Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/520

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
508
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

pez a ra ar belek ; hen hep-ken a ere hag a ziere, hen hep-ken a ro ar c’hras, hen hep-ken a ginnig d’he Dad ann Oan a lam pec’hejou ar bed. Hag evit gwir, Jezuz o vont eur weach hep-ken gant he c’hoad ebars ar santuar, Jezuz en deuz hor prenet da viken. Er c’hiz-ze, eur zakrifiz, eur belek, eur velegiach. Me lavar ar Belek-braz euz ar madou da zont, a zo bet lekeat e pep korn euz ann douar evit ober enn he c’houde, beteg ann deiz diveza, ar pez en deuz great Jezuz-Krist he-unan pa ’z edo war ann douar.

Me am euz lavaret ne oa nemet eur velegiach, me lavar oc’h-penn ar velegiach a zo anezhi e pep leac’h, rak ann holl vroadou a zo bet roet da Jezuz-Krist, hag e pep leac’h, adalek bro ar zao-heol bete bro ar c’hus-heol, e pep leac’h ar zakrifiz a dle beza great, hag eur ginnig glann a dle beza lekeat dirag ann Aotrou. Ar velegiach a zo a viskoaz da viken, rak a beb amzer Doue en deuz lavaret da Jezuz-Krist : Te zo va map, hag hirio oud bet ganet ac’hanoun. Lavaret en deuz c’hoaz : Te zo belek da viken hervez urz Melkizedek. Ar velegiach a zo santel, rak bez’e oa deread hon divije eur belek-braz er c’hiz-ze, da lavaret eo, santel, glann, dinam, hep dalc’h e-bed gant ar bec’herien ha savet huel enn tu all d’ann envou. Ann drouk-sperejou zo-ken a zo bet trec’het gant