Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 3 1925.djvu/58

Eus Wikimammenn
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 58 —

ned ! Bennoz Moitinos [1] war da veot-tourc’h, war da zanvadezed ! Bennoz Lugus Mokkos [2] war da houc’hed, war da wizi ! Bennoz Epona [3] war da virc’hien, war da gezekenned ! Eun niver a vugale hag a advugale, krenv a gorf, gwevn a izili, her a galon ! Nep preder a-berz da vibien ha da verc’hed, da advibien ha da adverc’hed, na diwar o yec’hed, na diwar o neuz-spered na diwar o buhezegez. Kenemgleo ha kengarantez da ren etrezo ! Laouen e talc’hint en o spered kement tra a ziski d’ezo. Da gelennou a virint, da aliou a selaouint, da guzuliou a heuilhint. An holl labouriou a gemenni d’ezo a vo sevenet ganto.

Gwella rederien, lammerien ha gourennerien ar « pou » e teuio ar baotred da veza. Ganto e vo ar maout en holl c’hourennadegou [4]. Trec’h e vezint d’ar baotred yaouank all evid embreger armou, ren kirri-emgann, marc’hegez, ober troiou-nerz ha soupleseou. Brezelourien-veur, lïes o c’huriou, a vo anezo. Eur wardoniez-enor didrec’hus a raint en-dro d’o zad [5].

D’az merc’hed eun dremm gaer, eur c’horf mentet-uhel, gwenn ha kenedus, bleo hir-rodellek liou koant ha sked gand an aour ! Gwelloc’h kemenerezed, brouderezed, tïegezed ne vo ket dre an holl vro. Bez’ e tegouezint da briedou fur da vrezelourien a vrud o piaoua saout e-leiz [6].

Ez puhez kel lïes hanvez laezus, edus, frouezus, ha ma c’hellfe da galon c’hoantaat ! Eur sart a gozni diglenved, didrubuilh ! Da bep deiz-ha-bloaz da c’hanedigez e teredo davedout engroez da vugale, ha da vugale-vihan, ha da advugale, ken paotred ken merc’hed, hag i laouen hag hegar. En em strolla a raint tro-dro d’ar penn-

  1. Dottin, Manuel, eil mouladur, p. 315. Diwar moltos « maout ».
  2. Id., p. 307, Mokkos « moc’h ».
  3. Rev. arch. 1895, pp. 163-195 ; 1898, pp. 187-200 ; 1900, p. 260-261. Hen-geltieg epos, hen-vrezoneg ep « marc’h ». Ep a zo anezan c’hoaz e kenep, Notennou diwar-benn ar Gelted koz, VII, ar gounit-douar hag ar maga-loened, p. 24.
  4. A. Bertrand ha S. Reinach, les Celtes dans les vallées du Pô et du Danube, p. 116.
  5. Kenveria D’Arbois, Epopée celtique, pp. XXIX-XXX.
  6. Ibid., p. XXIX.