Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/460

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
448
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

bec’hed diwar-n-ezhan ; ha goude-ze e sao sioul evit stourm kalounekoc’h eget kent. Fazia a zo fall evit gwir ; en em zigalounekaat goude fazia a zo fall ive. N’en em zigalounekafe ket ann den ma oufe sellet hep nec’h ouz he zempladurez, ha ma en defe fisians enn hini a hell parea anezhan. Evesait ha pedit evit na gouezot ket enn demptasion. Mar teu ann demptasion da veza treac’h d’e-hoc’h, evesait ha pedit muioc’h a ze c’hoaz, ha diwallit na gollfac’h ar peoc’h, rak hon Doue a zo eunn Doue a beoc’h, gervel a ra ac’hanomp er peoc’h.

Ra vezo eta gan-e-omp bepred gras, trugarez ha peoc’h Doue ann Tad, ha peoc’h ann Aotrou Jezuz-Krist; ra vezint-hi o kas ac’hanomp, dre greiz poaniou ar vuez-man, d’ar vuez ha d’ann euruzded a bado da viken.




EIZVED KENTEL HAG HANTER-KANT.


Arabad eo klask gouzout ann traou huel a zo dreist hor spered hag ive barnedigesiou ann Aotrou Doue.


1. — Jezuz-Krist. — Diwallit, va map, n’en em rofac’h da rendael diwar--