Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/567

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
555
IV LEVR. — XIII KENTEL.

hoc’h ema gwir beoc’h va c’haloun ; er-meaz ac’hanoc’h n’euz nemet labour, anken ha poaniou e-leiz. C’houi a zo e gwirionez eunn Doue kuzet, mont a rit kuit dioc’h ann dud difeiz ha karet a rit komz oc’h ar re a zo izel hag eeun ho c’haloun.

Na peger braz eo ho madelez, Aotrou, va Doue, pa hoc’h euz roet d’ho pugale ar bara diskennet euz ann env, evit diskouez d’ezho ar garantez hoc’h euz evit-ho ! Ia avad, n’euz pobl tud all e-bed, peger braz-bennag e ve, hag e defe Doueed a dosta out-ho evel ma rit-hu ouz-omp, va Doue. Bez’ emoc’h atao dirak daoulagad ho servicherien vad, hag en em rei a rit hoc’h-unan bemdez dezho evit ho maga, evit ho frealzi hag evit ho lakaat da zevel ho c’haloun etrezek ann env.

3. — Pe leac’h ema e gwirionez war ann douar ar bobl tud a ve par d’ar Gristenien ? E pe vro, dindan tro ann heol, ez euz tra a ve karet gant Doue kement ha ma’z eo ann ene mad a blij gant Doue diskenn enn-han evit he vaga gant he gorf sakr ?