Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 3 1925.djvu/89

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 89 —

taoliou treid ha taoliou dourn, he bronduas, he gloazas… Ne c’hounezas netra warni ! Droug hag anoaz ennan, e reas diwiska diouti he holl zilhad. An aval a zouge dindan he zoneg o veza kouezet neuze d’an douar, ar roue her c’hemeras. Kemenn a reas staga Alaba a-ere eur rao arem ouz eur roc’h e pentir Tarvedon [1]. Ha da herzel na zeuje nikun war dro ar plac’h yaouank pe evit rei dezi da zibri pe evit he diliamma, ec’h embannas e vije an duchenn en-dro ar roc’h hag ar pentir end-eeun tra nevet hiviziken. E venoz e oa lezel Alaba da vervel gand an naon hag ar sec’hed, d’he c’horf ha d’he fenn da vont da breiz d’an evned.

Hounnez ez oa stad Alaba, dalc’het gand eur rao arem start ouz eur roc’h, ha dirazi douriou gwer-glas, roufennet-doun ha bepred lusk-dilusk mor gouez Orka [2]. Skoazell n’he doa da c’hortoz digant den, dalc’het m'edo Esus ha Kernunnos pell diouti dre al le o doa graet d’ar rouanez ha dre ar rouestlou-hud he doa houman lakaet warno. Hag er bell-vro-ze, e-kreiz meuriadou tud digar ha kriz [3], piou a brederje gand an diavêziadez a sklavez yaouank en doa graet ar roue he staga ouz ar pentir da breiz d’an evned ?

Tri dervez a dremenas hep ma wele Alaba netra veo en-dro d’ezi nemed an evned o kornigellat a-gantou krec’h-traon tro-dro d’ar pentir. An trede deiz e welas eun dra-all. Eun taro mentet-espar o treuzi a-zoug e gamm eun dachennad douar geotek a ziskenne a-dreuz ar rec’hier beteg ar mor. Uhel ez oa ar geot enni, hogos bete tizout kof al loen hag e chome an taro a-zav troiou ’oa da c’houesa geot, ha troiou all da frona avel ha da sellout ouz ar rec’hier tro-dro. Hogen, an taro Donnos end-eeun ez oa an taro-ze. E korf tri deiz ez oa deut eus douar Iberi en hanternoz Albio goude treiza mor Ikton diwar neunv [4]. Alaba avat n’e anavezas

  1. Hizio an Dunnet-Head, d’Arbois les Celtes, p. 50.
  2. Putheas apud Diodôros, V. 21, 3.
  3. Diwar-benn nerz, krizder ha feroni meuriadou hanternoz Breiz-Veur sellout D’Arbois, Premiers habitants, II, eil mouladur (1894), pp. 13-4 ; kenveria John Munro, the Story of the British Race (London, 1899), pennadou VI (the Scotch) ha VII (Scottish Types), pp. 110-44.
  4. War vor Ikton (mor Breiz, Muir n-Icht gand Iwerzoniz, Mor Udd gand Kembreiz, English Channel gand ar Saozon, Manche gand ar C’hallaoued) sellout Notennou, pennad XII, p. 6.