Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 3 1925.djvu/107

Eus Wikimammenn
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 107 —

kraon a goueze er geot stank. A-vec’h ma luskelle ar prajeier ouz c’houez an avel, pounneraet ma ’z edont dindan ar gwiskad bleuniou lïesliou bet taolet warno gand an hanv. Hag en noziou klouar stergannek ez oa brao dezo kousket a-c’hourvez war eur c’harvken [1] ouz troad ar gwez bras.

C’houekat, laouenat hentad e voe heman d’ezo o-fevar ! E-doug an deiz edo Esus ha Kernunnos o hemolc’hi, pe a beb eil pe a gevret, an demm, ar yourc’h hag ar c’haro. Alaba ha Donnotarvos a c’hoarie a-hed an hent. Redek a raent an eil war lerc’h egile, pe c’hourenn kenetrezo ; pe, tu-ha-tu ha dourn-ha-dourn, ez pije o gwelet o furikat aman hag ahont er c’hoad, da frouesa, da neizeta, da louzaoua. Alïes, diwar c’hoari, e rôent eun taolig-skoazell d’an daou hemolc’her. Da gerc’hat kirvi en o jed pe en o feurvan ez aent, hag o c’has dirazo ken na zeujent dindan-daol da Esus ha da Gernunnos. Ar plac’h aourvleo, ar paotr e vleo gell-alaouret a gendamoueze e gwevnded, dalc’husted, skanvded. Evel an avel e redent war vrug ha radenn e-touez ar c’hefiou. Gwelloc’h darbarerien-hemolc’h n’ouijed kavout eged an daou yaouank-man !

Troiou a oa, pa dreuzent o-fevar a-gevret eur bradenn

  1. Evit pellaat an naered ? Cf. Rev. arch. 19088, II. Diwar-enn dudi ha nerz-hoala ar gouelec’hiou, lenn, a-douez kel lïes a bajennad skrivet gand ergerzourien-vroiou, beachourien ha naturourien hon amzer, ar re veneget aman war-lerc’h : F. Dubois, Tombouctou la Mystérieuse, Paris, 1897, pp. 7-10 ; D’Ollone, les Derniers Barbares, 1911, pp. 295-7 ; A. F. Legendre, Au Yunnan et dans le Massif du Kin-Ho « Fleuve d’Or », 1913, pp. V-VI, 228-9 ; Th. Bentzon, Questions américaines, eil mouladur, 1902, pp. 6-8, 52-6 (pennadou trôet diwar Prairie Songs ha The Trail of the gold seekers gant Hamlin Garland) ; Mayne-Reid, The Scalp-Hunters (Routledge and Sons, London, sine anno), pp. 9-15 (the Wild West), 23-6 (the prairle-fever) ; The Rifle-Rangers, pp. 5-19 (the Land of Anahuac). — Kenveria Livingstone, Dernier Journal, I, Paris, 1876, pp. 331 ; Stanley, Comment j’ai retrouvé Livingstone eil mouladur, 1876, pp. 71-2, 182-4, 257-8, 265-9, 374-5, 399 ; E. Mage, Voyage dans le Soudan Occidental, 1868, p. 42 ; E. Roux, Aux Sources de l’Irraouaddi, in Tour du Monde, 1897, I, pp. 257-8 ; Dr Hamy, Lettres américaines d’Alexandre de Humboldt, 1906, pp. 20-2, 27, 60, 65, 80, 103, 111-2 ; A. Tissandier, Six mois aux Etats Unis, 1886, pp. 48, 76-7 (Kenveria Reclus, Europe Centrale p. 152), 82-6, 92-104, 139-60 (kenveria op. cit. pp. 415-6), 170-87 (kenveria Reclus, la France, pp. 412-42).