Mont d’an endalc’had

Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 1 1923.djvu/62

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 63 —

oa bet diwar al leurdiou hag adstrewet gand ar c’hrasa hag ar c’houezvata geotou ; puret ha lufret an armou, ar c’hlaoiou, ar c’hirri, ar binviou kouevr pe arem, al listri prenn, pri pe vaen. Skrivella ha barrskuba o doa graet ar c’hezeg, an oc’hen, ar buoc’henned hag an holl loened-chatal ; liva o c’herniel d’ar biou ha d’an denved moumoun, o c’horf d’ar c’houn ha d’ar c’hizier [1] ha lakaat en o c’herc’hen garlantez ha bleuniou. Beteg en toull-kognig kuzeta n’ez pije kavet neb lec’h poultrenn pe goc’hienn. Ken en diabarz, ken en diavaez al logellou ez oa an holl draezou kempenn. An netded a oa ar sked anezi war bep tra : kêr hag arrebeuri, tud ha loened, dilhad ha korf. Red-holl ha m’edo ! Rak n’eus mann hag a heugfe gwasoc’h outan an doueed eged an digempenn, al loudour, an uloc’h, ar saotr, ar mouez-flaer. Gwasat taol-dismegans ouz izili ar Rummad peur-bad en em ziskouez d’ezo gant dilhad intret pe roget, ivinou lous ha krennet-fall, penn ha korf n’eus bet berad-dour war o zro, treid flaerius, bleo heb beza gwalc’het, kribet, barrskubet kempenn [2].

Keit ha ma pade an engweladenn-ze, an doue hag an doueez a oa ouz o ambroug penna renerien ha henaourien ar boblad, eul laz-telenna hag eul laz-kana, gwarded-enor anezo tri-ugent paotr yaouank bet dibabet e-touez ar re vrasa, ar re grenva, ar re gaera, hag eur strollad a dri-ugent plac’h yaouank diuzet etre ar re goanta hag ar re c’hlana. Oc’h en em eila dre ugentadou lerc’h-war-lerc’h a-hed an hent, e rae ar baotred hag ar merc’hed-ze bleo-flamm, dirag ar c’hezeg gwenn, korolladeg da genambroug kerzadenn an doueed.

Nao naovedad noziou, nao naovedad deiziou, hounnez

  1. Eur c’hamm-amzeria a zo aman. Dianav eo manet ar c’haz-donv en Europ e-kerz ar rann vrasa eus an Hen-amzer. Eus an Ejipt eo genidik ha war-dro ar Ia pe an IIvet kantved goude H. S. hepken e voe deraouet da zigas eus ar vro-ze hiniennou anezan d’ar C’hres ha d’an Itali. E gwalarn hag hanternoz an Europ n’eo ket deuet ar c’haz-donv d’en em skigna abarz an dekvet kantved goude H. S. (Brehin, les Mammifères, I, p. 283-4.
  2. A. Nutt, the fairy love of neatness (the Celtic Doctrine of Rebirth, London. 1897, pp. 221-224).