Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 3 1925.djvu/13

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 13 —

en he dourn dehou hag en he dourn kleiz eun dra a lavarjes ez oa eun aval pe eur bellen-dan. Evid d’ezi ez oa he daouarn ac’hub evel-se, n‘oa ket diwevn nag emstrobellet he doare ; aes-tre ez oa, en eneb, ha war-bouez he daoulin e rene he jao dre an hentou a-dreuz d’an edegi gwell eget war-bouez dourn pe westenn. En he c’hichen edo o taoulammat eur marc’h ruz all henvel-beo ouz an hini a oa dindani. Betek kér e taoulammas er stad-se ar plac’h yaouank. Treuzi kêr ha koad a eure hep gorrekaat war he herr ha pignat krec’hienn ar Roueed. Deut dirag Atepomaros, en eun taol e harzas he loened a-zav. Lavarout a reas d’ar roue gaolia an eil marc’h ha dont d’he heul. Hag int holl etrezeg an Hanternoz.

Hevelep marc’hekadenn ne eure den biskoaz ! Evel eur barrad avel e tec’he an douar dindan karnou an daou loen. En diabell-gweled e tilec’hie ar c’hrec’hiou. Koadou ha koadou c’hoaz, plênennou ha plênennou c’hoaz, dremwelou ha dremwelou c’hoaz en em daole a beb eil dirak dremm an daou varc’hekaer, dirak pennou ar mirc’hien anezo. Stêriou, lennou, gwaziou-mor n’oa diouto harz ebet d’o redadenn. War c’horre an doureier lufrennaouüs, ma neunve pesked lintrus e dounderiou boull anezo, m’en em skeudenne outo, ken fraez hag en eur melezour arem [1], koabrennou an oabl, ar goueleni gwenn hag ar morvrini du, e taoulamme ar c’hezeg ken herr ha ken aes ha war eur pradad geot hej-dihej dre an avel. Treiza ar mor a rejont evel-se hag, en tu-hont d’ar mor, bro ar Sitoned bleo ruz. Hag i degouezout, goude-ze, war an douarou fraost ha gouez ma kantre warno ar Sitoned bleo-du talfasok. Antepomaros a welas o zantadou, o zeltennou ler, tro-dro d’ezo tropelladou bras a girvi hag a heizezed [2], a biaouont e lec’h oc’hen ha buo-

  1. Melezouriou arem merc’hed keltiad oadvezh an Ten, Déchelette, Manuel, II, 3vet kevrenn, p. 1284-9, skeudennou 557, 558. Plac’h keltiad ganti eur melezour en he dourn kleiz, Schumacher, Verzeichnis des Abgüsse und wichtigeren Photographien mit Gallier-Darstellungen, p. 65, skeudenn 55.
  2. Kirvi-erc’h (cervis rangifer) e gwirionez. Ar Sitoned bleo-du talfasok eo al Laponed-vreman. Ripley, The Races of Europe, London, 1900, p. 210. Ar Sitoned bleo-ruz eo ar Finned, Topinard, l’Anthropologie, mouladur evez, pp. 479-81.