Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/400

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
388
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.


EIZVED KENTEL HA DAOU-UGENT.


War vuez ar re euruz ha war boaniou ar vuez-man.


————


1. — Ann ene mad.— Nag hi a zo euruz ar re zo o choum e rouantelez Doue ! O dervez sklear-meurbed a bado da viken ! Dervez n’euz noz evit hen tevalaat ! Dervez zo sklereet atao gant ar wirionez dreist-holl ! Dervez euruz bepred ! Dervez hep poan e-bed, hag a vezo bepred ann hevelep hini !

Plijet gant Doue e ve deuet ann deiz-ze ha ne ve mui netra euz a gement a ia gant ann amzer ! Ema breman ann deiz-ze o lugerni evit ar Zent, ha lugerni a raio evit-ho da viken. Evid-omp-ni, siouaz, ni zo c’hoaz war ann douar, ni ne welomp ken anezhan nemet a ziabell hag evel dre eur mellezour.

2. — Ar re euruz enn env a oar petra eo ann deiz euruz-ze ; bugale Eva war ann douar a hirvoud pell dioc’h ho bro, o veza ma’z eo ho buez c’houero ha kasauz d’ezho. Deisiou ar vuez--