Respont Anna

Eus Wikimammenn
Kroaz ar Vretoned, 1915



Respont Anna


————


Ar zûn dremenet, hon lennerien o deus kavet aman lizer eur zoudard a Vreiz-Izel da Anna, e garantez. Setu breman respont Anna d’he mignon.


War ar memes ton, pe war don « Son ar bloavez mad, doni-donê ».


Resevet em eus, ma mignon,
Ho lizer ken dereat,
Ha dont a ran a greiz kalon
Fenoz d’ho trugarekât.

Spontet on gant sonj an danjer
Ho spi aze de ha noz,
P’edon aman ken dibreder
Dindan tôen ma zud koz.

E Breiz, gant an nevez-amzer,
Ez eus gliz ha bleun lirzin,
Lapoused o kanan seder
Er brouskoajou da vintin.

Koulskoude, bec’h ar vuhegez
A zo poanius ha c’houero :
Avel-zil an dristidigez
A zizec’h ar c’halono.

Ne glever ken moueziou seder
O tregerni da zerr-noz,
Met gant Fe e tarempreder
Goueliou santel hon zent koz.
 
E-touez kerent ha mignoned
Ne welan ket neventi,
Met, me ’gred, ’zo jistr boutailhet
Ouz ho kortoz en pep ti…

O Yannig, ma gwella mignon,
Penôs sonjal e teufen
Da vruzuni d’ec’h ho kalon,
Pa varvfec’h ’vit ma difenn ?…

’Lies ez an ma-unanig
Da bedi ha da zonjal,
Goude koan, war ribl ar wazig
’Lec’h ma hunvreemp gwechall.

Ha ma spered, skanv a-wejou,
A-dreuz klemmou ar brezel,
A glev kleier an eureujou
O tiston en Breiz-Izel.

Kalon, eta, mignon Yannig,
Ha digaset hepdale
He c’hoantiz d’ho tous Annaïg,
Da zent Breiz eur bod-lore !…

Koulmig Arvor