Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/502

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
490
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

da semplaat e-kreiz ann hent, dre gaout diouer enz ar vagadurez-ze enz ann env.

Evel-se eo, o va Jezuz trugarezuz-meurbed, evel-se eo hoc’h euz prezeget gwechall d’ar bobl enn eur barea ar re glanv dioc’h pep seurt klenvejou hag enn eur lavaret : ne fell ket d’in kas anezho kuit war iun gant aoun na zeufent da semplaat enn hent. Plijet gan-e-hoc’h ober er c’hiz-ze em c’henver, pa hoc’h euz teurvezet choum er zakramant sakr evit frealz ann eneou mad ; rak c’houi a zo magadurez ann ene, ha nep-piou-bennag a zebro ac’hanoc’h e-c’hiz ma’z eo dleel, hen-nez en devezo he lod er c’hloar a bado da viken.

Evid-oun-me a zo gwall dechet da fazia ha da bec’hi, evid-oun-me a zeu buhan da laoskaat ha da semplaat, red eo d’in kemeret nerz nevez, peur-netaat va ene hag entana va c’haloun gant pedennou, kovesionou ha koumunionou stank, gant aoun na zeufenn da zilezel va menosiou mad, dre choum re bell hep tostaat ouz-hoc’h.

3. — Rak ann den a zo techet d’ann drouk a vihanik ; rak-se, ma na zigasfe