Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/382

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
370
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

spered war-zu ann traou a-ziaveaz hag en em rei a reomp d’ezho a galoun vad, pa ne fell ket d’e-omp dont a-bred ena-omp hon-unan.


EVIT HOR C’HELENN.


Ma oufac’h e ve red d’e-hoc’h mervel warc’hoaz, pe seurt van a rafac’h-hu euz a vadou ann douar hag euz ar pez a reer hag a lavarer enn-dro d’e-hoc’h ? Gouezit ervad : mervel a reot warc’hoaz, rak ar vuez ne d-eo ket hirroc’h evit eunn dervez. Bezit eta a-vreman e-c’hiz ma karfac’h beza, pa zigoro dira-z-hoc’h-dor ar vuez a bado da viken. Ne d-eo ket ar wiziegez nag ar madon na netra euz a gement zo er bed, eo a vezo mad d’e-hoc’h, pa zeuio Doue d’ho parn. Neuze ne gasot gan-e-hoc’h dira-z-han nemet ar pez ho pezo great. Goude beza great eunn eost founnuz-braz, eunn den pinvidik a lavare enn-han he-unan : Na petra rinn-me ? N’am euz leac’h e-bed evit dastum ann edou-ze holl. Ha neuze e lavaraz : Setu petra a rinn. Diskar a rinn va zolierou, sevel a rinn re all brasoc’h, hag e tastuminn enn-ho va eost ha va holl vadou. Ha neuze e livirinn d’am ene : Va ene, kalz a vadou hoc’h euz miret evit meur a vloavez ; ehanit breman, debrit, efit, grit tinel vad.