Mont d’an endalc’had

Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 1 1923.djvu/17

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 18 —

linennadou-skritur, meuleudi an doueed ha danevell taoliou-kaer rouanez ar vro. Teir c’hrugell-vaen am eus gwelet o c’holei beziou tri eus ar rouanez-se. Lufret-kaer, ramp ha lintrus d’an heol evel skourn eo ar mein warno, hag int kement o-zeir ha teir c’hrec’hienn. Evel tri menez e savont en oabl. E-harz bez an tri roue, d’e ziwall, ez eus eur skeudenn ramzel kizellet er maen : hini eur c’hi penn-den o sellout ouz ar sav-heol [1].

Eus an Ejipt ez oun aet da Garthada, kêr he c’hant-ha-kant a vagou, porz al listri-rederien-vor ma tired di pinvidigeziou an douarou-Bras hag an inizi, ma kaver ennan sklaved o tont eus par pella ar bed, eus pevar c’horn an douar. Kevrenn gornok ar vro am eus treuzet, ma ra ar C’hresianed Libua anezi. Meneziek eo, koadet-stank ha leun a varmouzien hag a olifanted (e kentel e vo displeget ganen diwar-benn ar marziou-ze). Neuze, e tizis Tingis [2] war glann ar mor-Bras. Ac’hano, en eur ober eun nebeut deiziou-treiza, ez eer war vigi d’ober kenwerz da Dir ar Maouezed, an Enezennou Gwenvidik [3]. Eus Tingis ez oun aet da Gadir [4] en tu-hont d’ar striz-mor etre mor-ar-C’hreisteiz hag ar mor-Bras. Ac’hano, dre ober hent a-dreuz da zouarou an Ibered hag ar Gelted, em eus diraezet Brigantion, war bleg-mor Galia. Er gêr ziweza-man e tigouezas ganen, dre eurvad, eun den kadarn ha gouiziek eus Iverio, Bituslanos e ano, a oa deut war e lestr da werza aour, krec’hin ha skla-

  1. Ar Piramidennou brudet eo hag ar Sfins ker brudet-all. Heman, aet da gi gand ar beajour kelt, a zo, e gwirionez, eul leon penn-den, o skeudenni an doue Harmakhis, an heol en dremmwel (S. Beinach, Esquisses archéologiques, p. 15).
  2. Tingis, breman Tanger (Marok).
  3. Enezennou « Canaries » breman. An ano a « Tir ar Maouezed », graet anezo gant Segobranos, a zeufe marteze eus eur voaz heuliet gwechall gand ar vroïz, ar Ouanched, e-kenver o ostizidi. Sellout ouz Verschuur, les îles Canaries, war Le Tour du Monde, 1902, I, p. 89. Brudet e oa kened ar Gouanchezed, beteg er Grenn-amzer, e-touez ar verdeïdi spagnol ha norman, (A. Bertrand, la Gaule avant les Gaulois, 2vet mouladur, Paris, 1891, pp. 294-297).
  4. Gadir, Cadix hizio.