Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/582

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
570
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

vreman da viken, grit na gavinn ken mad all e-bed nemet enn-hoc’h hep-ken, rak c’houi hep-ken a zo va magadurez, va efach, va c’harantez, va levenez ha holl vad.

3. — Ra blijo gan-e-hoc’h dont c’houi hoc’h-unan da entana va c’haloun a-grenn ha da lakaat anezhi da zevi ; grit ive ma vezinn kemm ha kemm gan-e-hoc’h, evit na vezo mui va spered nemet unan gan-e-hoc’h ; grit ma teuio nerz ho kras d’am staga stard ouz-hoc’h ha da skuilla em chaloun tan-flamm ho karantez !

N’am list ket da vont kuit diouz-hoc’h hep na ve torret va naoun ha va sec’hed ; grit d’in hervez ho trugarez, e-c’hiz m’hoc’h euz great aliez e-kenver ho sent euruz.

Hag hen a ve eunn dra souezuz e venn-me devet a-grenn dre-z-hoc’h, hep na choumfe enn-oun netra ac’hanoun va-unan, pa’z eo gwir ez oc’h eunn tan flamm bepred, eunn tan ha ne voug morse ; pa’z eo gwir ez oc’h eur garantez a sklera ar spered hag a laka ar galoun da veza glann.