Mont d’an endalc’had

Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 1 1923.djvu/19

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 20 —

Ouspenn ar broiou emoun o paouez envel, em eus gweladennet broiou all c’hoaz, rak, pa voen harluet diouz douar al Lingoned, ez oun aet en tu-hont d’ar Rênos hag em eus ergerzet, a-hed mizveziou, ar c’hornadou en em astenn, er sav-heol d’an aven-ze, betek kompezennou digoad bro ar Skuted. Treuzet em eus douarou an Helveted (Helvetii), ar Volked (Volkas), ar Voged (Bogi), ar Gotined (Kotini), betek Budorigon [1] war stêr Viadua [2]. Ac’hano em eus tizet an Danuvios [3] hag, oc’h ober hent dre vro an Aravisked (Araviski) hag ar Vastarned (Bastarni), ez oun aet gand ar red anezan betek mor ar Sav-heol e-lec’h e tinaou e zouriou. Hogen n’eman ket ar mare nag al lec’h da vont d’an ergerzadenn-ze dre hir-gomzou.

E kement bro am eus ergerzet er C’hreisteiz, em eus gwelet an dud oc’h ober gand ar skritur evit derc’hel koun an oberiou hag al lavariou dellezek a envor. Ar C’hresianed hag ar poblou o veva er Vinolandon, ha re an Itali er c’hreisteiz d’ar Bodinkos, an « Tursed » [4], an Ombrianed, ar Romaned ; brôadou bras an Azi hag an Ejipt ; al Libuaned ha tud Karthada war zouar an Afrik ; Tartessiz hag Iberiz er Spagn ; holl e c’houzont tresa war ar c’hrec’hin pe war ar prenn, war ar maen pe war ar c’hoar, war an arem pe war ar pri kalet-poaz, aroueziou skritur. Ha mat em eus kavet ar voaz-ze. Rak, mar galler fiziout e kounerez mab-den, evelato e tigouez a-wechou, da heul kozni pe glenved, ez afe war zisleberi pe zisteraat, hag e teufe an envoraduriou da veza arvarus. C’hoaz e tigouez ez afe hini pe hini ez trumm diwar ar bed-man, en eur gas kuit gantan kement en doa desket drezan e-unan, ha kement a oa bet desket d’ezan gand e c’hourdadou. Ha kollet da viken an holl denzor-ze a

  1. Budorigon (Ptolemaios, II, 11, 13) ; hizio Brieg-war-Oder, Silezi.
  2. Viadua, an Oder (Kiepert-Ernault, Manuel, p. 315).
  3. Danuvios, an Danub (D’Arbois, les Celtes, p. 7).
  4. Pe « Tursaned », an Etrusked (D’Arbois, Premiers Habitants, I, pp. 74-5).