Mont d’an endalc’had

Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 1 1923.djvu/60

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 61 —

Pa veze en em gavet Lugus ha Belisama nes a-walc’h d’an dud, neuze e strinke an delennadenn hag ar ganadenn a zonedigez-vat ; ar renerien hag an henaourien a yae war-arbenn hag a ginnige d’ar re nevez-deut mel, laez ha bara. Damc’houde, e save ar Breur hag ar C’hoar en eur c’harr peder-rodek a brenn-kelen lufret-flamm kaeraet gand aour hag outan eur sterniad kezeg gwenn [1]. Azeza a raent war ar skaon uhel prenn-lufr kinklet-aour a oa e-kreiz ar c’harr. Heman a luske, hag ar bobl, o tibennlina, a gerze da heul en eur ober korollou-sakr e-mesk son telennad ha meulgan. Grounnet tu-ha-tu da hent ar c’harr, ar baotred, ar plac’hed yaouank hag ar vugale a fuilhe dibaouez dirag ar c’hezeg glazvez ha bleuniou.

En em gavet en o herberc’hva, e veze kinniget d’ezo gand ar renerien hag an henaourien ar buoc’henned a dleje i laeza, an heiz, an oc’hen, an denved a dalvezje d’o maga keit ha ma vijent e-touez an dud. An heiz a oa ar c’haera a c’halljed da gavout, medet ma ’z oa bet e parkou bet gounezet a-ratoz evid an doueed, ha dibabet hini-ha-hini an tanvouezennou anezan. Seiz gwerc’hez a wad uhel, bet diuzet e-touez ar re fura, ar re gaera, o dishilie hag a vale bemdez ar pe a vleud a oa ezomm d’an doue ha d’an doueez. Evid ar chatal, loened eus an dibab a oa anezo holl, dinamm, peurwenn, bet savet ha maget a-benn kefridi d’o c’hinnig d’ezo, war gwella peurvanou ar vro.

Kerkent ha m’edo aet-tre en o zi an doue hag e geneilez, e lidlazed dirag an nor eun ejen, eur maout hag eur penn-moc’h. Dispennet e veze ar savadellou-beriou [2] hag enaouet an taniou ; pastellou kig a boazed er ber ouz an tan-

  1. Ar c’harr-ze a zigas da goun eus an hini a zo bet kavet e Debjerg (Jutland) hag a denn da varevez an Ten (500-50 kent H. S.). Sellout Montellus Temps préhistoriques en Suède et dans les autres pays scandinaves, troidigez c’hallek gant S. Heinach (Paris, 1894, pp. 144-146 ha skeudenn 196 p. 146. Diwar-benn an ambrougadegou-sakr ha kerzadegou an doueed sellout ouz Orpheus, trede mouladur (1909), p. 190-192.
  2. War an hordennou beriou a zouged en ergerzadegou-sakr, sellout Déchelette, Manuel, Premier Age du Fer, pp. 796-804 (skeudennou).