Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 3 1925.djvu/11

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 11 —

Lïes-doare kefrediou a oa d’ar wazed er-maez eus an eurveziad kana ha seni en nevedenn. D’ezo ez oa : derc’hel e ratre ar c’hrenvlec’h, aoza ar pontou, ar c’hleuz hag an difenn-tro, netaat an hentou hag ar bodlec’hiou, prederia ha gouronkedi ar chatal, goro saout, ober ged e toull an dorojou da herzel a zont e-barz neb na zeue ket evid ober lidrôadou pe da glevout diouganou, evezia al lec’hiou-douara war an aod da zegemerout an dell dleet he faea d’an nevedenn d’an neb a ziskenne en enezenn, ha da virout a zouara ouz forbaned, divroïdi ha sklaved. Eus ar barrennou aour, kouevr hag arem, a rôed da brofou, e veze oberiet ganto listri, binviou, armou ba kinklereziou evid an doueed hag o mevelien. D’al labour-ze e lakaent ar pep brasa eus o amzer. Dre ze, war ar gwragez hag ar merc’hed ez oa, dreist-holl, gounit an edegi m’oa golôet ganto ar gompezenn tro-dro da gêr [1].

  1. Strabo, IV, 4, 3, merc’hed Galia (diwar-benn ar pennad-skrid-ze sellout jullian, Hist. de la Gaule, II, p.410) ; Justinus, XLIV, 3 ; « Er Spagn, kevrenn ar merc’hed eo labour an tiegez hag ar parkeier, ar wazed-i a bleustr war ar brezel hag ar preizerez. » Diwar-benn ar roll dalc’het en ijinerez ar micheriou gand an nevedennou en Europ ar ragistorvez, Rev. des Et. anc. 1920, p. 211-2. Kenveria Léger, Mythol. slave, Paris, 1901, p. 83. — Dont e-barz ar gêr santel aotreet hepken d’ar re a zeue evit ober aberzou pe da glevout diouganou, id., p. 62, 143, 191 ; tell lakaet war ar varc’hadourien eus a ziavaez, id., p. 77. — Ho pet koun ouspenn eus ar berzou sakr en Hen-C’hres : difenn ouz pep divrôad mont e-barz Heraion enez Amorgos ; difenn ouz pep Doriad hag ouz pep gwerc’hez dont d’an Demôia ; berzidigez ar gwin e chapel Eudromos, berzidigez ar gwin hag ar bleun pa zenesaer ouz Isis. hag all. Rev de l’hist. des Religions, 1908, p. 105.