Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 3 1925.djvu/106

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 106 —

lec’hiou tud ar chornog. Dre lec’h na veze ket mac’het ar geot dindan treid pounner an arer, ha na veze nepred diskoultret ar gwez gant bouc’hal ar c’houer eo e kerzjont. Heulia a rejont ar gwenodennou striz digoret gant treid ar c’hirvi, ar moc’h-gouez hag ar bleizi a-dreuz da strouez ha brouskoadou an douarou gouez [1]. Laouen e voe an eil hag egile anezo pa weljont ar vro digenvez [2] gant he gouennou gwez, he liviou, he frondou-c’houek dre gant-ha-kant ouz o c’helc’hia a bep tu. Edod gand an dibenn-hanv [3], lirzin ha kevannezus gouelec’hiou geotek ha deliaouek Europ ar C’hornog, leun-holl ha ma ’z edont a drouz hag a vuhez, a vadou hag a gaerderiou. A bep tu e save kan ha garm, trouz nijadeg ha redadeg loened. Dindan o bec’h frouez e strake ar barrou. Avalou ha per, kistin ha

  1. An ano-gwan gouez, iwerzoneg fiad « jiboez » (fiad-mila « gouezviled, loened gouez »), a zo kar d’ar c’heltieg vidus, iwerzoneg fid, brezoneg gwez. Er yezou nevez-c’hermanek e kaver ar furmou koz vidr, vitu, wudu « koad » ha gwrizienn an holl c’heriou-ze eo hini al lituaneg vidus « diabarz, kreiz » hag al latin divido. Da vare ar Sketla Segobrani, ar c’hoad, vidus, a oa anezan eur genvro etre daou zouar annezet, Rev. celt. 1914, p. 85-7. — Diwar-benn ar gwenodennou toullet a-dreuz d’ar c’hoadou gand an oc’hen hag ar c’hezeg gouez, ar c’hirvi, an arzed, al lern, hag all, sellout John Finley, les Français au coeur de l’Amérique, troïdigez c’hallek gant Boutroux, Paris, 1916, pp. 215-20.
  2. Ar c’heltieg brogilos « koad » (tremenet e yez romanek galia ha deut da breuil e galleg) a zo deveret eus brogi, broga « agrum » (hen-zisklêriadur da Juvenal), e brezoneg breman bro. An hevelep ger eo brogi, broga hag al latin margo, ar goteg marka « harzou-bro ». Unan eo eus ar geriou keltiek, nebeut anezo, o deus en em zalc’het er yez-Oc e lec’h e talv kement ha « bord, orée, lisière d’un champ garnie de broussailles, talus inculte entre deux champs, haie de broussailles ». Ar furmou provansek a zo broa, brovo, bro ; Rev. celt. 1894, pp. 216-9. Notennou diwar-benn ar Gelted koz, XII, kevrenn genta, Ar Vro hag ar poblou, p. 13, notenn 2.
  3. Pa gemerer ar ger dre striz an hanv a zo anezan an tri miz-man : mae, mezeven, gouhere. Kemeret dre vras e talc’h ouspenn eost, gwengolo ha here, Loth, l’Année celtique, pp. 13-8 (tennet diwar ar Rev. celt. levr XXV).