Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 3 1925.djvu/181

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 181 —

P. 13, lin. 2, e lec’h « eur bellen-dan » lenn « eur bellenn-dan » ; not. 1, staga outi kement-man : Sellout ivez ouz Romilly Allen, Celtic Art in Pagan and Christian Times, p. 114 (taolenn-skeudenn) ha p. 131.

P. 18, not. 2, lin. ziweza, e lec’h « 1920 » lenn « 1911-1920 ».

P. 22, not. 1, lin. 1 ha 2. e lec’h « en o raok » lenn « en o raog ».

P. 32, 5vet dilinenna, lin. 3 kent an dibenn, e-lec’h « steredenn » lenn « sterenn » a zo reisoc’h ha gwelloc’h da lavarout étoile. « Steredenn » a vefe kentoc’h constellation ar ster anezi.

P. 35, not. 3, lin. 3, e lec’h « ar Werelaouen » lenn « ar Werelaouenn ».

P. 46, not. 3, lin. 4, etre « (engravadur)» hag « Ar Gelted » lakaat kement-man : — Ouz an hen-alamaneg-uhel sporon, alamaneg-breman sporn « kentr », kenveria an hen-geltieg sparno- (diwarnan Sparnakos « Epernay »), brezoneg spern, Ernault, Dict. étym. du br. moyen, p. 383 (moulet e dibenn e embannadur eus Buhez santez Barba dre rim ; le Mystère de Sainte Barbe, Paris, 1888). Lenn ouspenn war Rev. celt. 1908, p. 261, goulakaduriou ar c’heltiegour Hermann Osthoff diwar-benn deveradurez ar brezoneg ufern, e kembraeg ufarn.

P. 53, trede dilinenna, lin. 4, « biturix (roue ar bed, roue-meur) », intentit « roue-meur Kelted an Douar-bras ». Biturix a ziskouez beza eun ano-karg gant Douar-braziz hepken. Eus roue-meur Iwerzon e veze graet eun ano all : *rix ro-airekon, da lavarout eo « roue ar pennou-bras ». *Ro-airekon eo tro-c’henel lïes *ro-airex « penn-bras » hag an ano-man a veze graet eus an doare-roue a oa o ren war beb-unan eus pemp rannvro Iwerzon (ac’hano an ano all a rôed d’ar roue-ze en iwerzoneg : ri-coiced « roue pempvedenn »). Ar roue-meuriad a oa *rix-teutês e ano. Ar furmou hen-geltiek-man a zo goulennet en o diagent gand ar geriou iwerzonek ri-ruirech, ruire, ri-tuaithe, D’Arbois de Jubainville, Etudes sur le Droit celtique, I, pp. 101-5 ; Noms gaulois, pp. 90-1 ; Premiers Habitants de l’Europe, eil mouladur, II, 1894, p. 388 ; Notennou diwar-benn ar Gelted koz, II, pp. 10-l.

P. 54, not. 2, an diou linenn ziweza : An hen-geltieg treba « ti, bodad-tïez » a zo deuet da veza treb « annezlec’h » en iwerzoneg, trev « kêr, kêriadenn » e brezoneg koz. Diwar