Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/530

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
518
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

ar binijen evit gwalc’hi anezho e goad ann Oan, nag ho lakaat da veza glann ha dibec’h evel Adam pa oe krouet gant Doue. Setu aze ar gwir zae eured, ar zae a zo red da gaout evit mont oc’h taol e-kichen ar Pried sakr.

C’houi eta, c’houi a zo o tougen gant anken beac’h ho pec’hejou, deut affo, deut gant daelou, gant feiz, gant fisians ha gant karantez, deut da ziskarga ho peac’h e-c’harz treid ann hini a zo e leac’h Map Doue he-unan e sakramant ar binijen. It d’he gavout oc’h en em izelaat, ït enn eur ouela, ha neuze dourn Doue a zec’ho ho taelou ; neuze ive, pa en devezo Doue roet a nevez he c’hras d’e-hoc’h, pa viot e peoc’h gan-e-hoc’h hoc’h-unan, neuze e kanot gant levenez ar ganaouen zantel : Euruz ar re a zo bet distaolet ho fallagriez diwar-n-ezho ha lamet ho fec’hejou ! Euruz ann hini n’eo ket bet tamallet he bec’hed d’ezhan gant ann Aotrou, hag a zo bet he galoun hep troidel ! O veza, n’am euz ket ansavet va fallagriez, setu va fec’hed a zo koseet em eskern, ha kriet en deuz em ene hed ann deiz. Rak noz-deiz ho tourn, o va Doue, a zo en em astennet pounner war-n-oun. Em anken, ounn en em droet hag en em zistroet e-pad ma’z edo ann drean o toulla va c’haloun. Neuze em euz ansavet d’e-hoc’h va fec’hed, neuze n’em euz ket kuzet va fallagriez ouz-hoc’h. La-