Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/498

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
486
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

oferen, ar mister-ze a dle beza evid-hoc’h eunn dra ker braz, ken nevez ha ker mad, evel pa ve Jezuz-Krist diskennet enn deiz-ze evit er weach genta euz ann env e kof ar Werc’hez zantel d’en em ober den ; pe e-c’hiz ma ve bet Jezuz-Krist enn deiz-ze staget oc’h ar groaz ha marvet evit silvidigez ar bed, enn eur c’houzanv kalz a boaniou.


EVIT HOR C’HELENN.


Ann Abostol sant Iann o veza bet douget a spered bete Jeruzalem ann envou, a welaz e-kreiz tron Doue eunn Oan a ioa evel pa vije bet lazet, hag enn-dro d’ezhan e welaz ar seiz Spered a zo kaset gant Doue dre ar bed holl, hag ive tud koz, pevar war-n-ugent anezho. Hag ar re goz en em strinke d’ann daoulin dirak ann Oan, gant-ho enn ho daouarn telennou ha louzou c’houez vad, me lavar pedennou ar zent. Ann holl a gane eur ganaouen nevez evit meuli ann hini a ioa bet lazet hag en deuz tennet ac’hanomp, enn eur hor prena evit Doue, euz a bep breuriez, euz a bep iez, euz a bep pobl hag euz a bep bro. Elez, kant ha kant all anezho, a zave ho mouez hag a lavare : Ann Oan a zo bet lazet a dal e ve roet d’ezhan galloud,