Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/461

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
449
III LEVR. — LVIII KENTEL.

benn traou ann env ha diwar-benn barnedigesiou kuzet ann Aotrou Doue. Arabad eo ’ta d’e-hoc’h goulenn perak Doue a zilez ann den-man-den, perak e ro kemend all a c’hrasou d’eunn den all ; perak e c’houzanv heman poaniou ker braz, perak ez eo hen-nez enoret kemend ha ma’z eo. Ann traou-ze a zo enn tu all da spered ann den. Kaer hon euz prezek ha rendael, n’omp ket evit anaout barnedigesiou Doue.

Mar teu eta ann drouk-spered da lakaat ar seurt traou da lammet enn ho spered, pe mar teu tud zo da c’houlenn ouz-hoc’h traou er c’hiz-ze, livirit d’ezho ar c’homziou-man euz ar roue David : Leal oc’h hag eeun, Aotrou Doue, hag ho parnedigesiou a zo ive leal hag eeun.

2. — Livirit ive d’ezho ar c’homziou-man : Barnedigesiou Doue a zo gwirion ; dre-z-ho ho-unan ec’h anavezer ez int gwirion. Red eo kaout aoun rak va barnedigesiou-me, hag arabad striva diwar ho fenn, o veza m’az int dreist spered ann den.

Arabad eo eta rendael diwar-benn ar