Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/462

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
450
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

Zent evit gouzout pehini anezho a zo ar santela pe ar brasa e rouantelez ann env. Ac’hano e sao aliez komziou trenk, komziou ne dalvezont netra ; ac’hano e teu ar fouge ha rogentez ar galoun ; ac’hano e teu ar rendaelou, ar warisiou pa vez meulet eur zant gant he-man, ha pa gav d’egile ez eo gwelloc’h eur zant all.

Oc’h-penn zo, ar c’hoant da c’honzout ann traou-ze ne zigas netra vad a-bed ; enn enep, displijout a ra d’ar Zent, va map, o veza ne d-ounn ket eunn Doue a laka drouk etre ann dud, me a zo eunn Doue a beoc’h. Ar peoc’h-ze a zo kentoc’h oc’h en em izelaat a wir galoun eget oc’h en em huelaat.

3. — Tud zo hag ho deuz eur garantez, vrasoc’h evit Sent zo eget n’ho deuz evit Sent all. Ar garantez-ze, siouaz, a zeu kentoc’h a berz ann den eget a berz Doue. Me eo am euz great ann holl Zent, me eo am eaz roet va gras d’ezho, me eo am euz savet anezho d’ar c’hloar.

Me a anavez petra dal pep-hini anezho ; me am euz tennet anezho etrezek enn-oun, o rei d’ezho va bennosiou gwella.