Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/470

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
458
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.


NAVED KENTEL HAG HANTER-KANT.


Doue hep-ken a dle beza hor ged hag hor fisians.


1. — Ann ene mad. — Va Doue, peleac’h ec’h hellinn-me lakaat va fisians er vuez-man ? Peleac’h ec’h hellinn-me kavout ar peoc’h brasa e-mesk ann traou holl a zo dindan ann env ? Ha ne d-eo ket enn-hoc’h-hu eo, o va Doue, c’houi a zo trugarezuz-meurbed ? Peleac’h ounn-me bet eaz hep-z-hoc’h ? Peleac’h ounn-me bet diez gan-e-hoc’h ? Gwell eo gan-en beza paour gan-e-hoc’h, eget beza pinvidik hep-z-hoc’h. Gwell eo gan-en mont d’hoc’h heul war ann douar, eget kaout ann env bep-z-hoc’h.

El leac’h m’emoc’h, ema ann env ; el leac’h n’emoc’h ket, ema ar maro hag ann ifern. C’houi hep-ken eo a fell d’am c’haloun da gaout ; dre-ze n’ounn ket evit miret da zevel war-zu enn-hoc’h va huanadou, va daelou ha va fedennou. Oc’h-penn-ze, ne hellann lakaat va holl fisians e nep den nemet enn-hoc’h ; ne