Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/500

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
488
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

d’ezhan ar c’hoant d’ho kaout, pa zeu da c’hervel ac’hanoc’h, setu her galvit hoc’h-unan da genta, gervel kre a rit anezhan enn eur lavaret : Deut, deut d’am c’havout c’houi holl hoc’h euz poan, ha me ho tiboanio ; deut, rak eur c’hoant braz am euz bet da zibri ar Pask-man gan-e-hoc’h.

Re vraz eo ho karantez enn hor c’henver, Aotrou Doue, re vraz eo ; ho pezet sonj piou oc’h, pe gentoc’h, grit n’hen ankounac’hainn biken ; grit ma tostainn ouz-hoc’h evel ma tosta ann Elez ho-unan, me lavar gant doujans, gant eur galoun izel, leun a fisians enn ho trugarez ha losket dre ann tan euz ar garantez vraz-meurbed a ra d’e-hoc’h diskenn enn hon ene.




TREDE KENTEL.


Pegen talvouduz eo tostaat aliez oc’h ann daol zantel.


1. — Ann ene mad. — Setu e teuann d’ho kavout, Aotrou, va Doue, evit kaout perz er madou a roit d’ann dud, hag evit azeza laouen ouz he taol zantel a zo bet savet gan-e-hoc’h evit ar re