Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/428

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
416
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

great enno dra vad-bennag ; enn enep, hed ar weach ounn en em roet d’am gwall dechou hag ounn het laosk da vont war wellaat. Gwir eo kement-se, n’ounn ket evit her nac’h ; ma lavarfenn enn eur c’hiz all, c’houi a zavfe em enep-me, ha ne ve den enn eunn tu gan-en d’am difenn.

Nag a boan zo dleet d’in-me evit va fec’hejou ! Gounezet em euz ann ifern hag ann tan ne baouezo nepred. Hen ansao a rann e gwirionez, ar pez zo dleet d’in eo ann dispriz hag ann dismegans ; ne zere ket e venn lekeat e-touez ar re ho deuz doujans Doue.

Petra-bennag ma em euz poan o lavaret ann dra-ze, evelato ec’h ansavinn e gwirionez va fec’hejou em enep va-unan, evit mac’h hellinn gwelloc’h a ze tenna war-n-oun ho trugarez.

3. — Na petra livirinn-me, gwall-bec’her ma’z ounn, siouaz ! goloet ounn a vez. Va genou ne d-eo evit lavaret nemet ar c’homziou-man : Pec’het am euz, Aotrou, pec’het am euz, ho pezet truez ouz-in, plijet gan-e-hoc’h disteurel va fec’hejou diwar-n-oun. Gortozit