Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 1 1923.djvu/82

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ




EIL LEVR
————


TEUTATIS
————

Ergerzour divarvel a ambroug an dud hag ar poblou war hir-henchou ar C’huz-heol, bageer-doue a dreiz anezo a-dreuz da ec’honder ar c’hoummou, o Teutâtis e horz houarn [1], e gleze houarn, e c’hoaf houarn, kennerz da waz da gas da vat al levr-man fiziet e gwarez da ano ! Diwall ar skrivour anezan ouz pep fazi, ouz pep treuz-levezon, ouz pep strobinell ; diwall ar skrid ouz pep koll, ouz pep gwall, ouz pep drast !

Skoret ra vezin gand an doueez a ren he dourn gwenn ha nerzus kezeg du an Emgann war hent ar stourmadou, Aulerka he zog-brezel arem !

Ha te, an hini a lenno al linennou-man hag a lakaio evez d’ar bugenou, a-youl ma vezi bepred drant, bepred krenv, bepred yac’h, bepred pinvidik ! R’az tevo ouz da oaled eur

  1. War an henvelekaat Teutâtis ouz an doue e horz houarn, ambrouger an eneou (meno A. Bertrand), sellout ouz S. Reinach, Bronzes figurés de la Gaule romaine, pp. 164-166.