Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/423

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
411
III LEVR. — L KENTEL.

da veza trec’het gant-ho, dre ne welomp mui ann dourn a zo oc’h harpa ac’hanomp. Na petra a raimp-ni neuze ? Bez’ e tleomp lavaret evel a lavaraz Jezuz-Krist : va Doue, va Doue, perak hoc’h euz-ha va dilezet ? Bez’ e tleomp ive gouzanv didrouz hor poaniou ha choum e-kreiz ann devalijen ken na vezo tremenet ann noz, ken na vezo gwelet goulou-deiz o tarza. N’euz tra gwelloc’h da greski hor feiz ; er stad-ze ann ene a zo evel pa ve maro : ien-sklaz eo, ne c’hoanta netra, bez’ ema evel pa ve bet lekeat enn eur bez. Kavout a ra d’ezhan ez eo distag dioc’h Doue, hag he nerz a zo ken dister ma’z ema e nec’h ha, war var e-kenver kement tra a c’hoanta.

Nag a c’hrasou a zeu war-lerc’h ar poaniou-ze, pa c’houzanvomp anezho hep klemm ha gant eur galoun izel ! Nag a bec’hejou a vez prenet dre c’hloasiou er c’hiz-ze ! Neuze e vez peur-c’hreat enn-omp mister ar zilvidigez ; neuze e gwirioniez e teuomp da veza hevel oc’h Jezuz-Krist, gant ma vezo gwir ha kre hor feiz, gant ma livirimp heb ehana hag a galoun vad ar c’homziou-man : Ia, va Zad, kemeret a rann ar c’halir-man, bez’ e fell d’in eva anezhan beteg ar berad diveza ; ia, va Zad, pa’z eo falvezet d’e-hoc’h e ve evel-se.