Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 3 1925.djvu/52

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 52 —

kalet ez oa daoulagad al loen hag ar skantennou war e gorf. Rikla warno a reas ar saeziou evel war ziou voull wer ha trei d’en em sanka el leton. Neuze Sukatus a zic’houinas e gleze hag, o tostaat d’al loen, a stagas d’en em ganna outan. Pell amzer e talc’has gand an emgann-ze, ma rede e wad dre veur a c’houli hep m’oa deut a-benn d’ober d’al loen an distera krabisadenn. E nerz a yea digantan a-nebeudou ; dre hir-skei e vorze e vrec’h. Kiza n’houle ket ober, avat, ha dilezel an taol-kefridi en doa boulc’het.

Evel-se edo ar bed gantan pa welas o tilammat eus an douar en e gichen eun tourc’h-gouez e reun aour, ker bras ma save beteg e dal al livenn anezan [1]. En em stlepel a reas an tourc’h ouz an euzvil, e drei war e gein ha, gand eun taol hepken eus e fri skilfek, faouta e gof d’ezan eus e lost d’e lanchenn. Savet eur vorenn d’e zaoulagad dre goll e wad, en em daolas Sukatus da azeza war eur roc’hell. Pa zivorennas warnan, edo an heol, en eur vont da guz, o liva e ruz koumoul an nenv ha kribenn ar menez. En draonienn yen, a-c’houen e gein, difastet-holl ha marvet, al loen-euz en e c’hourvez e-kreiz eur poullad gwad. E-tal Sukatus, eur c’hadour mentet-uhel hag a drouc’had mat, ha d’ezan war e c’houzoug, e lec’h eur penn den, penn eun tourc’h-gouez [2].

« An doujans ouz an doueed he devez bepred he gopr, eme ar c’hadour penn-tourc’h, en eur steki e zourn ouz skoaz Sukatus. Gwirion oc’h bet d’in-me dalc’hmat, da dad, da vreudeur ha te da-unan. Noz ha beure hoc’h eus va fedet. Gouestlet hoc’h eus d’in kloziadou ma vernier enno an aour hag ar profou. Krugou-pedi [3] hoc’h eus savet d’in ma

  1. Kenveria Rhys, Celtic Heathendom, p. 404-5 (Aurwrychyn) ; Anderson-Leclercq, pp. 65-6, 200 (Gullinbursti) ; S. Reinach, Bronzes figurés, pp. 255-7.
  2. Kenveria, e mojennou Arianed an Indez, Varaha « tourc’h-gouez », unan eus an dek furm genta gwisket gand an doue-heolel Vichnou, hag an aerouant Hiranyaksha, an den penn-tourc’h-gouez, L. de Milloué, Guide illustré au musée Guimet (1905), p. 78.
  3. Montélius-Reinach, p. 120-1. E-touez poblou an Europ e hanval ar c’hosa aoteriou beza bet hepken krugou savet gant dourn-den. E gregach e talv bômos war eun dro kement hag « aoter » ha « krug ». Kenveria an hebraeg bamah « krec’hienn, savet a-wechou gant dourn-den, ma reer warni lidrôadou ; krug, bez », Rev. des Et. anc. 1910, p. 161. Hervez doare, geriou amprestet diwar yez hen-Gretiz eo bômos ha bamah.