ! Dour ! Dour !

N’oa ken dour en iliz nemet an hini a yoa bet benniget.

Ma ’z ejod d’ar red da gerc’hat da deuler warnezan.

Hogen, ar pez a dlie hen lakaat reiz a reas d’ezan beza kalz gwasoc’h. Seblantout a rea rosta bep tro ma sante an dour.

An diaoul a skrignas hag a laoskas eun « nonde » spontus, ha gant e droad bioc’h, e kasas ar vaouez vat da goueza en tu all d’an iliz.

— Kouezet eo an aotrou person e drouk-sant.

— Red eo chacha anezan er-meaz !

Unan bennak eus ar merc’hed a redas da glask skoazel : dont a reas eun toullad gwazed. Hag i o kregi, lod e divrec’h, lod-all e treid an diaoul deuet da veza reiz, abaoue ne daoled mui dour benniget warnan.

Hag ez eant da gas an aotrou ermeaz. Hogen, kaer o doa, an diaoul na loc’he (finve) ket : gouzout a rit perak. Ar c’herniel eo a jome sanket e golo ar gador-govez, ha pa read eur chach war ar c’horf, ar gador a deue da heul.

D’ar mare-ze eo ec’h en em gavas an aotrou person en iliz, echu e dro gantan er barrez-all.

An holl a huanadas gant eazamant oc’h hen gwelet.

— Jezus, va Doue, an aotrou person !

— Piou eta neuze eo heman ?

— Heman ! Heman eo an diaoul ! a lavaras Kledig, kenner zet neat o welet ar beleg. An diaoul eo, sellit ouz e lost !

An diaoul evel-se na glaske ket beza anevezet ; dastum a reas e skourjez difre.

— Sellit ouz e dreid, eme Gled adarre, pa lavaran d’eoc’h ez int faoutet evel re ar vioc’h !

An heol noa ket savet c’hoaz, ha setu perak n’oa ket bras ar sklerijen en iliz goz. Ar penn-goulou a roe sklerijen betek neuze a yoa nevez marvet, hag an diaoul a finve dalc’hmad e dreid evit ne vijent ket gwelet re.

— Roit dour benniget, eme ar person ; gwelet a raimp dizale petra eo ar spontailh-man.

Hag ar person a reas war ar « c’hovesour » meur a zin ar groaz gant ar sparf soubet en dour benniget.

An diaoul n’helle ket herzel. Evel devi a rea, hag e laoske youc’hadennou ha sakreou heuzus.

Awalc’h eo, eme ar person, skuiz gant al leou-doued a gleve. Gouzout a ran breman piou eo, emezan. Mes perak e chom aze da dortal ha da vallozi, ar milliget zo anezan ? Petra vir outan da vont gant e hent ?

— N’ouzon ket, eme ar zakrist. — (Gouzout a-walc’h a rea, mes ne felle ket d’ezan lavaret.) Toui rafen eo stag dre e gerniel !

Hag o veza kemeret eur gador, e savas da zellet a-us d’ar gador-govez.

— Pa lavaren d’eoc’h, aotrou person ! Sellit, dont a ra ar beg anezo war c’horre ! Hag ar person a reas evel ar zakrist :

— Ya, emezan, aze eo eman an dalc’h. Mes petra da ober ? Ne welan nemet eun dra heskennat anezo.

— Ya, mes piou a garfe ober an dra-ze ? a lavaras Kled. N’eo ket me, da vihana. Ha pa vezo dishual, piou ear petra raio deomp ?

O komz evelse, Kled na lavare ket war-eün ar pez a yoa war e spered.

— Pa vezo dishual va aotrou, a zonje hen, daoust ha ne glasko ket tenna ganen e vioc’h hag e vontr ?

— Houman, avat, a zo eur guden ! eme ar person.

— Marteze e vije kavet eun dra bennak. Ho kador-govez, Ao. person, a zo gwall-fall.

— Hag a zo gwir ; mes…

— Divalo zoken, aotrou person, anzavit ganen ; pa welan re ho kenvreudeur eus ar parreziou-all…

— Ha goude ?

— Goude ? eme Gled ; saotret eo evit biken gant al loen vil ha flerius-ma ! Piou a garfe mont enni hiviziken ?

— Evit gwir, n’azezin mui enni gant kement a blijadur.

— Mat, aotrou person, en ho lec’h me a gasfe anezi d’ar c’hoz traouachou.

Netra ken nemet ar gwel eus eur gador nevez a yoa peadra da blijout d’ar person. Dispignou a vije ; hogen, e parrez Plogô, daoust d’he faourentez, ec’h anaveze tud a galon vat hag a roje laouen eun aluzen gaer d’an iliz ; ne ouie ket, avat, d’ar just, petra glaske Kled.

— N’eo ket, koulskoude, eun dra gwal zieas da welet, aotrou person, eme hema. Pa ne fell ket d’an diaoul dont ermeaz e-unan, me a rafe dougen anezan, koufr hag all, hag a rafe d’ezan tec’het da viken eus ar vro-ma, oc’h e deuler er mor du-ze.

— Te, Kled, va mignon, a lavaras ar person, te a zo eun den a guzul vat. Great a vezo evel ma leverez. Buhan, unan bennak da gerc’hat ar vrasa gravaz a vezo gellet da gaout, evit ma’z ay pelloc’h an amprefan-ma eus va iliz !

Digaset e oe eur c’hravaz ha lakeat warni ar gador-govez a c’hourvez. An diaoul a fringe, a zaone, a valloze, gwasoc’h evit biskoaz. Kement-se na viras ket ouz pevar baotr krenv d’hen dougen en e gador betek war dachen ar foar. Ac’hano ez ejont, heuliet gant koulz lavaret holl dud ar barrez, da deuler anezan er mor.

En em gaout a rejont a zioc’h eun toull bras meurbed great en aod gant mor pennfollet ar Raz.

— Breman, eme ar person d’an diaoul, ez eomp da heti d’it eur veaj vat. Kea d’az pro, ha gras d’it d’en em blijout ker mat enni ma ne vezi mui gwelet morse dre aman. En distro eus an holl vennoziou ac’h eus skuilhet war va farresioniz, ez an, me ive, da leda grasou an nenv war da hent.

Hag e tigoras e vreviel, ha goude beza lennet ennan eur pennad bennak e lavaras eun nebeut pedennou war ar mor chenchet kerkent en eul lennad vras a zour benniget.

An dougerien a grogas a nevez en o zamm, hag a stlapas en toull heuzus kador-govez ha diaoul.

Ne dalv ket d’in klask displega d’eoc’h ar youc’hadennou, ar blejadennou roget a rea ar c’hanfard ruilhet ha diruilhet war an tarziou dour benniget. Tri mil den taolet asamblez en eur gaoteriad divent a zour bero na rajent ket muioc’h a zafar. A nebeudou, an trouz a yea war bounneraat ; diaoul ha kador govez a ziskenne betek goueled « Ifern Plogô ».

............................................................................................................


E c’hellit kredi, an dud n’oant ket amlavar o tont ac’hano d’ar gear. Katell n’hellas ket miret ganti ar pez a ouie, ha dizale n’oa ken kaoz e-touez Plogoïz.

Peb-unan a felle d’ezan gwelet bioc’h an diaoul. Hogen, pa zigouezas Kled en e gardi, divinit petra gavas, e leac’h e vioc’hig ruz-tan ifern ? Netra nemet ken eur vozad bleo…

Katell ive a yoa prez warni, ha neuze, c’hoant he doa da welet ar montr aour. Setu perak e c’houlennas an heur digant he hanter-tiegez.

Kled a gasas e zourn d’e c’hodel ; ha petra deuas gantan ?… Eur penn-ougnoun brein !…

Evelse e teuas da wir eur wech muioc’h al lavar koz ken anavezet gant ar Vretoned :

« Bleud an diaoul a ya atao da vrenn ! »



————


YANNIG AR C’HEMENER


————


Gwechall goz e veve e Breiz eur c’hemener yaouank, Yann e hano. Yannig ar C’hemener setu an hano a veze roet d’ezan peur vuia.

Eun den a spered oa, eun den kaer ive, hag a ouie lakaat e vizied da labourat.

Ken kaoz nemet eus Yannig ne veze gant merc’hed yaouank ar c’harter ; koms a reant eus e di bihan kempennet a-zoare, hag holl o doa c’hoant d’e gaout da hanter tiegez. Yannig avat en doa great e zibab, unan he doa gounezet e galon ; hounnez en divije, pe hini ebet morse.

Demdost d’e di ezoa eur gemenerez yaouank o chom gant he mamm ; Janned oa he hano, ha meurbed karet oa gant holl dud ar c’harter, abalamour, kredabl, d’he buez skouerius. Labourat a rea noz-deiz evit gounit he bara hag hini he mamm, hag endra ma ’z ea he nadoz hag he neuden en dro e kane dalc’hmat gwerziou ha soniou eus ar c’haera en çnor d’ar vro ha da zent koz Breiz-Izel, ma ’z oa eun dudi he c’hlevet. Gouzout a rea he micher, hag ouspenn ma’z oa eur vaouez kaer, kristenez vat ez oa ive. Spered Yannig a veze dalc’hmad o sonjal enni ; ha setu ma lakeas en e benn dimezi.

Hag hen ha mont da welet Jannedig, en aviz he goulen da ried.

Mantret e oe o klevet peden ar paotr, rak n’oa tamm ebet eus e renk, daoust d’ezi da veza kemenerez eveldan.

Yannig a yoa pinvidik ; e vrud vat kouls hag e wiziegez eus e vicher o doa digaset d’ezan berniou labour. Janned avat a yoa paour ; hag an hini a zo paour ne deu ket nemeur a zremmou laouen war e dro. Ne garer ket ar paour. Eur wech eat ar baourentez war varc’h, ne c’houlen ket disken d’an traon ; ha setu ar pez a c’hoarvez, siouaz ! gant ar beorien ! An nep a zo paour, re aliez a rank chom paour, ha den n’en deus ezom anezan.

Yannig koulskoude ne zelle ket ouz an dra-ze.

C’hoant en doa d’he c’haout, ha d’ezan e viche, sur a-walc’h. Evit easat e spered, Yannig a roas d’ezi da ober eur bonedig evel a vez lakeat d’ar vugaligou da vont da vadezi. Roi a reas d’ezi unan da skouer, unan brodet ha fichet ken kaer, ma viche touet buhan a-walc’h p’oa ket bet great war an douar.

Ha Yannik ha lavaret d’ar plac’h :

« C’hoant am eus, Jannedig, d’az kaout da bried. Va goulen ne zisplijo ket d’it, fizianz am eus. Hogen, a-raok kemeret ac’hanout ganen, e fell d’in koulskoude e rafez a-benn disadorn kenta eur bonedig henvel ouz hema a roan d’it da skouer. »

An dra ma a yoa da lun.

Jannedig na lavaras gerebet, e spered avat a reas meur a gont. Kregi a eure kerkent gant al labour, hag e reas eur boned. Pell, pell bras edo warlerc’h hini Yannig, daoust m’en doa kalz a henvelidigez gantan. Kaer e devoa broda ha broda, ne deue ket a-benn da ober d’ezan beza ker brao hag ar skouer. Edo o vont d’hen stlepel en eur c’horn tenval eus an ti pa deuas eun aotrou bras dirazi.

— « Noz vat, emezan ; plac’h yaouank, na penaos ez a ar bed ganeoc’h ? Gwall nec’het ho kavan. Na petra ra d’ho penn beza ken tenval ? Livirit d’in ’ta, mar plij, an abeg eus ho klac’har ! »

O welet madelez ha stum vat an diavezour, (an diaoul e unan oa koulskoude !) Jannedig a gontas d’ezan war-eün he foan-spered.

— « Aotrou, emezi, roet em eus va ger da zimezi da Yannig ar c’hemener. Hogen, hema en deus roet d’in da ober eur boned evel hennez a-benn eureuji. Labouret em eus hep ehan epad ar zizun, hag eo erru ar zadorn, dale diveza, hag al labour n’eo ket c’hoaz peur echu ; n’en echuin ket zoken, rak ne labourin mui warnan. »

— « Diskouezit ’ta anezan d’in ! »

Ha Jannedig a ziskouezas ar boned.

— « Hola ! mar n’eo ken ! eme Baol ; me rai unan d’eoc’h, ha ne vezin ket pell zoken… Sellit ouz heman, » emezan.

Hag eus e c’hodel e tennas unan hag a yoa henvel mil ouz ar skouer roet gant ar c’hemener, ken na vije lavaret oant an hevelep hini.

— « Bennoz d’eoc’h, eme Jannedig ; mar kirit roi anezan d’in, e plijin sur mat d’am mignon Yannig ! »

— « A greiz kalon, va faotrez, eme Baol gornek, gant ma kemeri ac’hanon da bried. »

— « A ! an dra-ze avat na rin ket, p’eo gwir em eus roet va ger da Yannig ; ha neuze, kouls eo d’in lavaret d’eoc’h dioc’htu, ne garin morse nemetan. »

— « Mat, me a roio d’eoc’h ar bonedig evelato, mar kirit roi d’in ho ker e teufet ganen d’am maner a-benn bloaz, deiz evit deiz ; mes n’ho pezo ket da zont mar talc’hit sonjeus va hano. »

— « Pe hano hoc’h eus eta ? »

— « Va hano, emezan, eo Markiz Rokilo. »

Janned a jommas eur pennad da huvreal. Sellet a rea oc’h ar boned… « O mat, emezi, miret a rin hoc’h hano ! »

Hag o veza komzet evel-se Janned a welas ar Markiz o vont er meaz, hep ma vije na prenestr na dor zigor.

Antronoz e oe mall ganti mont da ziskouez he boned koànt. Oc’h e welet, Yannig n’hellas ket miret da lavaret en doa kavet e bar…

— « Brema, emezan, e timesfomp ! »

Hag e oent eureujet er zizun warlerc’h. Aotrou person ar bar rez a fellas d’ezan rei d’ar gouel ar muia sked a c’helled. An holl gleier a oe lakeat bole enno, hag an ograou bihan a grozas. Ar gomerezed savet d’ezo eun tammig gwarizi a chaoke etrezo : « Chê ! ma Doue ! nak a drouz evit daou gemener !… »

An daou bried nevez a vevas eürus an eil gant egile, rak great ez oante gwirionez evit beza unanet. Ha setu mac’h ankounac’haas Janned he divroad madelezus. Ankounac’heat he devoa e hano, ha koulskoude e tostae an deiz ar bloaz Ina tleie mont gantan pe lavaret d’ezan e hano.

Kement a boan spered e kemeras, ar plac’h kez, ma kouezas klanv ha klanv bras zoken.

Yannig a yoa nec’het a-walc’h gant e wreg ; louzou ebet na rea vad d’ezi, hag an deiz kasaüs a dostae bepred.

— « Jannedig kez, emezan d’ezi eun dervez, lavar d’in ta ar pez a zo kirriek d’az klenved. »

— « Ne dalv ket d’in, emezi, p’eo gwir oun kollet da viken. »

— « Kollet da viken ? eme Yann ; penaos an dra-ze ? Lavar d’in, ha mar gellan me da zavetaio. »

Goude beza bet pedet ken aliez ha ker brao, Jannedig a anzavas kement a ouie.

— « Yann, va fried paour, emezi, n’ec’h eus ket ankounac’heat, kredabl, az pevoa roet d’in eur boned da ober er zizun a-raok hon eured. Ac’hanta, n’oan ket evit hen ober, ha ken nec’het oan lakeat gantan ma n’hellen kouskat berad en noz. Edon evel-se eun nosvez, tenval va fenn. pa deuas en ti eun aotrou e kiz kear hag a lavaras d’in :

— « Noz vat d’eoc’h, plac’h yaouank ! Mes gwall nec’het ho kavan ; livirit d’in. mar plij, petra ra d’eoc’h kement a ziezamant, ha me ho tizammo. »

Ha me neuze ha dibuna d’ezan va foan-spered ha va enkrez. P’am oe echu gant va c’haoz, an aotrou a roas d’in ar boned kaer en deus great d’eomp eureuji. Lavaret mat a reas ez oa arabat d’in ankounac’haat e hano pe e teuje d’am c’herc’hat d’an deiz ar bloaz. Miret am eus anezan epad meur a viz, hogen, siouaz ! debret eo ganen eur pennad a zo… Ne jom mui nemet eiz dervez ganeomp da veva a-gevred, hag e vezimp dispartiet evit atao. »

— « Hennez, enne Yann, a ranke beza kemener eus e vicher ! Ha ma c’halvfen an holl gemenerien a ziwardro, marteze ec’h anavesjez anezan ? »

— « Marteze a walc’h ! » eme Jannedig.

E feiz, great e oe. Embannet e oe dre bevar c’horn bro Leon en em gaout a benn ar yaou d’abardaez, diveza dale, e ti Yannig ar c’hemener, e Lanndi, evit eun dra hag a dalveze ar boan.

Setu savet prez war ar gemenerien. Dont a reant eus Koman na, Taole, Kastell, Ploueskad, Lesneven ha Landerne… Deuet oant holl nemet unan. Ya, unan a vanke… Rak Jannedig, kaer he devoa digeri he brennikennou ne deue ket a-benn da gaout e… aotrou e-touez ar re-all.

Red mat ez oa e gaout koulskoude.

Edo o tont, war e bouezig, dre an henchou poultrennek, pa welas eur c’had o tilammat eus eur voden lann.

— « Hola ! emezan, mar gallfen tapa krog er c’had koant-se setu hag a vije evit an daou bried ankeniet danvez eun tamm jibeloten eus ar c’houeka ! »

Eur reder mat ez oa, daoust d’ezan da veza kemener ; pevar droad evelato azo lijeroc’h evit daou… N’hellas ket lakaat e c’hreunen c’hoalen war lost ar c’hadig skanv. Heulia reas anezi eur pennad brao koulskoude, ken ez eas en eun toull louarn dindan an douar.

— « N’eus forz, emezan, aze e tapin anezi. »

Hag ez eas en toull war he lerc’h.

Pegen souezet ne oe ket o tigouezout evel-se en eun draonien vras leun a c’hlasvez, a wez uhel, e kichen eur c’hastell kaer meurbed !

— « Iskiz eo er memes tra, emezan. Na piou en divije kredet ? En ifern, sur a-walc’h eo ez oun diskennet. Mat, ha goude ma vefen, deomp atao da welet piou a zo o chom er maner brao-ma. » Ankounac’heat en doa Jannedig hag ar c’had.

Edo ar mevelien o kempenn ar c’harronz kaera hag o pourchas pep tra evit mont da gerc’hat Jannedig antronoz.

— « Deiz mat d’eoc’h, tudou ! emezan ; daoust ha c’houi ho pefe ar vadelez da lavaret d’in e peleac’h emaon ama ? Kollet eo va hent gamen, ha siouaz ! n’ouzoun mui petra deuan da vezan. »

— « O ya da ! emezo ; emaoc’h war dra eur markiz bras, ha mar hoc’h eus c’hoant da vont kwit, n’hoc’h eus ken da ober nemet kemeret an hent a zo ama a-gleiz. »

— « Ho trugarekaat ! eme ar c’hemener ; mes karout a rafen gouzout hano ar markiz-se ; daoust hag ar vadelez ho pefe d’hen lavaret d’in ? »

— « Ya ’vat. Hanvet eo Markiz Rokilo. »

— « Trugare ! emezan adarre. Asa, paotred, marteze e kavot ez eo hir va fri eun tammig ; mes, livirit d’in, mar plij, da beleac’h emaoc’h en zonj da vont gant ar c’har-ze. »

— « Hor mestr, emezo, a zo o vont da vit eur plac’h yaouank, du-ze, war an douar, a zo bet eun emglev etrezo bloaz a zo. »

Ha neuze spered ar c’hemener a nijas war-eün da di Jannedig.

Hag hen da redet ac’hano gant kement a diz ma venne dizalana, o lavaret bep kammed a rea : « Markiz Rokilo !… Markiz Rokilo !… — « Evel-se, emezan, n’ankounac’hain ket, rak, sur a-walc’h hema a yelo varc’hoaz da gerc’hat gwreg va c’homper. Mont a ran da gas kelou d’ezan. »

Mont a rea evel-se, herra ma c’helle, pa stokas e droad oc’h grizien eur wezen, hag e kouezas d’an douar.

— « Malloz ar foueltr ! emezan ; Markiz Rok… Markiz Rok… Asa. daoust hag ankounac’heat em befe ?… Neuze, mil gutez ! n’eo ket chomet pell em ginou… N’eus ket da lavaret, red mat eo d’in dizrei. »

Hag hen war e giz. »

— « Gortozit ’ta, tud vat, emezan d’ar mevelien, pe seurt micher en doa ho mestr gwechall ? »

— « Kemener oa », emezo.

— « Livirit d’in e hano eur wech c’hoaz, mar deo ho madelez. »

— « Hen lavaret hon deus : hanvet eo Markiz Rokilo. »

— « Penaos ar gurun ?… Mes ho mestr d’eoc’h-hu a ranke beza laer a-benn dont da veza markiz eus kemener ma ’z oa ! Mont a rai varc’hoaz, kredabl eo, da gerc’hat Jannedig. Lez anezan avat, n’hen devezo ket anezi, m’hen tou ! »

Hag hen arc’hano o lavaret bep kammed a rea ; « Markiz Rokilo ! Markiz Rokilo ! »

War bouez bale ha bale kalz e tigouezas e ti Yannig, beac’h warnan.

— « Arabat eo d’it, Yannig, emezan, ober trouz d’in ; mac’h oufez pe seurt tro am eus-me great ! »

Hag hen da gonta kement a yoa c’hoarvezet gantan. « … Hag, emezan, ar farsusa tra am eus kavet eo klevet lavaret oa eat eur c’hemener da varkiz ; hennez a ranke beza laer, hag a zo brema en ifern, hep mar ebet. »

Gouzout a reomp ne lavare ket gaou.

Hag e c’houlenjont hano ar markiz-ze.

— « Rokilo ! Rokilo ! » eme ar c’hemener.

— « Dres, dres, eme Jannedig laouenneat holl, hennez eo an hano am boa debret.

Ha setu ar c’hemenerien o kemeret pep hini hent ar gear.

N’oant ket eat gwall bell bras pa deuas ive ar markiz bet kemener gwechall.

— « Arc’hanta, plac’h yaouank, emezan, ha da bromesa ? »

— « N’em beus ket ankounac’heat anezi, Aotrou ! »

— « Nan ? Lavar d’in ’ta neuze va hano ! »

— « Markiz Rokilo eo hoc’h hano ! » eme Jannedig gant hast.

O klevet e hano, an diaoul a yeas er meaz ker prim hag eur c’haz skaotet, o kas d’e heul an hanter eus an ti. An daou gemener a oe laouen oc’h adsevel an ti ; eürus oant, rak ma kavent dister al loden eat gant Paol gornek.

Beva a rejont e peoc’h epad pell amzer o sevel en dro d’ezo eun toullad mat a vugale hag a zo bet kemenerien war o lerc’h.



————


Ar Pesketaer


————


Ar pesketaer-ma a yoa o chom etre chapel Dom Michel hag iliz parrez Konk-Leon.

Eno, en eun ti bihan toet e soul e veve Maudez al luron, ar pesketaer, hag e wreg, Paour ez oant, evel just ; ya, ken paour ha Job war e vern teil, mes ouest avat.

Bemdez Maudez, pa vije bet o pesketa a yea da werza e besked da Vrest. Eur c’hoz kar en devoa, hag eur c’hoz loen treut, treut, bet d’ezan en aluzen digant unan bennak eus bourc’hizien Konk.

N’eus forz, beva rea evelato, ha digas a rea eun tammig eazamant en ti da viret ouz ar baourentez da zont ebarz.

Bemdez ive ez ea da besketa ; ha p’en deveze great tro vat e vije laouen dremm Janned e wreg ; pa n’en deveze tapet netra avat e veze chaok ha safar ken na garfe den beza bet o selaou ; neuze Maudez a gleve e begement.

« Me ouie a-walc’h e lezfez ac’hanon ama da vervel gant an naon ; keit ha ne vanko netra d’it ne vezi ket nec’het ganen-me ! »

Maudez en deveze poan galon o tostaat ouz ar gear pa rea dervez fall. Daou zervez dioc’htu e c’hoarvezas an dra-ze gantan. Neuze eo e klevas e bater hag al litaniou a oar ker mat paotrezed an aochou.

Ar barrad koulskoude a dremenas adarre hag ar peoc’h a deuas en goude. Teuler a reas e rouejou antronoz ; ha petra deuas ganto ? Netra nemet eur pesk bihan kov rus, hag a gomze (biskoaz kement-all !) Ya, eur pesk hag a gomze, lavaret mat am eus.

— « Taol ac’hanon er mor, » eme ar pesk d’ar pesketaër.

— « O ne rin ket, fidamdoulle avat ! Deac’h diveza n’em boa bet hini ebet ; o n’ em beus ket ankounac’heat ker buhan an trouz a reas d’in Janned va gwreg. »

— « Taol ac’hanon er mor, pa lavaran d’it, eme ar pesk adarre ; a-ben eur pennad e vezin kalz brasoc’h, ha neuze c’helli va zapa ha va c’has ganez. »

— « Ne ran ket, tanfoultr ! Unan sur a zo gwelloc’h evit daou da gaout. Ha neuze, te n’ouzout ket pe seurt buez a vez great d’in-me pa n’em eusket a besked. »

— « Mat, eme ar pesk neuze, kas ac’hanon ’ta ganez, ha pa vezi digouezet er gear poaz ac’hanon, ro eun tamm d’az kwreg, eun tamm d’az kazeg hag unan-all d’az kiez ; goude e kuzi va eskern en douar, en eur chorn eus da liorz. »

Heuliet e oe an ali-ze penn-da-benn, daoust d’ar pez a gavas Janned da lavaret.

Hola ! Hola !! Ar peskig a reas burzudou eus ar re gaera hag eus ar souezuza.

Nao miz goude ar wreg a c’hanas d’ezi tri baotr eur ar c’hoanta a ouffed da welet. Kement e fougeet anezo ma tirede an dud a bep tu evit o gwelet, hag holl e lavarent : « Na koanta bugale ! Doue r’ o bennigo ! »

Ar giez ive na zaleas ket da gaout tri gi bihan brao bras ; ar gazeg treut gagn, evel just, e devoe, hi ive tri ebeul doareet mat. Ar pennou-tieien a ziwar-dro na skuizent ket o sellet outo.

Mat, el liorz ive e c’hoarvezas traou souezus.

War eskern ar pesk douaret e korn al liorz e savas teir rozen ar gaera, unan evit pep hini eus ar baotred.

Brema avat e vezo red da Vaudez poania evit gounit bara d’e dud. Noz-deiz e ranko beza war vale pe ne vezo peoc’h ebet. Ya, red e vezo d’ezan kaout peadra da vaga an tri ganfard bihan. Hogen, kaout a reas, gant poan e ziwreac’h ha bennoz an aotrou Doue.

Sevel a ra tamm ha tammig an tri baotr bihan ; erru int da veza krennarded vras mall kas anezo d’ar skol ; koant int evel ealez, ha fur kenan. Ober a reont e gwirionez levenez o zad hag o mamm. O sellet outo, Maudez a ankouuac’hae buhan e holl boaniou.

Echu eo o studi. Ne bad ket pell evit paotred ha merc’hed ar measiou ; abred e rankont lakaat o c’horf da labourat. Ha setu bugale Maudez o vont ive da besketa da heul o zad.

Red mat eo d’in brema rei da anaout hanoiou ar vugale-ze. Job oa hano ar mab hena, Yann hini an eil, ha Jakez hini an trede.

Maudez koz a yoa enn tamm brao a fouge ennan gant e vugale. Brema avat e read marc’hajou, e prened hage werzed marc’hadourez ! Janned a yoa en he bleud ; n’eo ket peadra da veva eo a vanke d’ezi,

Hogen, ar baotred a ouie ez oant tud a feson, ha setu ma savas lorc’h enno gand an oad. Job, ar mab hena, eo ar c’henta a lakaas en e benn e feiz e c’helle ober kaeroc’h eget mont da besketa ! Er c’heariou, mechans ! en divije labour easoc’h gant gwelloc’h paeamant !

— « O mat, emezan eun dervez d’e dad, me zo red d’in kuitaat ac’hanoc’h. Ar vicher a rit na blij tamm ebet d’in ; mont a ran da glask va chanz d’al leac’h ma plijo gant Doue ! »

An tad a oe glac’haret meurbed o klevet komzou e vab, hag a lavaras a-dreuz e zaelou :

— « Brema, pa ’z oc’h savet, p’am eus bet kement a boan ganeoc’h, pa edon en ged da gaout va-unan skoazel diganeoc’h em c’hosni, brema eo, va mab e teuit da drei kein d’in ? »

— « Va zad, eme Job sounn e benn gantan, gouzout a rit en deus pep hini e blaneden war an douar-ma ; n’oun ket galvet da jom ganeoc’h ; rak-se ho pedan da rei d’in ho pennoz evit ma’z in e peoc’h eus ho ti. »

— « Mat, mat, eme an tad paour, rannet e galon, va bennoz a vezo ganeoc’h ! A-ze, er marchosi e kavot eur marc’h ; kemerit ive unan eus hon tri gi da vont d’hoc’h heul ! »

— « Ho trugarekaat, va zad ; du-ze, e korn al liorz ez eus ive teir rozen, unan evit pep hini ac’hanomp. *

Pa welet unan anezo o wenvi, an dra-ze a vezo evitoc’h kelou eus maro ho mab ; digasit kerkent unan eus va breudeur da zispenn va roudou… »

— « Evel-se e vezo great, a lavaras an tad. Kenavo, va mab, ha ra vezo Doue ganeoc’h ! »

— « Kenavo ! a lavaras Job d’e dro, savet an daelou d’e zaou lagad. N’eus ket da lavaret, kuitaat ar gear, kuitaat eun tad hag eur vamm garet a zo atao eun dra boanius, ha neuze Job n’oa ket eur paotr digalon.

Ha brema, setu hen en hent, o vont en avantur Doue, eur marc’h kaer dindannan, eur c’hi bras war e lerc’h, ma chome an dud sebezet da zellet outan, ha ma lavarent etrezo :

— « Sellit ! sellit ’ta ! Pebeus paotr yaouank koant ! Daoust ha piou eo an dijentil-ze ? Kaëra loen a zo gantan ! a lavare re-all ! Kaera ki war e lerc’h ! »

Job a zalc’he atao da vont gant e hent, hep ober van ebet nag ouz an dud nag ouz o c’homzou flour.

War bouez bale ha bale pell amzer e tigouezas ar paotr e Pariz. Hag hen ha mont, hep ma ouiche, dre garter ar Vretoned. Eno e kavas lojeiz evitan e-unan, evit e varc’h hag evit e gi « Dragon », en eun hostaleri vihan.

N’oa ket eat mat en ti pa dremenas eur maread tud, prez bras warnezo. Eur safar da vouzara a yoa ganto ; an tabourinou hag ar c’hleroned a zone skiltrus dre an ear. Job a jomas nec’het a-walc’h o klevet kement-all a drouz. Hag hen ha goulen digant an hostizez :

— « Petra eo an dra-ma ? Petra zo a nevez er vro-ma ?

— « Petra ? eme an hostizez. Er c’hoad a zo tost aze ez eus eur pikol den, eur « geant », hag a lavar ema o vont da lakaat an tan e pevar c’horn ar rouantelez mar na ro ket ar roue e verc’h d’ezan. Bet ez oa deac’h o kas anezi d’ezan ; hogen, deac’h ne fellas ket d’ezan he digemeret ; hag ez eer da welet hizio adarre. Setu aze, Aotrou, ar penn-kaoz eus ar safar a glevit. »

— « Pell ema ar c’hoad-se ac’halen ? » a c’houlennas Job.

— « ’Ma ket sur avat ! » eme an hostizez.

— Daoust, eme Job, ha gallout a rafen-me gwelet demezel ar roue ? »

— « O ne reot ket, eme an hostizez, re zivezat emaoc’h brema ; an dud a vezo war an dizro pa vefot oc’h erruout. »

… « N’eus forz, a lavare Job d’ezan e-unan, me garfe he gwelet, plijadur a rafe ze d’in. Dibra a reas e varc’h, hag hen en hent adarre. Evel he de voa lavaret d’ezan an hostizez, an dud a yoa o tizrei, hag e lavarent ouz e welet : « Daoust da beleac’h ez a an den yaouank-ma ?… Na kaera marc’h !… Pebeus ki a zo ouz e heul !… »

Ha Job a jome bepred dizeblant ouz lavarou an dremenidi.

Digouezet e penn ar c’hoad, e kavas eno merc’h ar roue o ouela.

— « Na petra eo, eme Job, a c’hoarvez ganeoc’h ? »

— « Petra ! emezi, me zo digaset ama gant va zad Roue, da eur peulvan, evit na lakao ket an tan e pevar c’horn ar rouantelez, hag ar pikol den bras a nac’h adarre kemeret ac nanon hizio. »

— « O mat ! eme Job, n’eo ket d’eoc’h en em jala gant ken nebeut a dra ; deuit ganen-me da ober eur gwel d’ar peulvan kasaüs-se. »

— « O ne ’z in ket, den yaouank, emezi, ne ’z in ket ganeoc’h, rak ne garfen ket beza kirriek eus ho maro ! »

— « Va maro ! Va maro ! eme Job ; gwasoc’h egetan am eus me gwelet hep ma vefen bet debret ; bezit dienkrez ganen me. »

Hag ez ejont o daou betek ar peulvan. E gaout a rejont en eun toull en douar.

— « Ac’hanta, paotr bras, eme Job, deuet omp da welet ac’hanout. Kemeret a ri ar plac’h-ma diganen pe na ri ket ? »

— « Eo, eo ! eme ar peulvan ; te eo a zo deuet d’he digaz d’in ? »

— « Ya da ! »

— « Taol ’ta anezi d’in ama ! »

— O ne ran ket, doubl-chas ! eme Job. Tud a ouenn uhel evel houma ne vezont ket skoet a-droujou egiz-se ! Deus deveti, mar karez ! »

— « N’in ket, tanfoeltr ! » eme ar peulvan.

« Mat, neuze, ne vezo d’it na brema na morse. Eur wech, diou wech, dont a ri d’he c’herc’hat ? »

— « Hag ez in, » eme ar peulvan o tont en eul lamm eus e doull.

Kregi en e gleze hag en e bistolen ha trec’hi tri benn d’ar pez divergont, setu ar pez a reas Job ker buhan ha ken prim ha ma par al luc’heden en oabl. Troc’het d’ezan tri benn, ar paotr difeson a strinke tan dioutan hag a glaske ive skei war e zaou enebour. Ne deuas ket a-benn evelato da dizout hini ebet anezo, kaer en doa c’hoari.

Ha setu ma reas ar peoc’h gant Job ac’han d’an deiz warlerc’h.

— « Ha brema, eme an den yaouank d’ar brinsez, deuit ganen ! »

— « N’ez in ket, emezi, trouz a glevfen gant va zad. »

— « Pa lavaran d’eoc’h, deuit ganen, me a gaso ac’hanoc’h d’ar gear. »

Dizrei a reas ar brinsez d’ar gear. Job en doa difennet grons outi lavaret grik eus ar pez a yoa c’hoarvezet.

— « Petra ! eme ar roue koz pa welas e verc’h, dizroet houma d’ar gear adarre ! »

— Ya da, va zad ! eme ar brinsez ; n’en deus ket bet ezom ac’hanon hizio adarre ! »

— « Nag a drein a zo gant hennez ! ’Meus aon ema oc’h ober gwap a’chanomp ! »

D’an deiz warlerc’h an hevelep safar dre gear adarre.

Evel en derc’hent Job a yeas p’ edo an dud o tizrei ; edo merc’h a roue ouz hen gortoz.

— « Na penaos emaoc’h ganti ? » a c’houlennas Job gant an demezel.

— « Evel deac’h, eme ar brinsez, nemet ez eo muioc’h kounnaret « va zamm aotrou » !

— « Mat, eme Job, bremaik ma ro Doue d’in e skoazel, me a gaso anezan da vro e dud koz ! » Hag ez ejont a-nevez betek toull ar peulvan.

— « Kemer houma diganen, paotr bras, » eme Job.

— « Taol anezi d’in ! »

— « E feiz, ne rin ket. Tudeus eur ouenn ken uhel ne vezont ket taolet d’ar chas. Deus d’he c’herc’hat. »

— « Mont a-walc’h a rin ; mes arabat e vezo d’it neuze beza ker kriz ha deac’h. »

— « Deus atao, paotr faro ! » eme Job.

Dont a reas ; Job a c’halvas e gi, a dapas e bistolen hag e gleze, ha dao d’an amprevan !

— « Kiz ! Kiz ! eme Job, dalc’h’ta, Dragon. »

Hag ar c’hi a lammas war ar peulvan hag hen diskaras d’an douar. Ha Job a zistagas ar pennou a jomme, Ar peulvan en doa seiz penn.

— « Roit d’in ho mouchouar godel, eme Job d’ar brinsez ma lakain ennan an teodou. »

Hag o veza great kement-se ez ejont warzu ar gear.

— « Petra livirin d’am zad ? » eme ar brinsez.

— « Lavar eo maro an hini a rea poan d’ezan. Lavar ive ez eo bet lazet gant eun tremeniad ; difen a ran ouzoc’h avat disrevel va hano ken na vo deuet ar mare.

— « Evel-se eo e rin ! » emezi.

Pa zigouezas er gear e kavas he zad kounnaret oll. « Petra ! emezan, daoust ha bemdez e ri evel-se ? »

— « Ne rin ket, va zad, emezi ; lazet eo ar peulvan gant eun tremener, hag hiviziken, bezit dinec’h, n’hon deus ezom ebet da gaout aon razan. »

— « Daoust ha gwir e vefe ? » eme ar roue.

— « O ya, va zad, gwir bater. Lavaret a rin d’eoc’h dioc’htu zoken e karfen kemeret da bried an hini en deus great an taol ! »

— « Mat ! Mat ! eme ar roue, gwelet a rin. »

Setu roet urz da lenn dre-oll an ali-ma :

« An nep piou bennak en deus lazet ar peulvan en devo merc’h ar roue da bried. »

Setu ma savas c’houenn e lerou an dud. Betek zoken eur glaouer o tremen dre ar c’hoad a gavas ar pennou, a zestumas anezo hag a deuas ganto da lez ar roue.

— « Sir, emezan, me eo am eus lazet ar peulvan ; sellit, setu ama ar pennou ! »

— « Ya ! ya ! va mab, eme ar roue, sklear eo. »

Ma oe digaset ar brinsez dirazan.

— « N’eo ket hennez va den, » emezi.

— « Nan, eme ar roue d’ezi, paour eo ha gwisket fall, ha setu perak n’hoc’h eusket ezom anezan. »

— « Livirit d’in, va den mat, penaos oc’h en em gemeret evit dont a-benn eus va enebour. »

— « Gant va skourjez, ha netra ken ; ne ve ket dieas d’in hen dizkouez d’eoc’h. »

— « Eur skourjez mat e rank beza evelato », eme ar roue.

— « O ya, Aotrou roue ; sellit, » emezan. Hag ar paotr da ober d’e skourjez strakal :

« Fliou, flao !… Fliou, flao !!… »

— « Eur skourjez a feson eo, » eme ar roue, Deoc’h e vezo va merc’h ! »

— « Bennoz Doue, Aotrou Roue ! o bennoz Doue ! me, sellit, n’edon ket o c’hedal kement-all, » a lavaras ar glouaer.

— « Ha c’houi, prinsezig, ne dalv ket d’eoc’h sellet kement se a gorn ouz an den-ma, rak hen eo a vezo ho pried. »

— « O ne vezo ket, eme ar brinzez koant. N’eo ket hen am zennas a dre skilfou ar peulvan lous. »

— « Penaos ’ta, prinsez, n’eo ket me ? »

— « O nan da ! » eme ar plac’h yaouank.

Lezet e oe an traou evel se epad eiz dervez. Edo ar roue o pourvei pep tra evit eured kran ar brinsez hag ar glaouaer, pa deus eun den yaouank da c’houlen digor e lez ar roue ; eun aotrou pinvidik oa dioc’h an doare, gwisket kaer, eur marc’h eus an dibab dindanna, eur c’hi bras ouz e heul.

Ar brinsez eo he devoa kaset kelou d’ezan eus ar pez a dremene, ha lavaret he devoa d’ezan dont kenta ma c’hallje. Ha dont a rea, war goulen ar brinsez. Eur mevel a deuas da zigeri. — « Deiz mat ! eme Job, — rak hen oa, — me am eus ezom da goms gant ar roue ! »

Ar mevel a respontas kerkent :

— « Ar roue, va den mat, en deus a-walc’h da ober brema gant eured e verc’h a zo o vont da veza great er zizun a-zeu. Ne dalv ket d’eoc’h eta dale pelloc’h, n’en deus ket amzer da zont davetoc’h. »

— « Na den-all eus e berz ? Pe seurt eo an eured-se eta ? »

— « Pe seurt ? Sant Krist benniget ! eus a bell e rankit dont sur mar n’hoc’h eusket klevet penaos eo bet difframmet merc’h hena ar roue eus a dre skilfou eur peulvan galloudus gant eur glaouaer paour a dremene d’an ampoent dre ar c’hoad. »

— « A ya ? eme Job ; mat, me na ouien ket. N’eus fors, karout a rafen gwelet ar brinsez-se ; livirit d’ezi, mar plij, e karfen lavaret d’ezi eur gomz bennak. »

— « N’ouzon ket hag hi a deuio ; mont a ran da welet. »

Hag ez eas.

A-benn eur prennad Job a glevas trouz treid skanv o tisken an deleziou. Arru oa ar brinsez.

— « A ! Job ! emezi, c’houi eo. Pell zo edon ouz ho kedal. Deuit ganen. » Ha Job ha sevel d’an neac’h da heul ar brinsez. Mont a rejont war eün da gaout ar roue a yoa o tomma gant ar glaouaer.

— « Deiz mat d’eoc’h, Aotrou roue ! » eme Job. — « Ha d’it, va faotr, eme ar roue o sevel en e zav ; penaos ema kont ganez ? » Ar brinsez ne roas ket amzer d’ezan da respont, hag a lavaras kerkent.

— « Va zad, setu va madoberour, va zalver ! »

— « Hennez ! » eme ar roue.

— « Ya, Aotrou, eme Job, me eo. Pe an hini ema gantan ar pennou pe an hini a zoug an teodou eo en deus lazet ar pez fall ? »

— « Douetans ebet war gement-se, eme ar roue kerkent, an hini ema gantan an teodou eo. »

— « Delit, Aotrou ! emaint aze, » a lavaras Job o tenna eus e c’hodel mouchouar-fri ar brinsez.

— « Mouchouar va merc’h ! eme ar roue ; ya, hennez eo em boa roet d’ezi da vont d’ar c’hoad. »

Ar glaouaer a jomas mantret gant kement-all. Ar brinzed a ziskouezas d’ezan trugarez. Lavaret e oe dezan mont gant e hent ha diouall da zispaka mui beg e fri dre eno pe e viche krouget uhel ha ber, hag ar boan ne viche ket laeret.

Mont a reas ac’hano, eun tammig lostok, ha leac’h a yoa da veza.

Prestik goude e oe great an eured gant eul levenez vras. Setu dimezet Job da verc’h ar roue. Epad pemzek dez e oe friko ha c’hoariou evit an holl.

Eur pennadig brao a amzer a zo tremenet abaoue an eured. Betek-hen n’ez eus deuet netra da ober dieas d’an daou bried yaouank. Bevet o doa evurus betek neuze, mes, siouaz ! pep den en deus e blaneden, hag eo red mat d’ezan he heuilha.

Eur pardaez edont o vonet da gousket ; ha setu pa edo o serra prenestr ar gambr Job o welet eur pennadig ac’hano eur sklerijen dudius.

— « Sell ’ta ! emezan, petra eo ar sklerijen a welan-me du-ze ? »

— « Petra ? emezi, an tan artifis, marvat ! Bah ! deus da gousket ’ta buan. »

Job a reas an neuz da ziviska e zilhad, mes ne reas ken. Ar brinsez na zellas ket ken tost-se hag a en em roas da gousket ha Job, didrouzik, a ziskennas, a yeas d’ar marchosi, a zibras e varc’h ; distaga a reas ive e gi, hag hen ac’hano war-zu an tan artifis.

Pa zigouezas e kichen oaled ar sklerijen gaer a wele eus ar gear, Job a gavas eur gloued houarn o viret outan da vont larkoc’h. Unan goz a yoa porsierez eno, keit he dent ha dent ar c’hoz kezek, ha sinklennou oc’h ober lasou d’he c’hoef.

— « Deiz mat, mamm goz ! eme Job. Daoust ha n’hallfen ket mont larkoc’h ? »

— « Eo, eme ar wrac’h goz, mar kirit staga ho marc’h hag ho ki.»

— Ha gant petra, mamm goz ? n’em beus korden ebet. »

— « Gant eur vleven eus va fenn. »

Hag an hini goz ha tenna diou vleven eus he fenn, diou jaden houarn kerkent, da ober kerden da staga loened Job. — « Deuit tre brema ! » emezi.

Kerkent hag eat eur gammed pe ziou el leac’h souezus-se Job, e varc’h hag e gi a oe troet e skeudennou mein.

Er gear du-ze, tostik da vor Breiz-Izel, e oe gwelet eur rozen o voenvi e liorz an tad. Yann a welas dioc’htu oa maro e vreur Job. Lavaret a reas kenavo d’e dad evit mont da zispenn roudou e vreur.

Evel dre vurzud e tigouezas gant ti e c’hoar-gaer.

Eur marc’h kaer a yoa dindannan hag eur c’hi eus ar c’henta war e lerc’h. A hend-all, ken henvel oa ouz e vreur, ma lavaras merc’h ar roue hep an disterra difizianz :

— « Petra ! dizro out ’ta ? Hag e peleac’h out-te bet abaoue keit a zo ? Ha lezel ac’hanon ama va-unan ! »

Yann a welas dioc’htu ez oa hi e c’hoar-gaer, hag a lavaras :

— « D’ar gear oan eat da welet va zud, ha da gonta d’ezo va doare. »

— « Chê ! ha perak kuzat ouzin ?… Me vije eat ganez ! »

— « Nan, Itron, eme Yann, rak skouizus eo an hent, ouspenn ma’z eo risklus. Du-ze, en hon aochou, e ranker lammat eus eur garreg war eben, ha te n’out ket kustum eus eur seurt c’hoari. »

— « Rezon eo, » emezi.

An noz a deue. Yann, savet d’e gambr a yoa o vont da zerra ar prenestr pa welas d’e dro ar sklerijen he doa chachet e vreur.

— « Asa gwreg, emezan, daoust ha petra eo ar sklerijen skedus a welan-me du-ze ? »

— « Setu ama eur ravoder ! N’em boa-me ket lavaret d’it en deiz-all d’abardaez ? Dont a ri d’az kwele ?… »

Yann na lavaras netra, sonjal a rea: « Va breur a zo du-hont, ha me a yelo ive. »

Ne dalv ket d’in displega en e hed ar pez a zigouezas gantan a-c’heudevez : e blaneden a zo evit doare henvel ouz hini e vreur hena.

An deirvet rozen a voenvas ; ha Jakez a yeas da gaout e dad :

— « Va zad, emezan, setu maro va breudeur, hag eo red mat d’in nuont da zispenn o roudou. »

— « Petra, va mab, petra glevan ?… Tri am eus savet, ha brema, pam eus ar muia ezom da gaout skoazel diganto, em c’hosni, e teuont holl d’am dilezel ! Ma n’eo ket eun druez ! »

— « O mat, va zad ! Red eo d’in koulskoude, p’eo gwir em eus roet va ger ez ajen. »

— « It eta, va mab, ha daoust d’am glac’har, e pedan Doue da rei d’eoc’h e vennoz. »

Ha Jakez d’e dro o vont en hent gant e varc’h hag e gi.

Ober a reas evel e zaou vreur. Goulennet e oe digantan ha n’oa ket an hini a zimezas da verc’h ar roue. Ne gredas ket lavaret nan, rak eun dra bennak a lavare d’ezan e ranke c’hoari evel-se.

Goulen a reas mont betek e c’hoar-gaer. Oc’h e welet houma a lavaras raktal :

— « Da beleac’h ’ta oas eat adarre ? »

— « Da chaseal, va friedig ker ; kollet em boa va hent, hag em beus ranket lakaat digas ac’hanon d’ar gear. »

— « Iskiz eo, lavar ’ta ! »

Deuet oa an noz pell a yoa, poent mont da gousket Savet d’e gambr, Jakez a welas kouls hag e vreudeur an tarsad sklerijen skedus a yoa dirazan en dremwel.

— « Mat, a zonje, me a ranko gouzout petra eo an dra-ze. » Hag hen da c’houlen gant merc’h ar roue perak ez oa ker sklear an dremwel.

— « Te, emezi, a zo eun torr-penn ; n’em boa-me ket lavaret d’it deac’h ? Hag e c’houlennez adarre ? »

— « Mat ! Mat ! eme Jakez ; ankounac’heat em boa ! »

Jakez avat a lavare atao ennan e-unan : « Duhont ema va breudeur, ha me a yelo d’o gwelet ha d’o diboania mar bez red ! »

— « Deus ’ta d’az kwele, eme ar brinsez. Da ober petra e chomez aze ? »

— « Alo ! eme Job, n’eo ket an dra-ze eo. Red mat eo d’eomp en em glevet brema war ar pez hon deus da ober. Ar plac’h kez se

— « Dampred ! eme Jakez, kousk atao, petra ! lez ac’hanon da lavaret eun tamm peden ! » Hage keit ha m’oa daoulinet Jakez e tal ar prenestr o sellet oc’h ar sklerijen a wele a bell hag o sonjal en e vreudeur, ar brinsez en em roas da gousket.

Pa glevas ar wreg yaouank o roc’hellat, Jakez a ziskennas, sioulika ma c’hellas, a gemeras e varc’h hag e gi, hag ac’hano buhan da glaskar sklerijen.

An hini goz a yoa e-tal an nor kouls hag er gwechou all.

— « Deiz mat, gwrac’h goz, eme Jakez, daoust ha n’hellfac’h ket digeri d’in, mar plij ? »

— « Eo, emezi, mar kirit staga ho marc’h hag ko ki. »

— « Ha gant petra e stagin-me va marc’h ha va c’hi, pa n’em beus korden ebet ? »

— « Gant eur vleven eus va fenn !… »

— « O ne rin ket ! ne rin ket !… Hon tri ez aimp aze, pe bremaik va c’hi a ziskolpo tammou diouzoc’h. Va breudeur, gwrac’h ar foueltr, a zo deuet ama em raok. Sentet o deus ouzoc’h, mes me na rin ket, klevit mat ! »

— « O ! eme an hini goz savet c’houenn en he lerou, deuit, deuit tre, den yaouank, gant na reot droug ebet d’in.

Ha Jakez a yeas.

An hini goz a gasas anezan warzu eur puns doun a yoa er penn pella eus ar porz.

— « Deuit, emezi ; sellit ’ta, den yaouank, peger kaer eo an traou er puns-ma ! »

— « Sellit c’houi da genta ! » eme Jakez.

Hag an hini goz, hep difizianz ebet, da blega da zellet er puns. Ar paotr a dapas krog en he zreid hag a reas d’ezi ober eur pez lamm.

« Evel-se, emezan, ez poa great d’am breudeur. Pep hini d’e dro, n’eo ket ta ?

Kerkent ar c’hastell a gouezas en e boull, ha pep tra a dec’has a-zirak daoulagad Jakez. En em gavout a reas war eur blenen vras el leac’h n’ez oa na ti na den, nemet skeudennou daou varc’heg yaouank e mean.

Jakez a anavezas dioc’htu e vreudeur. « Va breudeur ! » emezan. Hag hen ha tostat evit o gwelet gwelloc’h ha stoka outo e zaouarn. Hogen, ar re ma kerkent a deuas adarre e buez hag a frotas o daoulagad, evel pa vichent o tihuna eus eur c’housk hir ha pounner. En em vriata a rejont gant karantez hag e c’houlenjont kelou eus ar gear, eus o zad, eus o mamm, ha Job eus e bried.

Gellout a reas rei d’ezan kelou eus ar brinsez, rak n’oa ket c’hoaz daou zervez edo ganti en he c’hambr.

— « Alo ! eme Job, n’eo ket an dra-ze eo. Red mat eo d’eomp en em glevet brema war ar pez hon deus da ober. Ar plac’h kez-se he deus kemeret ac’hanomp hon tri evit he fried. Mont a rankimp d’he c’haout da welet hag hi a ouezo dishevelebout ac’hanon. Mar gra, ni a jomo hon tri, ha mar na ra ket ez aimp ive hon tri da glask hor chanz. »

— « Mat ! mat ! eme an daou-all, evel-se eo d’eomp ober.

Mont a rejont eta warzu lez ar brinsez. An holl a jomas mantret o welet an tri den yaouank ken henvel an eil diouz egile. Siouaz ! ar brinsez he unan na zeuas ket a-benn da anaout he fried.

Job a gomzas da genta evel-hen :

– « Deiz mat d’eoc’h, prinsez ; na pehini ac’hanomp hon tri eo ho pried ? »

— « O feiz, emezi, ken henvel oc’h, ma n’hellan ket gouzout. »

— « Mat, eme Job, tri dervez a roan d’eoc’h da ober ho sonj. A-benn an termen-ze, ma n’hoc’h eus ket kavet, ez aimp hon tri en hent. »

Hag ar brinsez nec’hetoc’h evit biskoaz.

— « O mat ! emezi, n’em beus ket nemeur a fizianz, ken henvel oc’h an eil ouz egile ! »

Tremenet ez oa daou zervez, edod krog en trede, hag ar brinsez na gave ket.

— « Asa, eme plac’h an itron, daoust ha n’ouzoc’h ket pe hano en deus e gi ? »

— « O eo avat, emezi ; mes ken drouk eo ma sailh warnon pa lavaran e hano. »

— « Livirit d’in e hano, mar plij ! »

— « Dragon ! eme ar brinsez eo a reont anezan. »

— « Mat, me na ran forz, mont a ran da welet. »

Kemeret a ra eun tamm kig, hag hi da lochen ar chas.

— « Sell, Dragon ! emezi ; Dragon, ama ! » Kerkent ar c’hi a zailhas war an tamm kig, hag ar plac’h a grogas en e golier. Kas a reas anezan d’ar brinzez. ( Delit, Itron, emezi, setu ama e gi ! »

Ar brinsez a yeas gantan da gambr ar baotred, a yoa o c’hoari kartou.

— « Delit, Aotrounez, perc’hen ar c’hi-ma eo va fried ! »

— « Gwir eo an dra-ze, eme Job. Evurus oc’h da veza kavet. Brema e chomimp hon tri en ho lez. »

Lavaret o devoa chom o zri er c’hastell ; hogen, pep hini e doull ti eo ar gwella ; ha setu Yann ha Jakez o vont adarre en hent evit distrei da di o zad.

Nag a jenchamanchou c’hoarvezet er gear abaoue ma’z oant eat da vale bro ! Maudez koz, deuet da veza pinvidik mor, en doa lakeat sevel eur maner nevez eus ar re gaera.

Hag evit kloza, brema, e livirin d’eoc’h e vevas Job pell amzer meurbed eürus gant e bried. Doue a zigasas d’ezo eun niver bras a vugale hag a reas enor o zad hag o mamm. Yann ha Jakez a zimezas ive e Konk-Leon. Bevet o deus er maner warlerc’h o zad, hag eno emaint c’hoaz hizio zoken, mar n’int ket maro abaoue !…



————


Kannadez ar Paour kez


————


— « Eur wech, eme va mamm-goz, ez oa… O va Doue !… »

An aotrou person a yoa o tont en ti. Mamm-goz a zavas d’e zaludi, eun tammig mezek.

— « Chomit azezet, Madalen, a lavaras an aotrou person, ha kendalc’hit, me hoped, gant ho rimadel… Eur wech ez oa petra ? »

— « Netra, aotrou person !… eur gonchen evit ar vugale ! »

— « Ac’hanta, Madalen, o c’haret a rean kalz gwechall ; mont a rafen e klaoustre e karan anezo bepred. Gwelomp ’ta ! Kendalc’hit gant hoc’h hini. Eur wech ez oa…

— « Hep farsal eo, aotrou person ? c’hoant hoc’h eus e lavar fen va rimadel ? a lavaras Mamm-goz oc’h azeza e kreiz ar c’helc’h. Ne fell ket d’in ober ardou. Hogen, mar bezit inouet, da vihana n’ho pezo ket da damall ac’hanon. »

— « Evel-se bezet great ! eme an aotrou person. Eur wech ez oa… »

— « Eur wech ez oa eun den hag a yoa reuzeudik evel ar vein. O chom edo e harz eur menez uhel, uhel, ken uhel ma’z ea eun tamm mat uheloc’h eget an oabl, an heol hag ar stered. War ar menez-se ez oa o chom eun dijentil pinvidik ha galloudus meurbed. Dindan e wazoniez eo edo ar reuzeudig a zo hano anezan er rimadel ma. Hogen, petra rea ze d’ezan ? E vestr a yoa ken uhel, hag hen ken izel ! Penaos en divije gellet ar mestr gouzout e pe stad reuzeudik en em gave e waz, ha penaos en divije gellet ar paour kez mont da asten e zourn da doull dor ar maner ?

Setu perak morse hon den n’en doa gedet an disterra harp eus an tu-ze.

En e garter, kaer en doa sellet a bep tu, den na deue war e dro ken nebeut ; en enep eo, pep tra, en nenv ha war an douar a zeblante rei an dourn d’e waska gwasoc’h-gwas. Ken reuzeudik oa, ken tenval oa deuet e benn da veza, ma kouezas en dizesper ; ne rea mui, ar paour kez ! nemet ouela, hirvoudi hag huanadi eus ar mintin d’an noz hag eus an noz d’ar mintin.

Eun dervez m’edo evel-se ken rannet e galon ma ruilhe d’an douar ha ma tifframme ar bleo eus e benn o vallozi an dervez ma c’hanas, setu hen, en eun taol krenn, o chom a-zav e kreiz e wall-varrad.

Gwelet a rea o tont eun itron vras d’ezi eur gened dispar, hag a zouge eur paotrig koant meurbed war he diwreac’h.

An itron a deuas da gichen ar paour hag a zellas outan gant madelez, eur mousc’hoarz leun a deneridigez o tarza war he muzellou.

— « Ankeniet e seblantit beza, va den mat, » emzi.

— « Ya, a lavaras hen, ankeniet oun, ha leac’h am eus da veza ! Eur prenv a zo evurusoc’h egedon-me ! Kaout a ra en douar eur goudor enep an amzer fall hag ar vagadurez red d’ezan evit beva. En noaz ran emaon ; n’em beus na ti nag aoz. An dud, al loened, ha kement tra a welan a zo endra c’hellont o klask noazout d’in. C’hoaz eur wech, evurusoc’h eo ar prenv-douar egedon-me. »

— « O veza ne c’hell ket goulen, eme an itron, ar prenv a zo bet roet d’ezan dioc’h e ezom. Perak ne c’houlennit-hu ket skoazel, pa c’hellit hen ober ? »

— « Goulen skoazel ! Itron vat, ha digant piou, p’eo gwir an holl a dec’h diouzin pe a gas ac’hanon da vale ? »

— « Digant piou ? eme an itron, digant ar roue, na petra ’ta ! »

— « Digant ar roue ? eme an den paour sebezet ; digant ar roue-ze a zo o chom du-ze war gorre ar menez ? »

— « Ya, digant ar roue, lavaret mat am eus ; daoust ha n’eo ket hen ho mestr ? »

— « Dres, eme ar paour, abalamour m’eo hen ar mestr, ha n’ez oun, me, nemet eun tammig poultreni. Daoust hag hen a deuio morse betek ennon-me ?… Ha mar dafen betek eno, daoust hag ar gwardou am lesfe da vont da lavaret d’ezan va foaniou ? Ho louzaouen, her gwelet a rit, na dalv netra evidon. »

— « Eo da ! mes red eo d’eoc’h en em gemeret egiz-all. Pa n’heller ket mont betek ar roue e skriver d’ezan. »

— « Skriva ! eme ar paour kez, ya brao eo lavaret ! Mes red e vije gouzout skriva ! Red e vije ouspenn kaout arc’hant da brena paper-timbr ! Red e vije kaout eun den brudet kaer da lakaat e hano evit rei muioc’h a bouez d’ar goulen… Hogen, n’ouzoun ket dougen eur bluen, n’em beus ket eun hanter diner, n’anavezan den galloudus ebet a gement a viche a du ganen, ha va breac’h n’eo ket hir a-walc’h evit kas va lizer ken uhel… »

Hag ar paour kez a zirollas da ouela.

An itron gaer a reas eur zell ouz he mab, hag ec’h en em rojont o daou da vousc’hoarzin : ar mab a gave mat mennoz e vamm.

— « Gwelet a ran, emezi, n’hoc’h ket gwall zesket war ar pez a c’hellfe gwellaat ho stad. Gellout a rafec’h beza evurus, hag emaoc’h er boan hag en dienez ar vrasa, dre n’ouzoc’h ket penaos en em gemeret evit kaout ar pez a vank d’eoc’h. C’hoaz eur wech, goulennit ouz ar roue ! »

— « Ha me a lavar d’eoc’h, eur wech muioc’h i vez, ne welan ket penaos e rafen ! »

— « Mont a ran d’hen diskouez d’eoc’h ! » eme an itron adarre.

Hag hi ha kregi er ouel a c’holoe he fenn hag he diskoaz hag a goueze dre an adrenv eun tammig war he c’hein. Ar ouel-ze a yoa e seiz gwenn brodet gant steredennou aour. Regi a reas eur c’horn anezan.

— « An dra-ma, emezi, a dalvezo d’eoc’h da baper timbr evit ho lizer. Va mab a lakao warnan e hano. »

Hag e kinnigas d’he mab an tamm ouel gwenn a yoa warnan, evel timbr, eur streden aour.

Ar bugel a zispakas e beultrin, hag o veza lakeat e viz war eur gouli a yoa dioc’h kostez e galon e verkas eun dra bennak war ar seiz gwenn.

— « Gant ar zinatur-ze, eme an itron, e c’hellot goulen digant ar roue kement a gerot, hag e vezo roet d’eoc’h kerkent. »

— « Ha posubl e ve ? a lavaras ar paour kez, kouls lavaret er meaz anezan e unan. Mes, penaos skriva va goulen, ha penaos kas anezi goude d’ar roue ? »

— « O n’eo ket dieas ! eme an itron. C’houi a yelo d’an daoulin, a blego ho penn harp ouz an douar, hag a lakao an tamm ouel gwenn-ma war ho kalon. Lavaret a reot ive ennoc’h hoc’h-unan hag hervez ho c’hoant : « Dont a ran da c’houlen ho skoazel, Aotrou, me hag a zo reuzeudikoc’h eget ar prenv ; plijet ganeoc’h rei d’in ar c’hras-ma ’r c’hras ! » Hag ho peden, hep ma ve ezom nag eus dourn d’he skriva nag eus den d’he dougen, a vezo skrivet ha kaset d’ar roue. »

— « Setu aze avat hag a zo iskiz ! eme hon den. Hag e livirit e c’hellin kaout evel se kement a garin digant ar roue ? »

— « Ya, kement a gerot ! » eme an itron.

— « Da zibri dioc’h va naon ? »

— « Muioc’h c’hoaz ! »

— « Da eva dioc’h va zec’hed ? »

— « Muioc’h c’hoaz ! »

— « Peadra d’en em wiska hervez mareou ar bloaz ? »

— « Muioc’h c’hoaz ! »

— « Eul lochennig d’in va-unan ? »

— « Muioc’h c’hoaz ! »

— « Eur maner bras marteze gant kalz douarou stag outan ? »

— « Muioc’h c’hoaz ! »

— « Eur c’hastell leun a binvidigeziou ? »

— « Muioc’h c’hoaz ! »

— « A ! re bell ez an, evelato, pa zonjan. Bremaik, Itron, e leverot d’in, kredabl, e c’hellan goulen digant ar roue ranna ganen e rouantelez ? »

— « Ya da ! » eme an itron.

— « A ! Itron ! eme ar paour, emaoc’h oc’h ober gwap ! »

— « Nan, emezi, n’emaon keto wapaat ; goulennit gant fizianz hag e welot. »

— « Mont a ran dioc’htu, » a lavaras ar paour kez. Hag hen o koueza kerkent d’an daoulin, e benn harp en douar ; hag o veza lakeat war e galon an tammouel gwenn brodet warnan eur stereden aour, e lavaras : « Me, Aotrou, hag a zo reuzeudikoc’h eget ar prenv-douar, me hag a zo du va dent gant an naon, a zo en noaz, gwall-gaset gant an holl, paour ken n’am eus ket eur mean da harpa va fenn, me, da sklavour, a deu hizio da c’houlen diganez eul lodennig eus da rouantelez.

N’en doa ket lavaret mat e gomz diveza pa zilammas eus e zourn an tamm ouel gwenn en doa bet digant an itron. Gwelet a reas anezan o sevel, evel douget gant diouaskell eul labous. War e dal ez oa eur stereden aour ; war boull e galon edo goulen ar paour kez skrivet e lizerennou aour, ha war e galon, an arwez rus en doa great ar bugel warnan e-unan.

— « Me eo, eme ar goulmig, (mar kirit), me eo an hini a gas, evel eur gannadez, goulennou ar reuzeudig da roue ar rouaned. Petra livirit d’in ober ? »

« It eta ! » eme an den.

Mont a reas primoc’h evit eul luc’heden ; ne oe ket pell o kripat da c’horre ar menez uhel ; mont a reas dreist an teir moger a rea an dro d’ar maner bras ; ar gwardou souezet a hop warni ; an doriou alaouret a zigor frank dirazi anezo ho-unan. En doare-ze eo ez eas ar gannadez hep beza harzet gant netra na gant den betek al leac’h m’edo ar roue doujet. Roue ar rouaned a yoa azezet war eur gador great gant eur mean a briz bras. Eur goulm wenn kurunet a blave a-zioc’h e benn, hag ar goulm-ze a zeblante ober nemet unan gantan.

— « Aotrou, a lavaras ar goulm kurunet-se, setu ama kannadez ar reuzeudig. »

— « Ra vezo deuet mat em lez ! eme Roue ar rouaned. Ouz he gwelet ken gwenn, ha dioc’h ar stereden aour a zo war he fenn, me a wel mat eo bet sklerijennet gant da bried, ô Spered ! ha dioc’h ar groaz rus a zoug war he c’halon, me oar e teu a-berz an hini n’ez eus netra ha na rofen d’ezan. »

Goulen ar paour kez skrivet e lizerennou aour war galon ar gannadez a lugerne evel an heol en e vrasa sked, endra ma komze ar roue : « Me hag a zo reuzeudikoc’h eget ar prenv-douar, me, da sklavour, a deu, ô Roue ar rouaned, da c’houlen diganez eul loden eus da rouantelez. »

— « Kannadez an den, a lavaras neuze Roue ar rouaned, kea da lavaret d’ar paour e roan d’ezan hervez e c’houlen. »

Hag endra m’edo ar paour kez e-unan, o c’hedal e-harz ar menez, setu eun avelig dous ha nerzus o kregi ennan, o tibrada anezan dioc’h an douar, hag o vont primoc’h eget ar zonj d’hen kas betek treid kador ar roue. Edo eno ive azezet, e kichenik, an itron hon deus komzet anezi, atao ar bugelig koant ganti etre he di wreac’h.

— « Hen touet am eus, a lavaras Roue ar rouaned, selaou a ran bepred ar goulen a vez great ouzin en hano va Mab. Deus eta, ô tammig poultren, deus da ren asamblez ganen ! »

Ha setu en eun taol kount hon den azezet war eur gador a roue, eun nebeudig izelloc’h eget hini ar Mestr ; war e ziskoaz ez oa eur vantel rus a rea an dro d’ezan, ha war e benn, eur gurunen eus ar c’haera

......................................................................................................

Setu echu ganen va rimadel, aotrou person, » a lavaras va mamm-goz.

— « Ar gontaden-ma, eme an ao. person, a zo eum tamm bennak henvel ouz ar re a zisplegan va unan eur wech an amzer er gador-brezeg, nemet ne steuan ket anezo ker brao. Seblantout a ra d’in evelato, Madalen, hoc’h eus ankounac’heat eun dra bennak. »

— « Petra ’m befe ankounac’heat, ao. person ? »

— « Sellit, n’hoc’h eus ket han vet d’eomp an Itron hag he Mab, ar bugelig-se ker koant ! »

— « A ! Aot. person, an dra-ze n’eo mui ar rimadel, an dra-ze eo ar gentel pe ar frouez da denna diouti. »

— « Dres, Madalen ; ar gentel, evel a livirit, eo ar frouez diblusket, dare da veza debret. Ac’hanta, ama ez eus eun toullad paotredou ha na c’houllont ket gwell eget dibri kraon, dreist-oll pa vezont torret d’ezo. »

— « Ar c’hraon, aot. person, a vije kavet gwelloc’h, hep mar ebet, mar ho pije ar vadelez da derri anezo hoc’h unan. »

— « Gant plijadur, a lavaras an aot. person ; hogen, aon am eus na deufe va zelaouerien da voredi o klevet va frezegen. Ac’hanta, bugale, ar paour-ze en noaz, naon du d’ezan, beuzet en eur mor a anken, eo pep den o veva war an tamm douar-ma, han vet gant an Iliz eun draonien a zaelou. Ar paour kez se eo c’houi ha me lezet da ober hor penn hon unan. An Itron gaer-ze a deu da asten an dourn d’ezan, piou eo ? nemet ar Werc’hez Vari, hor Mamm ; hag ar bugel a zo ganti war he diwreac’h eo ar Mabig-Jezuz. Hag ar roue a zo e gastell war eur menez uhel, kalz uhelloc’h eget an heol hag ar stered, pinvidikoc’h eun tamm mat evit na oa Salomon ar roue bras ha fur, hen anavezet hoc’h eus, hep mar ebet ; Doue eo, gwir Roue ar rouaned. An tamm ouel gwenn roet gant an Itron, warnan eur stereden aour, eo ar feiz hag an esperanz ; hag ar merk-se a ra Jezuz, bugel, gant e wad eo siel ar garantez, merk priz hor prenadurez, sin ar groaz. Ar gannadez askellek a zaveus hon traonien a zaelou, eus kalon ar reuzeudig, hag a ya, pell, pell, dreist an holl heoliou, hep beza harzet gant netra, da gaout an aotrou Doue war e gador aour, ha n’he deus aon ebet da veza digemeret fall, piou ac’hanoc’h, bugaligou, a lavaro d’in he hano ? »

— « Me ! Me !… Me !… aot. person : ar beden !… »



————


Erwanig, ar Bugel fur


————


En eur gear vihan a Vreiz-Izel e veve gwechall eun aotrou hag a yoa bet pinvidik. Hogen, bern n’eo ket mammen, ha dre ren buez frank ez oa eat, siouaz ! e stal da stalig. Bemdez ha bemnoz e veze gwelet o tarempredi ar c’hafeou, ar festou hag ar c’hoariou.

An aotrou a veze gwisket gant dilhad eus ar c’hiz diveza, ha pa deue tuchentilou d’e welet e kaved traou a briz da zervicha d’ezo, gweturiou ha kezeg « a feson » d’o chas ha do digas dre gear.

Mat, tud kez, deuet oa da veza paour, ha beza paour n’eo ket eun dra laouen, dreist-oll evit ar re a zo bet pinvidik. Kenavo d’an ebatou ! Kenavo d’an nosveziou ! Kenavo d’ar c’hoariou ! ha kenavo ive d’ar c’hompagnunezou skedus !… Ha petra lavarje an dud ?… Penaos miret ouz an teodadou flemmus ?… Ne grede ket zoken anzav d’e bried ar stad truezus a yoa o vont da veza o hini gant aon d’he laza gant ar glac’har hag an dristidigez.

Petra da ober ? Setu ar goulen a bouez a rea outan e-unan kant ha kant gwech an deiz. Labourat ? an dra ze a vije anzave baourentez dirak an holl… Kenderc’hel da vale evel kent ? a vije disken prim d’ar baourentez ar vrasa, d’an dienez zu.

Eun den er stad se a zo gouest eus a bep follentez. Setu ma teuas en e benn ober eun emglev gant Paolig. D’ar mare-ze e teue c’hoaz an amprevan lostek da goms ouz an dud.

Setu eta ma’z oa o vale evel kustum en e liorz, eun abardaez, pa deuas al le daonet ma eus e c’hinou : « Mat, me a rafe n’eus forz petra, en em rei d’an diaoul zoken, ma teufen dre eno da gaout adarre en dro an holl vadou am eus bet ! »

Paol goz a glevas e wall beden, hag a zilammas buhan d’e gaout.

— « Mar kerez, emezan, rei d’in da vab Erwanig pa vezo deuet d’e zek vloaz, ne zalei ket da gaout a-nevez madou bras ! »

An aotrou a garie kalz e vab ; gwir eo n’en doa nemetan. Ar c’helou a vantras e galon, hogen, ar c’hoant da veza pinvidik a oe treac’h, hag an tad reuzeudik a roas e c’her d’an droug-spered.

— « Kerz d’ar gear ! eme Baol, pinvidikoc’h out eget ar roue !… »

Dont a reas d’ar gear, pinvidik bras, evel oa lavaret d’ezan. Ne gredas lavaret netra da zen, ha den ken nebeut na ouezas netra eus ar pez a yoa etrezan hag an diaoul. Ne ziskoueze ket kaout nemeur a geuz d’an torfed en doa great, rak Erwanig a yoa c’hoaz bihanig-bihan ; hogen, kreski a reas.

Erwanig a yoa eur bugel fur, sentus ha devot, savet gant eur vamm gristen e doujans hag e karantez Doue.

E zevosion na reas nemet kreski gant an oad, ha pa oe tapet gantan e zeiz vloaz e oe kaset d’ar skol. Bemdez e tremene ebiou d’eur chapel, hag Erwanig na vanke morse da vont da zaoulina dirak skeuden an Intron-Varia. Ar Werc’hez a zelle outan gant madelez hag a zigemere laouen e bedennouigou. Eun ehan-all a rea e-harz eur groaz a yoa war e hent.

Mes, siouaz ! pep tra a dremen er bed ma ; ar bloaveziou a yea gant tiz an eil warlerc’h eben, hag an termen a dostae. Erwanig a zalc’he start de bedennou. Hogen, en eur vont d’ar skol, pa veze digouezet gant ar groaz e teue brema d’e gaout eur c’hi bihan du hag a rea chalantiz d’ezan, a lipe d’ezan e zaouarn o fichal e lost. Erwanig avat en doa aon razan hag a yeas d’en em glemm ouz e dad. Hema a deuas tenval e benn gant ar zonj eus ar marc’had great etrezan hag an diaoul. Evit hardisaat e vab e lavaras d’ezan : « Kerz d’ar skol, va faotr, an dra-ze n’eo netra ! »

Ar bugel a yea atao da bedi e chapel ar Werc’hez. Eun dervez koulskoude, eleac’h moursc’hoarzin o klevet e bedennou, Mamm Jezuz a ouelas dourek. Hag Erwanig kerkent da c’houlen diganti :

— « Petra eo, va Mamm, a ra d’eoc’h ouela ? »

— « Petra ? va mabig, emezi, mac’h oufez ar pez a ouzon ! »

— « Petra ’ta ? emezan adarre ker buhan, livirit d’in, mar plij, ô Intron. »

— « Paour keaz mabig, eme ar Werc’hez, te a zo gwerzet d’an diaoul a-benn da zaouzek vloaz. Setu ma ’z out erru tost ! Mes, mar kerez selaou ac’hanon, n’ez i ket gantan. »

— « Livirit d’in eta petra ’m eus da ober. »

— « Del, setu a-ze eur gorzen ; kas anezi ganez ; kas i ve ganez diou vuredad dour benniget, ha pa deuio an diaoul d’az kerc’hat, lavar d’ezan n’ez i ket gantan mar ne zoug ket ac’hanout. Pa vezi war e gein e c’houezi gant ar gorzen-ma dour benniget en e ziskouarn, ha mar lavar d’it teuler kuit an traou benniget, arabat e vezo d’it hen ober. Taol dour benniget en dro d’it a bep tu pa vezi digouezet en ifern ; taol ha taol start ken na yudo an diaoulou. Neuze e liviri digas ac’hanout endro d’ar gear, pe sina n’en devo hiviziken veli ebet na warnout na war nikun eus da lignez. »

— « Evel-se e rin ! » eme ar bugel laouenneat. Erwanig a drugarekaas ar Werc’hez hag a heulias piz ha piz he aliou.

Paolig a deuas e poent da glask e breiz.

— « Deus, emezan d’ar paotr, deus ganen, rak d’in out e gwirionez ! »

— « Da beleac’h hoc’h eus c’hoant d’am c’has, hag abaoue pegoulz eta oun-me d’eoc’h ? »

— « N’em beus ket a amzer da goll, marmouz bihan. Deus buhan ! »

— « O ne dan ket avat ! »

— « Dont a ri, paotr fall ? »

— « Mont a rin, mar tougit ac’hanon ! »

— « Deus ’ta war va c’hein ! »

Hag ar paotr, houp ! en eul lamm war gein an diaoul, ha buhan ha buhan da c’houeza d’ezan dour benniget en e ziskouarn. An diaoul a fiche, a vleje, da vouzara, hag a lavare :

— « Taol kuit an traou benniget-se ! »

— « Dioc’htu, mar kirit lezel ac’hanon da vale ! »

— « N’hellan ket ! » eme an diaoul.

Ar penn fall a ziaoul a glemme, mes kenderc’hel a rea da vont gant e hent. Digoņezout a rejont e rouantelez an ifern.

Edod o c’hori eur forn da lakaat ar paotr kez. Lammet a reant gant al levenez ; hogen, ne zalejont ket da gana eur zon-all.

Erwanig a zispakas e vuredou dour benniget hag a strinkas dioutan a bep tu. Hag an diaoulou bihan ha bras da goroll (dansal) ha da glemm gant ar boan :

— « Kasit anezan er meaz ! » emezo.

Den avat na grede tostaat ouz ar c’hristen yaouank.

— « Mat, emezan, p’ eo gwir ne deu den da gas ac’hanon er meaz, me a yelo va-unan. Red eo d’eoc’h avat sina ar paper-ma evit toui n’ho pezo veli ebet hiviziken na warnon na war hini ebet eus va lignez. »

Kavet e oe mat ganto ar marc’had.

Erwanig a yeas war-eün da drugarekaat ar Werc’hez santel eus ar c’hras kaer he devoa great d’ezan.



————

Kleier Lanndi o tizrei eur Rom


————


D’am Mignon P. GUIVARC’H


Eat eo adarre ar goanv ebiou d’eomp. Mui ken a erc’h war an henchou da sklabeza hor bouteier hag hon tiez ; mui ken a avelou foll, a yenien, a gazarc’h hag a zourbeuz…

Edod ive e miz meurs er bloavez-se ; ar goanv a yoa bet dous kenan gant meur a zeiziad heol klouar. Sevel a rea an eost glas er parkeier, hag ar bokedou a zispake a druilhadou e kerc’hen ar c’hleuziou koulz hag er parkeier. Ar boutonou a c’hlaze er gwez hag er girsier. E pep leac’h dre ar bed krouet e seblante beza eur gouel bras en enor da Jezus treac’h d’ar maro.

En eun ti-soul koulskoude, kuzet du ze e kichenik Koad Meur, n’oa ket laouen an dud. Eur c’hlanvour a yoa, hag ar vamm c’hlac’haret n’ea ket eus tal gwele he mabig taget gant eur c’hlenved diremet. Yannig a yoa o nevez tapa krog en e eiz vloaz. Koantik tout oa an ealig kez, hag han vet oa bet zoken ar Mabig Jezuz gant e gamaraded. Bemdez e veze e skol gristen Lanndi ; sonj mat am eus anezan, hizio c’hoaz, daoust ma ’z eus eun toullad bloaveziou abaoue.

Hogen, eun abardaez, Yannig a dapas riou o tizrei eus ar skol, ha setu ma oe great d’ezan chom en e wele… Ar medisin a deuas meur a wech war e dro, ar vamm baour a boanias gantan gwella ma c’hellas ; kaer a oe avat an ealig ne deue ket e zivoc’h da rusia evel kent ; koll a rea bemdez tamm ha tamm an nebeudig nerz a jome c’hoaz gantan ; mont a rea goustadik war zu ar baradoz da gaout e dad ker eat araozan eun nebeudig miziou a yoa.

Bep tro ma teue ar medesin, ar vamm ankeniet a c’houlenne :

— « Penaos e kavit anezan, aotrou ? Daoust ha ne vezo ket pare dizale ? »

Hag an den gwiziek a rea eun heja d’e skoaz hag a vousc’hoarze. Ne lavare ger, hogen ennan e unan e rea meur a zonj. Ar c’hez bihan ne vije biken pare… Pa deuio an deliou kenta da zispaka, pa zistroio ar gwenneli gant kelou an neve-zamzer da glask o neizi koz o doa warlene, ar bihanig a nijo davet an elez e vreudeur…

Hag ar vamm dener a gleve evelato ar pez n’anzave ket ar medesin. Fizians ebet mui da welet he mab o parea ; prestik ne vije mui nemeti en he zi soul deuet da veza ker sioul hag ar bez. Gantan, d’e heul, ez aje he holl eürusded ! Ha petra rea d’ezi brema ar gwel eus ar prajeier hag eus ar girsier o c’hlaza ? Pe seurt vad a rea d’he diskouarn klevet al lapoused o kana er bodennou, pa gleve klemmou mantrus he mab Yannig gwasket gant ar paz? Petra vezo ar vuez eviti hiviziken, hep he fried, hep he mab ?…

Hag e selle gant truez ha gant enkrez ouz ar c’hlanvourig ; hag e pede Doue da ober eur burzud evit miret d’ezi ar pez a garie ar muia war an douar.

Setu en eun taol prim Yannig o sevel en e gwaze war e wele. Klevet a rea kleier Lanndi bole bras enno.

— « Perak ’ta, mamm, e son kel laouen ar c’hleier hizio ? » Houma a guzas he daelou hag a lavaras :

— « Hizio, va c’halonig, ema ar Yaou-Gamblid, hag e keit ha ma lavar an Ao. Person e oferen, ar c’hleier a zon evit ar wech diveza a raok maro Jezuz staget ouz ar groaz gant tud kriz. Bremaik ez aint da Rom.

Yannig a jomas pell bras da zelaou ar c’hleier, ha goudeze e tremenas evel eur goumoulen war e dal. O nag e karie kleier tour koz Landiviziau ! Nag e karie klevet anezo o son laouen da zul ha da zeiz gouel, pa ’z ea gwisket kaer da azeza war skinier ar skol gristen evit klevet an oferen !… Ha setu n’o c’hlevje mui, p’eo gwir ez eant da Rom !

— « Ha da ober petra, mamm, ez a ar c’hleier da Rom ? »

— « Da welet H. T. S. ar Pab, va c’halonig, ha da c’houlen digantan e vennoz ? »

— « Ha ne deuint mui en dro ? »

— « Eo, eo, mab kez, eme ar vamm nec’het, disadorn e teuint adarre. Gwelet a ri anezo o tremen uz da Goad-Meur, ya mar dout fur ha sentus, mar kemerez a galon vat al louzeier gourc’hemennet evit parea… Ar c’hleier o tizrei a bareo ac’hanout. »

Yannig a yoa digor frank e ziskouarn gantan da zelaou kement a lavare e vamm… Ar c’hleier a gar kement a zistroio, hag e klevo anezo a nevez ! O gwelet a ra zoken o nijal dreist ar C’hoad-Meur hag o vont d’o lochennou e tour bras Lanndi.

Evel oc’h huvreal e lavar neuze goustadik :

— « O ! ya, me a fell d’in gwelet c’hoaz ar c’hleier. »

En noz warlerc’h e welas anezo dre e gousk ; diouaskel skedus o devoa, hag ez eant gant herr dreist ar C’hoad, dreist prajeier Ty-Gwenn.

An deiz a c’houlaouas, ha Yannig a oe mall gantan goulen ouz e vamm :

— « Hizio eo e tizro ar c’hleier, mamm ? »

— « Nan, va c’halonig, warc’hoaz eo ; gwelet a ri anezo mar bezez ken fur ha deac’h. »

— « O ! ya, eme Yann, gwelet a rin anezo ! »

Medesin koz Lanndi a deuas da welet e glanvour yaouank, hag e dal a deuas da veza c’hoaz tenvalloc’h eget d’ar gwechou-all, ar c’hlenved a yea war wasât d’ezan ; ar bugel a yea a gammejou bras warzu ar bed-all ; c’hoaz eun toulladig heuriou hag e teuje an Ankou d’her samma.

An deiz hag an noz a oe fall fall ; ar c’heaz en devoa tersien. Dre e alter ez oa dalc’hmat hano gantan eus ar c’hleier, eus e vignoned, ar c’hleier, a yea da zistrei d’o zour koz hag a zigasche d’ezan ar pare en eur dremen.

An deiz a darzas, eun deiz laouen evel a vez eleiz anezo en nevez-amzer. N’oa ket eur wabren o koc’henna bolz skedus an nenvou. Yannig a yoa torret war e dersien, hag a gouske sioulik en e wele. E valvennou a yoa serret kloz hag a-veac’h ma kleved anezan o tenna e halan.

En eun taol prim, setu hen o sevel, evel pa vije bet dizavet gant resorchou nerzus ; gant e zaou zourn e krogas e dor ar gwele kloz, hag hen da drei a-bez warzu ar prenestr. Eur musc’hoarz dudius a darzas war e vuzellou disliv, hag e lavaras laouen :

— « Ema erru ar c’hleier, mamm, emaint o vont dre aze ! Gwelet a ran anezo ! »

Siouaz ! kerkent e kouezas ar c’horfig maro mik war ar gwele gwenn pedo kleier Lanndi o kana endra c’hellent :

Alleluia ! Alleluia !… An Aotrou Krist, Alleluia ! a zo savet a-douez ar re varo ! Alleluia !

An elez ive, me zo sur, a ganas laouen an Alleluia pa weljont o breurig o tigouezout e porz alaouret ar Baradoz.

Ar vamm hi hepken a ouele dourek e kichen korf sklaset he mab. Yannig en doa gwelet ar c’hleier, e vignoned, hag a gane brema ganto kel laouen : Alleluia ! Gloar da Jezus-Krist ! Alleluia !

An Diaoul ereet


————


En unan eus keariou Breiz-Izel, lakaomp ez oa Landerne, e veve n’eus ket c’hoaz pell bras eur micherour eus ar re wella, Laou al Luch e hano. N’en divije ket laeret eur spilhen diwar goust den, hag a hend-all, karet a rea al labour : setu penaos oa deuet da veza anavezet ha karet gant an holl er c’harter a-bez. Gwiader oa eus e vicher, ha war a lavarer zoken, n’en doa ket e bar war hed dek leo tro war dro. Janed, e wreg, a boanie eus he zu da viret kempen an ti ha da ober plijadur d’he fried kement ha m’oa en he galloud. An tiegez a yea eta war e du mat, pep hini oc’h ober eus e wella.

An eürusded-se, siouaz ! na dlie ket padout pell.

Laou al Luch, eur pennad a yoa, a veze divezat o tont d’ar gear diouz an abardaez, goude al labour, hag ez ea tenval e benn da azeza e-kichen Janed. Houma ne oe ket dies d’ezi gwelet ez oa eun dra bennak nevez en he fried, ha dizale zoken e teuas a-benn da c’houzout petra oa.

Laou en doa eun amezeg labour hag a yoa troet kenan gant ar c’hoari. Pedet oa bet meur a wech da vont gantan d’an davarn, hag atao betek-hen en doa dalc’het da stourm. Ar mignon koulskoude (hanvomp anezan Fanch ar Skouarneg) a bede Laou ker braoik ma teuas eun dervez da asanti mont d’e heul. Fanch a yoa hir e fri, hag evit ma kavche e genseurt eun tammig saour gant ar c’hoari e lezas anezan da c’hounit meur a daol. Kalon Laou a deuas da domma ; plijadur vras a rea d’ezan gwelet e beadra o kreski ker buhan haken eas-all, hag hiviziken e veze hen ive touellet dalc’hmat gant ar c’hoant c’hoari.

Evel a c’hoarvez peurvuia gant ar c’hoari, an daolen a droas (rod ar fortun a zo round), hag ar c’hollou hiviziken a ziruilhas warnan evel kaouadou arne. Ar vignoned n’en lezent mui da c’hounit taol ebet, ha bemnoz an arc’hant gounezet gant Laou a yea e godellou al lamponed.

Kaer he devoa Janed kez digas sonj da Laou eus o eürusded dremenet, kaer he devoa diskleria d’ezan ar stad reuzeudik a vije dizale o hini mar kendalc’hje gant an hent-se, ne rea van ebet, siouaz !… Eo, pa wele anezi o ouela, e galon a zeblante teneraat, hag e lavare evit kaout peoc’h diganti e troje kein d’ar c’hoari. Hogen, pa ’z ea e vignoned d’an hostaleri, n’helle ket miret da vont d’o heul.

Janed a yoa chomet divezat eun nosvez da c’hedal he fried : beuzet oa en eur morad anken o welet an dienez o tiredet warno gant herr. Setu ma ’z oa teuzet gozik holl ar c’hounidigeziou espernet abaoue meur a vloavez : eat oant er c’hoariou. Edont o vont da gaout dle, i bet ken eürus gwechall ! Ha Janed a yoa nec’het o klask gouzout penaos e rache evit paea ar varc’hadourien.

Edo o ruilhal an huvreou tenval-ze dre he fenn, pa deuas he fried Laou en ti gant eun drem laouen evel an heol. « Del, Janed, emezan, setu aze kant skoued nevez gounezet ganen. Ha setu ni pinvidik eviteur pennad brao. Gwelet a rez ne goller ket atao o c’hoari ! » Mes Janed a huanade : « Mar pije gounezet an arc’hant-se o labourat, emezi, neuze, ya, e vijemp bet pinvidik hag em bije gellet beza laouen. Kred ac’hanon, Laou, an arc’hant gounezet o c’hoari na zigas morse an eürusted de heul ! »

Chom a rajont pell bras da goms evel-se ; Laou tamm ha tamm a golle e hardiziegez o klevet komzou fur e wreg.

Hogen, tra iskis ! en eun taol krenn, setu al, luc’hed o tarza dre ar prenestr ; ar bolejou a strakl war o aelou hag a gouez d’an douar ; ar gwer a dorr e mil damm, bruzunet int. Pebeus reuz, santez Barba !…

Epad m’edo an daou bried manet mantret da zellet an eil ouz egile, eur spontailh eus an euzusa oufed da welet a yoa deuet en ti. Eur mousc’hoarz ifernus a yoa war e vuzellou, hag e sute bep eur mare, hag ar chadennou a yoa endro d’ezan a rea eun trouz da vouzara. E zell garo a bare war an daou bried, evel p’en divije c’hoant d’o lakaat da zizec’ha war o zreid gant an heuz hag ar spont. Daou gorn du hir ha kamm a yoa uz d’e dal ; evel luc’hed a zeblante dont eus e zaoulagad entanet, hag eus e c’hinou e tivere eonen ar gounnar ; e zrem a yoa goloet a vleo du, ha war e gorf ez oa eul lien rus tan, frank ha ledan, a c’holoe eul lodennig hag a leze dizolo ar pep brasa eus penn uhela e gorf goloet holl a vleo. Eur jaden hir ha pounner a dreine war e lerc’h, hag ec’h heje anezi bep eur mare evit ober muioc’h a aon d’an daou baour kez den. Diou pe deir zro a reas d’ar gambr, o terri bep gwech kement tra a gave en e c’houlou.

An dud kez ne gredent ket flach an disterra, ker skoet oant gant an diaoul m’hen argas ! a yoa deuet d’o gwelet.

Mennout a rejont mervel avat pa weljont an droug-spered o chom a-zav dirazo da lavaret dichek :

— « Krenit, tudou eus an douar, krenit ! Ema deuet evidoc’h an heur da baea ho torfejou ! Me eo an diaoul ! Ya, me eo Satan !… Deuet oun, Laou al Luch, da ober d’it paea eun torfed. C’hoarier dispar out, evit doare, paour kez reuzeudik ! An arc’hant gounezet er c’hoariou a zizro d’an ifern. Dont a ran da gerc’hat va feadra. War an daol ama dioc ntu an arc’hant ac’h eus gounezet fenoz, pe e vezi strinket gantan dizale e douna an iferniou ! » Hag o veza lavaret kement-se an diaoul a astennas warzu Laou e zourn goloet a vleo hag a groc’hen du, ar bizied hir gant ivinou warno kel lemm ha re al loened gouez.

Laou, e c’hellit kredi, a yoa re strafilhet evit esa stourm an disterra. Gellout a reas sevel, hag ez eas kerkent warzu an arbel ez oa kustum da c’horren enni e arc’hant.

An diaoul a yea d’e heul o vlejal, o taoulammet, evel eun… daonet e-kreiz an tan. Laou a yoa muioc’h-mui er meaz anezan e-unan : ne c’houie ken koulz lavaret petra rea. Kaer en doa turiat, ne deue ket da gaout e alc’hoez ; hag an diaoul da ober jolori gwasoc’h evit biskoaz. A-veac’h ma c’hellas ar paour kez den digeri e c’hinou evit pedi an… Aotrou d’hen digarezi.

E keit se koulskoude eun archer a yoa deuet da dremen dirak an ti. Souezet bras e oe o welet kement a sklerijen gant kement a safar d’ar poent-se eus an noz. Hag hen o vont da skei war an nor. Janed avat na grede ket mont da zigeri, gant aon na vije eun diaoul-all o tont da roi dourn d’ar c’henta ken kaz ma vije ezom, ha gant aon ne vije dizale leun he zi a ziaoulou. Ne oe ket pell ec’h anavezas mouez an archer, hag o veza eat betek ennan e lavaras d’ezan e berr gomzou petra dremene en ti

— « En han’ Doue, emezi, arabat eo d’eoc’h ober trouz, pe e vezimp stlapet holl en ifern ! »

Paotr an urz vat ne reas nemet c’hoarzin o klevet ar paour kez maouez ; sevel a reas aon gantan o klask gouzout ha kollet he doa he fenn. Hag hen ha mont da gaout Laou. N’oa ket eat tre pa oe gwelet an teuz o kounnari ; hag hen ha trei da lavaret d’an hini a yoa hardiz a-walc’h evit kredi dont dirazan : « Na petra e teuez te da ober dre ama, prenvig douar ?… Kea prim gant da hent, pe me a rai d’it paea ker da hardiziegez ! »

— « Gwelomp da genta, eme an archer, ha ker spontus out ha ma leverez beza. » Hag o lavaret ar c’homzou-ze e tostae oc’h al lutin, eur bistolen gantan en e zourn.

— « Dizolo da benn, a lavaras-hen c’hoaz gant eur vouez nerzus, lavar piou out, pe emaout o vont da gaout prun ! »

An teuz na c’hoarze mui ; koueza reas d’an daoulin da c’houlen truez. E zilhad a ziruilhas d’an traon, ha neuze e oe gellet gouzout piou oa. Ha piou a gav d’eoc’h e vije ? nemet Fanch ar Skouarneg, savet keuz gantan d’e arc’hant gant eur c’hoant direiz d’o chaout adarre ar c’henta ’r gwella en e c’hodellou.

Dies e viche d’in roi da glevet pegen souezet e oe Laou ha Janed oc’h anaout an inkin dindan kroc’hen an diaoul. Mar oant bet spontet diaraok, brema ez oa deuet c’hoant c’hoarzin d’ezo. Fanch avat a yoa mezek. Ereet e oe ha kaset antronoz da ober tro kear gant e zilhad diaoul. Kement se na reas ket plijadur dezan ; ar vugale a yea a-druilhadou war e lerc’h oc’h huchal muia ma c’hellent.

An diaoul koulskoude a yoa bet louzaouer hep gouzout d’ezan : azalek an deiz-se Laou a yeas ar c’hoant c’hoari dioutan, ha Janed a oe dichaouet eus he spont gant ar blijadur he doe o welet he fried ker o tizrei a-nevez war an hent mat en doa dianket eur pennad a yoa.

Ar c’hoari ’gas, gant an eva,
Ar c’haera dan vez da netra.



————


GLAC’HAR HA TRUGAREZ


————


An dra ma a yoa e mare an Dispac’h vras ; n’oufen ket lavaret e pe garter e c’hoarvezas an darvoud, an istor a zo mut war gement-se.

En eur gear eta e touged kalz doujans d’ar Werc’hez a weled en iliz parrezabaoue n’ousped kant vloaz. Eur re bennak, digalon ha difeiz, a gavas mat disken anezi eus al leac’h m’oa enoret gant ar bobl fidel. Al labour-ze, na petra ’ta, a oe great e-kreiz eur safar eur jolori, el leac’h ma kleved dreist pep tra ar sakreou, ar gwasa leoudoued hag al lavarou dismegansusa enep Doue hag an Itron-Varia. Evit diskouez pegen difeiz oa, unan eus ar baotred a lavaras stepel ar skeuden en eur puns. Ar mennoz a oe kavet mat gant eun darn, hag ar re all a oe mantret o klevet kement all. An hini en doa komzet evel-se a boanias ar muia ma c’hellas da zeveni e vennad ifernius. Taolet e oe eta ar skeuden zantel er puns, hag a nevez e oe klevet fors jarneou, mil lavar fallakr ha direspet enep-Doue hag an Itron-Varia.

Al levenez koulskoude na badas ket pell. An hini en doa goulennet teuler er puns skeuden goz ar Werc’hez Vari a deuas en eun taol da veza dall. Ma oe red kregi en e zourn evit hen digas d’ar gear. E galon avat na deuas ket da deneraat evit an dra-ze. Chom a eure dizoue ha dall. Ar gentel a dalvezas d’ar re-all ; ar re-ma a welas sklear en darvoud.

An amzer a dremenas. ar peoc’h a deuas adarre er vro, hag ar relijion a zistroas d’an ilizou.

Ar skeuden garet a yoa chomet e strad ar puns, hag holl dud honest ar barrez a zonje enni gant glac’har. An Ao. Person a lavaras d’ezo eun dervez :

— « Red e vezo d’eomp, va mignoned, digoll an Itron-Varia eus an dismegans a zo bet great d’ezi. Ni a adsavo ar skeuden eus ar puns el leac’h m’eo bet taolet dindan hon daoulagad. »

An holl a gavas mat kenan ali an Ao. Person. Pourchaset e oe pep tra, ha dibabet an dervez bras. Eur gouel kaer a oe.

Holl dud ar barrez a yoa bodet endro d’ar puns, ne vanke nemet an Ao. Person, hag edod o c’hedal anezan. Dont a reas, hogen, n’edo ket e-unan ; krog oa e dourn eun dall anavezet mat er c’harter. Hennez, a dra zur, n’edod ket war c’hed anezan el leac’h-se, pell ac’hano.

An Ao. Person a zavas e vouez e-kreiz an tousmac’h, ha pa oe peoc’h e lavaras :

— « Kristenien, emezan, ar paour kez dall-ma a zo deuet d’am zi er mintin-ma, bourrevet e galon gant broudou e goustians, evit goulen ganen ha ganeoc’h eur c’hras ha na vezo ket nac’het outan ; sur oun eus hoc’h ali, ha setu perak em eus roet d’ezan, en hoc’h hano, ar pez a c’houlenne. C’hoant en deus e lesfac’h anezan da jacha ganeoc’h war ar gorden a denno bremaik skeuden an Itron-Varia eus ar puns, el leac’h ma labouras d’he zeuler, brema ez eus dek vloaz. Keuzen deus d’an torfed-se a reas d’ezan koll ar gweled ; goulen a ra trugarez digant Doue hag ar Werc’hez, ha ganeoc’h-hu ive, kristenien, eus ar skouer fall a roas d’ar barrez. Gallout a ran lavaret o deus an daou genta selaouet e beden ; d’ho tro, va breudeur, bezet truez outan »

— « Ya, eme an dall oc’h asten e zourn, an daelou o tiredet eus e zaoulagad, ya, goulen a ran beza dizammet eus ar beac’h pounner a bouez war va buez ; n’em beus mui peoc’h ebet ; va c’houstians na ehan da ober d’in rebechou c’hoero ; goulen a ran ouzoc’h pardon evit ar skouer fall am eus roet d’ar barrez a bez. »

— « Ya ! ya ! eme ar re-holl a yoa eno, ankounac’haat a reomp ho torfed, p’eo gwir e tiskouezit kaout kement a geuz d’ezan. Dont a c’hellit ganeomp ! »

An holl dud vat-se a ouele gant teneridigez.

An dall a deuas eta betek harzou ar puns, hag eno e oe lakeat eur gorden d’ezan en e zourn.

E keit-se, meur a zen kalonek a yoa diskennet er puns betek ar skeuden. Houma, a drugare Doue, n’oa ket torret, n’oa ket zoken pistiget an disterra. Ha setu staget mat ar c’herden outi. Sevel a rea goustadik epad ma kane an dud d’an neac’h Litaniou ar Werc’hez. Al labour a yeas mat kenan betek penn, ha ne zigouezas tamm droug gant den ebet.

Pebeus levenez a oe er bobl tud-se pa oe gwelet ar skeuden venniget o tont er meaz !… Eur youc’haden koulskoude a drec’has war ar re all hag a reas d’ezo tevel. An dall a yoa kouezet d’an daoulin, astennet gantan e ziwreac’h, hag a lavare :

— « Gwelet a ran ! Gwelet a ran ! »

An dud a zilammas betek ennan. N’eo ket e krede gwelet, mes gwelet eo a rea e gwirionez. Gwelet a rea, ha kenderc’hel a reas da welet : ne oe ket ezom a c’houdevez da gregi en e zourn ; heuilha reas ar brosesion a zigase d’ar gear ar skeuden venniget.

Lakeat e oe a-nevez war an aoter, el leac’h m’edo a-raok an dispac’h.

An den en doa bet an heur-vat da veza pareet gant ar Werc’hez, hag en doa roet dourn d’he disken eun nebeut bloaveziou diaraok, a oe unan eus ar re genta o poania da zevel anezi endro.

Beva reas c’hoaz meur a vloavez goude an darvoud, ha keit ha ma chomas war an douar n’ehanas da veuli ha da embann madelez ha trugarez an Itron-Varia.



————


Me a yelo d’ar gear !


————


« Koz vro villiget !… Malloz rus warnoc’h, sunerien gwad kristen… Ar zul anezi, ha n’hellan ket zoken mont da ober eur bale war ar meaz !… Aotrou Doue ! na reuzeudik eo va stad, ’velkent !… Ha perak ez oun-me deuet d’ar galeou-ma ?… Daoust ha n’edon ket gwelloc’h du-ze, em bro Breiz-Izel, gant va zad, va mamm, va breudeur, va « dous » Katellig, he doa evidon an denera karantez ?… Ama, siouaz ! den na zell ouzin, nemet ar mestr, ha c’hoaz eo evit hopal warnon « Breizad lor », pa labouran a lazkorf eus ar mintin d’an noz, sul, gouel, pemdez… »

Evel se e komze Gwenole outan e-unan, goude beza taolet eur foultren palad glaou er forn houarn ez oa karget da viret leun dan. C’houec’h miz a yoa edo e Pariz, er gear vras-se oa bet lavaret d’ezan kement a draou souezus diwar he fenn ! Hervez an dud ne dlie kaouter gear-benn nemet gounideguez ha plijadur. Ne lavarent ket d’ezan avat e kaver aliesoc’h kalz dienez da foueta war ar ruiou moaz. Savet oa c’hoant gantan da c’hounit arc’hant bras, hag ez oa eat !

O veza klasket labour epad pemzek dez, dispignet holl gantan e wenneien bet digant e dad, setu ma kavas fred en eun ijinerez vras… Deuet oa da veza « tommer ». N’hen divije ket gellet kaout na lousoc’h na lazusoc’h micher ; mes paeet mat oa. Kavet en doa eta ar pez a glaske ; hag evel ma’z oa krenv e fizias war e nerz. Hogen, ne zaleas ket da goll e liou rus, e zioujod c’houezet hag ar c’hig yac’h a yea ouz e eskern. Mont a rea bepred endro koulskoude, e riskl da dapa e varo eus an eil dervez d’egile.

Evel beuzet en eur mor a velkoni, an Arvoriad a lezas e benn da goueza war e ziwreac’h noaz, hag e chomas eur pennad mat evel-se, astennet war eur planken, e benn harp ouz ar voger. Ha neuze e spered a nijas dreist ar meneziou, ar plenennou, ar steriou evel eur wenanen o tistrei d’he c’holoen goude beza eat pell pell da zuna ar bleuniou… E holl gerent a yoa o tont eus ar gousperou Ar vamm, ar mab hena, an diou verc’h vras hag ar baotrezig vihan, a deue en a-raok. An tad en doa daleet eun tammig, hag a deue warlerc’h o koms gant an aotrou person.

— « Hag ho paotr, Fanch, n’hoc’h eus ket bet eus e gelou pell a zo ? »

— « Eo da, aotrou Person ; e vaëronez he deus bet lizer digantan eiz dez zo bet deac’h. »

— « Ac’hanta ? »

— « O feiz, aotrou Person, ’meus aon n’en em blij ket kaer ; tenn eo e labour, ha tamm plijadur ebet n’en deus. Mar karche beza selaouet ac’hanon, ar paotr sot zo anezan ! »

— « Lavaret em boa d’eoc’h, Fanch kez, e teuje buhan ar paotr da enoui e Pariz. »

— « Va mab paour !… Piou c’hoar penaos ema du-ze ? … Mat e rafe sur dont d’ar gear !… »

War gement-se Gwenole a zihunas en eul lamm, hag a huanadas o skrabat e benn, hanter zigor e zaoulagad.

— « O ya ! emezan, me a yelo d’ar gear !… Dizale… Varc’hoaz !… Mouga ran ama ! »

Derc’hel a eure d’e c’her.

E dad hen digemeras gant kalz a blijadur, evel ma reas tad ar mab foran a zo hano anezan en Aviel.

A-c’houdevez Gwenole n’en doe nemet eur c’heuz ; beza bet diskiant a-walc’h evit trei kein d’ar peoc’h, d’an eürusded, d’ar garantez ha d’ar frankiz, a gaver war ar meaz en hor bro ger Breiz-Izel.


————


ME A VEZO SANT !


————


En darn vuia eus tiegeziou Breiz ema c’hoaz, a drugare Doue, ar c’hiz da lenn bemnoz buez ar zent a-raok grasou. Giz vat, din da veza meulet ; n’oufed ket alia re d’he c’hemeret an tadou hag ar mammou, ar vistri tiegez, o deus he lezet da goueza pe n’o deus-hi bet morse. Piou a lavaro ar vad a ra nebeut ha nebeut er c’halonou ? Ar prezegennou a zoug da gredi, mes ar skoueriou a a jach da ober ; n’eus bet gwelet morse netra kaeroc’h eget skoueriou Jezuz-Krist hag ar zent.

Lennomp eta bemdez buez ar zent. Ha pedomp holl a-unan en tiegez. Netra dudiusoc’h eget gwelet an tad, ar vamm, ar vugale, ar mitisien daoulined da bedi dirak kroaz en tiegez ! Netra gwelloc’h da denna warnan bennoz an nenv.

Eur vamm he devoa pevar bugel yaouank ; lakaat a rea he foan da ober anezo bugale fur, devot ha madelezus, hag ez-vihanik e teskent ren eur vuez e gwirionez kristen. Bemdez e lavarent o fedennou a vouez uhel dindan lagad o mamm. Houma a lavaras d’ezo eun nosvez a oe : « Na me ave eürus ma rofe Doue d’in ar c’hras da welet unan ac’hanoc’h o tont da veza sant ! »

Ar yaouanka a zavas en e zav da lavaret :

— « Me, mamm, a vezo sant ! »

Ar paotr a zalc’has d’e c’her : dont a reas da veza sant Per Selestin.

Kement-ma a ziskouez pegen talvoudek eo kentelia mat ar vugale war al lezen gristen dre ma teu o zammik skiant d’ezo. Al labour-ze a zell dreist-oll ouz ar vamm ; den n’hell hen ober kouls hag hi.


————

Eus gentel vrao


————


Epad vakans an eost Job Kemener hag e vamm a veache dre Vro-C’hall. E skolach Kastel edo oc’h ober e studi da vont da veleg. Evel m’oa skuis e benn gant al labour, an itron Kemener a implije deiziou kaer an hanv o vale he mab du-ma du-hont, da ziskouez d’ezan traou iskiz ar c’heariou bras.

Digouezet oant e Chagny da zeiz gwener, da vintin. Goude beza ket en oferen, ar vamm hag ar mab a yeas da breja d’ar « gar ». Tud a yoa leiz ar zal. Hon daou bourmener a deuas koulskoude a-benn da gaout plasou, dres e kreiz.

Eur mevel a ziredas kerkent daveto :

— Biftek gant avalou, filet pe kostezennou ? Pe seurt a vezo digaset deoc’h ?

— Asa paotr kez, a lavaras Job d’ezan, ar gwener a zo hizio.

— Ni zebro boued vijel, a lavaras ive ar vamm.

Nag a dud o divije great evel ar re-all gant aon da veza gwapaet ! Arabat e vezo da hini ebet eus a gement a lenno kement ma kaout mez morse oc’h anzav dirak an holl ar pez eo e goueled e e galon : Kristen ha Breizad !

Oc’h an holl daoliou e tebred kig ; lod a anaie lezen an Iliz, lod-all, siouaz ! n’he anaient ket.

Komzou Job Kemener : Ar gwener a zo hizio ! o doa distonet evel eun taol kleron er c’houtiansou tenvalla.

— Petra ta zo a-nevez gant ar gwener ? a c’houlennas eur marc’hadour kov teo digant ar bourc’hiz ken teo-all a yoa amezeg d’ezan. Gellout a rea beza ankounac’haet mar en doa gouezet morse ne dle ket beza gwelet kig da wener war daol eur c’hristen.

— Ar c’hig rost, evit doare, eme an amezeg, na blij ket d’an holl da wener. Hag e lavare an dra-ze gant eun ton gwapaüs !

Kement hini a yoa eno a dapas a-nebeudou ar mousc’hoarz faeüs, ha dizaie e kavchont zoken eur gomz difeson ha direspet bennak da deuler d’ar paotr yaouank hardis a-walc’h evit anzav ken uhel e feiz dirak an holl, Gwir eo, ar gentel en doa roet a yoa eur rebech evit meur a hini eus ar vourc’hisien ze.

Bep gwech ma tistage unan e deodad flemmus, Job a c’hoarze leiz e c’hinou, ha kement-se a lakae nec’het ar wapaerien hep koulskoude ober d’ezo tevel.

Erfin, skuiz o klevet kement a farserez yud enep e feiz, ar paotr a lavaras eur gomz bennak e pleg skouarn e vamm, hag o veza bet he asant, ec’h hopas :

— Hep, mevel, eur biftek evit pevar, mar plij, hag hep ava lou : n’em eus ket ezom avalou !

Ar vourc’hisien a davas hag a reas meur a zell korn. Nec’het oant. Ha petra rea d’ar mec’hieg dont brema da c’houlen biftek, goude beza goulenned boued vijel ? E gwirionez, eun dra nevez bennak a yea da dremen.

Ar mevel e-unan ne c’houie petra da zonjal, hag a jome eno rampet, digor frank e c’hinou gantan. Ha Job da lavaret adarre :

Eur biftek evit pevar !… mar na ra ket ze diez d’eoc’h !

An holl lagadou a yoa o para war ar skolaer. Ar biftek a deuaz, ha Job a reas gantan kement a damm hag a lavar-treuz en toa klevet enep e feiz.

Gervel a reas eur c’hi a yoa eno e kichen e vestr, puchet war e zaou droad adrenv, o c’hedal e damm :

— D’it te, kamalad, emezan o roi an tamm kenta d’ar c’hi ; ar gwener a zo eun dervez evel ar re-all !

Chik hiniennou a deuaz da veza gwall hir.

— Del, emezan eun eil gwech, pak adarre ! Diskiant ma ’z out, daoust ha falloc’h eo ar c’hig da wener eget d’ar zul ?

Krosmol a zave etouez ar vourc’hisien.

— Ar beg moan-ze a zo oc’h ober gwap ac’hanomp-ni !

Edo an trede tamm e beg fourchetez Job. Ar c’hi a yoa fouge ennan, e c’hellit kredi ; e ziskouarn sounn war e benn, e lost o fichal, ne zistage ket e zaoulagad diwar ar paotr a yoa ker mat evitan.

— Dioc’h da zaoulagad eo anat out spereded kaer ! Te, marvat, a zo eus da amzer, ha ne rez fors ebet eus ar c’hiziou koz o koueza en o foull ! Debr ’ta !

Pa glevas distrei d’ezan en doare-ze ar c’homzou en doa lavaret eur pennad araok, perc’hen ar c’hi a zavas ar rusder d’e dal hag a c’halvas e vignon blevek de gaout. Hema a zentas raktal, daoust d’ezan d’en em blijout e kompagnunez Job. E lagad a gendalc’has da bara war ar paotr en doa great ker brao d’ezan. Job a gemeras ar pevare tamm, an diveza, hag a zavas anezan d’hen diskouez d’ar c’hi. Meur a vourc’hiz a yoa en em roet da c’hoar zin ! peadra a yoa.

— Alo, Loulou ! kemer hema c’hoaz, an diveza eo avat. Mar neus da ober evit beza den a zoare nemet dibri kig da wener, te c’hell lavaret gant lorc’h ez out eur c’hristen eus an dibab !

An holl en dro-ma a zirollas da c’hoarzin. An daouarn a strakas en enor d’ar studier kalonek a ouïe ker brao-all distroi d’o ferc’hen ar vein o doa taolet en e liorz. Ar re zoken a yoa bet ar muia glazet a lavaras neuze :

— N’eus ket da lavaret, devet omp gantan !

Ar big laer


————


E Pariz ez oa eun orfebrer hag a golle bemdez eur braoig ben nak a dalvoudegez vras; ha setu hen o lakat en e benn ober eun enklask evit kaout al laer. Al laer-ze, war e veno, a ranke beza eus an ti, mevel pe blac’h. Da houma ez aje da genta. Dibab a eure eun dervez gouel, ha war êun digarez bennak e reas d’ar plac’h chom he-unan war-dro an ti. Lakeat en doa araok mont en hent eun toulladig mein a briz war an daol, hag e reas evel p’en dije ankounac’heat anezo. Meur a hini a yoa diank pa zizroas an aotrou d’ar gear. « Sklear eo brema, emezan, va flac’h eo al laer ! » Hag ez eas d’he zamall d’an archerien. Ne badas ket pell ar prosez : ar plac’h kez a oe barnet da veza dibennet… — Evit eun torfed ha n’he doa ket great !!!

Meur a vloavez goude, an orfebrer a welas eun deiz eur big, savet gantan hag a garie kalz, o kemeret eur walen aour gant he beg hag o vont ganti ac’hano d’eur wezen gleuz en em gave dem dost d’an ti. Mont a reas d’he heul, ha pebeus souezen a dapas pa welas eno an holl draou kaer ha pinvidik a yoa bet laeret d’ezan ! N’em eus ket ezom da lavaret pegen glac’haret e oe an orfebrer dirak an torfed en doa great o lakat barn d’ar maro eur grouadurez divlamm. Mennout a eure koll e benn. Eun toullad arc’hant a roas evit ma vije lavaret da viken eun oferen ar bloaz evit e blac’h kez.

Arabat barn re vuhan.


————


LAER AN IRVIN


————


Fanch en doa eur parkad mat a irvin, irvin kaer, me lavar d’eoc’h, ar seurt ne vez ket gwelet alies zoken wardro Kastel-Paol.

Bemdez, pa ’z ea Fanch d’ar park, e sante an diank eus e irvin, rouesaat a reant. Dont a reas d’ar gear eus ar park en eur skrabat e benn.

— « Mat, emezan, spontus eo gwelet petra reer d’am irvin. Ne dleer ket ober traou evel se ; red e vezo d’in teuler evez war va farkad irvin. »

En deiz-se, dioc’h an noz, da c’houde koan, ez eas d’ar park, eur fuzul gantan dindan e vreac’h.

Da hanter-noz pe wardro e teuas eun den er park gant eul linser wenn war e chouk, hag a lavare evel-hen :

Abaoue m’emaon er bed,
Biskoaz irvinen ’meus tanveet,
Nag e kris nag e poas ;
Ha fenoz na rin ket c’hoaz !

Fanch a yoa e korn ar park, e fuzul bantet gantan prest da skei, mes, va Doue ! ne oe ket evit ober, rak ker spontet e oe gant an den ze gwisket e gwenn, ma redas d’ar gear, e vleo savet evel nadoziou war e benn.

Lammet a reas en e wele dilhad hag-all hep kemeret amzer zoken da denna e voutou.

— « O va Doue ! Perrin, emezan, m’em eus gwelet eun den maro o tont da laerez irvin. Hennez a yoa gwenn ! Hennez a yoa gwenn ! ken gwenn hag an erc’h, hag e lavare c’hoaz n’ouzon ket petra, n’hen doa ket tanveet biskoaz an irvin ! M’em boa aon avat, ken am boa, ken, ken n’oan ket evit kerzet. Mat a ri mont varc’hoaz da welet an aotrou person, da lakaat eun oferen gant hon zud varo. »

— « O ya da ! eme Berrin, gwir a leverez ; mes, da c’hortoz, lavaromp eun De Profundis evit an Anaon kez ! »

E keit-se, al laer irvin er park a gendalc’he braoik hep diezamant da garga e linser da vont d’ar gear.

Pa’z eas Fanch d’ar park en deiz warlerc’h e kavas, n’eo ket souezus ! ez oa eat adarre eun tachad mat a irvin gant al laer.

— « Tanfoeltr, emezan, mont a rai va holl irvin gant al laer, hep ma chomfe hini ebet ganen ! Red e vezo d’in dont adarre ember, ha mar tapan al laer, e feiz, gwaz a vo evitan ! rak bez” en devo irvin mat ! »

Pa oe debret koan, Fanch a yeas d’ar park, evel en deiz a raok, gantan eur fuzul hag eur pez pikol baz teo teo, ken teo hag eur vaz yod.

— « Hola ! hizio avat me a roio koat d’al laër… Lez anezan, bez en devezo irvin war e benn, mar gallan e dapa ! »

Pa oa an hanter-noz sonet ec’h erruas unan er park, eur pez den bras, eur pikol tok gantan war e benn, kement ha tok eul lutun, eur garrigel gantan war bouez e zaou zourn, hag e lavare dre ma’z ea :

« Tapet e vezi ! tapet e vezi ! tapet e vezi ! »

« O va Doue ! eme Fanch, piou eo a vo tapet ?… Me marteze ! Ne vezin ket, rak me azo o vont d’ar gear ! Erru eo al lutun !… O va Doue ! diouallit ac’hanon ! Ez an da veza lazet ! » Hag hen d’ar gear d’ar red ken e stoke e dreid ouz fonz e vragou.

— « O Perrin gez, emezan, m’em eus gwelet eul lutun ha ne ehane da lavaret dre ma teue er park gant e garrigel : « Tapet e vezi ! tapet e vezi ! » Me grede oa Karrigel an Ankou ! Ha kentoc’h evit beza tapet gantan ez oun deuet buhan d’ar gear. Hirroc’h e talv d’in va buez eget an irvin-ze, n’eo ket gwir ? »

— « O eo, Fanch kez, eme Berrin ; deus d’az kwele ha serr mat an nor a ze. Lez pelloc’h da irvin, rak aon am ęus ne vez lazet da-unan o klask laza al laer ; hag an dra-ze a ve ar gwasa !… »

— « Mat sur e komzez, Perrin ! Mar chomfez intanvez gant hon fevar bugel, ne ve ket brao d’it, sklear eo ! »

— « Ya, Fanch, ar wirionez eo, muioc’h e talc’han d’it eget d’hon irvin ! ha penaos e rafen-me deus va douar mar na vijez ket aze evit hen labourat ? Hen dilezel a rafen evit mont gant va bugale da redek bro da glask an aluzen ! Ne vije ket eun dra gaer evidon. »

— « Sonjal a ran, eme Fanch… Me n’in mui da welet an irvin-ze ; ha goude ma’z afent holl gant ar foeltr, ne ran forz ! Evidon-me ne gollin ket va buez abalamour d’ezo ! »

— « Deus d’az kwele, Fanch kez, pa lavaran d’it ! Rak an irvin ze o deus great d’it koll da benn, ha da dammig skiant vat a golli ive zoken a-benn ar fin gant an traou daonet se, dampret ’vin !… Setu te evel eun dent sot pe eun den mezo ! » a lavaras Perrin, eun tammig trenket ar zouben ganti o welet he fried Fanch oc’h ober kement-se ar penn azen.

Fanch na lavare ger ebet pa groze Perrin, rak eun den aonik kenan oa, dioc’htu e rea ar pez a felle d’e wreg.

Mont a reas adarre d’ar park en deiz warlerc’h, kerkent ha m’oa savet, da welet e irvin.

Eat oa adarre eun toullad brao anezo gant al laer.

Dont a reas d’ar gear oc’h en em jala, o klemm.

— « Perrin gez, emezan, mont a rai va holl irvin gant al laer !… Heu !… Heu !… Na jomo hini anezo ganen, goude beza kemeret kement a boan ganto !… Heu !… Heu ! » Hag e tifronke, ken oa eun druez e glevet.

— « O va Doue ! va Doue ! na red eo beza kris evelato evit ober kement all d’eur paour kez !… »

« Va Doue ! Fanch kez ! ro peoc’h ! ro peoc’h ! a lavare Perrin ; mont a ran da di an archerien, hag abars nemeur e vezo tapet al laer, me zo sur ! »

— « Kea, Perrin, da gas kelou d’an archerien, rak evidon-me n’in ket da welet an irvin-ze, manestision gar d’in ! »

Mont a ra Perrin de glask an archerien.

— « Aotronez kez, emezi, deuit du-ma ember, mar plij, da welet piou a deu da laerez va irvin, rak eun dachennad kaer a irvin em boa, hag int eat an darn vuia anezo gant al laer. Fanch, va gwaz, a yea bemnoz d’ar park ; al laer avat n’hen deveze aon ebet razan hag a jache bepred war an irvin. Marteze e vefot evurusoc’h egetan. Deuit eta, Aotronez kez, mar gellit. »

— « Ya, ya, emezo, mont a raimp ember hep mank, rak ni a zo ama evit an dra-ze. Mar o divije aon al laeron eus an dud ne vije ket ezom archerien. »

— « Gwir eo, eme Berrin ; kenavo ember eta, ha trugare ! » Dont a reas an archerien da evesaat al laer. Mont a rejont d’ar park, hag wardro dek heur pe evel-se e tigouezas al laer, eur garrigel gantan hag a wigourre evel Karrig an Ankou, hag ar paotr a lavare dalc’hmat : « Sammet e vezi ! Sammet e vezi ! Sammet e vezi ! » Lavaret a rea ive :

Abaoue m’emaon er bed
Biskoaz irvinen n’am eus bet,
Nag e kriz nag e poaz,
Na fenoz n’am bo ket c’hoaz !

— « Petra lavar ? eme unan eus an archerien ; « Biskoaz irvinen nam eus bet ?… Eus peleac’h eta eo hema ? N’eo ket eus ar bed-ma ?… Daoust hag an Ankou e ve ? »

— « Va Doue, ya, me gredfe a-walc’h, enne egile, eo an Ankou ! Klev an trouz a ra e gar !… Deomp ac’halen a-raok ma vezimp sammet gantan, rak lavaret a ra ive : « Sammet e vezi !… Deomp ac’halen, va Doue benniget !… Evidon-me n’em eus tamm c’hoant ebet da veza sammet gantan c’hoaz !… »

Hag an daou archer ac’hano prim ha prim endra mac’h hope al laer uhelloc’h-uhella : « Sammet e vezi ! Sammet e vezi ! »

— « Ne glevez ket a nezan ? eme eun archer ; me c’houie walc’h oa tremen mall d’eomp tec’het kuit… Sammet e vi ?… Vefomp ket ! fidamdoustik. Me na ran forz da beleac’h ez ai an irvin ze. Mar n’hen deus ket bet a irvin betek-hen, evit fenoz en devo, mar kar ! »

Hag an daou archer a ziskarre bepred, hep ma ouiche Perrin oant eat eus ar park. N’oant ket eat da lavaret d’ezi e c’hellit kredi, mez o divije bet o tiskouez oant ken aonik.

E keit se an irvin a yea e karrigel al laer, karga c’helle brema hep aon ebet.

Fanch a yeas mintin mat d’ar park da welet ha kaout a raje eno an archerien. Siouaz ! eat oant kuit, hag an irvin ive.

— « Jezuz, va Doue, eme Fanch, laeret eo bet an irvin adarre. Pa lavaran d’it, Perrin baour, ne jomo hini ganeomp. Meus aon ez eont gant an archerien. Gwelet a rin ! »

Mont a reas droug er vaouez gez, hag e lavaras : « Ember, me a yelo va unan d’ar park, ha me ra forz pe veo, pe varo eo an hini a deu da laerez va irvin, ha mar gellan mont tost d’ezan, me a raio d’e ler paea.

Pa deuas an noz, Perrin a yeas d’ar park ar vaz yod ganti dindan he c’hazel.

Prestik goude ec’h erruas eun den er park eur zach war e chouk da zestum an irvin. N’en doa ket bet amzer avat da denna kalz irvin pa zilammas Perrin eus he c’hougn, he baz yod savet uhel ganti.

— « Da beleac’h, emezi, ez it hu gant an irvin ze ? Ho pezet ar vadelez, mar plij da lezel an traou-ze gant o ferc’hen, pe bremaik ho ler a zamanto ! »

Hag hi ha distaga gantan eur pez taol baz eus holl nerz he breac’h. Al laer a gemeras aon hag a zilammas ac’hano hep chom da c’houlen an heur, hep sellet zoken war e lerc’h, gant aon da veza anavezet.

Piou oa ? den n’her goar, ha den n’her gouezas morse. Al laer hep mar a yoa eat eus ar vro, gant aon ne vije gwelet war e benn roudou baz yod Perrin, ha na vije evel se lakeat etre daouarn an archerien.


Digant L. C.



————


Noz ar Pelgent en eun ti-soul


————


Na tenval oa er bloavez-se an noz venniget a zigas sonj d’eomp eus donedigez hor Zalver Jezuz ! An erc’h a goueze founnus hep ehana kalz abaoue ar mintin ; strakal a rea dindan treid ar goueriaded a yea d’ar Pelgent, prez bras warnezo. Bep eur mare koulskoude e teue al loar da zispaka he drem disliv, hag e c’helled neuze gwelet ar skourrou gwenn, skarnillet gant ar skourn, oc’h en em steki gant nerz an avel yud a c’houeze eus tu an hanter noz. Ha neuze an dremenidi a grede d’ezo klevet an droug-sperejou o vruzuna eskern an dud daonet, hag e reant sin ar groaz buhan ha buhan.

Dre-oll koulskoude ez oa levenez d’ar poent-se ; ne gleved nemet kanaouennou seder dre ar meaziou :

Kanomp hizio eun Nouel dudius,
Ha d’ar Werc’hez ha d’ar Mabig Jezuz :
Nouel ! Nouel ! kanomp kanomp holl, kristenien,
Nouel ! Nouel ! kanomp, kanomp laouen !

O kaera noz, o nos vez ar c’haera,
Zo bet biskoaz hag a ouffe beza !
Nouel ! Nouel ! meulomp holl, kristenien,
Nouel ! Nouel ! gwir Vab Doue great den !

Er gear, ar vugaligou a lamme en dro d’o zad ha do mamm, evel po divije c’hoant da blijout muioc’h d’ezo, ha da gaout evel se kaeroc’h kalanna en o bouteier lakeat evit kement-se e kougn an oaled. Eteo Nedeleg, eur mell pengoz dero, a zeve e pep tiegez, en enor d’ar Mabig Jezuz. Hogen, setu deuet ar poent d’en em lakaat en hent ; ar c’hleier en o c’haera bole a gane en uhelder ; o moueziou sklear a zeblante lavaret d’ar re n’oant ket loc’het c’hoaz : « En hent ! en hent ! Setu an heur zantel ! Nouel ! Nouel ! »

Brao oa klevet kleier ar parreziou tro-war-dro oc’h en em respont evel-se, egiz pa vije diskennet adarre war an douar arme elez an nenvou da gana gant o moueziou lirzin :

« Gloar da Zoue e bar an Nenvou ! »

O klevet hevelep kanaouen, ar c’halonou kristen a dride gant eul levenez dispar hag a domme eus tan eur garantez birvidikoc’h evit ar Bugel-Doue.

E-kichen al levenez-se ez eus ive koulskoude kalz tristidigez. Katell, gwreg an troc’her koat lazet er bloavez diaraok dindan pouez eun derven, Katell a yoa beuzet en eur mor a c’hlac’har, azezet war an oaled el leac’h ma teve ar sklosou diveza dastumet ganti er warem ; an avel yen a deue en ti plouz dre zindan an nor ha dre wask ar stalafen goat diskloz. Kouezet oa er vrasa dienez abaoue maro he gwaz hag edo he-unan gant eur paotrig c’hoec’h vloaz, klanvidik kenan, an dersien krog ennan dalc’hmat. Kousket oa brema war eun dournadig kolo, goloet hepken gant eur c’hoz tamm truilhou.

Ne vezo ket a wezen Nedeleg evitan, hag ar Mabig Jezus ne deuio ket dre ar siminal da zigas kalanna en e voutou, rak n’en deus mui hini ebet !… Ar vamm he deus taolet an diveza en tan, o veza m’oa toull.

Gwenneg ebet ken en ti, hag ar goanv a zo kalet evit an dud paour. Ne c’heller ket ken nebeut kaout labour pema an erc’h o c’holo an douar. Evel-se e sonje ar vamm gez, daoubleget dirak he zammig tan. Bep eur mare eur c’hlaouen bennak o tistrinka a roe da welet he drem disliv ha distronket. anat warni roudou an daelou hag an dienez.

Krinet holl gant an dersien, ar bugel a zo dihun hag a c’halv e vamm. An intanvez paour a zant ema he c’halon o vont diganti a dammou pa glev klemmou ar merzer bihan. D’ar poent-se eo e klev mouez ar c’hleier oc’h embann ar c’helou bras : « Mab Doue a zo en em c’hreat Den ! Et verbum caro factum est ! »

Klevet he deuz Katell peden an elez houarn karget da gas an nevezenti ; he c’halon a gristenez a zaoulamm en he c’hreiz. Gwelet a ra a-dreuz he glac’har ar Mabig Jezuz o c’henel paourik ive en eur marchosi e kreiz eur goanv kalet evel he hini. En em dreina a ra neuze betek gwele he mab, brevet ma’z eo gant ar glac’har hag an diouer a bep tra. Eno ez eas d’an daoulin dirak ar bugel a garie kement, hag a zeblante kousket, gourzigor e vuzellou glas gant ar riou.

Pedi a reas gant feiz bir vidik eur gristenez a zoubl dindan dourn Doue, mes ive gant fizians divrall eur vamm o c’houlen ma viro ar Mestr d’ezi he frouez karet.

Edo an tan o paouez mervel, ha n’oa mui tamm keuneud ebet da deuler ebarz.

En denvalijen yen ze koulskoude, peden an intanvez a zavas neat ha dic’hloar war-zu skabel an Hini a zigemeras gwechall gant kement a deneridigez diner an intanvez ma falvezas d’ezan e vije hano anezi en e levr a vuez.

N’he doa mui riou ; daoubleget oa war ar c’horf sklaset o selaou alanou he c’hrouadur ; klask a rea digas ennan eun tamm tomder gant ar c’houezen a deue eus he ginou pa denne he-unan he alan.

Mervel a rea he unan, siouaz ! gant an naon, rak ar goloen a yoa goullou… hag ar paotrig toc’hor a stourme ouz ar maro.

Dont a reas goulou-deiz, ker skedus ha ma c’hell beza eun dervez goanv a viz kerzu ; hag an heol en deiz-se a sklerijennas eun dra boanius kenan da welet… Eur vamm, seac’h he daoulagad ha mut he zeod, o luskellat korf maro he mab etre he diwreac’h gant aon ne deuje da zihuna… Kollet he doa he skiant vat !…

Ar Mabig Jezuz a yoa deuet da gerc’hat ene e vreur bihan epad an noz evit e gas d’an nenv da gana Nouel an elez.


————


Glaouer koad ar C’hranou


————


Ema deut ar goanv. Setu perak n’oa ket ouspen seiz heur hag e oa debret koan e Kerbrieg.

Edo an holl bodet wardro an oaled, rak n’oa ket re domm an amzer. Ar merc’hed, gant o c’hegellou hag o inkinou, a neze endra c’hellent, hag ar wazed a rea kestou.

— « Tad-koz, eme Eozenig, eur paotrig a eiz pe nao bloaz, distagit d’eomp eun tamm rimadel bennak. »

— « O ! eme an tad-koz, n’eo ket dao d’ar memes hini beza atao oc’h ober an dra-ze ; hag a hend-all, me zo re goz hag em bevez poan o chom dihun a-walc’h pa vezan o konta va-unan. Lavar da Ber an toer, p’ema aze, distaga unan d’it hizio, hennez a c’hoar, n’eo ket’ta, Per ? »

— « Neuze avat, Eozenig, eme Ber, e rankez kerc’hat d’in va zac’h rimadellou a zo war ar skaon e traon an ti. »

Hag ar paotr d’e gerc’hat, eur pez mat a lorc’h ennan. Pa oa deuet ar zac’h (eur zac’h da lakaat tachou da dei), Per a dennas anezan e gorp hag e vutum, a reas eur c’hornad hag a grogas en e rimadel :

« Gwechall, gwechall an hini en doa daoulagad n’oa ket dall. »

« Gwechall eta, e koad ar C’hranou, ez oa eur glaouaer ha ne gave paeron ebet war-dro ar gear da eur mab, an triwac’hved a oa ganet d’ezan. En derveziou-ze, Roue Bro-C’hall a deuas da chaseal da Goad ar C’hranou. Goude an dro chase, e c’hoarvezas gantan beza kollet dioc’h e dud, hag e oe brao gantan kaout ti eur glaouaer, evit e repui en noz.

— « Daoust, eme ar Roue, ha ne c’hellfec’h ket roi lojeiz d’in en ho ti ? N’eo ket brao hardis beza er meaz, rak klevet a reer du ze ar bleizi o yudal. »

— « Deuit en ti, eme ar glaouaer, ha Doue r’ho pennigo ! Me n’oun dare ha c’houi ho pezo eum digemer kaer avat. »

O tibluska avalou douar a-benn koan edod. Ar Roue a zebras mat. Pell a yoa n’en doa debret kouls pred ebet evel ma reas eno ar partatez poazet en dour ha soubet en eur banne leaz, Goude-ze e oe lavaret eur pennad pater hag ar Roue a yeas da c’hourvez war eur guchen golo. Neuze ar c’hwreg en em lakeas da vailhuri he c’hrouadur bihan, a yoa skrivet dindan e vreac’h e lizerennou aour ne vije den evitan de driwac’h vloaz.

— « Ya, eme ar glaouaer, setu aze eur c’hrouadurig ha n’eo ket badezet c’hoaz, ne gavomp ket dalc’herien. »

— « O mat, eme ar Roue, varc’hoaz neuze e vezo badezet. Er maner aze ez eus eun demezel ; livirit d’ezi dont, me va unan a baeo an dispignou. »

Antronoz vintin, ar glaouaer a loc’has abret eus e wele, ha d’ar maner a benn-kar.

— « Petra zo nevez ? » eme an demezel.

— « Petra ? eme ar glaouaer : eun aotrou bras a zo bet em zi o loja hag a fell d’ezan beza paeron d’am mab. Lavaret en deus d’in dont d’ho pedi da zont da veza maeronez ; arabat eo d’eoc’h kaout aon rak an dispign, rak hen a baeo pep tra. » .

— « O ! eme an demezel, mont a rin, ha paea rin va lod zoken. Bremaik ez an dioc’htu. »

Mall he doa ober anaoudegez gant an aotrou bras.

P’en em gavas ar glaouaer er gear en distro eus ar maner, ar Roue a lavaras d’ezan :

— « Mat, selaou ; brema ez i da bedi an holl dud diwardro da zont ember ama da goania. »

Da c’houde lein e oe great ar vadiziant. Eur vadiziant a stok oa hounnez, ar seurt ne vez ket gwelet kalz en Hanveg. Ar paotr a oe han vet Alexandr. Dioc’h an noz an dud a deuas da fest ar vadiziant d’ar c’hoad. Evelato, lod anezo o doa debret o c’hoan a-raok hag, e feac’h, bet o doa keuz goude-ze, rak ez oa bet eur goan n’oa ket fall suna ar mourrennou goude he dibri.

Bez’ ez oa ive

Gwin gwenn, gwin kanari
A lak’ ar merc’hed da c’hoari

Ha goude ze, larideou ha jabadaoiou n’eus fors pegement. Ar Roue, a raok mont kuit a roas d’an tad eur yalc’had aour.

— « Ha brema avat, emezan, e taoloc’h evez mat ouz va filhor. Kasit anezan d’ar skol pa lavaro e vaeronez, ha d’e c’houezek vloaz e tigasot anezan da Bariz. Me eo Roue Bro-C’hall, ha setu eur walen a root d’ezan da zont hag a rai d’in hen anaout. »

C’houezek vloaz eo ar mab,

Goude beza bet er skol en Hanveg hag e Montroulez, eo mall d’ezan mont brema da Bariz abalamour d’ezan da zeski dioc’h an armou.

E dad a lavaras d’ezan petra en doa da ober, hag a roas d’ezan ar walen aour.

Mat ! eme Alexandr, deomp,
Kasomp Doue ganeomp,
Lezomp an diaoul war an hent
Da derri mein gant e zent.

Dre vale ha bale e reas hent hep dale ; pa ne gouezer ket n’eus tamm dale o sevel, ha pa gouezer, e kouezer war ar reor an unan ha ne reer droug da zen-all ebet.

Digouezout a eure gant Alexandr, eur paotr-all, al laer bras Kongar.

— « Da beleac’h ez it evel-se a diz ? eme Gongar.

— « D’eul leac’h, eme Alexandr, n’oun bet ennan biskoaz, ha n’ouzoun hent ebet da vont d’ezan… Da welet va faeron ez ani emezan c’hoaz, a zo Roue e Pariz, ha setu ama ar walen a ra, d’ezan va anaout. »

— « Mat, eme Gongar, dao eo d’eomp neuze ober hent a-unan »

— « N’hoc’h eus ket sec’hed ? » eme Alexandr.

— « Feac’h, eme Gongar, ne rafe droug ebet kaout eur banne. »

— « Mat, eme Alexandr, setu ama eur punz. »

— « Diskennit ebars, eme al laer bras, me roi an dourn d’eoc’h da zevel er meaz. »

Alexandr ne wele ket e lakae egile ludu da c’holo e dan, ha geriou flour da guzat e fallagriez. Re yaouank oa evit gouzout e c’helle beza kement-se a yudazerez e kalon eun den ; hag e tiskennas dinec’h er punz.

Kerkent avat e savas eur c’hoari-all.

— « Brema, eme Gongar, ro d’in da walen. Ken na pezo he roet e chomi aze. »

Alexandr a oe souezet a walc’h o klevet kement-se ; evel e wele ne c’hellje biken savetei e vuez hag e walen, e kavas gwell roi houma, evit gellout sevel eus an toull ez oa bac’het (prizoniet) ennan.

Prestik goude e tigouezent o daou e Pariz, ha Kongar, na petra ’ta, a yeas da lez ar Roue, hag eno e oe digemeret brao ha great goueliou kaer en e enor.

Epad an amzer-ze, Alexandr — (greomp Per anezan hiviziken, rak oc’h en em gaout e Pariz Alexandr a jenchas hano) — a yoa paotr marchosi en eun hostaleri. Eur mevel eo eus ar re wella, gouzout a ra an tu da vaga ha da gempenn ar c’hezeg, e seurt ne c’hoar den ; hag ar vrud anezan a yea e pep leac’h.

Brud vat Per a yeas zoken betek ar Roue, hag e oe lavaret dezan ne c’hellje kaout e nep leac’h den da c’houzout entent kouls ouz e gezeg evel ma c’houie Per.

Hag ar Roue, mar gouie avat, da c’houlen Per.

— « O ! eme e vestr, d’eoc’h-hu, aotrou Roue, her roin ; mes n’her rofen da zen-all ebet. »

— « Mat, eme ar Roue da Ber, deus ganen me ! Paeet gwelloc’h e vezi. »

— « Ya, mes, eme Ber, me en em gav mat ama, ha n’eo ket bet ar c’hiz ganen da jench mestr pa blijan dezan. »

— « O ! eme e vestr, kea, p’eo gwir e fell d’ar Roue kaout ac’hanout. »

— « Mat, eme Ber, war ho ker e zin. »

Hag ez eas.

A laer bras Kongar n’ez oa ket nemeur a fouge ennan o welet Per o tont da vevel da di ar Roue. An dra-ze ne vire ket ouz Per da veza meulet hag anavezet gant an holl evel eur mevel dispar.

E keit-se, ar Roue a gouezas gwall glanv, ha medisin ebet ne aneveze e glenved. Evelato, eun deiz e teuas eur medisin dianveziad hag a lavaras :

— « Hennez a ranker frotta e zaoulagad gant lore ar vuez, hag hounnez a zo en unan eus seiz rouantelez ar gozed. »

Neuze e savas meneg da vont da glask al loren vurzudus. Piou a yelo ? Ha den ne gaved.

Eun dervez e weled skrivet gant Per war doriou ar marchosi, e rus hag e gwenn : « Mont a ran da gerc’hat loren ar vuez, ha mar teuan kuit, va faeron a lakaio Kongar da zibri piz. »

Per, war ar gwella loan eus ar marchosi, a droc’he hent. Pa zigouezas ar pardaez, edo en eur c’hoad ha

« Ne gave na ti nag oz
« Na gwele da gousket en noz. »

E pep tu e kleve al loened gouez o vlejal. « Mat, eme Ber, n’eo ket a-walc’h d’in chom ama, red eo d’in monte begeur wezen da welet ha n’eus ti ebet a-dost. »

Pa bignas e welas ez oa demdost d’ezan eur maner sklerijennet. Neuze e tiskennas hag ez eas d’ar red etrezek an ti e wele goulou ennan. Pa zigouezas gant an ti, e kavas eur mell dor vras gant eur morzol a bemp kant lur warni, hag hen skoi tri daol. Kerkent e teuas eur vatez da zigeri.

Pa welas ar vatez piou oa, e lavaras :

— « It buhan gant hoc’h hent, rak ama ez eus o chom eur rounfl, a zo eat da vro ar gristenien da gerc’hat tud da zibri, ha mar chomit ama e viot lonket gantan. »

— « Daonet, eme Ber, mar choman er meaz e vezin debret ive ; gwell eo ganen enebi ouz eur rounfl eget ouz eul leon. »

Hag hen en ti.

Neuze, hi a lavaras d’ezan penaos oa bet laeret gant ar rounfl (ogre), hag oa merc’h da Roue ar Spagn.

Eur mell pod bras a yoa er gegin, tan dindannan ken e rusie ar siminal.

— « Petra rez eus ar fourn-ze ? » eme Ber.

— « Poazat a ran, emezi, pevarzek den d’ar rounfl… Selaou !… me gav d’in ema o tont ; gwell eo d’it mont da guzat ! »

— « O ! n’ez in ket ! »

Kerkent, boum ! boum ! boum !… hag ar c’horfeg bras en ti.

— « C’houez kristen a glevan !… M’hen debro, mar her c’havan ! »

— « Ya, ya, me zo deuet ama eus perz Roue Bro-C’hall, evit ho saludi ! »

— « A ! ya ?… mat eo neuze… Ro d’ezan e goan da c’hedal. »

Goude-ze Per a oe kaset d’e gambr ; hag evit dont anezi oa red treuzi hini ar rounfl teo.

Kerkent ha m’oa eat hema en e wele ec’h en em roas da roc’had.

— « Asa, eme Ber, ne c’hellin ket kousket gant an ifern-ma ? Bremaik e vezo red d’in gwelet d’ezan ! »

Hag hen kregi en e gleze, ha gant eun taol e tigor an nor war gambr ar rounfl.

An nor o tigori a zihun hema :

— « A ! prenvig douar, petra rez aze ? »

— « Kouezet oun eus va gwele oc’h huvreal ! »

— « Mat, arabat eo d’it huvreal ken, prenvig douar ! »

Ar rounfl en em roas da gousket adarre, ha ne oe ket pell, da roc’had.

Neuze Per a zavas adarre ; ha gant eun taol penn e taolas an nor dreist gwele ar rounfl.

Hema a loc’h buhan eus ar gwele edo ennan en e zeiz pleg, da glask ar prenvig douar. Per, gant e gleze, a faoutas e gov d’ar c’horfeg, hag a redas buhan eus ar gambr, en aon ne vije beuzet er gwad a deue eus an aneval.

Pa zigouezas an den yaouank en traon oa strafuilhet oll ar watez o welet ar gwad o redet ken teo gant an derezou.

— « Petra zo digouezet ? » emezi ?

— « Lazet ar rounfl ! »

— « Mil bennoz d’an aotrou Doue, ha d’eoc’h ive, den a galon ! » Goude eur pennad Per a lavaras :

— « N’eo ket a-walc’h ; red eo kas al louz ac’halese. »

Hag i ha pignat o daou gant ar goulou.

Ar c’horfeg bras a oe stlapet er meaz d’an anevaled gouez da zibri ; ha goude-ze Per hag ar vatez a yeas da ober bep a gousk, gounezet mat gant an eil hag egile.

Antronoz, Per a lavaras adarre :

« N’eo ket a-walc’h c’hoaz: da rouantelez ar gozed e rankan mont da gerc’hat loren ar vuez ; ha gwasa zo, hentebet na c’houzon. »

— « Bezit dinec’h ! eme neuze ar vatez ; aze ez eus prizonierien deuet deac’h gant ar rounfl koz, hag a zo eus ar vro-ze. Rak ar seiz rouantelez o devoa an droug-kinnig da baea d’ezan.

— « Mat eo neuze avat, eme Ber. Ar re-ze, en eur zistrei d’ar gear, a ziskouezo d’in an hent. »

Pa ’z eas Per da zigeri war ar brizonierien, deuet en derc’hent gant ar rounfl, ha da lavaret d’ezo ar pez a yoa c’hoarvezet, ar re ma ne c’houient dare e peleac’h lammet kement a fouge a yoa enno.

Neuze ez eas ganto en hent.

Pa en em gavchont e kear-benn genta rouantelez ar gozed, ez ejont war eün da gaout ar Roue, hag ar re oa bet saveteet o buez d’ezo gant Per a lavaras d’ar Roue kement a fouge a yoa enno.

Neuze ez eas ganto en hent.

Pa en em gavchont e kear-benn genta rouantelez ar gozed, ez ejont war eün da gaout ar Roue, hag ar re oa bet saveteet o buez d’ezo gant Per a lavaras d’ar Roue kement a yoa c’hoarvezet.

— « Enor d’eoc’h, den yaouank, eme ar Roue ; d’eoc’h-hu hiviziken e paeimp an droug-kinnig. »

— « Tra ! Tra ! eme Ber, na kinnig, na tud. Me zo deuet da gerc’hat loren ar vuez. »

— « N’ema ket em rouantelez, eme ar Roue. Mes me roio d’eoc’h eul lizer, hag e viot henchet eus an eil rouantelez d’eben. »

Hag evel-se, Per en em gavas mat evelato da goueza.

— « Ya ! eme Roue ar rouantelez edo enni loren ar vuez, ama ema ; dies kenan eo da gaout avat. Hounnez a zo ugent leo e douar an diaoul, ha n’eus ne met eun heur evit ober an dro. E kreiz eur vali ledan ema ar wezen lorvez : n’eus nemet eun delien outi. Red eo pignat er wezen diwar al loan, hag arabat steki en douar e giz ebet, pé emaer pulluc’het !… Da hantez-noz e tigor ar porrastel war ar vali, da eun heur e serr ; ha kerkent ema an tan e pep leac’h. Mar gellit ober ho taol, e viot ar c’henta da veza bet loren ar vuez. Eun dremedal am eus ama, eul loanig skanv : marteze gantan e teuot a benn ! »

Ha Per avat roi kerc’h a-zoare d’an dremedal.

Da hanter-noz nemet pemp edo e-kichen ar porrastel, ha kerkent hag an taol a hanter-noz edo er vali evel eul luc’heden.

N’eo ket bet eun hanter-heur o tigouezout gant ar wezen ; e pign enni evel eur c’haz-koat e tisken war e zremedal, loren burzudus ar vuez gantan.

P’edo dres o vont er meaz eus ar vali edo an tan er pevar c’horn eus bro an diaoul ; ar paour kez dremedal a oe zoken suilhet eun tamm e lost ; hogen, an dra-ze ne viras ket outan da gerzet, ha pemp munut goude edo Per en em gavet er gear-benn.

C’hoant a oe d’e zerc’hel eno, mes mall en doa da zizrei : mont a eure da welet matez ar rounfl, hag eno e chomas eiz dervez da ziskouiza.

— « Mall eo d’in, eme Ber, mont da gaout va faeron, en aon c’hoaz ne ve maro pa zigouesfen ; mes a-benn teir zizun me denio en dro, pe a zigazo kelou d’it da zont da Bariz. »

— « Ya, eme ar plac’h yaouank, te zo gouest da zimezi gant merc’h roue Pariz ! »

— « O ! ne rin ket, rak n’en deus merc’h ebet. Bez dinec’h, me vezo Roue e Pariz eun deiz a deuio, ha ne ankounac’hain ket ac’hanout ! »

Ha Per kuit.

Ar plac’h yaouank, merc’h roue ar Spagn, a lenvas eur pennad, o welet he zaveteer, deuet da veza he mignon, o vont kuit. Evelato, o sonjal edo tost an taol d’ezi da veza peur-ziboaniet e laouennaas.

Lezomp-i, ha gwelomp Per oc’h en em gaout e Pariz.

Pa zigouezas Per e Pariz, e welas oa trist maro an dud : toc’hor bras oa ar Roue. Hag hen d’al lez, ha goulen mont e kambr an den klanv : « O ! ne yeloc’h ket, re doc’hor eo ! »

— « Me eo ar medisin a bareo ar Roue ! »

Neuze e oe lezet da bignat. Dek derez a bak bep kammed, kement a vall en deus.

P’eo digouezet er gambr, e ra tec’het ar vedisined-all a yoa eno ; hag hen frotta loren ar vuez ouz daoulagad hanter varo an den klanv ; ha goude beza lakeat adarre al loren en e vruched ez a kuit d’ar marchosi.

Dioc’htu an dud a yoa e kambr ar Roue a wel hema o tivorfila a-nebeudou.

— « Eur gwall gousk am eus great, » eme ar Roue. »

— « Ya, eme ar re a yoa war e dro, pevar bloaz ’zo oc’h kousket. »

— « Ha penaos oun pareet ? »

— « Sell ! va faeron, — eme Gongar, diredet buhan da gichen ar Roue p’hen doa klevet ar pez a c’hoarveze, — hag ez oc’h pare evelato ! »

— « Ya, va filhor, mes piou en deus pareet ac’hanon ? »

— « Piou en deus pareet ? eme al laer bras : an dra-ze zo dies da c’houzout. Piou c’hoar ? ama e vez kement a vedisined, lakeat am eus digas eus pep bro ! »

— « O ! a lavaras unan bennak, ho paotr marchosi eo en deus ho pareet gant loren ar vuez. »

Raktal ar roue a ziskennas eus e gambr :

— « Galvit Per d’am c’haout, » emezan.

Hag e vriatas e vevel.

— « Brema e vezo an hanter eus va rouantelez d’it, hag an hanter-all d’am filhor. »

— « Mat, neuze e vezo d’in a-bez, eme Ber, rak me eo ho filhor, me eo Alexandr ; hag an hini ho peus kemeret betek-hen evit ho filhor eo al laer bras Kongar, hen deus lammet diganen va gwalen p’edon o tont eus Breiz da Bariz. »

— « Ha gwir e ve ? eme ar Roue. Tenn da zae ha diskouez da vreac’h d’in ! »

Pa zizoloas Per e vreac’h, ar Roue a welas warni al lizeren nou aour !…

Kongar, o welet pe seurt kuden a oa c’hoarvezet, a oa eat da guzat dillo, ha da glask tec’het, trumma ma c’hellje. An archerien a oe kaset d’e glask. Pa gavchont anezan : « Malloz d’eoc’h, eme Gongar, mar lakait ho krabanou war filhor ar Roue ! »

— « War filhor ar Roue ? ya, evel ma’z omp-ni. Deus atao, bremaik e vezo diskouezet d’it penaos e vez kempennet filhor ar Roue ! »

Neuze ar Roue a roas urz da zifframma korf ar yudas Kongar etre pevar marc’h follet. N’oa ket bet pell an abaden, amzer a-walc’h da lavaret e « in manus » e daou pe dri c’her.

Evel-se, an nep a ra an drouga vez reustlet abalamour d’ezan, pe er bed-ma, pe er bed-all, peurliesa en daou leac’h.

Goude beza laket ober da Gongar evel m’hen doa gounezet, ar Roue a lavaras d’e filhor :

— « Brema, Alexandr, kurunen Bro-C’hall az pezo ; me a zo koz, dioc’htu e vezi kurunet. »

« Ha n’eo ket ’ta, emezan da dud e lez, e vezot laouen o welet lakaat ar gurunen war benn va filhor Alexandr : great en deus leun a oberou galloudus ? »

– Ya, ya, bevet ar Roue Alexandr ! »

— « Mat, eme ar Roue yaouank, eun dra c’houlennan diganeoc’h, va faeron. Goulen a ran m’am lezot da zimezi gant eur plac’hig a-zoare, merc’h da Roue ar Spagn, am eus tennet eus tre skilfou eur rounfl.

— « Gra evel a giri, va filhor ! »

Dem goude, pevar c’hant den armet a yea da gerc’hat ar plac’h yaouank. Alexandr a yeas eur pennad mat dioc’h Pariz d’he diambrougi, ha neuze kear Bariz a reas d’ezo eun digemer eus ar re gaera.

Trumma ma oe gellet goude-ze e oe great an eured.

Ar glaouaer, an demezel, ha zoken holl voutouerien Koad ar C’hranou, a oe en eured.

Me a yoa bet ive enni, ha gwisket kaer ez oan : eun tok aman, eur zae grampoez gant boutonou spezard, eur bragez paper-stoup, hag eur boutou gwer.

Ar friko a badas pell hag hir ; mes me a deuas kuit a-raok m’oa echu. Heol a yoa kement ma n’oan ket deuet pell dioc’h Pariz oa kouezet ha teuzet va zok aman. Va zae grampoez a oe amanennet ker brao gant va zok, ma rankis debri anezi. Va boutonou spezard evelato a espernis hag a lakis em godel. Ne jomchent ket pell eno, rak ar c’hrampoez a yoa sallet eun tammig gant va zok aman, hag a zigasas sec’hed d’in : debri a ris va boutonou.

Ken tom oa bet an amzer ma tirollas eur barr arne spontus ; glao a reas kement, ma welis prestik va bragez paper-stoup o tispega, o tistamma hag o koueza diouzin. Siouaz d’in ! ne jome tamm dilhad ebet ken war va zro, hag e ranken mont a-dreuz.

En eur dreuzi eur valaneg, nevez troc’het ar balan enni, e torris va boutou gwer.

Dem goude, e tigouezas ganen eur vaouez goz, eun dant hep ken d’ezi, mes keit ha va breac’h oa.

— « Petra rez aze, louz ac’hanout ? » eme ar c’hrac’h goz.

Hag i kregi e va bleo, ha foulti ac’hanon e kreiz etre tuchen sant Kadou ha tuchen sant Mikeal. Ha keit ha moan bet o kerc’hat eur gifchen da denna va fenn eus a dre an diou duchen-ze, ez oa bet eul laouenanig oc’h ober e neiz e va ginou, hag abaoue oun chomet ginaouek.


————


Troiou kamm great gant al Louarn d’ar Bleiz


————


Ar bleiz a oe paket eun dervez a oe en eur griped, ha kaer en doa ne c’helle ket kaout an tu da vont kuit.

Eun ejen en em gavas da dremen dre eno.

« Tenn ac’hanon ac’halen, eme ar bleiz gant eur vouez truezus, tenn ac’hanon. Me eo roue ar bleizi ha ma rez d’in ar vad a c’houlennan diganez, e virin ouz kement bleiz a zo d’ober droug d’an ejenned. »

An ejen, ne zonje nemet er vad a c’helle ober, a vann kuit gant e gerniel ar gavell a yoa o c’holo ar bleiz ; hag evel-se hema a c’hell lampat er meaz eus e doull.

Mes ar bleiz a yoa du gant an naon, hag a zavas c’hoant gantan da laza an ejen.

— « Hola ! avat, eme hema, deomp da gaout eur barner ; ne yelo ket an traou evel-se ! »

Hag i en hent, ha digouezout ganto Alanig al louarn.

« Ata, eme Alanig, da beleac’h ez it evel-se ho taou ? »

— « Ha ! eme an ejen, eun tamm trouz a zo savet etre-zomp. Ar bleiz ama a yoa en eur griped, m’em beus tennet ar gavell kuit ha roet tro d’ezan da zont er meaz ; ha goude ar vad-se, e fell d’ezan va laza. Petra zonjit war an dra-ze ? »

— « Ne c’hellan ket, eme Alanig, roi eur varnedigez ama, red eo d’in mont war al leac’h, abalamour d’in da anaout gwelloc’h penaos eo tremenet ar stal etre-zoc’h. »

Mont a rejont eta war o c’hiz.

Bleiz ha louarn biskoaz n’o deus gellet en em ober kaer hardis

Pa zigoueschot war al leac’h, Alanig a lavaras d’ar bleiz :

« Disken adarre en toull, ma vezo gwelet ! »

Ar bleiz glapezen en em lakaas adarre dindan ar gavell.

— « Brema ’vat, ejen, e c’houzout petra ez peus da ober : lezel hennez aze ! Me ya da bignat war siminal an ti zo du-hont, da c’hervel an dud da zont da ober e stal d’ar bleiz. Alanig, pignet war an ti, a youc’he :

« Aze ema ar bleiz er griped, it buhan d’hen laza. »

An dud a yeas gant o ferc’hjer houarn. Ar bleiz ne oe ket lazet, mes brevet e oe e gorf ha broustet e ziwesker outan. Brao d’ezan c’hoaz pa en devoa gellet miret e dammig buez goude beza bet ken tost d’ar maro.

Eur pennad mat goude, ar bleiz — bet meur a zervez hep mont kalz eus e lojeiz, — en em gavas gant al louarn, a zouge diou pe deir yar en e c’hinou.

— « Ro d’in lod da vihana, eme ’r bleiz : pell ’zo n’em eus bet tamm ! »

Unan a oe roet d’ezan.

— « Brema, mar peus c’hoant da gaout muioc’h, deus ganen-me ember, hag ez aimp hon daou da welet eur glud bennak. »

— « Mont a-walc’h a rin ! » eme ar bleiz.

Hag i dao o daou dioc’h an nor.

Alanig a yeas er glud da genta, hag a zigasas gantan ar pez a c’helle. Ar bleiz d’e dro a ziskennas, termi a rankas evit hen ober evelato, rak an toull a yoa moanik. Kerkent ha ma’z eas war ar glud, houma a dorras, hag ar paour kez bleiz a gouezas e kraou ar pen-moc’h lard a yoa dindan.

Alanig, pa glevas an trouz, a bignas en eur c’hoarzin gwalc’h e galon, war siminal an ti.

— « Aze, emezan, ema ar bleiz o laza ar pen-moc’h lard. »

Buhan ha buhan ez ejod da welet. Ar bleiz ne oe ket lazet, mes eur roustad bazadou en devoa bet ken e save ar moged dioutan.

Dem goude, al louarn, ha n’en doa bet tamm ebet pell a yoa, a welas o tont gant an hent daou zen gant eur c’harrad pesked.

Ne oe ket pell oc’h ober e zonj.

Gourvez a eure war lez an hent bras, en eur ober ar maro bihan.

Unan eus ar varc’hadourien pesked her gwelas. Kaout a rea d’ezan oa maro, hag her bannas war ar c’harrad pesked.

« Bremaik, emezan, da c’hedal ma tigoro dor gear, em bezo amzer da gignat anezan. »

Al louarn, hen, kerkent ha ma oa bannet eno, a oa eur paotr anezan, sellet a rea a bep tu, ha pa wele ne veze den o sellet outan, e stlape eur pesk d’an douar.

Pa gavas d’ezan beza bannet evel-se eur guchen vrao, e tiskennas d’an douar da zastum e damm boued.

Ar bleiz, na petra ’ta, a zigouezas gantan adarre ha batet oll e oe o welet Alanig o kaout kement-all a besked, daoust ma ’z edod e-kreiz ar goanv.

— « Setu aze eur pez kaer avat, eme Alanig. Deus ganen-me ember, me ziskouezo d’it penaos e vez paket, hag ez pezo kement all. »

Dioc’h an noz, ar bleiz a yeas gant al louarn. Ha setu i etrezek al lenn dosta. An amzer a yoa digatar kaer, al loar a bare, hag an dour a skourne.

— « Brema, eme Alanig, laka aze da lost en dour, hag ar pesked a deui da gregi ennan. Evel-se n’eo ket diez paka toulladou pesked. »

Ar bleiz a zentas. Ne oe ket pell e teuas da skouiza, hag e reas eur jachaden.

— « O ! o ! eme Alanig, n’eo ket poent c’hoaz, n’eus ket a walc’h a besked ouz da lost. »

— « O ! evelato, eme ar bleiz, pounnerik eo, meur a hini a dle beza outan ! »

Pa gavas gant al louarn ez oa kaledet a-walc’h ar skourn, e lavaras :

— « Brema e tlefez kaout traou krenv d’it d’az pred. Pa giri e teui ac’halen. »

Ar bleiz a jachas. Siouaz ! koll a eure e lost, ha toui a reas, en e gounnar, e lazche al louarn kenta ma c’hellje.


(An diou ziveza-ma digant J.-M. P.)


————


Yann-Mari Kerdrazen
pe ar Breton deuet da veza Parizian


————


D’al lun 23 a viz mae 1892, Yann-Mari Kerdrazen a zihunas divezatoc’h eget kustum. Karget en doa en derc’hent ugent karrad douar evit uhellaat Enezen al Logod, hag, e feac’h, daoust m’oar turier douar eus an tad d’ar mab, an dud a zo tud, hag o diwreac’h n’int ket great gant dir.

Abalamour da ze eo e tihune evit ar wech genta gant an heol, Yann-Mari Kerdrazen, ganet e Pontorson, wardro daout-ugent vloaz a yoa.

« Pemp heur hanter ! » emezan, nec’het bras o sellet oc’h an heurier a yea eus an tad d’ar mab e tiegez ar C’herdrazenned abaoue m’oa kavet an doare da gonta an heuriou.

« Al lun a zo hizio, ar wech genta eo d’in d’hén ober ! »

Hag o veza sonjet evel-se e savas goustadik, oc’h ober eur zell war ar c’halatrez.

Dont a rea an heol warnan oc’h e c’holo eus ar sklerder c’hoek-se a zeblant beza mousc’hoarz an deiz o sevel ; al laboused, nevez digoret ganto o daoulagad, a richane e-touez an deliou o lintra gant gliz an noz ; ha setu Yann-Mari o lakaat e spered da zonjal.

Hag e petra e c’hell sonjal eur micherour ? nemet en e zerveziou labour, ken henvel, ken disliv, a gouez a hini da hini er vuez peurbadus, hep ma chomfe netra war an tal, hag eur gwenneg bennak er yalc’h. O ! nan da ! hag ouspenn-ze, Yann-Mari a ankounac’hae anaoudeien an dachen labour, ar c’hamaraded, mignoned eun dervez, evit sonjal er re en doa lezet du-ze, e re goz, a gouske sioulik war ar meaz, e gwered ar barrez, dindan ar raden seac’h leun a c’houez vat, el leac’h ma teu ar gwenan da voudal ; gwelet a rea adarre an dervez kaer ma timezas d’eur goueriadez, eveltan eus Breiz-Izel, hag he doa aon bras rak Pariz. An aotrou Person. dreist-oll, ne felle ket d’ezan ez aje di ; ya, mes ar veleien a wel re stris, gouzout mat a reer kement-se ; klevet freas en doa penaos edo an traou e Pariz, n’en doa ket ezom eta eus aliou ar veleien.

Ha brema, n’anaveze beleg ebet : evit gwir, bez ez oa du-ze eun ilizig, er penn pella, tostik d’ar ster vras (ar Seine) ; he gwelet en doa eun dervez, o vont da heul e wreg sammet gant eur c’hlenved peultrin. Hogen, ker pell edo, ma na fellas ket d’ezan kas e verc’h di evit ar c’hatekismou, ha, dre va c’horn tounm ! n’oa ket nebeutoc’h koant evit an dra ze !

Ar baotrez kez, hi avat, a gave dies chom hep ober he fask kenta ; hogen, prena reas ar skiant hervez ar peza wele dalc’hmat dirak he daoulagad, hag abaoue meur a viz ne lavare mui ger war gement-se.

An dra-ma n’oa ket eun taol kaer a berz an tad ; ar re goz ne vijent ket laouen o klevet e zoareou.

Hogen, e peleac’h edo ar re goz-se ?… Ha neuze, hep gou zout na penaos na perak, Yann-Mari a zavas e benn : a zioutan ez oa eur prenestr hep ridoj. Ar Breizad a jomas pell da zellet. Glas kaer oa an nenvou, hag ar stered en tu enep d’an heol a varve goustadik Klevet a reas eur c’hloc’h er pellder o skeitaoliou an Angelus ; ar micherour a zelaouas anezan gant evez, evel pa viche hini e vro, e barrez eus Breiz-Izel, hag e santas e galon o lammat d’e c’houzoug.

« Diotachou ! » emezan ; hag hen da beur-wiska e zilhad.

« Nanna !… Nanna !… » Pa na responte den d’ezan, Yann a zigoras dor ar gegin, el leac’h ma kouske ar baotrez vihan. Pep tra a yoa en urz, hag ar gwele aozet mat. Gwelet a eure zoken e bred d’ezan oc’h e c’hortoz, ar pez hen lakeas da zonjal edo c’hoaz war yun.

« Eat eo d’ober eur gefridi, red eo ma ve ! » a lavaras-hen, hag o veza ma teue da inoui, e kemeras eun tamm bara, e lakeas eur skolpad fourmaj warnan, ha d’an traon.

An dud, d’ar poent-se, a yea hag a deue war dachen an Dispac’h ; kirri pounner an ijinerezou a yea ebiou da girri ar bilhaouerien vras ; ar varc’hadourien, war gorf o roched c’hoaz, a zigore o staliou ; ar werzerezed leaz a lede o fodouigou tougn e-harz ar gwez ; bandennadou devezourien a dremene oc’h heja o diwreac’h, eur podig leun a rata pe a zouben ganto a-benn meren ; diskouez a reant eur plac’hig yaouank gwisket oll e gwenn hag a dreuze an hent. « Hizio ema Pask ar vugale, » eme unan.

— « Ar baotrez koant ne vezo ket divezat, » a lavar unan-all. Mat e ra ! ar c’haera dervez eo eus ar vuez, ha n’oufe ket beza re hir ! »

Yann-Mari a yoa azezet ouz eun daol, dirak eun tamm hostaliri, oc’h eva eazen fresk ar beure, Klevet mat a reas ar c’homzou-ma. Dizale e welas o tremen diou baotrez-all gwisket i ve e gwenn ha koantik koant dindan o gouel mouselin, al levenez, ar glanded, ar zantelez o para wer o dremmou ; dont a reas kalz reou-all warlerc’h. Yann avat n’hellas ket kas eus e benn ar zonj eus ar Pask kenta.

« Nanna, kredabl, a vije bet laouen hizio gant eur wiskamant evel-se !… Bah ! m’he c’haso da Zant-Ouen, d’an Tri-bez-kanol », evit n’he devezo ket re a boan spered ; eno e kavo friko ar pez a garo ».

— « Sell ! Kerdrazen !… a hopas en eun taol daou vicherour gant o dilhad sul, o tont davetan. Asa, paotr paour, n’ec’h eus ket da zilhad kempenn ? Dre va feiz ! poent eo d’it finval, ha zoken, n’ouzomp ket ha ne vezo ket leun zac’h an iliz pa zigouezi… N’ouzout ket peger bihanik eo ? Ar re ne vezomt ket enni eun hanter-hur a-raok o deus da gaout aon da rankout chom er-meaz ! »

— « Terri a rit d’in va fenn ! »

An daou zen a jomas alvaoet da zellet an eil ouz egile.

— « Penaos ’ta, n’ez eez ket gant da verc’h ? »

— « Gouzout mat a rit, mechans, emezan gant ruster ; n’eo ket bet darbet d’in beza a du gant ar veleien, hag an diotachou-ze… »

— « A ! peoc’h avat, mar plij, va faotr !… An diotachou-ze a zo kouls d’it ha d’ar re-all. Emaon o nevez gwelet da verc’h gwisket e gwenn o sanka eur spilhen e gouel va hini-me. »

— « Brao eo d’it… » Ha war gement-se Yann-Mari a jomas digor e c’hinou, e zaoulagad o para war eur baotrez e gwenn a deue warzu ennan o koms gant eur vignonez d’ezi.

— « Petra ’n tanfoultr !… Asa, trei a ra va fenn war an tu gin en de-ma ; hi eo, m’hen tou ! ya, ya, Nanna eo !… »

Nanna oa zur, kaer evel eur werc’hez, eürus evel eun eal !

Ar baotrez kez a jenchas liou pa welas he zad ; kredi [a] rea ez oa eat d’e labour evel kustum. Hogen, abars m’he doa kavet digarez ebet edo an tad en he c’hichen, hag e starde anezi gant karantez war e galon ; daelou puilh a zirede eus e zaoulagad.

Netra n’en deus muioc’h a c’halloud war eur galon eget an daelou-ze a levenez skuilhet gant eur gwaz.

— « O ! pegen eürus e vije da vamm hizio oc’h da welet en doare-ze ! Red eo e vefac’h eur vaouez vat elevato, amezegez !… It atao, goustadik ; ne vezin ket pell o wiska va chupen, hag ez in d’hoc’h heul. »

En iliz-se leun a c’houez vat, a vokedou hag a c’houlou, ne oe en deiz-se plac’h ebet eürusoc’h eget Nanna, merc’h ar Breton dizroet ganti da Iliz ha da feiz e dadou koz.



————


Nezerez ar folgoat


————


E parrez ar Folgoat ez oa gwechal eun intanvez baour ha n’he devoa ken madou nemet eur mab, eur paotrig seiz pe eiz bloaz, eun ti-soul hag eur c’havrig.

Bemdez goude lein ez ea ar paotr da gas e c’havrig da beuri, hag e chome ganti betek serr-noz. Ar vamm n’ez ea ket eus ar gear ; tremen a rea he holl amzer o neza ; dre ma’z ea he inkin en dro e kemere plijadur o kana gwerziou ha soniou Breiz-Izel, hag e kave berr an amzer.

Hogen, setu, eun abardaevez, ar c’havrig o tont d’ar gear he-unanik. Gwelit pebeus enkrez, pebeus nec’hamant a zavas e kalon an intanvez ! Nag a huvreou tenval a reas spered ar vesiadez gez ! An holl risklou a c’helle he faotr kaout war an hent, ar vamm c’hlac’haret o gwelas war eun dro ; ya, gwelet a reas ar bleizi a c’helle beza taget anezan ; pe kouezet oa marteze en eur vengleuz bennak, el leac’h en doa torret e c’houzoug, ar paour kez paotr ! En eur ger, sonjal a reas en holl darvoudou a deu e spered an den pa na zigouez ket e poent an hini edod war c’hed anezan.

Ne jomas ket pell da varc’hata. Hag hi ha mont dre an henchou da glask roudou he mab, he c’harantez, he buez zoken. Trei ha distrei a eure dre gement leac’h ma c’houie ez oa kustum he faotr da vonet. Hopal a rea a dreuz he daelou ; lavaret hag aslavaret a reas kant ha kant gwech an hano a yoa evel mel d’he muzellou hag an dudiusa muzik d’he diskouarn. Edo erru an noz pa glevas evel eur glemmaden zinerz. Hag ar vamm o vont gant prez bras warzu al leac’h a zeblante d’ezi e teue ar c’hlemm dioutan. Digouezout a ra war bordig eun toull bras ; he mab a zo aze, mes n’her gouel ket.

Ar bugel deuet da nec’hi o sellet oc’h e c’havrig a yea en em lakeat da glask bokedou. Gwelet en doa unan oc’h kostez an islonk hag en doa bet c’hoant d’hen tapout. Hogen, riskla reas, hag e ruilhas. N’ez eas ket d’ar goueled evelato, chom a reas a-dreuz war eur skour, a-hed dek pe zaouzek troatad dioc’h an douar.

Kousket oa, pe da vihana moredi a rea pa zigouezas e vamm, ar paotr paour ! war var da bep mare da ziruilh ac’hano.

Petra raio ar vamm gez ? Petra c’hellfe-hi ober evit hen tenna ac’hano ? Netra, siouaz !… Mont da glask tud da roi dourn ? An tiez a zo re bell ; ha neuze, epad an amzer ze ar bugel a deuje marteze d’en em roi da gousket, ober gwall huvreou, hag eur skrijaden hepken, hi her gouie, a yoa peadra d’hen koll.

Karantez eur vamm n’ema ket pell o kroui eun dra nevez bennak, dreist-oll pema he frouez e riskl da goll e vuez. Ar pez a yoa red a grenn, war he meno, oa miret outan d’en em roi da gousket, ha neuze, kerkent ha goulou-deiz antronoz, e raje eur galv d’ar falc’herien pa dremenjent evit mont d’o dervez.

Koueza reas d’an daoulin e kichenik an islonk, hag o veza lavaret mat d’he mab kana ganti, setu hi o kregi da gana soniou ha gwerziou an noz-veilh He mouez, krenerez, ker spontet oa, a veule madelez an aotrou Doue ha skoazel galloudus Intron-Varia-’r-Folgoat ; hag ar bugel paour astennet atao war e skour bresk a-uz d’an toull dour a adkane war he lerc’h meuleudiou Jezuz ha Mari. Darbet e oe d’ezan meur a wech beza trec’het gant ar c’hoant kousket ; e vouez neuze a deue da veza izel, goloet, betek zoken ne glevet mui kouls lavaret ar c’homzou santel. Ar goueriadez neuze a bede, a aspede he mab en doare ma :

— « Va bugel paour, va mab ker, arabat eo d’it kousket ! Kan, kan c’hoaz, kan hep paouez, ken na darzo an deiz ! »

Hag ar bugel a rea adarre eur c’hrogad kana.

Tremen a reas an noz, hag an deiz a c’houlaouas ; evel m’he devoa lavaret ar vamm outi he-unan, ar falc’herien o vont d’o dervez a deuas da denna ar bugel eus e stad reuzeudik, hag ar vamm a lakaas war dal he mab eur pok c’houekoc’h eget biskoaz !…


————


Paner ar Marvailhou


————


I. — An den piz-gagn


Eur paotr yaouank koz hag en devoa great e Zoue eus e arc’hant a yeas eun dervez d’en em glemm evelenn ouz e amezeg :

— « Nag ez oun-me reuzeudik !… Setu ma vezo red d’in hiviziken mont da glask va bara !… En noz-ma, klevit, eo bet al laer em liorzig hag en deuz kaset gantan an toullad arc’hant em boa kuzet eno, ha petra em beus kave eleac’h va feadra ?… Eur mean !… »

— « Petra ra d’eoc’h en em jala kement-se, a lavaras an amezeg ; p’eogwir n’ho pije great netra gant ho pern aour, n’hoc’h euz nemet ober evel pa ve ar mean-ze ho tenzor, ne viot ket paouroc’h ! »

— « Penaos ! Penaos ! Petra livirit aze ? eme an touzer mein ; ma ne vezan me ket paouroc’h, unan all a vezo pinvidikoc’h !!! »

— « A ! gwelet a ran brema petra eo, a lavaras an amezeg ; mat eo ! mat eo ! Torrit ho penn kement ha ma karot, mar kavit eno ho plijadur ; evidon-me n’em eus mui netra da lavaret d’eoc’h. »

Hag e reas eun dro war e zeuliou.


II. — Ar C’higer hag an Alvokad


Eur c’higer a yeas da di eun alvokad.

— « Aotrou, emezan, me garfe gouzout hag hen e c’heller goulen digoll evit ar gaou en deus great eur c’hi em stal.

— « A dra zur ! Leal eo.

— « Mat, eme ar c’higer, neuze ho peus da baea d’in daouzek lur, rak ho ki eo en deus torret d’in eur weren ha kaset gantan eur gosten leue. »

An alvokad a baeas dioc’htu hep klemm an disterra.

Eun nebeudig heuriou goude, unan eus skrivanierien an alvokad a oe kaset da di ar c’higer gant eur paper a lavare en doa ar c’higer pevar skoed ha dek gwenned da baea evit an ali oa bet er vintinvez-se o c’houlen digant an alvokad. An dek gwennek a yoa d’ar paotr, evit paea an amzer implijet oc’h ober ar gefridi…


III. — Kant tantad eleac’h unan


Eun eskob nevez a deue evit an dro genta abaoue m’oa bet sakret da ober eur bale d’e barrez.

Keariz a fellas d’ezo ober eun digemer dispar d’o c’henvroad, ha setu ma oe divizet sevel eun tantad a zoare war al leur-gear. An Aotrou ’n Eskob e-unan a oe pedet da lakaat an tan er bern.

Hogen, pa ginnigas an Ao. Mear d’ezan ar vozad traou war elum da dana ar bern, an Ao. ’n Eskob a c’houlennas : « Ped fagoden a zo eat da ober ar bern-ma ?

— » Diou c’hant, pe diou c’hant hanter, Ao. ’n Eskob.

— » Ha ped tiegez paour, Ao. Mear, a c’hell beza war douar ho komun ?

— » Eur c’hant marteze, eme hema.

— » Mat ! eme an Ao. ’n Eskob adarre, goulen a ran ouzoc’h ranna ar c’heuneud-ma etrezo, hag e vezo evel-se kant tantad eleac’h unan. »

Ar c’heuneud berniet evit ar gouel a oe rannet etre an dud ezommek, hag a dalvezas da domma izili ar re glanv hag ar re goz ha da bourchas prejou ar vicherourien.

An holl a gavas mat dreist ar zonj karantezus en doa bet an Ao. ’n Eskob, ha ne oe nemet eur vouez evit e veuli.


IV. — Eur goueriadez hag a ouezas en em denna


Eur plac’h yaouank bet o kas leaz da Vrest a deue d’ar gear war he fouezig, azezet en he c’har, pa en em gavas gant eur beachour hag a lavaras d’ezi gant eur vouez truezus : « Skuis maro oun, va merc’h ; mar ho pefe ar vadelez d’am c’has betek ar vourc’h tosta, e rafec’h d’in eur vad dispar ! »

Katellig he doa kalon eün, ha setu perak e krede kaout da ober gant eur baleer ordinal, a yoa pe skuis pe klanv. Lavaret a reas d’ezan eta sevel er c’har ; hogen ne zaleas ket da zivinout ez oa en e vruched eur maread kountilli ha pistolennou ; al laer koulskoude a gave d’ezan beza kuzet mat anezo.

Edod o vont da dremen dre eul leac’h distro, hag eno e vije eas d’al laer ober e labour e kuz, gant ma raje difre. Ar plac’h yaouank a welas kement se ive, ha… ne gollas ket e fenn. Setu hi o stoui, da ober neuz da glask eun dra bennak en eur c’hoz paner. Houma a ruilhas war an hent, pa oa great d’ezi mont.

Hag e lavaras d’he den : « Mar pefe ar vadelez, va den mat, da zisken da gerc’hat d’in ar baner a zo o nevez koueza aze d’an douar ! N’hellan ket diskregi eus al loen ! »

Ar paotr ne lavaras ger, an darvoud na blije ket d’ezan ; disken a reas evelato, hag hen d’an daoulamm warlerc’h ar baner villiget, eun ugent kammed bennak ac’hano.

Ar goueriadez na c’hede ken nemet an dra-ze. Setu hi eta da c’hoari gant he skourjez oc’h kosteziou al loen evit ober d’ezan tec’het prim ac’hano.

Al laer eo a oe tapet en dro-ze.


V. — Evit deski hent an Nenv


Ar Pologn a zo eur paour kez bro bet dispennet meur a wech hag a zo rannet hizio etre rouanteleziou ar Rusi, an Aotrich hag an Almagn. Great zo bet brezel d’ar Poloniz, hag e reer bepred en deün, abalamour ma talc’hont start d’o feiz ha d’o yez. Er bloaveziou diveza-ma. ar c’hazetennou o deus digaset d’eomp ar c’helou ez oa e Pologn an Almagn mistri-skol kris hag a verzerie ar vugale abalamour ne felle d’ezo e priz ebet ehana da zeski o c’hatekiz ha da lavaret o fedennou er yez polonek, yez o bro reuzeudik. Pebeus skouer evit ar Vretoned ! Nag a hini en hon touez hag a zo mall ganto dilezel kement tra a zigase sonj d’ezo eus o Mamm-Vro Breiz Izel ! Diouallomp, kristenien, hor c’hiziou ken dereat, hor yez koz (ar brezoneg), breur d’ar Feiz en hor Bro…

D’am ampoent ma tremen ar pez ez an da gonta e rene er Pologn eur goanvez eus ar re grisa, ken yen oa an amzer, ma krede pep unan oa chom e kichen an tan ar pez en doa a wella da ober ; kement-se a zeblante beza gwir evit ar vugale dreist oll. Gwelet e oe koulskoude eun toullad bugale o treuzi eur blenen goloet gant eur gwiskad erc’h, treid noaz, gwisket fall, o vont d’ar skol gatekiz.

An hini bihanna a zeblante gouzanv ar verzerenti, krena rea gant ar riou hag e zent a strake en e benn. Setu perak e klaskas unan eus ar baotred ober d’ezan distrei d’ar gear da domma. Hema avat a respontas gant eun nerz-kalon meurbed d’in da veza meulet : « Ha goude ma teufe va zreid da skourna ouzin, petra ra ze ? ma teuan dre eno da zeski kaout an hent da vont d’an Nenv ! »

VI. — Pe c’houi a lazo va gwreg, pe c’houi he fareo…


Gwreg eur mouller piz gagn a gouezas gwall glanv.

Goude beza chomet pell da zonjal, hon den a welas oa red mat d’ezan mont da glaskeur medesin. Ha da c’houlen piou ez eas ? Eun tamm medesin truilhek bennak, a zonj d’eoc’h kredabl ?… Nan, mont a reas davet unan eus ar re vrudeta a yoa e kear d’ar poent-se, unan ha ne dea morse wardro den evit neubeutoc’h eget pemp kant lur. War gement-se an holl en e garter a gredas en doa ar mouller piz-gagn peur gollet da vat e dammig penn. Fazia reant ; kavet en doa an doare da gaout eur medesin wardro e c’hwreg hep ezom da ziliamma tamm korden e yalc’h.

— « Aotrou doktor, emezan, pe c’houi a lazo va gwreg, pe c’houi he fareo, n’eus forz ebet evidoc’h, daou vil skoed ho pezo diganen me. »

Ar medesin brudet, e c’hellit kredi, a gavas mat sur kement. se, hag a deuas aketus wardro e glanvourez. Ober a reas ker brao d’ezi zoken ma teuas a-benn d’he c’has d’ar bed-all en eur ober tri dervez.

— « Aotrou doktor, a lavaras neuze an intanv, daou vil skoed am oa lavaret roi d’eoc’h, pe c’houi a lazje pe c’houi a bareje va gwreg, n’eo ket gwir ?… Daoust d’am glac’har, her gwelet a rit, n’em eus ket kollet va memor. Anzavit eo evel-se oamp en em glevet. »

— « Ar wirionez eo ! eme ar medisin ; mes…

— « An aotronez-ma a zo ama endro d’eomp a dalvezo da destou, mar bez ezom. Ac’hanta, lezit ac’hanon brema da ober ouzoc’h dàou c’houlen… Daoust ha lazet ho peus va gwreg paour ? »

— « Penaos ’ta e c’hellit… »

— « Respontit d’in war-eün. »

— « Nan sur, ar c’hlenved eo… »

— « Her gouzout a rean, ha n’eo ket bet darbet d’in tamall d’eoc’h he maro. Eil goulen : Ha pareet hoc’h eus anezi ? »

— « N’em eusket, siouaz ! daoust d’ar boan am eus kemeret ganti… Mes petra ra ze ? »

— « Nan, n’hoc’h eus ket he fareet, p’eo gwir eo nevez kaset d’ar vered. P’eo gwir n’hoc’h eus na lazet na pareet va gwreg n’emaoc’h ket e tro da veza paeet ganen. Kenavo Aotrou ! »


VII. — Eur bugel hag a garie e vamm


Person eur barrez eus kichen Roazon en doa great digas d’ar prespital bugale unan eus e barresioniz kouezet er vrasa dienez C’hoant en doa da wiska ar vugale gez a grene gant ar riou, rak eur goanv kalet a yoa.

Tri oant.

Ar person madelezus a lavaras d’ezo tostaat ouz an tan, hag a reas digas d’ezo bara hag eun tamm kig bennak. An daou gosa a zebras gant plijadur ; an trede avat a jome da zellet ouz e lod, laouen evel ar re-all, mes ne zebre begad.

« Petra ! eme an aotrou Person, ne zebres ket, va faotr ? »

« — Nan, Ao. Person, gwelloc’h e kavan kas an dra-ze d’am mamm a zo klanv. »

Debr atao, diodig, kaset e vezo d’ezi kehaent he devezo ezom. »

— « Nan, ne zebrin ket, me gaso an dra-ma d’am mam zo klanv.» Hag e teue an daelou e daoulagad ar bugel pa lavare ar c’homzou-ze.

— « Bez dinec’h, va faotrig mat, da vamm ne vanko netra d’ezi, a lavaras an Ao. Person ; hogen, kred ac’hanon, debr, rak naon e tlees kaout. »

— « Ya, naon am eus, mes mammig eo a zo klanv. »

— « Ac’hanta ! debr ’ta neuze ?… Sell, setu aze bara ha kig, n’eus forz pegement, da gas d’ezi ; mes me fell d’in e tebrfes. »

— « Mat, neuze, Ao. Person, me a zebro va bara er seac’h, hag a gaso ar c’hig d’am mamm. »


VIII. — Bara roet d’ar vugale


Eun aotrou pinvidik bras a c’halvas d’e di, epad eur gernez, eun ugent paotr bennak eus an tiez paoura, hag e lavaras d’ezo : « Eur bara a zo er baner ze evit pep hini ac’hanoc’h. Deuit bemdez da gerc’hat unan henvel keit ha ma plijo da Zoue kastiza ac’hanomp dre ar walen-ma. »

Ar baotred a oe mall ganto sailha war ar bara. Pep hini a gemeras an tamm a gave d’ezan oa ar brasa, hag i ac’hano, hep tenna o zok na lavaret « Bennoz Doue » d’o madoberour.

Unan hepken, Fanchig ar Munud, guisket paour, kempen evelato, a yoa chomet sioulik a gostez. Po doe ar re-all great o dibab ez eas da gemeret e vara. An hini bihanna oa, sklear eo. Goude ze e saludas an den karantezus, e pokas gant doujans d’e zourn, hag ac’hano war-eün d’ar gear.

An holl vugale a zistroas adarre antronoz, hag a yeas d’ezi gant kement a diz. Ar c’hez bihan Fanchig na jomas gantan nemet eur bara an hanter bihannoc’h eget hini ar re-all.

En em gavet er gear, ar paotr a roas ar bara d’e vamm, hag houma a hastas daou-hanteri anezan. Hogen, kerkent e kouezas eus ar bara torret eur maread peziou arc’hant nevez flamm. Ar wreg paour a oe lakeat nec’het hag a lavaras d’he mab :

— « Kea buhan, mab paour, da gas an arc’hant se d’an Aotrou ; marvat eo bet kouezet etouez an toaz hep na ouije den. »

Fanchig a zentas ouz e vamm ; hogen an aotrou karantezus a lavaras d’ezan kerkent : « Nan, nan, va mignonig, n’eo ket dre fazi eo ho peus kavet arc’hant en ho para. A ratoz kaer eo em eus hen lakeat er bara bihanna, rak doueti a rean ezaje adarre ganeoc’h. C’hoant am eus bet d’ho tigoll. Chomit ato fur ha modest evel ez hoc’h hizio : an nep a gav gwelloc’h gedal al loden vihanna, eget en em ganna evit kaout an hini vrasa, a c’hell gedal grasou kae. roc’h eget eur bara great e gwirionez gant arc’hant.


IX. — Na gasit ket da varc’hoaz…


Eun dervez ma’z oa brao an amzer da labourat er parkeier, Yann Lezirek a yoa kroaziet e ziwreac’h gantan hag a lavare : « Mat, red e vezo d’in mont varc’hoaz da c’hounit va ed, pe n’em bezo eost ebet, dizale e vezo divezat. Antronoz e sav eus e wele kerkent ha goulou deiz hag edo o vont da sternia pa deuas eur mignon da bedi anezan da vont da leina gant e dud. Chom a ra eur pennad da ober e zonj, hag e lavar mont : « Eun dervez divezatoc’h, emezan, ne vezo ket bras ar c’holl, varc’hoaz me a labouro, hep mank. »

D’an trede dervez, an heol oa savet pell a yoa, ha Yann Lezirek a jome atao stag e benn ouz ar plueg ; poan vleo ha poan stomok en doa o veza m’oa bet mezo en derc’hent ; hag e lavare : « Diskuizomp hizio, ha varc’hoaz vintin abred ni a labouro. »

Antronoz, an amzer a yoa troet e dour, ma oe red adarre da Yann Lezirek chom wardro ar gear.

D’ar pevare dervez, an amzer a yoa brao, ha Yann en em gave e tu da vont d’e bark ; siouaz ! e varc’h, hen, n’edo ket e tu da labourat, ha ne vije ket zoken a-raok tri dervez.

Pa oe pare ar marc’h, ar mestr a yeas da genta da eur foar, hag antronoz da eured unan eus e gerent.

Mont a reas an traou en hevelep doare m’oa tremenet ar mare da hada pa ’z eas d’ar park, hag evel just, abalamour da ze n’en devoe nemet eun eost truilhek.

Dont a reas skiant d’ezan diwar e goust.

Na c’hedit ket an dervez varc’hoaz evit ober ar pez a c’hellit hizio,

X. — Ar marmouz hag an den piz


Eun dervez, eur marmouz a gavas digor prenestr eur marc’hadour pinvidik mor, mes piz-gagn ive, ha ne roe morse gwenneg ebet d’ar paour. Ar falz-pinvidik n’edo ket er gear. hag ar marmouz, o welet ar c’hef leun a beziou aour lugernus a grogas enno a vozadou hag o zaolas er meaz dre ar prenestr.

Eno avat ec’h en em gavas eur bern tud e berr amzer, ha ne oe ket ezom da bedi anezo da zastum an arc’hant ! Skrab a oe, ha taoliou dourn ive !

Goullonderet oa prestik ar c’hef gant ar marmouz p’en em gavas ar perc’hen dre benn-all an hent. Piou a lavaro e rann-galon, e zizesper, pa glevas petra c’hoarveze ? En em lakaat a eure da jarneal, da nondeal, da doui ha da vallozi evel eun daonet, enep ar marmouz, a yoa, emezan, eun diskiant, eur zod. Eun amezeg bennak a glevas hag a respontas evit ar marmouz : « Teuler an arc’hant er meaz dre ar prenestr n’eo ket a dra zur ober evel a c’houlen ar Furnez ; mes, livirit ama d’in, daoust ha furroc’h eo lezel an danvez da louedi en eur c’hef hep ma rafe an disterra vad na d’eoc’h na da zen-all ? »


XI. — An eienen


Laouig ar Ber a yeas eun dervez da ober eur bale war ar meaz. En hanv edod, hag an amzer a yoa pounner meurbed. Ar paotr en doa baleet kement ma’z oa rus e zivoc’h evel diou bez kerezen. Sec’hed bras en doa. Ha setu hen o kaout eun eienen kuzel etouez ar glasvez dindan eun derven eus ar gaera. Evel eun neuden arc’hantet a zirede eus ar feunteun hag a yea da zoura, da freskaat yeot ar prajeier en draonien.

— Alo ! eme Laouig laouen bras, setu ama dour da derri va zec’hed ! »

Hag hen en eul lamm d’ar feunteun, ha da eva, da eva, gant e zaou zourn betek leunia e gov.

Betek leunia e gov… a lavaran ? Nan, koulskoude, n’en devoe ket amzer d’hen ober. A veac’h m’en doa evet peadra da leunia eun hanter gweren ma oe darbet d’ezan kaout eur fallaen…

Dont a reas klanv d’ar gear, ha d’e wele war-eün. Tersien en doa, ar paour keaz paotr, ha dre e alter e kleved anezan o lavaret traou evel-hen :

« Piou en divije kredet oa ker fall an dour-ze ? » E dad a respontas d’ezan :

« Arabat eo d’it tamall an eienen ; he dour a zo mat sur ; mes ne dleer ket eva dour yen p’emaer o c’houezi !… »

Eur Vretonez pareet gant Pi Nao


————


Edod er bloaz 1877, eun nebeudig miziou a-raok maro ar pab santel. Aotrou Montergon a yoa e Rom gant eur pelerinach eus ar Poatou. Nevez bet oa o kaout an hini a dlie beza prestik goude ar c’hardinal Macchi evit en em glevet gantan diwarbenn an doare ma vije digemeret ar belerined gant ar pab, antronoz.

Pelerined an aotrou-ma, i hepken, o doa urz da vont en deiz-se dirak ar pab, rak Pi IX n’oa ket yac’h d’an ampoent, hag ez oa red miret outan d’en em skouiza re. Houma oe an diveza gwech d’ar belerined da veza digemeret en doare ze.

P’edo Ao. Montergon o tont eus an hostaliri ’leac’h ma tis kenne, eur vaouez a renk izel, « eus Bro-C’hall », emezi, deuet da Rom ganti he-unan, a c’houlennas outan’an aotre da vont an tronoz da welet ar pab.

Ar c’houlennerien hag ar goulennerezed evel houma a zo ana vezet mat gant ar re a zo e penn ar pelerinachou, ha n’eo ket me a gavo abeg enno ma teuont d’o c’has kempennik da vale diwar o zro.

Ar vaouez-ma na oe ket kaset da vale koulskoude ; he doare vat a bedas eviti d’ar c’henta taol lagad great warni : paour oa, na bras na bihan, treutik ; roet e vije d’ezi daou-ugent vloaz. He dilhad o doa great o amzer, kempenn oant avat.

E berr gomzou, gant eur vouez lentik mes leun a fizians, e tisklerias he buez d’an aotrou. Eus Breiz-Izel oa, ha Gabriella ar Yeoded a read anezi, ganet e Lanuon, el leac’h ma veve diwar boan he diwreac’h war an neza.

Savet oa c’hoant ganti pell a yoa da vont da welet ar pab Pi IX. N’helle ket herzel gant ar c’hoant se, ha mont a ranke, koustche pe goustche, ha goude ma vije red d’ezi mont war droad betek Rom, o veva diwar an aluzen, evel en doa great sant Benead Labr. He c’hovesour a viras outi da zeveni he mennoz, o veza ne grede ket roi d’ezi an aotre da vont en hent. A-benn daou vloaz koulskoude en doa great e zonj, hag e lezas ar wreg da heuilha he youl santel. Koueza reas klanv e Roazon. Digemeret e oe en unan eus gwella tiez kear, ha roet d’ezi kement he devoa ezom. Pa oe pare a-walc’h ez eas adarre gant he hent, hag e tigouezas e Rom c’houec’h miz goude.

Edo eta e kear benn an Iliz katolik. Eun dra hepken hiviziken a nec’he he spered : penaos dont a benn da welet ar pab, « he fab », evel a lavare.

— « A ! aotrou, emezi, hizio vintin eo oun digouezet e Rom. Klevet em eus lavaret e vezo varc’hoaz digemeret ho pelerined digant ar pab. Me ho ped, en hano ar Werc’hez, lezit ac’hanon da vont ganeoc’h !… O ! me ho ped, bezet truez ouzin !… Ouspenn ze, emezi, a vouez izel, me c’hoar mat ne welin morse an Tad santel mar n’her gwelan varc’hoaz. »

Pa lavare ar c’homzou-ze, me c’hoar mat, eul luc’heden souezus a dreuzas he zellou, hag hi ha diroll da ouela kerkent ha m’he devoa echu he c’haoz.

Aotrou Montergon ne jome mui karten ebet gantan : ker skoet e oe e galon o klevet prezegen ar Vretonez, kement e seblante houma lavaret ar wirionez, ma’z eas ganti da iliz Sant-Per. Kenta a gavas eno oe dres an Ao ’n Eskob Macchi.

— « A dra zur, emezan, goude beza klevet ar pez a zo uhelloc’h, ar Vretonez vat he devo he goulen. Ken kaer e kavan ar pez hoc’h eus lavaret d’in anezi, m’hen displegin ive ember d’hon Tad Santel. »

Ar Vretonez vihan a yoa, antronoz, e penn ar strollad pelerined digemeret gant ar pab : he daoulagad a vezo da genta o para war « he fab.» Pa deu Pi IX er zal, douget war e gador, e vennoz kanta a zo eviti, hag e lavar gant kalon : « A ! setu aze va Bretonez vat ! » Piou a lavaro pegen skoet e oe he c’halon ha pegen bras e oe he eurusded !…

Pa welas Gabriella ar Pab, eun dra bennak nevez a dremenas en he c’hreiz, evel m’hen anzavas eur pennad goude da itron Montergon, deuet ive da Rom gant he fried :

— « Gwall reuzeudik ez oan ha meurbet ankeniet ! emezi. Bez em boa abaoue meur a vloavez eun dra bennak evel lorgnez o c’holo wa c’horf hag am debre oc’h ober d’in gouzanv eur verzerenti gris. Ar vedisined a c’halve an dra-ze « exema », hini ebet anezo avat na c’helle roi d’in an disterra didorr em foaniou. N’em boa mui nemet va dremm ha va daouarn a gement ne vijent ket krinet. Taolet hoc’h eus evez marteze pegen uhel ez oa kolier va zae, ha pegen hir ez oa va manchou… Evit an dra-ze oa… evit kuzat va mez ha va foaniou…

Hag e gwirionez, pegement em eus bet da c’houzanv epad va beaj. Hogen, tremenet eo ! Dizale zoken n’em bezo mui sonj ebet a gement-se.

Mat ! d’an ampoent m’edo an tad santel o tont er zâl, pa lavare oc’h va gwelet : « A ! setu aze va Bretonez vat ! » ar pez a dremenas ennon a lavare d’in oan pare ! Poan em boa va-unan o kredi er burzud. Pa ’zoan dizroet d’ar gear, em boa diegi o tenna va dilhad evit gwelet… Gwir oa koulskoude : bez ez oan, bez ez oun bepred pare mat ! Ne jom mui an disterra arouez eus va c’hlenved spontus ; evel nevez eo brema ar c’hroc’hen a yoa goloet a lorgnez. Dre vurzud eo ez oun pareet, dre eur gomz hepken lavaret gant « va fab ! »

N’oa ket an dro genta d’an aotrou Doue da ziskouez e vadelez e-kenver Gabriella ar Yeoded. Gwelet a reas sklear dourn Doue er veaj hir a reas eus Breiz da Rom.

Gwall-gaset gant an dersien, brevet gant ar skouizder, dare da vervel gant an naon, meur a wech e kredas ar Vretonez n’er ruje biken e penn he beaj; hogen, bep tro m’en em gave dies, eur vouez en he diabarz he frealze hag a zeblante lavaret d’ezi :

— « Fizians ha nerz kalon ! Bale atao, mont a ri betek Rom, ha gwelet a ri ar Pab ! »

Ha Gabriella a valee adarre.

— « Eun droiad avat, emezi, eun dervez oa eus ar zizun dremenet, p’edon e kear « Gênes » e weljon a-walc’h n’ez ajen ket pelloc’h. Tersien am boa ha netra n’em boa debret daou zervez a yoa. Edon en eur ru vras pa welis ne jome mui tamm nerz ebet ganen ; azeza ris e korn eun nor evit miret da goueza. Kredi rean edon o vont da vervel, erbedi a ris va ene da Zoue, hag e kinnigis d’ezan va buez evit ma roje de dro frankiz d’« am fab ». N’oufen ket lavaret pegeit oun chomet er stad-se.

Dihuna ris o santout eun dra bennak o steki ouz va breac’h. Seblantout a ra d’in n’oa ket ouspenn diw heur goude kreiz-de pa azezis eno, ha pa zigoris va daoulagad edo ar-goulou war elum en holl ruiou. Eur gwaz eo en doa dihunet ac’hanon ; edo eno en e zav dirazon, eur pez mantel endro d’ezan. Seblantout a rea beza war an oad ; e varo a yoa hir, hag o veza m’oa diskabel e oe eas d’in gwelet n’oa mui nemet eur gurunen vleo war gosteziou e benn, hag eun toulladig a zioc’h e dal uhel. E zoare a yoa meur bed madelezus hag e vouez dous kenan. Lavaret a reas d’in e galleg : — Paour kez maouez ! mar chomit aze e varvot gant an dienez. Red eo d’eoc’h kemeret kalon ha sevel. Delit, kemerit an arc’hant-ma ; gwelet a rit an hostaleri a zo du-ze ? It betek eno, ha debrit ar pez a raio vad d’eoc’h. Goulen a reot goude e peleac’h e kemerer kar an hent-houarn : n’ema ket pell. C’houi a gemero hag a baeo eur bilhed « trede » betek Rom ; hel lavaret a ran d’eoc’h, mar n’it ket buan ha war eün e tigouezot divezat ha n’hellot ket gwelet ar pab… »

« A-veac’h oan deuet adarre ennon va-unan m’oa eat an divroad diwar-wel ; n’em boa ket bet amzer zoken da c’houlen digantan na piou oa, na penaos en doa gellet gouzout ez ean da Rom da welet ar pab. Sevel a ris, deuet oa d’in eun tammig nerz o tiskouiza… »

Gabriella a heuilhas ali an den madelezus : mont a reas ker brao an traou ganti ma tigouezas e Rom antronoz vintin. Lavaret a rea goude ze :

— « Gwelit, itron, me ne doun nemet eur plac’h baour ; n’ou zoun petra sonjal na petra lavaret eus an traou-ze holl. Den koulskoude na deuio a-benn da ober d’in diskredi oa an den-ze sant Joseph e-unan digaset gant ar Werc’hez da roi dourn d’in ! »

Eun nebeut bloaveziou a-c’houdevez, Gabriella ar Yeoded a yoa e Jeruzalem, leanez.

Gloar da Zoue e bar an Nenvou ! hag enor war an douar d’e zervicher mat hon Tad Santel ar Pab Pi IX ! Ra lucho e zantelez sklear hag anat dirak an holl evit ma vezo lakeat dizale gant an Iliz e renk ar zent !

Karantez hag anaoudegez vat peurbadus d’ar pab bras a garie meurbed ar Vretoned.

(Histor wirion tennet diwar La Croix).


Kredi ran e rai plijadur d’am c’henvrois gouzout eun dra bennak ouspenn eus buez Gabriella ar Yeoded. Abalamour da ze e kemerin e levr an Ao. Clerc, « Ma beaj Jeruzalem », ar pez a zo ama varlerc’h.

Bez eur Vreizadez : Gabriella ar Yeoded. Keit ha pemaomp ama vel sebeliet dindan an douar ha dindan goareg (arc) an Ecce Homo, n’ema ket, a dra zur, va lennerien en gortoz e komsfen d’ezo eus o bro Breiz-Izel. N’hallan ket tremen hep hen ober koulskoude.

Eun nor hepken hon deus da zigeri ha setu ni dirak bez Gabriella ar Yeoded.

Brema ’z eus ugent vloaz ez oa brudet an hano-ma en hor bro, ha dreist-oll e Lanuon.

Beza oa eur plac’h santel eus Verlewene, a dremenas eul loden vras eus-he buez o pelerina, hag a deuas da vervel, ar bemped a viz gouere 1881, e leandi Itron-Varia Sion pe an Ecce Homo, e Jeruzalem. Meur a wech oa bet o welet Itron-Varia-Wir-Zikour, Itron-Varia-’r Folgoat ha Santez Anna-Wened. Bet eo ive e Lourd, e Ars, e Paray-ar-Monial, e Fourvier-Lyon. Betek Rom e falvezas d’ezi mont, ha gwelet a reas ar Pab santel Pi IX, a roas d’ezi eur vedalen. « E Vreizadez vihan » a rea anezi.

Jeruzalem zoken a gave Gabriella na oa ket re bell eviti ; diou wech e kavas an tu da vont di. Paour oa ; mes pedi a reas kement an aotrou Doue, ha kement a fizians he doa en e vadelez, ma tanzeas (preparas) d’ezi, en eun doare burzudus, ar pez he doa ezom evit heuilha he mennoz santel.

Ar pez a reas d’ezi distrei eun eil gwech da Jeruzalem eo ar c’hoant da veva en eul leac’h klos bennak eus ar Gear Zantel ha da vervel eno.

An tad Ratisbon, saver leandi Sion, a reas kleuza eviti, eur peniti war ar Menez Olived en eul logel douar a yoa d’ezan, hag, ar 7 a viz mae 1881, e vennigas anezan dirak leanezed e leandi hag e verc’hedigou emzivad.

Eno e vevas adalek neuze hor c’henvroadez santel o pedi Doue hag oc’h ober pinijen : evit gwele n’he devoa nemet eun arched. Gant ar maro e vije alies he spered, dre ma wele dalc’hmad dirazi ar berejou a c’holo pladen ar menez a-du gant traonien Jozafad.

He lochen a yoa ken henvel ouz eur bez ma tostae d’ezi ar bleizi-noz o sonjal kaout enni danvez eur pred mat. Eun nosvez bennak, sklear al loar e bolz an nenvou, e kane, a greiz kalon, kantik ar baradoz « Jezuz pegen bras e », pa welas eur bleiz o tont d’he c’hae, daoulagad spontus en e benn. — « Kea kuit, bleiz bihan », a lavaras i d’ezan goustadik ha dispont ; hag al loen gouez o tec’het dioc’htu.

Da hanter even ez eas Gabriella d’ober eun dro betek Betleem. En eur zistrei e kouezas klanv e leandi Sion Jeruzalem, ha gwall glanv zoken. Eno e varvas evel eur zantez, d’ar 5 a viz gouere, d’an oad a 42 vloaz, hag eno, hervez he c’hoant, e oe douaret, en eur c’hao a zo dindan goareg an Ecce Homo.

P’emaomp brema dirak he bez, daoulinomp warnan ha greomp eur beden eviti. C’hoant am bije kentoc’h da lavaret d’eoc’h : « Pedomp anezi ha goulennomp diganti ma kouezo bennoz an aotrou Doue war he c’henvroiz eus Breiz-Izel, ma vevfomp holl evelti en e zoujans ha ma’z aimp holl daveti da Jeruzalem an Nenvou ! »

(An Ao. Abad Le Clerc, Ma beaj Jeruzalem).


Ar re a vouter er-meaz


————


Ti bihan ar C’hoarezed a zo brema serret klos !… Ne dalv da netra chacha war gorden ar c’hloc’h… Klevet rafed hepken an taoliou bazoulen o vonet trist bras da vervel e kougnou didrous ar porz ; an nor ne vez mui gwelet digor frank evel gwechall, da zigemeret eųr c’hlanvour kez taget gant eur c’hlenved kriz pe eur reuzeudig bruzunet e izili gant eun darvoud spontus.

Abaoue eur maread bloaveziou, abaoue kant vloaz marteze, ar vugale a deue di da zeski o lizerennou, ar B-A, BA, da zeski skriva, niveri, ha dreist-oll da zeski karet, servicha Doue hag ar Vro, da zeski beza bugale fur ha sentus, kalet ouz ar boan, ha dont da veza divezatoc’h tadou ha mammou direbech.

Abaoue kalz, kalz bloaveziou e teue ar gwragez da zigas di o frouez karet po deveze an disterra boubou. Ar C’hoar Klara a yoa gwiziekoc’h eget meur a vedisin war an traou-ze !…

— « Ne gousk ket, va C’hoar ! Petra d’ober d’ezan ? »

— « Sellit ouz e viz paour, eme unan-all ; tapet eo bet e gwask an nor o serri gant eun taol avel. Petra ve d’ober ? »

« Setu e zent o tiouana, eme unan-all c’hoaz ; livirit d’in va C’hoar vat, petra c’hellfe terri nerz e boan ? »

Hag ar C’hoar vadelezus a gemere ar c’hrouadur etre he diwreac’h ; gant eur mousc’hoarz dudius e klaske frealzi ar c’hez krouadur, hag e selle ouz ar biz, ouz an daoulagad deuet da veza rus gant an daelou, pe ouz ar ginou klanv…

Eun tammig « ongan » war ar biz… dour roz war e valvennou… tri pe bevar damm trojen kaol malo war ar c’hig-dent…

— « Abalamour eo… »

— « Ya, ya, gouzout a ran, eme ar C’hoar hep lezel da vont betek penn ; an arbel vras a zo aze… »

Laouen dre ma c’houie e rea vad ha plijadur, ar C’hoar a yea neuze d’an arbel koad gwenn el leac’h ma kloze he madou… Petra oa ar madou-ze ? Eun toullad buredou, gwestou, renkennet kaēr, louzeier enno evit parea pe wellaat pep seurt klenvejou.

— « Dalit, emezi, kasit an dra-ze ganeoc’h ; n’eo ket me a ro, an aotrou Doue eo… Gouzout a rit penaos e vez paeet an aotrou Doue ?… gant eur bedennig great a greiz kalon… »

Hag ar mammou a zistroe laouen d’ar gear, kuzet mat o louzeier ganto en o godellou ; hep ar C’hoar vat, siouaz ! penaos o divije gellet prena louzeier hep kemeret war ezomou an tiegez a hend-all ?… Mar tigoueze d’ezo gwelet ar C’hoar eun nebeut derveziou goude, e tiskouezent d’ezi o eledigou yac’h-pesk adarre :

— « Sellit ouz e viz, va C’hoar ; pare mat eo ! »

— « Daou zant a zo diouanet d’ezan ; reiz eo brema. »

— « Ker sklear eo e zaoulagad evel ho re, va C’hoar ! »

Hag ar C’hoar he doa bet truez ouz enkrez ar mammou a zeue d’en em laouennaat ganto ; mont a rea buhan endro, goude beza lakeat eur pok c’houek war dal ar c’hrouadur : poaniou-all a yoa da zousaat e tiez paour ar geriaden.

… Ar merc’hed koz, ar gwazed, an dud vac’hagnet, ar re a yoa o-unan en o ziez, a deue d’ar gouent da domma o c’halon, abaoue keit amzer ma n’en doa den sonj da veza gwelet al Leanezed o tont di.

Hogen, echu eo an traou-ze holl… serret klos eo an nor… Eul lezen gris ha disleal he deus dismantret kement vad a yoa er vro… Deuet eo bet ar zoudarded da vouta er-meaz eus an ti-ze al leanezed a yoa en o feadra, evel m’eo hon tiez d’eomp-ni. Ha perak ?… Abalamour hepken da zenti ouz al lezen, evel ma c’hello houma varc’hoaz lakaat ac’hanomp-ni er-meaz eus hon re, hag o gwerza evitan.

Ar C’hoarezed kez n’hellent netra enep an arme… hag ez int eat kuit an daelou en o daoulagad, dre ma welent ne vije den war o lerc’h da frealzi an dud klanv.

Chom a read da zellet outo o vont d’an harlu dre strejou ar geriaden, hag e lavaret d’ezo eur c’henavo diveza, rak mont a reant hep distro.

En aner eo e teu abaoue an dremenidi, ar re n’o deus mui den ebet da druezi ouz o stad, da skei war dor ar gouent. A-wechou e teuont eus pell, o kredi e roer atao souben eno d’ar paour… Kaer o deus gervel, kaer o deus chacha war gorden ar c’hloc’h, den na respont d’ezo ; hag ez eont ac’hano rannet, o c’halon, pleget o c’hein muioc’h c’hoaz warzu an douar… Hir eo an hent dirazo, peorien gez, ha dre ma’z eont e reont ive bep seurt sonjezonou. Klask a reont gouzout perak eo tec’het al leanezed, perak int bet taolet er-meaz gant an dud fallakr, ha perak eo o buez d’ezo, peorien reuzeudik, a zo brema kaletoc’h ha krisoc’h…

Mervel a raint, paour kez kozidi, e foz an hent bras, el leac’h na vo ket eur c’hristen da ober eur zell outo ; an tiez benniget dalc’het digor gant ar C’hoarezed karantezus ne vezint mui aze evit o digemeret ha kemeret preder ganto… Hag ar c’homzou diveza a glevint ne vezint ket komzou da zousaat…

Ha neuze, o welet kement all a boaniou c’houekeat gwechall, hag hizio dilezet hep truez, ni c’hello daoulina evit lavaret do Zoue :

« Aotrou Doue ! c’houi zo bras ho madelez, taolit eur zell war hor bro baour !… Roit d’eomp adarre ar re a rea kement a vad en hoc’h hano… Ho pezet truez ouzomp, hervez ho trugarez hep muzul ! »


————


Freuzerien ilizou, Diouallit !


————


An ilizou a zo deuet da veza tra ar gouarnamant, abaoue lezen an disparti. Evel-se e lavar, da vihana. Hogen, an ilizou, hep mar, a zo d’ar re o deus o savet. Ha piou eo ar re o deus savet an ilizou, nemet hon tud koz, o bugale, ha ni, warlerc’h hon tadou ?…

Mennoz ar gouarnamant oa digeri an ilizou d’an ebatou, d’an dansou, d’ar c’hoariou, da lidou protestanted, yudevien ha franmasoned, an eil warlerc’h egile, dioc’h ma vije goulennet. Allaz ! digoret eo bet o daoulagad da ganfarded Pariz, p’o deus gwelet pebez enebiez a zo bet great d’e vevelien eat dre ar parreziou da ober an invantoriou. Petra c’hoarvezfe eta ma falvezfe d’ezan o zerra ?… N’hell ket eta mont d’ezo holl war eun dro, daoust d’e c’hoant direiz. Mes, neuze, a leverot, e lezo an ilizou e peoc’h, da vihana? Tamm ebet. Ar gouarnamant a zo deuet da veza perc’hen da holl ilizou Frans. D’ezan eo eta ober ar pez a zo red evit miret outo da vont da fall, evit miret outo da goueza en o foull. — Hag her gray ! eme veur a hini. — Her gray, a livirit ? anat eo, tud keiz, n’anavezit ket kalon an dud diaoulek-se ; anat eo n’ouzoc’h ket pegen founnus eo ar gasoni a zo o vaga ar franmasoned enep an Iliz santel, savet hag harpet war Jezuz-Krist… Ar gouarnamant a aozo an ilizou ? A ! va zud kez, ne lennit ket ar c’hazetennou, panefe-ze e welfec’h e lez anezo da vont da fall, ha neuze e lavar teuler anezo d’an traon. — O ! eme c’houi, re a livirit aze ! — Tamm ebet ! Setu ama ar pez a zo en em gavet en eur barrez eus eskopti Sens. Ar memes tra, evit doare a c’hoarvez e meur a hini-all, ama hag a-hont, dre bevar c’horn ar vro.

Er barrez se eta ez oa eun iliz koz, eun iliz eus ar re gaera, eun dudi gwelet peger kizellet oa bet en amzeriou a feiz. Hogen, dre na falveze ket da guzuilherien ar gomun ober tamm adnevezi ebet war he zro, an iliz a zoa deuet da veza fall.

Deuet oa an heur ma ranked aoza pe dilezel ar paour kez iliz. An aotrou Person a ginnigas daou vil lur destumet gwenneg dre wenneg e touez e barresioniz. Goulen a reas digant kuzuilh ar gomun nevezi an doen. Hogen, ar mear, war ali ar mestr skol, ne lavaras grik ebet d’e guzuilherien, ha ne fellas d’ezan nag ober na lavaret netra, abarz gwelet eun « architekt ». Galvet e oe unan. Hogen, ar pez a dlie c’hoarvezout a c’noarvezas. Kerkent ha ma ’z eas en iliz, e lavaras e ranked he diskara. D’ar 15 a viz mae 1902, e kasas d’anti-kear e ali lakeat dre skrid.

Easoc’h oa brema d’ar mear sevel en e zav dirak ar guzuilherien, d’an 19 eus ar memes miz, evit lavaret d’ezo e ranked serra an iliz, da c’hedal he zeuler d’an traon. Gwelet a rit, Bretoned, va c’henvroïz ker, n’eo ket diesoc’h eget an dra-ze… N’em eus ket ezom da lavaret d’eoc’h e oe kavet mat ali an Aotrou Mear !

— Deomp d’ezi gant petrol pe gant poultr min ! a lavaras unan.

An ali kaset da Bariz ha da Aoser a oe kavet dispar gant ar Gouarnamant ha gant ar prefed.

Daoust n’oa ket bet lakeat an taboulin da ober tro-kear evit embann ar c’helou edo an iliz o vont d’an traon, unan bennak a glevas, hag a reas eul lizer d’ar prefed da c’houlen truez evit an iliz kondaonet d’ar maro abalamour d’he c’hozni. Al lizer a yeas a zourn-da-zourn, a di da di, hag a oe dizale goloet a hanoiou. Ennan e lavared n’oa netra ken nemet an doen a gement en divije ezom da veza adnevezet, oa gouest ar mogeriou da badout c’hoaz meur a gant vloaz. Kinnig a reant-i ive mil lur d’ar gomun evit roi dourn da baea ar mizou. Hag evit echui, e peded ar prefed da zigemeret doujanz ar barresioniz.

Talvezout a rea ar boan ober kudou da dud evel-se !… Ar prefed, na petra ’ta, ne reas van eus al lizer-ze. Daoust hag ar gouarnamant a ra forz eus santimanchou eur barrez ? Ar vinistred a lavar eun dra, hag ar prefeded, o mevelien, n’o deus tra da ober nemet bale dillo… gant an hent merket d’ezo… e Pariz ! Teuler evez ouz eun « toull el leac’h ma vez prezeget ar c’hredennou diskiant, ar gaou hag an diouiziegez ? evel a skrive ar gazeten l’Yonne… Alo ’ta !…

Setu eta ar mear, an Aotrou Mear, oc’h en em glevet gant an antrepreneur evit freuza an iliz. Rei a reer ali da fablig Sant Maoris — ar barrez edo warni an iliz goant, bet iliz parrez gwechall — da gemeret an arrebeuri. Ha p’en doa an Aotrou Person tennet an hanter anezo ermeaz, e oe gwelet ar mear, ar sitoian Gallet, o tont da lavaret chom a-zav : ar pez a jome en iliz, emezan, a zoa d’ar gomun !!!… Setu eno lezennou !…

Ar fabliged a glemmas, ha setu ma oe roet d’ezo an traou santel.

Hogen, ar fablig a rank paea an holl frejou a zo evit kas ha digas an traou, arrebeuri, skeudennou ha traou-all, lakeat, Doue a oar e pe stad truezus ! Evit al labour heuzus-se a lavared beza padet wardro dek dervez, pa n’en doa padet nemet daou, e c’houlenned daou c’hant lur digant ar fablig !!!

Hag evit diskouez pegen dizakr oa al labour, e oe boulc’het da zeiz gouel Maria Hanter-Eost !…

Goude kemend-all a fallentez, daoust ha kavet e vezo c’hoaz unan bennak hag a gavo da rebech d’eomp abalamour ma lavaromp ha ma tiskouezomp ama warlerc’h, penaos eo kouezet dourn Doue war ar re o deus saotret e di ?

Gallet, ar mear, en deus bet eur maro an trista ; evel kollet en doa e benn, ha dalc’hmat e seblante d’ezan gwelet sent an iliz goz oc’h ober prosesion endro d’al leac’h ma edo gwechall. Seblantout a rea d’ezan e rankche, evit pinijen, kredabl, chom betek fin ar bed da zelaou ar c’hleier lakeat bole enno gant tud ha n’helled ket o gwelet. Ha neuze, dre ma komze, e zaoulagad a veze dispourbellet, digor bras evel brennikennou ; hag e save e zaouarn evel evit kas pell dioutan ar weladen gasaüs. Yudal a rea kentoc’h evit na glemme. Araok koueza en e dremenvan, e teuas d’ezan eur berad skiant vat, hag e lavaras :

— « Na petra eta am eus me great da Zoue ? »

Unan bennak a respontas :

— « Gwap hoc’h eus great outan. »

Mervel a eure en e bec’hed, ha kaset e oe d’an douar hep beleg, na kloc’h, na kroaz, na peden, d’an 3 a viz gwengolo 1905. N’oa ket c’hoaz peurgaset kwit atrejou an iliz koz, pa groge ennan, evit an dro genta, e glenved iskis.

Kazetennou ar c’harter a lavar ouspen e varvas e vugale er pemp bloaz, hag ar re anezo a zo bet espernet gant an Ankou a zo deuet da veza diot.

Ar sitoian Frappé, an hini a c’houlenne diskara an iliz a dennou-min pe gant petrol, — a zo maro seizet, ha kaset ive d’an douar evel… eul loen.

Ar mear nevez, an aotrou Lefèvre, en deus, a leverer, nevez gwerzet ar c’hloc’h, a zo astennet war eur gwele a boan.

Hag ar re-all o devo o zro.

N’eo ket en aner e reer gwap eus an Aotrou Doue ! Lezel a c’hell ar re fall da gaout an treac’h eur pennadig ; hogen, abret pe zivezat e teu e dro, ha neuze, siouaz ! e sko kalet a wechou.

Ali d’ar re a fell d’ezo asten o c’hrabanou war an ilizou pe ar c’houenchou.



————


YANN HAG AN ANKOU


————


Yann Ker-an-Nebeut ha Marianna a oa daou bried, o doa bet kement a vugale, ma ne gavent mui wardro ar gear eur paeron d’eur mab d’ezo, edod o c’hedal badezi.

Yann a gemeras eta e benn-baz, hag a yeas en hent. Ha setu digouezout gantan eun den koz, eun tammig moal, seder c’hoaz evelato, hag a c’houlennas da beleac’h e c’helle mont a-dis evel-se.

— « Mont a ran, eme Yann, da glask eun den leal hag eün e-kenver an holl, evit beza paeron d’am mab. »

— « Mat, eme an den koz, me a ve marteze hervez ho c’hoant ; evidoun-me a zo eun den eün ha leal, a gav d’in. »

— « Piou oc’h eta ? » eme Yann.

— « Me, eme an tremeniad, eo sant Per. »

— « Sant Per ! eme an tad souezet. Evit neuze n’oc’h ket an den e klaskan, rak c’houi a zigor dor ar baradoz da lod, hag he serr ouz lod-all. N’em eusket ezom ac’hanoc’h. Ho trugarekaat a ran evelato. »

Ha Yann larkoc’h gant e hent.

Neuze e tigouezas gantan eum den koz-koz, e vleo gwenn-kann kouezet bep tu war e skoaziou, hag a c’houlennas digantan, evel sant Per, da beleac’h ez ea evel-se.

— « Da glask eur paeron ez an, eme Yann ; eun den leal hag eün e pep giz a fell d’in kaout. »

— « Da glaskeur paeron ? Kemerit ac’hanoun, mar kirit ; me zo dioc’h ho toare, me gred. »

— « Piou oc’h eta neuze ?… »

— « An aotrou Doue !… »

D’ar ger-ze, Yann a reas eur skrijaden : « An aotrou Doue, emezan goustadik ! » ha pa oe deuet ennan e-unan :

— « N’ho kemerin ket. C’houi n’oc’h ket leal hag eün a-walc’h ive. Lod eus an dud a lakait er baradoz, lod-all a jadennit er purkator, ha lod all a stlapit en ifern. Mont a ran larkoc’h gant an hent, marteze e kavin gwelloc’h. »

Eur pennad goude, en em gavas gantan eun den treut, treut maro, n’en doa nemet an eskern hag ar c’hroc’hen. Yann a dremene ebiou d’ezan pa gomzas hema outan.

— « Gwall diz zo ganeoc’h, emezan ; da beleac’h ez it eta evel-se ? »

— « A ! eme Yann, da glaskeur paeron d’am mab. »

— « Ha ne gavit ket ? »

— « Nan, » eme Yann.

— « Marteze ive oc’h re figus ? »

— « Ne gav ket d’in, rak me c’houlennan nemet eun dra: Hag hen a zo eun den leal hag eün. Kement hini a zo en em gavet ganen a lavare d’in ez oant. Sant Per hag an aotrou Doue a zo tremenet ebiou d’in bremaik, hag em eus o laosket, n’o chaven ket nag eün na leal a-walc’h e-kenver an holl. »

— « Me a zo. » eme an den treut.

— « C’houi ? eme Yann ; piou oc’h eta ? »

— « Me eo an Ankou, spont an dudou, a sko hep damanti paour ha pinvidik, bihan ha bras, koant ha digoant, koz ha yaouank. »

— « A ! ya ’vat, eme Yann, c’houi a zo eun den dioc’h va doare. Dont a reot ? »

— « Mont a-walc’h avat, va den mat ! »

Dioc’h an noz e oe great ar vadiziant, ar gwin tomm a rede, ar c’hraon hag ar madigou a rodelle.

Pa oe debret koan, ha mall da bep hini klask e ribinou, an ankou a c’houlennas petra roje evit ober muia plijadur d’ezo.

— « A ! eme Yann, kalz bugale am eus, ha n’oun ket krenv en arc’hant. »

— « Mat ! eme an Ankou, bez medisin, hag e teui da veza pinvidik e berr amzer. »

— « Medisin ? eme Yann ; mes ne c’houzon netra war ar c’hlenvejou, penaos neuze e sonj d’eoc’h… »

— « O ! eme an Ankou, kea atao, me a roio skoazel d’it. N’ez pezo nemet dastum eur guchen louzeier en eur park tric’horniek bennak, o lakaat da virvi en dour, ha roi an dour ze d’ar c’hlanvour. Neuze e liviri hervez ma rin an neuz d’it. Pa weli ac’hanon e penn ar c’hlanvour, e c’helli lavaret : « Mervel a rai abalamour n’oun ket bet galvet abret a-walc’h. » Pa vezin e penn an treid, neuze e liviri : « Evit eus va louzou, hag a-benn eiz dez e viot pare. »

Goude beza kelennet Yann evel-se, an Ankou a lavaras kenavezo d’e filhor, hag a yeas gant e hent :

Kar an Ankou a ya endro,
Gant an Ankou piou a yelo ?

E keit-se Yann a reas hervez ma oe lavaret d’ezan, ha ne rea morse e dro a vihannoc’h evit kant lur. Digant ar paour evelato, o veza m’oa bet e-unan er stad-se, e kemere nebeutoc’h, a wechou netra.

Gant e vicher nevez e teuas da veza pinvidik bras.

Pa welas en doa dastumet madou a-walc’h evitan hag e vugale, e lavaras ennan e-unan ;

— « Mat e ve d’in brema chom hep kemeret arc'hant ha beza leal va-unan, rak o veza ne ran vad ebet gant va louzou, e laeran o kemeret arc’hant evitan. »

Dem-goude, e teuas an Ankou da welet e filhor, hag o c’havas holl en o eas.

— « Brema, Yann, emezan, e tlefez dont ive eun dro bennak d’am gwelet, n’out ket bet c’hoaz. »

Yann na lavaras ket nan, rak c’hoant en devoa da c’houzout pe seurt doare kear en devoa an Ankou.

Digouezet e ti an Ankou, Yann a oe kaset en eur gambr leun a c’houlou.

— « O ! eme Yann, perak derc’hel beo kement-all a c’houlou, n’ema ket hizio gouel Maria ’r Goulou, mechans ! Da betra ar goulou-ze ? »

— « Ar goulou-ze, eme an Ankou, eo bueziou an dud. »

— « Buez an dud ? eme Yann. Neuze, da vihana, c’houi, ken nebeut, ne rit ket henvel d’an holl, rak me wel ama goulou berr, re hirr, ha krenn draou !… »

— « Selaou ac’hanoun, Yann, hag e vezi difaziet : Ar c’houlaouen hirr eo hini ar c’hrouadur nevez ganet, ar re en-tre, eo bueziou an dud a zo e-kreiz o brud, hag ar re verr eo bueziou ar re a dle mervel dizale. »

— « Ya, komprenet em eus, eme Yann. Daoust ha va hini me a zo aze ive ? »

— « Ya, aze ema-i. Deus war va lerc’h.

— « N’eo ket unan eus ar re verr-ma evelato ? » eme Yann.

— « Setu anezi ! » eme an Ankou o tiskouez da Yann eum pennad berr-berr.

— « N’eo ket hirroc’h evit se ? »

— « Nan, » eme an Ankou.

— « O mat ! neuze, eme Yann, lakit unan eus ar re hirr a zo a hont, aze en he leac’h, an dra-ze a vezo henvel-dra. »

— « Nan, nan, ne c’hellan ket ober traou evel-se, eme an Ankou, rak neuze ne rafen mui henvel d’an holl. »

Yann n’helle ket padout ken tost oa da wikal, ken tom oa eno, hag e lavaras kenavezo d’an Ankou, ha buhan adarre e trezek ar gear !

— « Selaou, emezan da Varianna, pa zigouezas er gear, n’em eus mui pell da veva. Bet oun e ti an Ankou ; hag eno em eus gwelet goulaouen va buez. Sell ! n’em eus bet sonj ebet da c’houlen e peleac’h edo da hini-te. Evelato ez peus hirroc’h egedoun, war a gredan. »

An Ankou na zaleas ket da zont da di Yann :

— « O ! eme ar paour kez den, lezit ac’hanoun eur pennadig c’hoaz »

— «  Ne rin ket avat. Fellet eo bet ganez kaout eun den eün ha leal ; her c’havet ez peus, me ne fell d’in ober netra nemet hervez ar reiz hag al lealded. Sonet eo da heur, deus ganen ! »

— « Gwir eo an traou-ze ! » eme Yann.

Ha kerkent, Yann, ha n’en doa ket bet a-veac’h amzer a-walc’h da lavaret e in manus ha kenavezo er baradoz d’e bried ha d’e vugale, a oa sammet e karr an Ankou.


Karr an Ankou a dro, a dro,
Da vont ebarz, piou ’zo e dro ?
Ar maro n’eo na kris na mat,
Eur benveg eo da Zoue hon tad.


Digant J.-M. P.


————


GOUELIOU KALA GOANV


————


Setu eat ebiou d’eomp an deiziou seder, an deiziou tomm ha skedus, ma’z eamp dindan ar gwez bodennek da glask ar freskadurez, en eur zelaou richan dudius al labousedigou o kana hag o iskana penn-da-benn an deiz meuleudiou o C’hrouer.

Great eo an eost, dastumet eo bet er c’hrignol gant bennoz an aotrou Doue; ar frouez all, per, avalou, kistin, rezin, a zo deuet ive d’o mare da zigas sonj d’eomp eus madelez hon Tad a zo en env.

An diskar-amzer o tremen a zigas war hor c’harteriou derveziou krennet, tenvaleat alies gant ar c’houmoul du leun-zour. Deliou glas ar c’hoajou ker koant d’an nevez-amzer a zo deuet da veza melen ; distaga a reont eus ar gwez, hag e kouezont d’an douar, ’lec’h ma vezint dastumet ha lakeat da ober teil.

Tristaat a ra ar bed o welet ar vantel c’hlasvez se o tizec’ha hag ar yenien o tostaat. Pep-hini e leac’h mont d’ar meaziou, pa deu ar pardaez, a jach war-zu e di, a dosta zoken oc’h an tan, evit lenn pe selaou eur marvailh bennak. Evel douget gant ar pez a wel en dro d’ezan, d’ar poent-ma eus ar bloaz, an den a bleg warnan e-unan hag a ra eleiz a zonjou. Pep tra breman a lavar d’ezan : « Mervel a ri… dizale ! Da vuez a dremeno evel ma tremen an deliou… Koueza ri, ha da gorfa deuio da veza preiz ar prenved. »

Hogen, mouez Doue a zav neuze ive evit lavaret d’he zro : « … Sevel a raio ac’hano eun deiz evit mont d’ar vuez pe d’ar maro da viken ! Da bep hini eo brema dibab !… »

An Iliz a zo bet savet gant Jezuz-Krist; lavaret en deus e vije ganti betek deiz diveza ar bed ! A ! kement se a zo eas da gredi pa jomer a-zevri da zonjal enni.

Santout a reer eo bet c’houez Doue oc’h ober d’ezi lakaat goueliou an Holl-Zent hag an Anaon d’ar mare-ma eus ar bloaz ! E hini-all ebet na vijent bet gwelloc’h…

Goueliou kala goanv eo goueliou an tiegeziou kristen.

Da zeiz gouel an Holl-Zent, lagad ar galon a dreuz an oabl evit sevel d’ar Baradoz, bro an eürusded, ’lec’h ma’z eus meur a hini eus hor c’herent maro er stad a c’hras ha kurunet brema a sked hag a beoc’h gant Doue. Emaint ouz hor gortoz ; asten a reont d’eomp o diwreac’h ; o c’hlevet a reomp en deiz kaër-ze o lavaret d’eomp : « Kemerit kalon ! Rust eo an hent, gwir eo ; hogen, na vo ket hir ar veach… Dalc’hit tost da Zoue ha d’e Iliz, en em virit dioc’h ar pec’hed, bezit trugarezus e-kenver an holl ; en doare ze e teuot dizale da jom ganeomp el leac’h ma eürus en tu-all da gement a oufed lavaret… »

Ouspenn ze, hor c’herent deuet da veza sent e baradoz an aotrou Doue n’ankounac’haont ket ar re o deus lezet war o lerc’h en draonien-ma a zaelou. Pedi a reont evito, ha meur a wech, hep gouzout dare d’eomp, o deus bet evidomp grasou kaer.

Nag a veurded en deiz-ma gant lidou an Iliz ! Gaudeamus, emezi ; bezomp laouen e Doue ! Anat eo ema gouel ar baradoz, mezive gouel an douar, rak gloar ar zent a ro d’eomp da fiziout e vezo hon hini eun dervez !

N’anavezan netra hag a vije muioc’h gouest da deneraat va c’halon eget eun dro vale war ar meaz da bardaez an Holl-Zent, endra m’a ema ar glazou o son kanvou, o c’houlen pedennou d’an Anaon kez ! Ar glazou-ze klevet evel-se, o vont eus an eil kloc’hdi d’egile, pebez kanaouen ankenius ! Nag i a sko ar c’halonou kaleta !

Petra da lavaret eus gouel an Anaon, gouel ar purkator, ma c’helche beza gouel en eul leac’h ker poanius ?

E nep leac’h marteze n’eus muioc’h a zonj eus an Anaon eget a zo e Breiz-Izel. Bemdez, e pep ti breizad, e vez lavaret an De Profundis evito e « grasou » ar pardaez ; o hanoiou a vez lakeat war ar beden-zul, hag, da c’houde an ofisou n’ez eer ket d’ar gear hep beza bet o taoulina war o beziou glaz er vered. Ne vez ket eun eured e Breiz-Izel hep ma ve lakeat eur zervich gant an Anaon kerent, a deu evel-se da gaout evel eun tan va eus ar fest.

O ra zalc’ho start ar Vretoned d’an holl giziou mat-se !

Ha pa gomzan eus an Anaon, me a c’houlen aotre va c’henvroïz evit digas sonj d’ezo eus traou hag a veze great gwechall, hag a zo o vont, siouaz ! war rouesaat. Gwelet em eus bet e meur a barrez ar c’homzou-ma skrivet e brezonek war varv-skaon an ilizou :

« Bezet truez ouzomp, o c’houi da vihana hag a zo hor mignoned ! » Hag ar re-ma-all :

« Hodie mihi, cras tibi, Hirio d’in-me, warc’hoas d’it-te. »

E bered ar Minihi, tost da vez sant Erwan, em eus sonj mat da veza lennet kement-ma :

EUR BEDEN,
MAR PLIJ,
EVIT ANNE-YVONNE HERVÉ,
PRIED PIERRE PICARD,
MARVED AR 16 A VIZ C’HOUEVRER 1900,
OAJET A 60 VLOA.
DOUE DA BARDONO AN ANAON !


Kaera skouer !… Ha perak eo ken rouez ar skridou brezonek a-wel d’an holl evel se ? Ar Vretoned a dlefe beza kustum ouz an traou-ma. Petra ! n’eo ket eur vez evidomp na ve kavet en hor berejou nemet unan pezaou vean-bez, brezonek warno… war beziou tud ha na gomzent peur-liesa nemet ar brezoneg ?

Ma karchemp muioc’h hor bro e vichemp ive muioc’h douget da viret ar pez a zo d’ezi, ha d’ezi hebken.

En han Doue, mistri-skol, va c’henvreudeur, deskit Histor Breiz d’ho skolaerien, pe Breiz a zo o vont da veza henvel ouz pastellou distum Bro-C’hall !



————


Enn taol lagad war an amzer goz


————


Koms a reer kals hizio enep an Iliz kalolik.

Prezegerien diboel ! a lavar d’al labourerien e c’heller tremen hep relijion : « Ar Relijion, emezo ! eun dra uzet. Hiviziken an dud a spered, an dud a zeskadurez, a leunio o c’halonou gant ar Wiziegez ! Ar Relijion a yoa mat gwech-all, marteze ; mez hizio ni a felf d’eomp mont war-raok. »

Evel se ’ta, war o meno, ar relijion na dalv da netra. N’eo ket dies d’in diskouez pegement e fazi an doktored nevez-ma. Hag evit kement-se, taolomp eur zell war doare ar bed a-raok donedigez Hor Zalver, ar sklerijen skedus-se a baras er zav-heol.

Ar bed-oll a yoa beuzet en holl dizursiou.

An dud a ankounac’hae pe na ouient mui o doa eun ene hag a en em roe d’an holl dechou fall. evel al loened lousa. Tamm karantez ebed etrezo : pep hini a jache d’e du, gwas a-ze d’ar re n’hellent ket tizoul ar c’hargou. Ar warisi, ar gasoni, ar c’hrizder, a rene e kalonou ar pep brasa eus an dud.

Ya, ar c’hrizder a rene war ar bed e vel eur rouanez vras. Lavaret e viche e oa serret ar c’halonou ouz pep teneridigez. En tiegeziou zoken n’en em gleved ket. Pa gaved dies gwelet unan bennak, netra easoc’h eget rei d’ezan taol ar maro hag e gas evel-se da welet e dud koz, evel a lavarent.

Er C’hres kouls hag e Rom, pa na blije ket ar vugaligou d’o zud, ar mammou o-unan a zanke ar gountel enno, pe o zaole d’an traon a c’horre eur grec’hen sounn. Kartajinezed a zeue anezo o-unan da deurel o bugale en tantadou tan enaonet dirak skeuden an doue Molok.

Ha ma kaver kement a grizder en tadou hag er mammou, piou a lavaro d’eomp peoaos e rea ar priejou, ar vistri ?

Ama e welomp mogeria eur wreg war an disterra digarez.

Pelloc’h, setu sklavourien taolet noaz en eul lenn leun a lamprezenned, seurt loened vil ha digernez, henvel ouz aered viber. Tro-war-dro, ar pennou bras a gemer o flijadur o sellet ouz an dud keiz-ma, a skrij, a yud, a glemm, a c’houlen truez oc’h tud kaletoc’h o c’halonou en o c’hreiz eget ar vein a vreser war an henchou.

Sevel a reer doueou ha doueezed en enor d’an holl youlou fall. Ha neuze e teu ar bobl da zaoulina dirak ar skeudennou heuzus-se.

Setu perak n’eus reiz ebet ken evit an dud-ma. Diskennet int e renk al loened mut. An traou ar gwesta da lakaat ac’hanomp da ruzia gant ar vez a veze ledet a-wel d’an holl. Ne veze ket zoken taolet evez oc’h ar skouer fall a c’helled rei evel-se d’ar yaouankiz. Ha perak e viche great ? Daoust hag ar yaouankiz na dle ket kemeret he flijadur ? Evel a lavare n’eus ket pell rener eur gazeten, n’eus netra da guzat ouz ar vugale !… Erru eo warnomp tenvalijen ar baianed. Diwallomp !

Mat, en amzer-ze, ar sperejou a yoa ken gouliet eus eur penn d’ar penn-all d’ar bed, ma ’z ea klemmou an dud reuzeudik, ar sklavourien, ar re baour, evel eur gorventen a-dreus d’an ear.

Ar bed kez ! daoust ha chomm a ray da virviken er stad-se ken izel ha ken mezus ? Daoust hag an nerz, ar galloud a vezo bepred treac’h d’ar gwir ? Hag hen e vezo atao noz hep mintin ebet morse ?… ar c’hlac’har hep frealzidigez ?…

Salokraz ! setu ar bed koz o skrijal. Eun dra bennak a nevez a zo c’hoarvezet.

Klevet ez eus en nenvou moueziou eun arme a elez o kana : « Gloar da Zoue e barz an huel, ha war an douar peoc’h d’an dud a volontez vat ! » Eur bugelig a zo nevez-c’hanet e kraou Betleem o tigas leun e zaouarn a levenez hag a beoc’h.

Her gwelet a reer ; e vousc’hoarz, henvel ouz eur bann-heol, a zo peadra da zizec’ha an daelou ha da domma an eneou…

Kreski a ra, a nebeudou, evel ar vugale-all ; hag ez a da brezek e Aviel d’an dud dizesk, a deu a vandennadou war e lerc’h evit klevet e gomzou souezus… « Eürus ar re baour ! Eürus ar re a zo glan o c’halon ! Eürus ar re a ouel ! Eürus ar re o deus poan da ziwaska !… » Biskoaz kement all n’oa bet klevet betek neuze.

Ouspenn-ze, hada a ra ar burzudou kaëra dre gement leac’h ma tremen : Ar re glanv a gav ar yec’hed; bruzuna a ra chadennou ar sklavourien ; deski a ra d’ar pinvidik karet ar paour ; digeri a ra eun hent e c’hello an holl hiviziken tremen dreizan : ar vuez kristen.

Hag an Hini a droas tu d’ar bed dre e varo hag e zazorc’hidigez[11]…, an Hini a reas d’ar sklerijen para splan war-lerc’h an denvalijen, hennez eo an Doue a stouomp dirazan : Jezuz-Krist, ar Pastor mat…

Chomm hep e anaout da vestr a ve dizanaoudegez ha fallentez, rak m’eo ar C’hrist hor madoberour, hag abalamour e teufe gwalinier spontus da gas ar vro a-bez da netra.

N’eus netra poaniusoc’h da welet eget eur vro dizoue… !


DIVEZ



————

TAOLEN
————
Ar pez a gaver el leor-ma


PAJEN
 62
 79
 104
 113
 117
 142
 163


————
  1. Bac’h, ger koz, da lavaret eleac’h prizoun.
  2. Tennet eus al levr Les Légendes du Mont Pilate, skrivet gant Ch. Buēt, ha moullet e ti Mame, e Tours. Aotre am eus bet d’en lakaat e brezoneg Kl. ar Prat.
  3. Armoiries.
  4. Narrateur.
  5. Droit romain.
  6. Examens.
  7. Léthargie.
  8. Histoire de Bretagne, gant d’Argentré.
  9. Histoire de Bretagne, gant d’Argentré. Ar feunteun-ze a zo c’hoaz anezi hizio, hanvet eo Feunteun Santez-Mari.
  10. Histoire de Bretagne, gant dom Morice.
  11. Résurrection.