Mont d’an endalc’had

Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 1 1923.djvu/104

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 105 —

p’he dije klasket gwelout e red an amzer an darvoudou o tont. A-greiz-holl e c’hlazas he dremm d’ezi, hag e trellas he sellou evel rag eur weledigez euzik. Hag e renas ar sioulded el logell hag an nec’h hag an enkrez, rak n’o doa ket tremenet an daou bried hep merzout esmae ar plac’h yaouank ha mantret edo o c’halon gand ar c’homzou anezi.

Hogen, e gwazied glas Derkeia e rede, peur-zigemmesk, kuit a bep saotr, gwad eur ouenn uhel ha kadarn ha doueel. Derc’hel war he foan-spered a reas hag, o trei ouz Kamula, bet keneilez he bugaleerez, e lakeas he divrec’h en he c’herc’hen hag he briatas meur a wech gant karantez, gant teneredigez. Neuze, o tenna a-dre an divrec’h anezi ar mabig a luskelle, e c’horreas anezan keit hag he dremm, e pokas d’ezan ha, goude, ouz e adrei d’e vamm, e lavaras :

« Gra mat war e dro, rak enor hor Gouenn e vo eun deiz da zont hag ar gwella harp anezi. »

Hogen, ar c’hrouadur-ze a oa bet rôet d’ezan da ano gand e gerent Tekos (da lavarout eo « kaer ») ; nemet Vindosêtlos e voe diwezatoc’h an ano ma teuas dindanan da veza brudet.

Merzet ganti, astennet war eun hordennad geot sec’h, gouriz arem Kintus, hag hen stag outan e c’hourgleze, e kemeras Derkeia anezan hag e lavaras da Gintus :

« Ha rei d’in a rafes da c’houriz ha da c’hourgleze ? Eur ro ha n’eo ket eun amprest eo a azc’houlennan diganez, rak da gredi eo n’en em gavimp biken nag er bed-man nag er bed-all.

— D’it eo kement a zo aman, eme Gintus doaniet-holl. Kemer kement a c’hoantaï, kas ganez kement ac’h eus ezomm ha na vez chalet gant netra. N’eus ganeomp nemed eur bedenn d’an doueed : ma aotreïnt d’eomp da adgwelout eun deiz hag, ac’hann di, m’az skorint ha ma rôint d’az kalon an holl levenez a hetomp d’it. »

Derkeia a ziwiskas he gouriz aour kizellet-ampart hag a wiskas en e lec’h ar gouriz arem.

« Ganez-te, ha gant Kamula e lezan va gouriz, en eskemm, emezi. Her mirit en envor. Ha, pa ho po koun ac’hanoun, damgounait ivez, — aman e voe he mouez trôet eur predig, — Kadra ha Daga, a zo bet, eveldoun-me, keneilezed d’eoc’h ez vugel hag ho kare evel m’ho karan. »