Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/559

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
547
IV LEVR. — XII KENTEL.

e teu enn-omp ar furnez, ar sklerijen a zo a viskoaz hag ivez Verb-Doue, ar Ger beo. Enn-omp e teu ann hini a ro ar c’hras hag ar feiz ; enn-omp e teu ann hini a lavar d’e-omp hor bezo da viken ar pez emomp o c’hedal. Korf Jezuz Krist, staget oc’h ar groaz evid-omp, a zeu da veza hor c’horf hon-unan ; he c’hoad zo bet saveteet ar bed gant-han, he c’hoad a zo mesket gant hor goad. Eur pok santel a unvan hon ene gant ene hor Zalver ; Doue he-unan a zeu enn-omp hag a lam ac’hanomp kemend a ioa bet saotret gant ar pec’hed ; Jezuz, hor mignoun feal, a zeu enn hor c’haloun, komz a ra ouz-omp o lavaret : Laka ac’hanoun evel eur ziel war boull da galoun, rak ar garantez a zo krevoc’h evit ar maro. Neuze e vezomp devet gant ar garantez-ze ker flamm hag ann tan, ha ne welomp netra ken nemet hor muia karet, n’hon euz mui ken buez nemet he vuez, hag holl boaniou ar vuez-man a dorr war-n-ezho, pa zonjomp e dudiou ann env.




DAOUZEKVED KENTEL.


Bez’ e tleer en enm lakaat gant kalz a aked e doare vad da goumunia.


1. — Jezuz-Krist. — Me a gar eur