Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 3 1925.djvu/22

Eus Wikimammenn
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 22 —

ouenn Vanos. Ha n’oa ket an daou arz en he barlenn, ar pevar arz ouz he zreid brasoc’h eget kizier, pe eged ar c’houn bihan-ze a vez a-wechou gand ar rouanezed etre o divrec’h.

« Deut-mat ra vezi, va mab bihan, eme ar ramzez deut da vaouez.

— O maouez, o rouanez, piou out-te ? eme Atepomaros.

— Adaqi ez oun-me, emezi en eur wenc’hoarzin. Noux, va mamm, eo ar bikolenn a vaouez zu emout o paouez gwelout er c’heo ahont.

— Pe vro eo ar vro-man ma vevez enni, o mamm, o rouanez, eme Atepomaros.

— Ar rouantelez, emezi, ma ren Ogros ha Noux [1]. Di eo e teu an dud o deus torret al Lezenn. Emout o vont da welout pe donkadur eo o hini ha pe gastiz a gouez ganto.

« Kenta kastiz a gouez ganto eo pa vezont flemmet gant naered al lestr du a skuilh en o c’horfou hadenn an holl glenvedou. An eil kastiz eo pa zouaront ha pa vezont aroueziet gant ar paotr e horzenn houarn, ha gouestlet da c’halloudegeziou an Islonk. An trede kastiz eo pa renkont trement etre krabanou ha karvanou an arzed ramzel ha beza plaouiet ganto. Ar pevare kastiz eo, goude d’ezo bout dislonket gand an arzed ha deut an dismantrou anezo a-benn d’en em anaout ha d’en em adstrolla d’ober adarre gwazed ha merc’hed, pa zeu ar c’haouenned-erc’h da ziskarga o fank war o fenn ha da ziregi a-daoliou pigos o dremm hag o diouskoaz. Ar pempet kastiz eo, e toull-digor ar ganienn denval, pa zeu ar guped da gluda war o fenn ha da sanka o skilfou en eskern o c’hlopenn, pa doullont d’ezo o daoulagad, ma krignont gand o figos kamm e poullou leun-wad an daoulagad anezo beteg an empenn. Neuze o gweler, dallet hag en eur yudal dre o foan, o tiskenn diwar red ar

  1. An iwerzoneg uar, kembraeg oer « yen » a rank beza en o raok eur furm geltiek ogro-. Noux « noz ». Kenveria e deiziadour Coligny Ogronios, ano miz (here ?) hag Atenoux « noz-veur ? » (noz al loar-gann ?); Rev. celt. 1898, p. 220. Diwar-benn eun diskleria-all eus atenoux lenn Dottin, Langue gauloise, p. 229. Kenveria Rhys Coligny Calendar, p. 53. An iwerzoneg adaig « noz » a c’hallfe beza diwar eun hen-furm adaqi.