Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/539

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
527
IV LEVR. — IX KENTEL.

em c’henver-me ; evit ar re ho deuz enkrezet ac’hanoun ; evit ar re ho deuz va zamallet ; evit ar re ho deuz great eur gaou-bennag ouz-in ; evit ar re ho deuz great eur boan-bennag d’in. Kinnig a rann va fedennou evit ar re ma venn-me bet kiriek d’ezho da gaout nec’h, enkrez ha poan ; evit ar re ma venn-me bet, o c’houzout pe hep gouzout d’in, gwall skouer d’ezho dre va c’homziou pe dre va oberiou ; kinnig a rann anezho d’e-hoc’h evit ma plijo gan-e-hoc’h disteurel diwar-n-omp hor pec’hejou hag ive ann drouk hon euz great ann eil a-enep egile.

Aotrou, plijet gan-e-hoc’h lemel euz hor c’haloun pep disfisians, pep kasoni, pep buanegez, pep drouk-rans ha kemend a lakafe da ienaat hor c’harantez ann eil e-kenver egile.

Ho pezet truez, Aotrou, ho pezet truez oc’h ar re a c’houlen trugarez digan-e-hoc’h ; roit ho kras d’ar re ho deuz ezomm anezhi ; grit ma vezimp-ni kavet mad da gaout ho kras hag ar vuez a bado da viken. — Evel-se bezet great.