Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/494

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
482
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

ma teufe d’ezhan ar c’hras-ze digan-e-hoc’h.

Ansao a rann va distervez-me, anaont ho madelez, meuli ho trugarez hag ho trugarekaat euz ho karantez vraz-meurbed em c’henver. Ne d-eo ket evit ar mad am euz great eo e rit kement-se d’in, evid-hoc’h hoc’h-unan eo, evit mac’h anavezinn skleroc’h a ze peger braz eo ho madelez hag ho karantez, hag evit ma teskinn en em izelaat mui-oc’h-vui. Pa’z eo gwir e fell d’e-hoc’h e ve ann dra-ze er c’hiz-ze pa hoc’h euz gourc’hemennet evel-se, me a zigemer gant levenez ar c’hras a rit d’in. Plijet gan-e-hoc’h miret na zeuio ket ho kras da bellaat diouz-in enn abek d’am fec’hejou.

2. — O va Jezuz mad ha karantezuz-meurbed ! Pegemend a zoujans hag a drugarez, pegemend a veuleudiou ne dleomp-ni ket d’e-hoc’h da viken, goude m’hon euz kemeret ho korf sakr, n’euz den evit lavaret peger mad eo.

Petra vezo va sonjezonou er goumunion zantel-man enn eur dostaat oc’h Doue ? Rak n’ounn ket evit he enori evel