Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 3 1925.djvu/30

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 30 —

Ar pep yaouanka ha kaera eus ar baotred hag ar merc’hed a vired d’ober ganto a-hend-all. Ar re anezo a oa ar c’huilha hevag a veze enberiet pe daolet e kaoteriou, d’ezo da vont da vagadur d’ar ramzed [1]. Ar re grenva ha skanva, avat, a zegased er goarivaou [2], hag e rae d’ezo ar ramzed a-heligenta er redadeg gand o c’houn, o c’hezeg hag o zirvi [3].

Ar plac’h yaouank a lakeas Atepomaros da ergerzout a bep tu ar vro-ze eus ar ramzed. Ober a reas d’ezan gweladenni pep korn anezi ; kement a oa da welout enni a voe diskouezet d’ezan. N’o devoe ket a nec’h a-berz ar ramzed : hag i gouez, garo ha dizeven, o lezjont da welout pep tra. Nemet war o distro, p’edo ar roue hag ar plac’h yaouank o tremen dre eur gompezenn vras ma talc’he eno ar ramzed eur vodadenn en-dro d’o daou roue, ar re-man o galvas daveto. Penrenerien ar ramzed, d'ar pred-se, edo Verkatus ha Vertigernos [4], o-daou mibien Erkos, mab Brenka [5], mab Ogros.

« Eus ar ouenn bet engehentet gant Belios eo ez out-te, emezo da Atepomaros ; hag ar plac’h ouz da ambroug a zo unan eus an nao gwerc’hez a zalc’h beo an tan war oaled an doueed. Hogen, ha d’eoc’h beza enebourien, ne glaskimp ket noazout ouzoc’h, rak war hon douar netra n’hellit en hon eneb. Ne zoujomp den, ha dre hon labour e kresk bemdez hor galloud. »

Penrenerien ar ramzed a gasas Atepomaros e brasa kledour ar vro. Alc’houeziet ez oa an dorojou warnan. O

  1. Debrerien-tud a vez alïes eus ar ramzed en hen-lennegez Kembre, Mabinogion, II, p. 233, notenn 4.
  2. Eur ger hag a zo miret en anoiou-lec’hiou. En iwerzoneg cluichimag, eul lec’h miret da bep doare c’hoariou, Joyce, II, p. 475.
  3. D’Arbois, Epopée celtique, pp. 322-5, 416 ; Dussaud, Civilisations préhelléniques (eil mouladur), pp. 72, 79, 394-6 (skeudennou).
  4. Verkatus « emgann bras », Vertigernos « tiern bras » , D’Arbois, Noms gaulois, pp. 172-8.
  5. Erkos, kembraeg erc « fall » ; Brenka, krenn-iwerzoneg brec' « gevier », Rev. celt. 1896, p. 102.