Mont d’an endalc’had

Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 1 1923.djvu/16

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 17 —

nemet naered, o tougen an dent anezo hag o rei ar maro, oc’h emwea, oc’h emgemmeska, oc’h emgeja a-ganchou war an douar, ha korc’houezadou-traez, bannet gand an avel, oc’h emwea a-ganchou en aer hag en amzer. Ne glev ken nemet yud al leoned o troiata ouz e heul gant krec’hiou ha traoniou evid e blaouia. Eun doare dibar a gizier gouez eo al leoned-ze : kement anezo ha tirvi, en tu-hont da nerz an taro o devez gwevnded ha skanvded ar c’haz-karvetaer. Ar par a zo ar penn, ar gouzoug hag ar choug anezan hir-vlevek, e doare eur moue ; ar barez-hi n’he deus ket a voue… Hogen, ouspenn a zeuio ganen diwezatoc’h diwar-benn al loened-ze, mar bez youl an doueed, kerkouls ha diwar-benn an holl loened all amm eus pledet ganto e broiou ar C’hreisteiz. An douarou milliget-se, ma kantre enno al leoned hag an naered a voe lakaet gwechall gand an doueed, savet droug enno, da ouelec’hiou hesk, dizour ha dic’hlazvez, da viken gourlosket gand an heol. Enderc’hel a reont traonienn ha bro an Ejipt evel ma vez endalc’het gand an dourn dournell ar c’hleze, hag e tisrannont an douar-Bras anvet Azia diouz an douar-Bras anvet Afrika.

Marziou all am eus gwelet c’hoaz en Ejipt a vo dezrevellet ganen diwezatoc’h diwar o fenn dre ar munut, mar bez youl an doueed, rak eur vro eo eus ar marzusa ha dishenvel e pep tra diouz ar re-all. Ne livirin ket aman nemet ar pez am eus merzet eno eus an templou gouestlet d’an doueed, ken ec’hon ha kêriou, keit ha ken teo ar mogeriou anezo ha mogeriou krenvlec’hiou, da harpa o zôennou en diabarz peuliou maen stank-ha-stank, keit ha ken teo peb-unan hag ar pinennou bras o c’holei tor menez Vosagos [1] e bro al Lingoned, pe pantennou menez Iouris [2] e douarou ar Sequaned. Kaeraet eo muriou an templou-ze gant skeudennou livet pe benet er maen, enskrivet warno ouspenn, e

  1. Vosagos a veze graet gand ar Gelted, neket hepken eus ar « Vosges » breman, hogen ouspenn eus ar c’hrec’hiou anvet « monts Faucilles », « Plateau de Langres », « Hunsruek » (Kiepert-Ernault, Manuel de Géographie ancienne, p. 315).
  2. Jura. War an ano-ze sellout Rev. Celtique, 1907, pp. 339-340 ; D’Arbois, Premiers Habitants, II, pp. 147-148.