Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 1 1923.djvu/74

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 75 —

af-gour ebet nemet digantan. Oc’h en em gavout ganti, ec’h adenaoue karantez e oad ugent vloaz en he holl nerz, en he nevested, en he dudi. Nemet e tlee padout an adkarantez-se, hep keuz, na digresk, na divlaz biken, keit hag ar Bed hag an doueed [1].


Diwar-benn galloud burzudus an nao remziad gwenvidik ha petra a reas termen d’ezan.


Tennet e vez karantez an doueed dalc’hmat dre eur vuhez leun a c’hlanded, a eeunded, a gadarnded, hag an neb a vez karet gand an doueed, an neb a vez gwarezet ha skoazellet ganto, a betra en defe dienez ? N’eus dienez ebet evitan, pa c’hoarvez d’ezan pep tra e kentel ! Dirazan e kouez an harzou, d’ezan nep labour ne ve tenn. En amzer ma komzan, war am eus klevet gant Volked an Arkunia, ec’h are, ec’h ogede, e hade hag ec’h eoste an arc’houereed a-unan gant mibien ha merc’hed Manos. Disgwel d’ezo, hag int dalc’hmat en o c’hichen, e soublent d’an douar a-unan ganto ; ganto e talc’hent hael an alar, fust ar bigell, troad ar wigned ; boulc’ha an irvi ganto ha dizouc’ha a raent ; laonenn ar falc’h a stokent ouz koloennou an heiz ha, keit ha ma pade an eost, e skuilhent e kalon ar baotred hag ar merc’hed levenez ha kan. Rak, e lec’h m’eman an arc’houereed, eno e vez levenez ; eno e sked, an heol ; eno e c’hlazvez ar geot hag e vez ar bleuniou en o c’haera, en o c’houezvata. Ha, war ar gwez tro-dro an evned en em vod da arvesti outo ha da gana d’ezo d’o c’hanmeuli.

Ar re-ze eo ar madeleziou a vez digaset d’he heul gand eur vuhez hervez ar Reiz rôet gand an doueed. Estregeto a zo avat ! Testeniet eo c’hoaz santelez an nao rummad-tud kenta a ouenn Vanos gand an nerz marzus a oa enno hag ar burzudou a hellent seveni dre c’halloud an nerz-se. Meneget eo ar burzudou en danevell a zo o redek e-touez al Lingoned.

  1. Diwar-benn peurbadelez ar garantez er bed-all sellout Nutt, The Happy Other-world in the Mythico-romantic Literature of the Irish (London, 1895}, p. 321.