Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 3 1925.djvu/72

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 72 —

— Mab eur mignon out, ha mignon da-unan, eme Esus. Ac’hanta va faotr, eme Esus, eur vad a c’houlennin diganez : hor c’has hon-daou daved da vamm, me ha va c’heneil a welez ahont. »

Dilavar e vanas ar paotrig.

« Ha ne deurvezez ket hen ober, va faotr ? eme Esus.

— N’eo ket mat ar pred-man d’an divroïdi da dreuzi ar parkeier hag ar vro, eme ar paotrig. Eman ar medi en e verva.

— Petra vern d’eomp, va faotr ? eme Esus.

— Ha graet ganez da venoz koll feteiz da benn ha da vuhez ? eme ar paotrig. Ha da geneil, hag a-euntu eman ganez war ze ? Hag an daou varc’h gwenn kaer a welan ahont, poanius e vefe d’in gwelout o laza hag o dispenn.

— Arabad en em jala gant se, va faotrig, eme Esus.

— Eo ! en em jala a ran, eme ar bugel. Mab ar rouanez ez oun-me. Ar c’henta em eus ho kwelet, ar c’henta em eus komzet ouzoc’h en aod-man. Va ostizidi a ran ganeoc’h, ha ken na zeufec’h da veza ostizidi va mamm, eur saotr e vefe d’am ano ma kouezfe warnoc’h an distera droug.

— Ha n’hellez ket hor gwarezi ? eme Esus. Ha ken taer-se eo medelerien da vro ?

— Ar boaz a anavezez, eme ar paotrig, ha n’out ket hep gouzout petra a c’houlenn Mammou an douar en eskemm d’an eostou a zaskoront. Mar doc’h gwelet ha kemeret gand an eosterien, den er bed n’oufe ho savetei. Ha me va-unan, ma tegouezfe d’in beza gwelet ha kemeret, ha beza ez oun-me mab o rouanez, e vefen lazet ganto [1]. Ha mar demoun aman, eme ar paotrig, hep gouzout d’am zad-mager eo hag en eneb d’e zifenn, dre ma tec’his diouz ar gêr, diouz ar c’hloz m’oan bet serret a-benn keit ha ma padje an eost. Skuiz ez oan, avat, o veza serret ; gwelout ar mor, redek ha c’hoari en aod a vennen ober.

— Petra ’ta, hervezout, a dleomp-ni ober ? » eme Esus.

Prederiet e vanans ar bugel eur pennadig. Ha goude, oc’h

  1. Frazer, le Rameau d’Or, III, (Cultes agraires et sylvestres), pp. 210-318.