Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 3 1925.djvu/182

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 182 —

treba ez eo : *trebami, iwerzoneg trebaim « ec’h annezan, e tiekaan, e c’hounezan douar » ; *trebarios, hen-iwerzoneg trebaire g. « penn-tiegez, tieg » ; *trebaria, hen-iwerzoneg trebaire gg. « poell, eveziegez, furnez ». D’Arbois, Et. gram. p. 108* ; Premiers Habitants, II, p. 358.

P. 50, not. 2, lin. 8 kent an dibenn, e lec’h « kontili » lenn « kontilli ».

P. 62, not. 3, lin. 3, e lec’h « Religiôes da Lusitania, pass. » lenn « Religiôes da Lusitania, II, Lisboa, Imprensa Nacional, 1905, pp. 52-67 ».

P. 65. lin. 8 eus an danevell ha lin. 1 eus an notenn 2 : Arkantodan, furm berraet diwar Arkantodanos, a lenner war beziou-moneiz arem Lexoviiz, Meldiz hag ar Vediomatriked, A. de Barthélemy, Numismatigue de la France : 1re partie, Epoques gauloise, gallo-romaine et mérovingienne, Paris, 1891, p. 16 (Kemennaduriou kaset gant « Strollad al labouriou diwar-benn Istor ha Skiantou » da genskriverien Ministrerez an Deskadurez hag an Ijinou-kaer). Arkanto- a zo, moarvat, e lec’h Arganto-. En anoiou galianek miret d’eomp gant leoriou hag enskrivaduriou an Hen-amzer, e kaver alïes al lizerennou g-k (pe c) o tont an eil evid eben : vergobretos ha verkobretos, Bitudaga ha Bitudaka, Ratumagos ha Ratumakos, Veriugos ha Veriukos. An Ao. Dottin a damall an eskemmadur-ze d’eur boaz-skriva henvel ouz hini Iwerzoniz pa skrivont gg pe c ar g nann-c’houezadennet e-pad ma vez aroueziet ganto ar g c’houezadennet dre al lizerenn g, Langue gauloise, p. 63, n. 1. Arkantodanos e oa, hervez doare, ano eun den e karg, e gefridi henvel ouz hini an triumvir monetalis gand ar Romaned : ren oberidigez moneizoü ar vrôad. Bez’ ez oa e galianeg eur ger dano- pe danno- o talvezout « judex, curator, magister » : rodanos « judex violentus » (Geriadur hen-geltiek Endlicher), platiodanni « kuratored ar plasou ? » (Corpus inscriptionum latinarum, XIII, 6776), per dannum Giamillum (id. 4228). Ouz omao- (De Barthélemy, op. cit, p. 21), kenveria ar furm hen-geltiek *omion a zo goulennet en o diagent gand an hen-iwerzoneg umae « kouevr, arem », gand an hen-gembraeg emid, breman efydd « kouevr ».

Hevelep pajenn, eil dilinenna, lin. 4 ha 5 « o klask mirout outan da gerzout », lenn « … a gerzout ».