Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/402

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
390
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

mad, peur ec’h hellinn-me ho kwelet ? Peur ec’h hellin-me gwelet gloar ho rouantelez ? Peur e viot-hu d’in pep tra e kement zo ? Peur e vezinn-me enn ho kichen ebarz ar rouantelez a zo bet savet gan-e-hoc’h a viskoaz evit ar re hoc’h euz karet muia ?

Paour keaz divroad m’ az ounn ! Dilezet ounn bet war ann douar, enebourien tro-war-dro d’in, brezel atao hag a bep tu, poaniou braz o staga ouz-in.

4. — Plijet gan-e-hoc’h va frealzi, den divroet ma ’z ounn, siouaz d’in ! Plijet gan-e-hoc’h terri nerz va foaniou, o veza ma ’z a war-zu enn-hoc’h kemend a c’hoanta va c’haloun ; rak kement tra a zigas ar bed evit va frealzi, a zo beac’h evid-oun. Me a c’hoanta beza a-unan gan-e-hoc’h evit ar gwella, ha n’ounn ket evit dont a benn a ze, kaer am euz.

Me garfe en em rei holl da draou ann env ; hogen traou ar bed hag ive va gwall-ioulou digastiz a ra d’in plega war-zu ann douar. Dreist pep tra krouet, e karfenn sevel va spered war-zu ann env ; hogen ar c’hik, kaer am euz, a ra d’in sujea d’ezhan. Er c’hiz-ze, den